"KANNADIG IMBOURC'H

Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 56 Mae Mezheven Gouhere 2008 Priz : 2 €

Pennad-Stur gant Tepod Gwilhmod

Ur gouel war an ton bras a oa bet lidet e Karaez d’an 3 ha 4 a viz Mae ar bloaz-mañ. Bep bloaz e vez ur vodadeg vras evel-se da vare an Nevez-Amzer. Gwechall e veze aozet gant Skol An Emsav (Gouel ar Brezhoneg), goude-se e voe Emgann (Gouel Broadel ar Brezhoneg, e Speied, dreist-holl), ha bremañ e vez graet e Kerampuilh gant " Devezh ar Brezhoneg ", a-gevret ar bloaz-mañ gant " 30 vloaz Diwan ".

Bep tro e oa un oferenn vrezhonek er barrez e-lec’h ma veze ar gouel. Evit ar wech kentañ an taol-mañ, n’eus ket bet. D’ar sulvezh-se e kêr Garaez ne oa ket a oferenn, nag e brezhoneg, nag e galleg zoken. Kalz a dud a oa deuet d’ar Sadorn da selaou muzikanerion hogen dreist-holl moarvat da verkañ deiz-ha-bloaz krouidigezh ar skolioù Diwan. Un digarez e voe evit darvoudoù all, stag ouzh ar gouel : ur genstrivadeg " Skrabell " e brezhoneg ha dreist-holl " Ar Redadeg ", a zegouezhas war an dachenn goude bezañ bet graet un tennad a 600 kilometrad etre an Naoned ha Karaez, 600 kilometrad bet graet gant tud a youl vat, evit ar brezhoneg, diwar-skouer ar g " Korrika " e bro Euskadi. 100 euro e veze gwerzhet pep kilometrad. Un digarez mat-tre e voe evit meur a hini da gemer perzh en un doare pleustrek-kenañ er stourm evit ar yezh. Fromus e oa gwelout kement a yaouankizoù o redek evit ar yezh war hentoù Breizh, noz ha deiz, betek Karaez, war un ton laouen, gant sonerezh, dañsoù hag all, war bont Plougastell da skouer… Nag a ijin evit ar brezhoneg ! Evel evit 20 vloaz Diwan e Montroulez, e lec’h e oa bet berzet kanañ " Ar Vro Gozh ", hor c’han broadel, ne voe ket aotreet e Karaez. Ar c’h " Kan evit ar Peoc’h " eo a voe kanet, a zo kanaouenn gefridiel " Unvaniezh Europa ". Gwall izel eo aet ar spered broadel, war a seblant eta e metou " Diwan ", pe, da vihanañ, o deus c’hoant bezañ " politically correct ". Ma !

Ne vo ket a gKamp Katekiz ar bloaz-mañ siwazh : nebeut a familhoù a c’houlenn, moarvat evit lod dre ziouer a vruderezh eus hor perzh, kudenn al lec’h hag ivez hini al lezennoù a zo deuet strishoc’h eget biskoazh. Ezhomm a vefe eus tud yaouank kristen brezhonegerion o defe ar BAFA, hag unan anezho ar BAFD (rener(ez) kamp).

E par ar C’hwec’hkogn en nevez-amzer-mañ e oa bet divizet gant ar gannaded lakaat er vonreizh ur meneg bennak eus ar " yezhoù rannvro ". Daoust ma ne blij ket kement-se d’ar senedourion e vo divizet da vat war ar poent-se d’an 9 a viz Gouere da zont. Hogen siwazh, daoust pegen talvoudus e vefe evit aesaat d’ar brezhoneg bezañ degemeret gant an holl, kement-se ne viro ket ouzh hor yezh da vont e toull ar bez. Evel en Arouelioù-diboaniañ en em gav ar yezh. Ne c’houzañv ket, ne glemm ket (pelec’h emañ SAB ?), ha louzoù diboaniañ, skoaziadoù, a vez roet da c’hortoz an eur diwezhañ. Biskoazh ken nebeut a vrezhoneg a vez klevet er familhoù, ‘m eus aon… Brezhoneg yezh ofisiel, ya !… Hogen er gêr da gentañ ! Petra emaoc’h-c’hwi o vont d’ober hiziv evit ar brezhoneg ? Setu aze ur goulenn a savas Roparz Hemon ouzhimp ur poent ‘zo bet, hag a zo gwir bepred. Unan eus an traoù pennañ da ober eo reiñ en-dro d’ar yezh he ster broadel : yezh broad Breizh da zont eo ar brezhoneg, hag anez da se ez eo mat evit ar mirdi. Lenn kelaouennoù evel "Kannadig Imbourc’h" ‘zo mat , mont war ar genrouedad ivez moarvat, hogen touellus eo ivez. Mont d’an emgavioù a zo ret-holl da lakaat hor yezh da vevañ e gwirionez : e Gwengamp d’ar sul 17 a viz Eost da skouer evel ma kinnig Yann Talbot .

Notennoù war Istor Breizh (3b/3)

Kendalc'h an trede pennad war al le a wazoniezh : degouezh Pêr Dreux hag an duged a zeuas war-lerc'h.

Degouezh Pêr Dreux

Goude drouklazh Arzhur e voe pedet Yann Dizouar da zont da vezañ barnet gant lez Frañs. Nac'h a reas. Tennet e voe neuze e zalc'hoù a Frañs digantañ : Normandi, Anjev, Maine, Poatou ha bro dTours, ha Fulub-Aogust a c'houlennas bezañ gwarezour an Dugelezh dre ma oa ar Pennaotrou anezhañ, emezañ. Anv a voe gantañ dimeziñ ar vinorez pennhêrez, Alix, da Herri a Benteür, galloudusañ Aotrou e Breizh war lerc'h an Dug. Buan e kemmas e soñj dre ma vije bet kreñvaet dizalc'hegezh an dugelezh. A-benn ar fin e tibabas Pêr Dreux a euredas Alix e 1213.

Ur gall e oa Pêr Dreux, un diskennad da Loeiz VI an Tev. Eil mab Robert III Kont Dreux e oa. Holl madoù an tiegezh a oa o tont diouzh ar Gurunenn : La Fère en Tardenois, Pont-Arcy, Brie Comte Robert, Chailly ha Longjumeau.

Eveljust e oa bet un diviz etre Pêr Dreux ha Fulub-Aogust a-raok lidañ an eured : ul le a wazoniezh strizh an hini a rankfe ober Pêr Dreux d'e roue en anv Breizh, ha degemer a rankfe e-unan leoù Baroned Breizh o venegiñ ar strizhadenn-mañ "gant ma toujod fealded da roue Frañs, hon Aotrou". Holl gerent Pêr Dreux a rankas degas kred eus promesa Pêr Dreux gant ar madoù o doa bet holl digant ar roue.

Evel-se eo e reas Pêr Dreux, ul le a wazoniezh strizh d'ar 27 a viz genver 1213.

Daoust ha gwiriek eo al le strizh-se ? Ne gredan ket, ha setu aze perak :

- graet e voe gantañ a-raok dimeziñ : n'en doa gwir ebet c'hoazh war Vreizh ;

- biskoazh en e vuhez ne voe Dug Breizh e gwirionez : e wreg an hini eo a oa dugez, hag eñ ne voe anvet nemet "Merour an Dugelezh" keit ha ma oa bev e wreg, ha, keit ha ma oa minor Yann Kentañ ar Rouz e veze anvet "Lezdug ha Baillour". N'helle ket eta, hervez ar gwir brezhon, ober muioc'h eget pezh a c'helle ober Dug Edinbourg hep e wreg Elizabed II, dirak o farlamant : netra. E doare ebet n'helle Pêr Dreux divizout evit dazont Breizh.

- e 1229 e reas ul le da Roue Bro-Saoz Henri III a-benn perc'hennañ kontelezh Richmond, a oa bet tennet digant an dugez Alix en abeg m'en doa Pêr graet ul le da roue Frañs. Aze c'hoazh e ra gwazoniezh strizh eus an dugelezh, ha n'eo ket hepken eus an dalc'h a zo e bro-Saoz. Disfiz a c'heller da gaout eta e leoù un den a zinac'h anezho ken buan ha tra. N'helle ket ober le strizh evit Breizh da Henri III a vro Saoz p'en doa graet an hevelep hini da roue Frañs...;

- e 1231, gant feur-emglev Anjev e teu ar peoc'h en-dro etre an teir bro. Uheloc'h eo bet meneget ar feur-emglev-se, pa lavar ne oa bet biskoazh c'hoazh a le strizh a wazoniezh a-berzh dug Breizh da Roue Frañs. Pêr Dreux a ra ul le strizh da Sant Loeiz hogen n'emañ ket muioc'h e karg eus Breizh eget e 1213 : n'eo nemet merour madoù e vab minor. E le n'hell bezañ sellet eta nemet evel ul le personnel eus un Aotrou dezhañ madoù e Frañs, hag ur marc'heg a venn touiñ fealded d'e roue, a benn... mirout e vadoù... ha re e familh, evel hon eus gwelet, ouzhpenn adtapout kontelezh Richmond ;

- Stadoù Breizh n'o deus ket e aotreet da ober ul le en anv an Dugelezh, nag e 1213, nag e 1231.

Alain Bouchard a skriv diwar e benn : "Et ne fut pas appelé Mauclerc sans cause, car s'il eut été clerc et discret ou qu'il eust voulu croire le conseil des saiges et clercs lettrez et entenduz, il eust préservé et gardé le duché de Bretaigne qui estoit le propre héritage de sa femme de cheoir en cette submission où jamais n'avait été submis"

Degouezh Yann Kentañ ar Rouz hag an duged a zeuas war-lerc'h

E 1235 e reas Yann Kentañ ar Rouz ul le dirak sant Loeiz. Setu amañ an destenn a zo deuet betek ennomp : "Ego Johannes .. etc... charissimo domino meo Ludovico Regi francia illustri tanquam domino meo ligio promisi et juravi quod nullo unquam tempore guerram eifeciam nec perme, noc per alium, nec alicui innimicorum ejus abhaeredo... etc...".

Ne gav ket din e c'heller komz amañ kennebeut eus ul le strizh :

- ar ger "Le" n'emañ ket en destenn, na "ducatu Britanniae", ha ma tegemerer ez eo ul le, e c'helle bezañ bet graet hepken evit e zalc'hoù e Frañs pe re e wreg, a oa merc'h Thibaud comte de Champagn ha roue Navar ;

- seblantout a ra bezañ kentoc'h ur feur-emglev a surentez, ma asur an dug d'ar Roue ne raio ket brezel outañ ;

- personelezh Yann Ar Rouz a ziskouez un den a benn, gouest da zifenn ervat gwirioù an dugelezh. E 1275 e teuas a-benn da gaout digant ar roue ul lizher e lec'h e vez kondaonet ar fed ma vefe barnet prosezioù a denn da Vreizh gant lez Pariz ;

- gwelout a raimp diwezhatoc'h e klaskas enebourion Breizh arguzennoù all estreget al le strizh evit diazezañ gwirioù roue Frañs war hor bro : se a zo kement hag anzav n'eo ket prouet al le strizh-se ;

- evel en degouezhioù all, Stadoù Breizh n'o deus ket aotreet Yann ar Rouz da zilezel hor gwirioù.

Bep tro ma kemme an Dug pe ar roue e c'hoarier adalek neuze an hevelep komedienn, ma c'heller lavarout, a veze lidet hervez ur patrom digemmadus. An dug, goude bezañ bet aotreet gant ar Stadoù a yae da weladenniñ ar roue goude bezañ disklêriet sklaer ne rofe nemet ul le eeun. Da zeiz al lid e poueze par ma c'helle kañseller Frañs evit ma vefe graet ul le strizh, ha kañseller Breizh a responte n'helle reiñ nemet ul le eeun, e gleze gantañ en e gostez hag en e sav. An dug, neuze a zisklerie ober e le "evel m'o doa hen graet e ziagentidi", un dro-lavar a c'helle bezañ komprenet hervez c'hoant an div gostezenn.

Pêr II an hini eo a lavaras "Ma Aotrou, ober a ran deoc'h al le a wazoniezh eus va dugelezh, evel o deus graet va diagentidi, ha n'eo ket mod all".

Degouezh Arzhur III a oa skoempoc'h dre ma oa ivez konestabl Frañs. Charlez VII a welas aze an tu da gaout al le hirc'hortozet. Dont a reas Arzhur da gaout ar Roue e derou 1458 hag e tisklerias ne c'helle ket mont en tu all eus ar pezh a oa bet graet gant e ziagentidi, hep aotre ar Stadoù, hag e tistroas da Vreizh. E miz Here ez eas da Vendôme da c'houlenn trugarez evit e geneil Dug Alençon, mignon karetañ Janed Ark. Hag ar roue da c'houlenn en eskemm al le strizh evit Breizh, hogen ar c'honestabl kozh ne blegas ket.

Frañsez II dirak Loeiz XI ha Charlez VIII a implijas an droienn-mañ : "Ma Aotrou, al le-mañ, bet graet gant va diagentidi, a ran me ivez, hag hervezon-me n'hen gran ket strizh". Netra sklaeroc'h.

Breizh lakaet da Zugelezh-Pariezh

Arguzennoù all o deus ranket klask al lezennourion c'hall da lakaat un termen da wirioù Breizh eta. E 1297 e voe lakaet Breizh e renk un dugelezh-Pariezh gant Fulub Kaer da drugarekaat perzh a-bouez an Dug Yann II er brezel a-enep Kont Flandrez, a oa kevredet ouzh ar Saozon. Ur chadenn e oa seurt profadenn a-berzh Fulub-Kaer. Yann II a asantas d'an dra memestra en ur verkañ n'helle ket seurt anvidigezh ober gaou da Zuged Breizh, d'o bugale pe da henvoazioù ar Vro.

Betek neuze e rae kañsellerezh Frañs "konted" eus hon duged. Adalek neuze e rejont gant "Dug". Anat eo e konte Fulub-Kaer reiñ da grediñ e talc'he hon duged o zitl digant e vadelezh, ha diwar-se e rankje an Dug ober ul le a wazoniezh strizh.

Yann II, Par eus Frañs eta, a veze galvet alies da vont da Lez ar Roue e Frañs, ha kavout a rae eno an digoroù a veze graet dezhañ evel d'ar Birien all. N'eo ket evit keloù-se ez asantje e vefe krennet war e riegezh war Vreizh. Roue Bro-Saoz e-unan, dre ma oa ivez Dug Akwiten, a oa ivez Par eus Frañs, hogen kement-se ne emplege ket sujidigezh ur rouantelezh e-keñver egile.

Yann III a Vreizh a zisklerias n'helle ket ar brezeliadennoù a rae evit ar roue bezañ deverioù henvoazel pe servijoù rediek : graet e vezent hepken a youl-vat, hag e 1328 Fulub An Hir aasantas reiñ ul lizher a-du gant savboent Yann III. E gwirionez ne seblant ket savidigezh an Dugelezh-Pariezh bezañ bet un dra a-bouez bras. D'ar poent-hont. Rouaned Frañs a oa bet lakaet da "Konsuled ha Patrised" an Impalaeriezh German, met kement-se n'en doa efed ebet war o riegezh en o rouantelezh.

Klozadur war an trede pennad

Riek pe e gwazoniezh edo Dugelezh Breizh ? E-keñver ar gwir e c'heller lavarout ne oa ket e gwazoniezh strizh : riegezh Breizh a zo chomet peurleun, betek 1532. Riek e oa eta : "Souveren". Hogen gwelet hon eus penaos e klaskas hon amezeien tennañ diganeomp, dizehan, par ma c'hellent, ar gwirioù-se ma oa diazezet warno hon dizalc'hiezh. Souezhus eo zoken ne vijent ket deuet a-benn abretoc'h. Ar gwirioù-se a zo diles dre ma save hendadoù hon duged betek trec'hour Ballon, a c'hounezas evit hor broad 700 vloaz bennak a frankiz. Aet da get an titl a roue, e chomas ar gwirioù stag ouzh ar Roueelezh. Kement-se a oa dic'houzañvadus evit ar rouaned c'hall, na c'hoantaent dizehan nemet kreskiñ o domani roueel. Abalamour da se n'eo istor Bro-C'hall nemet un aridennad taolioù gwadek, gwidreüsted, treizoni.

Hogen aze n'int ket deuet a-benn da ziskar hor gwirioù oc’h implij gwir ar c'hladdalc'hiezh, kaer e vo lenn ar c'hontrol war gartennoù al levrioù-skol ! Ur briñselezh dieub a-grenn e oa Breizh – ha pinvidik ! – e 1488. Deuet e oa a-benn ar Vonforzhed da sevel ur stad arnevez, gouest da sevel tailhoù, gant kambreier a amaezhidi gopret mat. Re moarvat. Ne chome arc'hant ebet da c'hoprañ ul lu a zoare. Emichañs e vije bet kollet an emgann didec'hus memestra : dek gwech kreñvoc'h e oa ar rouantelezh Gall eget Breizh, e pep keñver.

Penaos 'ta o deus graet al lezennourion c'hall evit reizhabegañ ebarzhidigezh Breizh er Frañs e-keñver ar gwir, e penn-kentañ ar c'hwezekvet kantved ? Rak, gouzout a rit : glan eo Frañs. Arabat reiñ da grediñ tra all ebet ! Evit kompren penaos eo deuet o zaol da vat e vo ranket ren un ergerzhadenn hir all, da studiañ "Lezenn an hêrezh eus tron an Duged". Se a zo danvez ur pennad all da sevel !

Tepod Gwilhmod

Prederiadennoù diwar lenn

Daou levr gant Jean Dumont

Tremenet eo an amzer ma c'hallemp ni stourmerion em vagañ diwar Breizh vev hep teurel evezh ouzh difretadennoù an euzhvil gall. Gorrek ha didrouz ez a Breizh e-barzh beg an aerouant-se hiziv an deiz, hep ma teufe den ebet a-benn da gompren ervat penaos ha perak an dra-se. Neuze, e talomp mui-ouzh-mui ouzh ar mal français-se evel ar C'hallaoued, hag e vezomp ivez tizhet gantañ, hag e klaskomp en aner displegadennoù pe diskoulmoù dezhañ ... Ar wech-mañ e fell din reiñ un tamm rentañ-kont a-zivout daou levr war ar c'hraf-se, skrivet gant an istorour Jean Dumont (am boa dija graet anv ag e labour war an Enkeiserezh en un niverenn all ag ar C'hannadig-mañ). An hini kentañ a zo un diskaradenn vunudek e-barzh levr anavezet Peyrefitte, Le Mal Français. An eil a zo un hir a studi a-zivout an Dispac'h gall. Diwar-benn an daou levr e c'haller lavarout kement-mañ : gwech ne reont nemet kretaat war-bouez prouennoù ha teulioù ar pezh a ouiemp dija a bell'zo ; gwech e souezhont ac'hanomp evit gwir gant fedoù kuzhet pe disoñjet penn-da-benn en istor ofisiel. "Erreurs sur le mal français ou le trompe-l'œil de M. Peyrefitte" (Vernoy,1979) Anavezet-mat eo levr tev Alain Peyrefitte, evel ma lavaren bremaik ; e kalz levraouregoù-kêr e c'haller kavout anezhañ, betek zoken e hini Rostren nepell eus ma zi. Moarvat, n'eo ket peogwir en deus merzet A. Peyrefitte ez eus ur greizennadurezh dreistordinal dindan ar Stad C'hall en deus graet berzh e levr ; pa n'en dije lavaret nemet an dra-se, n'en dije graet nemet stadañ ar pezh a vez gouezet dija gant an holl. Nann, brud al levr a zeu diwar ar pezh a zo "hardizh" e-barzh : er c'hinnigoù a ra evit an dazont ha dreist-holl er c'hentelioù a denn diwar an amzer dremenet. Gwrizioù ar mal français a zo "Roman", "roueelour", "katolik" hervezañ ; an diskoulm a ginnig a zo awenet gant skouer ar broadoù a zo "paradozioù protestant" evel ar broadoù germanek a-vremañ dre-vras ha dreist-holl Bro-Saoz hag ar Stadoù-Unanet. E sigur ar riez ziwezhañ-mañ, evel-se e vefe an trec'her a hiziv ar skouer da heuliañ ivez, war un dro. Seurt damkaniezh a zo graet evit plijout d'an darn vrasañ, hag aze emañ orin darn eus berzh al levr, moarvat.Siwazh! "Ar c'homzoù plijus da selaou n'int ket gwir, hag ar c'homzoù gwir n'int ket plijus da selaou", evel a lenner en un droidigezh ag an Tao-Te-King. Ha neb a lenno an "Erreurs" a soñjo eveldon ne dalvez ket levr Peyrefitte evit kompren ar mal français pe ar bed arnevez muioc'h eget, lakaomp, bannoù-treset Asteriks evit kompren ar C'halianed kozh. Klask a rin diverrañ amañ an difaziadennoù pennañ a zo en Erreurs, a renkin hervez gerioù-rebech Peyrefitte : "Roman", "roueelour", "katolik".RomanBoaz e vezer da lavarout hiziv e vez awenet kreizennadurezh ar Stadoù arnevez gant impalaerouriezh ar Romaned kozh. Youenn Olier ivez (Doue d'e bardono), en unan eus niverennoù ar C'hannadig-mañ, a rae ivez anv eus skouer fall ar Romaned diouzh ur sellboent kristen. Seurt diskleriadurioù ne glotaont ket mat gant ar fed ez eo ar "Gatoligiezh Roman" ar rann uhelañ ha glanañ eus ar Gatoligiezh. E gwirionez e reer alies "roman" ag ar pezh a rankfed envel "izel-roman", da lavaret eo, eus ar Romaned da vare o diskar. Evel ma verk Olavo de Carvalho, un diforc'h bras ez eus etre an impalaerouriezhioù arnevez ha re an henamzer : dianav e oa hor "burevouriezh ramzel" hag hor "groñsveliouriezh" d'ar re-se. E-keñver kresk naturel ha "bevoniel" Roma hag an impalaerezhioù kozh all, keal an impalaerouriezh er bed arnevez n'eo nemet un hir a rollad taolioù-esa c'hwitet, gant kevezerion e-leizh hag ur c'hreiz o kemm lec'h : tremenet eus Roma d'ar C'hermaned, da Vro-Spagn gatolik, da Vro-Saoz hag er Stadoù-Unanet hiziv an deiz. Hag eus pelec'h e teu an diforc'h-se etre an daou seurt impalaerouriezh ? Eus un "toull" er relijion gristen. Heverkat tra : da gentañ e voe spontet ar Romaned o welout ar gravez nevez ken disheñvel o kreskiñ, met war-lerc'h distruj an aloubadegoù barbar eo war an atebeion gristen e kouezhas ar samm adsevel un urzh politikel diwar ar restachoù. Hag ar gaezh relijion gristen n'he doa tamm galvedigezh ebet evit ar gefridi-se : ur muslimad, ur Yuzev, un hindouad a zo dija entalet en e gravez un tolpad gourc'hemennoù hag alioù resis betek ar c'hartad blevenn war ar pezh e rank bezañ an urzhaz kevredigezhel. En Aviel avat n'eus netra heñvel, hag evel ma verke dija René Guénon, ar gourc'hemenn anavezet "Daskorit da Gaezar ar pezh a zo da Gaezar!" a ziskouez sklaer a-walc'h ez eo domani Kaezar un tachad estren evit ar gravez kristen orin, na bled nemet gant rouantelezh an neñvoù. Moarvat ivez eo peogwir n'eus ket a yezh sakr orin er relijion gristen ez eus kement a dabutoù yezhel-broadel hiziv an deiz. Ar goulenn chomet direspont betek-henn evit an holl impalaerourion kristen pe ez-kristen a zo, "Penaos adkavout efedusted an urzhaz roman hep ar gravez roman?" Er par-se n'o deus ar gristenion nemet gounid da dennañ diwar studi ar Romaniezh, ket da vare he zremenvan "izel-roman" met evel ma oa e barr uhelañ an dibunerezh anezhi, hag ivez evel ma "rank bezañ" hervez ar brederouriezh politikel peurbadel. Seurt labour a zo bet boulc'het gant Guido de Giorgio en e levr La Tradizione Romana, e tiskouez ennañ ar chadenn etre ar "Romaniezh" hag ar "Gatoligiezh" - daou c'her a ra dave d'un hengoun hollvedel.Roueelour Neb a anavez un tammig Istor Breizh a oar ar gaou o deus graet roueed Bro-C'hall d'hor bro ha d'ar pezh a zo bremañ rannvroioù er riez C'hall, hag al labour vil a greizennadurezh kaset da benn ganto. Ur fazi avat e vefe gwelout en Dispac'h hag en hollgreizennadurezh ganet diouti un dirollidigezh a-berzh an diaouled berniet gant ar roueed nemetken (evel ma rafe, da skouer, ur Bertrand de Jouvenel en e levr Du Pouvoir); se a vefe disoñjal liv enepkristen ha philosophique an Dispac'h-se (sl. rentañ-kont an eilvet levr pelloc'hik), un dra estren ha distag-mat diouzh ar roueelezh, hag a zibennas ar roue en diwezh. Se a vefe ankounac'haat ivez an islonk a ziforc'h etre an daou seurt kreizennadurezh : en Ancien Régime e veze c´hoazh deskadurezh digoust gant ar veleion, ospitalioù kristen evit mann, prosezerezh marc'had-mat gant barnerezh Aotrou ar c'horn-bro, e berr gomzoù ur bed digreizennet-mat c'hoazh, e c'halle ennañ pep hini kaout a gement en doa ezhomm en e vuhez hep bezañ rediet da chom e Pariz. Ur poent a ranker pouezañ warnañ, evel ma ra J. D. : war-bouez an intendant a rae al liamm etre ar c'humuniezhoù er maezioù hag ar Roue, ez ae en-dro buhez ar c'humuniezhoù-se hep an disterañ fonctionnaire. Kalz talvoudusoc'h eo ar skouer anezho neuze evit neb a glask labourat evit an "digreizennañ" eget ar skouer saoz pe e vab norzh- amerikan a vez kinniget deomp evel an diskoulm da bep tra gant kefredourion evel Tocqueville pe A. Peyrefitte.KatolikA. Peyrefitte a adkemer damkaniezh Maks Weber war brasoc'h barregezh ar brotestanted eget ar gatoliged war dachenn an armerzh kevalaour arnevez, hag a astenn anezhi da holl rannoù ar vuhez koulz lavaret : hervez A.P. ne c'haller ket dispartiañ ar gatoligiezh diouzh baranegezh an Enkeiserion, an enebiezh ouzh skiantoù an natur hag an armerzh, ha me oar-me, en enep d'ar brotestanted, leun a fiziañs en o nesañ hag en dazont, ha desket-dreist war studi istorel ha skiantel ar Bibl. Hirik eo rollad an difaziadennoù en Erreurs war ar c'hraf-se, ha lakaet on diaes gant etremar an dibab. Moarvat, lenner, a-raok menegiñ buan-ha-buan kement a draoù na ouiec'h ket, e rankan displeg deoc'h perak n'hoc'h eus biskoazh klevet anv anezho. E 1921 e skrive René Guénon : "Ur pezh labour istorel a chom da ober, evit diskouez war-bouez teulioù, restadennoù ofisiel ha toud, penaos eo deut a-benn ar brotestanted da lakaat an arigrap war gelennadurezh an Istor ha da adskriv anezhañ penn-da-benn hervez o c'hoantoù (...) D'an deiz ma vo bet kaset da benn al labour-se, kalz gevier ne c'hellint mui bezañ kredet". D'am soñj e vez boulc'het mat-tre an embregerezh-se en Erreurs, evit ar pezh a sell ouzh Bro-C'hall d'an nebeutañ. Ma c'haller lavaret ez eo "laikour" kentoc'h eget protestant an Deskadurezh Vroadel C'hall a hiziv, e voe huguenot kant-dre-gant ar gwir taol-stad deskadurel a voe graet da vare an eilvet impalaeriezh. En-dro da Jules Ferry, dimezet d'ur galvinourez, ne oa nemet kalvinourion sorc'hennet gant kaout an "digoll" war ar gatoliked ("C'hwitet eo an adreizhadenn dre ar gloer en XVIvet kantved, ret eo ober anezhi dre ar skol neuze", a lavare Félix Pécaut). Bec'h dezhi : J. Ferry en deus divodet 300 aozadur-kelenn katolik dieub (harluet hag aet da gelenn e broioù estrañjour ), bountet katoliged er-maez betek er c'h-Collège de France, difennet ouzh ar veleion (hag outo nemetken) kemer perzh er c'huzulioù-mistri-skol war ar maezioù, hag all. Unan eus hêrezhioù padus an aloubidigezh-se eo un istor "adreizhet", m'eo bet diverket ennañ an holl draoù displijus evit ar brotestanted (ha kalz a zo anezho!) : trouz a reer en-dro da lazhadegoù deiz ar Sant-Barteleme, met kuzhet e vez ar "Michelades, lazhadegoù katoliged gant protestanted, da zeiz Sant-Mikael, pemp bloaz a-raok". Hirglemm a reer ne oa ket mat stad ar brotestanted dindan Loeiz XIV, hep lavarout ne oa ket gwelloc'h an traoù evit ar gatoliged en Izelvroioù ("e marevezh Jean De Witt e voe tapet an droed ganto da sevenañ al lid katolik e kuzh, un araokadenn veur met berrbad avat, kaset da get gant darsav an Orañjerion da heul. N'eo nemet e 1850 o devo ar gatoliged gwirioù kevatal evit gwir, hag en em ziskouezint neuze evel 50% eus ar boblañs, ar pezh a oa kalz muioc'h eget an 2% a brotestanted e Bro-C'hall"). Morse ne stader hollvezañs ar brotestanted e renerezh lazhadegoù taerañ an Terreur (Marat, Barnave, Rabaut a zo ar re anavezetañ) koulz hag en hengoun a greizennerezh-armerzhel-laererezh (Cambon, Laffenas, Montchrestien) a rivino rannvroioù Bro-C'hall evit stambouc'hañ yalc'hoù ar brofiterion barizian hag ar vankerion jenovat. Ha war mil boent all e giz-se e vez difaziet damkaniezh re aes Peyrefitte gant J. D., ken ne chom netra eus an damkaniezh-se, na zoken eus hini Maks Weber. J. Dumont n'emañ ket e-touesk ar re a glask abegoù don d'ar mal français en amzer-dremenet pellañ, en ur c'hloaz dibareadus a zeufe eus aloubadeg Galia gant ar Romaned pe gant ar C'hermaned war-lerc'h. Hervezañ n'eo ar walenn-se nemet ur mal circonstancié, dleet d'ur c'hendegouezh dichañsus (lezobererezh ha kentorfederezh ar roueed, berzh Rousseau sikouret gant iriennerezh e ziskibled). Amañ eveljust e kuitaer bed ar fedoù evit hini ar martezeadennoù-mennozhioù prederouriezh an istor, hag e c'hall pep hini soñjal un tammig ar pezh a gar. Perzh gwellañ displegadenn J. D. d'am soñj a zo e hepkor mat an tech da ziskouez ar galloud gall evel un "direizhadenn digomprenadus" (un tech a adkaver ivez, siwazh, er stourmerion a-enep dezhañ koulz hag en e zifennerion). "La révolution française ou les prodiges du sacrilège" (Criterion, 1984) Ne vourran ket o strewiñ betek re ma rentañ-kontoù, met evit al levr-mañ ne welan ket penaos e c'hallfen tremen hep ur standilhon hirik eus an holl fedoù dibunet e-barzh : forzh pegen brezhon pe kristen e vefec'h, lenner, keneve d'ar rollig-se e kavfec'h faltazius ha digredus a-grenn ar mennozhioù displeget gant J. D. diwar-benn an Dispac'h "assoiffée de sacrilège" -se. Ken start eo an hengoun a c'haou hag a sponterezh en-dro dezhañ...Unan eus ar gevier meur-se eo ar pezh a vefen techet da envel "mojenn an enepnoblañserezh pe an eneproueelouriezh." An istor a vezer boas da gontañ er par-se a zo gaou e pep keñver : e-keñver armerzh, e-keñver ar pezh a soñje an dispac'herion, e-keñver ar pezh a soñje ar bobl, hag all, evel ma tisplegomp izeloc'hik. Gwir, mil striv a zo bet graet (hag a gendalc'her da ober) evit treuzwiskañ muntr ar feiz kristen e Bro-C'hall en ur seurt muntr eus an noblañs. Da vare an Dispac'h ez eo bet kemeret ur ster arbennik gant meur a c'her gallek, gant ar mezevellet ma oa an empennoù : "aristocrate", da skouer, distaget gant noblañsoù dispac'herion e-leizh, a dalveze kement ha "a-enep d'an Dispac'h" pe "ur skoilh war hent an Dispac'h" ha n'eo ket e ster a-vremañ. A-fed armerzh : "Marc Bloch, arbennigour meur war istor ar maezioù e Bro-C'hall, a voe kelenner er Sorbonne da vare Léon Blum, a ra en e levr Seigneurie Française et Manoir Anglais, an evezhiadenn heverk-mañ : "Kouerion an Ancien Régime a zo bet saveteet gant daou dra a seblantfe kentoc'h bezañ a-enep dezho: A) An dale e mekanik-kastizañ gwirel ar roue, B) Disujidigezh an noblañsoù d´an tailhoù arc'hant." Kaerat troienn ``a seblantfe kentoc'h": zoken er Sorbonne e ranker goulenn digarez hag absolvenn pa'z eer a-enep d'ar rakvarnioù strewet gant ar gelennadurezh ofisiel ! Gwir eo an evezhiadenn koulskoude : peogwir e oant dieub eus an holl tailhoù (nemet hini ar gwad) eo e c'halle an noblañsoù kenderc'hel gant o emaberzh dic'hounid a labour koustus ha poanius evit ar c'humuniezhoù er maezioù en-dro dezho." Gwir, diouzh sellboent an arc'hant, diouzh ur sellboent emgar (e berr gomzoù, ur sellboent "a-vremañ", neketa), an noblañsoù o doa pep tra da c'hounit ha netra da goll gant an Dispac'h : divec'hiet e oant ag o atebegezhioù a evezhier hag a varner war o domani, n'o doa mui da rannañ anezhañ gant tud a netra e-leizh, e c'hellent klozañ dor o c'halon koulz hag o c'hastell d'ar re-se, hag emgouestlañ penn-da-benn d'ar berniañ-arc'hant kevalaour. A zo muioc'h, an Dispac'h en doa ezhomm eus an noblañsoù neket hepken evit o barregezhioù renerion ha kadourion, met dreist-holl evit kemer perzh er mekanik armerzhel nevez. Setu perak e vo, e-pad an darn vrasañ eus an Dispac'h, argaset beleion (lezenn ar 26 a viz Eost 1792 e-touez kalz traoù all) ha miret ouzh noblañsoù a dec'hout (lezenn ar 28 a viz du 1793). A-fed tro-spered an dispac'herion : Voltaire en deus skrivet meur a bennad roueelour, ha pa seller ouzh ar skridoù politikel, pezhioù-c'hoari, flemmskridoù ha lennegezh a bep seurt en-dro da 1789, e-kichen ar feulster enepkristen diharz (ha strewet ar muiañ ar gwellañ, betek er maezioù zoken) e kaver d'ar muiañ-holl arnodskridoù feizoniel war harzoù galloud ar roueed, goulennoù lezennel-rik ha difeuls e vefe diskaret reizhiad brientoù an Ancien Régime evel re Sieyes (ne oa brientoù an noblañs nemet ul lodenn eus ar brientoù-se, e-kichen brientoù ar rannvroioù ha brientoù kerioù 'zo evel Pariz pe Orléans), pe pezhioù-c'hoari dizrouk ha fentus war an noblañs evel re Beaumarchais. Ur fest roueelour flammus e voe koun kentañ ar "14 a viz gouhere" e Pariz, hag un dekred eus ar 7 a viz gouhere 1792 a lakae er-maez lezenn neb a gredfe ober anv a "Republik". E sigur an ideologiezh republikan-se, morse ne rankfed disoñjal e oa dizanav a-grenn da holl kefredourion ha pennoù-bras an Dispac'h er penn-kentañ ; an dispac'herion ne ouient mui petra ijinañ evit ezlec'hiañ ar gravez kristen, a groue mil lezenn, mil le berrbad, hag a gavas en diwezh an ideologiezh republikan-se, a "bakas krog" gwelloc'h eget an taolioù-arnod all a-raok. Ken e teuas da ardamez dezho, hag ar ger "republikan" a gemeras neuze lec'h ar ger "dispac'her" e Bro-C'hall. Da vare an Terreur en he c’hrisañ, ar c'hont noblañsour-penn-kil-ha-troad Dufort De Cheverny a oa en toull-bac'h (un toull-bac'h damantus memestra : dalc'het e veze en un ti klok hag e vevelion a gendalc'he d'e servij) ha Saint-Just an dispac'her-glan-ha-kriz-skouer a frealze jentil gwreg ar c'hont, o lavarout dezhi peseurt karantez en doa Robespierre evit an Noblañs. Un nebeud sifroù : hervez jedadennoù Donald Greer, "diwar ar 400.000 a noblañsoù a veve e Bro-C'hall e 1789, 1158 a voe lazhet, ha 16831 a guitaas ar vro". Da lavaret eo, 96% ag an noblañsoù "n'eo ket bet tizhet o buhez" gant an Dispac'h. Memes mod, an noblañs ned a d'ober nemet 8,5% eus hollad an dud dibennet gant an Terreur. Skouerennoù niverus roet gant J. D. a ziskouez penaos e oa a-walc'h d'un noblañs tremen hep en em ziskouez fraezh a-enep d'an Dispac'h ha kemer un nebeud diarbennoù (kemm anv pe en em wiskañ en doare dispac'hel pa zeue er-maez eus e di) evit bezañ lezet e peoc'h. Zoken an amaezhiadurezhioù krouet a-ratozh-kaer evit kastizañ an noblañsoù na sentent ket ouzh lezennoù an Dispac'h a ziskouezo kalz damant, blotded ha truez (da sk. el lezennoù didamalladur niverus). Pebezh diforc'h gant an degadoù a viliadoù a veleion didou sammet evel loened war ponton-ioù Rochefort, kaset da toulloù-bac'h Cayenne ha Ré, a veze jahinet ha mezhekaet diehan...E sigur roll ar roue : evel an holl dud a c'halloud d'an ampoent e oa beuzet el lanv enepskristen nevez, ha n'en doa ket kredet ober kalz tra evit derc'hel ouzh al lanv-se. Er penn-kentañ ne rae peurliesañ nemet sinañ e traoñ ar bajenn an obererezhioù dispac'hel nevez, a veze kinniget da c’houde ez-ofisiel evel intrudu ar roue. Diwezhatoc'h koulskoude e teuas dezhañ en-dro un tamm kalonegezh da enebiñ, ken e voe kendaonet d'ar marv en diwezh. Pouez keal ar gravez er gendaonadenn-se a zo un dra kuzhet mui-pe-vui en istor ofisiel (sl. dezrevell abadenn ar 11 a viz kerzu 1792 beure ar c'h-Convention, hag ar poent niverenn 26 en damalladenn graet da Loeiz XVI). A-fed ar pezh a soñje ar bobl : zoken e-pad an naonegezh hag an dienez washañ he deus kendalc'het ez-kuzh an dîme hag ez eo bet gwarezet madoù an aotrounez diouzh an dastumerion-tailhoù e meur a lec'h. An istorour saoz George Rudé a verk ez eo Bro-C'hall un "direizhadenn iskis" e div drederenn gentañ an XVIIIvet kantved peogwir ne gaver roud ebet enni eus an darsavioù peizanted-a-enep-d'an-noblañsoù ken boutin e Europa d'an ampoent. Mard eo gwir ar ganenn a glever ken alies hiziv neuze, ar gouerion e Bro-C'hall n'o doa ket merzet a-raok 1789 e oant mac'homet gant an noblañs, ha dre ur c'hendegouezh iskis ne soñjjont tagañ neuze nemet ar re a oa kristen. Andrev ar Merser, e dibenn kentskrid e levr 1789 hag ar brezoneg, a ro da grediñ e oa heñvel rann vreizhat an Dispac'h ouzh emsavioù evel re Sebastian Ar Balp. Ne oa ket, feiz : unan a oa un darsav a-berzh pobl ar vro a-enep d'ar galloud a zeue diouzh Pariz, hag egile a oa un ``droidigezh" feal gant bourc'hizion ar vro eus an Dispac'h roueel da gentañ ha Jakobin-Parizian war-lerc'h. E gwirionez, un tammig e pep lec'h en em savo an noblañsoù kalonek a-walc'h evit difenn ar bobl diouzh mac'homerezh an Dispac'h (n'eo ket hepken e Breizh hag er Vendée : J. D. a ra anv eus skouerennoù nebeutoc'h anavezet, en o zouez unvaniezh ar c'honted-chaloni gant pobl ar c'h-canuts en-dro da Lyon ).Ma! Emichañs em eus adrenablet a-walc'h evit "gweañ kouzoug" d'ar vojenn a enepnoblañs-se, evit al lennerion a feiz vat d'an nebeutañ. N'eo ket diaes kompren perak eo chomet bev-buhezek ar vojenn-se betek hiziv an deiz, dreist-holl evit ar re nevez-deuet d'ar vourc'hiziezh c'hall e forzh pe vare. Diouzh un tu ez eus lorc'h enno bezañ an Noblañs nevez, a deurvez skoliataat ha reiñ aluzen d'ar re warlerc'hiet (an Noblañs-se a zo hini an arc'hant, arc'hant ar Stad C'hall bet serret da gentañ e seziserezh madoù an Iliz ha preizherezh ar c'h-Comission d'Extraction, ha war-lerc'h e korvoerezh ar vicherourion hag an trevadennerezh) ha diouzh un tu all e vourront kenañ oc'h en em welout evel trec'herion hael war an noblañsoù (evit disoñjal pegen toutek ez int gant ar gevalaourion veur hag ar bolitikerion, me ' laka), un hunvre maget start gant al lennegezh, ar finvskeudenniñ hag ar stlenn. Drieu de la Rochelle a lavarfe ez int ``tud laosk o hunvreal bezañ kalonek". Tremenomp bremañ da wir obererezh an Dispac'h dindan ar maskl "enepnoblañs" pe "araokour", ha dibunomp prantadoù pennañ an digristenekaat. An obererezh-se a voe graet, evel reizh, eus ar gorre d'ar c'hreiz : da gentañ e voe kaset da get ar misionerezh, goude-se e voe divrudet ha distrujet ar vanac'hiezh, broudet skloufoni ar bersoned hag arveret anezho evel gennoù e gwezenn an urzhaz kristen, evit en diwezh tizhout kalon ar gravez : ar vuhez pemdeziek.Hiziv an deiz n'eo mui gwall hewel obererezh ar Jezuisted, hag e vezont anavezet dreist-holl evel arguzennacherion pe kleiziz varanek. E-pad pell koulskoude ez eo bet kompagnunezh Jezuz mammenn ar visionerion taerañ ha santelañ hag ar gelennerion varrekañ. Ganto dreist-holl ez eo bet savet sevenadurezh katolik Amerika ar C'hreisteiz ha Mec'hiko, a c'haller c'hoazh gwelout he roudoù hiziv en ilizoù kaer-dreist hag ivez, un tammig, e tro-spered an dud. An avi hag ar warizi maget gant ar gelennerion all outo a daole alies a-enep-dezho iriennoù ha gevier a bep seurt, a veze trec'het hag a zasorc’he ingal : un degouezh a "adlavarerezh an istor" a zo aze. D'ar poent emaomp o plediñ gantañ, e voe un irienn-veur etrevroadel evit mat (dielfennet munut e eilvet ha trede rannlevr ar Prodiges), a grogas da ziskouez he frouezh gant Pombal o herzel hag o tiberc'hennañ holl Jezuisted Portugal e 1759; tro Bro-C'hall ha Bro-Spagn e voe da c'houde, hag en diwezh e voe bref steuzidigezh Kompagnunezh Jezuz sinet gant ar Pab war e dremenvan d'ar 21 a viz Gouhere 1773. Deut e oa da wir prantad kentañ an Dispac'h, ken e c'halle an dispac'her Manuel de la Roda gourzrec'hiñ "Lazhet hon eus ar mab (ar jezuisterezh), ne chom mui deomp bremañ nemet da lazhañ ar vamm"(an Iliz). Heuliadoù spontus a voe da argasidigezh ar Jezuisted en Amerika koulz hag en Europa (en tachadoù eus Europa ma talveze an argasidigezh d'an nebeutañ, rak meur a rener politikel a voe speredek a-walc'h evit berzañ embann ar bref a steuzidigezh, ha mirout ar jezuisterezh dibistig e-giz-se war o domani ; en o zouez Frederig II a Brusia, Katarina II a Rusia ``Wenn" (Bielorusia bremañ)). En Amerika ar C'hreisteiz, meur a gumuniezh indian kristenekaet ha dieub a adkouezhas er c’houezeri hag er sujidigezh d'ar gorvoerion europat. E Bro-Spagn ha Bro-C'hall e voe ur gouezhadenn drumm e live ar gelennadurezh, testeniet gant meur a skrivagner, hag a c'haller muzuliañ ivez gant degouezh Robespierre (ha meur a zispac'her all eus e seurt) : penaos e c'hall Robespierre, un emzivad bet paeet dezhañ ar studioù kerañ hag uhelañ gant an Iliz, bezañ war-un-dro unan eus lazhadegerion daerañ an Dispac'h ? Lod a lavaro marteze e oa foll Robespierre ha mat pell'zo. Evit ma c'heloù e vefen techet da vezañ ali gant J. D : ret eo krediñ ned ae ket gwall bell an deskadurezh kristen bet roet da Robespierre (pe, ma kavit gwelloc'h, e gelennerion n'o doa ket taolet kalz a evezh outañ). Aze ez eus moarvat ur gentel evit ar gerent, ken niverus hiziv an deiz, a stambouc'h o bugale gant madoù danvezel hep teurel tamm pled ebet ouzh dibunadur o spered. Moarvat ne vo ket ken taer ar vugale-se ha Robespierre, met arabat e vefe d'ar gerent-se bezañ souezhet e tiskouezfe o bugale diouer a anaoudegezh-vat en o c'heñver ...Ne vefe ket klok an adrenabl-mañ hep ur meneg a-zivout an holl skoilhoù Gall-dispac'hel-rik a zo chomet bev-mat betek hiziv. Kounañ a ranker n'eo ket hepken madoù an Iliz er ster strizh a voe sezizet gant an Dispac'h, met ivez ospitalioù, levraouegoù, karitezioù a bep seurt perc'hennet gant laiked kristen. Servijoù foran evit mat bet savet dre boan hag emaberzh gant hiniennoù prevez, a gouezhas evel-se etre krabanoù ar Stad, dezhi da arverañ anezho evel ma kar, pa gar, er mod ma kar - peurliesañ da reiñ anezho d'ar vourc'hizion vihan en eskemm ouzh o dizoueegezh. "Maz eus ken nebeud a vongedadoù prevez e Bro-C'hall hiziv an deiz, ez eo peogwir eo chomet bev e deun penn an dud eñvorenn al laerezh veur-se, moarvat," a verk J. D. Ken anat e oa liv vil an obererezh-se, ken e save enebadennoù e-leizh en Assemblée. Mirabeau avat a gavas an doare da lakaat an euzhuster-se da dremen : evit lakaat ar bersoned da vouezhiañ "ya" d'ar seziserezh e warantas ur minimom a 1200 lur evit gopr ar bersoned er programm anezhañ. "Ar bersoned o doa graet fall o c'hontoù avat", evel ma stad J. D. : en enkadenn armerzhel ramzel da heul - ha ne gomzan ket eus an digristenekaat - e oa c'hoarzhus ar gounid-se ...A-hend-all e chom bev-mat hiziv beli Contrat Social Rousseau war Bro-C'hall, kalz muioc'h eget na vefe kredet gant ar re na sellont ouzh an traoù-se nemet evel sotonioù pe prederouriezh digromprenadus. Zoken ma ne dalvez mui hiziv ar bras eus al lezennoù awenet gant Rousseau, e chom sanket start e penn an dud an dro-spered diwanet diouto. Div skouerenn a roin amañ.Kalz kristenion hiziv a sant c'hoazh an diforc'h etre ar familh katolik hengounel, bugale niverus dezhi, hag ar familh unbugel pe daouvugel boutin a-vremañ. Faziañ a ra koulskoude ar re a gred ez eo an hudurniezh a zo kiriek eus kement-se. An holl re o deus kontet ha studiet an niver a c'hanedigezhioù e Bro-C'hall a wel e krog ar c'houezh meur da vare an Dispac'h, gant dekred ar 7 a viz Meurzh 1793 war an hêrezh-rannet-ingal ret evit an holl. Al lezenn-se a skoe taol ar marv war frankiz-arnodiñ an hininennoù (a rank bezañ brient ar Stad hervez Rousseau) : ar gerent ne c'hellent mui dasparzhañ an hêrezh etre ar vugale evel ma karent, na da skouer legadiñ an atant d'ar mab barrekañ. War un dro gant meur a lezenn ha darvoud all, al lezenn-se a vire ouzh pep hinienn a sevel forzh petra a badfe pelloc'h eget he zammig buhez hep emellerezh ar Stad. A-raok ar skol-ret a zeufe da beurechuiñ al labour, e oa dija troet ar vugale da c'hoarielloù etre daouarn ar Stad, e-lec'h bezañ "krouadurioù" ar gerent hervez ar sellboent kristen (kv. ar pempvet gourc'hemenn). Adal neuze e teuas ar gerent hag ar vugale da vezañ ur samm an eil re evit ar re all, ac'hann ar c'houezh en niver a familhoù hag en niver a vugale dre familh, ur walenn ne vo pareet gant skorenn-tiegezh ebet (evel ma verk Youenn Olier, an enbroidi c’hall a ra bugale e-leizh hiziv a vo dizoue-gallgar-dilabour-divugel warc'hoazh, moarvat).Unan eus poentoù ar c'h-Contrat Social a lavar ne ranker kaout kevredigezh na kevredad ebet er-maez eus ar Stad. Eztaolet e vez ger evit ger koulz lavaret e lezenn Le Chapelier miz Even 1791, a lakae an holl gevredadoù micherourion pe labourerion e-maez-lezenn (hag a brofe neuze ar frankiz-korvoiñ diharz d'ar c'hoprerion : evel m'eo bet merket gant meur a istorour, gant al lezenn-se eo bet ganet ar gevalaouriezh e Bro-C'hall). Seurt lezenn ne c'hellas bezañ lakaet da dalvezout nemet dre an nerzh ha gant kalz skuilherezh-gwad eveljust (dezrevellet e vez darn eus munudoù an istor-se e dibenn levr J. D. ). E-pad muioc'h eget 70 vloaz e vo flastret ar vicherourion gant al lezenn-se (an harzoù-labour ne vint aotreet en-dro nemet e 1864, ar sindikadoù e 1884). Le Chapelier a lavare "Ret eo d'ar vicherourion koll pep spi", ha deut eo a-benn mat-tre : an holl sindikadoù gall hiziv a chom sorc'hennet ha debret penn-da-benn gant ar folklor hag al lañgach gall-dispac'hel. An digristenaat en deus krouet ivez ur samm ouzhpenn evit ar vicherourion c'hall : peogwir eo tabou ar beleg en deus Yann Labourer lakaet ar goprer en e lec'h ; ha Yann neuze da c'houlenn mil tra diehan digant e vestr, traoù n'emaint ket e kefridi un implijer, alese un tabut goullo ha peurbadel etre implijerion hag implijidi (hag ul labour kalz difrouezhusoc'h ha torrpennoc'h eget er broioù all). Un abad alaman, a c'halle arvestiñ e 1853 ouzh an islonk sanket gant an Dispac'h etre Bro-C'hall ha peurrest Europa, a rae "bugale a ranker adkelenn dezho kerzhout" a vicherourion Bro-C'hall : diouzh un tu o deus un ezhomm dinatur da vezañ heñchet evel bugale gant o goprer, ha diouzh un tu all e vagont c'hwervoni en abeg da se.

Gant labour J. D. e kroger da intent gwelloc'h neuze penaos eo tremenet Bro-C'hall eus ur rouantelezh kristen pinvidik ma veze perc'hennet an hanter eus an tir gant kouerion bihan (hervez beajourion e Bro-C'hall d'an ampoent, kretaet hiziv gant jedadennoù Pierre Gaxotte) d'ur Stad e freuz-stal peurbadel renet penn-da-benn gant an arc’hant hag ar vourc'hizion. E 1794 dija ez anzave Carnot, "Ret eo deomp bevañ diwar laerezh pe mervel" hag e kinnige start d'e jeneraled "Gwaskañ ar sitroñs". Ken e troas an holl luoz gall da vagadoù laeron-lazherion-jahinerion a breizhe un tammig e pep lec'h en Europa, peadra da vagañ ar c'h-Comission d'Extraction ; un hengoun kendalc'het gant an Directoire ha Buonaparte. Meur a c'hlad perc'hennet gant ar Stad C'hall a hiziv (Bank Bro C'hall da skouer) a zeu diwar ar preizhataerezh-se ; peadra a zo d'en em stlejañ ouzh ar mogerioù gant ar vezh evit neb a zo dezhañ ur pasporzh gall, evel ma lavarfe ma zad!E sigur brezel Vendée ez eo disheñvel-mat (ha kristenoc'h ivez, d'am soñj) savboent J. D. diouzh hini ar bras eus ar gatoliked a hiziv. "Ur bed all, ur bed iskis", "Ar gloer o-unan o deus mezh eus ar prantad-se", a lenner e deizlevr Youenn Olier diwar-benn ar Vendée ; ne ra nemet stadañ ar c'henvoz kristen a-vremañ war ar c'hraf-se. Da b-Pierre Gaxotte a ra "ur vro vodennek, kevrinus, ur vro a flagennoù, garzhoù puilh hag hentoù kleuz" ag ar Vendée, e respont J. D. : "Sed aze a zo mont re bell ganti un tammig. Neb a zo bet o pourmen en hentoù etre Angers ha traezhennoù Olonne hag en hentoù etre Niorzh ha Naoned a wel e par ingal a-walc'h memestra gouloù an heol war ar c'horn-bro. N'eo ket evit difenn ar strouezh ez eo emsavet ar Vañdeiz forzh penaos, evit difenn an dud ne lavaran ket. Traoù o deus da lavarout deomp neuze." Ankounac'haet eo bet moarvat gant an dud penaos eo deuet a-benn ar Vañdeiz da rediañ an dispac'herion da zegemer en-dro ar frankiz relijiel, a-enep-rik d'al lezennoù ha d'ar mennadoù dispac'hel ("Ar pezh a ziskouez, a-benn ar fin, e c'haller kaout emglev etre ar gatoliked hag an dispac'herion enepkristen, gant ma vint kevatal a-fed nerzh eveljust"), da gentañ en tachadoù e-lec'h ma oa mistri ar Vañdeiz, ha tamm-ha-tamm e Bro-C'hall a-bezh. Mard eo gwir "n'o deus ket ar Vañdeiz klasket aloubiñ Bro-C'hall a-bezh" evel ma lenner e bandenn-treset Reun an Honzeg ha Reynald Seycher, ez int koulskoude deuet a-benn da adaloubiñ Bro-C'hall a-bezh gant ar gatoligiezh. An anaoudegezh-vat a ra diouer un tammig d'ar gristenion a ra "ur c'hilstourm" pe "un aberzh didalvez" eus ar stourm vañdeat. Pep hini a c'hall soñjal ar pezh a gar diwar-benn stad an Iliz katolik a hiziv, un dra a zo sur avat : ar restachoù diwezhañ a frankiz relijiel e Bro-C'hall a-vremañ a zo da gentañ un dra legadet deomp gant emaberzh ar Vañdeiz hag ar Chouanted. Ma c'hall an traoù displeget amañ bezañ un nevezenti d'al lennerion a hiziv, e oant sklaer a-walc'h evit tud titouret-mat an ampoent. Edmund Burke, da skouer, an Iwerzhonad ezel eus House Of Commons Bro-Saoz (a seller outañ evel unan eus tadoù meur an emsav conservative er Stadoù-Unanet hag e Bro-Saoz) en doa diouganet resis-dreist en e levr Reflections on the Revolution In France (1790) penaos ez afe en-dro an armerzh hag ar feulster en Dispac'h hag ivez penaos ez echufe an traoù en un impalaerouriezh napoleonek bennak. Mil gwech sklerijennetoc'h e oa war an darvoudoù hag an dazont eget an dispac'herion o-unan, a yae war-raok evel bugale kollet el latar. Ouzhpenn studi istorel an Dispac'h end-eeun e levr J. D. ez eus ivez un tamm mat a studi war ar pezh a lavar(e) ar skrivagnerion bolitikel diwar e benn, hag en em ziskouez Burke evel unan eus ar re varrekañ anezho.Evit echuiñ e lavarin ma soñj diwar-benn keal an "dever a ankounac'h" a voe displeget gant Y.O. er C'hannadig-mañ. Hetañ a rae un dazont seurt ma ne virfemp mui soñj ni Brezhoned e piv e oa Louis XIV pe e oa bet un dispac'h bennak (ne c'hellan nemet bezañ a-du a-greiz ma c'halon gant seurt savboent), ha ne ouzon ket ar pezh en dije lavaret diwar-benn ma rentañ-kont amañ, met marteze e vije bet hegaset gant va froudenn da hirzispleg traoù vil hag euzhus e-giz-se, evel ur c'hi o firbouchal war-lerc'h restachoù gwad en ur voest-lastez. Respont a rafen penaos ne c'hall ur pec'hed bezañ pardonet ha peurzisoñjet nemet war-lerc'h bezañ anzavet, hag ivez penaos diazezenn bennañ ar Galloud Gall a-vremañ n'eo nag an arc'hant (ped miliard a zo e dle-diavaezel ar Stad C'hall bremañ?) nag an arme (kv. steuzidigezh ar c’hoñje-ret), ur wiad ramzel a c'hevier, ne lavaran ket, savet evel ur wiad-kevnid diwar vav ar gelaouennerion hag ar gelennerion paeet evit ar c'hefridi-se. Ma c'hall ar pennad-mañ sikour un tamm da zidroc'hañ ar wiad-se...

Ewan Delanoy

Anvioù brezhonek e Diell-levr Abati Redon

Gant lodenn gentañ " Notennoù war Istor Breizh " hon eus kejet gant anvioù Brezhoned a veve, evit lod anezho, setu pemzek kantved zo. Kavet e vez o anvioù e brezhoneg kozh dreist-holl e pajennoù kartularioù an abatioù : Landevenneg, Kemperle, Redon... Er skridoù kozh-mañ eo ez eo aet hon istorourion da furchal, da gavout un darn eus an danvez evit sevel o levrioù ha restaol evel-se deomp Istor Breizh, ha ne vez ket desket deomp gant ar skol c’hall evel-just. Hep ar striv youlek-se da anavezout hon Istor deomp-ni e vefemp, sur-mat, deuet da vezañ Gallaoued penn-kil-ha-troad, met daoust ha n’eo ket se, pal ar Republik c’hall : ober deomp bezañ Gallaoued en ur gomz deomp eus Istor Bro-C’hall hepken ? Setu perak ez eo ken pouezus studiañ hag anavezout Istor Breizh.

Diell-levrioù an abatioù n’int ket hepken danvez da vezañ korvoet gant an istorourion nemeto, ha setu perak marteze ez eo bet embannet e 1998 hag e 2004 gant AHID eus Roazhon Kartular Abati Redon e daou levr brav, ma vez kavet e-barzh an holl zielloù luc’hskeudennet, eilet gant testennoù hag addisplegoù war an doare maz eo bet kevaotet, dastumet ha miret an diell-levr, istor ha frammadur ar gevredigezh vrezhon en amzer-se, anvioù an dud hag anvioù al lec’hioù. E latineg eo bet skrivet an holl zielloù evel-just evel holl zielloù an amzer-hont, met anvioù an dud a zo e brezhoneg kozh, a-wechoù latinekaet, met peurliesañ e brezhoneg rik. O vezañ ma tezrevell an darn vrasañ eus an dielloù donezonoù graet d’an abati e vez meneget bepred anvioù ur bern testoù ouzhpenn anv an donezoner, e bried hag e vugale, ha pa vez roet un treb da skouer, e vez meneget anvioù an dreviz a vev war ar gounezvan ; evel-se hon eus un toullad stummoù kozh da anvioù-tiegezh a-vremañ, hag un dudi eo adkavout ar mammennoù-se a gomz ouzh hor c’halon.

Pemp beleg eus Eskopti Gwened

Pemp beleg eus Eskopti Gwened a felle dezho en em dennañ en ul lec’h digenvez evit ren ar vuhez-manac’h, he deus hoalet bepred ar Gelted en un doare kevrinus, a zegouezhas e kember an Oult hag ar Winun hag ul lec’h mat a gavjont, un dosenn anvet Roz. E miz Mezheven 832 e oa. Brezhonek rik e oa anvioù ar pemp beleg-se : Konwoion, Konhoiarn, Kondeloc, Wincalon, Louhemel, Tethwiu. Konwoïon a ziskenne eus un tiegezh senedourel genidik eus Kemblizeg en eskopti Sant Malo, Konan a oa anv e dad : "con" ("uhel" pe "ki" [cas régime] er ster "brezelour") + "an" (lostger bihanaat), ha setu perak marteze e kroge anv Konwoion gant "con" evel hini e dad, rak alies e veze ar boaz - war pezh a hañval -, evit sevel anv ar vugale, lakaat ennañ un elfenn a oa en anv an tad. An elfenn "woion" n’eo ket displeget, met "wo" a vije bet ur rakger-kreskiñ daoust ma vez ar rakger "gou" er brezhoneg bremañ ; "ion" a c’hellfe bezañ "just" a gaver er ger "gwir-ion" hag e "yonez" (justiz), neuze "woion" a c’hellfe talvezout "just-tre". Ur c’henderv da Gonwoion e oa marteze Konhoiarn peogwir e oa ivez genidik eus Kemblizeg hag e anv o kregiñ gant "Con" ivez ; "hoiarn" a zo "houarn" bremañ, met "kleze" e oa ar ster evit an anv-den. Pa vez an elfenn-se e derou un anv e vez "Iarn" hepken, da skouer : "Iarnoc", "Iarnwal", Iarnwicon", setu perak e kav din ez eus gant "hoiarn", "ho"+"iarn" er ster "kleze mat". Ur gwir anv brezelour a oa gant Conhoiarn. Condeloc, gant e anv o teraouiñ gant "Con" ivez a zeue eus plou Karantoer ; eus plou Alcam (Aogan) e teue Wincalon, ma vez aes displegañ e anv : "Gwenn"+"kalon"; Louhemel ha Tethwiu a zeue eus plou Rufieg ; Louhemel a zo "lou" (goulou) + "hemel" (heñvel) ; gant Tethwiu hon eus "teth" (tizh, teizh = beaj) + "wiu" (dellezek).

Kavet al lec’h dereat, e oa ret memestra goulenn aotre digant mestr al lec’h da sevel eno o manati. Kejañ a ra neuze ar venec’h gant Ratvili, mac’htiern Baen, a asant kerkent d’o c’hoant. A-du gant e vab henañ Catworet e ro dezho ha d’o warlerc’hidi evit ur peurbad al lec’h anvet Roton evit staliañ o manati. An anv-se "Ratvili" (ha neket "Ratuili") savet diwar "rat" (rat) + "bili" (skedus) a zo bepred un anv-tiegezh e Breizh-Uhel dreist-holl, dindan ar stumm "Ravily" pe "Ravilly" hag anv ur gêriadenn e Fegerieg (B.N.) ; da notañ ivez : ur "Ratvili" all, mab da "Catloiant", ur breur marteze d’ar mac’htiern, a voe manac’h e Redon ha kronikour ar manati. Skrivañ a reas Gesta sanctorum Rotonensium (Oberoù Sent Redon). Kuitaat a reas an abati evit dont da vezañ eskob Aleth. Ar ger "rat" a vez kevelet gant "fred" (gwintañ, hejañ ?) e Ratfred ; gant "hoiarn" e Rathoiarn ; gant "lowen" (laouen) e Ratlowen ; gant "wethen" (kad) e Ratwethen.

Catworet, anv mab Ratvili, savet diwar "cat" (kad) +"woret" (gwarez, skoazell) a zo bremañ an anv-tiegezh "Cadoret" pe "Cadorel" dre fazi. Ur gêriadenn e Gwenvenez-Penfaw hag unan all e Derwal a zoug an anv-se, skrivet "Cadorais". Ar ger "cat" a vez kevelet gant "bud" (buz) e Catbud ; gant "loiant" (skedus, flamm) e Catloiant ; gant "lowen" e Catlowen ; gant "lon" (leun) e Catlon ; gant "moet" (meurded, pompad) e Catmoet ; gant "nemet" (santual, sakr) e Catnemet, hiziv Canevet ; gant "wal" (protecteur) + "lon" e Catwallon hiziv Cavallan, Cavallon, Cavalain ; gant "wethen" (kad, emgann) e Catwethen ; gant "wocon" (galloud, klod) e Catwocon ; gant "wotal" (start, dibleg) e Catwotal, hiziv Cadoudal ; gant "wobri" (bri, dellid) e Catwobri ; gant "wr" (gour) e Catwr a zo hiziv Cadour pe Cahour.

E dibenn ar bloaz 832, setu menec’h all o tont davet Konwoion : Rihowen, Riwelen, Wethen-woïon, Arthwolou, Cundelw, Cunneur, Budworet, anvioù brezhonek ganto holl ; Rihowen ha Riwelen a zo savet diwar "ri" (roue) + "howen" (hegarat) evit an hini kentañ ; un tammig luziet eo "welen". Savet ez eus bet un toullad anvioù diwar "ri" : Riwal, Riwaloe, Riwallon, a adkaver hiziv dindan meur a stumm : Rioual, Rivoal, Rival, Rivallan, Rivoallan, Riouallen, Rivallain ; Ri + monoc(dreist, Gg. éminent) ; Riwethen ; Riworet ; Ri + hael ; Ri + mael (priñs) ; Ri + kenew (kadour yaouank), Ri + wocon (galloud, klod) ha Rioc deuet da vezañ Riec hiziv, ha marteze Rio, Riou...

Gant Wethenwoion hon eus "wethen" (kad, emgann) + "woion" a gaver gant Konwoion. Savet diwar "wethen" e kaver Wethenoc (kadour, stourmer) deuet da vezañ Guezennec ha Guehennec, Guehenno ; Wethencar (a gar an emgann) hiziv Guezengar ; Wethenworet ; Wethen + cor (arme) ; Wethen + glev (kadarn, kalonek) ; Wethen + anau (pinvidigezh) ; Wethenmonoc ; Wethenhoiarn ; Wethen a zo lostger gant Cor (arme) + wethen bremañ Corvezen ; gant Mor (mor pe meur) + wethen bremañ Morvezen ; gant Gleuwethen ; gant Iarnwethen ; gant Rith (reizh) + wethen ; gant Ris (redadenn, lusk) + wethen ; Fid (feiz) + wethen a voe anv ur manac’h all...

Gant Arthwolou hon eus "arth" ("arzh" er ster "kadour") + "wolou" (goulou) ; "arth" a vez kevelet gant "mael" en Arthmael a vez Arzel hag Armel hiziv ; gant "biu" (bev) en Arthbiu.

Gant Cundelw, skrivet Condelw a-hend-all, e vez kevelet gant "con" ar ger "delw" (stumm, neuz) a gaver hiziv er ger "delwenn".

Gant Budworet hon eus "bud" (buz) + "woret" (gwarez, skoazell) ; ur stumm all eus an hevelep anv a zo Bidworet, evel hon eus "Urien" hag "Irien" ; ar stumm Bidworet-se eo a zo deuet da vezañ Bioret, ha Bihoré, Bihoret, ha ne vez kavet nemet e Bro-Naoned ; iskis eo ar ger brezhonek "buzore" a hañval dont eus Budworet, seul vui maz eus er mitaweg ar verb "budorë" hag an anv-kadarn "budorou" gant ur ster damheñvel. Ur gêriadenn anvet "Budorais" a zo e Chatillon sur Seiche (B.R.). "bud" a vez kevelet gant "hemel" (heñvel) en Budhemel ; gant "hoiarn" (kleze houarn) e Budhoiarn, deuet da vezañ Bizouarn hiziv ; gant "monoc" e Budmonoc ; gant "rith" (reizh) e Budrith ; gant "wethen" (kad) e Budwethen ; gant "wolou" (goulou) e Budwolou ; stummoù kenevin ha bihanaat a gaver ivez gant Budic, Budican - meur a dierned Kernev a voe anvet BudicBudoc a zo deuet da vezañ Beuzeg hiziv.

Disheñvel eo bet emdroadur an anvioù henvrezhonek-se etre Breizh-Izel ha Breizh-Uhel. E gorre ar vro o deus miret a-wechoù stummoù tostoc’h ouzh ar stumm henvrezhonek eget e goueled ar vro e-lec’h ma kendalc’he emdroadur ar brezhoneg, pa steuzie tamm ha tamm ar yezh e gorre Breizh hag en em sonne ar stummoù kozh. Un anv evel Haelcomarch savet diwar "hael" + "comarch" (kevarc’h) a zo deuet da vezañ Helgouarc’h e goueled ar vro, diwar steuziadur ar "v" etre vogalennoù da heul ar c’hemmadur "m/v", met e gorre ar vro n’eus ket bet a gemmadur "m/v", sonnet eo bet ar ger, setu perak hon eus bet Haugomat, Haugomard, Hogomard, Haugmard, Hogmard ; e Gregamp ar Feunteunioù (B.N.) ez eus zoken ur wazh-dour anvet Hocmard. En enep, ar ger hael en deus gouzañvet levezon ar galloweg o tont da vezañ "hau".

Ar ger "hael" a vez kavet en un toullad anvioù evel rakger pe lostger : Haelcant gant "cant" (peurvat) deuet da vezañ Halgant, Halgand, ne vez kavet hogos nemet e Bro-Naoned ; Haelwobri gant "wobri" (bri, dellid) a zo Helouvry pe Heloury, anv tiegezh St Erwan ; Haelwicon gant "wicon" (stourmer) - a c’hell bezañ orin an anvioù Gwegon, Gwegen - deuet da vezañ Haligon hag Heligon ne vezont kavet nemet e gorre ar vro, met bezant e Kernev-veur ; Haeldetwid gant "detwid" (donezonet, fur) a voe unan eus ar venec’h a skrivas dielloù ar manati ; Haelhoiarn gant "hoiarn" ; Haelhobrit gant "hobrit" (spered mat) ; Haelhocar gant "hocar" (hegarat) ; Haelhowen gant "howen" (hegarat, evurus) ; Haelmonoc gant "monoc" (dreist) ; Haelwocon gant "wocon" (galloud, klod) ; Haelwethen gant "wethen" (kad) ; Haelworet gant "woret" (gwarez) hiziv Heloret ; Haelcobrant gant "cobrant" (skorus ?) ; Haelwal, Haelwallon gant "wal" + "lon" ; Haelvidoe gant "bidoe" (bidev ?) ; Haelrith gant "rith" (reizh) ; Haeltiern gant "tiern" (penn, priñs) ; Haelvili gant "bili" (skedus) ; ouzhpenn ar stummoù kenevin ha bihanaat : Haeloc, Haelocan, Haelic, Haelican...

Evel lostger e kaver : Sulhael, Sulhaeloc gant "sul" (heol) ; Brithael gant "brit" (spered) pe "brith" (brizh) ; Iudhael gant "iud" (seigneur) ; Iudhael a oa anv tad St Judikael, a zo d’e dro "Iudic" + "hael", deuet da vezañ Jezequel, Yziquel e goueled ar vro ha Gicquel, Gicqueau, Gicquiau er gorre ; Iudhael emdroet da Juhel a vez kavet e Breizh a-bezh, ha Jutel e Breizh-Uhel dreist-holl pa vez kavet ur stumm romanekaet Juteau e Bro-Naoned dreist-holl. Un henstumm Iudworet a zo deuet da vezañ Izoré, pa vez steuziet Uzoré ha ne vez adkavet nemet en anv Keruzoré, diwar un anv-lec’h moarvat. Un henstumm Iudwallon ne hañval ket bezañ lezet roudoù anezhañ, met an anv Judalet a gaver dreist-holl e Bro-Naoned a c’hell dont eus ur stumm Iudwaloe, evel Gwenole a veze skrivet Guinolet e Bro-Naoned diwar an henstumm Winwaloe.

Winhael gant "win" (gwenn, glan, gwenvidik) deuet da vezañ an anv-badez Gwenael - a vefe reishoc’h skrivañ Gwenhael – a zo Guennal, Guénel, anv-tiegezh e Breizh-Izel, met Guinel, Guisnel, Guiné, e Breizh-Uhel, o vezañ miret an "i" eus "win" (gourel) disheñvel diouzh "wen" (benel) kollet e brezhoneg, hogen miret e kembraeg – gwelout Wenbrit, "wen" + "brit" (spered) anv pried Paskwethen.

Winwobri gant "wobri" (dellid) a zo deuet da vezañ anv un trev e Gwenvenez-Penfaw (B.N.) dindan ar stumm Guénouvry ; hep mar ebet anv ar perc’henn kentañ. Ar ger "Wobri" (dellid) e-unan en deus roet an anvioù Gobry, Govry, Gouvry, Gauvry, Gauvrit, Ouvry, a gaver dreist-holl e gorre ar vro. Bez’ ez eus ur St Gouvry hag ur barrez e Bro-Wened a zoug e anv. St Gobrien ma vez graet fentigelloù diwar e anv e galloweg dre ma vez distaget e anv Gobërien, a oa Wobrian e anv en henvrezhoneg, ur stumm bihanaat.

Priziet e veze ar marc’h gant ar Vrezhoned, setu perak e yae ger "marc’h" da sevel anvioù-den evel Marchoc, Marcoc, hiziv Marhec, Marec, met ivez Marchoiarn, Marchvili, Marcocwethen, Marcocwal, Marchwallon, Marchwocon. Gant ur rakger hon eus : Breselmarchoc gant "bresel" (brezel), Catmarchoc gant "cat" (kad) hiziv Cavarec, Glevmarchoc gant "glev" (vaillant) hiziv Glemarec, Glevarec ; Wiumarch gant "wiu" (dellezek), er ster "dellezek (da gaout) ur marc’h", hiziv Guimard e Breizh-Uhel ha Guivarc’h, pe Guinvarc’h e Breizh-Izel ; Wiuhomarch, ouzhpennet ar ger "ho" (mat) dirak "march" a ro ar ster : "dellezek (da gaout) ur marc’h mat", hiziv Guyomarc’h, Guyonvarc’h, hogen e Bro-Naoned dreist-holl e kaver ar stumm Guillemard, evel Guilloret a c’hell dont eus un henstumm Wiuworet.

Ar rakger "wr" pe "wor" (gour) a veze arveret kalz ; Worbili a c’hell bezañ orin an anv Gourbil a gaver dreist-holl e Bro-Naoned, hag ar stumm Worvili orin Gourvil a gaver e Breizh-Izel ; ar gêriadenn Gourvily, e kichen Kemper, a zeu sur eus Worvili. Ar ger brezhonek "urloù" a zeu eus St Urlou, bet manac’h e Redon, "Worloies e oa stumm kozh e anv, diwar "wor" + "loies" (argas) ; Worlowen a zo bremañ Gourlaouen ; Wormonoc diwar "monoc" (dreist) a c’hell bezañ Gourvenec bremañ ; Gurwant, mab-kaer Erispoe a oa skrivet e anv Worwant pe Worhwant diwar "hwant" (c’hoant) ; Worworet a c’hell bezañ orin an anv Gouret ; bez’ e kaver c’hoazh Worcomin, Worcondelw, Worhoiarn, Worhocar, Worwelet, Worwoion, Worwocon, Woranton diwar "anton" (andon?) a c’hell bezañ orin Gouranton hiziv, Worgen diwar "gen" (gouenn, lignez) aet da Urien.

Douget e veze an anv "Maen" gant ur bern menec’h, beleien, donezonerion, testoù, ken e c’heller soñjal e oa bet troet an anv "Petrus" en henvrezhoneg an amzer-hont ; ar stumm-bihanaat Maenic a veze kavet ivez ; a-hend-all e veze arveret "maen" evel anv-gwan er ster "kreñv", "postek", da sevel anvioù kevrennek : Maenbili ; Maencar ; Maencant aet da v-Maingant pe Mengant hiziv ; Maencomin diwar "comin"(envorioù) ; Maenfinit ; Maenhoiarn ; Maenki aet da v-Menguy, Mainguy hiziv ; Maenkum diwar "kum" (kuñv) ; Maenwallon ; Maenwethen ; Maenwolou ; Maenwobri aet da v-Menoury pe Manoury ; Maenwocon ; Maenworet aet da v-Menoret a gaver e Bro-Naoned dreist-holl.

Gant "tut" (tud, poblad, meuriad) hon eus Tutwal, Tutwallon, Tuthael, Tutwocon, Tutwiu, Tutworet, Tuthowen, Tutamau ; gant Tutwal ez anavezer anv St Tudwal (skrivet dre fazi "Tugdual") aet da Tudal ha Tual-Thual evel anv-tiegezh, ha kavet e Breizh a-bezh, gant stummoù romanekaet Thuault, Thouault ; da Tudoret eo aet Tutworet.

Gant "mael" (penn, priñs) hon eus Mael, Maelcar, Maelki, Maeltiern, Maelwethen, Maelworet, Maeloc, Maelocan ; n’eus nemet Maeloc aet da v-Melec, Mellec, Meleuc a gaver hiziv, ur stumm Meluc a gaver e B.N. ha B.W. avat, gant ur gêriadenn anvet Meluc e kichen Blaen. St Maeleg a zo paeron breuriezh Treveleuc e Meurzheg hag hini Trevelec en Ervinieg (B.N.) e-lec’h ez eus ivez ur gêriadenn Treveloix, pezh a ra soñjal en un anv Maelwos gant "wos" (gwaz) aet da Melois hiziv, hag a adkaver e Bro-Naoned dreist-holl. Tiernmael de Cornov a oa anv un noblañs en amzer ar roue Salaun, eus parrez bras Cornov, en em astenne a-hed ar ster "Kaer" ; steuziet da heul drasterezhioù an Normaned, e vefe parrez Ploubereg (Pierric 44) bremañ, met un darn a vefe aet er parrezioù Derwal ha Luzanger.

Fellout a rafe din klozañ an hir a listenn anvioù-mañ – a vefe tu da genderc’hel ganti c’hoazh - gant anv va mamm-gozh, kostez va mamm, a oa "Denoual", un anv a vez kavet dreist-holl en dpt. 22,35, 56 ; kavet e vez ar stumm henvrezhoneg en diell-levr, "Dumnwal" eo, gant stummoù all : Dumnowallon, Dumnwallon, Donoual ; un anv keltiek kozh-kenañ eo, a c’hellje bezañ bet "Dumnowalos" (gwarezer bed an traoñ, bed lomañ) hervez displegadurioù Yvan Guehennec en e levr Les Celtes et la parole sacrée, Editions Label LN, p. 46-47.

Dumnorix, a droer e anv gant "roue ar bed", a voe penn meuriad galian an Eduenii ha Dumnacos penn meuriad an Andecavi (Anjev) ; e Preden anv pobl an Dumnonii, orin anv hon Domnonea, a zo ennañ ar wrizienn "dumno" (bed lomañ) en deus roet, dre emdroadur, "don" e brezhoneg bremañ, (a adkaver ivez e kondon), setu perak e kavan gwelloc’h skrivañ Donwal eget Denwal, peogwir ez adkaver Donval, stumm Bro-Leon ha Kernev, e-lec’h emañ aet "wal" da "val" en ur heuliañ an distagadur.

Bez’ e kaver ivez ar stumm Donal - evel Tudal evit Tudwal pe Rival evit Riwal -, tost ouzh Donald e saozneg ha Donell en iwerzhoneg. E Bro-Wened e kaver Denoel a vefe ur stumm all, evel hon eus "koad" ha "koed".

Yann MIKAEL

Saozon lojet gant an Aotrou Perrot ???

Da heul ar pennad a oa bet embannet e niverenn diwezhañ Kannadig Imbourc’h, hon eus resevet lizhiri, ha pergen unan, hir-tre, digant Youenn Caouissin, unan eus mibion Herri Caouissin. Diskleriañ a ra ennañ ne grede ket e dad e istor ar Saozon-se, " deuet eus an neñv ". Embann a reomp amañ da heul tammoù eus al lizher-se, gant e aotre, troet ganeomp e brezhoneg.

An diell diembann sinet " H.C. " hor boa restet en niverenn diwezhañ a vefe un diell faos eta. Pell e oamp da soñjal e vije bet droukimplijet sinadur Herri Caouissin, daoust ma kavemp traoù iskis en istor-se, pa ne glot ket penn-da-benn an daou desteni kenetrezo zoken, e degouezh an asiedoù da skouer, evel ma verkemp. Gwelet e vo, diwar lenn lizher Youenn Caouissin ez eus kalz a draoù all ha ne glotont ket en afer souezhus-mañ :

" An istor-se a zo deuet a ouez d’an holl nemet war-dro 1996, 60 vloaz war-lerc’h marv (an Aotrou Perrot), p’emañ aet d’an Anaon holl destoù ar mare-se, na c’hellont ket, en abeg da se, kaougantiñ pe enebiñ ouzh an afer-se. 

Souezhusoc’h c’hoazh eo ar fed m’eo bet gortozet tost da 60 vloaz gant an test pe an testoù evit diskuliañ an afer. Padal n’eo ket rouez an degouezhioù a zo bet e-lec’h e vefe bet deuet mat seurt diell, pa raed dibaouez ur beleg " kollabo " anezhañ. Perak ‘ta en doa gortozet keit all an Aotrou Ar Breton (…) pa n’en doa morse graet anv eus an afer-se en a-raok ? Va eontr Ronan Caerleon en doa goulennet p’en doa embannet e levr " Complot pour une République Bretonne " e 1975, e vefe roet dezhañ da c’houzout darvoudoù dianav dezhañ, a vefe aet da greskiñ un adembannadur da zont eus e levr. A-berzh an Aotrou Ar Breton n’en doa resevet netra, nag a-berzh istorour sirius ebet. Netra ebet kennebeut er c’hantadoù a bennadoù-skrid, a-du pe a-enep an Aotrou Perrot. 

E 1977, da geñver kantved deiz-ha-bloaz ganedigezh an Aotrou Perrot, en dije gellet an Aotrou Ar Breton diskuilhañ e istor. Netra ebet. Idem da geñver pezh-c’hoari mezhus Kervella ha Strollad Ar Vro Bagan : netra ebet adarre. (…) Penaos displegañ e vije chomet dilavar keit-se an Aotrou Ar Breton, ha dilavar ivez an nebeut tud all a ouie - sañset - an istor-se ? Ken abred ha 1943 n’em eus klevet biskoazh va eontr, va zud, na kennebeut all tud anavezet a-dost gant an Aotrou Perrot, evel Dom Godu, Dom Aleksi Presse, ha kalz re all, ober an disterañ meneg eus an istor-se, a zo ijinet penn-da-benn, setu aze perak ! (…)

Setu pezh am eus kavet, skrivet diwar dorn va zad, en e zielloù :

" Biskoazh n’em eus klevet anv eus an nijerien-se a gomze saozneg ha bet o lojañ e presbital Skrigneg, e genoù an Alamaned ouzhpenn-se. Gwir eo n’edon ket o chom e Skrigneg met e Landerne. Met, ma vije gwir kement-se, penaos displegañ e vije bet drouklazhet an Aotrou Perrot war urzh Londrez, evel m’eo bet lavaret gant lod ? A-hend-all, me a anavez mat ar presbital eus an traoñ d’an eil solier (pezhioù mansardet, penaos ‘ta e vije bet gellet lojañ Saozon eno hep gouzout d’an Alamaned a loje er presbital ?). En diskar-amzer 43 e oa bet diazezet er sal-debriñ ur strollad-ren milourel bihan (…) . Neuze e veze kemeret ar predoù er gegin, war bouez an deizioù " Degemeradeg ". Er sal-se eo, dres, e rentas an Aotrou Perrot e huanad diwezhañ, goude eurvezhioù hir a boan. Eno eo ivez e teuas an Aotrou ‘n eskob Duparc hag e holl vignoned da enoriñ anezhañ. Beilhet e voe eus an 12 d’ar 15 a viz Kerzu, hag an Alamaned a oa eno o chom a oa doujus, m’hel lavar deoc’h, ha pa ne blijfe ket da lod… "

Munudoù ‘zo a gaver e testeni an Aotrou Ar Breton a laka diskred war e istor :

1.- An deiziad. E Miz Eost pe e miz Here 1943 ?

2.- Niver an nijerien saoz : 6 pe 8 ?

3.- Ur Strollad-ren milourel alaman a oa er presbital. Tu ebet d’ar Saozon kuzhat (…) ;

4.- An Aotrou ar Breton a c’halv, a sko ouzh an nor, a ya e-barzh. An Aotrou Perrot, hep an disterañ disfiz, daoust dezhañ kaout gantañ " ostizoù " gwall risklus, a ro degemer dezhañ ? ! Savet e oa an daol. An nijerien a zo eno ouzh taol, pe kuzhet e-kichen ? (dislavar a zo war ar poent-se en daou desteni). Ar furnez he dije ranket o lakaat da renkañ an asiedoù buan-ha-buan a-raok digeriñ, rak ur pech a c’helle bezañ (dianav e oa an Aotrou Ar Breton).

5.- Gwall vrav ha barzhonius eo al lavarenn a zo bet lakaet war vuzelloù an Aotrou Perrot " Speredoù evurus diskennet eus an Neñv ". Kentoc’h e seblant dont eus ijin aozer ar goñchenn-mañ…

6.- Gant an darvoudoù a oa e c’heller krediñ en defe taolet evezh an Aotrou Perrot da lakaat den ebet er sekred, zoken ur mignon a-dost. Ha goude-se en defe tavet war e oberoù, en abeg d’an dañjer hag ivez dre izelegezh. Ne oa ket un den d’en em c’hwezhañ diwar ar vad a rae. Hogen, ha zoken ma tisoñjer bezañs an Alamaned, e oa memestra daou zen a oa o chom er presbital : an Aotrou Gueguiner, e gure, hag e garabasenn, Anna Le Douce. An daou zen-se ne c’hellent ket dianavezout an istor-se. Ha m’o defe dalc’het ar sekred-se ganto, posubl eo, met goude ar brezel, nag an Aotrou Gueguiner, nag Anna Le Douce n’o deus diskuilhet tra ebet. Se a zo kement ha lavarout n’eus bet netra. (…) Ret e vefe krediñ neuze ne oa er presbital en endervezh-se Alaman ebet, kure ebet, karabasenn ebet, salv ho kras !…

7.- Bez ez eus ur vunudenn all, anavezet hepken gant va zad, va mamm, ha me hiziv diwar studiañ dielloù va zad a zo ivez re an Aotrou Perrot : boaz e oa an Aotrou Perrot da notañ pep tra war tammoù paper da adimplijout (goloennoù post kozh, tro-kein ar fakturennoù…), notennoù a skrive diwar-benn pep tra : an Istor, ar sevenadur, ar sonerezh, ar yezh, ar relijion, ar politikerezh, an darvoudoù, an dud… Evel-se ez eus kantadoù a notennoù skrivet, e brezhoneg an holl anezho pe dost, am eus adkavet, notennoù diskelus-tre. Notenn ebet war an nijerien. Souezhus-bras eo n’en dije ket an Aotrou Perrot, a notenne pep tra, kontet an endervezh-se a " c’hoari kuzhig ". (…) An Aotrou Perrot a ouie e oa gourdrouz-bras war e vuhez : neuze e vije bet kempoell a-walc’h evitañ sevel un notenn diwar-benn e oberoù a-benn he implij marteze diwezhatoc’h ha bezañ didamallet a-grenn da vezañ " kenlabouret ". Biskoazh ne voe adkavet seurt notenn diwar-benn an nijerien. (…) Ma vije bet skrivet un notenn evel-se e vije bet korvoet, a-dra-sur, ken abred ha 1944 gant Ronan Caerleon. (…)

8.- Souezhus eo ivez ne vije ket bet adkavet hini ebet eus an nijerien saoz-se, o dije ranket dont da lavarout o anaoudegezh vat e-keñver o gwarezer-evit-un-nozvezh. Padal, niverus eo ar soudarded kevredet o deus klasket adkavout ar re o doa o skoazellet, kuzhet, saveteet, hag a zo deuet en-dro war al lec’h-e-unan.(…) Diaes eo krediñ ne vije ket bet unan chomet bev, war an niver anezho (…).

9.- C’hoant ez eus da ziskouez deomp jestr an Aotrou Perrot evel unan dreist-ordinal. Ne oa ket, seurt jestr a vije bet hini ur c’hristen, hini ur beleg a zo e zever dont war sikour kement hini a zo en arvar eus e vuhez. Gouzout a reomp e oa lusket an Aotrou Perrot gant ur vadelezh, ur garitez vras, hag en dije kuzhet herberc’hiet, maget, pardonet d’e vuntrer (d’e vuntrerien), n’eus douetañs ebet war se. En hevelep doare en dije kuzhet ha savetaet soudarded kevredet war var eus e vuhez, ha rezistañsed, komunisted, juzevien ivez, kemend-all, ma vije en emgavet gant seurt degouezhioù. Kement-se ivez n’eus douetañs ebet warnañ. Gouzout a rae an Aotrou Perrot pezh a lavare sant Frañsez a Sal " Ober vad ne ra ket a drouz, an trouz ne ra ket a vad ", dreist-holl d’ar mare-se. Ar re o dije meulet seurt oberenn a-berzh an Aotrou Perrot a en em gavje ivez e dislavar m’en dije kuzhet an Aotrou Perrot, tud estreget Kevredidi : milisianed, soudarded hag ofiserien alaman en arvar, pe broadelourion Vrezhon. Neuze o defe yudet, dre m’en dije " kollaboret ", rak n’o dije ket komprenet e oa mat an Aotrou Perrot ouzh an holl. (…)

10.- Mat eo en em c’houlenn perak an istor-mañ, hep tamm prouenn ebet na testoù kendrec’hus ha… bev. An holl aktourien o vezañ marv, an " istorourien ", an " enklaskerien ", alies kleizelourien, sujet ouzh an " istorouriezh-correct ", n’o deus tamm nec’h ebet ken evit skrivañ istor an Emsav hervez o c’hoant. (…)

C’hoant a zo da lakaat an Aotrou Perrot e kamp ar Rezistañsourien evit louzañ gwelloc’h e vignoned broadelourion vrezhon. Ret eo " adijinañ " un Aotrou Perrot : " un tammig nay en abeg d’e vadelezh, dezhañ ur skiant-poell politikel dister, o fiziout re aes e pep hini ". E berr gomzoù, un abad Perrot tapet gantañ e-unan, ha dreist-holl marv " en abeg d’e vignoned broadelourien gwall strobus ha nec’hus ". Setu eta m’eo bet " lazhet " ganto a-benn ar fin, dre o dibab politikel, a-raok zoken na vije bet skoet gant bolotenn e zrouklazher. Levr Monnier " Résistance et conscience Bretonne " a glask hol lakaat da grediñ edo ar " gwir " vroadelourion diouzh tu ar Rezistañsourien, a-benn ar fin, ha re Vreiz Atao ne oant nemet pennoù-brell, tud diskiant, toullerien bezioù da lakaat Breizh e-barzh.

N’eus ket ezhomm da adskrivañ buhez an Aotrou Perrot evit reiñ e enor dezhañ en-dro. N’eus ket ezhomm da lakaat war e gont troioù kaer ijinet n’eus prouenn ebet diwar o fenn. Ha, diwar-benn paotred ar Strouezh, e ouezer mat en dije o sikouret ma vije en em gavet an ezhomm d’hen ober, daoust ma ouie mat petra da soñjal war an " derroristed a ren war ar strouezh " vrezhon " ". En ul lizher eus an 10 a viz Kerzu 1943 d’am zad, daou zevezh a-raok dezhañ bezañ drouklazhet, e tiskouez bezañ nec’het gant an derroristed a lazh, a sav gwerzhioù-daspren e pep lec’h, a oa o paouez drouklazhañ un tad a familh gantañ e vugel tri bloaz etre e zivrec’h. Ul lizher sklaer war an tebet " Rezistañs patriotek ".

Gouzout a ouie mat an Aotrou Perrot n’he doa Breizh netra ebet da c’hounid gant an dud-se. Neuze, ra lezo ar " Rezistañs " e peoc’h an Aotrou Perrot hag e Vemor. E vignoned eo a rank difenn anezhañ, er wirionez. "

Keleier ha Kemennadennoù

Emgav e-pad an ehanoù bras : Gwengamp : D’ar sul 17 a viz Eost, da geñver Gouelioù Bras Sant Loup e Gwengamp, e vo un oferenn-bred e brezhoneg e penniliz an Itron-Varia da zek eur. Goude an oferenn en em gavo an emsaverion hag o ziegezhioù da dremen an devezh a-gevret : pep hini a zegas e voued.

Kafedi Istor 

"Frañs abaoe 888" (gant Rafael URIEN)

Gwengamp : Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Roparz Hemon, leurgêr Verdun, Sadorn 14 Mezheven 2007, 14e 30

Kemper : tavarn Céilí, korn straed ar Réguaires/straed Aristide Briand, Sadorn 21 Mezheven 2007, 14e 30

E stern un heuliad displegadennoù a sell Istor Europa e kinnigomp an displegann-mañ. Kinniget ez eus bet endeo displegadennoù war an dodennoù-se :

- Un damsell war Istor Europa.

- An Inizi Predenek (Rouantelezh-Unanet hag Iwerzhon).

- Reter an egor kornog europat (Alamagn, Italia, Aostria, Helvetia, Izelvroioù, Belgia ha Luksembourg [ha Frañs betek 887])

- Ledenez Iberia (Spagn ha Portugal).

Studiet e vo pergen er wezh-mañ penaos eo en em savet tamm-ha-tamm ar riez c’hall, da gentañ a-enep galloud embannet hollvedel an Impalaerieon alaman, ha da c’houde dre sujañ ha "lonkañ" kumuniezhioù kenelel liesseurt o orin. Studiet e vo ivez emzalc’h ken lIesseurt all ar broadoù-se dirak galloud ar riez c’hall.

Embannet Levr kentañ ar Brevial e brezhoneg

Levr ar Brevial ofisiel troet e brezhoneg diwar al latineg, ha n’eo ket diwar ar galleg, a zo bet degemeret hegarat gant Aotrou ‘n Eskob Gwened "ad experimentum". E gwerzh emañ e sez an embanner B.S.I., Presbital, 56310 KISTINID, d’ar priz-lañsañ a 50 euro, dre chekenn war anv B.S.I. Ul levr a 1200 pajennad eo war baper "bibl", keinet brav, o klotañ pajenn ‘vit pajenn ouzh an embannadur diles e latineg, an hini nemetañ aotreet da vezañ troet e yezhoù ar pobloù.

Meur a wech abaoe ar grennamzer ez eus bet embannet seurt levrioù, an hini anavezetañ anezho o vezañ levr an Aotrou Bris AN EURIOU, ken brudet ma veze implijet ar ger-se evel anv boutin e-lec’h "levr" betek nevez’zo. anv hon eus adkemeret en hon talbenn LIDEREZH AN EURIOU e-lec’h "Brevial" (a dalv hepken "berradur"), evit treiñ an talbenn latin LITURGIA HORARUM.

Tostoc’h ouzhimp, er bloaz 1977 eo an Aotrou Job Lec’hvien kefridiet evit an obererezh e brezhoneg en eskopti Sant-Brieg ha Landreger a embann ur gwir brevial talbennet kaer PEDENN AN ILIZ al levr hon eus implijet bemdez abaoe 30 vloaz, nemet a c’houlenn e vefe pourchaset ivez levrioù ar Bibl hag an 12 levr (2350 pajennad) embannet gant Imbourc’h etre 1991 ha 1999 hag aet maez a werzh kalz anezho.

Unnek vloaz war-lerc’h ez embann an Aotrou Job an Irien e Minihi Levenez PEDENN AN DEIZ, ur c’hrennadur eus ar brevial, klok en e zoare gant ur bern daveennoù, diglok avat e-keñver ar Brevial Roman (nag ofis kreiz-an-deiz nag ofis al lennadenn), met kinniget gant Aotrou ‘n Eskob Kemper a skriv un dra a-bouez bras: "La Constitution Conciliaire sur la Liturgie, promulguée voici 25 ans, recommande aux laïcs eux-mêmes la récitation de l’Office divin".

Evit an holl vrezhonegerion a zo bet roet dezho ar prof brav maz eo gouzout lenn en o yezh eo graet al levr-mañ. Kaeroc’h c’hoazh : evit reiñ ster da eurioù o buhez o tremen eo bet talbennet LIDEREZH AN EURIOU.

Ul lenner a skriv... Waukegan 27-04-08

Kenvroad ker,

Degouezhet eo ganin Imbourc’h n° 55 Disadorn. Goude lenn ho pennad-stur ret eo din ho tislavarout a-zivout ar ger euzhus "euthanasie". E-barzh Lavar 12 embannet gant Preder e 1999 e kaver div bajenn oc’h ober dave d’ar ger-se, p. 231:232, un eskemm lizher etre G.Etienne ha reun an Hir deiziadet 14-09-08, ha kinniget eo ar gerioù-mañ : heandizh - añ, deandizh – añ – ad. Hesonoc’h e kavan ijinadenn Pêr Even : helazh – añ – ad (hélas), daoust dezho bezañ o ster ken heugus hag ar gerioù all. Evidon ar ger bravañ BUHEZ an hini eo.

A galon. Youenn Grall

G.S. Plijus a deurus ho notennoù war Istor Breizh.

Mererezh

12 € eo ar skodenn emezellañ da EAT, a ro ar gwir da resev Kannadig Imbourc'h. Talet e vez e penn-kentañ ar bloaz (pemp kasadenn da vihanañ). Ar chekenn a zo da gas war anv EAT pe Imbourc'h da : E.A.T., c/o Yann MIKAEL 12 straed René Giraud 44130 BLAEN - Roll an niverennoù pe oberennoù n'int ket c'hoazh diviet a c'heller kaout o skrivañ pe war : http://kannadig.chez-alice.fr/ .

Skridaozerezh

Ar pennadoù a zo da gas da : jean-mariemichel@neuf.fr , pe dre ar Post da rener Kannadig Imbourc’h : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 BLAEN. Ar pennadoù ne engouestlont nemet ar re o deus skrivet anezho. Moulet ez-prevez gant an embanner : Emglev an Tiegezhioù. Kergreven - 29800 Trelevenez - ISSN : 1144 357X