ENEZ AR VERTUZ

N'eo ket dre zegouezh ma ra Youenn OLIER, ur skrivagner puilh maz eus unan, anv eus un « Enezenn » war dalbenn al levr-mań : Langleiz en deus meret an hevelep dodenn a skiant-faltazi gant « Enez ar Rod ». Dave a ra ivez an aozer da istor hol lennegezh peogwir ez eo bet skrivet  un «Enez ar Vertuz » all, « Inis er Vertu », gant Marion e 1790 war enez Edig.

Liesseurt-kenań eo an oberenn, dic'hortoz a-wechoł, bet skrivet e 1965. Ur seurt heuliadenn da levr Huxley « Brave the World » ez eo,bet troet e galleg dindan an dalbenn "Le Meilleur des Mondes", ur bed mac'homet gant ur Stad dre benn d'an Araokaat Kalvezel. Gellout a reer lenn ur varnadenn hir eus ar romant war AL LIAMM niv. 119, bet graet da vare an embannadur kentań, roneoskrivet e teir levrenn gant an oberour e-unan e 1965-66.
Adwelet ha kresket eo bet e oberenn gant Youenn OLIER nebeut a-raok mont d'an Anaon d'ar 15 a viz Kerzu 2004.

Pemp kevrenn e div levrenn a ya d'ober an oberenn, a  zo 674 pajennad enni. Ijinet eo bet ar golo gant Lydie Delile hag ar gartenn gant Nadine Olier.

El levrenn-gentań en em gaver gant ar poent "Omega " bet ijinet gant Teilhard de Chardin : ur bed dizenel. En eil lodenn e kaver ur Vreizh oc'h adsevel goude un drouziwezh. Keralen, penntudenn ar romant a zispleg penaos en deus

PAJENN DA HEUL