"KANNADIG IMBOURC'H

Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 57 Eost Gwengolo Here 2008 Priz : 2 €

Efedoù Mae 1968 war ar stuzegezh

N’eo ket prederouriezh a vez graet el liseoù, hogen e lec’h prederouriezh e vez graet istor ar brederouriezh, evel pa ne vefemp ket gouest da brederiañ ken. Pep tra a vefe bet lavaret gant hon diaraogerion, ha piv omp ni, paour kaezh tud, emezeur dimp, evit kevezañ ouzh Platon pe Aristotelez ? Ha padal, graet eo an den evit klask ar wirionez, war bep tachenn. Anv hor c’hannadig, " Imbourc’h ", a ziskouez ervat ar pal a zo merket d’ar gelaouenn : klask ar wirionez, drezomp hon-unan, kristenion vrezhon ha tud a volontez vat. P‘emaomp gant 40-vet deiz-ha-bloaz " Mae 1968 " em eus bet tro da lenn labour ar prederour Marcel Gauchet, a ziskleir ez eus bet, " nevez ‘zo ", da lavarout eo abaoe war-dro 40 vloaz, ur reverzhi er bed diorreet, ur reverzhi en deus kemmet un tamm mat eus amplegadoù sokial ha bredel hor c’hevredigezh kempred. Stuzegezh an den a zo kemmet abaoe 1968 eta, ha studiet e vo amañ lod eus ar c'hemmoù-se. Seurt studi a rank bezañ sellet outi evel ur stadadenn hepken, ul luc'hskeudenn eus stuz ar gevredigezh evel m'emañ bremañ. N'eus ket anv amañ da varn kement-se doare nevez kevredigezh an dud war-lerc'h 68, daoust pegen pell emañ hiviziken diouzh ar stuzegezh naturel ha... kristen. Difrom e klask chom ar prederour-mañ o stadañ an traoù, emdroadur ar gevredigezh, daoust pegen heñvel ouzh un diskar eo an traoù evit kalz a dud ha n'eo ket hepken evit ar gristenion. Pa n'omp nemet arvesterion ouzh un emdroadur a gavomp fall ha n'hon eus krog ebet warnañ, pe dost, da welout, chom spiswel 'zo un dra ret evit derc'hel ha labourat da cheñch penn d'ar vazh.

Reverzhi al " Liamm Sokial " :

Diskar an Tiegezh.

Ur reverzhi a-bouez-bras a zo bet abaoe 40 vloaz : an tiegezh n’eo ket mui anavezet evel un ensavadur er gevredigezh. N’eo ket mui kellig diazez ar gevredigezh. Deuet eo da vezañ " prevez " hepken. Diouzh c’hoant an dud. Rak ar pezh a laka an dud da chom a-gevret n’eo ket mui an tiegezh, nag ar gravez – an emdroadur-mañ a zo krog abaoe 500 vloaz – met ar politikerezh, al liamm politikel, hervez Marcel Gauchet.

Gwechall e c’hourc’hemenne ar gevredigezh a-ziwar he c‘hrec’h. An dra-se a oa bet anvet " Hollveliouriezh ar rouaned  " gant ar " Sklerijennoù ". Bremañ ez eo danframmet ar gevredigezh gant ar politikerezh. An tiegezh a zo deuet da vezañ distumm ha kantaezel e gwirionez, pa oa betek henn un ensavadur, ensavadur diazez ar gevredigezh, karget ganti da bourchas izili dezhi. An tadoù hag ar mammoù, koulskoude, daoust da se – o vezañ ma n’int ket emouez ouzh ar c’hemm bras-mañ da heul 1968, – a zo deuet, hep gouzout dezho, da gemer perzh en ur seurt " c’hoari rolloù " diempret adalek bremañ : ar gevredigezh n’he deus mui ezhomm ebet eus ar familh evel ensavadur. N’eus ken ‘met hiniennoù. N’eus ket pell ‘zo c’hoazh e oa a-bouez bras al liammoù a gerentiezh. Echu eo a-benn bremañ. Evit bezañ enframmet mat er gevredigezh, kaout ur familh n’eo ket a-bouez : " pep hini a ra pezh a gar ". Nann, pezh a zo a-bouez bremañ eo degemer mennozhioù ar " politically correct ", setu holl. Arabat deoc’h lavarout ez oc’h a-enep ar sioc’hanerezh, da skouer, pe a-enep an enbroerezh…

Padal, war graf ar c'hanadurezh e chom mennozhioù dalc'hidi reverzhi denoniel 1968 ken pell diouzh ar gwirvoud ma c'heller lavarout int dizonest e gwirionez. War ar poent a-bouez-mañ e ranker stadañ dichipot ne vez ket ganet ken bugale a-walc'h d'ur gevredigezh a rank dreistpadout pelloc’h eget an dud o-unan, a rummad da rummad. Hep bugale a-walc'h e koazh ar boblañs hag ez a ar gevredigezh war he diskar e keñver niver, armerzh, nerzh-krouiñ, startijenn. Gant implij an hilastaliñ, ar sioc'hanerezh hag an helazherezh e koazh buanoc'h c'hoazh ar boblañs, a dro d'ur seurt emlazh a-benn ar fin. Neuze e lakaer da zont enbroidi da guzhat ar gudenn ha da stankañ " toull " ar ganedigezhioù.

Ezhomm he deus ar gevredigezh da gaout tud nevez da gemer lec’h an dud tremenet... Ezhomm he deus eus tud nevez, d’o lakaat da dremen eus o stad naturel d’ar stad sevenet.An tiegezh eo a rae betek-henn al labour-se. Met paouezet he deus ar gevredigezh a-benn bremañ d’en em frammañ en-dro d’ar ret maz eo da ouenn an dud paotaat a-rummad da rummad. Ac’hano, diwar keal ar " frankiz " deuet eus ar " Sklerijennoù ", ez eo bet kemmet dezvad ar revelezh, dezvad ar maouezed. Hiziviken, ne sell ar revelezh nemet ouzh an dud prevez a glask o unan o flijadur, hag a ra pezh a fell dezho kenetrezo. War un diviz hepken : gant ma vo asantet gant ar berzhidi. Ret-mat eo stadañ eta n’eo ket mui frammet ar gevredigezh politikel en-dro da gudenn ar c'hanadurezh. Ac’hano ez eus kemmoù all a-bouez a zo c’hoarvezet en denoniezh. Gwechall e teue an dud da vezañ " tud gour " pa gemerent e karg, e stern an tiegezh nevez-diazezet ganto, donedigezh izili nevez ar gevredigezh. Hiziv an deiz, n’eus merk ebet a gement a lavarfe eo degouezhet unan en " oad gour ", hini ebet, nemet… e oad.

Ur bugel a rank bezañ " c’hoantaet ".

Dont a ra hiziviken ar bugel en un tiegezh n’eo ket mui un ensavadur : n’eo ket dav dimeziñ, se hon eus gwelet. Un dra all a zo ivez : c’hoantaet e rank bezañ ar bugel. Setu perak e ranker implij an hilastaliñ, kimiek peurliesañ. Bez’ ez eo ar bugel-se ar c’hontrol eus ar " c’hoantegezh revel". Bez ez eo ar bugel frouezh ur " c’hoant da gaout ur bugel ", a vo ganet diwar mestroniañ ar c’hoantegezh revel. Dispartiet-krenn eo bet eta, en denoniezh a vremañ, donedigezh ar bugel diouzh buhez revel ar c’houblad. Perc'henniezh ar c'houblad, frouezh e c'hoant, un aozad-beveziñ eo deuet ar bugel da vezañ, da walc'hiñ ur ezhomm e-touez re all, pa oa gwechall all un donezon a-berzh Doue, frouezh E Ragevezh, par d'e dad ha d'e vamm, mab da Zoue e-unan dre e vadeziant, c'hoantaet ha karet-dreist gant Doue...

Ar raganv, gwechall, a rae al liamm gant an hendadoù. Hiziv ez eo ar raganv, peurvuiañ frouezh ijin an tad (23 %), ar vamm (36 %), ar c'houblad (33 %), pergen diwar anvioù c’hoarierion ar filmoù amerikan pe hini ar bolitikourion. Heverk-kenañ eo skouer ar raganv " Ségolène " en deus daougementet e-touez niver ar ganedigezhioù e Frañs adalek 1989, ar bloaz war-lerc’h ma oa deuet Ségolène Royal da vezañ anavezet gant ar meziennoù. Ar bugel en em c’houlenn meur a wech perak ‘ta o deus e gerent dibabet e raganv kentoc’h eget unan all. Rak dibab ar raganv a zo tra ar gerent hag a lavar kalz a draoù diwar-benn ar sell o deus war o bugel.

Anv a zo ganeomp e vez " c’hoantaet " hiziviken ar vugale a vez ganet en amzer vremañ. N’eo ket gwir. E gwirionez, ne vezont ket c’hoantaet kement gant ar tadoù ha ma vezont gant ar mammoù. Peurliesañ ez eo ar mammoù eo a ziviz kaout ur bugel. Ar wazed ne reont ken ‘met asantiñ d’ar c’hoant-se a-berzh ar vaouez, a zo mestrez war an hilastaliñ. Ha pa ne vezont ket a-du e c’hellont atav pouezañ war ar vamm d’he lakaat da gemer ur bilulenn-sioc’hanañ pe sioc’hanañ ar bugel

An Tadoù n’int netra ebet ken

Gwechall, an ozhac’h a oa an hini en doa ar galloud da engehentiñ bugale, hag ar gevredigezh a oa anaoudek outañ evit e roll pouezus-se a samme, etre ar familh hag ar gevredigezh, dre ma pourchase d'o ezhommoù ha da ezhommoù ar mammoù, a-benn pourchas izili nevez d'ar gevredigezh… Hiziv an deiz, n’o deus ket ezhomm ar maouezed eus ar wazed evit bevañ e-keñver surentez na danvez hag an araokaat kalvezel en deus skañvaet al labour war-dro an ti hag ar vugale. Dre se e c’hellont labourat ha pourchas o-unan, hep skoazell ur gwaz, d’o holl ezhommoù. Evit ar wazed, engehentiñ bugale n’en deus mui ster ebet dre ma ne c’houlenn mui ar gevredigezh ar servij-se eus o ferzh. Donedigezh ur bugel a c‘hell bezañ un harz evito a lakfe un termen d'o flijadurioù. Ur ster he devo c’hoazh e kement ha ma plijo d’o gwragez kaout bugale ha ma asantont da c’hoant o gwragez. Ne vezont tadoù nemet dre ar mammoù, a-benn ar fin. Gwelout a reer neuze, peurvuiañ, un uhelvammelezh oc’h en em staliañ : ar mammoù a ziviz pep tra, hag an tadoù n’emaint aze nemet da reiñ o c’hoant d’ar mammoù e pep keñver. Aet eo da get roll an ozhac’h pe ar " Penn-tiegezh ". Seurt gerioù n’o deus mui ster ebet hiziv an deiz, p’o devoa c’hoazh unan n’eus ket keit-se.

Penaos e ranker meizañ evurusted ar vugale

Gwechall, pal ar familh a oa azasaat ar bugel ouzh ar gevredigezh, a zegasfe an evurusted d’ar bugel : ret e oa eta pourchas d’ar bugel, dre ar skol, ar pezh en doa ezhomm evit dont a-benn er vuhez. Hiziv an deiz e kred an dud e rank ar bugel bezañ " mat en e benn " da gentañ evit ober e dreuz er vuhez. Bez e rank bezañ anavezet evel m’emañ gant ar gevredigezh, mod all ne vo ket evurus, gwasket e vo gant ar gevredigezh. Abalamour da se eo diaes-tre d’ar gerent a vremañ degemer unan eus reolennoù pennañ ar gevredigezh : an dibersoneladur, rak ar gevredigezh ne c’hell ket ober diforc’hioù etre an dud. Ar bugel a rank gouzañv ar fed-se, en em ober ouzh ar gevredigezh, ha n’eo ket ar c’hontrol, ha n’eo ket derc’hel da grediñ e rank " pep tra treiñ en-dro dezhañ ". Aze emaomp gant keal "ar Bugel-Roue ", anavezet mat. En abeg da se ez eus tennderioù etre ar gerent hag ar gevredigezh, e par ar skol, da skouer p’en em lakaont bewech diouzh tu o bugel ha pa anzavont nebeutoc’h-nebeutañ aotrouniezh ar skolaer pe ar c’helenner war o bugel. E gwirionez, ne c’hell ket ar gevredigezh anavezout ar bugel evel hiniden dibar. Anavezout a ra o ingalded, ingalded o gwirioù evel tud, met ne c’hell ket anavezout esparded pep hini anezho. An anaoudadur-se, dleet da bep den, gant reizh abeg, a veze graet gwechall er relijion gristen gant Doue, a anavez pep hini evel e vugel, e vugel dezhañ, n’eus hini all ebet heñvel outañ. Hiziv an deiz, ez eus ur mank aze, hag ar mank-se a rank bezañ kompezet gant an tiegezh a vremañ : karg ar gerent a zo hiviziken lakaat ar bugel da vezañ en e vleud, emren, anavezout e zibarded. Pep tra a rank bezañ graet evit ma vefe emren ar bugel. A-hend-all ne vo ket evurus. Abalamour da se hon eus anavezet, abaoe 40 vloaz, kalz a daolioù-arnod war dachenn ar " sevel-bugale ", kontrol an eil ouzh ar re all : etre ar re a warezo o bugel diouzh ar gevredigezh na anavez ket dibarded o bugel (Gwarezouriezh) hag ar re a chomo hep difenn netra ouzh o bugale da chom hep moustrañ warno (" Difennet eo difenn ").

An tennder-se etre Gwarezouriezh hag Emrended a zo buhezet gwelloc’h gant ar renkadoù bourc’hiz eget gant ar renkadoù poblek. Eilpennet eo an traoù hiziviken : ar renkad bourc’hiz a sav strishoc’h e vugale eget ar renkad poblek. Gwechall e oa strishoc’h ar renkadoù paour a-benn ma savfe o bugale o c'hein er gevredigezh; hiziv an deiz ez int kollet hag e c’houlennont digant an ensavadurioù, ar skol, ar justis, ober o labour en o flas, setu aze ! Gwechall, bezañ emren, da lavarout eo kregiñ gant ar vuhez " gour " a oa kuitaat ar gêr, bezañ gouest da bourchas e-unan d’e ezhomm danvezel, sevel tiegezh d'e dro. Hiziv, bezañ emren n’emañ ket mui e dislavar gant ar fed m’emeur o chom e ti e dud : ar film " Tanguy " en diskouez mat. Bezañ Emren, hiziv an deiz, a zo ar c'hontrol eus gwechall : Bezañ Emren a zo chom en e frankiz, ober pezh a garer, profitañ eus e amzer, diharz ha diere.

Degemer e zarvoudegezh

Diwar gement hon eus lavaret, sellomp ouzh ar goulennoù a zo e penn an holl vugale : daoust ha c’hoantaet on bet e gwirionez evit pezh ez on, ha n’eo ket evit pezh o dije karet va zud e vefen ? Ha daoust hag-eñ e klotan mat gant ar pezh emañ va zud o c’hortoz ? Ha daoust hag-eñ e teuin a-benn da vezañ emren ? Ha daoust hag-eñ va gwir dad eo va zad ? Sed aze ur bern goulennoù a luzia an hent d’ar bugel a-benn ma teuio a-benn, evel an holl vugale araozañ da sammañ e bersonelezh evel m’emañ. Degemer e zarvoudegezh en deus d’ober, na pa ve ken degemer e zremm, e rev, e dad, e vamm, e familh, e nammoù, degemer kement tra n’eo ket bet dibabet gantañ, hogen divizout ober ganto a-benn dont da berc’hennañ e hiniennelezh, ha gellout bevañ e vuhez dezhañ. Ret eo da bep bugel tizhout evel-se an hiniennadur bredel, tra diazez d’ar frankiz hiniennel, a roio e stumm d'e bersonelezh. Evel-se, diouzh un tu, degemer en hor personelezh ar pezh a zo darvoudek, da lavarout eo direizh, dizingal hogen keñveriek, ha dre-se, diouzh un tu all, dont a-benn da vont dreist d’an esparded-se, he mestroniañ, o vezañ digreizet en he c’heñver. Ar feiz a sikour kenañ ar c'hristen da vuhezañ mat an amprouadenn-luziet-se a rank bevañ pep bugel. Liammet strizh eo gant an doare m’en deus merzet eta e engehentadur, ha ma teuio a-benn da lavarout " n’on ket frouezh an Dargouezh : c’hoantaet on bet evel m’emaon ".

Hiraet eo padelezh ar vuhez

Ne vever ket en hevelep doare en ur vuhez 30 vloaz pe en unan 80 vloaz hirder. Kemm a zo degouezhet e mareoù ar vuhez : ar vugaleaj, ar grennardiezh, an oad gour, ar gozhni. Pa timezed ne bade ket ar briedelezh 70 bloaz hag ouzhpenn evel bremañ !...

A-raok 25 bloaz ez eo ar mare m’en em brient an den evit ar vuhez. Ret eo dezhañ berniañ ur c’hevala a servijo dezhañ da vevañ ur vuhez a vo ken hir hiviziken ma ne c’heller ket gouzout peseurt kevala ez eus ezhomm da verniañ ! Ac’hano kudenn ar skol. N’ouzer ket re vat petra degas d’ar bugel, a-benn ar fin, kel lies e c’hell bezañ ar vuhez hir-se a c'hortoz pep hini. Arabat komz a " zeskadurezh ", eta, na zoken a " zesavadurezh ", hogen a " stummadurezh ", er stêr kozh eta, da lavarout eo dreist-holl, mestroniañ al lavar. Daoust ha gellout a rafe ar yaouankizoù a hiziv en em sevel evel e 1968 ? N'eo ket sur dre ma ne vestroniont ket kement an arzoù " klasek ", a stumme gwechall un den evit ar vuhez.

Pal nevez an dud a vremañ, hervez an denoniezh a vremañ, eo " chom yaouank ", da lavarout eo " dieub ". Dont d'e oad gour a dalvez bezañ bet dibabet evit mat, ha kement-mañ a vez buhezet evel pa gollfed frankiz. Rak neuze ne c'heller mui cheñch maouez pe cheñch gwaz, ret eo ober war-dro bugale... Troet eur neuze, en hor c'hevredigezh, da nac'h ober dibaboù, da gaout bugale, da gregiñ en ur vicher zoken : dibab ur vicher resis a dalvez dilezel ar re all da vat ! C'hoant ez eus da adkregiñ atav gant un dra nevez, chom hep en em ouestlañ d'un oberenn badus, a lonkfe ho puhez. Dre-se eo paket an hiniden e kealiadurezh ar " chom yaouank ". An diforc'h a zo etre ar gwirvoud hag ar gealiadurezh touellus-se a laka an dud, pa goshaont, da soñjal n'o deus ket gouezet ober o mad eus o frankiz. Kerse a vagont, ha c'hwervoni : dizale e soñjont " c'hwitet 'm eus va buhez ", gant merkoù-barn garv ur gealiadurezh dizenel he deus o mezvet gant gerioù a " frankiz ", hag he deus miret outo da gaout ur vuhez frouezhus ha dre-se evurus, a-benn ar fin.

Berr-ha-berr e lavar Marcel Gauchet ne c'houlenne ket gwechall ar gevredigezh traoù dic'hallus ouzh pep hini. Ar frankiz mezevellus a zo kinniget da bep hini hiziv an deiz a laka anezhañ da vezañ maleürus en abeg d'un dra dreist-holl : poan en devez an den d'en em ziforc'hañ mat diouzh ar pezh o deus e gerent c'hoantaet e vije. Ar fed ma vezont bremañ " c'hoantaet " a redi ar vugale, en ur mod, da glotañ gant ar pezh ez int bet c'hoantaet e vijent, da lavarout eo boudoù dieub a-grenn, a ro o gwalc'h d'o c'hoantoù... hogen na greskont ket, hag a chom da viken krennarded diatebek, da lavarout eo dic'hour. Marcel Gauchet a zo anavezet evit bezañ unan eus ar brederourion kempred nag-a-gleiz-nag-a zehou e Frañs. Un den dieub eo. N’eo ket kristen zoken : kement-se ne ra forzh ebet. Emichañs e kavo lod eus an nebeut prederiadennoù am eus skrivet amañ, un heklev bennak e spered lennerion ar " C’hannadig ". Goude an Dispac’h Gall e 1789 e komzo moarvat an istorourion eus " Distruj Bras 1968 ". En Emsav ivez, siwazh.

Yann Maneguen

Dibezhiañ n’eo ket c’hoari

Dibezhiañ n’eo ket c’hoari

Er bloavezhioù c’hwegont, mard em eus soñj mat, ez eus bet er gelaouenn L’Avenir de la Bretagne, kelaouenn ar MOB, ur rummad pennadoù sinet Yann Moger – da lavarout eo anv-pluenn Yann Fouere, mar ne fazian ket - ha talbenn ar pennadoù-se a oa : " Et si la Bretagne était un état des Etats-Unis d’Amérique ? " pe un dra bennak evel-se. Er pennadoù-se e tisplege Yann Moger ar spletoù hor befe mar bijemp bet unan eus ar stadoù unanet-se, a-fed emrenerezh, keñveriet gant kreizennerezh ar stad c’hall jakobin a c’houzañvemp.

Hiziv an deiz em befe c’hoant da zrevezañ talbenn pennadoù kozh Yann Moger, ha da skrivañ : "Ha mar befe Breizh ur stad eus ar Gevreadiezh Rusian ?" en ur soñjal er c’henstok a zo o paouez c’hoarvezout etre Rusia ha Georgia a-zivout Osetia ar C’hreisteiz, hag o stadañ ez eus unan bennak – Rusia - prederiet da ober dezhi adkavout he rannbarzh Norzh, p’emañ pell bras, evit Breizh ar Su pellañ, ar c’heloù mat ma c’hellfe adkavout he rannbarzh Norzh, en abeg d’ar bolitikerion c’hall, ne vern eus pe strollad e vefent. Evit gwir e c’heller, hep re a boan, ober ur geñveriadenn etre Osetia ha Breizh, evit pezh a sell ouzh an dibezhiadur a zo bet graet dezho. Dre natur em befe kengarantez ouzh ur vro vihan evel Georgia, dre m’he deus, a-dra-sur, gouzañvet gant hec’h amezegez vras Rusia. Breizh ivez he deus gouzañvet gant Bro-C’hall, met amañ, evit ur wech, n’emañ ket ar gwir gant an hini vihan, ha komz eus anterinded tiriegezhel Georgia, a vefe - sañset - da zifenn, a zo un enepster. Ken iskis ha ma c’hell bezañ, emañ skeud Stalin o plavañ war ar gobidell-mañ. Kerkent hag en em gavet Lenin e stad diwezhañ e gleñved hag o kouezhañ er follentez, e roas Stalin kreisteiz Osetia d’e vro c’henidik : Georgia. Div rann-bobl all a roas c’hoazh da C’heorgia, unan abkhazat hag un all adjarat, peadra da bourchas abegoù a rendael evit an amzer da zont, ken e c’heller faltaziañ emañ hiziv Iossif Djougachvili (anv georgiek Stalin) o c’hoarzhin en e vez, mar n’eo ket en Ifern, p’en deus c’hoariet evel-se unan eus e droioù-kamm a zoare d’ar re a zlee distrujañ e impalaeriezh soviedel un deiz bennak. Rak arvariñ a ran e felle aze da Stalin c’hoari ar broadelour georgiat (erfin, "broadelour" mod gall e vije bet, rak diaes eo envel "broadelour" unan a astenn tiriegezh e vro diwar goust ar re all ; e envel "laer" pe "forbann" a zerefe gwelloc’h). Marteze e soñje da Stalin e vefe e genvroidi georgiat anaoudek outañ, e ken kaz ma trofe an traoù da fall evitañ un deiz bennak, met suroc’h eo e oa kentoc’h un doare da rannañ evit ren, hervez ar chemedenn anavezet, hag evel ma raio e warlerc’hidi : Nikita Khrouchtchev, da skouer, a roas Krimea d’e Ukrainia c’henidik. Hiziv an deiz, mar fellfe da Ukrainia mont en NATO, evel maz eo broudet da ober gant ar Stadoù-Unanet, e rofe ur casus belli d’al lestraz rusian peogwir en deus miret e vrasañ diazva-mor e Krimea : Sevastopol. Rusia, en ur fellout dezhi adunaniñ Osetia Norzh hag Osetia Su, a zifenn a-benn ar fin Gwirioù ar pobloù (daoust ma c’hell bezañ mennozhioù-kuzh gant ar Rusianed evel-just) gwelloc’h eget Sarkozy hag ar C’hevredinad Europat gantañ. Difenn a reont, gwashañ pezh a zo, hêrezh diaoulek Stalin e gwirionez, da lavarout eo distagadur ur rannvro bet adstaget d’ur vro all estren, evel Bro-Naoned distaget diouzh Breizh, paz int bet a-hend-all a-du evit distagañ Kosovo diouzh Serbia. Kosovo a zo bet a-holl viskoazh kavell Serbia, met da heul aloubidigezh an Ottomaned er c’hantvedoù tremenet hag ar brezelioù balkanek evit en em zieubiñ diouto, ez eo bet skarzhet Kosovo diouzh un darn eus e boblañs serbiat hag adpoblet gant poblañsoù albaniat ha muslimat. Er c’heñver-se ne vank ket ar renerion rusian da c’houverkañ diatebegezh Kornogiz, a zo hervezo en orin an enkadenn : "Ho lakaet hor boa war evezh : c’hwi tud ar C’hornog hoc’h eus c’hoariet gant an alumetez o reiñ an dizalc’hiezh d’ar C’hosovo hep ober van ouzh hon evezhiadennoù. Ha setu bremañ an tan o kregiñ en ul lec’h all ! ", en deus lavaret Dimitri Medvedev, arlevier Rusia, da Nicolas Sarkozy d’an 12 a viz Eost e Moskov, pa oa deuet da gevraouiñ ur c’hadastal.

Traoù all a zo marteze er c’hoari, an eoulsan BP (British Petroleum) evit degas tireoul ha tiraezhenn Mor Kaspia da Gornogeuropa. The City of London he deus graet e seizh gwellañ evit dibourvezañ Rusia eus buzadoù an dezougen dre he ziriegezh. Tremen a ra an eoulsan dre c’hGeorgia ha da c’houde dre dTurkia. Gant-se n’eo ket souezhus ne vefe ket Rusia darev da asantiñ diouzhtu da gement arc’hadenn a rafe outi ar C’hrevredinad Europat.

Diouzh un tu all e fell da Stadoù Unanet Amerika dedennañ Georgia en NATO evel Ukrainia, hag an dra-se ne blij ket da Rusia evel-just, hag ouzhpenn-se ez eo un tammig forc’hellek ar c’hoarioù bihan-se, dreist-holl evit Europa ar c’hornog, rak europat eo Rusia, arabat disoñjal, ha bremañ ma n’eo mui kevunour, perak feukañ anezhi bep tro ? Kornogeuropa he deus ezhomm eus tireoul ha tiraezhenn Rusia evit bezañ nebeutoc’h e dalc’h tireoul ar Reter-nesañ, ha Rusia he deus ezhomm eus kalvezoniezh Kornogeuropa. Klokaus eo o armerzhioù ha kreskidigezh ar bevezerezh e Rusia a c’hell harpañ ar greskidigezh kornogeuropat, pa vez hor stadrenerion o redek holl war he lerc’h. N’eo ket hepken Rusia ur pourvezer trelosk karregel, ur ramparzh ouzh Sina ez eo ivez, ha feukañ anezhi dizehan evel ma ra ar gwask kornogeuropat, pezh ne rae ket kement pa oa soviedel, a zo ober dezhi en em dreiñ ouzh Sina, hag a chom bepred kevunour, arabat henn disoñjal.

Un tammig diboell eo marteze ober ur geñveriadenn etre Bro-Naoned ha Suosetia er-maez eus an dibezhiadur-se o deus gouzañvet, na pa vefe nemet e keñver pouezusted an div diriegezh : 3900 km2 evit Suosetia gant 99.000 annezad e 1989 (70.000 annezad well-wazh e 2007, kalz o deus tec’het da Norzhosetia pe da C’heorgia en abeg d’an emgannoù) ; Bro-Naoned : 6956 km2 met 1.165.231 annezad (INSEE 1999).

Darvoudoù Suosetia a zo dilerc’hiadoù ar gevunouriezh he deus reuziet e-pad 70 vloaz e Retereuropa. Kudennoù Breizh a zo kudennoù ur bobl diberc’hennet abaoe ouzhpenn daou gantved eus e gwirioù d’en em ren evel ma karfe. Diouzh an daou du avat ez eus bet ur c’henstok etre div voudiezh e-lec’h maz a bepred ar maout gant an hini kreñvañ pe an hini gwidreüsañ. Evit Naonediz, mar ne vije ket bet dismeget kement tra – tud, yezh, boazioù - a oa breizhat gant ar C’hallaoued, ha peget ar vezh zoken war chouk kement hini en em zisklerie Brezhon, n’o dije ket asantet ken aes se d’an dibezhiadur-se diouzh peurrest Breizh. Hiziv ez eo disheñvel an traoù, distaolet eo bet ar vezh-se lakaet war hor chouk, pe emañ war-nes bezañ distaolet, ha setu perak marteze, ez eus tud hag a wel an dañjer evit ho savadur kevanaozel hag a ra o seizh gwellañ evit na vefe ket torret un deiz, en ur liammañ mui-ouzh-mui al Liger Atlantel ouzh ar Vendée da lakaat an traoù da vezañ dieilpennadus.

Yann MIKAEL

 

Lezenn Hêrezh Tron Breizh

Pennad kentañ : Gouarnourion Breizh er XVIvet kantved ha linenn-hêrezh Duged Breizh

Er pennadoù a zo bet embannet en niverennoù kent hon eus gwelet ne oa ket deuet a-benn ar C’hallaoued da reizhabegañ e-keñver gwir ar c’hladdalc’hiezh ebarzhidigezh an dugelezh en o rouantelezh. Diwar rediañ Anna Vreizh da eurediñ dre ziv wech gant ar Rouaned C’hall e seblant reizhabeget stagidigezh hor bro ouzh ar Rouantelezh, e-keñver gwir ar briedelezh hag an hêrelezh, dreist-holl goude ma rankas dimeziñ Glaoda, merc’h Anna Vreizh, da Frañsez Angoulême, a zeuas da vezañ Frañsez kentañ a Vro-C’hall nebeut war-lerc’h.

Un nebeut bloavezhioù ‘zo, diwar lenn ur pennad gant Michel Duval, e oa bet sachet va evezh war un arroudenn ma lavare e oa "souezhus gwelout an tiegezh Valois [da lavarout eo Frañsez kentañ a Vro-C’hall], pa oa deuet a-benn da gaout dre Anna Vreizh hêrezh ar Vonforzhed, oc’h ober kement a stad eus tiegezh ar Benteüred". Hag eñ da reiñ anvioù Gouarnourion war Vreizh a oa diskennidi eus tiegezh Penteür, pe dimezet gant diskennadezed anezhañ. Evel-se e kaver :

Setu eta ma konter, diouzhtu war-lerc’h stagidigezh hor bro ouzh ar gurunenn c’hall pevar gouarnour stag ouzh tiegezh Penteür. Kement-se ne c’hell ket bezañ ur c’hendarvoud, eveljust : mennet o doa ar rouaned c’hall envel er garg amaezhel-se tud eus un hevelep tiegezh, hag ouzhpenn-se un tiegezh he doa arc’het he gwirioù war gurunenn an duged da vare ar brezel kant vloaz. Diwar studiañ pizh lezenn hêrezh rouaned ha duged Breizh e komprenimp ar perag a gement-se : ar Benteüred an hini eo a zerc’houeze pennhêred gwirion an dugelezh.

Al lezenn-se eus an hêrezh ne oa ket skrivet. A hend-all ne vije bet diaester ebet : ar reolenn a vije bet sklaer, redïus evit an holl, ha neuze digorvoadus evit lezennourion ar rouaned c’hall ha saoz. Kemmet ha resisaet e oa bet ar reolennoù zoken, a-hed ar c’hantvedoù, hervez an degouezhioù, ha dre-se ne c’heller ket komz a "lezenn" kentidik ha strizh evit aozañ treuzkaserezh ar gurunenn vrezhon a rummad da rummad. Evel-se emañ kont. Komz a ranker kentoc’h a wiraouriezh, a reolennoù diwar bleustrerezh ar Gwir arbennik-se eus hêrezh ar gurunenn, a vo spisaet muioc’h-mui, diwar an degouezhioù, a feur ma tremeno an amzer. Tra ma implijed e Frañs, abred-kenañ, al lezenn salek, da lavarout eo ne veze dalc’het kont nemet eus ar wazed hervez an urzh ma oant bet ganet, e Breizh e ranker meizañ ne oa ket tra ar wazed hepken ha zoken urzh ar ganedigezh ne voe ket doujet outañ seul wech. Mat eo enta ober un taol sell ouzh an tremened, da anavezout doareoù al lezenn-se, a-hed ar c’hantvedoù :

Nevenoe ne oa ket mab henañ e dad. Goude an aloubadegoù norman e voe treuzkaset ar galloud dre ar merc’hed en teir c’hontelezh : Roazhon, Naoned ha Kernev. Poellekoc’h e vije bet, da welout, fiziout ar galloud etre daouarn brezelourion gadarn, gouest da zifenn ar c’hontelezhioù-se a-enep an arc’hadurioù diabarzh ha diavaez. An dra-mañ a ziskouez e klasked doujañ d’ur reolenn bennak, a glasked resisaat a rummad da rummad. Evel-se, da skouer, e voe treuzkaset gwirioù Alan Veur ( 901) dre e verc’h vihan, priedet gant Mazhuedog kont Poc’her d’o mab Alan Varvek.

Ha n’eo ket hepken dre ar merc’hed eo e voe treuzkaset ar galloud a-wechoù, hogen ivez, ur wech, dre ur serc’h : diskennidi serc’h Alan Varvek, Judit, eo a hêrezhas kontelezh an Naoned.

He merc’h guñv, Judit ivez hec’h anv, moarvat da verkañ mat al linenn hêrezh just a-walc’h, a zegasas kontelezh an Naoned da diegezh Kernev dre he eured gant Alan Kanhiart. O mab, Hoel, a zimezas gant Havoaz, eus tiegezh Roazhon, merc’h an dug Alan III. Notomp diwar dremen e oa boaz konted Roazhon da zougen an titl a zug abaoe Konan I an Tort, er bloaz 990. Pa varvas breur Havoaz an dug Konan II ( 1066) e hêrezhas kontelezh Roazhon hag evel-se en em gavas ar vro unanet a nevez. He gwaz Hoel a Gernev a zougas enta d’e dro an titl a zug a-drugarez d’e eured : diazezañ a reas evel-se an tiegezh dugel kentañ, a anvomp hiziv "Tiegezh Kernev ha Penteür".

Anv ar "bPenteüred" a zo bet ouzhpennet da heul hini "Kernev" dre ma ‘z eas an tron ganto war-lerc’h tremenvan an dug Konan III an Tev ( 1148). Dinac’het en doa e vab Hoel : dre-se ez eas ar gurunenn gant e verc’h Berta, a oa euredet gant Alan Penteür, mab-bihan Eudon breur bihan an dug Alan III ha diazezer tiegezh Penteür.

Diwar eured Berta gant Alan Penteür e voe ganet Konan IV. Hemañ en devoe ur verc’h nemetken, Konstanza, a voe anavezet evel Dugez hep tamm diaester ebet. Teir gwech e timezas :

War ziviz Roue Frañs e timezas Aliz gant Pêr Dreux, lezanvet "Mauclerc", da lavarout eo "Brizhkloareg", a ziazezas "Tiegezh Dreux". Pevar dug a zo bet neuze, an eil war-lerc’h egile, a vab da vab :

- Yann kentañ ar Rouz etre 1221 ha 1286 ;

- Yann II, etre 1286 ha 1305 ;

- Arzhur II, etre 1305 ha 1312 ;

- Yann III ar Mat, etre 1312 ha 1341.

Hennezh, daoust dezhañ bezañ bet dimezet teir gwech, n’en devoe ket a vugale hag a rentas e ene da Zoue hep lavarout piv a ranke mont da zug war e lerc’h. Neuze e tarzhas "Brezel hêrezh Breizh" da c’houzout piv a ranke kemer e blas. En abeg da se e voe disrannet ha rivinet ar vro e-pad ugent vloaz. (da vezañ kendalc’het)

Tepod Gwilhmod

Orin ar gouennlazhadegoù

Petra eo an abeg pennañ d'ar feulsterioù, d'al lazhadegoù, d'ar mac'homerezhioù ha d'ar gwaskerezhioù gwashañ bet anavezet e kerzh an Istor? Pa rafed ur c’honoc’h gant ar goulenn-se, er respontoù boutinañ e vefe kavet ar c'hoantegezh arc'hant, an entan broadelour, ar rakvarnoù liammet ouzh ar ouenn, an emled impalaerour, ar varanegezh relijiel pe ideologel, hag all.Hag an holl draoù-se a lazh tud hag a vac'hom pobloù, sur, met n'her greont ket dalc'hmat.1) C'hoantaat pinvidigezhioù n'eo ket an hevelep tra ha bezañ mennet da laerezh anezho dre an nerzh; peurliesañ ne vez dedennus bezañ pinvidik nemet en un endro a beoc'h hag a urzh lezennel asur. Ar broadoù pinvidikañ ha frouezhusañ a zo ivez ar re difeulsañ ha demokratelañ : ne c'hall ket bezañ dre zegouezh an dra-se. Ar fed n'eus bet biskoazh a vrezel etre div vroad demokratel-kevalaour ne c'hall ket bezañ diabeg kennebeut.2) En holl bobloù ez eus un entan broadelour bennak, met n'eus nemet un dregantad bihan anezho a dag an amezeion en anv d'an entan-se. En darn vrasañ eus an degouezhioù, ar vroadelouriezh en em zispak war hentoù sevenadurel difeuls a-grenn, alies zoken n'eo nemet un adstourm a glask bezañ un emzifenn bredel ouzh ul lanv estrañjour nevez.3) Ar varanegezh relijiel a vez diaoulekaet kalz er stlenn (dreist-holl an hini muslimat er mare-mañ), met ma vrasjeder niver an holl re bet taget ganti a-c'houde penn-kentañ an XXvet kantved, e weler ez eo c'hoarzhus e-keñver niver ar re distrujet gant an ideologiezhioù enep-relijiel. Er bed arnevez, ar varanegezh relijiel a c'hall krouiñ brezelioù, ket gouennlazhoù avat. An tebet liamm etre kravez ha gouennlazh a zo ur falskredenn strewet er stlenn, dislavaret gant ar fedoù. Zoken ar brezelioù a relijion a zihejas bed ar reter koulz ha bed ar c'hornog adalek an Henamzer betek dibenn ar Grennamzer ne genderc'hjont ket un niver a re lazhet keñveriadus gant re ar brezelioù hag an dispac'hoù arnevez hep mennad relijiel ebet dezho.4) A-benn ar fin e c'hallfed soñjal er ouennelouriezh, peogwir ez eo unan eus abegoù an eilvet brezel-bed ha gouennlazh ar Yuzevion. Met perak 'ta, e-touez kement a gredennoù gouennel a zo er bed, ne vefe nemet unan o kenderc'hañ un euzhuster ken ramzel, tra ma chom ar re all lec'hel ha dister ; ne c'hanont nemet un aergelc'h stabil a enebiezh hogos difeuls etre kenelioù 'zo, na deont ket alies pelloc'h eget an troioù-kamm bihan hag ar c'hunujerezh ? E-lec'h poellañ war an tu gin, o klask displegañ ar varbariezh Nazi dre geal ar "ouennelouriezh", e vefe ret goulenn petra a lak kemm etre gouennelouriezh an Nazied hag an holl ouennelouriezhoù all, hag a genderc'h disoc'hoù ken dreistordinal ? 5) E emled an impalaeriezhoù ez eus brezelioù, dispac'hoù ha gwaskerezhioù, met ivez (alies, zoken) astennerezh dre genwerzh ha sevenadur, a zegas peoc'h hag urzh e tachadoù disur. Pep hini eus ar respontoù-se a ziskouez sklaer e ranker klask ar gwir respont en ul lec'h disheñvel-mat. Pep hini eus an abegoù meneget a-us a c'hall kenderc'hañ feulster, lazherezh, gwaskerezh pe mac'homerezh, met ne c'hall ket henn ober drezañ e-unan, dre ziavaesaat e boell diabarzh hepmuiken, na dreist-holl hep em veskañ gant un abeg all, na vez ket meneget peurliesañ e rollad an diaouled poblek. An abeg-se, ouzhpenn gallout reiñ d'ar re all un nerzh-lazhañ n'o deus ket drezo o-unan, a c'hall labourat gant nebeut a sikour pe sikour ebet digant an abegoù all, ha kenderc'hañ an hevelep efedoù marvel a grou pa vez mesket gant ar re all.

An abeg-se a zo ar gredenn e c'haller ijinañ un dazont gwelloc'h evit an holl dud (pe ul lodenn a-bouez eus an hollad) ha tizhout an dazont-se dre ar galloud politikel. Anez en em unaniñ gant ar gredenn-se, kredenn ebet all ne c'hall tizhout live ar gouennlazherezh. Keneve d'ar bromesa utopek, ne c'hallfe ket dedennañ milionadoù a stourmerion. Keneve d'ar greizennadurezh politikel, ne vefe galloud devoudel ebet dezhi. Galloud politikel tolpet ha bodet endro d'un dazont prometet : sed aze sekred dic'hwitadus ar gouennlazh.

Olavo de Carvalho

Lakaet e brezhoneg gant Ewan Delanoy, embannet evit ar wech kentañ en Diário do Comércio, dindan an titl Nas origens do morticínio, niverenn ar 26 a viz Even 2008.

Gouel an Anaon : Pediñ evito, hag o fediñ

Ar gwir Iliz a bed evit ar re-dremenet. Ha gouzout a reomp e c'hellomp ivez o fediñ ? Ne c'houlennomp ket a-walc'h o erbederezh, o c’hanterbedenn. Rak perak an eneoù a zo er Puron, hag a zo e radstad n'o defe ket degemer a-berzh Doue ha ne c'hellfent ket en em vataat eus an degemer-se evit hor mad deomp-ni ? Bez e c'hellont eta aspediñ evidomp.

Dalc'hmat o deus kelennet ar gevrinourion, ar speredelourion ez eo aotreet eneoù ar Puron da welout ha da glevout tud karet ganto, ezhomm ganto eus o erbederezh. " Ha se, eme Goursened Vatikano II, en abeg d'an unad a zever eus eskemm ar madoù speredel " (L.G.49). Se eo ar pezh a zo anvet gant an Iliz Kenunaniezh ar Sent. Darempred burzhudus a garitez, kedgredegezh hollek etre re salvet ar Baradoz, re-salvet gortozva ar Baradoz, hag ar re a stourm, a holl nerzh, evit santelidigezh o breudeur ha c’hoarezed, sent an douar. Da lavarout eo ni, an Iliz stourmerez.

En hevelep karavanenn, en hevelep bagad emaomp. Bez’ e c'hellomp eta tennañ gounid anat eus o skoazell. Ar C'hont de Maistre a lavar en un tu bennak : " Piv a lavaro kevrin Keduniezh ar Sent ! Pebezh taolenn hollgaer eo hini keoded divent ar speredoù, gant he zri urzh e darempred ingal kenetrezo, e-lec'h ma ro ar bed a stourm an dorn d'ar bed er boan, a ro eta an dorn d'ar bed aet an trec'h gantañ. Ha kantvedoù ar beurbadelezh ne vint ket re hir evit gellout estlammiñ ervat ouzh luskoù an eneoù oc'h oberiañ an eil war ar re all, dre roued Keduniezh ar Sent ".

E roued ar Genunaniezh voemus-se e c'hall hon darempredoù gant hor re-varv bezañ stank, frouezhus, emsavus, spletus, evito koulz hag evidomp. " Ar re-varv, eme ar Gwenvidig Yann XXIII, hor pae en distro d'ar poent hon eus ezhomm anezho, ouzh hon diwall, ouzh hor gwareziñ diouzh an drougoù, ouzh hor skoazellañ e pep doare ". Ha perak ne c'hellfe ket ar Re-Varv-se, a zo e radstad, da lavarout eo e mignoniezh-tost d'an doue bev, p'o fedomp d'henn ober, implij an nesañded-se ouzh Doue evit hor mad deomp-ni ?

Bez’ e c'hellomp eta o fediñ, an eneoù-se, an Anaon-se, rak plijus ez int d'an Hini Peurbad. Rak gant ar c'hemm a zo c'hoarvezet ganto en ur vont d'ar bed all, n'o deus ket kollet hor re dremenet kizidigezh o ene, teneridigezh o c'halon, dibaboù o c'harantez. Ar santadoù c'hwek-se, avat, o deus kresket a gant ilinad en o c'hreiz.

Ar marv, evit ar re vat, a zo ar savidigezh vamus d'ar Sklerijenn, d'ar Galloud, d'ar Garantez. Ar re na oant betek-henn nemet Kristenion voas a zeu da vezañ peurvat. Ar re na oant nemet kaer a zeu da vezañ mat. Ar re a oa mat a zeu da vezañ dreistkenedus. En Aotrou emaint en hor c'hichen, ouzh hor c'harout, ouzh hon heuliañ. Diwelus ez int, met n'int ket diank. Daoust ha feiz hon eus e beziadegezh gwirvoudel ha diastal hor re-varv garet ?

Santel eo an eneoù-se, karet gant an Aotrou hag unvan bepred gantañ. Pediñ a reont hep ehan, gant kalon, gant kendalc’husted. O erbederezh a dizh kalon Doue, na stlej ket d'hec'h heul ar sioù a ra d'hon erbedennoù-ni bezañ difrouezh. Person santel Ars a ziogele : " Ar paourkaezh eneoù-se ne c'hellont netra evito o-unan ; bez’ e c'hellont avat evidomp. Ma oufed pegen bras eo galloud eneoù ar Puron ha pegement a c'hrasoù a vefe tu da c'hounit dre o hanterouriezh, ne vefent ket disoñjet ".

Santez Tereza a Avila a oa boas da ziskleriañ he devoa digant Doue kement a c'houlenne dre erbedenn ar re-dremenet. Santez Katell a vBolonia a anzav : " Goulenn a ran skoazell an eneoù doaniet-se, dezho da ginnig va goulenn d'an Aotrou. An harp a vez degaset bepred ". Asur e oa zoken eviti he devoa-hi degemeret, dre o erbederezh, kalz madoù e oa-hi chomet berr pa glaske o c'haout dre hanterouriezh ar sent.

Rak e sklerijenn ar Gendruez doueel, e roued Keduniezh ar Sent, evel an Aeled, ec'h anavezont gwelloc'h an traoù egedomp-ni a zo c’hoazh er bed-mañ. Aspediñ a reont evidomp, rak gouzout a reont pegement a vuhezioù a ya da netra, difrouezh, diwar redek war-lerc'h stultennoù, da-heul sorc'hennoù, tra maz eo Rielezh Doue disprizet, ankounac'haet, ar mad dirvoudel nemetañ. Hag e pedont an Tad da zigeriñ deomp hon daoulagad ha d'hor sachañ davetañ.

Klask a reont hon digeriñ ouzh karantez Doue hag hon treiñ war-du ar gwirvoudoù pouezusañ. C'hoarvezout a ra zoken e tizolo an Drielezh d'an eneoù salvet-se hor goulennoù, hon ezhommoù, hon trubuilhoù ivez. Neuze ec'h erbedont en hor c'heñver, ha gounit a reont evidomp gwarezioù speredel, hag amzeriat zoken. Ar gounidoù amzeriat a seblant bezañ kentoc'h tra pedennoù an Anaon : pareañs ur c'hleñved bras, ar gwarez ouzh un arvar korfel pe zivezel, un dimezi, an emglev en tiegezhioù, klask ul labour. " Tizhet e oan, eme ur vaouez, abaoe meur a vloaz, gant ur c'hleñved kriz a rae gant va c'horf un ankoù, eus va buhez ur verzherinti am c’hase d'ar vered. A-benn ar fin e lezis a-gostez mezeged ha louzeier hag en em drois ouzh eneoù ar Puron a veiz ken mat kevrin ar boan. Divizout a ris lidañ miz Du gant deoliezh. D'an deiz diwezhañ, ne chome roud ebet ken eus va c'hleñved dibareadus ".

Gwashañ doan an Iliz e stad ar c’hlanidigezh hag ar beurganttroidigezh, a zo an hiraezh d’an Doue Bev. Goulennomp an hiraezh-se digant an Anaon, an Iliz doaniet. Sec'hed a Zoue o deus an Anaon. Goulennomp diganto ar sec'hed-se.

Ar Bigouter

A-zivout ar pennad: Saozon lojet gant An Ao PERROT ???

Lennet am eus ar pennad-se en niverenn kent hag ar respont digant an Ao Youenn Caouissin. Ne c'hellan ket chom hep enebiñ ouzh al lizher-se.

Bevet am eus er mare-se ha gouzout a ran petra eo bezañ oberiant e-kuzh a-enep d’an Alamaned. N'eo ket aes hen lavarout, abalamour ne glot ket gant ar wirionez ar mojennoù a zo bet savet. N'eus ket tu enebiñ outo. Ne c'heller ket lavarout ne oa ket gwall griz an Alamaned. Nebeutoc'h a dud a veze lazhet ganto eget gant ar Saozon-Amerikaned pe gant ar Resistañs. Gwelloc'h eo tevel. Bezit dinec'h, ur vedalenn am eus hag eus an tu mat.

"an istor-se a zo deuet a ouez d'an holl nemet…60 vloaz war-lerc'h…" An arguzenn-se n'eo ket ur brouenn. Darvoudoù ‘zo n'int ket bet danevellet biskoazh. E 1939 e oa degouezhet "lazhadeg Katyn". E-pad 60 vloaz e oa bet lakaet ez-ofisiel al lazhadeg-se war gont an Alamaned. Ne oa test kontrol ebet pe, kentoc'h, ne oa ket aotreet bezañ test kontrol. E 1990 pe 1991 ez anzavas ar gouarnamant rusian lazhadeg Katyn : graet e oa bet gant al lu soviedek. Souezhus eo en doa an Ao. Perrot gwelet diouzhtu ar wirionez en afer-se.

Ouzhpenn 80 vloaz on ha ne ‘m eus skrivet netra war darvoudoù am eus bevet e-pad ar brezel, pe goude e Indez-Sina, Aljeria pe e lec'h all. Ha koulskoude, ne c'heller ket lavarout n’eus ket bet anezho. A-hend-all, un test pe ur skrivagner a zo dieub da skrivañ, pe da chom hep skrivañ ar pezh a gar. Evel-se, sant Paol, da skouer, ne ro ket munudoù eus buhez Hor Salver. Ne skriv ket : "dasorc'het eo d’an trede deiz…" Abalamour da se, ez eus istorourien a vurutell anezhañ hag a nac'h kraided an dasorc'hidigezh… Daoust ha Sant Pol a oa dieub da skrivañ ar pezh a gare, pe ne oa ket ?

"Bizkoazh n'em eus klevet anv eus ar nijerien-se…" Perak e vije bet anv eus un oberenn graet e-kuzh? Hiziv an deiz, pa reer graet un dra difennet, muntr, laereoñsi h.a.. ne vez ket embannet war an ton bras. Gwelloc'h eo ober hep test ebet. Krisoc'h e oa e 1943. Ma oa bet graet traoù difennet, ne oa ket anv da skrivañ anezho war baper pe da gontañ anezho da hen-mañ hen, dreist-holl traoù graet e genoù an Alamaned.

"…drouklazhet…war urzh Londrez.." Hervez ar pezh a ouzon, an urzh-se n'eo ket bet anzavet.

"Miz Eost pe miz Here?" Ur fazi amañ n'eo ket ur brouenn a-enep d’an darvoud. Brasoc'h fazioù am eus graet. E 41 pe 42 e oa an darvoud-mañ-darvoud ?

"…speredoù diskennet eus an Neñv.." Al lavarenn-se pe unan all, ne vern. E-lec‘h an Ao Perrot em befe-me lavaret eveltañ.

Poent 6. ("gant an darvoudoù…). Gwir eo, dre vras, ar pennad-se. Koulskoude, perak burutellañ an Ao. Gueginer, pe Anna Le Douce ? Marteze o doa abegoù da devel ? Komz a zo arc'hant, tevel a zo aour.

Poent 8. "Souezhus…ne vije ket bet adkavet… an nijerien saoz-se…" Ret eo bezañ bet o vevañ ar mare-se. N'oa ket posubl reiñ e anv hag e chomlec'h d‘un den kuzhet en ho ti. Re risklus. Ma'z eus bet nijerien er presbital, n'int ket chomet pell (…). A-hend-all, bez ez eus tec'hidi, Saozon hag Amerikaned eveljust, hag ivez Frañsizien ha n'o deus ket c'hoant da adkavout o amzer dremenet.

Poent 9. ( "C'hoant ez eus........") Mat-tre eo ar pennad se a ziskouez madelezh an Ao Perrot…

Klozadur

Marteze e oa nijerien saoz lojet gant an Ao Perrot, marteze ne oa ket. An Ao. Perrot a oa gouest d‘hen ober ; war ar seblant, war-se, an holl a zo a-du. Evidon-me avat, arguzennoù an Ao Caouissin n'int ket prouennoù, menozioù ne lavaran ket.

Jord Havelka

Notenn gant ar gelaouenn :

Ul lenner all a lavar dimp en dije Visant Seité lavaret dezhañ meur a wech e oa bet lojet Saozon gant an Aotrou Perrot en e brespital. War a seblant e oa er c’hav e oant bet lojet ha maget e kuzh gantañ… Gouzout a reer a hend-all e oa ar spont o ren en Emsav da heul al "Liberasïon" ha ne oa ket brav difenn an Aotroù Perrot en eskopti Kemper, a lavar deomp al lenner-se n’eo ket evit embann e anv amañ, kuit a dabut.

.

Lizher d'ar CMB

E miz Gouere 2005 en doa divizet Kef Kengredit Breizh goulenn mizoù " kontdalc'hegezh " evit pep kont-red hiniennel. E niverenn 42 " Kannadig Imbourc'h " e oa bet embannet ur skrid da glemm ouzh an disentez-se, bet lakaet da dalvezout e miz Gouere, d'ar poent ma vez dalc'het spered an dud gant an ehanoù bras, ha n'eo ket gant o danevelloù kont-bank.

E miz Gwengolo 2007 e voe un nevezenti all gant ar CMB : kemmet e voe an doare da ginnig an danevelloù-bank. An danevelloù-bank nevez a vez kinniget war ur vent A4 ha renket e vez an oberiadoù, n'eo ket mui hervez red an amzer met hervez o natur : treuzvankadurioù ar miz enkefiet da gentañ, goude-se ar chekennoù enkefiet, goude-se an treuzvankadurioù da zidennañ, ar chekennoù da zidennañ, an taladurioù dre gartenn-vank, ar bilhedoù tennet en dorikelloù, ha , da echuiñ, ar mizoù " kontdalc'hegezh ".

En anv Emglev An Tiegezhioù eo bet skrivet d'ar CMB evit klemm. Hen c'hraet hon eus e brezhoneg (gant un droidigezh c'hallek da heul evelkent), goude bezañ aet e darempred gant ar bank dre gomz. Kavout a reot da heul al lizher hor boa kaset d'ar CMB hag ar respont hon eus bet diganto. E brezhoneg.

Aotrou Rener,

(...) Goulenn a reomp :

1. ma vo roet da c'houzout war an danevell-kontoù miziek ar sammadoù dleek ha kredek, evel ma oa a-raok. Anat eo ez eus ezhomm anezho da c'houzout pegement a zo bet enkefiet ha pegement a zo bet dispignet a-benn ma vo gouest pep hini da verañ ervat e gont-red.

2. Ar fed m'eo bet lammet ivez danevell kronologek an oberiadennoù ne ro mui da anavezout diouzh un taol lagad argemmoù pennañ soldad pemdeziek ar gont. Da vihanañ-holl e ve mat eta reiñ da c'houzout soldad izelañ ar miz.

3. War hiroc'h tremen e karfemp eveljust kaout danevelloù kont e brezhoneg, divyezhek ha teiryezhek zoken (saozneg).

Kement-se holl n'eo ket dic'hallus ober a-drugarez d'ar stlennataerezh... gant ma vo bolontez vat.

(...)

Respont ar CMB (e brezhoneg) :

Aotrou,

Resevet hon eus ho lizher deus an trizek a viz Du 2007. Plijadur hon eus o reiñ deoc'h da c'houzout eo bet graet pezh ho peus goulennet. Evel-se e c'helloc'h delc'her dre red an amzer skridoù an ti-bank.

(...)

Bennozh Doue d'ar CMB en deus teurvezet selaou ac'hanomp. N'eo ket sur evelkent e vo roet deomp diouzhtu hor goulenn evit an danevelloù-kont e brezhoneg... Bezet pe vezet, setu aze eta ur stourmadenn vihan a zo bet renet e brezhoneg evit un dra na sell ket hepken ouzh ar vrezhonegerion : stumm an danevelloù-bank. Un nebeut bloavezhioù 'zo em boa moulet traktoù e galleg diouzh un tu hag e brezhoneg diouzh an all a-benn stourm ouzh ur raktres kraou-moc'h a oa da vezañ savet dirak va zi. Evel ma kinnig " Kevredigezh Vrezhon " en he eil raktres eo mat deomp en em aozañ a-benn lakaat hor mouezh da vezañ klevet war an holl dachennoù, hini an armerzh ivez. Kavout a ra din zoken n'eo ket dibouez, na didalvez a-fed efedusted, hen ober e brezhoneg.

Tepod Gwilhmod

Keleier ha Kemennadennoù

Devezh Emglev An Tiegezhiou

D'ar sul 17 a viz Eost e oa bet kinniget un emgav da geñver Pardon Sant Loup. Leun e oa penniliz Gwengamp evit an oferenn vrezhonek a zo bet lidet gant an Aotrounez Derrien ha Lec'hvien. Goude-se eo aet izili EAT ha Breuriezh Sant Erwan da verennañ (e ti Mari Glazur) e domani Eostenezed Kerprad. Heol a oa, un dra rouez a-walc'h en hañvezh-mañ ! Goude merenn, lod ac'hanomp a zo aet da arvestiñ ouzh dibunadeg ar c'helc'hioù dañs e Kêr Wengamp. Da beder eur hon eus pedet e chapel al leanezed, renet gant Yann Talbot, oc'h heuliañ kaierig "Ar Bedenn evit ar Vro". Evel ma skriv Yann Talbot e kannadig Breuriezh Sant Erwan "Start kenañ eo bodañ er bed a vremañ an nebeut a diegezhioù kristen brezhoneger a chom c'hoazh er vro." Ne oamp nemet daouzek. Evel-se emañ : derc'hel da vont ! "Met un deiz gant gras Doue e c'hello an traoù diwan adarre"emezañ.

 

Ul levr nevez embannet gant IMBOURC’H

An Emgav Chanter

ha danevelloù all

Un dastumad a bemzek danevell gant Yann MIKAEL

Rakskrid gant Pierrette Kermoal

280 p. Moulet e ti Ouestelio Brest

18 € franko Breizh ha Bro-C’hall ; er-maez ar C’hwec’hkogn 20 € – kasit ho chekenn da :

Yann MIKAEL 12 straed René Giraud

44130 BLAEN

Yann MIKAEL a vo o kinnig e levr e Gouel al Levrioù e Karahez d’ar 25 ha 26 Here 2008

 

ERRATA (Kannadig IMBOURC’H 56) Gant an hir ma oa ma fennad e niverenn kent ar C'hannadig, n'em eus ket gellet hepkoriñ un nebeud vioù-koukoug ha fazioù dievezhted. Amañ dindan ar re em eus bet tro da verkañ abaoe : -p.6, serzhenn gentañ e kreiz, lenn "mal circonstanciel" e-lec'h "mal circonstancié". -p.7, eilvet serzhenn e kreiz, lenn "jakobin-parizian" e-lec'h "Jakobin-Parizian".-p.8, e pep tachad ma vez anv a "personed" e ranker lenn "kureed" ("curés" e galleg an destenn orin, ur fazi a droidigezh am boa graet aze).-p.9, eilvet serzhenn e kreiz, e-lec'h "Meur a c'hlad (...) (Bank Bro-C'hall da skouer)", lenn"Meur a c’hlad (...) (re e Bank Bro-C'hall da skouer)".-p.10, eilvet serzhenn, lenn "galloud gall" e-lec'h "Galloud Gall".A-hend-all em boa arveret ar ger gallek "dîme" em fennad, hep gouzout e oa ur gevatalenn brezhoneg hengounel, "deog" (am eus desket nevez 'zo en ul levr kozh e KLT db. an Dispac'h ; "deok" e KLT, a skrivfemp-ni "deog" hiziv neuze).

Ewan Delanoy

 

"Liderezh an Eurioù" levr ar Brevial ofisiel troet e brezhoneg diwar al latineg gant Paol Kalvez, ul levr a 1200 pajennad war baper "bibl", keinet brav, a zo e gwerzh e ti Mari-Terez Kalvez, 12 Petit Raffuneau 44700 ORVAULT, chekenn war anv  B.S.I. (Breuriezh Sant Ildud) 50 euro + 10 euro evit ar mizoù-kas.

Mererezh

12 € eo ar skodenn emezellañ da EAT a ro ar gwir da resev Kannadig Imbourc'h. Talet e vez e penn-kentañ ar bloaz (pemp kasadenn da vihanañ). Ar chekenn a zo da gas war anv EAT pe Imbourc'h da : E.A.T., c/o Yann MIKAEL 12 straed René Giraud 44130 BLAEN - Roll an niverennoù pe oberennoù n'int ket c'hoazh diviet a c'heller kaout o skrivañ pe war : http://kannadig.chez-alice.fr/ .

Skridaozerezh

Ar pennadoù a zo da gas da : jean-mariemichel@neuf.fr , pe dre ar Post da rener Kannadig Imbourc’h : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 BLAEN. Ar pennadoù ne engouestlont nemet ar re o deus skrivet anezho. Moulet ez-prevez gant an embanner : Emglev an Tiegezhioù. Kergreven - 29800 Trelevenez - ISSN : 1144 357X