Levraoueg Emglev An Tiegezhioù
Emañ e kerz EAT ul levraoueg a-bouez, dreist-holl evit ar brezhoneg.
Er bloavezhioù tremenet hon eus bet kalzik profoù a-berzh izili a gozh : klokaat a reomp bep tro levraoueg EAT, hag ar peurrest a ya gant aozadurioù brezhonek a-bep seurt : ofis ar brezhoneg, KDSK Gwened, kreizennoù-bro, ha zoken gant tud prevez a labour evit ar yezh.
El levraoueg e kaver :
Dastumadennoù klok pe dost : SAV, GWALARN, AL LIAMM, IMBOURC'H, STERENN, STUDI HAG OBER, HOR YEZH, PREDER, BARR-HEOL, AN AMZER, KROAZ BREIZ, Liziri Breuriez ar feiz, AR BED KELTIEK, Bleun Brug
Dastumadennoù diglok : Feiz ha Breiz, SKOL, SKOL AN EMSAV, AL LANV, ...
Dastumadennoù nebeut a skouerennoù enno : Feiz ha Breiz (kozh), Ar Vro
Dastumadennoù a ra diouer : Kroaz ar Vretoned, Arvor, GALV, Spered Ar Vro...
Hogos kement levr brezhonek a zo bet moulet abaoe eil hanterenn an 19vet kantved a c'heller da gavout ivez.
Servijout a ra al levraoueg d'an izili eus an Emglev hepken. Bez e c'heller amprestañ evit tri miz d'ar muiañ.
E Kergreven Trelevenez emañ staliet al levraoueg.
Evit muioc'h a ditouroù : Levraoueg EAT
KANNADIGOU KOZH
Adalek niv. 22 "Kannadig Imbourc’h" e c’heller lenn anezho en linenn.
Evit lenn an niv. 22 da skouer, skrivit : http://kannadig.chez-alice.fr/kannadigoukozh/22.html
Erlerc’hiit an 22 gant niverenn ar c’hannadig hoc’h eus c’hoant da lenn.