"KANNADIG IMBOURC'H

Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 55 Meurzh – Ebrel 2008 Priz : 2 €

Mezekniezh ar re baour : an Helazherezh

Nag a geleier en em gav ganeomp bemdez Doue ! Ha pebezh keleier ! Keleier bet fardet gant ar meziennoù bras evit " gwalc’hiñ hon empennoù ", gouleviet gant renkad hor renerien a Bariz. Frank-masonerion alïes-mat. Hag ar Gristenion ? N’eus ket anv anezho gant ar gazetennerion peurliesañ. Gant afer an Helazherezh e oa anat an dra-mañ er mizioù-mañ.

Ha diwar glask penaos c’heller lavarout " Euthanasie " en hor yezh, ez on en em gavet gant ar ger-mañ, " helazherezh ", e geriadur Jil Ewan bet embannet gant Imbourc’h, ul levrenn c’hlas a ya da glokaat mat geriadur Ar Gleau Al Liamm (10 levrenn) evit ar gerioù nevez ez eus kement ezhomm anezho da zerc’hel da arvestiñ ouzh ar bed dre ar brezhoneg. Geriadur en-linenn " Preder " ez eus ivez, hogen ne ginnig ger ebet evit c’hoazh evit " Euthanasie ", ha geriadur Favereau a ro : " EUTHANASIE ][ appr. MARV MAT m. (cf. tradit. mell benniget), & eutanazi ".

Gwall souezhet e c’heller bezañ gant " Marv mat ", a rofe da grediñ e kav mat Frañsez Favereau berraat o buhez d’ar re a c’houlennfe, hogen ned eo nemet troidigezh ger evit ger diwar ar gresianeg. Ober a ra dave ivez d’ar " Mell benniget ", ur c’hiz da lakaat ur morzhol bihan war dal an dud war o zremenvan a-benn m’o devo " ur marv mat " hep gouzañv, hag ar vuhez peurbadel er bed all. An dra-se ne oa ket helazhañ an dud, tamm-ebet ! ! ! Kalz a-raok ar " mell benniget ", war a lavarer, e lazhe an drouized an dud klañv-bras hag ar re war o zremenvan gant ur morzhol maen war peulvanoù Karnag. Daoust ha c’hoant o deus lod da zistreiñ d’an euzhusterioù-se ? ? ? Ar " mell benniget ", marteze a-walc’h stumm kristenaet giz an drouized kozh, a oa un doare da c’houlenn digant Doue berraat e boanioù d’ar c’hlañvour war e dremenvan. Evel ar c’hiz a zo chomet bev betek bremañ da bediñ sant " Tu pe du ", santig Du.

Afer an Helazherezh a oa bet degaset gant ar meziennoù gant afer Chantal Sébire. D’he heul e vo gwelet muioc’h mui a glañvourion vras pe vrasoc’h a vo lakaet war al leurenn da dizhout ar gwir, e " Bro gwirioù Mab Den " mar plij, da dennañ e vuhez digant an neb a c’houlenno, ha zoken tennañ e vuhez digant unan na c’hell ket henn goulenn met a c’houlennfe, hep douetañs ebet, ma vefe gouest d’henn ober, pe c’hoazh tennañ e vuhez digant unan a zo ur samm re bounner evit e familh (ar c’hlañvour e-unan a c’houlenno bezañ lazhet dre garantez evit ar re a ra war e dro hag a zo sammet-dreist gant e vuhez di-ster …), pe re bounner evit ar gevredigezh. Rak eno emañ unan eus an dalc’hoù pennañ e afer an Helazherezh : reiñ d’an dud ar gwir hag an aezamant d’en em lazhañ hervez lezenn a-benn… skañvaat kontoù ar c’hedskor, ken e keñver mizoù ar yec’hed, ken e keñver al leveoù kozhni… Armerzh Frañs a ya da fall ha ret mat eo krennañ war an dispignoù, neketa ? Pebezh pazenn war-raok e vo ! Ha reiñ koustiañs fall d’ar re na c’houlennint ket bezañ helazhet, daoust pegen pounner e vo o samm evit an dud tro-dro dezho… hag o c’houst evit ar gevredigezh. An helazherezh ? Mezekniezh evit ar re baour ! Un diskoulm da gudennoù kellidel ar Stad C’hall a rank krennañ war he dispignoù ha kabestrañ emdroadur he dle a ranko bezañ talet gant ar rummadoù da zont… Berraat o foanioù d’an dud ? N’eo ket : Doareoù Nazïed, ya ‘vat !

Pezh ‘zo sur eo ez eo bet berzet a-viskoazh gant an Iliz berraat o buhez d’an dud war zigarezioù a yec’hed, a gozhni, pe e-keñver an dud ampechet, ha pa vefent kroueelloù hepken… : " Ne lazhi ket ! ".

E penn-kentañ miz Ebrel goude-se, e voe kendaonet ur vamm, Lydie Debaine, da vezañ bet lazhet he merc’h e 2005 " dre garantez ", dre ma oa ampechet. Tri bloaz toullbac’h gant goursez a oa goulennet, pezh a zo nebeut-tre, hag ar varnerion o deus he lezet da vont. Ar varnadenn-mañ a ro da grediñ n’o devo ket ezhomm an helazherion a lezenn da seveniñ o zorfedoù : ar gwir ez eus hiziviken e Frañs da lazhañ e nesañ " dre garantez ". A zo gwashoc’h (rak gwashoc’h a c’heller kavout atav !) : selloù a-dreuz a wel ar gerent na sioc’hanont o bugale ampechet p’edont e kof o mamm. Kerent diatebek, eta, un diatebegezh a goust ker-ruz d’ar gevredigezh. Selloù a dreuz a wel ivez ar re o devez " re " a vugale. Trueziñ a reer ouzh ar vamm na oufe ket –sañset – "mestroniañ he frouezhusted", ouzh an hini a chom er gêr d’ober war-dro he bugale, he zi … hag he gwaz, evel pa n’he defe ket a frankiz, a zizalc’hded e-keñver arc’hant, chomet e dalc’h he gwaz, paour kaezh maouez chomet diwar-lerc’h ! ! !

Ha padal, anat eo d’an holl n’eo ket gant ar " Sevenadur an Ankoù "-se eo e vo adsavet Breizh. Gant un nebeut tiegezhioù, niverus ar vugale enno alies mat eo e oa bet treuzet ar gouelec’h gant emsav ar brezhoneg etre 1945 ha 1976 un darn vras anezho izili eus Emglev An Tiegezhioù, ret eo merkañ. Hep bugale, hep doujañs d’ar vuhez, Breizh ebet !

Tepod Gwilhmod

Un nebeut sifroù

2008 : Niverusoc’h eo niver ar vuzulmiz eget ar gatoliked. Setu aze pezh a zo bet klevet gant an Aotroù ‘n Eskob Vittorio Formenti. Kement-se a zo dleet d’an niver brasoc’h a vugale a vez ganet gant muzulmiz. Ganto ne vez ket lazhet ar vugale e kof ar mammoù kennebeut. Daoust da se e ranker menegiñ e chom c’hoazh un drederenn eus an denelezh a zo badezet (an hanter a zo katoliked : 17 %) pa sav dregantad an holl vuzulmiz gwitibunan (sunniz, chiitiz…) da 19 % evit poent.

Ur c’hanedigezh diwar beder e Frañs a zeu diwar tiegezhioù enbroet. 40 % eus an tiegezhioù dezho ouzhpenn daou vugel e Frañs a zo tiegezhioù enbroet. (Ar stadegoù-mañ, eus 2005, a oa bet berzet o embann gant ar Stad C’hall, a zo bet diskuliet d’an 11 a viz Ebrel gant unan eus perzhidi C’est dans l’air Arte, a zo un abadenn skinwel a vez skignet " war-eeun ").

Ur bedenn gwall zirenkus.

Senedourion Kanzas a grog o labourioù gant ur bedenn. Setu unan anezho bet graet e 1996 gant ur pastor protestant, ur bedenn deuet da vezañ brudet abaoe :

" Aotroù, hiziv en em droomp ouzhoc’h da c’houlenn diganeoc’h hor pardoniñ hag hon heñchañ. Gouzout a reomp e lavar deomp ho Komz : " Gwa d’ar re a anv " Mat " ar pezh a zo " Drouk " ", rak an dra-se eo hon eus graet, dres. Kollet hon eus hor c’hempouez speredel hag eilpennet hon talvoudoù ; Korvoet hon eus ar re baour hag e anvomp an dra-se " Lotiri " ; Gopret hon eus ar re lezirek hag eo bet anvet " Ked-Skor " ; Lazhet hon eus hor bugale nann-c’hanet evit c’hoazh hag hon eus anvet se " Dibab e pep frankiz " ; Lazhet hon eus ar Sioc’hanerion hag e anvomp-se " Justis " ; Kensentidigezh hor bugale n’hon eus ket dalc’het dezhi : anvet hon eus an dra-se " diorren o embrizachañ " ; Drougimplijet hon eus ar galloud hag hon eus anvet-se : " Ar politikerezh "; C’hoantaet hon eus kaout madoù hon amezeion ha kement-se hon eus graet " Kaout emvennegezh " ; Saotret hon eus ar gwagennoù skingomz ha skinwel gant ar grosonioù hag al liboudennegezh, hag hon eus anvet se " Frankiz-eztaoliñ " ; Graet hon eus al lu gant talvoudoù a oa bet diazezet pell a oa gant hon hendadoù, hag hon eus anvet se " Ar Sklerijennoù " ; A Zoue, furchit en hor c’halonoù, hor glanait hag hon dieubit diouzh hor pec’hedoù, amen ! "

Notennoù war Istor Breizh (3a/3)

Trede pennad : Al le, merk-anaout ar c'hladdalc'hiezh.

Le a wazoniezh-eeun ha le a wazoniezh-strizh

Pezh a reer anezhi ar c'hladdalc'hiezh eo e oa bet troet kargoù amaezhidi ar stad da gargoù deroüs dre hêrezh war an douaroù a oa bet fiziet ar melestradur anezho d'an uhelidi-se. An douaroù-se a droas da zalc'hoù. E Bro-C'hall e teu an holl zalc'hoù diwar deroadennoù, a youl-vat pe dre heg, a berzh roue Frañs.

Evit Breizh e voe kont evel-se ivez hogen an Dug an hini eo a zeroe an dalc'hoù, ha n'eo ket Roue Frañs, hag hemañ n'ae ket dreist d'an dug da zereiñ dalc'hoù Breizh rak gwelet hon eus en eil pennad ne zeu ket galloud rouaned Breizh diouzh ar fed ma vijent bet lakaet en o c'harg evel amaezhidi da roue ar Franked : an tri c'hont a Gernev, Roazhon hag an Naoned a oa dizalc'h a-grenn, hag o riegezh peurleun war o ziriegezh.

Er penn-kentañ, aotrouniezh an Dug e-unan ne voe ket anzavet gant diskennidi ar Gonted kozh pe Mac'htiern : fellout a rae dezho ren dizalc'h war an tiriegezh a oa en o c'harg. Keit ha ma ne voe ket kreñv aotrouniezh an Dug war ar vro a-bezh e oa natur da bep hini ober e jeu e–unan, ha klask kreskiñ e zomani diwar goust an amezeg. Ac'halese eo e voe, dizehan, brezelioù bihan. Neuze e talc'he an hini trec'het e zomani digant an trec'hour, hag e ranke anzav an dra-se dre al liamm a wazoniezh, ha pergen, dizale : al le a wazoniezh-stag a veze roet gant ar gwaz d'e Aotrou.

C'hoarvezout a rae ivez e oa ezhomm d'en em ziwall diouzh un amezeg tost, gourdrouzus. Neuze e c'helled klask en em glevout gant unan all e sell eus ur gadouriezh voutin a-enep d’an amezeg gourdrouzus. Kement-se a oa al le eeun, da lavarout eo un emglev, ur gouestl a wazoniezh deroet a youl vat, deroet diwar e c'hoant e-unan, ha n'eo ket dre ul liamm a wazoniezh-stag, evel e degouezh ar stourm ouzh an Normaned. (sellout en eil pennad).

Daou stumm a oa d'al lidoù a wazoniezh en abeg da se. Ar wazoniezh-stag a veze graet gant ar gwaz diarm ha war benn e zaoulin, e zaouarn juntet e-barzh re e Aotrou. Ar gwaz a ranke sentiñ e pep tra ouzh e Bennaotrou, ha pergen mont da vrezeliañ evitañ pa veze lavaret dezhañ hen ober. Ar wazoniezh-eeun ne emplege netra nemet chom hep en em sevel ouzh an Aotrou. Al le-se eo a veze roet gant gwizien vras Frañs, duged Breizh en o zouez, pa zeuas aotrouniezh Rouaned Frañs en he c'hreñv. Hennezh eo ivez a veze graet da zug Breizh gant e Varoned. En e sav e chome ar gwaz, e gleze gantañ ouzh e gostez, gwisket e gentroù gantañ, hag an daouarn e daouarn ar Pennaotrou.

An dalc'h eo gouzout eus peseurt le e oa anv pa rae an duged al lid a wazoniezh dirak roue Frañs. N'eo ket a-du an holl war ar poent pouezus-mañ. Diarvar e rankfe bezañ ar respont, koulskoude, dre ma oa ac'hanomp ur vroad pell a-raok na voe anv eus "Frañs" : n'hellemp ket, eta, bezañ un dalc'h a zeufe diouzh kurunenn Frañs. Biskoazh kennebeut ne anzavas Duged Breizh bezañ bet rediet d'ober brezel e servij Roue Frañs, pezh en defe graet ur gwaz-stag. N'o deus graet brezel evit ar Roue nemet dre vignoniezh, kerentiezh pe youl-vat, dre o ferzh o-unan, ha n'eo ket dre wered ul liamm a c'hladdalc'hiezh. Alies e c'houlennent digant ar rouaned c'hall lizhiri da resisaat doare ar skoazell a zegasent dezho. En abeg da se e voe miret aketus al lizhiri-se gant an dugez Anna en ur c'hased-derv bet graet a-ratozh evit-se. Menegiñ a ra al lizhiri-se e kemer an Dug perzh er brezel dre e youl-vat hepken hag hepken a-enep d’an enebourion a fello dezhañ.. Siwazh eo luziet an traoù gant ar fed ma oa Duged Breizh ivez gwizien-stag da rouaned Frañs ha Bro-Saoz evit o dalc'hoù eus Montfort-l'Amaury, Limoges pe Richmond. Gwashoc'h : an istorourion c'hall a lavar e oa bet anzavet bezañ bet graet al lid a wazoniezh-stag gant tri dug a Vreizh. Ret eo eta studiañ unan-ha-unan degouezh an tri dug-se da gompren penn an traoù.

Degouezh Arzhur kentañ

Pa varvas Jaffrez Plantagenêt, trede mab roue Bro-Saoz, ne oa nemet ur verc'h gantañ : Alienor. E wreg avat, Konstanza, dugez Breizh, a oa dougerez abaoe daou viz hag e c'hanas ur mab da zeiz Pask 1187, a voe anvet Arzhur.

An anv-mañ, eveljust, a rae dave da haroz an Daol Grenn, ar Roue Arzhur, anavezet mat ha karet e Breizh hag e Kembre. An holl Vrezhoned gwitibunan a grede e tistrofe ar Roue Arzhur da zieubiñ o bro diouzh itrikoù Rouaned Frañs ha Bro-Saoz.

Hennezh, Herri II a Vro-Saoz, drouklaouen gant dibab an anv glorius-se, a yeas betek ober an neuz da vezañ bet adkavet eskern ar Roue Arzhur hag o lakaas e Glastonbury gant lidoù bras. Ne oa ket trawalc'h dezhañ : e grabanoù a lakaas war Vreizh hag e redias Konstanza da zimeziñ gant unan eus e wazed, kont Chester. Nebeut goude tremenvan Herri II e 1189, e voe kaset kuit Chester diouzh Breizh, ha Richarzh Kalon Leon, breur Herri II a oa dishêr, a reas brezel da Vreizh d'e dro hag a adlakaas Chester en e garg. Eskob Gwened a gasas an Arzhur bihan da lez ar roue Fulub-Aogust a Vro-C'hall da vezañ desavet enno, dindan warez ar roue.

Richarzh Kalon Leon a varvas d'e dro e 1199 hag e vreur Jaffrez an hini eo a vije deuet da Roue Bro-Saoz ma vije bet bev c'hoazh. E vab Arzhur an hini e oa eta, a ranke mont da Roue Bro-Saoz..

Seblantout a rae eta an diougan dont da wir. Dizale e vefe adunanet an daou du eus mor Breizh : an div Vreizh a vefe adunanet ! Evel-se ne soñje ket ar pevare breur, Yann Dizouar, a voe lakaet da Roue Bro-Saoz en desped da glemmoù Fulub-Aogust, a zifenne gwirioù Arzhur. Neuze e lakaas Fulub Agust war anv Arzhur an holl zalc'hoù a oa war diriegezh Frañs e dalc'h ar Saozon : Anjev, Maine, Touraine.

Ha pa ne oa nemet 9 bloaz, e 1196, e voe anavezet evel Dug gant Stadoù-Breizh bodet e Sant-Malo-Begnen gant an dugez Konstanza. Dindan gwarez e vamm e chome avat rak minor e oa c'hoazh. Betek ennomp ez eus un diell eus al le a roas Arzhur d'e warezour Fulub-Aogust. (Teñzor ar C'hartaoù, Teulet, Levrenn 1 p. 246 niv. 647) :

"Carta de receptione homagii Arturi.... Philippus.... etc... Quid nos receptimus Arturum comitem Britanniae in Hominem Ligium contra omnes qui possunt vivere vel mori de deodo Britanniae et de Cenomania et de Turonia ....etc...."

Anat eo ez eus aze ul le a wazoniezh-stag, pezh a oa reizh evit an dalc'hoù a vro-C'hall : Anjev, Maine, Touraine, hogen, evit Breizh, daoust maz eo skrivet, ez eus da grediñ ez eo bet falset, pe neuze ez eo bet skrivet diwezhatoc'h gant al lezennourion c'hall.

Setu amañ elfennoù da ya da ziazezañ al lakadenn a falsegezh a ran amañ :

- Guillaume le Breton, aluzenner ar Roue Fulub-Aogust ne gomz ket eus Breizh en e "Des gestis Philippi Augusti". Ne veneg nemet an dalc'hoù gall usveneget ;

- Jean Brompton, beneadad saoz, ha Radulfus e Diceto, o-daou istorourion saoz, hemañ diwezhañ en e "Historia compendiosa de Regibus Britonum", ne reont ket meneg kennebeut eus ul le a wazoniezh evit Breizh, daoust ma ne vefe ket bet souezhus o gwelout o klemm a-enep ul le a wazoniezh-stag roet da Roue Frañs, pa rankfe bet roet d'o roue-int hervezo, eveljust, da roue Bro-Saoz eta ;

- Deiziadet eo an diell eus ar bloaz 1202, tra ma ra meneg eus 1199 an tri istorour usveneget. Diskred hon eus diwar-benn ar bloazadur 1202 rak e feur-emglev Vernon miz Mae 1200 e asant Fulub-Aogust e rafe Arzhur ul le a wazoniezh d'e eontr Yann Dizouar. Hag al le-se a zo deuet betek ennomp : "ex vero Johannes recepit Arturum in homine, ita quod arturus tenebit Britanniam de praedicto rege Angliae", ar pezh a zo kaougantet gant Mathieu Paris evit ar bloaz 1200. Diaes eo krediñ en dije Fulub-Aogust torret ar feur-emglev a beoc'h gant Bro-Saoz o lakaat Arzhur d'ober ul le a wazoniezh-stag dezhañ evit Breizh. 1202 eo ar bloaz ma voe lazhet Arzhur war urzh Yann Dizouar : ar falserien n'hellent ket lakaat muioc'h a amzer etre feur-emglev Vernon hag al le a ijinent ;

- Muntret e voe Arzhur e miz Ebrel 1202. A-raok bezañ paket gant ar soudarded saoz edo oc'h ober seziz war gastell Mirabeau : n'eo ket sur zoken eta e oa c'hoazh en e frankiz pa grogas ar bloaz 1202. Daoust hag amzer en dije bet da ober e le e penn-kentañ-holl 1202 ? N'eo ket dic'hallus hogen gwall verr ;

- An istorourion a laka ar bloaz 1203 evit muntr Arzhur dre ma talc'hont kont eus adaozadur an deiziadur Gregorian a voe graet e 1582. Met bloazadurioù ar gronikerion eus ar prantad ne ouient ket e vefe bet adaozet an deiziadur. Ar bloaz 1202, bet lakaet war an diell gant ar falserion ne zalc'h ket kont marteze eus an adaozadur-se. M'o dije lakaet 1201 ne vije bet kemendall a ziskred dre m'en deus dimezet ar bloaz-se hag eo bet lakaet da varc'heg, hervez Guillaume Le Breton. Kement-se a ro da grediñ e vefe bet falset an diell goude 1582 ;

- Minor e oa Arzhur e 1199 : e le n'en doa talvoudegezh ebet pa ne oa nemet 12 vloaz. Falsañ ar bloaz a laka an dug en tu all d'e bevarzek vloaz, a oa an oad gour isañ, ha c'hoazh e c'helled gortoz betek 20 vloaz da vare ar C'halddalc'hiezh (Heris Consultation CVII) ;

- Bev e oa c'hoazh an Dugez Konstanza (+ 1201). Ret e oa lakaat ur bloaz goude he zremenvan rak hi a oa e karg eus an Dugelezh e gwirionez ;

- Stadoù Breizh n'o deus ket aotreet an Dug Arzhur d'ober ul le a wazoniezh-stag d'ar Roue. N'heller ket degemer e vefe graet ur gread ken a-bouez evit Breizh, hep asant ar Stadoù ;

- Ma vije bet gwirion an diell-se n'en dije talvoudegezh ebet e-keñver ar gwir rak anat eo edo Arzhur penn-da-benn e dalc'h ar roue Fulub-Aogust, abaoe e vugeliezh izelañ ;

- e 1231 ez eus ur feur-emglev etre Pêr Dreux ha sant Loeiz, a veneg "Biskoazh c'hoazh n'eo bet graet ul le a wazoniezh(-stag) gant Duged Breizh da Rouaned Frañs, kement-se a zo anavezet gant an holl". Ma vije bet gwirion an diell, e vije bet diskouezet da Bêr Dreux evit e rediañ d'ober ul le heñvel, rak se a oa mennad feur-emglev 1231.

Diskleriañ a c'heller eta ez eo falset an diell. Daoust da se, ha moarvat a-raok na vefe falset, hogen ar vrud an defe graet Arzhur ul le a wazoniezh-stag a c'helle redek 300 vloaz war-lerc'h (a-raok na vefe falset an diell eta) rak ne oa ket aes gwiriekaat an holl zielloù d'ar mare-se. Alain Bouchard, da skouer, istorour dindan ren an Dugez Anna, a lavar en dije Arzhur graet al le a wazoniezh war an diviz ma vefe sikouret gant ar roue gall da c'hounid e rouantelezh, Bro-Saoz. Lakaomp da welout : neuze e vije ur vezh evit roue ar C'hallaoued rak n'en dije ket dalc'het d'e bromesa, rak daoust da se en dije sinet feur-emglev a beoc'h Vernon a laka er c'hontrol Arzhur e gwazoniezh Yann Dizouar e vuntrer, ha n’en dije graet netra ebet evit digarc'hariañ Arzhur pa rank ur Pennaotrou, hervez ar c'hladdalc'hiezh, dont war sikour e waz, pa vez le a wazoniezh strizh. Gwelout a ran aze un arguzenn ouzhpenn da ziskleriañ ez eo faos an diell : ma vefe bet ul le strizh etrezo e vefe bet rediet Fulub-Aogust da vont war sikour e waz, anez lakaat an diskred war e lealded e-keñver e holl wizien all a Frañs.

Eil lodenn an trede pennad da vezañ kendalc'het war al le a wazoniezh : degouezh Pêr Dreux hag an duged a zeuas war-lerc'h.

Tepod Gwilhmod

Prederiadennoù diwar lenn ha kaozeal

Evit dibenn sizhun Pask e oa deuet va mab d’am gwelout, met lavaret en doa din a-raok : ne c’hellin ket chom ganit d’al Lun-Fask ha zoken e c’houlennin ouzhit va c’has da aerborzh Naoned da dapout ar c’harr-nij da 11 eur 30 evit mont da Grenoble - evit e labour imbourc’her e Dirsav Bevoniel Rozkov e oa -. Mat ! Evel-se e voe graet ha goude bezañ lezet va mab en aerborzh em boa graet va mennozh mont da welout Paol Kalvez hag

e wreg en Orwal, stok ouzh Naoned, hag o doa pedet ac’hanon, war an hevelep tro, da zebriñ merenn ganto. E kerzh ar pred e voe evel-just, evit ul Lun-Fask, an aters-mañ : " Tremenet ac’h eus Paskoù mat ? " " Ya ! a respontis, ha disadorn on aet gant va mab da veilhadeg Pask en iliz Vlaen, met n’on ket bet plijet kement-se gant al liderezh, o doa re yaouank ar barrez kemeret perzh enni. Mar bije bet c’hoazh un homelienn a zoare, a lavaris, he dije displeget d’ar re yaouank-se, a oa niverus a-walc’h en deiz-se, perak, ez resis, ez eo deuet Jezuz, Mab-Doue, en hon touez, perak ez eo marvet ha dasorc’het. Bez’ e lavarer deomp ez eo evit hor salviñ, met hor salviñ diouzh petra, ne lavarer ket ken, koulskoude e vije bet an deiz mat evit displegañ se, hogen ne voe ket graet.

An dud en oad, eus ar rummadoù kozh, a oar respont d’ar goulenn-se, met ar re yaouank n’eo ket sur. Katekizet int bet en un doare nevez a-grenn, re bar d’an doareoù nevez da zeskiñ lenn d’ar vugale, d’an nebeutañ evit ar galleg (méthode globale), e seurt doare ma ne c’hell ken ar gerent skoazellañ o bugale, peogwir n’eo tamm ebet evel ma oa bet kelennet dezho; tremenet eo ivez dre aze miz Mae c’hwegont eizh ! Traoù all a zo aet ivez e penn an dud dre ar skolioù a zarempred hor re yaouank : kelennet e vez dezho abaoe pell endeo "emdroadur ar boudoù bev" - diouzh ar marmouz e tiskenn an den, na petra ! -, neuze er c’hatekiz n’eus ket mui anv eus Adam hag Eva, hor c’herent kentañ, nag eus ar pec’hed-orin, estreget evel ur gwengel, ur vojenn re bar da hini Viviana ar voudig pe hini Kabellig Ruz. Aes eo kompren bremañ perak ez eo diaes displegañ evit petore abeg eo deuet ar C’hrist d’hor salviñ. Hep komz eus ar pec’hed-orin n’eo ket meizadus an haeridigezh-se. Neuze e chomer en dispis, en hollegezh, pezh a c’houlenn evel-just lakaat an dud war evezh bep gwech ma vez meret lod arroudennoù eus ar Bibl el liderezh, evel "Krouidigezh ar Bed" gant Doue, e beilhadeg an nozvezh-se. Kavet e voe mat, gant unan eus ar merc’hed yaouank a gemere perzh enni, an ezhomm da resizañ : " Evel-just n’eus mui den ebet hiziv evit krediñ e vije bet krouet ar bed gant Doue en ur ober c’hwec’h devezh ". Arouezius eus hon amzer eo an dra-se, em eus soñjet.

Yezh ha oad an Avieloù

Da c’houde e voe komzet eus ar brezhoneg, eus an nevezc’herioù en hor yezh, eus an doare ma vezont stummet, a vefe mat da lod gouzout penaos int bet savet. Komzet e voe ivez war an diaester da sevel bep gwech frazennoù reizh o deus tost da 90 % eus ar vrezhonegerion a-vremañ, a zo e gwirionez nevezvrezhonegerion an darn vrasañ anezho, peogwir o deus bet ar galleg da yezh kentañ, hag e vezont beuzet bemdez-Doue en ur bed galleger, pezh a zegas, daoust dezho, troioù-lavar gallek en o brezhoneg, pezh na c’hoarveze ket gwechall en ur bobl vrezhoneger unyezhek. Ar gudenn-se a zedenne ac’hanon evel-just, peogwir ez on me ivez ur brezhoneger desket gantañ ar yezh en oad-gour, ha gant Paol Kalvez, brezhoneger a-vihanik, ez eus bepred traoù nevez da zeskiñ e keñver hor yezh ha zoken yezhoù all. Ha setu eñv da lavarout din a-greiz-holl : " Me zo o vont da brestañ dit ul levr ez on sur e plijo dit ". Al levr-se a oa "Le Christ hébreu, la langue et l’âge des Evangiles" gant Claude Tresmontant, bet kelenner war ar brederouriezh er Sorbonne.

Skrivet eo bet levr Claude Tresmontant en ersav ouzh an darn vrasañ eus ar stervarnourion a lavar ez eo bet kevaotet ar pevar Aviel war-eeun e gresianeg ha diwezhat a-walc’h, e dibenn ar c’hantved kentañ, ha zoken en eil kantved evit Aviel Sant Yann, pezh ne c’hellfe difourkañ nemet war arvar ha koazhadur ar feiz, peogwir ne vefe mui harpet houmañ war testennoù diogel. Mar ne vefe an Avieloù nemet kenderc’hadoù diwezhat un hir a dreuzkasadur teodel e diabarzh ar c’humuniezhoù kristen kentañ e vefe sur-mat ur gudenn a fealded hag a zikted gant an testennoù-se. A enep-krenn diouzh ar mennozh-se ez a Claude Tresmontant en e levr, en ur reiñ deomp arguzennoù poellek hag a skiant-vat. Adkemer a ra arguzennoù ar stervarnour saoz John A.T. Robinson eztaolet en e levr Redating the New Testament. Kredet ha kelennet en devoa hemañ holl ar pezh a c’hourbanne burutellerezh ar muianiver abaoe meur a remziad, met e dibenn e vuhez a c’houiziad e krogas an arvar ennañ. En em c’houlenn a reas war betra e gwirionez e oa harpet al lavarioù krenn-se ha merzhout a reas gant nec’h ne zeue ket a-benn da respont d’ar goulennoù-se. Neuze e klaskas ha tamm-ha-tamm e voe anat dezhañ e oa darvoudoù heverk, bet c’hoarvezet e kerzh ar c’hantved kentañ e Palestina hag en Iliz o c’henel, ha ne oa roud ebet anezho en Avieloù. Neuze ne c’helle ket ar re-se bezañ bet skrivet ken diwezhat-se. Lakaet e vez anat gant John A.T. Robinson en e levr an arguzenn gentañ : kemeridigezh, tangwall ha distrujidigezh Jeruzalem hag an Templ e miz Gwengolo ar bloaz 70 gant armeoù roman Titus. Peurziskaret e oa bet ar gêr hag he ramparzhioù, war-bouez tourioù palez ar roue. Bez’ e lavar Claude Tresmontant e oa bet buhezet distrujidigezh ar Gêr Santel hag an Templ gant an holl gumuniezhoù yuzev eus Judea, betek an hini zisterañ eus diardro ar bed mor-kreizdouarel, gwashoc’h eget distrujidigezh Berlin gant an armeoù soviedel hag amerikat e 1945 evit an Alamaned. Koulskoude ne gaver roud ebet eus an darvoud meur-se en Avieloù. Komz a ra Jezuz enno eus distruj an Templ hag eus distruj Jeruzalem evel-just, met e stumm un diougan hepken, daoust ma resiz : " ret eo e c’hoarvezfe kement-se da gentañ, hogen... [ne vo ket diwezh ar bed]" (Lukaz 21, 9). Mar bije bet skrivet an Avieloù goude ar bloaz 70 e vije bet displeget an traoù, a-dra-sur, en un doare kalz disheñveloc’h.

Un darvoud all ken heverk evit C. Tresmontant a zo marv Jakez, breur Jezuz, er bloaz 62 ; eskob kentañ Jeruzalem e oa bet. An enebiezh etre ar Yuzevion ha kumuniezh kristen Jeruzalem o vont kreñv-ouzh-kreñv, ar beleg meur Hanan, mab ar beleg meur Hannah, goude bezañ tapet krog ennañ, a ra stlepel anezhañ diouzh lein korn gevred klozadur bras an Templ ha da c’houde e voe lazhet a daolioù mein. Mar bije bet kevaotet an Avieloù war an diwezhat e vije bet meneg en un doare bennak eus ar muntr euzhus-se a selle ouzh un ezel eus familh Jezuz.

Er bloavezhioù 64 pe 65 e voe heskinerezhioù bras ha spontus distignet gant an Impalaer Nero a-enep d’ar Gristenion. Adarre ne vez anv ebet anezho er pevar Aviel. Mar bez meneget un heskinerezh bennak ez eo hini aotrouniezhoù relijiel ha politikel Jeruzalem.

Un arguzenn all, pouezus evit C. Tresmontant a zo doare gresianeg an Avieloù. Evitañ n’eo ket ar gresianeg klasek a c’hortozfed evit dibenn ar c’hantved kentañ, hogen kentoc’h ur gresianeg troet diwar an hebraeg ha tonket da vezañ lennet da gentañ-penn gant Yuzevion ar c’humuniezhoù strewet war an diardro morkreizdouarel. Leun eo gresianeg an Avieloù a droioù-lavar hebraek, nann troet met treuzplaket e gresianeg, ha na c’hellent bezañ komprenet nemet gant Yuzevion an Diaspora a oa boas da lenn "Bibl ar Seikont" - ma kaver paot ennañ an troioù-lavar-se -, ar Bibl hebraek troet e gresianeg, bet troet dres evito, int ma oa deuet ar gresianeg da vezañ o yezh pemdeziek. Claude Tresmontant a ro en e levr kantadoù a skouerioù ha na c’hellont ket bezañ meneget amañ evel-just, met kendrec’hus ez int. A-daol-trumm e soñjan e Pêr-Jakez Helias, penaos en deus troet e galleg pezh en doa skrivet da gentañ e brezhoneg, hag a ya d’ober e levr brudet "Le cheval d’orgueil", ken prizet gant ar C’hallaoued o deus kavet saourus-kenañ galleg an oberour. E gwirionez en deus dasstrewet en e skrid troioù-lavar brezhonek treuzplaket e galleg. Kevaoterion an Avieloù o deus graet evel-se evit bezañ komprenet mat gant Yuzevion an Diaspora, met gant P.J. Helias e oa kentoc’h evit ober brav. N’eo ket ur rebech a ran, ur stadadenn nemetken.

Daoust da vezañ bet hir-gelennet gant Jezuz war hollveziadelezh e gelennadurezh - evit an denlelezh a-bezh - e krede bepred d’an Ebestel e oa e Aviel evit an Israeliz hepken, kement-mañ a zispleg e vije bet troet kerkent e gresianeg evit Yuzevion an Diaspora hogen en ur gresianeg komprenadus ganto. E dibenn ar c’hantved kentañ, eme Claude Tresmontant, 90 % eus ar Gristenion a oa o tont eus ar baganiezh, neuze perak, mar bije bet skrivet an Avieloù er mare-se, e vijent bet skrivet en ur gresianeg diaes a-walc’h dezho e gompren. Setu perak e kred dezhañ e oa bet skrivet an Avieloù da gentañ en hebraeg ha troet da c’houde e gresianeg, pe, d’an nebeutañ e vije bet kemeret notennoù eus komzoù Jezuz en hebraeg hag ar re-mañ a vije bet arveret evit sevel an testennoù e gresianeg. Met piv e vije bet ar re o dije kemeret an notennoù-se ? C. Tresmontant a lavar ne zlee ket mankout an dud desket en-dro d’an Ebestel evit ober se. A c’hell bezañ !

Ne ra forzh, mammennoù all a c’hell reiñ titouroù deomp. St Yann, e dibenn e bennad war ziskredoni Tomaz (Yann 20, 21) a lavar : " Kalz a vurzhudoù all a reas c’hoazh Jezuz dirak e ziskibion, ha n’int ket skrivet el levr-mañ ". Gwir eo an dra-mañ, ha setu perak en deus Jezuz klokaet labour e ziskibion en ur fiziañ pezh a vanke da dud ‘zo dibabet gantañ. E-touez an dud-se ez eus bet da skouer, en 18vet kantved, an Alamanez Anna-Katharina Emmerich, ha tostoc’h deomp ez eus an Italianez Maria Valtorta.

E klozadur Aviel St Yann e skriv un diskibl d’an abostol : " Bez’ ez eus c’hoazh kalz a draoù all a zo bet graet gant Jezuz, ha ma vijent danevellet dre ar munud, ne c’hellje ket ar bed, a gav din, derc’hel al levrioù a vije skrivet ". Un tammig c’hwezhet eo an diogeladur-mañ met, memestra, dek levrenn a zo bet skrivet gant Maria Valtorta diwar danvez he gweledigezhioù, etre 1944 ha 1947. En he zrede levrenn, pennad 49 - A Endor. Dans la grotte de la sorcière, conversion de Felix qui reçoit le nom de Jean - e reomp anaoudegezh gant un den anvet Feliks. Judaz e felle dezhañ gwelout ti ar sorserez ma oa aet Shaoul gwechall d’hec’h atersiñ. Ne voe kavet nemet an den-se, Feliks, evit heñchañ Jezuz hag an Ebestel betek an ti-se, rivinet-holl hag aloubet gant an drez hag an naered. Da c’houde e komz Jezuz gant an den-se hag e kemer truez outañ : argarzhet eo gant e amezeion met kemend-all a ra en o c’henver - un arlezad eo, a lavarfed hiziv -, deuet da vezañ dengasaour da heul ar gwalleurioù a oa c’hoarvezet gantañ : mestr e oa bet e Kintium goude bezañ bet studiet ar brederourion c’hresian, met e wreg he doa e douellet gant ur Roman, marc’hadour gwin. Gant ar Roman-se en doa en em gannet, ha lazhet anezhañ, tra ma kolle-eñv ul lagad ha kement tra a biaoue evel-just ; kendaonet e oa bet d’ar galeoù, met deuet e oa a-benn da dec’hout ha repuet e oa er c’hozh kêriadenn-se, Endor, kollet e menezioù Galilea, nepell diouzh menez Tabor. Evit dreistbevañ e vage yer hag e werzhe laboused-yar ha vioù d’ar soudarded roman hag un tammig louzaouer e oa ivez. Gounezet gant madelezh Jezuz en e geñver e c’houlenn mont d’e heul, hag ivez un anv all evit ur vuhez nevez ha Jezuz a ro dezhañ e anv nevez : Yann. An den-se, Yann Endor, bet kelenner, studiet gantañ ar brederourion  a zo bet an hini kentañ e gwirionez a gemeras notennoù war pezh a brezege Jezuz, peogwir e heulias anezhañ e-pad ur pennad mat. Ar Farizianed, titouret gant Judaz, a glasko laou e loeroù Jezuz evit-se. Daremprediñ ar Bublikaned, ar Romaned, ar gisti, ha bremañ ur galeour war dec’h, se a oa re evit ar Farizianed ken pismigus gant al Lezenn, seul vui ma oa ouzhpenn, e touez an diskibled, ur sklavez c’hresian, Sintika, tec'het kuit diouzh ti ur Roman pinvidik hag e oa klask warni. Setu perak e voe kaset an daou-se da Nazared, da di Mari mamm Jezuz, ha kuzhet e vint eno e-pad ur pennad, hep da Judaz gouzout tra war se. An dra-se ne c'helle ket padout avat, neuze e voe kavet un diskoulm gant Jezuz : kas Yann Endor ha Sintika, da Antiokeia e-lec'h ma piaoue Lazar, mignon pinvidik Jezuz, un damani vras. Du-hont, e krogo Yann Endor ha Sintika gant avielidigezh kentañ korn-bro Antiokeia.

Keit ha ma chomas Yann Endor repuet e ti Mari e Nazared, edo ivez eno ur paotrig emzivad dastumet gant Jezuz, anvet Margziam, a vo advabet da c’houde gant Pêr ha Porphyra e wreg. Kelennet e voe gant Yann Endor e ti Mari ha roet e voe dezhañ un eilskrid eus kement en devoa skrivet war pezh a brezege Jezuz, ha paz eas en harlu da Antiokeia, e voe Margziam an hini a gemeras an notennoù d’e dro, eilet gant Simon ar Zelot, pa oa ezvezant. Anv ez eus ivez eus eilskridoù da gas ar wech-mañ da Antiokeia. Evel-se e weler n’eo ket diziazez goulakadennoù Claude Tresmontant. Notennoù en hebraeg a zo bet kemeret war an tomm, eus komzoù Jezuz. Diarvar eo ez eo bet korvoet an notennoù prizius-se da c’houde gant ar pevar avielour evit sevel o skridoù. Jezuz E-unan a zispleg da Varia Valtorta ez eo bet skrivet Aviel Mazhev 15 bloaz goude an darvoudoù hag ar re all diwezhatoc’hik ; mat eo urzh an Avieloù, met n’eo ket peurvat hervez red an amzer. Unan en ur sellout pizh a verz an dra-se, eme Jezuz dezhi.

Sant Mazhev ha Breizh

Keit ha m’emaon ganti em eus c’hoant da rannañ ur ger bennak war St Mazhev ha Breizh evel maz eo kontet e-barzh "Buhez ar Sent". St Mazhev aet da avielañ Etiopia a voe merzheriet du-hont met sebeliet e voe e gorf e Kaero en Egipt, e-lec’h ma chomas eizh kant vloaz. En navet kantved, pa gouezhas ar vro dindan galloud ar Vuslimiz e c’hoantaas St Mazhev gwelout e relegoù o vont d’ur vro gristen. En em ziskouez a reas da varc’hadourion vreizhat a oa aet da Gaero, hag e lavaras dezho e brezhoneg : " Eus a belec’h ez oc’h-c’hwi, va breudeur, hag evit petra oc’h deuet amañ ?

Hag int da lavarout : " Ni zo Brezhoned a red ar bed oc’h ober marc’hadoù ".

An abostol a lavaras dezho neuze piv e oa, hag o vezañ roet da anaout dezho pelec’h edo e gorf e pedas anezho d’e gas ganto d’o bro. Ar Vrezhoned a reas evel ma oa bet kemennet dezho; kavout a rejont ar bez, tennañ a rejont gant doujañs ar relegoù anezhañ da gas ganto d’o lestr, ha raktal e stignjont al lien da vont etrezek ar gêr. Dillo e rejont an hent, rak an amzer a voe evito eus ar re gaerañ. P’en em gavjont e Bro-Leon, e kasjont kemennadurezh d’o c’henvroiz eus an teñzor a zougent ; Salaun, a oa en amzer-se roue e Breizh, a zeuas d’an aod gant aotrounez vrasañ e rouantelezh da ambroug ar relegoù santel. Douget e voent gant lid bras d’an douar ha savet e voe evit reiñ degemer dezho un iliz kaer a voe anvet Lok-Mazhev Penn ar Bed. Relegoù St Mazhev ne chomjont ket kant vloaz e Breizh avat ; sammet e voent gant laeron-vor, hag er bloaz 934 e voe klevet anv anezho e Salern, e traoñ Italia. Evit reiñ bod dezho a-nevez e voe savet un iliz nevez a voe kensakret gant ar Pab Gregor VII er bloaz 1085.

E Lok-Mazhev ne chom mui nemet mogerioù an iliz rivinet, met kaer eo ar rivinoù-se hag e roont ur soñj eus kaerded an iliz a zo bet. Un darvoud bras e tle bezañ bet donedigezh e Breizh relegoù kentañ kevaoter Aviel Jezuz-Krist, hag an anv Mazhev a zle bezañ bet roet da galz a vugale en amzer-hont, un anv-badez hag a zo deuet da vezañ un anv tiegezh da c’houde, rak diniver e vez adkavet hiziv e Breizh, ha zoken e Breizh-Uhel, dindan meur a stumm avat, met an holl deveret diouzh ar stumm brezhonek : Maze, Mazeo, Mahe, Maheo, Le Maho. E Gwenvenez-Penfaw e-lec’h on bet ganet ez eus bepred meur a diegezh a zoug ar stumm "Mahe".

Kudenn ar ger "breur" er Bibl

C. Tresmontant a ro deomp ouzhpenn an diskoulm war implij ar ger "breur" er Bibl. Soñj am eus c’hoazh eus ar gendael am eus bet gant un test Jehovah eus Blaen a anavezen mat a-walc’h hag em boa asantet breutaat gantañ em zi. Evitañ, hag e skarenn evel-just, ha lod Protestanted zoken, ne voe ket Mari gwerc’hez atav, hag he deus bet bugale all, hag evit harpañ e ziogeladenn, e venegas arroudenn anavezet mat Mazhev 13, 55-56 : [...] Hag e vreudeur, daoust ha n’eo ket Jakez, Yozef, Simon ha Yud ? Hag e c’hoarezed daoust ha n’emaint ket holl en hon touez ? Evitañ, mar bije bet anv eus "kendirvi" er werzenn-se e vije bet troet e gresianeg gant "sungenéïs" peogwir edo ar ger er yezh-se – pa n’edo ket en hebraeg - ha neket gant "adelphoï" (breudeur), "adelphaï"(c’hoarezed). Ya ! A c’hell bezañ, met gant un Aviel troet abred ha da gentañ-holl evit Israeliz an Diaspora, e oa ar re-mañ voazet ouzh an daou ster eus ar ger, peogwir, eme Claude Tresmontant, evit ster ar ger "breur", a zo ganeomp-ni er yezhoù europek, en deus an hebraeg un dro-lavar arbennik: "e vreur mab e dad" a adkaver da skouer en arroudennoù-mañ eus ar Bibl : Adlezenn 13, 7 : Ha mar luban ac’hanout da vreur mab da vamm ; Adlezenn 27, 22 : Milliget an hini a gousk gant e c’hoar merc’h e dad pe merc’h e vamm ; Ar Varnerion 8, 19 : Hag e lavaras : va breudeur mibion va mamm e oant. En teir arroudenn-mañ ez eus anv eus "breur" pe "c’hoar" evel ma veizer ar gerioù-se e brezhoneg hiziv an deiz. Displeget evel-se n’eus mui kudenn ebet.

Yann MIKAEL

90 Bloavezh peurwastet e 9 eilenn

"E penn-kentañ an oadvezh kristen e kouezhas kousket ar brederouriezh. Eus ar c'housk-se e tiwanas en diwezh an hunvreach skolastek, diazezet war preder Aristotelez ha kelennadurezh an Iliz. Paouez a reas trumm ar c'housk-ahez-se gant donedigezh Descartes hag e ziskleriadenn "Cogito ergo sum". Un oadvezh a sklerijenn en em zispakas neuze : an anaoudegezh a oa erfin diazezet war ar poell." (Paul Strathern, Prederouriezh Nietzsche e 90 munutenn. Rio de Janeiro, Jorge Zahar Editor, 1997). Al levr-mañ, skrivet evit ar re yaouank, a zo strewet puilh e skolioù-etre Brazil hiziv an deiz. Neb a ra anaoudegezh gant bed ar brederouriezh dre hanterouriezh al levr-se a viro, betek dibenn buhez e empenn moarvat, ur skoilh, ur pezh maen just e-kreiz daoulagad e ene. Netra ne deog aesoc'h bredoù ar yaouankizoù eget ur rakvarn pounner treuzwisket en ur wirionezenn dieubourez. Ur wech bet broudet ennañ virus an Ao. Strathern, ne adkavo mui empenn al lenner e stad yac'h, zoken dre lenn an testennoù meneget en o stumm orin (un darvoud n'eus ket kalz a chañsoù gantañ da c'hoarvezout forzh penaos), rak an testennoù skolastek a vo dreistdiraez dezhañ, ha testennoù Descartes ne c'hellint bezañ lennet gantañ nemet a-dreuz da lunedoù an Ao. Strathern.

Kontrol-mik eo ar pezh a lavar d'ar pezh a lenner en testennoù orin, e gwirionez. En e Meditasionoù Prederouriezh Diazezel mil anavezet, René Descartes, o klask an diarvarenn gentañ a servijfe da ziazez d'an holl skiantoù, a gav diarvarenn an emsoñjal. Pa soñjan, an dra-mañ a dalvez ez eus ac'hanon, d'ar poent ma vezan o soñjal da vihanañ : sed aze dizoloadenn ar c'h-"Cogito ergo sum". Met eveljust e verk diouzhtu ne c'hall an diarvarenn-mañ degas liamm ebet gant ar bed diavaez, na zoken gant ar bed fizikel en-dro deomp. Paket en e gell digenvezelour, Descartes a wel en deus ezhomm eus un eilvet diarvarenn evit dont er-maez anezhi : hini ar bed fizikel. Ha da belec'h ez a da gerc'hat anezhi ? En arguzenn-mañ : ma ‘z eus ennon santadenn ar bed en-dro din ha ma ne c'hall ket ar santadenn-se bezañ tennet eus diarvarenn gentañ ar c'h-"Cogito", eo Doue e-unan en deus lakaet ar santadenn-se em ene. Met Doue a zo jentil, na blantfe morse diarvarennoù faos ennon. Neuze, deut eo ganin, prouet eo bezañs ar bed diavaezel.Ha klevet hoc'h eus ? Hep bu na ba, ar soudard devot war e leve, distroet nevez 'zo eus ur piric'hinaj da Itron Varia Loreto evit goulenn awen diganti, a lak da ziazez holl skiantoù an natur, neket ar poell, met ... ar fiziañs dall e madelezh Doue ! Ur pikol skouer a feiz divuzul eo, na vefe ket bet kredet ober zoken gant an devotañ prederour skolastek : adal Boetius (VIvet kantved) d'an nebeutañ o doa an holl anezho klevet anv eus an ezhomm da naetaat ar feiz e sil ar meiz.Abalamour da se end-eeun, F.W. von Schelling, unan eus ramzed ar brederouriezh arnevez (ouzhpenn bezañ un den hep an disterañ diskred warnañ da vezañ katolik), a lavare penaos en tremen eus ar skolastegiezh da z-Descartes e oa diskennet ar brederouriezh d'ul live bugelel. Liebniz a lavare ar memes tra en un doare hegaratoc'h, hag Husserl ivez, daoust dezhañ meuliñ René Descartes evel m'eo boaz d'ober an holl brederourion deuet war e lerc'h, ne guzhe ket e fae evit ar pezh a anve "poelladennoù chase d'ar skolastegiezh ".Ne vern piv eo ar Strathern-se, sklaer eo n'en deus biskoazh lennet levrioù Descartes. E z-Descartes n'eo ket an den kig-hag-eskern, aozer An Displeg war an Hentenn hag ar Meditasionoù. Ur skeudenn boblek, ne lavaran ket, bet serret e brizh-ouiziegezh an deizataerioù hag al levrioù deskadurezh-war-an-tomm, ha tennet milionadoù a skouerennoù anezhi evit asotañ ar yaouankizoù.Evit sankañ ar virus-se e kelligoù gris ur skoliad dievezh, n'eus ket ezhomm eus 90 munutenn an titl : an asotadur a zeu a-benn-kaer hag a zalc'h start. E nav eilenn e vo echu an afer : e-pad an 90 bloavezh war-lerc'h, ne gompreno netra al lenner nag e René Descartes, nag er skolastegiezh, nag e tra ebet all a-benn ar fin. Eveljust, n'eo ket hepken peogwir eo aes da euvriñ e vo deut mat kelennadurezh an Ao. Strathern, met ivez peogwir e klot mat an ton anezhi gant ar prezegerezh enepkatolik a rank bezañ lavaret hag adlavaret betek krommañ-beg gant neb a venn tremen evit un hinienn sklerijennet er meizennoù.Hag evel-se, a sklerijenn da sklerijenn, gant sikour mestrezed-skol aketus ha kelaouennerion sevenadurel devot, e teu ar sotoni da ren muioc'h-mui war an hollved.

Olavo de Carvalho

Lakaet e brezhoneg gant Ewan Delanoy, embannet evit ar wech kentañ e Jornal da Tarde, dindan an titl 90 anos em 9 segundos, niverenn ar 14 a viz gwengolo 2000.

Pevare Sul ar C’horaiz : Yann 9, 1-41

An den dall pareet

En Afrika ‘zo kalz a dud dall, pe ganet evel-se pe deuet da vezañ dre ur c’hleñved bennak. Gwechall e oa kalz muioc’h dre amañ : hag e rankent goulenn an aluzon evit bevañ. Darn a zo brudet : Matilin an Dall.

N’eo ket aes buhez un den dall. N’eo ket dieub. Ne c’hell ket bevañ hep skoazell ar re all. Dindan ar re all emañ. Ha gwechall zoken e veze lavaret e oa dre e wall. Ur pec’her e tlee bezañ bet ! Ha lakaet a-gostez. Unan dall n’eo ket un den penn-da-benn, un hanter zen hepken. Ha petra a c’hellfe goulenn unan dall ? Kaout ar gweled, kaout e zaoulagad barrek da welout ar bed.

Jezuz a zo deuet evit salviñ, dieubiñ, pareañ. N’eo ket hepken yec’hed ar c’horf met ivez hini an ene. Met pare ar c’horf a zo ur sin, ur merk eus pare an ene. Ha setu perak e ro Jezuz ar pare d’an den dall, evit ma welo ar bed hag e gaerderioù, evit ma c’hello meuliñ Doue evit kaerder ar bed krouet. Ur burzhud eo eta, un oberenn na c’hell dont nemet diwar nerzh Doue. Met dirak ar burzhud-se, ne respont ket an holl heñvel, en hevelep doare.

Da gentañ emzalc’h an den ganet dall : kompren a ra diouzhtu eo deuet ar burzhud a-berzh Doue hag an hini kaset gantañ, ar Mesiaz, Jezuz. Piv a c’hellfe ober ur seurt burzhud mar n’emañ ket Doue a-du gantañ ? Met bez’ ez eus ivez emzalc’h an dud kar, an tad hag ar vamm, o deus aon rak ar Yuzevion, hag a nac’h anzav ar burzhud : goulennit outañ e-unan, oad a-walc’h en deus; dezhañ da gomz diwar e benn e-unan. Hag erfin, emzalc’h enebourion Jezuz, ar Farizianed, ne fell ket dezho anavezout obererezh Doue kaset da vat gant Jezuz en ur bareañ un den ganet dall, deiz ar sabad.

An holl a zo bet testoù eus ar burzhud, an holl o deus bet gwelet ar pezh a zo c’hoarvezet, met n’eo ket bet kredet gant an holl. Ar burzhud eta n’eo ket ur brouenn greñv a-walc’h, evit lakaat an dud da grediñ.

Ha n’eo ket ret gwelout ur burzhud dirazomp evit krediñ ! Piv ac’hanomp en deus bet gwelet ur burzhud ? Ha koulskoude emañ ar feiz en hor c’halonoù. Gouzout a reomp e c’hoarvez burzhudoù c’hoazh bremañ, lakaomp e Lourdez, ma kav ar pare darn eus ar re glañv kaset eno. Met n’eo ket evit-se e kredomp e Jezuz-Krist, mab Doue : " Evurus ar re a gred hep bezañ gwelet ".

Kalz a dud eus hon amzer a soñj dezho eo ar feiz ur seurt huñvre, un dra n’eo ket gwir, un dra bennak ijinet gant speredoù trelatet pe hanter drelatet, ur seurt frealzidigezh evit kuzhat ar wirionez noazh, kalet ha kriz.

Kalzik tud ne zegemeront ken nemet an traoù danvezel, ar pezh a weler, a doucher, a santer, ar pezh a c’heller kontañ, an arc’hant, pe vuzuliañ, ar pezh a c’hell bezañ prouet hervez ar skiantoù.

Met disheñvel eo ar wirionez, gwirionez Doue : an hini a gred a wel an hevelep traoù, met kompren a ra traoù all, donoc’h, hag a ya dreist da empenn ar re ne gredont ket, evel ar garantez. Ar burzhudoù daoust na vezont ket ret evit krediñ a c’hell bezañ ur sin, un arouez, hor skoazell da greñvaat hor Feiz hag he lakaat da greskiñ.

Jezuz pa zigor daoulagad an den dall en em ziskouez evel sklerijenn ar bed, peogwir e ro ar sklerijenn d’ar re a vev en deñvalijenn.

Reiñ a ra tu d’an den dall da zont da vezañ d’e dro un test eus ar Feiz. Met Jezuz, daoust dezhañ bezañ sklerijenn ar bed, ne vez ket degemeret na komprenet gant an holl : ur sklerijenn eo na vez ket gwelet gant daoulagad ar c’horf, met gant reoù ar galon : " Evurus ar re a zo glan o c’halonoù rak int a welo Doue ! "

Bez’ ez eus tud en-dro dimp hag a zo dall o c’halon, da lavarout eo, pell tre diouzh sklerijenn Doue, dre ma lakaont o freder gant traoù all, gounit arc’hant, kaout galloud, bevañ aes ha didrubuilh, pe dre ma soñj dezho n’o deus ket ezhomm eus Doue hag e soñj dezho bezañ hollc’halloudek ha divarvel. Pe kentoc’h ne soñjont ket e teuio un deiz bennak ar marv da lakaat un termen da gement tra a vo bet o esperañs er bed-mañ.

Ne c’hell gwelout sklerijenn Doue nemet an hini a zo uvel, izel e galon, an hini anzav e bec’hedoù, e wanderioù, hag a gompren en deus ezhomm eus skoazell an Aotrou Doue evit ren ur vuhez reizh. Setu perak e vez roet alies ar burzhudoù da welout d’an dud izel, d’an dud uvel, eeun, didro, ar re ne vevont ket er gevier, tra ma vezont kuzhet d’an dud c’houiziek ha d’an dud digar, d’ar furion evel ma lavar Jezuz. Ur galon bugel hepken a c’hell o c’hompren hag o degemer evel ur merk eus madelezh Doue. An Aotrou Doue a sell ouzh ar c’halonoù. Reiñ a ra e sklerijenn d’ar re o deus fiziañs ennañ evit ma teuint d’o zro da vezañ sklerijennadoù, da lavarout eo testoù gwir eus karantez Doue.

Bezomp enta, va breudeur ha va c’hoarezed kristen, anaoudek e-keñver an Aotrou evit an holl sinoù hag arouezioù a deurvez dezhañ reiñ dimp. Arabat dimp mont da redek war o lerc’h, met arabat dimp kennebeut o disprizout. Deuet eo Jezuz en hon touez evit ma teuio an dud da welout, ha ma teuio da vezañ dall ar re a soñje dezho kaout daoulagad vat.

Evurus neuze ar re a zo bet dall ur wech bennak, en ur stumm bennak. Ar re-se hepken a c’hell gwelout sklaerder an Aotrou Doue. Amen.

Yann Talbot

Oferenn Lun-Fask Koad-Kev 2008

Gant Unvaniezh Koad Kev e veze kinniget un oferenn bep Lun Fask e Koad Kev. Abaoe warlene n’emañ ket mui dindan kiriegezh ar gevredigezh-se a ra hepken war-dro ul lidadenn lik diouzh ar beure e-harz ar groaz a oa bet savet e lec’h drouklazh an Aotrou Perrot ha dirak e vez, e skeud chapel Itron Varia Goad Kev.

Abaoe 2006 e fell d’ar veleion a zeu da lidañ an oferenn-se bep Lun Fask e Koad Kev (da deir eur goude merenn) henn ober er-maez eus pep kevredigezh, e doare ma chomo digor d’an holl dud a volontez vat a gaver en Emsav. An Oferenn-se a vez lidet evit repoz ene an Aotrou Perrot, abostol Feiz ha Breizh, beleg santel ha dre-se evit Breizh hec’h-unan, evit tud an Emsav, ar re varv… hag ar re vev.

Anv a zo evit ar bloaz a zeu da lidañ un oferenn hervez missal 1962, da respont da c’houlenn un nebeut tud, hervez spered " Motu Proprio " Benead XVI. Kement-se avat a c’houlenno labour evit aozañ seurt doare da lidañ an Oferenn ha n’eo ket bet graet abaoe 40 vloaz bennak ! Gwelet e vo… Da c’hortoz eur staget gant aozañ ul levrig oferenn divyezhek : Brezhoneg-Latin.

37 den a oa deuet evit an Oferenn e kreizik-kreiz maezioù Breizh Izel. Lidet e voe er chapel en abeg d’an amzer diharak. Siwazh ne oa ket a dredan. Dister-tre ha digalonekaüs evit lod e voe an oferenn-se, da welout evel-se diantao, en deñvalded, gant tri beleg war o leve. Hogen pedet e voe ha pedet gwelloc’h a se marteze, un tammig evel e kuzh, uvel, evel ar Gristenion gentañ. Da c’houde e voe lennet ur barzhoneg bet skrivet gant sekretour an Aotrou Perrot, Herri Caouissin, p’edo en toullbac’h e 1945 :

O Itron-Varia Goad-Kev

O Itron-Varia Goad-Kev,

Enoret abaoe ar c’hantvedoù pell

E Bro ouez ar brugeier,

War-zu ennoc’h e troomp hon daoulagad

Ni, stourmerien Breizh.

Gwerc’hez Menez Are,

Karet oc’h bet,

Dibabet oc’h bet, a-ratozh-kaer,

Gant Abostol feiz hor Sent ha Breizh hon Tadoù

Evit derc’hel bev el lec’h goudor-se

Eus douar gouez an Are

Ar flamm kristen ha breizhek.

Entanet gant an tan-se,

Ho servijer, hor Mestr,

An Aotrou Yann-Vari Perrot,

En deus savet deoc’h ar santual-se

Dre garantez Evidoc’h

Mamm doujet an Aotroù Krist, Doue hon Tadoù

Maen-korn hor Bro-Vreizh.

Evel un ober a feiz

E Breizh divarvel,

Hor Mestr en deus savet deoc’h ar c’hastell-se

Hag evel un ober a garantez

E fellas dezhañ ober e gousk diwezhañ

E gwasked ho mogerioù,

Evit ma kendalc’ho da c’hwezhañ

El lec’h santel-se,

Ar Spered keltiek !

Grit, ô Itron-Varia Goad-Kev,

Mamm Breizh-a-stourm,

Ma chomimp diskibien feal ho Servijer.

Grit ma kendalc’himp gant E hent,

Hent sakr hiviziken,

Ruziet gant e wad a verzher,

Merzher Doue ha Breizh.

Grit ma ne bellaimp ket diouzh an hent-se

Evit hadañ dre an douar

Greun alaouret ar garantez-vro,

Haderien an uhelvennad,

Kannaded a c’hoanag !

Ha grit, Mamm Breizh

Ma vezimp un deiz,

Hon c’hefridi kaset da benn war douar keltiek ar Sent kozh,

Degemeret gant levenez

Gant abostol Feiz ha Breizh

War dreuzoù ar Baradoz, Baradoz Breizh !

Herri Caouissin; Laetare (pevare Sul ar C’horaiz) 1945, en toullbac’h.

Saozon lojet gant an Aotrou Perrot

Daoust ma voe drouklazhet abostol Feiz-ha-Breizh war an abeg ma oa " a-du gant an Alamaned ", " enep ar gomunisted ", " kenlabourer ", diouzh ma lavar e vuntrerien da reizhabegañ o zorfed, e restomp amañ div ziell evit ur c'hraf a-bouez eus istor an Emsav, a ziskouez anat ar wirionez : war var e vuhez, ha daoust ma oa bet rekizet ul lodenn eus e bresbital da lojañ Alamaned, an Aotrou Perrot en doa herberc'hiet soudarded saoz. Diouzh ar savboent kristen e ranker lavarout ez eo un dlead a garitez reiñ bod d'an nesañ pa c'houlenn, un dra a zo bet nac'het ouzhomp c'hoazh gant " afer ar Vasked e Karaez " n'eus ket keit 'zo gant ar Stad C'hall.

Herri Caouissin en doa bet digant an Abad Aimé Le Breton un testeni d'ar 15 a viz Gouere 1998. Setu amañ un diverra eus e renta-kont (brezhoneg ganeomp) anvet : " Skoazell degaset gant an abad Perrot da nijourion harzlammet ha d'un agent interallié e 1943 " :

Aimé Ar Breton da Herri Caouissin d'ar 15 a viz Gouere 1998 : " E 1943 e voe harzlammet Aimé Le Breton e koadeg ar Freo evel agent interallié. Dipitus e voe an darempredoù a c'hellas skoulmañ ha divizout a reas distreiñ da Vreizh-Veur d'ober e renta-kont. War e hent, war-dro 17 eur 15, e voe roet digor dezhañ en un atant eus Skrigneg. Spontet e voe an dud hag e c'houlennjont digantañ kuitaat o zi-feurm ha mont d'ar presbital. " Resevet mat e vefoc'h !  Ar Person a zo un den mat ha kalonek ". An diskar-amzer e oa. War-dro 18 eur 30 e oa dirak ar presbital. Gouloù a oa e traoñ an ti koulz hag er solier. Sevel a reas d'ar solier, ha digoret e voe an nor dezhañ gant an Aotrou Perrot e-unan.

- Piv 'zo aze ?

Aimé Le Breton a respontas e brezhoneg. Er memes estaj e oa bet rediet an Aotrou Perrot gant an Alamaned hag an Ti-kêr komunour dindan o urzh da herberc'hiañ un ofiser alaman katolik enep-naziour 'toare. Hag ar person da gas Ar Breton en ur sal e-lec'h e oa 7 den o tebriñ 'n ur gaozeal e saozneg.

- Ar re-mañ 'zo holl kouezet eus an neñv, eme Aotrou Perrot dezhañ. "

Setu amañ bremañ testenn treuzskrivet testeni filmet Aimé Le Breton, bet enrollet gant Kristian Ar Braz, e Perroz Gireg d'ar 1añ a viz Kerzu 1998 , pevar miz hanter war-lerc'h :

" Ya, war droad e oan o tont deus maki Penn ar Bed ‘vit mont d’ar maki ‘kichen Gwengamp, met war droad. Hag arru e Skrigneg, an noz a oa tost, ‘meus soñjet ma c’h afen d’ar presbitouar, marteze e c’hellin tremen an noz amañ, 'ti an Aotrou Perrot, hag eveljust an Aotrou Perrot oa er gêr.

- Ya, ya, 'lare din, n’eus diaester ebet.

Da goulz koan neuze, n’oa laret din :

- Diskennit, amañ ‘maomp o vont da zebriñ hon c'hoan aze, ha tro an daol vras 'oa dija leun a asiedoù tro-war-dro.

- Tiens ! Tud all a zo ?

- Ya, ya, 'lare din, ar re 'zo 'vont da zebriñ o c’hoan ganeoc’h zo " speredoù evurus diskennet deus an neñvoù ".

Speredoù evurus diskennet deus an neñvoù ! … Ha me diouzh taol, hag ar re all oc’h erruout. O yezh ? Anglichen ! 'Ti an Aotroù Perrot ! Bet lazhet dre ma oa a-du gant an Almanted ! Hag un nozvezh, ‘vel-se, 'oa Anglichen, diskennet deus an neñvoù, hag a oa o vont war droad an deiz war-lerc’h, lojet gant an Aotrou Perrot. Ha se ‘meus bet tu da laret, ha n’eo ket bet embannet james hañ, nann, nann. "

Un nebeudig diforc'hioù a eil pouez a c'heller da gavout etre an div atersadenn eus an Abad Le Breton (da skouer, daoust hag edo ar Saozon er sal o tebriñ dija pe ne oa nemet asiedoù ?). Lod a lavaro ivez e oa Aimé Le Breton un emsaver, bet en FLB war ar marc'had : e desteni a vije tuek dre ret en abeg da se... En e levr diwezhañ, koulskoude, e ra Jean-Jacques Monnier anv eus an afer-mañ20 na oa ket anavezet betek neuze, war a seblant.

Notañ a c'heller diwar dremen ne voe ket kaset an Abad Ar Breton davet paotred ar Strouezh gant tud an atant. Muioc'h a fiziañs o doa er Person, bet medalennet da heul ar Brezel Bras, eget e paotred ar strouezh, kartennet er PCF, met na oant ket priziet-tre en holl war a seblant.

Tepod Gwilhmod

---------------------------------------

20 "Résistance et conscience bretonne" . Ober a ra meneg ivez eus Youenn Souffez, da heul ur pennad eus Kannadig Imbourc'h diwar e benn.

__________________________________________________________

Kemennadenn

Keneiled vat,

Kemenn a ran deoc’h (hag un enor bras eo evidon) ez on bet kendaonet gant Lez-varn Sant Brieg d’un dell-gastiz à 500 € evit bezañ nac’het dre abegoù a goustiañs derc’hel roll ur "jure" e dalc’h al Lez-varn azezoù e miz C’hwevrer e Sant Brieg.

Nac’het em eus dre ma ne fell ket din kemer perzh e stumm ebet e mererezh ar justis c’hall e Breizh, peogwir eo ar justis-se hini ar Stad a vac’hom hag a wall gwirioù pobl Vreizh abaoe pemp kant vloaz.

Ganeoc’h a galon er stourm evit pobl Vreizh.

Yann Talbot

Presbital Kozh, 22300 Brelevenez/Lannuon

Pellgomz : 02 96 48 05 51

____________________________________________________________

Da reizhañ : niv. 54, p. 6, eil pennad "Ster an Oferenn da Sul", eizhvet linennad, eo ret lenn : "Na zisgwelomp ket" e-lec’h "Na zisgwejomp ket".

___________________________________________________________

Trugarez d’an holl re o deus kaset o skodenn evit 2008. D’ar re n’o deus ket graet c’hoazh, e lavaromp trugarez en a-raok. reiñ a raint evel-se an tu deomp da genderc’hel gant an ervenn voulc’het. Ar mererezh.

Mererezh

12 € eo ar skodenn emezellañ da EAT, a ro ar gwir da resev Kannadig Imbourc'h. Talet e vez e penn-kentañ ar bloaz (pemp kasadenn da vihanañ). Ar chekenn a zo da gas war anv EAT pe Imbourc'h da : E.A.T., c/o Yann MIKAEL 12 straed René Giraud 44130 BLAEN - Roll an niverennoù pe oberennoù n'int ket c'hoazh diviet a c'heller kaout o skrivañ pe war : http://kannadig.chez-alice.fr/ .

Skridaozerezh

Ar pennadoù a zo da gas da : jean-mariemichel@neuf.fr , pe dre ar Post da rener Kannadig Imbourc’h : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 BLAEN. Ar pennadoù ne engouestlont nemet ar re o deus skrivet anezho. Moulet ez-prevez gant an embanner : Emglev an Tiegezhioù. Kergreven - 29800 Trelevenez - ISSN : 1144 357X