Kantik Itron Varia Rumengol

evit an ton klikań amań : http://perso.orange.fr/per.kentel/kantikou/itron_varia_rumengol1.htm

I

Lili arc'hantet o delioł

War ribl an dour 'zo er prajoł ;

Doue dezho ro-as dilhad

A skuilh er maezioł pep c'hwezh vat.

diskan

Itron Varia Rumengol, Gwerc'hez galloudus, remed-oll,

Roit deomp hirio, en an' Doue Yec'hed ar c'horf hag an ene.

II

O Rumengol, pell amzer ' zo, C'hwi eo boked kaera hor bro ;

Pep rozenn goant, pep lilienn / A zo disliv en ho kichen.

III

N'eus elestrenn ebed er prad A daolfe kement a c'hwezh vat ;

E Leon, Treger ha Kerne, Ganeoc'h e klever c'hwezh an neńv.

IV

Bleuniań ' rit c'hoazh en ho kozhni E liorzhig goudor Mari ;

Rah hor mamm dous n'eo ket hedro Pa gar ur wech eo 'vit atao,

V

War an Arvor, gant ar Werc'hez. Oc'h bet lakaet da rouanez ;

Rumengol eo he merc'h hena Ganti eo karet ar muiań !

VI

Hon tadoł kozh a oa kousket E teńvalijenn ar pec'hed :

Maro, war roudou peb hini... Ifern euzhus o tigeriń...

VII

War ar maen ruz e skuilhed gwad, Hag er Hrannou, e-kreiz ar hoad,

A zindan dervenn Teutates, Tud ' veze lazhet heb truez.

VIII

Tec'hit doueoł digalon, Setu Gwenole ha Grallon,

Tec'hit, tec'hit... War ar maen ruz Eo savet chapel mamm Jezuz.

IX

E-lec'h ar gwad, dour a vuhez A red en iliz ar werc'hez ;

He c'halon eo an eienenn Ne vezo disec'het biken.

X

E Rumengol ar perc'hirin A bedo stard war e zaoulin,

A welo a-dreuz e zaeloł Evel digor lez an Neńvoł.

XI

Ma salud teir gwech an aoter En ur adoriń hor Salver,

Teir gwech e vezo benniget Gant tri ferson sakr an Dreinded

XII

Ma ra seizh gwech tro ar chapel Gant Ave an ael Gabriel,

Mari hen diwallo bepred Diouzh Satan hag ar seizh pec'hed.

XIII

Ha ma tegemer an osti, E galon ennań o virviń,

Ouzh Jezuz e chomo stag mat : Etrezo birviken kimiad.

XIV

Perc'hirined, grit evelse, Kaout a refot grasoł Doue

Hag e vec'h deuet en eur leńvań, C'hwi ' yelo kuit en ur ganań.

 

- Kantik Sant Alar (ar gomun tost da Hańveg) a vez kanet da Yaou Bask, deiz pardon ar c'hezeg ha pergen e-pad ar brosesion 'vez etre ar gousperoł ha bennigadur ar c'hezeg.

War don : Pange Solemnes

 


Diskan : O Tad Sant Alar, Patron ker hor parrez,

Ni deu d'ho meuliń hirio gant Ievenez ;

Selaouit bepred hor mouezh, hor pedennoł

Eus barr an neńvoł.

 

I - Dre ho lealded, ho labour ijinus,

E lez ur roue bras c'hwi deuas galloudus

Dre ho kwir furnez, mignon bras da Zoue,

Ha Sant bras ive.

 

II - A wall gleńvejoł alļes hor loaned

Dre ho pedennoł a zo bet pareet ;

En amzer da zont grit c'hoazh dre c'hras Doue

Ma kavint pare.

 

III - Skouer ar gristenien amań war an douar, Patron galloudus en neńv leun a c'hloar,

War ho pugale pedit Doue da skuilhań

E c'hrasoł gwellań.

 

IV - Grit ma karimp Doue dreist an holl draoł krouet

Dreist deomp hon-unan, dreist an holl dud er bed ; Hag eus ar pec'hed dre nerzh ar garantez

Ma tec'himp bemdez.

 

V - Grit ma vimp bepred tud eeün, tud leal,

'Veldomp hon unan ma karimp an dud all,

Ma ro/imp d'an holl dre hor madoberoł

Skouer a vertuzioł.

 

VI - Grit ma vimp sentuz da lezennoł Doue,

Da vouezh an Iliz ma vimp sentuz ive ;

Rag sentidigezh hervez an Aviel

A ra buhez santel.

 

VII - A hed hor buhez, bemdez var an douar

Ni dle labourat, gouzańv poan ha glac'har,

Mez poan ha labour gant Doue benniget,

Zo frouezhus meurbet.

 

VIII - Grit maz ay un deiz d'an neńvoł d'ho meuliń, Da veuliń Doue hag ar Werc'hez Vari,

Da veuliń ar Zent, da veuliń an Aelez,

Holl dud ar barrez.


 

- Kantik Sant Pźr Irvilhag (iliz-parrez)

 

War don Kelven pe Breuriezh ar feiz

 


Diskan : Sant Pźr, prińs an Ebestel ha vikel Hor Salver

Bezit 'vit Irvilhagiz un tad, ur patron ker.

Pe(o)gwir eo fiziet ennoc'h alc'houezioł aour an neńv

Ni esper 'vo digoret an nor d'ho pugale.

 

- E Kźr vihan Bethsaļd, en ur familh dister,

Eo e teuas er bed-mań an abostol Sant Pźr.

Kuzhet e vevas eno betek an deiz eürus

Ma voe choazet ha galvet da vont da heul Jezuz

 

- Pa 'z eas, ar wech kentań, da welet Hor Salver

Digantań e resevas ar gwellań degemer

Neuze ivez gant Jezuz 'voe cheńchet e anv

Ha "Pźr" vo a-c'houdevezh an anv a zougo.

 

- Sant Pźr, gant e feiz nerzhus, un deiz a zisklerie

'Oa Jezuz, e gwirionez, ar C'hrist, Mab da Zoue.

Raktal, e vestr benniget a lavaras d'e dro :

Te 'vo maen-font va Iliz ; netra n'he diskaro !

 

- Bemdez, o Patron Santel, ni 'wel an dud difeiz,

Kounnar an diaoul 'n o c'halon, o taga an Iliz.

O ni ho ped, deuit buan, deuit buan d'he difenn ;

Gant ho skoazell e trec'ho he holl enebourien.

 

- Sant Pźr a nac'h, un devezh, e Vestr hag e Salver,

Mes ne ro ket, 'vel Judaz, digor d'an dizesper.

Kerkent ez eo pardonet e bec'hed ken euzhus.

Na bras eo an drugarez e Kalon Sakr Jezuz !

 

- Sant Pźr en deus labouret evit ar feiz kristen

Betek gouzańv ar prizon ha mervel d'he difenn.

Eveldoc'h, o Sant Patron, d'ar feiz ni vo fidel,

Ya, fidel a wir galon, ha pa ve ret mervel.


 

- Kantik Itron Vari Trevarn Lannurvan (deiz ar pardon : Yaou Bask)

(ton : ???)


Diskan : Mari hor Mamm, hor Rouanez

Patronez karet hor Bro Breizh-Izel

Sellit ouzhomp gant trugarez

En hon dańjerioł bezit hor skoazell.

 

I Pa vez ar mor bras kounnaret

Ha pa sko an tarzhioł gwenn

Lagad ar sturier ankeniet

A glask ar werelaouen.

 

II E Trevarn ez eus ur chapel

Gouestlet deoc'h gant hon tadoł

Amań Lannurvaniz fidel

A gan deoc'h o fedennoł.

 

III Amań dirazoc'h daoulinet

En o ankenioł gwashań

Nag a dud n'o deus ket gwelet

Ar steredenn o parań.


 

- Kantik Santez berc'hed a Gildare, patronez Loperc'hed.

he gouel a vez d'ar c'hentań a viz c'hwevrer.

Ton : niv. V eus "Kantigoł brezonek eskopti S. Brieg ha Landreger"

Oberour : Kermorvan (Abad Maurice Colleau)

Aotre da voulań gant J. Cadiou Vikel vras, e Kemper, d'an 18 a viz Kerzu 1947

 


Diskan :

Santez Berc'hed, hor patronez

Deoc'h e kanomp hol levenez

Hon enor, hor meuleudioł

Hag e kasomp hor pedennoł.

 

1.- E bro tud vat, eus hor c'herent,

Bro Iwerzhon, Enez ar Sent,

Oc'h bet ganet, Patronez ker,

Pemp kant vloaz goude hor Salver.

 

2.- Na renk na madoł nag ar bed

Ne gabestront sell ho spered :

Derc'hel d'ho renk a Gristenez

a vo labour kaer ho puhez !

 

3.- An Aotroł Krist, en Aviel,

Hag er Gomunion santel

A zispak e sked a Zoue

'vel ur bann heol war hoc'h ene

 

4.- Da vad ebet na da zen

Ne zigorit ho kalon ken,

Nemet d'ho Salver benniget

Hag en deus kement ho karet !

 

5.- Kuitaat a rit tud ha madoł,

Buhez didrouz hag enorioł

Evit gouestlańkorf hag ene

D'an Aotroł Krist e Kildare !

 

6.- En-dro d'ho lochenn-leanez

Re all a sav unan ivez

Gwerc'hezed galvet gant Doue

Da fiziout ennoc'h o ene.

 

7. Neuze, Abadez Kildare,

E verkit dezho, hep dale,

Hent laouen ar sentidigezh,

Ar c'hlanded hag ar baourentez.

 

8. D'ar c'horf labour, diouzh maz eo ret,

Ar Skridoł Sakr, 'vit ar spered

D'an ene meuleudi Doue

Setu reolenn Kildare.

 

9. Divrec'h astennet o pediń,

Pedennoł hir, hep damantiń

E dour yen un nozvezh goańv :

Ho pinijennoł n'int ket skańv !

 

10.- Pebezh levenez koulskoude

Lezel frankiz gant hoc'h ene

da redek war-lerc'h ar Vuhez,

War-lerc'h Doue ar garentez.

 

11.- Enez ar Sent a drid a-bezh

dirak taolenn ho santelezh !

Bro Iwerzhon ho kemero

'Vit patronez un deiz a vo !

 

12.- Dre an Europ, hanter c'houez,

Dre vro Arvor, ar Vreizh nevez,

Menec'h Iwerzhon a embann

Keloł mat an Aviel splann.

 

13.- E pep lec'h e kasont ganto

Skouer ho puhez hag hoc'h ano !

Hon tadoł kozh 'vit o farrez,

Ho tegemer da batronez !

 

14.- Pebezh enor evidomp-ni

Bezań diwallet ganeoc'h-c'hwi,

Sante brudet er bed a-bezh,

Patronez ur vras ivez !

 

15.- Evel gwechall, Patronez vat

Diwallit diouzh pep droug dalc'hmat

Hon ti, ar c'hrevier, hol loened

Hor sivi hag hor parkoł ed !

 

16.- Pesketaerien Roztivieg,

Gant bennozh an Hollc'halloudeg

A ro deoc'h-c'hwi, mamm ar Barrez,

Karg eus o bag , hag o buhez !

 

17.- Holl dud ar vourc'h, labourerien,

Micherourien, kenwerzhourien,

Tud bet o servijań war vor,

Diganeoc'h e c'hortozont skor !

 

19.- Ha grit ma vo Loperc'hediz

Gwellań Bretoned ' zo e Breizh

Ha dre ho madelezh bepred

Gwellań Kristenien 'zo er bed !


 

 

- Kantik Santez Marc'harid Logonna Daoulaz

Renket a nevez Imprimatur an 2 a viz Kerzu 1913 A Cogneau vikel vras

Diskan : O Marc'harid gwerc'hez

Gwerc'hez ha merzherez

Eus ho tron en Neńvoł

Grit d'hor bugaligoł

Kreskiń war an douar

'Vit Doue hag e c'hloar.

 


1.- Eus a ur ouenn a baganed

Santez Marc'harid zo ganet

Mes abred eo bet he ene

Eus a ouenn bugale Doue.

2. War ar maezioł e vez gwelet

Bleunioł alaouret, arc'hantet ;

Pa gouezh, en hańv, glizh an Neńvoł,

E tiwanont a vilieroł.

3. Mac'harid, en IIiz santel,

zo diwanet gwellań bugel,

Da reiń meuleudi d'an Dreinded

E renk glorius ar Gwerc'hezed.

 

4. War ar feiz kelennet e kuzh,

(Ra vezo meulet he vertuz !)

Dirak he zud, dirag ar bed,

Er feiz e chomas stard bepred.

 

5. En dro dezhi, paotrez vihan,

Ne wele nemet tud payan ;

Mes he c'halon holl da Zoue

N'he doa ken c'hoant nemet an Neńv.

 

6. Gant yaouankizoł fall ar bed,

Morse ne reas darempred ;

Eus ar blijadur, an enor

E kase diouti pep eńvor.

 

7. Evel-se kuzhet er pradoł

E chom freskoc'h ar bokedoł ;

Plijout a reont d'an daoulagad ;

A bell e taolont o c'hwezh vat.

 

8. D'an holl ma plij bugale fur,

Satan n'o c'har ket, a dra sur ;

En dro d'ar bed e c'hwezh brezel,

Da ziouennań an dud santel.

 

9. Fuloret tad Marc'haridig

O welout he feiz birvidik,

Hep truez ouzh e vugel kaezh

Eus e di he zaolas er maez.

 

10. Ah ! N'eus na ti, na mamm, na tad ;

N'eus ket er bed-mań un holl vad ;

Aonik bras rak ar pec'hedoł,

E ped he Zad zo en Neńvoł.

 

11. En an' Doue he magerez

He lojas en he ziegezh ;

Eno ar plac'hig oa karget

Bemdez da ziwall an deńved.

 

12. Ma oa an deńved dońv o mouezh, Dousoc'h c'hoazh oa hini ar santez,

Kel lies gwech ma lavare

Ur bedenn devot da Zoue.

 

13. Ar Werc'hez, ar sent, an aelez

 He galv da zont en o zouez.

Prestik 'lugerno war he fenn

Kurunenn gaer ar verzherien.

 

14. Ar sent, en ho c'hurunennoł

N'o deus ket ar memes bleunioł,

O Merzerez, en hoc'h hini

Ne vanko na roz, na lili,

 

15. Prizon, tan, kleze, dour-bero,

Evit he lakaat d'ar maro

Gant he bourrevien kounnaret

Gwashoc'h-gwashań zo pourchaset.

 

16. He barner a lavar dezhi :

« Em falez, mar karez sentiń,

Te vo savet d'ur renk uhel ».

- Nann emezi, gwelloc'h mervel !

 

17. Satan, dre spontailhoł mezhus,

A glask desev pried-Jezuz ;

Mes hi, 'n ur ober sin ar groaz,

Trec'h d'an enebour a chomas.

 

18. Gwelit skedusań sklerijenn

O parań tro war dro d'he fenn !

En he frizon, sent hag aelez

A zalc'h dezhi kompagnunezh.

 

19. Da dud divadez ar santez

A zisplegas ar wirionez,

An dud a gred, zo merzheriet,

Hag he unan zo dibennet

 

20. A denn askell, ar goulm eürus

A nij betek Kalon Jezuz.

He gloar, he vertuz, he gened

Da viken dezhi vo miret.

 

21 War an douar kanomp dezhi

Ur c'hantik leun a veuleudi ;

E Logonna, en he chapel

Kanomp, kanomp a vouez uhel.

 

22.- Deut tadoł ha mammoł kristen ;

War ho taoulin, grit ho pedenn.

Diboan e weloc'h ho pugel

Un deiz yac'h pesk en e gavell.

 

23. Nag un dra bresk eo bugale !

Ret eo warno beilhań noz-de(iz)

Marc'harid sur ho sikouro

Da gas pep drouk diwar o zro.

 

24. Na breskoc'h c'hoazh eo un ene,

Fiziet ennoc'h gant dorn Doue.

Amań gant ar grasoł skuilhet,

Ar yaouankiz a zo miret.

 

25. Labourerien ha tud a vor,

En ho kichen a zo digor

Ur chapelig ganeoc'h karet,

Da santez Marc'harid gouestlet.

 

26. C'hwi kristenien eus Logonna,

C'hwi holl a zeu da bardonań,

'Vel ho tud kozh, bezit fidel

Da reiń aluzen d'ar chapel.


 

- Kantik Sant Kloda e parrez Plougastell. Daou gantik a zo, da vihanań, hep kontań hini buhez sant Klaoda a zo war ar memes ton war a seblant.

 

 - hini savet gant "Y.M.F.", gant an aotre da voulań a-berzh an Aotrou Serre, vikel vras.

Diskan : Aotrou sant Klaoda, pedit evidomp, Sikour diganeoc'h holl a c'houlennomp.

 

1 Da vro Plougastell : pell dreist ar menez ez eo deut ar vrud eus ho madelezh.

2 Klevet o deus bet tadoł ha mammoł, C'hwi ro ar pare d'ar vugaligoł.

3 Evit ho Iakaat da reiń dezho skoazell ez eus deoc'h gouestlet sevel eur chapel.

4 War lein ur grec'henn ez eo azezet, Gant eur bodad gwez ez eo goudoret.

5 Hag e harz he zreļd, ar mor, sioul ato, ne c'holoļo ket ar vouezh a bedo.

6 Eno 'vel ur vamm soursius, noz-de, e veilh sant Klaoda war e vugale.

7 Eus Leon, Kerne, alies a bell, Ar belerined a red d'e chapel.

8 E vennozh santel war un tamm bara, ur vad presius d'ar bugel a ra.

9 Ar c'hrouadur kaezh, en e deod dalc'het, a sant hep dale 'mań diliammet.

10 Aotroł sant Klaoda, pa reer deoc'h pedenn, ho peus madelezh da reiń gwellaenn.

(...)

 

- eil kantik Sant Klaoda (war don : Rouanez Arvor)

! Kelc'het gant ar mor, parrez Plougastel n'hed deus ket he far en hor Breizh-izel.

2 Ar vro-se ken kaer he deus en he c'hreiz tud 'zo kalonek ha start en o feiz.

3 Kazi tro war dro ar mor he diwall diouzh an traoł nevez, ar c'hustumoł fall.

4 E pep korn dezhi, evit he difenn, ez eus eizh chapel : kaerań kurunenn I

5 Savet nemet div e kichen ar mor o deus a bep tu gwez bras d'o goudor,

6 Chapel sant Drenan, ha sant Guenole, Sant Langiz, sant Yann, sant Klaoda ive(z).

7 Chapel Lanngristin, hini sant Tremeur. Hag ar Feunteun-Venn, mat da iliz-veur !

8 Ar chapelioł-se o deus un istor hag a zo bev c'hoazh e meur a vemor.

9 C'hwi, Plougastelliz, selaouit gant joa, penaos 'voe savet chapel sant Klaoda.

10 Markiz a Gergoat, hag e servicher, 'oa gant an Turked o daou prizonier.

I I Pell diouzh e familh, diouzh e holl vadoł, ne baoueze ket e huanadou.

12 E kreiz e anken e klev diskleriań : Sell ! Setu aze da goan ziwezhań.

13 Gra da gańv bremań da vaner Kergoad, d'ar marv, warc'hoazh, ez i mintin mat.

14 O daou d'an daoulin kerkent zo kouezhet Ha da sant Klaoda int 'n em erbedet.

15 Trankil bras neuze ha leun a fiziańs, e c'hedont an eur eus o dilivrańs.

16 Hervez ul lavar, e-pad o c'housket, Sant Klaoda en deus o daou dilivret,

!7 En ur zivunań, ar floc'hig souezhet, "Va mesir, emezan, petra zo c'hoarvezet ?

18 Me glev ar c'hilhog, kilhog ar maner, a lavar sevel da dud ar c'harter.

19 Selu aod Penfoull, ha maner Kergoad, mes dindan hon treid n'hor beus ket a goad !

20 En un neo mean ez omp deut amań I Bennozh, oh bennozh ! Aotrou Sant Klaoda"

21 N'hellent ket krediń e oa an Aotroł rentet d'e Itron, d'e vugaligoł.

22 Kerkent e sońjas seveniń d'al le en devoa graet dirak e Zoue.

23 E raje sevel, el lec'h uhelań, ur chapel en enor da sant Glaoda.

24 E Roztivieg, memes e Kergreac'h, kaer en devoa klask, ne oa ket al leac'h.

25 Rak epad an noz e veze freuzet an holl labourioił en deiz 'veze graet.

26 Evit goūt neuze bolontez ar sant, e stag ouzh ur c'harr daou ejen yaouank

27 En o faltazi o lez da gerzel, ma zeont gant an aod war-zu ar Pedel.

28 Kenderc'hel a reont ebar (???), en hent-se hag en em gavont e traoń ar mene(z).

29 Chom a reont a sa(v), hag e kreiz an drez, daou vean eus ar c'harr d'an douar a gouezh.

30 Eno ur feunteun a zo dianet ha da sant Klaoda a zo konsakret,

31 Mez an daou ejen, bourzu o bale, ken ma erruont war lein ar mene(z)

32 Ganto o-unan ar c'harr zo tumpet ha war an douar ar vein 'zo taolet.

33 Ar merk-se ken sklaer d'an holl a lavar en deus c'hoant eno kaout enor ha gloar.