Jakez Ar C'hann :

ur stourmer eus Logonna Daoulaz evit ar brezhoneg.

 

Nebeut a ditouroù hon eus diwar e benn. Betek ennomp e chom an div destenn dizembann a vo kavet da heul.

 

Un diskibl d'an Aotrou Perrot e oa. Ar roud kentañ a gaver anezhañ eo e anv pluenn "Pôtr L.N." e niverenn Feiz-ha-Breiz miz mezheven 1913 e lec'h ez embanner roll an dud en doa bet profoù diganto evit sevel "Teatr brezhonek Keryann". "Pôtr L.N." a ra dave d'ar geriadenn a Logonna e-lec'h edo o chom  : Hellen ("L + N). War "Feiz ha Breiz" e kaver ivez pennadoù diwar e zorn e miz du 1919 ha miz genver 1920. Roud ebet anezhañ a-hent-all betekhen

 

Ar brezhoneger-mañ eus Logonna en doa stourmet en e amzer evit ar brezhoneg a fell deomp enoriñ amañ.

 

Trugarez da Serge An Huede en deus dizoloet an den-mañ ha bizskrivet e ziv oberenn.

 

Testenn gentañ : Diverrañ eus Konferañs Charles Callec 12 a viz Du 1922

 

Kinnig an destenn : Diverrañ ur brezegenn bet distaget gant un enebour politikel da Jakez Ar C'hann ez eo an diell-mañ : Charles Callec. Ne ouzomp ket perak en doa Jakez Ar C'hann kemeret ar boan-se. Ma ! Daoust ha fiziout a c'heller e neptuegezh Jakez Ar C'hann p'en deus skrivet an destenn, pe ez a re bell ganti a-wechoù, evit lakaat an dud a lenno an destenn da sevel a-enep ar Charles Callec-se ?Pep hini a raio e soñj da c'hortoz barnadenn tud gouiziekoc'h egedomp...

 

Bezet pe vezet hon eus amañ un testeni bev-buhezek diwar-benn ar brezel a rene e Breizh-izel etre an daou vrezel-bed, etre kostezenn an Iliz hag ar gostezenn all, laikour (darvoud monumant ar re varv, ar gevezerezh Parrez-komun gant istor gwerzh gwez sant Yann..), a bellae diouzh ar yezh (ar galleg a oa yezh an a-raokaat), c'hoant ganto digreskiñ levezon an Iliz war an dud (skol bublik, dansoù...).

 

A-hent-all  ez eo, evel an eil testenn ivez, un desteni eus ar yezh a veze komzet e Logonna-Daoulaz e 1922. Abalamour da se e c'heller mont da zibenn ar pennad-mañ da lenn an destenn en he doare-skrivañ orin. Amañ diouzhtu da heul e lennor an hevelep testenn kempennet un disterañ evit doujañ da reolennoù hon doare-skrivañ ha d'ar c'heriaoueg peurunvanet. Lezet hon eus ar gerioù gallek hep o zreiñ en ur brezhoneg c'hwennetoc'h. A-wechoù eo bet reizhet ar yezh pa oa fazioù yezh anat, ha kresket a galz ar poentadur, ma vo aesoc'h kompren an destenn, a zo bet savet da gentañ-holl evit bezañ klevet a vouezh uhel, ha n'eo ket lennet gant an dud.

 

 

            "Deuet on amañ, mignoned, da zisplegañ dirazoc’h ar pezh zo etre person Logonna ha me diwar-benn ar chanson nevez « Dever bras ar Christen ». Ar person en deus lavaret, eus ar gador, an dra-mañ-an dra-hont diwar he fenn : ul lodenn hepken eus ar pezh zo paseet ez eo. C’hoant en deus d’hor c’has war-bouez hor fri, an tad karantezus-se.

            En em gavet er barrez ez eas dre holl da vennigañ an tiez, hag e partout en devoa gwelet imachoù kristen ; pep tra oa dereat ha kempenn ; ne oa gantañ nemet fougeoù. Nebeut goude e komañsas ar skandalat, hag ar « pleurnichoù » hag ar « santansoù ».

            Gouzout a rit, ar person hag ar maer n'emaint ket mat asambles; hemañ en devoa graet d’ar maer ur « visite de politesse » hag ar maer n’en deus ket hen rentet dezhañ.

            Gouzout a rit ez eus savet aze ur « monumant » evit ar re varv, evit ar re a zo bet o tifenn ac’hanomp, hag ar person n’oa ket falvezet gantañ bennigañ ar monumant-se abalamour ma ne oa warnañ nemet ar groaz a vrezel ; ar maer e-unan oa bet o c’houlenn ma vije kanet ur servij en devezh-se ha goude m’en devoa lavaret ar person e vije graet, e reas lavarout goude, dre bugale ar skol, ne vije ket kanet ar servij ac’han d’an devezh warlerc’h.

            Goude e teuas gwez sant Yann. Ar person ne felle ket dezhañ e vijent gwerzhet ha kouskoude ar gwez a oa d’ar gomun.

            Difenn a zo ivez gantañ (ar person) da zañsal, n’eus droad da zañsal nemet d’ar frikoioù, d’ar « fête publique » ar barrez ha betek 9 eur hepken dindan boan da vezañ refuzet evit an absolvenn. An dansoù kouskoude a ren pell 'zo, hag a ro tro d’ar re yaouank d’en em anaout, da gaozeal, ha neuze c’hoazh lakaat a ra ar c’henwerzh da « roul » ; ar maer a c’hell hag a dle ober un « arrêté » evit serriñ an ostalerioù da 6 eur ; plijadur ebet, eme ar person, ha gwelet 'oant o-daou e kichen ur sal dañs, deuet evit gwelout piv oa enni : youc’het voe warno, mes ne dec’hent ket evit kement-se.

            Difenn a zo gantañ ivez da zeskiñ katekiz gallek d’ar vugale; gouzout a rit kouskoude pegement a ra deskiñ ar galleg ha pegement aesoc'h eo mont n’eus forzh e pelec’h pa ouzer galleg mat ; ne c’hellit ket deskiñ katekiz gallek d’ho pugale evel e Daoulaz pe e lec’h all ; daoust hag an Doue gallek n’eo ket heñvel ouzh an hini brezhonek ? Hennezh kouskoude a oar galleg ivez.

            Ar « chanson nevez » a zo savet ganin abalamour person Logonna en deus lakaet ac’hanon da goll ar fiziañs he devoa Itron ar Vilin-Vor ennon. Un devezh (5 a Eost) o gwelis o-daou o tont eus eno hag e lavaren ennon va unan : « Al laboused-mañ a zo bet oc’h ober va boutoù din en un tu bennak, sur a-walc'h",  ha ne fazien ket. Prestik goude oan aet d’ar Vilin Vor, evel kustum, hag an Itron e lec’h dont d’ar vourc’h dre an hent, a ya dre Bennaleurgêr, evit nonpas paseal e-biou din ; Sklaer oa eta n’he devoa ket ken a c’hoant d’am gwelout.

« Le Curé, (n’eo ket ar c’hure, mes ar person « le Curé ») agit par armes occultes, moi j’agis à découvert ; il accepte la délation et même l’institue » « ha ma ne vijen ket tad da 6 krouadur e vije bet torret va divrec’h din ».

            Ur sulvezh en devoa difennet dañsal war ul leur nevez ; hini pe hini anezho zoken oa bet gwelet en tour gant « longvuioù » evit gwelout piv oa o tañsal ; gwelet oa bet ha youc’het warnañ hag e tiskennas gant ar vezh.

Pa oa bet an teatr er Vilin Vor, ar c’hure a lavare oa gwelloc’h d’an dud mont da welout an teatr-se eget mont da « hejañ o divesker war ar c’hezeg-koad, da Zaoulaz, pe d’ar Faou, pe da lec’h all » hag an dra-se a lavare eus kador ar wirionez. N’ouzon ket e pelec’h e vez hennezh oc’h hejañ e re, gouzout a ran avat e vez reunionioù en Iliz diouzh an noz gantañ hag ar merc’hed yaouank ha kement-se, dindan patronaj bras ar person.

            Bet hon eus bet e Logonna beleien kapabl evel Kerloc’h, Caradec, Tanguy, a oa, sur, gwelloc’h eget Baron.

            Pemzek devezh a-raok retred ar vartoloded e veze klevet c'hoazh kement-mañ eus kador ar virionez : « C’hwi, mammoù, hag ho peus « autorité » war ho priedoù, war ho pugale, degasit anezho deomp ha n’ho pezo ket a geuz ».

            Ya, mammoù kristen, en em lezit da vezañ komandet gantañ hag e welot ez oc’h komandet gant un den ha n’eo nemet « ambition » hag ourgouilh ; ar person-se n’eo nemet ur sac’h ourgouilh.

            Si M le Vicaire général serait ennuyé de mes critiques, je m’adresserai ailleurs...

            Pa oa bet paotr Plouzeniel oc’h ober ur gonferañs evit ar skolioù libr, ar c’hure en devoa lavaret : « Ma z’eus unan bennag hag en defe un dra bennak da lavarout, n’en deus nemet kaozeal ; liberte zo da « gontredizañ ». Ne oan ket aet d’ar gonferañs ; ma vijen bet eno am bije gellet dislavarout ; daoust hag ezhomm oa unan eus keit-all, (Plouzeniel) evit ober ur gonferañs evel-se ?

            Selaouit mat : « Ar skol libr a zo ur richer ivantet gant an dud a Iliz evit sachañ dour war o frad ».

            Bezañ ez eus ivez ganto klasoù evit ar servijoù, an interamantoù, an euredoù ; keraet int toud, ne vez netra evit netra ganto. Me ivez a zo kristen ha peurvuiañ bep sul e vezan en oferenn-bred, ha ne glevan nemet « calomnie » ha mallozhioù.

            Me gred ez eus un Doue, mes n’eo ket Doue beleien evelhen avad. Ar person en devoa lavaret ivez n’oa ket sinet ar chanson nevez, rak... etc. Eo sinet eo Pennec a zinifi Penn-kalet ha ganin eo graet."

 

(Da fin ar gonferañs e kan Charles Callec ul lodenn anezhi; dre an Xe koublad eo e komañs.)

 

Testenn orin : Diverra euz Konferans Charles Callec    12 a viz du 1922

            Deuet oun ama, mignoned, da zisplega dirazoc’h ar pez zo etre person Logonna ha me diarben ar chanson nevez « Dever bras ar Christen ». Ar person en deuz lavaret euz ar gador an dra-ma, an dra-hont divar e fen, eul loden ebken euz ar pez zo passeet ; C’honat en deuz d’hor c’hass var-bouez hor fri, an tad karantezuz-ze.

            En em gavet er barrez ez a dre holl da venniga an tiez, hag e partout en devoa guelet imachou kristen ; peb tra oa deread ha kempen ; ne oa ganthan nemet fougeou. Neubeut goude e koumans ar skandalat, hag ar « pleurnichou » hag ar « santansou ».

            Gouzout a rit, ar person hag ar mear nemeit ket mad assambles; henman en devoa great d’ar mear eur « visite de politesse » hag ar mear n’en deuz ket en rentet dezhan.

            Gouzout a rit ez euz savet aze eur « monument » evit ar re varo, evit ar re a zo bet o tifen ac’hanomp, hag ar person n’oa ket falvezet gantan beniga ar monument-ze abalamour ma ne ioa varnan nemet ar groaz a vrezel ; ar mear e-unan oa bet o c’houlen ma vije kanet eur servich en dervez-ze ha goude m’hen devoa lavaret ar person e vije great, e reaz lavaret goude, dre bugale ar skol, ne vije ket kanet ar servich ac’han d’an dervez varlerc’h.

            Goude e teuaz gwez sant Yan; ar person ne felle ket dezan e vijent guerzet ha gouskoude ar gwez a oa d’ar gommun.

            Difen a zo ivez gantan (ar person) da zansal, n’euz droad da zansal nemet d’ar frikoïou, d’ar « fête publique » ar barrez ha betek 9 heur ebken dindan boan da veza refuzet deuz an absolven. An dansou gouscoude a ren pelzo, hag a ro tro d’ar re yaouank d’en em anaout, d’en em gozeal, ha neuze c’hoaz lakaat a ra ar c’hemveers da « roul » ; ar mear a c’hell hag a dle ober eun « arreté » evit sarra an hostaleriou da 6 heur ; plijadur ebet eme ar person ha guelet oant o daou e kichen eur zall dans deuet evit guelet piou oa ennhi, youc’het oa varnho, mes ne dec’hent ket evit kement-se.

            Difen a zo gantan ivez da zeski katekiz galleg d’ar vugale; gouzout a rit gouskoude pegement a ra deski ar galleg ha pegement eassoc’h eo mont n’euz forz e pe leac’h pa ouezer galleg mad ; ne c’hellit ket deski katekiz galleg d’ho pugale evel e Daoulas pe e leac’h all ; Daoust hag an Doue galleg n’eo ket henvel ouz an hini brezonek ? Hennez gouskoude a oar galleg ivez.

            Ar « chanson nevez » a zo savet ganen abalamour person Logonna en deuz lakeat ac’hanon da goll ar fizianz en devoa Intron ar vilin vor ennon. Eun dervez (5 a Eost) o gueliz o daou o tont euz eno hag e lavaren ennon va unan : « Al laboused-ma a zo bet oc’h ober va boutou din en eun tu bennag sur aoualc’h ha ne fazien ket ». Prest goude oan eat d’ar vilin vor evel kustum hag an Intron e leac’h dont d’ar vourc’h dre an hent a ieaz dre Bennaleurgeur evit nonpas passeal ebiou din ; Sklear oa eta n’e devoa ket ken a c’hoant d’am guelet.

« Le Curé, (n’eo ket ar c’hure, mes ar person « le Curé ») agit par amres occultes, moi j’agis à découvert ; il accepte la délation et même l’institue » « ha ma ne vijen ket tad da 6 krouadur e vije bet torret va divreac’h diouzin ».

            Eur zulvez en devoa difennet dansal hag eul leur nevez ; hini pe hini anezo zoken oa bet guelet en tour gant « lonvuiou » evit guelet piou oa o tansal ; guelet oa bet ha youc’het varnan hag e tiskennaz gant ar vez.

Pa oa bet an théâtr er vilin vor, ar c’hure a lavare oa guelloc’h d’an dud mont da velet eur an théâtr-ze eget mont da « eja ho divesker var ar c’hezek koat da zaoulas, pe d’ar Faou, pe da leac’h all » hag an dra-ze a lavare deuz kador ar virionez. N’ouzoun ket e pe leac’h e vez hennez oc’h eja he re, gouzout a ran avad e vez reunioniou en Iliz deuz an noz gantan hag ar merc’hed yaouank ha kement-ze dindan patronaj braz ar person.

            Bet hon deuz bet e Logonna beleien kapabl evel Kerloc’h Caradec Tanguy a oa, sur, guelloc’h evit Baron.

            Pemzek dervez araok retred ar vartoloded e oa c’hoaz klevet kement-ma deuz kador ar virionez : « C’houi merc’hed, mammou, hag o peus « autorité » var ho priejou, var ho pugale, digassit anezo deomp ha n’ho pezo ket a geuz ».

            Ia mammou kristen en em lezit da veza koumandet gantan hag e veloc’h ez ioc’h koumandet gant eun den ha n’eo nemet « ambition » hag ourgouilh ; ar person-zo n’eo nemet ur zac’h ourgouilh.

            Si M le Vicaire général serait ennuyé de mes critiques, je m’adresserai ailleurs...

            Pa oa bet potr Ploudaniel oc’h ober eur gonferans evit ar skoliou libr ar c’hure en devoa lavaret : « Ma z’euz unan bennag hag en defe eun dra bennag da lavaret, n’en deuz nemet kozeal ; liberté zo da « gontrediza ». Ne oan ket eat d’ar gonferans ; ma vijen bet eno am bije gellet dislavaret ; daoust hag ezom oa unan euz keit-all, (Ploudaniel) evit ober eur gonferans evel-se ?

            Selaouit mad : « Ar skol libr a zo eur risier ivantet gant an dud a Iliz evit chacha dour var o frad ».

            Beza ez euz ivez gantho klassou evit ar servichou, an anterramanchou, an eureujou ; kereet int tout netra evit netra ganto. Me ivez a zo kristen ha peurvuia bep sule vezan en offeren bred ha ne glevan nemet « calomnie » ha malloziou.

            Me gred ez euz eun Doue, mes n’eo ket Doue beleïe evel eo avad. Ar person en devoa lavaret ivez n’oa ket sinet ar chanson nevez, rak... etc. Eo sinet eo Pennec a zinifi Penkalet ha ganen eo great.

(Da fin ar gonferans e kan eul loden anezi; dre an Xe koublad eo e koumans)

 

 

Eil testenn : Dervez an depute Lospig, pe 75 lur gounezet

 

Setu un eil diell diwar zorn Jakez Ar C'hann. Seblantout a ra bezañ ur brouilhed : e stumm un unangomz emañ. Kinnig a reomp an destenn evel m'emañ :

 

Pez c’hoari farzuz evit unan.

Bureo an depute: eun daolig varni eun dousen lizeri hag ar gazeten „Le Courrier du Finistère“. Eur gador vourret ha diou gador all.

Ouz ar voger, er mellezour. E kichen an daol, eur baner da lakaat paper.

--------------------

            (An Aot. Lospig, depute ruz Brest a deu gant prez en e vureo, eul leviten- frailh war e dailher, eun tok kern-uhel var e benn, eur rozen ruz ouz e vruchet, eur chadenn-aour ouz e gof, e vanegou en eun dourn, eur vaz flour en dorn all.

E dog, e vanegou, e vaz a dol var eur gador; kemeret a ra eur melezour evit floura e vleo, friza e voustachou, eüna e gravaten hag e laka ar mellezour en e blas.

Neuze en e zav e kreiz ar bureo e lavar:)

 

« Guelloc’h kant guech beza laër, eget beza pilhaouir, ...  » a lavare an tanfoulh koz guech all !

Petra en devije lavaret neuze ma vije bet depute ?

Nann ! Nann  an dra-ma n’eo ket eur vicher,

 

            (O sellout ouz e vontr)

 

Unnek eur anezi, hag emaon o paouez sevel ouz va guele c’hoaz !

Petra fell deoc’h ?

Deac’h oan bet o koania gant va mignon an aotrou Silzikam... Sonet an hanter-noz abarz ma oamp savet ouz taol... hag oun doa c’hoaz eun taol domino da ober ! Ouspen teir eur pa oan eat d’am guele !

Nann, nann, n’eo ket eur vicher eo !

Ha bemdez evelse !

Sellit ! Derc’hent deac’h, eur vandenn labourerien a vez o treï mein da zec’ha a oa en em lakeat e grev ; n’eo ket braz aoualc’h o faë var o meno ; dek kuennek dre vean n’o deuz ken, hag e fell dezo kavout pevar real. Ha me ha mont goude koan gant va mignoun Kabeltouseg da ober eur brezegen dezo :

« Goulennit, a liviris dezo, c’houec’h real dre vean, ha ma ne fell ket d’ar vistri o roi deoc’h, stlapit ar vein dezo en o frenecher... evit netra ! » -

Dao, diou eur noz pa oe fin d’ar prezegennou ! ha n’oa ket echu ! Eun dro jolori dre ruïou ker evit diskouez d’ar vourc’hizien n’eo ket mouget c’hoaz peb liberte ganto ! 4 eur pazis da gousket !

Nann, nann, n’eo ket eur vicher !

En dervez araok... eured an dimezell Penn-Rostet, dimezet d’eur mignoun d’in euz maner ar Grib. – Ouz taol betek dek eur ! eun abadenn-zans, kas ar plac’h nevez d’ar gear, kana souben al leaz ha d’am guele... Ya met teir eur oa adarre !

En dervez araok c’hoaz... va Doue, me oar ? Nann, nann, n’eo ket eur vicher ! eun diverr buez n’eo ken !...

Ah! Kouard ! Kouard ! Kouard ! ma ouizies pegen eürus out da c’hellout sevel araog an heol ! met n’ouzes ket ! hag e klemmes, paourkeaz diskiant !

 

            (O sellout adarre ouz e vontr:)

 

Unnek eur... Mat amzer am eus da ober eun draik c’hoaz a-raok lein.

 

            (Mont a ra d’e vureo hag e kemer e gazeten)

 

Da genta eun taolig lagad var ar gazeten... evit guelout petra zo tremenet dec’h er gambr! ...

Rak, e c’hellit kredi, gant ur vicher evel houman, n’am euz ket amzer da vont d’ar gambr !

Eur vech ar miz e vezan gouskoude... evit touch ar mouniz – bah, eun netra : 75  109.60 lur bemde, daou c’hant lur varn ugent 3333.33  ar miz hag eun hanter kant ouspen ! –

Hag ez eo eun torr-penn beza direnket evelse.

Kenta tro ez in, e lakin dougen eul lezen evit ma teuio ar reseour beteg o zi da zigas o arc’hant d’an deputeed; ha votet e vezo sur, rak n’emaon ket va-unan o klemm; var bemp kant hag eun dousen bennag a zo er gambr, me laka ez euz d’an nebeuta tri c’hant hanter ha na vez guelet o skassou eno nemet da zervez ar baë, hag eur vech an amzer evit kerc’hat o zamm butun !

 

            (Tenna ra euz e c’hodell eur pikol sigaren, lakaat a ra tan, hag ez a da azeza er gador-vourret en eur zisplega ar gazeten)

 

Houman eo va c’hazetenn : n’euz ket guelloc’h egeti : « Le Courrier du Ministere » ; hanvet eo evelse abalamour ma vez ar vinistred o skriva varnezi... Evit guir enni e vez kavet pep tra, renket brao, hag e brezonek yac’h !

 

(O lenn: )         “Herriot a zo maro ! ... dec’h...

Sell ! maro Herriot dec’h ? Mat ! Guelloc’h eo neuze eur c’hi beo egetan !

«... ar c’houarnamant en deuz goulennet ma vije diskroc’hennet... »

- Oh ! Oh ! Feiz ! gwasoc’h e vije bet dezan ma vije bet diskroc’hennet ez-veo !

« ar c’hroc’hen a vezo bourret gant eun orden golo (diou ma ne vez ket aoualc’h gant unan)... – feiz ne vo ket re gant diou ! ... ha lakeat da zec’ha var doen kambr an deputeed, evit sponta ar brini... »

- Hein ? var gambr an deputeed ? evit sponta ar brini ? Ma vije bet e parkeier Laou ar Melour c’hoaz, du-hont e-kichen koajou ar Roual, ne lavaran ket !

- Ah ! guelet a ran ! guelet a ran ! Ar brini ? ar brini ? da lavaret eo ar veleien !

Mat eo, re vat ! ar re-ze a fell dezo lakaat o fri e pep lec’h ! E kambr an deputeed zoken ez euz eun hanter dousen bennag anezo.

N’ouzon dare avad hag ar spontailh-ze a raio nec’h dezo ? P’edo kig hag eskern Herriot en e groc’hen, leun a vuez, n’o doa ket kalz a zoujanz evitan... ha breman pa vezo bourret gant kolo !! ...

-«...al lezen a zo bet votet da hanter-noz hanter »

- guelet a rit ? ha ! pebez micher !

-«... daouzek prezegen ez eus bet evit an dra-ze. Pemzek depute kroget ar c’housket enno, a oa chomet stag ouz o c’hador, beteg ar fin; pevar c’hant o deuz votet a du gant ar vinistred, pemp ha tregont ebken en o eneb; ar re-all ne reant forz petra vije great gant ar c’hroc’hen. »

 

            (Sevel ra en e zav)

 

- Ar Republik ruz – n’euz nemet unan – a zo atao start en e zav, en despet da gounar ha da gasoni ar gostezen venn harpet var ar veleien, a zo o klask an tuda ziskar anezi ! dervez kaer evit ar Republik.

 

            (Mont a ra d’e vureo)

 

Allo, guelomp breman petra zo var ar re-man al lizeri-man. Eur guchen vat ‘zo anezo. Hag e ranker respont dezo holl!

Nann, nann, n’eo ket eur vicher !

Guir eo n’e goust ket ker ar respontchou: ar boan d’ho dougen beteg ar gambr; ac’h eno e vezont kasset evit netra ! – En deiz all e oa pemzek mil gant unan euz va mignoned: eur c’harrad ! M’en dije ranket paea e oa rivinet ar paourkeaz ! N’oc’h eus nemet guelet: pemzek mil lizer a bemp guenneg a zo tri mil seiz kant hanter kant lur ! Keroc’h e koust eur c’harrad lizeri eget eur c’harrad kaol-poum !

 

            (Azeza ra dirag e vureo hag e tigor eul lizer. –O lenn:)

 

            „Aotrou depute, Eur gerig ebken... Oh ! n’eo ket evit goulen an aluzen eo, met evit lavaret deoc’h kement-ma: an aotr. Person ne fell ket dezan...

-          Dal, ne m’oa ket lavaret deoc’h ? O fri e peb leac’h ! -

«...ne fell ket dezan e rafe va merc’h Yvona he fask kenta ma ne’za ket d’an oferen bep sul ! N’he deuz boutou ebet ar plac’h keaz ! Ma ve ho madelez Aotrou depute, kas eun ... tammig lizer da Golaïg ar C’here va amezog, marteze am befe eur re gantan guelloc’hig marc’had... »

 

            (Sevel ra en e zav)

 

- Me, depute ruz Brest, prena eur boutou d’ho merc’h da vont d’an offeren ?!

 

(oc’h azeza :)   Ma vije bet da vont da zansal ne lavaran ket !

 

            (Digeri ra eul lizer all.)

 

«Aotrou depute, n’euz justis ebet var an tamm douar-ma !... »“ Oh ! Oh !“ – «...Diou vioc’h hon deuz, va greg ha me, met leaz zo ganto o diou... » – Ac’hanta, peb hini e vioc’h leaz n’eo fall emichans! – «...evit va hini goz netra guelloc’h: mat e kav eur banne leaz en e c’hafe ! Me avad n’oun ket evit gouzanv al leaz. Ne c’helfec’h ket, Aotr. Depute, o lezel e leaz gant unan evit va maouez, dougen eul lezen evit ma teufe euz bronnou eben... lagoud evidon-me. »

- Ha ! ha ! ha ! ya, hag eul lezen all, m’oarvad, evit ma kouesfe amann sall a-zindan lost unan, ha mel-dous a-zindan lost eben ? -

 

            (eun trede lizer)

 

«Aotr. Depute, va mab Izidorig en deuz pevarzek vloaz echu abaoue morlarjez diveza. Ne gav ket deoc’h e ve poent dezan kaout e zantifikat ? Ar skolaer en doa lavaret din n’hen defe biken, keit ha ma chomfe er skol gristen; hag em boa e lakeat er skol all varlene. Ma ouie va fôtr neubeut a dra araok, breman ne oar seurt ! E bater a oa gellet planta dezan braoik en e benn ; hirio ne oar na pater na noster. Ret eo din gouskoude e zelc’her er gear divar ar bloaz-ma ; ne c’helfec’h ket, Aotr. Depute, lakaat ar skolaer da roi dezan un tammig santifikat ? »

- Eo, eo, hag azen ar vilin vor e vo roet unan dezan ive, rak, m’euz touet, n’eo ket hirroc’h e zivskouarn eget re Izidorig ! -

 

            (Pevare lizer)

 

« Aotr. Depute,, pemp bloaz varn’ ugent bremaik da C’houel Iann, en do va mab Glaodaig, siouaz, evit c’hoaz n’hon deuz bet nemet melkoni ha ran-galon gantan he vamm ha me ! Guall feneant eo; kalzik banneou a ev; n’hellan ket lavaret e teufe en noz d’ar gear euz an ebatou: gedal a ra an deiz da zont ! Hag e karfen guelet anezan o fortunia ar c’henta ar guella, hag o vont pell euz e dud, ma ve possubl. Bonig an toulkuz anavezit mat, en deuz eur plac’h yaouank ouz e zoare: Fantig Bleo-Melen. Met an tad a refuz Glaodaig da vab kaër, hag ar verc’h ne fell ket dezi a briz ebet beza e bried ! C’houi marteze, Aotr. Depute a c’hellfe kompeza an traou ? »

- La, setu me tapet da vaz-valan ! -

Nann, nann, n’eo ket eur vicher !

 

            (Pempet lizer)

 

«Emgleo an „diskrougerien anduilhen“ he deuz an enor da c’houlen gant an Aot. Lospig, m’en defe ar vadelez d’ober dezo hirio, er c’hoc’hi da nav eur hanter, eur brezegen var ar „guella doare da lakaat da vogedi fesken ar penn-moc’h».

- Ha setu adarre beteg hanter-noz d’an neubeuta !

 

            (O sevel prim)

 

Assa, den zot ma’zo ac’hanoun !... “penn-moc’h ? an dra-ze a zigas da zonj din ema va mignon ar C’hozig oc’h va gortoz da vont gantan da jaseal moc’h gouez da Goat ar C’hrannou !

 

            (O sellout ouz e vontr)

 

Da unnek eur hanter en doa lavaret,... hag ez eo unnek eur ugent ?

Poent eo din bale !

 

            (O kounta al lizeri a jom)

 

... tri, pevar, pemp, c’houec’h lizer all a zo aze c’hoaz. Mat varc’hoaz e vo guelet. Varc’hoaz ? - Varc’hoaz e teuio re nevez, kement all pe vuioc’h !

Allo da c’houeza an tan !

 

            (Regi ra anezo hag o zaol er baner. Kemer a ra e dok, e vanegou, e vaz hag ez a kuit gant prez.)

 

N'EUS KEN