“KANNADIG ’ IMBOURC'H

 

Kelaouenn Emglev An Tiegezhioł    niv. 51    Mae-Mezheven 2007   Priz : 2 €

 


Kemmoł bras en Inizi Predenek


 


Mouezhiadegoł pouezus, gant heuliadoł politikel ken pouezus all, zo bet dalc’het en nevezamzer 2007 en tu all da Vor Breizh.

 

E Breizh-Veur e voe, d’an 3 Mae, mouezhiadegoł lec’hel da nevesaat an Dael skosat hag ar Vodadenn vroadel gembreat, hogen ivez ar pennadurezhioł lec’hel e Bro-Saoz, re ar C’huzulioł-Distrikt pergen. Merket e voe ar mouezhiadegoł-se gant kiladenn ar Strollad Labour, e penn ar Rouantelezh-Unanet abaoe Mae 1997, dirak ar Strollad Mirour e Bro-Saoz pe dirak ar vroadelourion e Skos hag e Kembre.

 

E Skos – renet gant ar Strollad Labour abaoe an Devolution (Emrenerezh) hag e First Minister[1] Jack MCCONNEL– eo aet an trec’h gant ar Strollad Broadel Skosat (SNP), renet gant Alex SALMOND. E gwirionez n’en deus ket paket an SNP ar muianiver dreistel, ar muianiver keńverel ne lavaran ket. Diwar ar 129 sez ez eas 47 evit an SNP, 46 evit ar Strollad Labour, 17 evit ar Strollad Mirour, 16 evit ar Frankizourion-Demokrated, 2 evit ar Re C’hlas. Evel boas en deus bet e zisoc’hoł gwellań e Reter ar vro : 58,8 % e pastel dilennel Banff ha Buchan, 51,6 % e Tayside-Norzh, un tamm a-is da 50 % e Moray, Dun Deagh-Reter, Angus…, pastelloł a oa dalc’het endeo gant an SNP. Pezh a ziskouez splann ez eo stadel[2] a-raok pep tra ar “vroadelouriezh” skosat, pa n’eo ket e kornvroioł ar C’hornog ken kreńv an SNP, daoust ma voe gounezet an Inizi Gall gant Alasdair ALLAN (SNP) diwar-goust ar Strollad Labour. E Gordon en deus bet Alex SALMOND 41,4 % ar mouezhioł. Disoc’hoł gwelloc’h en deus bet ar Strollad Labour e kornvroioł greantel Glasc’ho ha Din-Edin, p’o deus bet ivez un nebeud kannaded ar Frankizourion-Demokrated hag ar Virourion (dreist-holl e-kichen ar vevenn gant Bro-Saoz). Da heul en dilennadeg-se e voe roet lamm da Jack MCCONNEL (Strollad Labour), First Minister abaoe 2001, gant Alex SALMOND, d’ar 16 Mae, eztaolet evitań 49 mouezh (gant mouezhioł 2 gannad ouzhpenn re an SNP eta : re ar Re C’hlas ?) pa ne voe nemet 46 evit Jack MCCONNEL,  ha savet gantań ur Gouarnamant gant maodierned SNP hepken.

 

E Kembre eo chomet an trec’h gant ar Strollad Labour, dreist-holl e kornvroioł greantel ar Su (Kźrdiz, Abertawe, Porzh-Nevez…). Plaid Cymru he deus graet araokadennoł avat. Er c’hontrol d’ar pezh a c’haller gwelout e Skos ez eo liammet-start kartenn disoc’h ar strollad broadelour ouzh hini ar yezh : PC he deus paket 59,7 % e Dwyfor Meirion, 53, 5 % e Caerfyrddin-Reter, 52, 4 % e Arfon, 50,1 % e Llanelli (pastel-dilennel gounezet diwar-goust ar Strollad Labour), 49,2 % Ceredigion…Izel e oa er c’hontrol an disoc’hoł e Su- ha Reter-Kembre : 4,8 % e Blaenau ha Gwent, 5,5 % e Brecon ha Kontelezh Radnor, 6,6 % e Alyn ha Deeside…Da verkań memestra araokadennoł ar Strollad Mirour, paket gantań diwar-goust ar Strollad Labour pastelloł-dilennel Dyfed, Kźrdiz-Norzh ha Clwyd-Kornog. Addilennet eo bet Rhodri MORGAN da First Minister.

 

E Kerne-Veur ne voe ket kemmoł ken anat. Nevesaet e voe pergen Kuzulioł ar 6 Distikt a ampar ar vro. Mebyon Kernow o deus gounezet 1 sez e Kuzul-Distrikt Caradon gant Andrew LONG, maer Kelliwik (n’o doa MK dilennad ebet eno betek-hen) hag unan all e hini Restormel (2 sez e-lec’h 1), pa voe kollet er c’hontrol ur sez e Kuzul-Distrik Kerrier (3 sez e-lec’h 4). Miret e voe sez Distrikt Kerne-Veur-Norzh gant John CHAPMAN. N’eus dilennad ebet e Distriktoł Pennwydh ha Carrik. Dilennidi a-berzh MK zo bet dilennet e kuzulioł-kźr pe -parrez, e Kammbronn, Pennsans, Truru, Kelliwik, Lyskerrys, Pennrynn…

 

Pouezus eo disoc’hoł an dilennadegoł-se evit dazont politikel ar Rouantelezh-Unanet dre vras, en tu-hont da hini Skos pe Gembre hepken. Daoust da faezhidigezh ar Strollad Labour en deus Gordon BROWN, Maodiern an Arc’hant betek-henn, a orin eus Skos, kemeret lec’h Tony BLAIR (genidik eus Din-Edin ivez) evel Tevezeg. Gallout a reer en em c’houlenn avat hag-eń ne vo ket Gordon BROWN hepken un Tevezeg “da c’hortoz” faezhidigezh da zont ar Strollad Labour e 2010 rakwelet gant tud ’zo, evel ma voe, goude Margaret THATCHER e 1990, John MAJOR un doare Tevezeg “da c’hortoz” faezhidigezh ar Strollad Mirour e 1997. Emań David CAMERON, Rener ar Strollad Mirour, o c’hortoz e vare…

 

Dilennadegoł ken pouezus all a voe dalc’het e Iwerzhon, ken en Norzh hag er Su. En Norzh e voe dalc’het d’ar 7 Meurzh ar vouezhiadeg da nevesaat ar Vodadenn norzhiwerzhonat. An trec’h zo aet gant daou strollad taerań an daou du : Democtratic Unionist Party (DUP) ar pastor Ian PAISLEY (36 sez) ha Sinn Fein renet gant Gerry ADAMS (28 sez), ar strolladoł “habaskoc’h” o vezań erruet a-dreńv : 18 sez evit an Ulster Unionist Party (UUP), 16 evit ar Social Democratic and Labour Party (SDLP), 7 evit an Alliance hag 1 evit ar Re C’hlas. Ar Sinn Fein en deus bet e zisoc’hoł gwellań e pastelloł-dilennel Beal Feirste-Kornog (70 %), Kreiz-Ulad (48 %), Tir Eoghain-Kornog (44 %), Newry hag Ard Mhacha (42 %), Fear Manach ha Tir Eoghain-Su (38 %)…Da heul an dilennadeg-se e voe adroet gant Gouarnamant Londrez ar galloud d’an Erounid emren norzhiwerzhonat d’an 8 Mae, a voe savet gant holl strolladoł pouezus norzhiwerzhonat (DUP, SF, UUP, SDLP) ha –souezhusat arvest– gant ur renerezh daouek o vodań an div gostenn daerań hag enebet kenetrezo : Ian PAISLEY (DUP), First Minister, ha Martin MCGUINESS (SF), Deputy First Minister.

 

Er Su, goude d’an Dael bezań bet loezet gant Arlevierez ar Republik, Mary MCALEESE, e voe dalc’het an dilennadeg d’an 24 Mae. Abaoe 1997 e rene ur yuzh gouarnamantel eus an tu-dehou amparet gant Fianna Fail an Taoiseach (Tevezeg) Bertie AHERN ha strollad bihan an Demokrated-Araokaourion. Bertie AHERN en deus tenet korvo eus disoc’hoł armerzhel an “tigr keltiek” evit gounit an dilennadeg-se. Er yuzh[3] gouarnamantel nevez-savet da geńver emvod kentań an Dael nevez,  d’ar 14 Mezheven– emań ivez hiviziken, ouzhpenn ar Fianna Fail (41, 6 % ; 77 sez) hag an Demokrated-Frankizourion (2,7 % ; 2 sez), ar Re C’hlas (4,7 % ; 6 sez). Ar Fine Gael (27,3 % ; 51 sez) hag ar Strollad Labour (10,1 % ; 20 sez) n’int ket deuet eta da reiń lamm da vBertie AHERN. Kollet eo bet gant ar Sinn Fein sez Dulenn-Mervent, ha n’en deus nemet 4 sez e-lec’h 5, gant 6,9 % ar mouezhioł. Bertie AHERN en doa embannet e nac’hfe degemer ar Sinn Fein en e C’houarnamant. Gant ar Sinn Fein e penn Gouarnamant Iwerzhon an Norzh avat, ne vo ket marteze hiviziken Bertye AHERN ken taer a-enep dezhań er Su…

 

Meur a gemm a c’haller gortoz eta, ken er Rouantelezh-Unanet, ken e Iwerzhon…

 

Rafael URIEN



Ar Bed o Treiń



Ar Motu Proprio

E penn kentań an hańv 2007 eo bet embannet, a-benn ar fin, ar "Motu Proprio" a ro un aotre ledanoc'h da lidań an oferenn en he stumm a-raok Sened-Meur Vatikano II. Enebiezh a santer a-berzh eskibion vro C'hall ha re hor bro, hag a-berzh an darn vras eus ar veleion : kavout a ra dezho emeur o nac'h"Vatikan II". Seblantout a ra kentoc'h e fell d'ar pab nac'h an doare m'eo bet lakaet "Vatikan II" da dalvezout, ha, resisoc'h, ar fed m'eo bet lakaet kemmoł war gont "missal Vatikan II" pa n'eus anv ebet eus ar c'hemmoł-se e missal 1970. Ur bern tud o deus hiraezh d'ul liturgiezh doujus-mat ouzh missal 1970, ha, dre ma ne gavont ket mat al liturgiezh(ioł) "mod nevez" ... ez eont gant an Aotroł Lefebvre... pe ne 'z eont ket d'an Oferenn ken. Oferenn missal 1962 a ranker anzav ez eo kaeroc'h eget an oferennoł a weler peurliesań en hor parrezioł. Dre fealded ouzh an Iliz e talc'h un nebeudik ac'hanomp da vont d'an oferennoł divlaz ha gallek a vez servijet dezho. Ha gouzańv a reont. Hag e rankont tevel, gouzańv hep sevel o mouezh : anez  bezań gwelet fall e rankont komuniań war an dorn, chom hep daoulinań dirak o Doue ha degemer kement ijinadenn a dro e penn ar "skipailh a liderezh". Seurt untuegezh a-berzh an araogerion eus an Iliz, a lavar divezh ez eo digor o speredoł daoust da se, a zo pec'hed eus o ferzh, ouzhpenn bezań un druez.

 

Un arvez all a ra din sońjal ez eo modernoc'h eget na greder oferenn 1962 : forzh pelec'h e aed er bed e kaved ilizoł katolik gant al latin da genyezh. En ur bed a ya war vihanaat bemdez gant an Tren Tizh Bras hag an nijelloł hirveajiń eo mat klask doujań d'ur stumm boutin : pedennoł boutin e yezh liderezh holl gatoliked al liderezh roman.

 

Daou zoare a vo hiziviken da lidań an Oferenn, eme ar Pab deomp : an doare "ordinal", a chom hini missal 1970, lezanvet e gaou "Oferenn Paol VI", hag an doare "dreistordinal", a vo hini missal 1962, lezanvet e gaou "Oferenn Sant Pius V". Gwelloc'h eo ober hiviziken eta gant an droienn Oferenn missal 1962 (pe 1970), evit diskouez mat n'eus nemet un oferenn : an div a zo kavet mat gant an Iliz.

 

E Breizh, n'eus ket kalz a lec'hioł e lec'h e c'heller mont d'an oferenn hervez missal 1962 hep mont d'un Oferenn na vefe ket aotreet gant eskob al lec'h : e Brest (chapel sant Paol straed Tourot), Sant Brieg (chapel I..V. an Esperańs, adalek miz gwengolo), Roazhon (chapel Sant Frańsez, war hent Redon), Gwened, hag en Naoned (iliz sant-Klemańs ha chapel vras skolaj-Lise Sant Stanislas).

 

Gant ur metoł bourc'hiz gall eo e vez darempredet an chapelioł se, alies-mat, ofiserien c'hall an darn vras anezho, na chomont ket pell en hevelep kźr, en abeg d'o micher (drol eo met ar c'hontrol eo e Bro-Saoz : ne fińvont ket, kit da c'houzout perak ?!). Kalz a vugale a vez gwelet en oferennoł-se hag an dud a zo deol. Nebeut-tre a gantikoł brezhonek a vez kanet ganto : unan bennak da geńver gouel Santez Anna da skouer, ha setu holl. Er parrezioł, pell 'zo ne servij mui an dastumad kantikoł brezhonek : bep tro e vez kavet unan bennak er "skipailh luskań an oferenn" evit enebiń.

 

Bezet pe vezet, ma c'hoarvez ganeoc'h mont d'an "Oferenn Latin", kasit ganeoc'h missal an Aotrou Uguen (1924) : nebeut-tre a gemmoł a zo gant hini 1962. Meur a hini en deus desket brezhoneg o vont d'an oferenn gant al levr-se.

 

Satanouriezh adarre

A-gevret gant keloł ar "Motu Proprio" ez eus bet anv er meziennoł eus drouktangwall[4] chapel Lokevred gant tud a zo bet harzet abaoe hag a zo liammet gant ar satanouriezh. Ne gomprenan ket mat perak e ranker gortoz ur seurt gwalldaol evit ma vefe harzet an dorfedourion, rak ne oa ket o zaol kentań ! Kenderc'hel a ra eta ar gwalldaolioł a-enep kristen a zo bet dezrevellet dija ur roll hir-mat anezho e Kannadig Imbourc'h, en niverenn 46 ha 48. Nevez' zo c'hoazh, e miz Mezheven, ez eo bet gwallaozet ur stern-aoter e iliz-veur Roazhon, ha diskaret delwenn sant Jaoua Plouvien.

 

Ar galloud hag ar meziennoł

Diseblanted (ha kasoni zoken) e-keńver an Iliz eo a glever da heul an gwalldaolioł pe ar Motu Proprio. Diwar-benn ar chapel diskaret n'eo ket deuet Kadoriad nevez ar Republik da ziskouez e gengred evel ma ra, alies-mat, pa vez anv a vezioł juzev pe vuzulmat gwallaozet ! Ha da heul ar Motu Proprio e ro TF1 da welout d'e 20.000.000 a arvesterion un enklask a sav a-du gant dimeziń ar veleion hag e sko war an Iliz "a nac'h ar vadeziant d'ar vugale a vez ganet er-maez eus ar briedelezh" (sic !). Ma vefe untuek ar pellwel, o defe lennet ar gazetennerion an destenn a zo bet embannet gant ar pab. N'o deus ket graet, anat eo. Pep tra a oa displeget gantań, ha displeget mat. Evel gant afer Regenburg e tistreser komzoł ar Pab.

N'eo ket hepken ar youl fall pe ar gasoni eo a zo kaoz. Bed ar meziennoł a vez renet gant an audimat, setu aze ! Foei ma n'eo ket gwirion na reizh ar pezh a vez embannet. Ret eo reiń d'an dud pezh a c'hortozont ! Evit gouzout pezh na vez ket lavaret deomp e ranker mont da lenn un enklask war an "New York Times", pajenn "Business" : roet e vo ouzhpenn 270.000.000 a euroioł gant ar Stad-C'hall d'ar c'hazetennoł gall ar bloaz-mań. Gwenneg ebet da Gannadig Imbourc'h, anat deoc'h ! Nann : an arc'hant bras se a ya e godelloł ar re vras, a zo holl mignoned d'ar c'hadoriad Sarkozy : Bolore a brest e vag dezhań; ober a ra gant ar ger "breur" o komz eus Lagardčre; Arnault ha Bouygues a oa  testoł e eured, Elkabbach ne guzh ket e vignoniezh ouzh ar c'hadoriad en ur geuziań koulskoude e poagnfe kement Genestar da gavout labour goude bezań bet taolet dre m'en doa lakaet Cecilia war bajenn gentań Paris-Match (n'he doa ket mouezhiet en eil tro)...

 

Gant ar Genrouedad ne c'hell ket ar Stad reoliń ken brav ar stlenn. Gant "Le Salon Beige" evit ar gatoliked, pe Rue89.com , da skouer, evit ar politikerezh (hogen diniver eo al lec'hiennoł a gaver war internet hiviziken), e c'hell an hini a venn bezań kelaouet mat. En amzer da zont eo anat ne c'hello ken ar Stad C'hall reoliń ar gevredigezh evel ma klask ober dalc'hmat hiziv an deiz. War vihanaat ez a ar bed. En deiz hiziv, n'eo ket mestr war ar skolioł, ha nebeutoc'h c'hoazh war ar skolioł uhel : rediet eo ar Stad da reiń dezho muioc'h a frankiz evit ma vefent gouest da gevezań ouzh skolioł meur all ar bed a-bezh... anez gwelout ar studierion c'hall o vont d'an estrenvro d'en em stummań ha da labourat goude-se ! N'eo ket mestr war e diriad kennebeut : ar Stad Europat eo emeur o vont da amsaviń ouzh hini Pariz : 90 % eus al lezennoł a vez savet da glotań gant kendivizoł etre ministred riezoł Unvaniezh Europa. Gouzout a ra mat Sarkozy ez eo tonket ar Frańs dizale da goll he renk a 6 vet bro galloudusań er bed. Sevel Europa, ha, par ma c'heller, unan heńvel ouzh hini Napoleon e 1811, a zo sellet evel ar Silvidigezh evit Establishment 7 vet arondisamant Pariz.

 

Ar Stad c'hall : jakobinour diremed

Ha petra 'ta, a vad pe a zroug, a zeuio evidomp diwar ar gouarnamant-mań ? Gouzout a reomp ne sino ket Sarkozy Karta ar Yezhoł bihan. Hervezań hag e genseurted Jakobined, ez eo bresk ar Frańs, hag e chomo bresk keit ha ma chomo bev ar yezhoł bihan war he ziriad. Rak savet eo bet broad Frańs gant ur Stad : kevanaozel eo "broad" Frańs. Savet eo bet diwar gresk levezon domani ar Rouaned C'hall. Ar Jakobinourion-se a zifenn atav ar Stad C'hall, en ur gomz deomp eus "bedelekadur" war dachenn an armerzh, eus an "nemedenn c'hall" war dachenn ar sevenadur (filmoł...), eus ar ret maz eo sevel Europa, gant ma chomo ar Stad C'hall mestrez en ti...  Diremed eo jakobinouriezh ar Stad C'hall 'm eus aon.

 

Seurt politikerezh ne c'hello ket padout atav : breskoc'h-breskań eo ar Stad jakobinour c'hall evel em eus merket uheloc'h. Ha tu ez eus da sońjal ne vo ket trec'h war savboent Italianiz, Alamaniz, Breizhveuriz ha Spagnoliz, na sellont ket ouzh o yezhoł bihan evel skoilhoł d'en em zizober diouto hag o deus disfiz e Sarkozy pa denn eus amkanioł ar Feur-emglev da zont ar pal da greskiń ar c'hevezerezh etre an armerzhioł.

 

Nevez 'zo eo emellet "Lez Justis Europa" e lezenn-diazez enezenn Serk dre ma ne zouj ket ouzh an demokratelezh. Brezhoned a zegouezh ganto ivez klemm ouzh al lez-varn-se evit ma vo doujet ouzh o gwirioł. Salv ma chomo e Breizh, bepred, ar spered-se a eneberezh, a oa dija hini ar Chouaned : ar Gwir a-enep d'ar bed !

 

Yann Maneguen



Paourentez ha Disevended



E Brazil ne c'haller ket goulenn labour - pe nebeutoc'h c'hoazh amprestań arc'hant – digant unan bennak a anavezer hep bezań kemeret diouzhtu evit ur bugel diatebek, ur pezh lezirek, unan berrboell - hag ho mignon da genteliań ac'hanoc'h evel un tad ouzh e vab, alioł fur gantań e-leizh ... Ha c'hoazh e c'hellit trugarekaat Doue ma chom jentilik e zoare, mar ne dro ket ar vezhekadenn seven da ziskaradenn didruez. Ur wech tapet ho pegement ganeoc'h, ho kembreger a zo skańv e goustiańs, ha ken laouen eo da vezań graet e zever, ken n'en deus mui ezhomm ebet da ober war-dro al labour pe an arc'hant. Na c'hwi neuze ? Ma, war lerc'h an tammig afer-se en em gavit divlank[5], dilabour ha ... kablus, ivez.

An hevelep den a zo barrek da aozań, en hevelep devezh, ur goan a daoler pled ennań ouzh an étiquette cheuc'hań e sigur dasparzh ar pladoł war an daol ha lec'hiań ar gouvidi.

Ur brouenn sur a ouezeri en ur bobl eo an aked a roer betek re d'ar reolennoł ha d'al lidoł a arouez ar sevended, a-unan gant an dianaoudegezh pe an dispriz eus ar c'healioł a zo e natur ar sevended end-eeun.

Ar ouezidi a c'hall kinklań al lidoł hag ar reolennoł, ha drevezań anezho dirak neb a seblant teurel evezh outo. Morse avat ne dizhont spered ar reolennoł-se, n'int nemet merkoł-anaout diavaez an dud vadelezhus, evezhiek hag atebek, hag a c'hall bezań dilezet kerkent ha m'eo deuet da wir ar vadelezh, an evezhiegezh hag an atebegezh .

Ma zad a oa un den didrabas, a zeue en e bijamaioł da resev ar weladennerion a-wechoł. Ober a rae "Aotrou" avat eus an holl geizh az ae dezhań er straed, hag hep rannań an disterań ger din en deus graet din deskiń o deus an dud en diouer ezhomm eus muioc'h a verkoł a zoujańs eget ar re all. Na pegen doujusoc'h, na pegen evezhiekoc'h, na pegen aketusoc'h e rankfemp bezań neuze, gant ur mignon, trec'het gantań an heug naturel d'en em ziskouez gwan hag izel, pa zeu da c'houlenn sikour diganimp! Ar reolenn gentań-se a zo dianav a-grenn er renkadoł etre hag uhel e Brazil, dreist-holl gant ar re a sońj dezho bezań ar re zesketań, ar re uhelań o sevenadur, pe zoken - va Salver benniget ! - ar re dostań d'ar re baour.

Euzhet e vezan pa welan unan bennak o kas kuit ur c'hlasker-bara diwar e dro evel pa vefe ur c'hi, ha biskoazh n'em eus gwelet unan oc'h ober an dra-se gant kement a goustiańs-vat, a aplomb evel ur c'hefredour eus an tu kleiz ! Er bloavezhioł 60, e rede ar brud ne oa ar sikour a zen da zen d'ar geizh nemet un "arallekadur bourc'hiz", un opiom santimantel, un adsked a netra eus ar gwir zispac'h a salvfe an holl. Daou-ugent vloaz goude, n'eo ket degouezhet ar salvidigezh dispac'hel, ha daou rummad a beorion a astenn muioc'h c'hoazh o daouarn evit rentań klod da gentwiriegezh an dispac'h. Padal, an holl stourmerion gomunour a anavezan em metoł ha ma rummad a zo disoursi o buhez a-fed arc'hant, hag holl e tiskouezont ez-gourzrec'hus o surentez armerzhel evel ar brouenn o deus tizhet pal ar vuhez. Ar surentez-se a zleont d'ar mafierezh politikel a ren c'hoazh hiziv an deiz war marc'had ar gourc'hwelioł er stlenn, er bruderezh, er skolveuriezh hag en embannerezh.

Hiziv n'o deus mui ezhomm eus digarez an dispac'h evit kas ar beorion da sutal. O lavar a zo troet da gelennadurezh ofisiel, ar prefedtioł hag isgouarnamantoł a zispleg deomp ez-devot war o skritelloł n'eo ket mat reiń an aluzen. War zigreskiń ez a ar garitez hiniennel, ya sur ! Frouezh madelezh mab-den ne rank ket mont diouzhtu gant ar re o deus ezhomm anezhań, nann 'vat. Gant ar Strolladoł-Nann-Gouarnamantel, gant an aozadurioł foran eo e rank mont da gentań, gant kargidi hag uhelgargidi, gant emsavioł politikel, gant frejoł feurmań, amaezhiadurezh, bruderezh, dezougerezh. War-lerc'h nemetken, ma chom un dra bennak, e c'hello an arc'hant treiń da soubenn evit ar geizh dirak ar c'hameraioł, evit brasań klod Sant Betinho[6].

 Darn er vro-mań a vez heuget gant an torfederezh ofisiel. Me eo ar garitez ofisiel a ra c“hoant din dislonkań.

 Lod a lavar c'hoazh : "Met ma roer arc'hant dezhań e tered da brenań boeson er stal dostań !" Lezit anezhań da evań 'ta ! Kerkent ha kouezhet ar pezh en e zorn eo dezhań an arc'hant. Fellout a ra deoc'h kenteliań un den paour a-fet "keodedouriezh" hag e krogit dre nac'h dezhań ar gwir da zispign e arc'hant evel ma kar ? Fellout a ra deoc'h kenteliań anezhań hep doujań dezhań evel ar c'heodedour dieub ez eo, dezhań ar gwir da lonkań evit disońjal, kement hag ur banker graet freuz-stal gantań, mutatis mutandis ? Fellout a ra deoc'h kenteliań anezhań dre sankań en e benn ar gaou ez eo e baourentez ur seurt minorelezh, un namm bevoniel a ra ne c'haller ket fiziań ennań zoken tri pe bevar real a aluzen ? Ket ! Mar fell deoc'h kenteliań anezhań, krogit gant ar pep anatań : bezit seven. Lavarit "Aotrou", "Itron", goulennit e pelec'h emań o chom, goulennit hag-eń en devo trawalc'h gant ar pezh hoc'h eus roet dezhań evit distreiń d'ar gźr, goulennit hag-eń en deus ezhomm eus ur sandwich, ul louzaouenn, ur vignoniezh. Grit an dra-se ur wech bemdez hag e-kerzh tri mizvezh e welot an den-se, ar vaouez-se, o sevel a-sonn eus o stad reuzeudik, o stourm evit ur gourc'hwel, o trec'hiń.

Kevredigezhel kentoc'h eget armerzhel eo ar skoilh a zo etre ar beorion e Brazil hag ur vuhez welloc'h, e gwirionez. Pegement e koust ur yar-da-zebriń er vro-mań ? Rostet, gant un nebeud bleud hag amann. Pemp real d'ar muiań, nebeutoc'h peurliesań. Neuze, unan a c'houlenn an aluzen e forzh pe hini eus kźrioł bras Brazil a c'hall debriń ur yar bemdez mar n'eo ket div, hag e chom c'hoazh gantań moneiz evit ar c'harr-boutin. Mar fell deoc'h kompren un tammig pegen pinvidik ha madelezhus eo ur vro evel-mań, grit ar geńveriadenn-mań : pa voe boulc'het an New Deal gant Franlkin D. Roosevelt, e veze gourbannet er skingomz e oa unan eus palioł ar raktres armerzhel hardizh-se "gwarantiń da holl familhoł hor bro gellout debriń ur yar bep sizhun". Ha klevet hoc'h eus ? Ur yar ar sizhun evit pevar pe bemp a dud. Un huńvre didizhadus e seblante bezań, d'an ampoent. Ma, bevań a reomp en ur vro ma vez debret ur yar bemdez gant ar maouezed kozh a rambre er straedoł, ma c'hall ar vugale a c'houlenn an aluzen dirak ar MacDonald's debriń ur BigMac bep teir eurvezh, ma vez lienoł-berrbad war gaolioł ar babigoł varnaoniet diskouezet gant o mammoł o leńvań er straedoł, ma vez rastelloł parabolek war tiez ar c'harterioł paour-razh, ma vez arveret pellgomzoł hezoug gant an dastumerion-lastez evit kemenn keleier an eil d'egile.

Evit klokaat ho skiant war an dra, grit an arnodenn-mań : kemerit un den lous ha roget e zilhad, leugnit e chakodoł a arc'hant ha grit dezhań mont e-barzh ur stal dilhad (ne lavaran ket ur stal cheuc'h : forzh pe stal e Brazil) evit prenań ur gwiskamant naet. Skarzhet e vo. Ha ma huch: "Paeań a c'hellan pa lavaran deoc'h ! " e echuo en archerdi, gant al lampenn ouzh e dal, e ranko displegań sklaer-sklaer e emzalc'h ken digomprenadus, kement-se holl 'vo brav dezhań mar ne ranko ket ivez lezel un tamm arc'hant-butun e palv ar serjant.

An hevelep den a c'hell debriń ur yar bemdez a rank henn ober er straed, gant ar chas, peogwir ne c'hell ket mont en tachadoł a vez miret evit ar gwir zenion. Sur-mat, c'hwi rener-restorant, e kavit diaes lakaat un hinienn vac'hagnet ha flaerius e-mesk ho klianted a-feson. Hogen ne gomprenit ket eo disevenoc'h c'hoazh lezel anezhań, reuzeudik, er straed ? Roit dezhań da zebriń en ur sal distro d'an nebeutań, marvailhit gantań diwar-benn diaesterioł ar vuhez, kinnigit dezhań ur roched, ul lavreg. Bezit seven, mallozh Doue ! C'hwi hag a zo gourc'hwelet mat ha gwisket-mat, m'ho peus ouzhpenn-se an droed da vezań diseven, peseurt sevended a c'hallit gortoz digant ar paour ? Ma c'hoarvez gantań un deiz, peurfastet maz eo, gourc'hemenn deoc'h leuniań an toull-hont en ho korf, ne c'haller ket rebech outań mont re bell ganti. Hag arabat deoc'h dont gant ho kanenn "Ma ran mat war-dro un den paour nemetken, e vo ul lostad anezho dirak ma dor an deiz war-lerc'h". Gwir e c'hall an dra-se bezań e degouezhioł 'zo, met ket en disoc'h diwezhel : pa vefe seven an holl restorantoł gant ar geizh, e vefe prestik muioc'h a restorantoł eget a glaskerion-vara. Kontit ar restorantoł hag ar glaskerion-bara war an Avenida Atlāntica ha lavarit din hag-eń n'emań ket ar gwir ganin. Kement-mań, tudoł, hep kontań an tavarnioł nag ar baraerezhioł.

Ar Braziliz-etre a zo o treiń d'ur renkad genaoueion a vlej a-enep d'an dienez en ur bed beuzet er builhentez, peogwir ne fell da zen arverań e c'halloud evit skańvaat samm ar re a zo en-dro dezhań, hag emań an holl o c'hortoz an diskoulm burzhudus a gemmo pep tra en ul luc'hedenn. Platonek ez int ą outrance : Krediń a reont en un hollvoud difetis, hep krediń er boudoł hiniennel a ya d'ober anezhań.

Setu perak, pa voe ijinet gant Collor an afer-se "Na vouezhit ket evit Lula, anez da se e redio ar familhoł pinvidik da gemer pep a vugel-er-straed da vab" em boa lavaret din ma-unan, "Fidamdoue, pa vefe gwir an dra-se, e vefen kontant da vouezhań evit Lula". Ne gredan nemet er sikour gant an dud unan-hag-unan, ket e burzhud platonek ar "c'hemmoł kevredigezhel", a vez digarez da zispac'hoł ha lazhadegoł, a laka dalc'hmat ar baourentez da greskiń muioc'h c'hoazh.

Neb a gred en traoł-se ne anav ket ar gudenn dre he gwir anv zoken, e gwirionez. Ar re a vez divriet gant emgoll pobl Brazil hag a venn "stourm a-enep an naonegezh" a zo un dra bennak a-dreuz en doare ma veizont ar c'hudennoł kevredigezhel, sur-mat. Ar pezh a ra diouer peurliesań n'eo na boued nag arc'hant. Kentoc'h e ra diouer d'an dud kompren n'eo ket ar baourentez un daonedigezh pe un dizenor, e c'hall c'hoarvezout gant n'eus forzh piv, ha ne c'hall den en em zieubiń anezhi gant arc'hant hepken, hep sikour ur metoł prest a-walc'h da zegemer anezhań evel den en-dro.

 Pa seller ouzh mammennoł sevenadurel ar baourentez, an hini bennań n'emań ket da vezań lakaet war gont ar beorion o-unan : war gont disevended ar re all, ne lavaran ket.

 

Olavo de Carvalho

Lakaet e brezhoneg gant Ewan Delanoy, embannet evit ar wech kentań e Bravo!, dindan an titl Pobreza e grossura, niverenn miz Gouhere 2000.



Ael ar Varn Ziwezhań



Visant Ferrer n'eo ket ur Breizhad. Ur Spagnol avat bet ganet e Valencia, d'an 23 a viz Genver 1350. Deuet da vezań ezel eus urzh Sant Dominig, e oa ur prezeger helavar-meurbet, awenet gant goulioł hor Salver ha gant sklerijennoł ar bedenn. Neuze d'e 40 vloaz, en em ouestlas a-grenn d'ar gador-brezeg.

Ur vazh en un dorn, ur groaz en egile, war droad, ez ergerzho Spagn, Italia, Breizh-Veur, Alba, Iwerzhon ! Treuziń a raio ar Pireneoł, oc'h avielań an dud, en Torosennad Kreiz, e Burgondia, er Frank-Kontelezh, e Savoia, e Traonienn al Liger, goude bezań bet pareet eus ur gwall gleńved gant an Aotrou Krist.

E 1418, e tizho Breizh, o prezeg e Naoned, Redon, Roazhon, Dol, Sant-Maloł, Kintin, Sant-Brieg, Landreger, Kastell-Paol, Kemper, ar Gemened, Pondivi. Distreiń a raio da Naoned ha da Wened, skuizh-divi diwar kement a hent hag a brezegennoł. O santout e amzer diwezhań o tont - 69 vloaz e oa -, e c'hoantaas adwelout bro e gavell, Valencia, ha rentań eno e ene da Zoue. Ur wallamzer war vorlenn Gwened a redias kabiten e vag da zistreiń war o c'hiz, avat. Lojet e voe neuze en un tiig, daou gammed diouzh an iliz-kador. Eno e peurechuo e amzer war an Douar, d'ar bemp a viz Ebrel 1419, e Breizh.

Kźr Wened hag ar vro a-bezh a lidas evitań obidoł meurdezus, rak sellet e veze outań evel ur sant. Abaoe ma oa aet diwar wel e voe lakaet war e gont un niver bras a vurzhudoł ! Abaoe 1956 emań e relegoł en iliz-veur, e chapel an Azginivelezh, a-gleiz, a-dreńv ar gador-brezeg.

Ur bourc'hiz e oa anezhań, bet ganet en un tiegezh a-bouez. Dibab a reas bezań dominigad ;  studiań ha kelenn a reas etre 1368 ha 1378, dreist-holl e Valencia, Barselona,  ha Toloza. Pa zistroas d'e vro e voe anvet da briol evit e gouent.

D'an ampoent e tarzhas an Disrog-Meur. Etre 1378 ha 1415, e voe tri fab ouzh stur an Iliz : unan e Roma, egile en Avignon, un trede e Piza. Gant Pedro de Luna anvet da bab dindan an anv a vBenead XIII, e vezo urzhiet e 1380, hag e chomas en Avignon e dalc'h ar pab. Met falloc'h-fallań ez emdroe an darvoudoł : ar C'hallaoued a nac'has o sujidigezh da vBenead XIII, hag a yeas zoken betek gronnań kźr Avignon. Ur gwall enkadenn-spered e voe evitań. D'an 9 a viz Here 1398, e teuas dezhań ar pare, goude bezań gwelet ar C'hrist ambrouget gant Sant Dominig ha Sant Frańsez. Galvet e voe gant Hor Salver d'ar Mision. Koulskoude en doa c'hoant Benead XIII kaout krog ennań hag e kinnigas dezhań eskobiezh Valencia. A-walc'h e oa gantań karg trelufrus kannad "kostezenn ar C'hrist" (a latere Christi), avat.

Donezonet e oa al lean-se evit ur seurt galvadenn : ar boelloniezh[7], ar bennsturiezh[8] - yaouank c'hoazh he studi -, an doueoniezh, ar bibl desket gantań dindan eńvor. Anavezout a ra ouzhpenn al latineg, an hebraeg, ar skiantoł. War e studi e Barselona, e Toloza hag e Pariz, speredek-kaer ha ki-labour, ez eas gantań an Doktorelezh war ar feizoniezh.

P'edo Katell a Sienna diouzh tu ar pab a oa e Roma, e stourm, eń, evit unded Spagn, da ziframmań digant hini Avignon sujidigezh Navarra, Kastilha, Aragon, hag unded an Iliz, a-benn kas da get an Disrann gwallskouerius.

D'e 40 vloaz en em ouestlo a-grenn d'ar prezegerezh. O vezań ma oa re vihan an ilizoł evit tolpań an engroezioł, ec'h en em gave e selaouerion el leurgźrioł hag e kreiz ar maezioł. Jediń a reer e kantroio 25.000 Yuzev ha kemend-all a Vuslimiz hag e tiframmo eus o sioł fall 100.000 pec'her. N'eus ket anv evel gant an Tad Maner eus satanouriezh.

Tra sebezus avat ! an Neńv a adnevezas evitań marzh ar Pantekost. Pa ne brezege nemet e latineg hag e spagnoleg, e veize e selaouerion, ne vern piv e oant, pep tra en o yezh. Ar Vrezhoned ivez neketa ! Ha diwar o fenn  e lavare an den meur : « Breizhiz, aotrounez ez eus ac'hanoc'h ! ».

Bemdez-Doue e prezege e-pad ouzhpenn teir eurvezh hag ez ae eus an eil lec'h d'egile gant ur strollad dominigaded hag ur bagad a emskourjezataerion : gwazed, merc'hed ha zoken bugale, holl a bep seurt liveoł sokial.

Visant Ferrer a veze sellet outań, e gwirionez, evel damkanour ar skourjezadur ; ne rae nemet adlakaat ar pouez war sakramant ar Binijenn, hervez youl pep hini. Skridoł an amzer-se a skigne ur skeudenn bloc'heiladel[9]  eus an emskourjezad, un heskiner Yuzevion. Nec'het e oa neuze Gerson ha Per Ailly, skolveuridi pariziat gant ar vrud a save diwar brezegerezh an dominigad hag e zarempredoł gant "skarenn ar re en em skourjeze". E 1417, eus Goursened Constance e voe kaset dezhań ul lizher a bede anezhań da zont da ziskleriań e savboent. Pennoł ar skol-veur a seblante heńvelekaat re 1399, heulierion V. Ferrer ha penedourion ar skourjez eus 1349, skoet gant ar vosenn vras, darsavet a-enep d'an Iliz ha d'ar gevredigezh. Seurt dispac'herion kendaonet meur a wech a oa bet bountet er-maez Bro-C'hall gant emglev Fulub VI ha Klemenz VI. N'eus eta netra enep-kloer pe enep-gladdalc'hel ; fellout a rae dezhań hepken lakaat ar benedourion da hentiń sakramantoł an Iliz. Ar skourjezadur a oa gwechall un embreg manac'hel a roe an tu d'an holl bec'herion d'en em zisammań eus o dle, a veze brasjedet gant taolioł skourjez.

Pell a-raok e nuńvrenkidigezh[10] gant Pius II, d'an 12 a viz Here 1458, e oa bev-mat e vrud. Lezanvet e voe "an drompilh" pe "ael ar varn ziwezhań". Eń e-unan en em skeudenne evel "an ael o nijal e kreiz an neńv, oc'h embann eur ar Barousia. Faltaziań a rae e oa anv anezhań e pennad 14 Diskuliadur Sant Yann : "Hag e welis un ael o nijal e lein an neńv". Un aviel peurbadus en doa da embann d'ar re a oa o chom war an douar, da bep bro, da bep meuriad, yezh ha pobl. Skrivań a reas d'ar fals pab Benead XIII, d'an 20 a viz Gouhere 1412, e oa eń an ael-se. E teir frezegenn dibunet gantań e Salamanca e tisklerias bezań an ael-se ha bezań ur pareer hep e bar. Iskis, neketa !

Berr-ha-berr, oberenn ha pastorelezh an den santel n'o doa nemet ur pal : unaniń an Iliz, adreizhań hec'h izili, dre ma ne oa tu ebet da adreizhań ar penn anezhi. Evitań hag evit e gempredidi, e oa tost "Dibenn ar bed". Bosenn Veur 1348, ar Brezel Kant vloaz, an Disrog Meur, a oa holl arouezioł eus dirollerezh an Enepkrist.

 

Skrivań a raio da vBenead XIII e teuio dibenn ar bed pa erruo an Enepkrist. Ne oar ket pegoulz e teuio avat. Diazezań a reas e ziogeladurioł neuze war ar weledigezh delodet da Sant Dominig en Avignon e 1398. Gwintań a raio an Aotrou Krist tri goaf evit pulluc'hań an douar ha, mar n'he dije ket kanterbedet[11] ar Werc'hez Vari, e vije bet dismantret ar voull abaoe daou gantved. An dud ne oa ket kemmet o natur siek ha daoust ma oa bet kaset Sant Dominig ha Sant Frańsez gant Doue, o doa kollet an div vreuriezh o birvidigezh. Ar c'hentań eus an tri goaf a skeudenne heskinerezh an Enepkrist a zesach pep hini dre ar gwall sioł. An eil a daolenne an tan darev da zrastań an douar. An trede a verke disentez termen ar Varn Ziwezhań. Reiń a rae goude skouerioł fetis eus techoł fall ar prantad : ar fougeoł, an emvrud, ar c'hadaliezh, evel en amzer Noe, hag e ouzhpenne e oa leun-tenn ar c'hlańvdioł, ha leun-kouch ar c'hźrioł a c'histi. Kendaoniń a rae erfin an uzurerezh hag ar simoniezh.

Koulskoude, evitań, an amzerioł diwezhań-se, renet endeo gant hor Salver, a zo amzerioł an Iliz. N'eo ket touellet gant ar vilvedourion, al luskoł dispac'hel, gant ar re a zo war-c'hed eus "oadvezh ar Spered" (yoakimourion). Hep mar ebet, an Disrann Meur ha gwall enkadenn ar Grenn-Amzer o deus kizidikaet ar speredoł. Nebeut-ha-nebeut e tizolo an dud o c'hiriegezh e renerezh an Iliz, er broadoł o c'henel, er c'henwerzh hag er graouerezh[12]. Da-heul ur bed nevez e tiwan ur gwall enkrez, ur waskadenn da vezań dizellezek eus ar Silvidigezh.

En ur gevredigezh war glask eus atebeion an disrann, ar brezel hag an direizhadurioł, hag o lakaat en o sońj e oant an Enepkrist, Visant Ferrer, en enep, a bouez war giriegezh an den hag hollc'halloud Doue gant burzhudoł puilh. Mar ya re lark gant ar Varn ha gant ar burzhudoł ez eo en abeg d'an tamalloł graet d'an Iliz-ensavadur hag o vezań m'emań ar spered laik oc'h ober e gresk.

 

Studiadennoł a laka evelato war wel n'o devoa prezegennoł V. Ferrer, 90% anezho, netra da welout gant ar Varn. Hervez H. Gheon, ez eus teir fenndodenn[13] e homeliennoł ar sant : ar pec'hed, ar binijenn, ar Varn. War ar binijenn avat e pouezo ar muiań, rak arabat gortoz evit paeań an dle. E Muri e tistago : "Reiń a ran deoc'h 45 devezh, mar ne rit ket pinijenn"...[14]. Klask a ra an dominigad dihuniń ar feiz hag ar poell gant ar spouron. Ar gwel eus ar skourjezataerion a oa c'hoazh moarvat fromusoc'h eget ar prezegennoł.

28 dasorc'hidigezh d'an nebeutań a zo lakaet war e gont goude e varv. V. Ferrer, o kemerout skouer war ar C'hrist hag ar sent, a laka anat, dre e vurzhudoł, ar Rouantelezh muioc'h eget dre e gomzoł. Klask a ra emglev an engroez gant he Doue. E gomzoł war an Enep-Krist a gouna feiz an Iliz er Finvezoniezh[15]. Ouzhpenn-se, ar burzhudoł a dalvez  emań an Aotrou Doue oc'h oberiań dizehan e istor an dud.

 

Ar Bigouter                 



Jakez Ar C'hann :

ur stourmer eus Logonna Daoulaz evit ar brezhoneg

 


Nebeut a ditouroł hon eus diwar-benn an diskibl-se d'an Aotrou Perrot. Ar roud kentań a gaver anezhań eo e anv pluenn "Pōtr L.N." e niverenn Feiz-ha-Breiz miz mezheven 1913 e lec'h ez embanner roll an dud en doa bet profoł diganto evit sevel "Teatr brezhonek Keryann". "Pōtr L.N." a ra dave d'ar gźriadenn eus Logonna e-lec'h edo o chom  : Hellen ("L + N). War "Feiz ha Breiz" e kaver ivez pennadoł diwar e zorn e miz du 1919 ha miz genver 1920. Gant Skol Vreizh e kaver ivez lizhiri bet skrivet gantań e-pad e gońje er Rusia : "Un Breton chez les Bolcheviques".

 

Amań da heul ez embannomp un destenn bet skrivet gantań : diverrań ur brezegenn bet distaget gant un enebour politikel da Jakez Ar C'hann ez eo an diell-mań : Charles Callec. N'hon eus ket adkavet ar "Chanson nevez" ez eus anv anezhi er brezegenn, avat.

 

Diverrań eus Konferańs Charles Callec an 12 a viz Du 1922, gant Jakez Ar C'hann.

 

"Deuet on amań, mignoned, da zisplegań dirazoc’h ar pezh zo etre person Logonna ha me diwar-benn ar chanson nevez « Dever bras ar Christen ». Ar person en deus lavaret, eus ar gador, an dra-mań-an dra-hont diwar he fenn : ul lodenn hepken eus ar pezh zo paseet ez eo. C’hoant en deus d’hor c’has war-bouez hor fri, an tad karantezus-se.

En em gavet er barrez ez eas dre holl da vennigań an tiez, hag e partout en devoa gwelet imachoł kristen ; pep tra oa dereat ha kempenn ; ne oa gantań nemet fougeoł. Nebeut goude e komańsas ar skandalat, hag ar « pleurnichoł » hag ar « santansoł ».

Gouzout a rit, ar person hag ar maer n'emaint ket mat asambles; hemań en devoa graet d’ar maer ur « visite de politesse » hag ar maer n’en deus ket hen rentet dezhań.

Gouzout a rit ez eus savet aze ur « monumant » evit ar re varv, evit ar re a zo bet o tifenn ac’hanomp, hag ar person n’oa ket falvezet gantań bennigań ar monumant-se abalamour ma ne oa warnań nemet ar groaz a vrezel ; ar maer e-unan oa bet o c’houlenn ma vije kanet ur servij en devezh-se ha goude m’en devoa lavaret ar person e vije graet, e reas lavarout goude, dre bugale ar skol, ne vije ket kanet ar servij ac’hann d’an devezh war-lerc'h.

Goude e teuas gwez sant Yann. Ar person ne felle ket dezhań e vijent gwerzhet ha koulskoude ar gwez a oa d’ar gomun.

Difenn a zo ivez gantań (ar person) da zańsal, n’eus droad da zańsal nemet d’ar frikoioł, d’ar « fźte publique » ar barrez ha betek 9 eur hepken dindan boan da vezań refuzet evit an absolvenn. An dansoł kouskoude a ren pell 'zo, hag a ro tro d’ar re yaouank d’en em anaout, da gaozeal, ha neuze c’hoazh lakaat a ra ar c’henwerzh da « roul » ; ar maer a c’hell hag a dle ober un « arrźté » evit serriń an ostalerioł da 6 eur ; plijadur ebet, eme ar person, ha gwelet 'oant o-daou e kichen ur sal dańs, deuet evit gwelout piv oa enni : youc’het voe warno, mes ne dec’hent ket evit kement-se.

Difenn a zo gantań ivez da zeskiń katekiz gallek d’ar vugale; gouzout a rit kouskoude pegement a ra deskiń ar galleg ha pegement aesoc'h eo mont n’eus forzh e pelec’h pa ouzer galleg mat ; ne c’hellit ket deskiń katekiz gallek d’ho pugale evel e Daoulaz pe e lec’h all ; daoust hag an Doue gallek n’eo ket heńvel ouzh an hini brezhonek ? Hennezh kouskoude a oar galleg ivez.

Ar « chanson nevez » a zo savet ganin abalamour person Logonna en deus lakaet ac’hanon da goll ar fiziańs he devoa Itron ar Vilin-Vor ennon. Un devezh (5 a Eost) o gwelis o-daou o tont eus eno hag e lavaren ennon va unan : « Al laboused-mań a zo bet oc’h ober va boutoł din en un tu bennak, sur a-walc'h",  ha ne fazien ket. Prestik goude oan aet d’ar Vilin Vor, evel kustum, hag an Itron e lec’h dont d’ar vourc’h dre an hent, a ya dre Bennaleurgźr, evit nonpas paseal e-biou din ; Sklaer oa eta n’he devoa ket ken a c’hoant d’am gwelout.

« Le Curé, (n’eo ket ar c’hure, mes ar person « le Curé ») agit par armes occultes, moi j’agis ą découvert ; il accepte la délation et mźme l’institue » « ha ma ne vijen ket tad da 6 krouadur e vije bet torret va divrec’h din ».

Ur sulvezh en devoa difennet dańsal war ul leur nevez ; hini pe hini anezho zoken oa bet gwelet en tour gant « longvuioł » evit gwelout piv oa o tańsal ; gwelet oa bet ha youc’het warnań hag e tiskennas gant ar vezh.

Pa oa bet an teatr er Vilin Vor, ar c’hure a lavare oa gwelloc’h d’an dud mont da welout an teatr-se eget mont da « hejań o divesker war ar c’hezeg-koad, da Zaoulaz, pe d’ar Faou, pe da lec’h all » hag an dra-se a lavare eus kador ar wirionez. N’ouzon ket e pelec’h e vez hennezh oc’h hejań e re, gouzout a ran avat e vez reunionioł en Iliz diouzh an noz gantań hag ar merc’hed yaouank ha kement-se, dindan patronaj bras ar person.

Bet hon eus bet e Logonna beleien kapabl evel Kerloc’h, Caradec, Tanguy, a oa, sur, gwelloc’h eget Baron.

Pemzek devezh a-raok retred ar vartoloded e veze klevet c'hoazh kement-mań eus kador ar virionez : « C’hwi, mammoł, hag ho peus « autorité » war ho priedoł, war ho pugale, degasit anezho deomp ha n’ho pezo ket a geuz ».

Ya, mammoł kristen, en em lezit da vezań komandet gantań hag e welot ez oc’h komandet gant un den ha n’eo nemet « ambition » hag ourgouilh ; ar person-se n’eo nemet ur sac’h ourgouilh.

Si M le Vicaire général serait ennuyé de mes critiques, je m’adresserai ailleurs...

Pa oa bet paotr Plouzeniel oc’h ober ur gonferańs evit ar skolioł libr, ar c’hure en devoa lavaret : « Ma z’eus unan bennak hag en defe un dra bennak da lavarout, n’en deus nemet kaozeal ; liberte zo da « gontredizań ». Ne oan ket aet d’ar gonferańs ; ma vijen bet eno am bije gellet dislavarout ; daoust hag ezhomm oa unan eus keit-all, (Plouzeniel) evit ober ur gonferańs evel-se ?

Selaouit mat : « Ar skol libr a zo ur richer ivantet gant an dud a Iliz evit sachań dour war o frad ».

Bezań ez eus ivez ganto klasoł evit ar servijoł, an interamantoł, an euredoł ; keraet int toud, ne vez netra evit netra ganto. Me ivez a zo kristen ha peurvuiań bep sul e vezan en oferenn-bred, ha ne glevan nemet « calomnie » ha mallozhioł.

Me gred ez eus un Doue, mes n’eo ket Doue beleien evelhen avad. Ar person en devoa lavaret ivez n’oa ket sinet ar chanson nevez, rak... etc. Eo, sinet eo Pennec a zinifi Penn-kalet ha ganin eo graet."

 

(Da fin ar gonferańs e kan Charles Callec ul lodenn anezhi; dre an Xe koublad eo e komańs.)

 

Addipleg gant Tepod Gwilhmod

 Kempennet 'm eus an destenn un disterań, evit doujań da reolennoł hon doare-skrivań ha d'ar c'heriaoueg peurunvanet. Lezet eo bet, koulskoude, ar gerioł gallek hep o zreiń en ur brezhoneg c'hwennetoc'h, evit chom hep distresań ar vammskrid penn-da-benn, hogen a-wechoł eo bet reizhet ar yezh pa oa fazioł yezh anat, ha kresket a galz ar poentadur, dreist-holl, ma vo aesoc'h kompren an destenn.

 

Ne ouzomp ket mat perak en doa Jakez Ar C'hann kemeret ar boan-se da skrivań an destenn-mań. Hag e brezhoneg, daoust maz eus arroudoł 'zo en destenn a ro da grediń e voe distaget e brezegenn e galleg gant Charles Callec. N'eo ket sur eta e vefe diuntuek danevell ar brezegenn rak ne ouzomp netra diwar ar Charles Callec-se, a seblant mont pell ganti pa damall d'ar c'hure "reunionioł en Iliz diouzh an noz gantań hag ar merc’hed yaouank" ! Bezet pe vezet hon eus amań un testeni bev-buhezek diwar-benn ar brezel a rene e Breizh-Izel etre an daou vrezel-bed, etre kostezenn an Iliz hag ar gostezenn all, laikour (darvoud monumant ar re varv, ar c'hevezerezh Parrez-komun gant istor gwerzh gwez sant Yann..), a bellae diouzh ar yezh (ar galleg a oa yezh an a-raokaat), c'hoant ganto digreskiń levezon an Iliz war an dud (skol bublik, dansoł...)


 


Ar Fouilhez hag an enezennadoł romanek e Breizh-Izel.

 


Atav ez eus tud oc'h haeriń ez eus bet enezennadoł a yezh romanek o deus dalc'het e-pad pell e Breizh-Izel ouzh brezhonekadur an Arvorig goude donedigezh an enbroidi vrezhon o tont eus Breizh-Veur adal ar pempvet kantved, hag evit se en em ziazezont war al lec'hanvadurezh evit henn displegań, en ur lavarout, da skouer : "Anvioł-lec'h evel "Redene", "Sine" (Bro-Wened) pe "Taole" (Bro-Leon) o deus bet un emdroadur romanek, ha tamm ebet brezhonek". Meneget e vez alies ul lec'hanv all, ken arouezius, eus "La Feuillée" e fell din komz, ur gumun eus ar Menezioł Arrez, maz eo lec'hiet ar vourc'h anezhi war un uhelenn, pezh na zegas ket da sońj eus ul lec'h a vije bet goloet-tre a wez deliaouek, tost m'emań ouzh Roc'h Tredudon   ha Roc'h Trevezel emen ne gresk nemet brug ha lann.

 

An aters hon eus c'hoant da ober pa weler ar banell- hentań war dreuzoł ar vourc'h - d'an nebeutań am eus bet ar wech maz on bet d'ar vourc'h-se gant va gwreg ha va zud-kaer da weladenniń kendirvi -, a zo evel-just : perak un anv ken gallek evit envel ur vourc'h e kreiz ur vro vrezhoneger ? Abaoe ur pennad ez eus memestra un eil panell dindan an hini gentań a zoug an tebet anv eus ar vourc'h e brezhoneg, da lavarout eo "Ar Fouilhez", met gwelout a reer a-walc'h - d'an nebeutań e sońjan-me evel-se - n'eo nemet un azasadur e brezhoneg eus an anv "La Feuillée", evel hon eus "An Oriant" evit klask brezhonekaat an anv gallek "Lorient".

 

Evit sklaeraat ar c'hevrin ez eo dav marteze mont war giz en Istor. En orin "La Feuillée" ez eus bet ur Gomanderezh Templourion, ha mard emań ar vourc'h war un uhelenn ez eo, moarvat, dre ma tibabas an Demplourion, menec'h-marc'heion, en em staliań war un uhelenn noazh a-walc'h evit gellout evezhiań gwelloc'h an trowardroioł.

N'eus ket pell e oan en ul levrdi e Kastell-Paol gant va mab a zo o chom e Rozkov, hag aze em eus kavet levr Guillotin de Corson : "Les Templiers en Bretagne" adembannet gant Coop Breizh eus Spezed. E pennad kentań al levr e komz an oberour, dres, eus Komanderezh ar Fouilhez hag eus he diazezadur e 1160. Un diell sinet gant Konan IV, dug Breizh, o reiń koumanantoł ar Fouilhez d'an Demplourion a zo test eus an donezon-se, ha war an diell-se e weler an anv a zouge al lec'h e 1160.

Tra iskis, "An Folled" e oa an anv-se, hag an addispleg a ra Guillotin de Corson a zo da lavarout e vefe "An Folled" un distummadur eus "La Feuillée". Iskis eo an doare-se da welout emdroadur an anvioł-lec'h, rak a-feur maz a an amzer e-biou eo e vez distummet an anvioł, kentoc'h, ha tamm ebet en tu gin.

 

Evit talvoudegezh "An Folled" e 1160, n'eus kudenn ebet d'am sońj, hiziv an deiz e vefe "Ar Folled", da lavarout eo liester "Ar Foll", na mui na maes. Perak an anvadur-se ? N'ouzon dare ! Met, n'emań ket an dalc'h amań. En enep e c'heller tebiń[16] ne voe ket plijet an Demplourion - o deus bet seulabred ur brud un tamm sulfurek peget ouzh o c'hein gant an dud -, d'en em staliań en ul lec'h anvet "An Folled", hag o dije kemmet an anv-se. A-hend-all, ne oa ket an Demplourion dre ret Breizhiz vrezhonegerion an holl anezho, ha zoken tamm ebet breizhat, dreist-holl e-touez ar pennoł Komanderezh. Evel-se, e c'hell bezań bet buan galleg an amzer-se yezh voutin ar gumuniezh demplourion. Bez' e kaver an anv skrivet "Folleia"[17] e 1255, met en ur skrid latinek e tle bezań ; en enep, adal 1306 ez eo gallekaet ar ger-mell "An" gant "La", neuze hon eus "La Foillée","La Folloe", goude "La Foulliee" e 1316, "La Foullee" en 1384, "La Feillee" e 1536, hag all...

 

A-benn ar fin, e c'heller darbenn hon eus bet aze un enezennad romaneger en un takad brezhoneger, hogen stummet nevez a-walc'h, rak a-c'houde 1160 - deiziad diell Konan IV - ha neket un enezennad romanek, kozh-tre, eus amzer ar maread galian-ha-roman. A-du ez on gant pezh a lavar Alan J. Raude en e levr "L'origine des Bretons armoricains", Dalc'homp-Sońj 1996, pajenn 163, a-zivout an anv-lec'h "La Feuillée" : « "Fouilhez" ne peut venir de "foliada" en évolution locale; c'est certainement une importation du 12čme sičcle, sans doute par les Templiers […] En zone bretonnante, une forme romane de type "oļl" ne peut źtre imposée que de l'extérieur ».

A-du a-walc'h e vefen gantań neuze, hogen evit "La Feuillée"[18] ne vije ket bet tre un enporzhiadur hogen kentoc'h distummadur hag amsavidigezh[19] gerioł brezhonek sklaer a-walc'h, "An Folled", gant ur gumuniezh relijiel-ha-brezelour, ma oa ar galleg he yezh velestradurel, en ur c'hourlakaat un anvad na oa ket re disheńvel ent soniadourel avat evit ober degemer ar c'hoari sigotań, evel maz eo bet gallekaet lec'hanvioł evel "Roc'h-Morvan" e "Roche-Maurice" da skouer. A-benn ar fin, ne gredan ket e vefe "Ar Fouilhez" un emdroadur eus "An Folled", hogen ur brezhonekadur eus an anvad gallek "La Feuillée" a vije bet amsavet outań.

 

Yann MIKAEL

.



Keleier  a bep seurt



Oferenn Lun Fask an Aotrou Perrot 2007

Gant aotre person-kanton an Uhelgoad,  da deir eur abardaez, e oa bet lidet an Oferenn evit eńvor an Aotrou Perrot abostol Feiz ha Breizh e kichenik e vez e tal chapel Koad Kev Skrigneg.

Daou veleg a oa oc'h oferenniń, an aotrouion Blanchard ha Derrien, ha 32 fidel o kemer perzh. E brezhoneg e voe lidet, gant ur ger gallek bennak e-kerzh ar brezegenn. Goude an Oferenn ez eus bet divizet e vo dalc'het gant an doare-se da ober : lidań en deiz-se, er-maez eus kiriegezh ur strollad politikel, un oferenn (pe gousperoł ma ne vije beleg ebet evit dont), war-dro teir eur abardaez e chapel Koad Kev. Kest an oferenn a zo bet roet da barrez Skrigneg.

 

E.A.T. e Kastell Duged Breizh

Dre Internet an hini eo e oa bet kinniget un emgav e Kastell Duged Breizh gant E.A.T. Brezhoneg leizh hor genaouioł hon eus graet ur weladenn d'ar C'hastell nevez adkempennet. Un digarez plijus-tre eo bet an emgav-se daoust pegen nebeut a dud a oa deuet : 8. Daoust pegen diaes eo mont kuit eus ar gźr ha foetań hent da gejań an eil gant ar re all ez eo hollbouezus evit buhez an Emsav : se a lavare dija Roparz Hemon daou ugent vloaz 'zo.

 

E.A.T. e Dirinonn

Dre internet bepred e oa bet lakaet un emgav e Dirinonn d'ar sadorn 30 a viz Mezheven, da vale war roudoł santez Nonn ha sant divi er barrez-se. Un devezh plijus ha didorr.

 

A-berzh "Mignoned Feiz ha Breizh"

D'ar sadorn 9 a viz Mezheven ez eus bet  dalc'het un Devezh Studi ha Pediń e Presbital Kozh Brelevenez e Lannuon. Graet en deus berzh an devezh-se peogwir eo bet bodet ur pemp warn-ugent bennak a dud evit an emvod-se, an hini kentań dalc'het abaoe pellik amzer, abaoe ma veze aozet devezhiadoł preder ha pediń gant Kristenion Breizh. Met adkregiń a reomp gant an hevelep hent, war an hevelep roudoł, o tennań hor mad eus kement tra a zo bet savet araozomp, lakaomp, Maodez Glandour. Aotrou Klerg, Gwilherm Dubourg, Armańs ar C'halvez, Youenn Olier, Jil Ewan, ha reoł all, c'hoazh, Doue d'o fardono holl.

Neuze hon eus bet pemp prezegenn en devezh-se, div diouzh ar beure gant Fańch Kerrain, "Ha Doue a zo anezhań ?" ha Yann Talbot "Ha Jezuz Krist a zo Doue ?" ha war-lerc'h an oferenn er salig-pediń (hini Gabriela ar Yeoded, a oa aet da birc'hirinań da Jeruzalem, en XIXvet kantved ha marvet eno), hag ar pred kreisteiz kemeret ganimp e ti "Mari C'hlazioł", tro-dro d'ar presbital, el liorzh, dindan un heol tomm berv, hon eus adkroget gant hor c'haozeadennoł. hini an Tad Olier Riaudel, dominikan, diwar-benn "Hag ar Spered Santel a zo Doue ?", war-lerc'h-se hini an Tad Remi Cheno, dominikan eus Roazhon ivez, diwar-benn "Hag an iliz a zo a-berzh Doue ?", hag hon eus echuet gant hini Benead, eus Tiegezh Santez Anna, Roudoualleg "Ha trec'h e vimp war ar marv?".

Breutaet hon eus war an holl zanvezioł-se hag a zo diazez ar feiz kristen. Ha plijet eo bet an holl berzhidi o c'hellout kendivizout hag eskemm o sonjoł diwar-benn ar feiz kristen er bed a-vremań.

Setu perak ez eus bet divizet adkregiń gant an taol-esa-se hag a zo bet frouezhus.

 

Un eil emvod a vo aozet e Brelevenez, er presbital, d'ar Sadorn 13 a viz Here. Merkit endeo an deizad-se war ho teiziataer.

An danvez a c'hellfe bezań : "Penaos bezań kristen e Breizh er mare-mań ?"

 

Kaoz a zo ivez da aozań e-pad vakansoł bras an hańv e 2008 ur c'hamp katekiz e brezhoneg a badfe ur sizhunvezh, evit ar vugale etre 7 ha 13 vloaz.

 

Notenn gant Tepod Gwilhmod : Diwar lenn kemenn Yann Talbod ez eus tu da grediń e vefe aet da get "Kristenion Breizh", evel maz eo aet da get "Studi hag Ober". Bev bepred eo "Kristenion Breizh", daoust pegen izel eo niver hec'h izili, ha deuet kozh an darn vrasań anezho. E 1993 e oa chomet a-sav ar bodadegoł miziek evit aesaat he c'hresk d'ur gumuniezh diwanet e-touez hec'h izili yaouankań,  "Tiegezh Santez Anna", ur gumuniezh a droc'has e 2001 gant he madoberour ha gwarezour dirak an eskob : kadoriad "Kristenion Breizh" ha person Kistinid, Marsel Blanchard, en doa roet bod dezho en e barrez. Abaoe  n'eus ket bet tu da adlańsań betek-henn an "Devezhioł-Studi", a zo bet "Imbourc'h" ur frouezh anezho evit un darn vras, betek 1993. Chomet eo "Kristenion Breizh" ur vreuriezh a bedenn 'hepken' hiziv an deiz. Ret eo notań ivez ne oa ket ar studi ar pep pouezusań e "Devezhioł studi miziek Kristenion Breizh" : ar bedenn an hini e oa. Gwelout a reer ez eo disheńvel un tamm raktres obererezh "Mignoned Feiz ha Breizh" eta, a seblant reiń ar pennpouez d'ar studi.

 

Diwar-benn ar c'hamp c'hatekiz moarvat e vefe furoc'h ober ur c'hamp evel ma ra paotred an Aotrou Lefebvre : ur c'hamp en un domani prevez, hag ar vugale ambrouget gant o zud. Ur seurt KEAV en amzer ma oa kristen dre vras eta, a-raok ma ne voe mui ha ma voe neuze diazezet kampoł bloaziek "Kristenion Breizh" hag "Emglev An Tiegezhioł" e Ti-Parrez Kistinid e dibenn ar bloavezhioł 70 betek dibenn ar bloavezhioł 80.

 

D'an 23 a viz Mezheven e oa bet urzhiet beleg Gwilhom Ar Floc'h evit eskopti An Naoned, desket brezhoneg gantań madik a-walc'h. Darempredet an deus Oaled Sant Erwan Brest. Buhez hir d'ar beleg nevez eta, ha bennozh da Zoue ! Skrivań dezhań a c'heller ober, ha kinnig oferennoł da skouer e Presbital Orvez (4 pl. Eglise 44700 Orvez). Anvet eo da gure e Kastell Briant, parrez ar Groaz Santel (Sainte-Croix).

 

Anjela Duval ha Kerizinenn (Errata)

En niv. 50 em boa graet anv eus gweladenn Anjela Duval hag Ivona Martin e Kerizinenn. Ivet An Dred eus Lannuon a skriv da lavarout "ne dec'he morse Anjela eus Traoń an dour". Moarvat on bet faziet eta : ra vezin digarezet. Lavarout a ra ouzhpenn hol lennerez "Unan all bet o welet J.L. Ramonet e oa Maria Prat e karr boutin gant tud all eus Treger". Trugarez dezhi evit ar resisadurioł-mań. Yann Maneguen.

 


 


Mererezh

12 € eo ar skodenn emezellań da EAT, a ro ar gwir da resev Kannadig Imbourc'h. Talet e vez e penn-kentań ar bloaz (pemp kasadenn da vihanań). Ar chekenn a zo da gas war anv EAT pe Imbourc'h da : E.A.T., c/o Yann MIKAEL 12 straed René Giraud 44130 BLAEN - Roll an niverennoł pe oberennoł n'int ket c'hoazh diviet a c'heller kaout o skrivań pe war : http://kannadig.chez-alice.fr/ .

Skridaozerezh

Ar pennadoł a zo da gas da : jean-mariemichel@neuf.fr , pe dre ar Post da rener Kannadig Imbourc’h : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 BLAEN.  Ar pennadoł ne engouestlont nemet ar re o deus skrivet anezho. Moulet ez-prevez gant an embanner :  Emglev an Tiegezhioł. Kergreven - 29800 Trelevenez - ISSN : 1144 357X



[1] Arabat kemmeskań anvadoł ar re a zo penn ar broioł emren Kembre, Skos hag Iwerzhon an Norzh, First Minister (Priomh Mhinisteraer e skoseg) anezho, hag an hini a zo e penn ar Rouantelezh-Unanet, Prime Minister anezhań, eleze an Tevezeg.

[2] an toleadoł a-du gant ur stad skosat n'int ket ar re e-lec'h ma vez komzet ar muiań gouezeleg Bro-Skos (Notenn gant ar galaouenn).

[3] Yuzh (benel) : strobad strolladoł politikel lakaet a-gevret evit amparań ur gouarnamant.

[4] drouktangwall : attentat ą l'incendie

[5] divlank : na chom blank ebet gantań

[6] Betinho : lezanv Herbert da Souza, stourmer brudet evit gwirioł-mab-den e Brazil.

[7] Poelloniezh : logique.

[8] Pennsturiezh : philosophie, conception de q.q. chose fondée sur des principes

[9] bloc'heiladel : stéréotype.

[10] Nuńvrenkidigezh : canonisation.

[11] Kanterbediń : intercéder ; erbediń : recommander.

[12] Graouerezh : business, affaires.

[13] Penndodenn : thčme principal.

[14] Evel ma reas Jonas e Niniva

[15] Finvezoniezh : eschatologie.

[16] Tebiń : supposer, supputer.

[17] Hervez "Corpus" Diazezoł studi istorel an anvioł- parrez, gant Erwan Vallerie, An Here, 1995.

[18] Da notań, un anv brezhonek rik a zo gant pep kźriadenn eus ar gumun (d'an nebeutań hervez bloazlevr ar pellgomz).

[19] Amsavidigezh : substitution.