RENABL E-SER AR VUHEZ E BREZHONEG ETRE AR FAOU HA LANDERNE
**** DA VEZAÑ KLOKAET GANT PEP HINI ****:
(hizivaet : Du 2008)
Goulenn a reomp ivez ouzh an holl re a gav mat ar renabl-mañ da zegas o zammig lod p'o devez tro, da lakaat muioc'h war wel ar yezh er vuhez pemdez. Kement-se en devo muioc'h a bouez war ar speredoù eget prezegennoù e-leizh....
Evit resev div wech ar miz deiziataer an darvoudoù da zont, kas ur ger da tgwilhmod@orange.fr
Anv hol listenn-skignañ a ra dave d'un dro-lavar holl-anavezet :
"Etre ar Faou ha Landerne n''emaoc'h nag e Leon nag e Kerne"
Un tamm istor : Ur vro etre eo eta. Abaoe deroù istor hor bro e kaver an div levezon, pa oa dija, er bloaz 510, Aotrou ar Faou, Ruellan, a oa divadez, oc'h enebiñ ouzh enbroerezh ar gristenien eus enez Breizh, a zeue eus an hanternoz.. Diwar neuze ar vro en hanternoz da Zaoulaz a voe dindan levezon Aotrouien Leon. En daouzekvet kantved ez eo int-i a roas douaroù da sevel an Abati e Daoulaz a welomp c'hoazh hiziv an deiz ul lodenn eus e gloastr, an hini koshañ e Breizh.
An tolead "Etre ar Faou ha Landerne" a zo ennañ meur a vro hengounel. Klotañ a ra well-wazh gant "Bro ribloù an Arvorig" a zo bet ijinet abaoe 2007 gant teknokrated an douristelezh da envel an tolead etre ar ster Elorn hag ar Ster Aon. http://www.tourisme-landerneau-daoulas.fr War al lec'hienn-se e kaver roll an oberiantizoù-diduiñ a zo da c'hoarvezout en tolead :
http://www.tourisme-landerneau-daoulas.fr/animations.asp
Setu aze an tolead gant e bastelloù-bro hengounel :
http://banniel.geobreizh.com/breizh/bre/kartenn-peier.asp
- Un tamm e Leon : Hanternoz ar ster Elorn, ha Plouziri, Ar Merzher, Penn ar C'hrann, Trelevenez, An Treoù-Leon
- Bro-Blougastell : enni parrez Plougastell hepken
- Ar vro Kernevodez : Loperc'hed, Dirinonn, Lannurvan, Irvilhag, Daoulaz, Logonna-Daoulaz, An Ospital, Hañveg, Sant-Alar.
- Ar vro Rouzig : Ar Faou, Rumengol
Sturiennoù ar c'homunioù e brezhoneg (da glokaat gant pep hini)
Bro Landerne-Daoulaz (Kumuniezh komunioù kantonioù Landerne-Daoulaz-Plouziri) :
Startijenn e-leizh
An Ospital : A-raok atav
Dirinonn : "Sell petra 'ri", diwar ger-stur tiegezh ar Rouazle (Maner ar Roual bremañ)
Landerne : Dalc’h soñj dalc’hmat
Loperc'hed : "Sell pell" diwar gomzoù Santez Berc'hed : "Sell pell hag e weli ar steredenn ..."
Plougastell-Daoulaz : War zouar ha war vor
- Tro ar c'homunioù :
Landerne : (lec'hienn brezhonek ar gomun) :
Komun : er c'huzul kêr ez eus meur a hini a oar brezhoneg : Ar maer-kozh (JP Thomin), Pascal Inizan. Er servijoù ivez eo mat ober gant ar yezh pa c'heller : da skouer gant an hini e karg eus ar c'hultur (Vefa Gwenegan), er GAC (Solange Cloarec ha Nathalie Saout)...
Marc'hadoù d'ar meurzh, d'ar sadorn ha dreist-holl d'ar gwener, gant Fañch Conseil, Fañch Loaec, Dede Cap (Salad ha Sivi dirak ar Caisse d'Epargne)
Homeopatiezh : Dr Kerouanton
Divorzherez : Daniela Ar Gall (kine kae bro Leon)
Stal boued Kergreiz (paotr toupok) hag ar stal kazetennoù (e wreg) ;
Ti-butun tost d'ar Family (an ozac'h) ;
Levrdi "Librairie de la Cité" straed ar Feunteun wenn (an ozac'h);
Tiez-Bank : Kredit Labour Douar e tal an ti-kêr Annick Le Gall en degemer.
Daoulaz : Mignoned Sant Roch, Fañch Le Bot, 06 62 26 70 98.
Yann Wafflart, ti-savour , a ra war-dro "Approches" da ditouriñ an dud war pezh a vez graet war an tisavouriezh e-keñver ar bio hag an energezhioù padus: staliet eo Approches e Daoulaz e ti ar bio. Prest e vefe Yann da zegemer stajidi e brezhoneg
Marc'had d'ar sul.
Hañveg Touzer deñved : Gilbert Creignou,, 0298219699.
Dirinonn : - Mirdi Gizioù kozh Dirinonn a c'heller gwelout e-barzh penaos e oa diabarzh an tiez gwechall, penaos e oa ar c'hoefoù, hag all. Kalzik a draoù e brezhoneg (notiñ a ranker ez eus ur follenn vruderezh e meur a yezh, hag unan e brezhoneg en o zouez). Digor e-pad an hañv dreist-holl. An Aotrou Le Men a c'hell kinnig an traoù e brezhoneg.
Ar Merzher : Karrdi Morizur er C'heff : An ozac'h kozh ; tavarn ar c'heff ;
An Ospital : Mengleuz : An Aotrou Sanquer ; Lucien Cevaer, maer brezhoneger.
Lannurvan : Amann giz gwechall, kig leue, digant Marie Thérèse Lagathu, Penbran. tremen war-dro kreisteiz.
Marc'had : bep merc'her betek kreisteiz hanter.
Plougastell : Dilennidi : an Aotrou Gac a zo kuzulier Jeneral e karg eus ar brezhoneg.
Marc'had d'ar Yaou diwezhañ eus ar miz(marc'had bras) e vez klevet ingal brezhoneg ; d'ar sadorn ha d'ar yaou ivez.
Kig Bio : leue, ounner, ejen ha oan. Digant Loic Caret, Feunteun Wenn 06 08 12 19 19
Ar stal boued bio Toull ar Ranig (ur gwaz).
Ti-post, ouzh an norikell, ar paotr tev, toupok un tammig, a oar brezhoneg. –
Ar Forest ar stal bara-ispiserezh he deus lakaet "ISPISEREZH" war dalbenn an ti.
Ar Roc'h Morvan : Segou Breizh (M. Fichou) http://segoubreizh.free.fr/Accueil.htm
Presbital : an Aotrou Chapalain. Legumajoù : Thomin.
An Treoù-Leon : E ti Toulleg e Bodenan e c'heller prenañ kig 'bio' 0298608317.
Prenañ dre internet : "Kig ha Legumaj" (boued bio) a glask astenn e obererezh en hor c'horn bro (dija ez eus tud eus Landerne a ra gantañ). Tiltloù e brezhoneg war al lec'hienn : http://panier-khl.com/ , hag e c'heller urzhiadañ e brezhoneg dre bellgomz pe bostel :06 76 61 60 29 kig.ha.legumaj@orange.fr
Tiez Bank : dorikellou ha chekennaouegoù er CMB ; chekennaouegoù er C'hef Labour-Douar ; “Tennadenn” war dorikelloù BNP Paribas Landerne ha Plougastell.
Ar "spilhennig" a c'heller goulenn en hor c'horn bro e ti Stumdi, Maner Keranden Landerne.
- Embregerezhioù e brezhoneg :
Arvorig FM e Maezkoad 29800 Landerne 0298303155 infowareeun@stalig.com arvorigfm@wanadoo.fr
Blaz Produktion (Video e brezhoneg) 21 str. P. Brossolette Landerne 0298213059 krisbraz@free.fr
Delioù : (levrioù evit ar yaouankiz) Park Ijinañ Maezkoad - 29800 Landerne Pgz : 02.98.40.57.41 - Plr : 02.98.40.53.83 skrid@wanadoo.fr
Diwan Breizh T.A. Sant Ernel BP 147 29411 LANDERNE CEDEX 0298213369 diwan.breizh@wanadoo.fr
Stumdi e Maner Keranden Landerne : da zeskiñ ar yezh d'an daoulamm. bzh.stumdi@wanadoo.fr
Kevredigezhioù dieub :
- An Daoulamm – Plougastell 02 98 04 24 89 andaoulamm@gmail.com. Kentelioù Noz peur pelec'h pe live ; Beilhadegoù war-dro ur wech ar miz ; baleadennoù ur wech bep tri miz
- Gorre ha Goueled - Loperc'hed serge.lehuede@wanadoo.fr Kentelioù diouzh ma vez goulennet ; Abadennoù diduiñ div wech ar bloaz. http://gorre-ha-goueled.monsite.orange.fr
- Minihi Levenez. Kreizenn speredel e brezhoneg a ginnig ur vuhez pediñ, a genvreudeuriezh, a baourentez, a zegemer, hervez ur reolenn bet kavet mat gant an eskob, ha dindan e giriegezh. Klask a ra kas war-raok an abostolerezh e brezhoneg. Abadennoù war Radio An Aodoù. Un ti embann hag ur gelaouenn ez eo ivez. Kentelioù noz a vez d'al lun goude koan. 0298251766 Bourk 29800 Trelevenez http://minihi.levenez.free.fr/
- Emglev an Tiegezhioù - Kergreven 29800 Trelevenez 0298251072 tgwilhmod@orange.fr
a glask krouiñ liammoù etre ar familhoù. Levraoueg, kelc'h lenn, kannadig Imbourc'h, kelaouerezh war internet "Etre ar Faou ha Landerne" ha "Brezhonegeniliz" Lec'hienn E.A.T..
- Ar Froud Birvidig - An Ospital : 0298811651 pe goude koan : 0298200052 Kentelioù noz dreist-holl
- Bugale Amañ : Evit ar sevenadur, ar yezh hag ar gouren. Staliet en Ospital-Kamfroud 7mimoza@orange.fr
- AEP Diwan Landerne : Kentelioù noz 0298852492
- Divyezh Landerne : Kentelioù noz dreist-holl 0298213760 http://div.yezh.landerne.free.fr/?lang=br
- Glenmor an distro www.glenmor.net 0298851153
- Kevredigezhioù kevredik (foran, publik)
GAC Landerne e Ti an Holl gaclanderneau@free.fr kentelioù noz da skouer. Pa vez bugale a-walc'h ez eus tu da oazaén stalieroù kanañ ha c'hoariva evit ar vugale. 0298216150
Gouelioù Kann Al Loar 14 straed ar Chaloni Kerbrat 29800 Landerne 02 98 30 30 45 kann-al-loar@wanadoo.fr
Park An Arvorig http://www.pnr-armorique.fr/
- Magourioù : Raktres evit Plougastell : 7mimoza@wanadoo.fr
- Skolioù-mamm ha kentañ derez :
Landerne : Skol Jules Ferry 0298851352 divyezh.landure@finistere.net ; Skol An Tourouz 0298213717 ; Skol Sant Juluan (Kae bro Leon) 13 straed Brest 0298810144 ; Skol Diwan (Tremaria) 0298216800 skol-diwan-landerne@wanadoo.fr ;
Plougastell : Skol Gwaremm Gozh - lec'hienn klasoù divyezhek skol bublik Goarem gozh Plougastell : http://div.yezh.plougastell.free.fr/?lang=br 0298402245 ; Skol Sant Yann/ Sant Pêr 44 straed Jean Corre 02 98 40 66 66 ecole.saint.pierre.ploug@wanadoo.fr ;
Loperc'hed : Skol Bublik 7 ru Menez 0298070230 ;
Daoulaz : Skol Bublik Div Yezh Daoulaz, Thierry Le Doeunf 0298206092 ;
Rumengol : Skol Diwan bourk Rumengol 29580 Ar Faou 0298809806 0298819722
- Skolajoù
Santez Anna Ru Jean Corre e Plougastell a ginnig 8 eurvezh ar sizhun da vugale divyezhek ar c'hentañ derez : Istor, Jedoniezh ha brezhoneg betek an trede klas.
Brezhoneg evel danvez diret a c'heller da gaout mod all en holl skolajoù : Santez Anna Plougastell, Sant Sebastian Landerne, Maezkoad Landerne, FeunteunWenn Plougastell ha Koad Mez Daoulaz.
- Liseoù
Lise an Elorn a ginnig brezhoneg hag Istor Douaroniezh (6-7eurvezh ar sizhun en holl)
- Sport, dañsoù, deskiñ sonerezh : e brezhoneg n'eus netra. E galleg e kaver ar gouren (en Ospital hag e Landerne), dañsoù gant Eskell an Elorn, Bleunioù sivi, sonerezh gant Bagad Landerne
- Lazoù-kanañ : Un tammig brezhoneg a vez gant laz-kanañ Kan Ar Vag en Ospital Kamfroud.
E Trelevenez, "Allah 's Kanañ" a ya en-dro e brezhoneg (skolajidi, Liseidi ha Studierien pe tud yaouank a-walc'h a ya d'ober an izili anezhi) 0298251766 Bourk 29800 Trelevenez
E Plougastell : gant “Daoulamm”.
- Ya d'ar Brezhoneg :
Setu aze roll ar sinerien da Garta ar brezhoneg aozet gant Ofis ar Brezhoneg. Ne dalv ket, avat, e c'hellfed mont e brezhoneg outo siwazh. (Roll da glokaat bet savet diwar roll ar 573 siner kentañ ha pa vez meneget ar siner e lec'h all n'eo ket bet lakaet amañ en-dro)
E Plougastell : Saveol, Levrdi Park al Levrioù, Redeg e Plougastell, Luc'hed ha Kurun ;
E Landerne : Anaximandre.
Ret eo notiñ ivez ez eus aozadurioù o deus graet strivoù da lakaat ar yezh war-wel gant panelloù divyezhek :
E Landerne : Burevioù an Ti-kêr, Mediaoueg Kêr, Ti Leclerc.
E Plougastell : Ti Leclerc Ti ar Menez ha skolaj Santez Anna.
E Daoulaz : E liorzh Abati Daoulaz e vez kinniget anvioù ar plant e brezhoneg e latin hag e galleg.
En Hañveg : Menez-Meur (roll da glokaat...).
- Buhez relijiel :
Trelevenez : div oferenn bep sizhun : d'ar merc'her da 18 e 45 ha d'ar sadorn 19 eur e chapel Minihi Levenez. Adalek an Hollsent betek derc'hent Sul ar Bleunioù e vez an oferenn e brezhoneg da 18 eur e lec'h. Gousperou ar sul e chapel Minihi Levenez : bep sul da 6 eur abardaez
Landerne : e sant Tomaz d'ar mizioù ampar d'an trede sul da 10 eur 30
Katekiz a vez kinniget e Landerne div wech ar miz d'ar sadorn vintin. 0298204898 ; Katekiz er gêr, 0298251072
War Arvorig FM (91.7), abadenn relijiel (Aviel, sarmon, pedennoù ha kantikoù) da 18e d'ar sadorn, adskignet d'ar sul da 9 eur.
War Radio an Aodoù (89) da 8 e 30 bemdez : pedenn gant Aviel an deiz.
Gwelout ivez : Brezhonegeniliz
Troioù lavar diwar-benn komunioù tolead "Etre ar Faou ha Landerne"
Daoulaz : "Grik, grik : Daoulaziz !" (c'hoari-gerioù da lavarout : taolit evezh, emañ ar vuntrerien o tremen. Daou + lazh)
Dirinonn : Trouz an tren war al linenn hent-houarn Landerne-Kemper : "'vin ket tapet 'vont da Gemper, 'vin ket tapet 'vont da Gemper, 'vin ket tapet 'vont da Gemper..."
Ar Faou : Arnev ar Faou morse ne lavar gaou. Pa lavar un deiz ne lavar ket daou. Klevet e vez ivez : "Avel diwar Ar Faou morse ne lavar gaou" (= glav a vo)
Hañveg : "E Koad ar C'harzh biken koad bras ne vo kavet e-barzh, mez e koad ar c'hranoù biken ne vanko"
Landerne : C'hwezh an te hag ar c'hafe a zo gant Merc'hed Landerne" = dimezelled int.
Pa vezit war bont Landerne, fri leonard, revr Kerne
Ma vankfe chaoser e Brezal, Landerneiz paket o stal.= beuzet e vefe kêr Landerne.
Loperc'hed : Loperc'hediz, renk-ha-renk, 'vez o tebriñ krampouezh ha laezh trenk = a rummad da rummad e tebront krampouezh ha laezh trenk, hervez Plougastelliz
Merc'hedigoù Loperc'hed ne reont ket kalz a viloù/evit sevel kreiz an noz da laerezh avaloù. (klevet e Plougastell adarre). D'ober goap ouzh tud Gorre Loperc'hed : "Ar Gorre zo paotred fin, ober a reont chistr gant avaloù pin"
Ar Merzher : Roit peoc'h ! Amañ 'mañ foar ar Merzher ! = re a drouz a zo ganeoc'h, evel pa vije foar amañ. Gwechall e oa foar bras er Merzher.
Plougastell : "En Hañveg e vez dañset 'giz ar Menez ; e Loperc'hed 'giz ar c'houerien, e Plougastell e-giz an Aotrouned"
Plouziri hag an Treoù-Leon : E Plouziri ez eus oniri, en Treoù koleoù = merc'hed Plouziri ha paotred an Treoù, emichañs, a ya mat asambles.
Korn an troioù lavar nebeut anavezet :
"Ar re mañ ne ouezont ket gant peseurt koad ober o loaioù". Klevet e Plougastell (Genver 2007) digant ur vaouez kozh a gomze diwar-benn an dud a samm dleoù warno a-benn prenañ o zi ha ne chom ket kalz a arc'hant ganto evit bevañ en abeg da se. Gwechall e tebre an dud gant loaioù koad.
"Mouzet eo : ne lavar ger, troet e gein ouzh ar voger" (Trevarn Lannurvan, diwar-benn ur paotrig mouzet)
Renabl enskrivadurioù brezhonek er c'horn :
Er Merzher :
War ar Garnel : en nec'h : SANT PAOL ; a bep tu d'an nor :
"AN MARO HAN BARN HAN IFERN IEN PA HO ZOING DEN E TLE CRENA FOL EO NA PREDER E ESPERET GVELET EZ EO RET DECEDI AN 1619 (Ar marv, ar varn, an ifern yen : pa soñj an den e tle krenañ. Foll eo an hini na breder ket en e spered o welout ez eo ret mervel) Tennet eo an destenn-se diwar "le Miroüer de la Mort" (derou XVI vet kantved)
E Plougastell, enskrivadur war monumant ar re varv, tost d'ar c'halvar : "Parrez Plougastel d'he bugale maro evit ar vro" ; e chapel sant Drenan : e lizherennoù gotek, a-zioc'h unan eus an dorioù a-gostez : En bloaz mil pemp cant hanter cant nemet unan ez voe fontet an chapel man en eil sul a mae en amser Maestr Herry a Castell rector Ploecastel ha Iahan Guergoz dit Monoet gouerner en chapel ma en enor da Doe ha Ytrō Maria a Confort ha Sant Adrian ; e sant Dren c'hoazh : Er bloaz 1913 ar chapel man zo bet nevezet/ hirret eo bet he zour adsavet en honor san adrien benniget/Fr Cardinal Person/ Cl Grignoux fabric deux Kergoat / G Broustail Mestr mansoner./// E Langristin : Er bloaz mil nao c'hant pevarzek, euz an diasez beteg beg an tour-man zo bet adsavet en henor santez kristina beniget/ F Cardinal person , Y André Fabrik, Broustail Mestr Mansoner. (Notiñ a c'heller e oa bet graet an div enskrivadur-mañ p'edo F. Cardinal Person : hennezh a oa bet person sant Nouga e 1905 gant ur c'hure a oa Yann-vari Perrot e anv...) /// Feunteun nevez bourk Plougastell : "Gwel ar skeud hag e kavi ar sklerijenn"
E Penn ar C'hrann : a-us da zor ar garnel eo skrivet “Chapel da Sa(nt) Itrop ha karnel dar lak(a)t esq(e)rn an pobl ; en iliz e eus ur werenn livet skrivet warni “Jezuz badezet gant sant Yann”; Delwennoù 'zo a zo skrivet war o sichenn o anv e brezhoneg : sant Yann Avieler, sant Anton, Itron varia a druez, santez Anna, sant Alar, sant Herbot, Itron Varia a Joa, kalon sakr Jezuz.
E Trelevenez : kroaz ar vered "daou ugent devez induljens" ; en iliz : war ardamez kustod an tiegezh Huon "En dra bado birviquen", ar gwerinier ha renabl an dud lazhet e-pad ar brezel pevarzek e kichen aoter ar Werc'hez.
E Lannurvan (Kroaz Madeg) "LAN MVLXX .SEL PEVLET HANNA SALVDET". Diaes da gompren ! Er vered : "Maro evit ar vro". Gwerinier kreiz an iliz : "Kinniget gant parrezianiz Lann-Urvan mission 1932"
E chapel Trevarn ez eus un enskrivadur bras e ruz : “Pa zeuio en hano a Jesus Pep glin da stouet en êe war an douar ac en ifern, a ra zeui pep Teod da anzao penaus an Aotrou Jesus Christ a so asezet e Gloar Doue an Tad.”
En Treou-Leon : Gwernelez "Kalon sakr a Jezuz diwallit arc'hanomp, bezit truez ouz eneou ar burgator" . Ar c'halvar a zo eus 1566 met an enskrivadur a zo kalz nevesoc'h, eveljust.
Hañveg er vered : navet renkennad, ar pevare bez a zehou, bez Herve Ar Menn : stil ar seiz breur, gant ur skritell "Nevezer ar biniou".
Dirinonn : - war talbenn an ti-kêr, ger-stur ar gomun : "Sell petra 'ri" ; dont a ra eus ger-stur ar familh de Rouazle a c'heller merzout c'hoazh, hep gellout e lenn avat (e lizherennoù gotek emañ), a-us d'an nor gleiz eus moger liorzh maner ar Roual (skrivet SEL PE RY). ;
- dirak toull dor chapel sant Divi : maen bez peuz diverket. Merzout a reer en traoñ "Repoz e peoc'h, evel-se bezet graet".
Loperc'hed : "Santez Berc'hed", war dalbenn ar feunteun e gevred an iliz-parrez.
En Ospital : war dalbenn an iliz, delwennoù “sant Gwenole” ha “sant Kaourintin” (anvioù skrivet e brezhoneg)
E Rumengol :
relegouer Itron Varia Rumengol, gourc'hemennet gant Lescour, barzh brudet eus an emsav, a zo skrivet warnañ e brezhoneg : “Gloar d'an Itron Varia Remed oll”, ha war ar c'hostez : “Gret e Kastel Pol er bloavez 1855 gant Y M Pondaven ha D. Derrien. Neuze an Aotrou JM Graveran a voa eskop Kerne ha Leon, an Aotrou Y Mesangroas Person, Roet da Iliz Remengol (Sic) gant JPM Lescour guinidic a Hanvec;
Delwenn arem ar Werc'hez e-tal ar gador-brezeg a zoug warni enskrivadurioù e brezhoneg hag e latin : “Ar Pab Pius XI a roas da eskop Kemper ha Leon ann eskop Ren(é) Nic(olas) Sergent a ro d'an Itron Varia. Pedit evit ho daou MDCCCLX (1860) Pius P(apa) Dedit Romae.”
Renabl an testennoù bet embannet diwar-benn ar c'horn
Istor an tolead penn da benn ouzhpenn hini Hañveg Istor Hañveg gant Herve Ar Menn, 1974, 218 p. kartenn en dibenn. + "an avaloù-douar dre zu-mañ" Al Liamm 150 p. 46-53
Liorzhoù-Iliz, sellout ouzh al levr "Liorzhoù-Iliz" embannet e brezhoneg gant Ouest-France e 1994 (Pennadoù war ar Roc'h-Morvan – Gwerenneg meur ar Basion - , Liorzh-iliz Sizun, Kalvar Plougastell), 62 p.
Loperc'hed/Dirinonn An Ti 'traoñ ar c'hoad gant Frañsez Kervella moul. 198 p. Hor Yezh 1990
Ar Merzher : Al Liamm 142 p. 400-401
Rumengol a-raok ar Gristeniezh, ijinet gant Absulio, e An Oaled 1934 p. 245-246.
"O pourmen dre Vreiz Izel" Visant Seite, e ti Emgleo Breiz 1998. Komz a ra eus Rumengol (Levrenn 1 p. 9), Plougastell (Kalvar, chapelioù, gizioù), Daoulaz, Dirinonn, Landerne (istor ha tro-dro), Ar Roc'h-Morvan (ar gwir istor), ar Merzher (pinvidigezh ar barrez-se) en eil levrenn p. 273-304.
“Rumengol 1858 – 2008” gant Job an Irien, levr 104 pajennad divyezhek, skeudennet stank e liv, war istor Rumengol, da geñver 150 vet deiz-ha-bloaz kurunidigezh Itron Varia an Dreinded Rumengol. Niv. 107-108 ar gelaouenn “Minihi Levenez”, 2008
Dirinonn ha Sant-Divi (levr gallek-brezhonek keit-ha-keit) :Yves Le Berre, Bernard Tanguy, Yves-Pascal Castel, "Buez santez Nonn", Minihi Levenez 1999, 198 p. A-raok testenn ar mister ez eus meur a bennad a denn da vonumantoù relijiel parrez
Plougastell (Pennadoù e-barzh Feiz-ha-Breiz) : - war Sivi Plougastell : Feiz ha Breiz 1927 p; 163-167 (kalz luc'hskeudennoù) - war Plougastell e 1937 : "Plougastell-Plougastelliz" , p. 242-243.Gweladenniñ kalvar Plougastell e brezhoneg : troet eo bet ar follenn-gweladenniñ e brezhoneg. Dre internet e c'hell bezañ kaset deoc'h ganeomp. Pont Plougastell, gant Jakez Riou e 1928 (savedigezh pont Albert Louppe) Brud nevez niv. 18 1985 p.36-39
Al Labour war ar mêz e parrez An Ospital gant Charlez Ar Gall niv. 177 Brud Nevez 1994 p. 32-57 ha niv. 179 p. 31-47
War brezhonegoù ar c'horn :
Brezhoneg an tolead e 1925 : Atlas Pêr ar Rouz
Poent 30 Plougastel (un den eus Daoulaz hag e wreg eus Hanveg)
Poent 31 Rumengol (un den eus Daoulaz hag e wreg eus ar Faou)
Poent 13 Gwiklan-Lokmelar-Sizun
http://projetbabel.org/atlas_linguistique_bretagne/index.htm
- war hini an Ospital : Le Gall Ch., le vocabulaire breton ., Annales de Bretagne 64, 4, 1957, pp 445-473 ha 65, 4, 1958, pp 509-536
– Plougastell : Plougastell torret e ziwaskell
- Logonna ha Plougastell Pennadoù-kaoz filmet (+ kanaouenn "Gwechall ha Bremañ") : kasetenn kleweled "A-hed ar c'hantved" niv. 2 : "Bro-Vrest" e ti TES.
- war brezhoneg al lodenn leon "Etre ar Faou ha Landerne" "O pennaouiñ gerioù war harzoù Bro-Leon", gant G. Kerouanton Hor Yezh 196, adembannet en niv. 205 ;
Lennegezh rik :
Mouezh Reier Plougastell, gant Glaoda 'r Prat, 134 p. 1905 e ti Prudhomme : barzhonegoù
Pinvidigezh ar paour gant Goulven Jacq (romant e ti Al Liamm a c'hoarvez e Plougastell)
Ur romant polis leun a fent ,nevez adembannet, a c'hoarvez en tolead : "Ne vo ket kig ha farz evit Samantha", 225 p., e ti TRES Landerne (10 euro), eil trimiziad 2006
Renabl an testennoù bet embannet war Tud eus ar c'horn :
Itron de Boisanger (Kerzaoulaz Lannurvan), merc'h Kervarker, lenn war Feiz-ha-Breiz Du 1912 p. 325-326.
Jakez ar C'hann (1884-1972) stourmer evit ar brezhoneg eus Logonna Daoulaz, ha div oberenn diembann diwar e bluenn http://kannadig.chez-alice.fr/etrearfaouhalanderne/tud/Jakez_Ar_C_hann/
Aotrou Cardinal person Plougastell (1859-1928) douaret er vered : Feiz ha Breiz Gouere 1928 p. 233-238.
Yann-Bêr Ar Skourr (Hañveg 1815 – Montroulez 1870), lezanvet Barzh Itron Varia Remed-Holl, a skrivas "Telen Rumengol".
Lec'hanvioù :
Anvioù ar parkeier : goulenn an anvioù parkeier digant an amzeien goshañ eo an dra gentañ da ober, eveljust. Goude-se, goulenn digant ho ti-kêr anvioù ar parkeier en-dro d'al lec'h m'emañ o chom. Stag ouzh kadastr kozh Napoleon ez eus roll an tachennoù gant pep a niverenn hag an anv a veze roet dezho. Alies mat emañ ar roll se e Dielldi an departamant e Kemper. E komun Dirinonn ez eus un eilskrid en Ti-Kêr. E Trelevenez eo chomet al levr orin e dalc'h an Ti-Kêr. Evit Penn ar C'hrann e ranker mont da Gemper. Evit ar parrezioù all : n'ouzon ket. Bez e c'heller atav goulenn ul luc'heilenn eus kadastr ho karter (da skouer), goude se sellout ouzh ar c'horrfichennoù treuzwelus en Ti-Kêr da c'houzout an anv, maz eo merket (a-wechoù e vez), pe, da vihanañ, niverenn an dachenn war kadastr Napoleon gozh. Goude se, ober un dro e Kemper da lakaat endro en implij anvioù ar parkeier en-dro deoc'h ! E Plougastell : a-walc'h eo mont d'an Ti-kêr da sellout ouzh ar c'hadastr a vremañ. an implijidi a glasko ganeoc'h anv ar park war o fichennoù. Kadastr Napoleon gozh a zo en Ti-kêr.
Anvioù-lec'h war aod hanternoz ar ster Elorn, etre Landerne ha Gwipavaz, e levrenn gentañ rummad levrioù Mikael Madeg (e ti Emgleo Breiz) war anvioù-lec'h aod bro-Leon. Gant an "Annales hydrographiques de la Marine" bet embannet gant ar SHOM daou-ugent vloaz 'zo, ez eus ivez ur c'haier talvoudus war anvioù-lec'h lenn-vor Brest a vez kavet e CRBC Brest.
Lezanvioù : Kanton Daoulaz + Dirinonn : "Surnoms Bretons du Pays Na Leon na Kerne" 220 p. E ti an oberour Mikael Madeg, 14 euro franko. Ivez : "Surnoms bretons de Brest à Landerneau" / Mikael Madeg. 144 p. Keredol, 29800 Sant-Tonan
Kanaouennoù ha Kantikoù eus ar c'horn
Enklask war ar panellerezh brezhonek er c'hornad : digant pep hini e c'houlennomp e lavarout deomp e peseurt stad emañ ar panellerezh divyezhek en e gomun :
ÒDaoust hag eñ ez eus panelloù straedoù divyezhek ? Hag ar panelloù-henchañ staliet gant an ti-ker ? Ha war dreuzoù ar bourk ? Evezhiadennoù all deuet mat eveljust. Da skouer menegiñ pa ne vez ket lakaet panelloù brezhonek war an holl henchoù war dreuzoù-kêr, evel e Lannurvan...
Trelevenez : straedoù, panelloù-henchañ kêr, panelloù war dreuzoù-kêr. Nac'het eo bet sinañ ar garta “Ya d'ar brezhoneg” betek-hen gant an ti-kêr.
Landerne : straedoù, panelloù-henchañ kêr, panelloù war dreuzoù-kêr, ur ger brezhonek bennak hag an holl ditloù divyezhek war gannadig ar gomun.
Ar Forest-Landerne :
Loperc'hed : tost netra, war bouez un nebeut panelloù “Loperc'hed” war lod eus an hentoù war dreuzoù ar bourk hag ur panell divyezhek e Rostivieg: "Hent ar beg"... Gortozet a reer remañ e vefe lakaet da wir promesoù ar program evit dilennadegoù an ti-kêr...: panelloù divyezhek, sinadur "Ya d'ar brezhoneg" ha diorren ar c'helenn divyezhek.
Plougastell : lod (nebeut) eus ar panelloù-heñchañ a zo divyezhek “Ti-kêr” war dalbenn an ti-kêr. Anvioù ar straedoù e galleg hepken.
Dirinonn :
Daoulaz : War dreuzoù kêr ha titloù divyezhek war gannadig an ti-kêr ...
Logonna : n'eus nemet ur panell divyezhek war an D 333, pa antreer er vourc'h; anviou ar straejoù a zo hanter e brezhoneg : rue de l'argoat, rue Ar Mor, hag all.... Goulennet ez eus bet dija ma vefe lakaet panelloù divyezhek war an henchoù, met " re ger eo". Faziou zo ivez e barzh anviou lakaet nebeut zo gant an ccpld : Clemenech'y, Pors Beach... n'eo ket bet sinet Karta "ya" gant ar gomun
Sant Alar : war dreuzoù kêr, anvioù straedoù ar vourc'h.
Hanveg :
Ar Faou : panelloù divyezhek war dreuzoù kêr, ur panell-heñchañ bennak divyezhek evit ar monumantoù
An Ospital : straedoù, panelloù henchañ ha war dreuzoù kêr.
Irvilhag
:divyezhek penn-da-benn ar panelloù henchañ
hag anviou ar straedoù e bourk
Irvilhag.
Lannurvan
: divyezhek ar panelloù
war dreuzoù kêr peurvuiañ, kannadig ar gomun a zo
brezhonek e dalbenn : “Lann Urvan” ; un titl e-barzh
“Keleier ar gomun”.
Penn-ar-C'hrann :
Ar Merzher : anvioù straedoù divyezhek, mankout a ra lod eus ar panelloù brezhonek war dreuzoù-kêr. Panell henchañ brezhonek ebet.
An Trehou : Netra, war-bouez war dreuzoù ar bourk ha war dalbenn an Ti-Kêr
Roll ar c'hevredigezhioù hag an embregerezhioù o deus un anv brezhonek en tolead :
Ur bern kevredigezhioù, stalioù, hag all o deus un anv brezhonek daoust maz eo ar galleg ar yezh a implijont peurvuiañ a-hent-all. Mat eo ober ur renabl anezho ha reiñ labour dezho : trugarez da gement hini a zegaso anvioù amañ.
E Loperc'hed : ar Sal Steredenn ; Bar “Ar Glanvez”(anv ur wazh)
E Plougastell : Redeg e Plougastell ; Bar Le Penn ar Bed ; Ti Glaz (magouri); Espace Avel Vor ; Gym Ar Mor ; Ar Re Vihan ; Ty Forn ; Cercle Bleuniou Sivi ; Evid Sant Kloda ; Ty Bara (Boulanjer) ; Crêperie “An Ty Coz”; “Biogastell” “Savéol”(logo stumm un domatezenn dezhñ, pe an heol o sevel), Amzer (bleunioù), Emgleo sant Yann, Ti an Aod, Gym ar Mor...
E Landerne : Ar Stalig, Le Tambour/An Taboulin, Eskell an Elorn, Glenmor an distro, skol Gouren al loar, Trezerien, Hopala !, Kann al loar, Kezeg Breizh an Elorn, Plijadur o tañsal, Ty Bourdin (boulanjer e-tal an ti-Post), Krampouezhti “Gwenn-ha-du”...
E Lannurvan : Ty Kreis-kêr (sal ar gomun); anv kannadig ar gomun : “Lann Urvan” ;
En Irvilhag : “Ti Lannig”(ti-debriñ)
En Ospital Kamfroud : “Dec'h hizio warc'hoas” (kevredigezh war-dro istor ar gomun)
Er Faou : Krampouezhti “An Ty bihan” ; Kafedti “Ti Breizh”
TRUGAREZ VRAS D'AR RE A ZEGAS TITOUROÙ
NA DERMIT KET DA ZEGAS HO LOD :
Liammoù talvoudus :
Festoù-noz : http://www.fest-noz.net/index.php?yezh=0&petra=
Skinwell
Gwagenn.tv http://blog.gwagenn.tv/
Webnoz : http://www.brezhoweb.com/?mode=webnoz
France3 : Abadennoù “Te ha Me”, “Digor din” "Mouchig dall" , evit ar vugale, d'ar Merc'her vintin (war F3 war-dro 8 eur 45) : http://ouest.france3.fr/videojt/
An Taol Lagad : http://jt.france3.fr/regions/popup.php?id=l35b_locale
Skingomzoù dieub:http://www.stalig.com/
Sked Brest : oberiantizoù e bro Vrest http://sked.infini.fr/agenda.php
Brezhoneg war ar genrouedad : http://diwanet.asambles.free.fr/liammou.php
Klask an hent berrañ dre internet : gant “maporama” e c'heller hen ober e brezhoneg (pep tra n'emañ ket e brezhoneg hogen un tamm memestra : dibab “brezhoneg” evel yezh. http://world.maporama.com/
Bremaik, keleier sizhuniek dre ar genrouedad : http://bremaik.free.fr/
Anvioù plant Breizh war lec'hienn abati Daoulaz (an anv e brezhoneg a c'heller kavout war ar fichennoù e galleg) http://www.abbaye-daoulas.com/fr/jardin/public.php
Skrivañ deomp evit degas keleier, kinnig posteloù tud da gelaouiñ,
ha klokaat ar renabloù
Etre ar Faou ha Landerne -