divizet, goude termal hir amzer, da heul kalz a zarvoudoù, dic'hortoz alies, distrujañ ar bed faos-se evit bevañ en unan all, e-lec'h ma ren koulskoude ar marv, ar c'hleñvedoù, ar poanioù diwar ar garantez. Gwellout a reer er bed-se tentadurioù an den a-viskoazh : ar berc'hentiezh, ar gwaskerezh, ur Stad mac'hom oc'h eginañ adarre...

En ur ger ez eo evit gwir ul levr a breder don, war ster an istor pergen, hogen kinniget e stumm ur romant pinvidik ar yezh anezhañ.


Ne vo ket gwerzhet al levr er stalioù levrioù dre ma savfe re uhel priz ar mell oberenn-mañ d'al lennerien.

Dre lizher eta e ranker pourchas "ENEZ AR VERTUZ" :

45 € eo, gant ar mizoù-kas

Chekennoù war anv "Emglev An Tiegezhioù"

Chomlec'h : EAT-Imbourc'h, Kergreven, 29800 Trelevenez.

EVIT MA VO ANAVEZET AN OBERENN-MAÑ, HA KRESKET TACHENN AR BREZHONEG, ROIT PE BROFIT "ENEZ AR VERTUZ" DA LENN EN-DRO DEOC'H…

PAJENN DEGEMER