BREZHONEGENILIZ (listenn skignañ)

Kinnig al listenn-skignañ : Amañ da heul e vo kavet titouroù war ar pezh a zo e brezhoneg e buhez an Iliz e Breizh. Oferennoù dreist-holl, a zalc'h da vezañ lidet ingal e yezh ar Vro "evit gloar Doue ha Silvidigezh ar bed".

Traoù all a zo, hogen pep tra a zo bresk hag a zalc'h hepken diwar-bouez dalc'husted un nebeut tud. Ra gemerimp perzh enno eta, ha ra vrudimp anezho, rak kaer a zo ober, ar wask vrezhonek ne ra morse anv anezho pe dost. Dizingal e teu er-maez al listenn-skignañ-mañ, da lavarout eo : p'en em gav ar c'heleier ganeomp... p'en em gavont ! Goulenn a reomp eta ouzh pep hini degas keleier p'en devez tro da glevout anv eus un dra bennak aozet e brezhoneg evit ar Gristenien. Trugarez dezho a-berzh an holl zegemerien a venn bezañ kelaouet war ar pezh a c'heller da gaout e brezhoneg en Iliz. Kaset eo bet ar c'helc'hlizher-mañ da nebeut-tre a dud evit c'hoazh (nebeutoc'h eget hanter kant) : ma anavezit chomlec'h internet brezhonegerien gristen e kavint gras o resev keleier a-drugarez deoc'h.

T. Gwilhmod tgwilhmod@orange.fr

a-berzh Emglev An Tiegezhioù,

Dizale :

Roazhon : D'ar 15 a viz Du da 6 e 30 da noz e vo lidet un oferenn vrezhonek e kouent an Dominikaned, 3 straed Brizeux e Roazhon. Goude ar bedenn hor bo ur banne a-gevret gant an holl perzhidi.

Pardonioù brezhonek da zont :

- sul 23/11 KERFOD (Pempoull) 10 e 30 Krist Roue

Oferennoù lidet ingal

- e Kemper, bep sul kentañ ar miz, 8e 45 e chapel an Iliz Veur

- e Landerne, bep trede sul ar mizioù ampar da 9 e 45 (iliz sant Tomaz)

- e Trelevenez, bep sadorn (da 18 eur etre an Hollsent ha Pask, betek an 8 a viz Meurzh ar bloaz-mañ : d'an 20/3 ne vo ket a oferenn; da 19 eur adalek ar Yaou Gambr-lid ha derc'hent an Hollsent; Beilhadeg Pask a vez lidet da 21 e 30 ar sadorn) ha bep merc'her (18e 45) e chapel Minihi Levenez ; evit Nedeleg ha Pask e vez war-dro 21 eur en iliz ; lidoù da 18 eur da yaou Gamlid ha Gwener ar Groaz.

- e Lannuon bep sadorn diwezhañ ar miz da 6 eur noz e chapel Sant Pêr ar Rusked

- e kantonioù Kastell Paol ha Landivizio e vez un oferenn ur wech ar miz, tu pe du er c'hanton.

 

Oferennoù da zont (dizingal)

- evit Aodoù an Arvor, sellout ouzh http://catholique-saint-brieuc.cef.fr/Oferennou-e-Brezhoneg

Er vinihi, bep sadorn d'an noz da 6 eur.

E Landerne, da 10e30 e iliz Sant Tomaz d'ar 16 a viz Du.

E Rosko, d'an 30 a viz Du-

E iliz Trelevenez, d'ar 24 a viz kerzu, ar Pellgent da 9e30 noz.

E Landerne, da I0e30 e iliz Sant-Tomaz d'an 18 a viz genver.

E Plougoulm, d'ar 15 a viz c’hwevrer.

Prezegennoù gan an Tad Job an Irien diwar-benn " an Iliz Keltiek ". E Kastell-Paol, d'ar 4 a viz kerzu, e brezhoneg. Er Minihi, d'ar sul 7 a viz kerzu, da 3e goude lein (diouyezeg).,

Kantikou brezoneg evit al liderezh, er Minihi d'an 11 a viz Du, euz 2 eur da 5 eur, gand Mikêl Skouarneg ha Job an Irien.

Ar re a ra wardro ar pardoniou a zo pedet d'eur vodadeg er Juvénat e Kasteliin d'ar sadorn 15 a viz Du adalek 2e30 da 4e30 da brepar eun emgav gand an Aotrou 'n Eskob.

Pardonioù brezhonek

- er Folgoad : derc'hent eil sul miz Gwengolo da 18 eur. Da 16 eur e loc'h ur birc'hirinadenn e brezhoneg 7 km diouzh chapel Landouzen an Dreneg evit en em gavout da 18 eur er Folgoad.

- Oferenn-bred Plouha ar sul kentañ miz Mae bep bloaz. Banne a enor da heul gant al laz-kanañ.

- e Rumengol : da 18 eur derc'hent sul an Dreinded ha derc'hent ar 15 a viz Eost ;

- Lun ar Pantekost : Pardon sant Urfol er Vourc'h Wenn

- e Landouzen An Dreneg : da 11 eur da sul kentañ miz Gouere ; pred ha c'hoarioù da heul

- e Santez-Anna-Wened 26 a viz Gouere : da 9 eur e kloastr ar Penniliz , Oferenn Santez Anna patronez Breizh.

- e Lokildud Sizun : da 10e 30 prosesion 11 eur Oferenn da sul diwezhañ miz gouere.

- e Bodiliz : 11 eur Gouel Maria Hanter-Eost.

Abadennoù kristen e brezhoneg war ar skingomz :

=) Radio Sklaerded (eskopti Sant Brieg & Landreger) 102.1 pe 98.8: Abadenn ar sadorn da 9 eur

=) Radio Kerne 90.2 hag Arvorig FM 91.7 (ha war ar genrouedad : http://radio.stalig.com): Abadenn ar sul da 9 eur (Aviel ar sul, sarmon ha kantikoù) d'ar sadorn (derc'hent) e vez skignet da 18 e ar memes abadenn

=) Radio An Aodoù (eskopti Kemper) (89 - 92.6 - 96.7- 99.6 - 105.2): Pedenn an deiz, bemdez da 8 eur 30 nemet d'ar sadorn 7e 20 ha d'ar sul 8 eur 15.

d'al lun, da 8e abardaez ha d'ar sadorn da 6e30 abardaez : Musikoù santel hor bro (55 mun)

Lec'hiennoù da welout a denn d'ar feiz e brezhoneg :

- sellout ouzh roll an oferennoù ingal dre zepartamant ;

- http://koantik.googlepages.com/brezhonegenoverenn

http://annajoachim.blogspot.com

DA SELAOU : - kantikoù nevez : http://minihi.levenez.free.fr/overenn.html

... ha kozhoc'h : http://perso.orange.fr/per.kentel/frame_par_genre.htm

Lec'hienn Allah's kanañ Allah's kanañ war myspace

Katekizerezh:

E Landerne, daou strollad (CE ha CM) a bep eil bep pemzetez e sal ar barrez d’ar sadorn vintin 02-98-20-48-98 ;

E Lannuon hag e Gwengamp ez eus ivez.

Katekiz er gêr : gant Minihi levenez ez eus daou gaier. Gant Emglev An Tiegezhioù e c'heller kaout katekiz Tequi tgwilhmod@orange.fr

Kemennoù prevez :

Goulennit (evit ur bennozh doue eo) embannadurioù a liderezh BARR HEOL, niverennoù kozh Imbourc’h, Ar Rozera embannet gant Ikonenn Mari, gant ar Misterioù Skedus ouzhpenn, Pedenn da Itron Varia ar Veleien, Levrioù "Ar vuhez kristen" Rosko war Sant Frañsez Asiz (4 levr), santez Elizabed a Hongri, Fatima, Buhez Hor Salver Jezuz-Krist... tgwilhmod@orange.fr

Nevez deuet er-maez :

"Liderezh an Eurioù": levrenn gentañ, ul levr a 1200 pajennad war baper "bibl", keinet brav. Troet war-eeun, ha pajenn evit pajenn diwar ar brevial latin ofisiel : an holl bedennoù eus ar brevial, ha lennadennoù Tadoù an Iliz evit pep deiz. Skridaozet gant Paol Kalvez. E gwerzh e ti Mari-Terez Kalvez, 12 Petit Raffuneau 44700 ORVEZ/ORVAULT, chekenn war anv  B.S.I. (Breuriezh Sant Ildud) 50 euro + 10 euro evit ar mizoù-kas. Aotre ad experimentum gant Eskob Gwened, an Aotrou Centene. D’an 29 a viz Du da zont eo e krog ar bloavezh a liderezh

"Minihi Levenez" miz du Kerzu 2008 : diwar-benn ur bedenn a "absolvenn-veur" e bro Leon er XVII vet ktved hag un danevell eus beaj an hañv en Iwerzhon hag e bro Skos.

Pirc’hirinededoù : "Minihi-Levenez 29800 Trelevenez".

Pelerinaj en Douar Santel da Bask 2009 : eus an 8 betek an 18 a viz ebrel, evit re yaouank ha tud en oad a gompren un tamm brezoneg. Lakaat an anvo er Minihi ar buanañ ar gwellañ rak n’eus nemet 30 plas.

Pelerinaj e Kerne- Veur eus ar 5 betek an 12 a viz gouere, war roudoù sent Breizh, ha Pelerinaj war droad war roudou sant Paol a Leon eus Enez-Eusa da Enez-Vazh, eus ar sadorn 19 betek ar sul 26 a viz gouere. An daou belerinaj-mañ a vezo graet ma vez tud awalc'h o lakaat o anv. Evit gouzout hiroc'h, skrivañ d'ar Minihi.