“KANNADIG ’ IMBOURC'H

 

Kelaouenn  E.A.T.         Priz : 2 €         Niverenn 48         Du - Kerzu 2006

 


Broadelouriezh ha "Broadelouriezh"

 


N'eus ket pellzo, edomp  o vreutaat etre mignoned pa voe arveret ar ger "broadelouriezh" gant unan ac'hanomp en e gomzoł,  ha setu eńv o resisaat kerkent : "broadelouriezh" er ster brezhonek ha neket "broadelouriezh" e ster gallek ar ger. Evel-se e stader ez eus gerioł ha n'o deus ket sterioł heńvel en holl yezhoł, daoust dezho bezań kevyezhet mat, pezh a ra e vez o arver amjestr a-wechoł.

Bez' e ouzer, da skouer, ez eo disheńvel ster ar ger "liberal" e saozneg diouzh hini an hevelep ger e galleg ; bez' e c'hell ivez ur ger hepken en ur yezh goleiń meur a dermenadur, kar met disheńvel memestra, pa vez meur a c'her arbennik-mat en ur yezh all evit spisaat pep lankad un ober pe un disoc'h anezhań, da skouer implijout a c'heller e brezhoneg ar gerioł : krouadelezh, krouadenn, krouerezh, krouidigezh, evit envel traoł spesadek-mat, pa ne vez arveret e galleg nemet ar ger   "création" evit an holl, hogen eus an dra-se n'eo ket penn da benn pezh a fell din displegań.

E gwirionez e vefe anv amań kentoc'h eus kemmadur pennskouer ur ger gant ar C'hallaoued, hag a vez heuliet siwazh a-wechoł - evit chom hep lavarout alies - gant ar Vrezhoned, levezonet maz omp bepred gant sevenadur Bro-C'hall gourlakaet warnomp.

Da skouer, er gelaouenn vrezhonek Ya !, niv. 52 eus miz Mezheven 2006, e krog Patrick Malrieu, kadoriad Kuzul Sevenadurel Breizh, en e bennad "Manifestiń evit divizout e Breizh", gant ar frazennoł-mań : "Broadelouriezh ha kreizennadur jakobin a zo breur ha c'hoar e Bro-C'hall ! Ha pennkaoz eo an div vosenn-mań d'ar gudennoł a-fet yezh ha sevenadur Breizh". En diwezh, hervez aozer ar pennad, e vefe ar "vroadelouriezh" ur vosenn, hag ur Brezhon oc'h en em ziskleriań "broadelour" a c'hellfe en em santout diaezet un tammig ha gwisket-mat evit ar goańvezh, evel ma lavarer. Ar gudenn amań a zo, e gwirionez, ur ger brezhonek implijet gant ster gall ur ger gallek, azasaet da dro-spered ar C'hallaoued, a vez bepred oc'h envel "saoz" kement tra a c'hellfe bezań kembreat pe skosat, - iwerzhonat zoken -, hogen, en un doare diac'hinadek a-walc'h n'o deus ket diegi da c'hoari mell en ur gevezadeg anvet "Stourmadeg ar c'hwec'h broad" e-lec'h kenkoulz Kembreiz ha Skosiz a vez sellet outo evel oc'h amparań broadoł.

Ar ger reizh en dije ranket implijout P. Malrieu aze, a vije bet "impalaouriezh[1]", rak, penaos envel en un doare all an trinerezh[2] a reer gouzańv da boblańsoł arallouenn tiriegezhioł aloubet pa zistrujer o yezh, o sevenadur evit erlec'hiań outo ur yezh all, ur sevenadur all, pe gant gerioł all : ouzh o arallekaat penn da benn.

Evit klask meizań gwelloc'h an traoł e c'heller eilpennań ar saviadoł. Kemeromp degont ur Vreizh oc'h en em zieubiń klok hag oc'h en em advrezhonekaat penn-da-benn : bez' e c'hellfed lavarout e vefe kement-mań fed ur vroadelouriezh vrezhon a c'hellfed zoken doareań "broadelouriezh arloupet pe varrdouget[3]" evit ober plijadur da lod pismigerion ; hogen, mar teufe ar c'hoant d'ar Vrezhoned-se, da c'houde, mont da aloubiń provińsoł gall amezek da skouer ar Maine pe an Anjou, - dre vras pezh o deus graet ar C'hallaoued o lakaat o c'hrabanoł war Vreizh setu tost da bemp kantved - e c'hellfed lavarout emaint o tont da vezań impalaourion d'o zro, hogen, war ar marc'had, ur wech aloubet an div brovińs c'hall-se, mar en em lakafe an hevelep Brezhoned-se da vennout diwriziennań ar galleg a gomz o annezidi, hag e-lec'h ar yezh-se e redifent anezho da gomz brezhoneg, amań sur-mat e c'hellfed komz eus "impalaouriezh", hogen, e doare ebet eus "broadelouriezh", rak er-maez eus o broad e vefent.

Ac'hanta ! Setu dres pezh o deus graet hag emań c'hoazh oc'h ober ar C'hallaoued d'ar Vrezhoned ha da re all evel da Elzasiz pe da Euskariz, ha se n'eo tamm ebet "broadelouriezh" hogen, brav ha kaer, "impalaouriezh" a c'hellfed doareań zoken gant "arloupet","barrdouget", rak bez' ez eus bet impalaeriezhoł evel hini ar re Hasbourg da skouer, hag o deus bet muioc'h a zamant ouzh o broadelezhioł eget n'he deus bet biskoazh ar Republik c'hall a felle dezhi dreist pep tra ober Gallaoued skouer, peurvat, eus kement hinienn ar pobloł he doa mestroniet : dibourc'hań kement den eus ar pobloł-se eus pezh a ra e hennadelezh, e natur gwirion roet dezhań gant Doue, ha gwiskań warnań da c'houde un hennadelezh all estren a-grenn dezhań ; diaes eo goude-se komz evel pa vefe an dra-se "broadelouriezh".

 

Petra eo ar vroadelouriezh ?

 

Mar tigoromp geriadur an Here e lennomp da heul ar ger "broadelouriezh" : 1. karantez virvidik evit ar vro hag ar vroad ; 2. kelennadurezh a embann ar vroad evel ur mad dreist da zifenn, da greńvaat, da adsevel, h.a. Hervez an termenadur-se ez eo diaes envel an dra-se ur "vosenn".

Digoromp bremań ur geriadur gallek : Petit Larousse da skouer, hag e kavomp da heul ar ger "impérialisme" : politique d'expension d'un État , visant ą mettre d'autres États sous sa dépendance politique, économique, culturelle, militaire, etc... Sklaer-tre e welomp kerkent ez eo ar ger "impalaouriezh" a zere evit envel emzalc'h Bro-C'hall e-keńver Breizh e meur a c'hennad, ha da gentań-penn e hini ar sevenadur, ar yezh enta.

Gouzout a ran ez eus tud o deus aon rak arver ar ger  "broadelouriezh", ha dres, en abeg, marteze, d'ar c'hammster en deus kemeret e galleg, pa vez mesket bepred gant ar C'hallaoued ar gerioł "broad" ha "riez", hag er par-se an aozadur teskanvet U.N.O. e saozneg hag O.N.U. e galleg, a zo un anvadur kamm, rak an "N" a zo evit "Nations", hag un toullad mat eus izili an aozadur-se n'int ket "broadoł" ; ar ger "stad" a zerefe gwelloc'h, hogen e brezhoneg, "riez" a vefe ar ger reizh. Peogwir emaon ganti, e c'hellfen menegiń ar pab Yann-Baol II zoken, diaezet, d'am sońj, gant ar gerioł-se, pa zistagas e brezegenn[4] da geńver 50vet pennbloaz an aozadur-se, en e sez e New York d'ar 5 a viz Here 1995. En e rann brezegenn istalbennet "Gwirioł ar Broadoł" e lavar traoł brav ha reizh evel pa tegoun ez eus bet mouezhiet e 1948 "Diskleriadur Hollvedel Gwirioł an Den", hogen, keuziań a ra n'eus ket bet c'hoazh un hevelep emglev evit "Gwirioł ar Broadoł". O venegiń ar "brezel yen" e komz eus ar broioł baltek : Lituania, Letonia, Estonia, ma voe torret o gwirioł gant an Unaniezh Soviedel dre o lonkań didruez, ha ne c'heller ket chom hep sońjal e oa pep hini eus ar broioł-se a vent hag a donkad par da Vreizh, pep kenfeur en e reizh[5], evel-just.

 

Er rann brezegenn "Doujańs evit an Disheńvelderioł" e lavar ivez traoł brav ha reizh a ya war-eeun da galon ar Vrezhoned : "Ober evel pa ne vije ket disheńvelderioł paz eus anezho - pe, gwashoc'h c'hoazh, klask o lemel kuit -, a zo en em lakaat e stad da chom hep gellout kompren petra eo an den e gwirionez. Bez' ez eo ar wirionez diwar-benn an den merk-barn digemmadus ar sevenadurioł ; pep sevenadur en deus un dra bennak da gelenn diwar-benn arvez pe arvez eus ar wirionez lieselfennek-se. Setu perak e c'hell an disheńvelder, kavet ken begozhus gant lod[6], dont da vezań, war-bouez ur c'hendiviz doujus, mammenn ur veizidigezh donoc'h eus kevrin ar vuhez-den.".

 

Er rannbennad[7] da heul avat, e weler anezhań, diaezet un tamm, oc'h abegiń war ar vroadelouriezh, hag aze ne weler ket dik eus petore broadelouriezh e komz, rak, outi ez eneb ar vrogarantez, a vefe dereatoc'h evitań, hogen, branelloł a laka d'ar vrogarantez-se ouzh he doareań da "wirion", keit ha ma vez o tuań ar vroadelouriezh ouzh he doareań da "arloupet" ; evel-se, anat, e vez graet buan an dibab ; etre ur vrogarantez wirion hag ur vroadelouriezh arloupet e vez choazet gant an dud an hini gentań. Hogen, mar befe eilpennet an anvioł-gwan doareań : etre ur vroadelouriezh "wirion" hag ur vrogarantez "arloupet" pe hini a vefe dibabet ? Rak, pa vez anv a v"brogarourion", o deus anavezet ar Vrezhoned re an Dispac'h gall, hag ar re-se n'o deus ket lezet dezho eńvoradoł plijadurus hepken, met, ret eo merkań ez implij ar Vrezhoned evit envel an dud-se ar ger "patrioted" hepken, hep treiń anezhań gant "brogarourion", o lezel evel-se an arster un tammig dismegus evito, a ya gant ar ger-se.

 

Evidon, ha kalz Brezhoned all spi am eus,  ez eo eeun a-walc'h keal ar vroadelouriezh : ur bobl disheńvel, gant ur yezh disheńvel, war un douar disheńvel hag a zo he bro abaoe pemzek pe c'hwezek kantved, a zo ur vroad hag he deus ar gwir d'en em ren hervez e lezennoł dezhi, hag an dra-se a zo, ken eeun ha tra, lezenn Doue a-benn ar fin. Evit tud zo, luzierezh ar yezhoł e Babel a vije bet ur mallozh evit an denelezh pa voe e gwirionez mennantez Doue evit ma vefe trevadennet an douar a-bezh ganto ; "frouezhit, liesait, ha leugnit an douar", en doa lavaret an Aotrou Doue da Noah ha d'e vibion goude al lińvadenn-veur, ha setu perak ez eus pobloł disheńvel, dezho broioł disheńvel ha yezhoł disheńvel. Pa brederier un disterań, ha ma weler ar C'hallaoued o vennout skignań ar galleg en Afrika da skouer - tra heńvel a zo bet graet gant ar Saozon, forzh penaos, ha bremań gant an Amerikaned - ha lorc'h a zo enno gant an dra-se, da skouer gant o abadennoł skinwel skignet dre ar bed a-bezh dre al loarelloł hag adtapet gant an dud dre o farabolennoł, e vez distrujet yezhoł afrikat gant ar galleg, hag ivez Afrikiz evel Afrikiz; dalc'het em eus sońj eus un Afrikad du, dazaterset gant ur c'helaouenner o c'houlenn outań perak e felle dezhań mont da Vro-C'hall hag hemań da respont : « Komz a ran galleg, neuze me zo ur Gall, hag ar gwir em eus da vont da Vro-C'hall ». Gant ar yezhoł tebet bezań bras e c'hoarvez ur seurt Babel war an tu gin, an dud en em dolp dre ma komzont an hevelep yezh hag an dra-se a c'hellfe displegań, evit un darn, perak e fell da Afrikiz diniver dont da Vro-C'hall ; mar o defe miret o yezh hag o defe un tamm lorc'h eus ar yezh-se hag eus o bro, e fellfe dezho chom en o bro evit he diorren ha sevel o ziegezh enni gant un emskiant a vroad, e-lec'h dont d'en em verniań er bannlevioł kźrioł bras Europa emen e vezont diwriziennet forzh penaos, ha dismeget en diwezh.

Tu zo d'en em c'houlenn ha n'eo ket an hevelep anadenn a zo c'hoarvezet, en un doare bennak, gant ar Vrezhoned. Lakaet eo bet ar galleg warno dre an nerzh da gentań, met, goude-se, ez eo bet int o-unan hag a zileze ar brezhoneg, mezhekaet, o kemer ar galleg dreistelaet[8] evit mont aesoc'h da Bariz da labourat hag enframmań en un tebet kevredigezh sellet evel dreist d'o hini gant kalz. Mar o dije miret o brezhoneg e vijent chomet er vro, hag o dije kavet diskoulmoł drezo o-unan evit reiń labour d'an holl ha diorren ar vro.

 

Digant un toullad tud, ha politikerion da gentań-penn, hon eus klevet nouspet gwech ar sorbienn-mań : « Ar vroadelouriezh a gas d'ar brezel » ; gwir eo evit ar fals "broadelouriezh", giz Bro-C'hall, da lavarout eo an "impalaouriezh", pa fell d'ur vro, d'ur stad, skrapań un tamm eus tiriegezh ar vro amezek, evit brasaat hec'h hini hag astenn he levezon er bed pe en ur rannved e keńver stadoł all, impalaourel evelti. Hogen, gant ur stad vroadel, da lavarout eo enni ur vroad hepken, eleze unkenelek[9], ha mennet da chom broadel hepken n'eus brezel ebet da zoujań diganti, rak pa asant d'ar brezel ez eo hepken evit en em zifenn ouzh un alouber, pe en em zieubiń dioutań.

Evit ma ne vefe mui a vrezelioł, n'eo ket ar rekipeoł a ra diouer dre ar bed, hogen unan a vez gourbannet muioc'h eget ar re all : ur gouarnamant hepken evit ar bed a-bezh, hag e weler politikerion zo, o silań tamm ha tamm komzoł a-zivout se e kerzh kejadennoł etrevroadel, kuzuliet evel-just gant tud all a chom el leurenn a-dreńv hag a zo, e gwirionez, ar gwir divizerion. Ar vulgum pecus a lavar, gant e furnez pobl : bez' e c'hoarvezo an dra-se pa vo bloavezh an erc'h du, ken dic'hallus eo evito ma vefe un deiz tud ha pobloł o komz a unvouezh a-zivout ur gudenn ken tonkus. Koulskoude, a feur ma sant ar vistri disgwel er skeud, e ra o mennozhioł kuzh o hent er c'hedveno, e risklont da ziskuliań o mennadoł gwirion. Da skouer, David Rockfeller, kadoriad ar Chase Manhattan Bank, ar CFR, an Trilaterale, en deus diskleriet da geńver dalc'h ar Bilderberg group e 1991 e Baden-Baden : Trugarekaat a reomp ar Washington Post, an New-York Times, Time Magazine hag an embannadurioł bras all o deus ar renerion anezho arvestet ouzh hor bodadegoł ha doujet d'o gouestl a rinidikted[10] e-pad daou ugent vloaz d'an nebeutań. Dic'hallus e vije bet evidomp diorren hor plas hollvedel mar bijemp bet e dalc'h ur bruderezh bennak e-pad ar bloavezhioł-se. Hogen, gourijinekaetoc'h[11] eo ar bed a hiziv e gwirionez, ha prientet eo da gerzhout etrezek ur gouarnamant hollvedel. Gwelloc'h eo gourbeliegezh[12] dreistbroadel  ur vegenn kefredel ha bankerion hollvedel eget an divizadennoł broadel ma veze pledet ganto abaoe kantvedoł. Mammenn :

 http://www.themoneymasters.com/article.htm

 

A-raok D. Rockefeller, ur banker all, James Paul Warburg, melestrour ar bank Kuhn and Loeb, "kellider"[13] an dispac'h rusian, ezel eus ar CFR hag ar Bilderberg group, a zisklerias dirak ar Sened amerikan d'ar 17 C'hwevrer 1953 : « Bez' hor bo ur gouarnamant hollvedel, pe e plij deomp pe ne blij ket. An dalc'h nemetań a zo : gouzout ha krouet e vo dre aloubidigezh pe dre genvoz[14] ».

Ar frazenn eeun-se  a daol ur banne sklerijenn skrijus a-walc'h war an doare a c'hellfe bezań arveret evit rediań ar vulgum pecus da asantiń d'ur gouarnamant hollvedel, pa vez kendrec'het an dud, a-hend-all, ez eo un dra dic'hallus bezań holl kenali war ar poent-se, evel ma verken uheloc'h. Hogen, arabat krediń n'eo ket bet implijet endeo  hevelep rediezh evit kas war-raok ar "schmilblick". Da skouer, evit kendrec'hiń ar bobl amerikan da asantiń kemer perzh er brezel-bed kentań ez eus bet graet ma vije goueledet ar mordreizher Lusitania, kalz Amerikaned war e bourzh ; evit an eil brezel-bed ez eus bet tagadenn Pearl Harbor, un traped antellet gant F.D Roosevelt[15] hag e genwallerion hag e vistri - ar vargodennerion er skeud -, evit ma vije bet ar Japaniz ar re gentań da dagań, dirak ar c'hedveno etrevroadel evel-just. Goude-se, daou zevezh a-raok da F.D. Roosevelt mont da gendael Yalta - eus ar 4 d'an 11 C'hwevrer 1945 - da gejań gant Stalin ha Churchill evit rannidigezh ar bed etrezo, ha seizh miz a-raok kodianidigezh[16] ar Japan, e tegemeras an arlevier amerikan ur eńvordeul digant ar jeneral Mac Arthur o terc'hel un dihell, nann kefridiel, hogen o tont eus ur vammenn aotreet, ma rae ar Japaniz enni kinnigoł a beoc'h, gant gerioł heńvel rik ouzh ar re a lakaas un termen d'ar brezel etre Amerikiz ha Japaniz. Roosevelt a daolas an dihell-se a gostez en ur ouzhpennań gant fae : « Hor gwellań jeneral eo Mac Arthur hogen ur gwall zister a bolitiker[17] ».

Milieroł a vuhezioł soudarded ha trevourion a vije bet arboellet mar bije bet asantet kerkent ar c'hinnigoł a beoc'h-se, evel ar re kouezhet en emgann Okinawa etre ar 4 Ebrel hag an 21 Mezheven 1945  (15900 Amerikan lazhet + 64000 gloazet ; 110000 soudard japanat lazhet + 100000 trevour ; mammenn Wikipedia) , hogen, a-raok e oa ret arnodiń ez-vev ar vombezenn atomel e Hiroshima ha Nagasaki, ar c'hevanloskadoł derc'hanel (75000 + 75000 den marv) ; goude ne vije ket bet tu evel-just, e-pad ar brezel e oa un digarez kavet a-ratozh-kaer.

 

Tamm ha tamm koulskoude e tarzh ar wirionez, hogen, un hanter kantved goude, pa vez marv an atebeion, ha c'hoazh e vez tavet peurliesań gant ar meziennoł bras war enklaskoł an istorourion kalonek-se a ya a-enep da red an dour, dre an abeg ma vez, dres, perc'hennet ar meziennoł bras-se gant an hevelep bankerion etrevroadel-se emań o c'h"galloud kuzh" mennet d'hor c'has d'ur gouarnamant hollvedel. Ur "galloud kuzh" hag a oa, hep arvar ebet, an dorn disgwel a iriennas endeo an Dispac'h Gall, ha kalz dispac'hoł all dre ar bed da c'houde. Neuze jakobinouriezh hag hollvedelouriezh a c'hell bezań anvet "c'hoarezed" er c'hoari-mań, hag o div ar wir vosenn a gomz Patrick Malrieu ha neket ar vroadelouriezh, rak, awenet ez int gant an hevelep skarenn enepkristen: ar frankvasonerezh. Hag aze ez adkavomp Babel, ar Babel kent, ar "galloud kuzh" deuet da vezań ar "gouarnamant hollvedel" a c'hellfe dioueriń Doue hollc'halloudek, bezań Doue e-unan. Hogen petore doue e vefe ? An den o varmouzań Doue.

 

Un tu a zo memestra da vezań titouret war pezh a c'hoarvez e gwirionez er bed, pe d'an nebeutań da dostaat ouzh ar wirionez -  ar wirionez[18] ken doujet gant ar re a vev er skeud ; ar genroued (Internet) eo an tu-se, gwiad-kevnid ar stlenn. Evel teod Aezopez e c'hell bezań ar gwellań hag ar gwashań tra war un dro ; ar gwashań dre ma vez skignet drezi traoł lous, divalav, feuls  (gadaleztaol, bugeloriadezh, sponterezh, c'hoarioł diaoulek), ar gwellań dre ma vez kavet buan drezi titouroł a vefe diaes o c'havout e-lec'h all, er c'helaouennoł bras da skouer, kemplegour dre natur, dre ma vezont dindan gazel-gae galloudezhioł an arc'hant. Gant ar genroued e c'hellit kaout ac'haez ouzh meur a gelaouenn vihan e yezhoł leiavekaet[19] evel Kannadig Imbourc'h da skouer, ha na vije ket bet tu da gaout en un doare all ken aes, hogen ivez, ez eus tu da c'houzout hiroc'h war oberoł skrivagnerion o deus diskuliet iriennoł an hollvedelourion, ar "galloud kuzh", evel Antony Sutton, Gary Allen, Benjamin H. Freedman hag all... pe dizoleiń gevier bras an istor gant Robert Stinnet (menneget uheloc'h), James Rusbridger & Eric Nave ; n'eus nemet lakaat o anvioł en ur c'heflusker imbourc'h evel Google da skouer, hag e teu kerkent war skramm hor urzhiatorell dek pajennad titouroł ma c'hellit c'hwiliań e-barzh hag alies pellgargań testennoł ha zoken oberennoł gradus, rak pal an dud-se n'eo ket gounit arc'hant hogen diguzhat ar wirionez evit ma vefe anavezet gant ar muiań ar gwellań a dud. Ur skoilh a zo avat, hini ar yezh, rak e saozneg emań an darn vrasań eus an titouroł prizius-se, hag aze e ran dave d'ar pezh e lavare Rafael Urien en e bennad diwezhań : ezhomm o deus ar Vrezhoned eus ur yezh all, unan etrevroadel lakaomp, hag ez eo houmań ar saozneg, betek ur poent evel-just.

 

Donwal GWENVENEZ

 



Ar Bed o Treiń



Ar gwastadurioł enep-kristen

o kenderc'hel e Breizh

 

Sońj hon eus e oa bet gwastet, e penn-kentań ar bloaz, chapel sant Gwenn e Sant-Tudual, bered Mellag hag hini Sant-Turian (63 bez disleberet er vered) : kement-se a voe pennkaoz da bennad hir Ar Bigouter en niverenn 46 eus miz Mae dindan an talbenn "Satanouriezh".  Kenderc'hel a ra ar gwastadurioł : e miz Eost, d'an 22, e oa bet torret 5 gwerinier iliz Sant Gwenn e Gwened. E miz Meurzh endeo e oa bet klasket deviń an nor-dal ha plantet e oa bet tan en ur c'harr dirak an iliz. D'ar 24 e oa bet 5 bez a oa bet tennet o c'hrusifi diwarno e Pleneg-Nantraezh. D'ar 6 a viz Gwengolo e oa tro chapel Sant Rok Kistinid, e-lec'h e oa bet diframmet an armel sakr diouzh an aoter ha laeret ar c'halir, ur c'hrusifi ha kantolorioł arem. D'an 26 ha d'an 28 e voe graet gwastadurioł all e diabarzh iliz-veur Sant-Brieg : un daolenn vras gant Jezuz o tasorc'hiń a voe toullet a daolioł kontell, podoł a voe torret, ur melezour a oa bet krańchet warnań (ar melezour-se, a zo a-us d'an tabernakl e chapel ar Sakramant, a zo arouez ar feiz, pezh a ro da grediń ez eo desket mat ar wastadourion-se), gwastadurioł all a zo bet graet en iliz-veur : un doubier aoter saotret, bleunioł didammet, un ikonenn vihan gwallaozet. Diwar-se eo bet serret an iliz-veur e-pad an deiz, betek gouzout....

 

Monumant Kerruer

 

A-hend-all e krog ivez tud 'zo da sevel a-enep ar gristenion a-wel d'an holl. Da skouer e Kerruer e Bro-Zol e-lec'h eo bet diskaret monumant ar soudarded bet lazhet e-pad ar brezel bras. Ar monumant-se, bet savet gant Bouché e 1921, a oa ur groaz warnań, evel ma oa kaer gortoz, rak d'ar poent-se e oa c'hoazh bev-buhezek ar feiz war ar maez : an holl soudarded-se a oa badezet, evel-just. Ur monumant a zo bet savet e lec'h an hini kozh gant ur groaz ivez. Siwazh un nebeut laikourion o deus goulennet ma vefe diskaret en anv al laikouriezh ha ranket en deus ar maer lakaat e guzul-kźr da vouezhiań war an divoud : war drizek kuzulier e voe 6 a-enep ar groaz, 4 a chomas neptu, ha 3 o sevel a-du gant ar groaz. Diouzhtu, memes deiz, e voe galvet un tourter hag un heskenn maen dredan da raskań ar groaz a ziwar lein ar monumant nevez....

Moarvat e ranker degemer n'eo ket birvidik ken ar feiz e-touez ar Vretoned. Dre-se ez eo natur a-walc'h e vefe diverket tammig-ha-tammig ar roudoł a verk e oa kristen ar Vro-mań e-pad 1500 bloaz ha betek nevezik 'zo. Diverket, pe gaset d'ar mirdi : hon ilizoł a zo deuet da vezań mirdioł tommet fall ha diglet, alies mat, pa oa gwechall al lec'h cheuc'hań eus ar barrez... Un  aheurterezh dall a zo e afer Kerruer rak tu a oa da zerc'hel ar groaz-se evit doujań da bersonelezh kristen ar soudarded-se, a veve c'hoazh en un emdro kristen : ur fed istorel n'eo ken, hogen gouzout a reer ez eus diaouled e sevenadur Frańs n'int ket evit gouzańv an disterań takenn dour benniget !

 

Afer Ploermael

 

E Ploermael ez eus bet reuz ivez abalamour d'ur pezh delwenn 7 metrad uhelder a oa da vezań savet e kreiz-kźr. En anv al laikouriezh, adarre, e vo kavet abeg en intrudu-se, bet kemeret gant ar maer da enoriń ar pab Yann-Baol II. "An arc'hant publik d'ar skolioł Publik" a lavar ivez ar re-se, na fell ket dezho anzav ez eo ar gravez un dra boutin d'an holl dud, dre maz int tud, ha, plijet pe get, e tenn an andoueadegezh d'ur relijion ivez, gant he bongoalioł hag hec'h aozadurioł. Ur relijion dizoujus-tre ouzh ar re all dre ma nac'h ar gwir gant pep den da vevań e relijion war an dachenn foran. Ret e vo eta diskar ar c'hroazioł niverus a zo en hor bro, perc'hennet gant ar c'humunioł... pa ne vezont ket diskaret gant ar Satanourion. Bongoal al laikelezh a zo evit gwir, e Frańs, laikouriezh enep kristen.

 

Eskibion nevez e Breizh

 

Nevez 'zo e oa bet anvet an Eskob Centčne e Gwened, ur c'hatalanad.  An Aotrou Pierre d'Ornellas eo a zo bet dibabet da vezań arc'heskob Roazhon. Ur parizian eo, hervez Ouest-France an 20 a viz Here a embannas ur pennad-kaoz gant an danvez eskob, a lavar n'eo ket mat "kouezhań e temptadur" an arlidoł tremenet, paz eus anv gant Benead XVI da reiń dor zigor da ritual sant Pius V. Daoust dezhań bezań nevez anvet gant ar pab e kred eta dislavarout an Tad Santel. E Kemper ivez e vo anvet dizale un eskob nevez. Gervel a ra katoliked 'zo evit ma vo pedet evit an eskob nevez ... a-benn ma cheńcho penn d'ar vazh en eskopti. Pediń a zo mat atav, evel-just, hogen ne gredan ket – nemet ur burzhud a vefe – e c'hellfe an eskob nevez cheńch tra pe dra e doare an eskobiezh, a zo bet kaset ennań ken lark ur reverzhi da heul Vatikan II. Sońj am eus, e 1987, pa oa bet anvet an Eskob Guillon e Kemper, e sońje da dud 'zo e vije bet gellet cheńch an traoł a-drugarez dezhań. Lod a lavare zoken e oa bet dibabet dre ma oa Breizhad ha, dre ma oa Eudist, e vefe addigoret an enklask evit anavezout Emzikouezioł Kerizinenn (an Eudisted o devez speredelezh kalonoł unanet Jezuz ha Mari, a zo speredelezh Kerizinenn). A-benn ar fin n'eus bet kemmet netra gantań : merań a ra ur saviad n'eo ket mestr warnań, tamm ebet. E gerioł all : emań o serriń ar stal, paz eo gwir e sav oad keitat ar veleion hiziviken da 71 vloaz.

 

Kerizinenn

Ret-mat eo klask chom spiswel : emań ar stal o serriń. Ken e keńver ar feiz hag ar yezh en hor bro. Rak n'eo ket gant 11000 bugel oc'h ober un tamm brezhoneg er skol (hag o c'hallegań er gźr an holl anezho pe dost) e vo un dazont gant hor yezh, ha pa vefe 100.000 brezhoneger zoken, beuzet e mor ar galleg a-hend-all. Dont a ra da sońj din ar pezh he defe lavaret ar Werc'hez da Jeanne-Louise Ramonet e Kerizinenn war an divoud, pa c'houlennas ar welourez, war c'houlenn unan bennak, perak ez ae ar Werc'hez e galleg outi, ha n'eo ket e brezhoneg, he yezh vamm. "Lavar da va bugale Breizh eo bras-dreist va c'harantez evito, mes bec'het ponner va c'halon o welout anezho o koll o feiz hag o yezh. Ma ne gomzan ket brezhoneg o tiskenn war ho touaroł eo e karfen e ve displeget va c'homzoł dre ar bed mes dreist-holl dre ar Frańs, ar vro-se hag a garan kement, a garfen da skoazellań ha da saveteiń diouzh an darvoudoł a venn he skeiń. Va Bennozh d'an holl Vretoned ! ra zalc'hint d'ar bedenn, d'o feiz ha d'o yezh ! Ha ra zeuint holl gant karantez da soublań d'am goulennoł !"

Se a oa 50 vloaz 'zo, d'an dri a viz Meurzh 1956. Abaoe e deuet an ar galleg hag ul laikouriezh arloupet da vezań Breur ha c'hoar e Breizh.

 

Gant pennad Rafael Urien en niverenn diwezhań, "Breizh, Frańs, hag ar Bed" ( a zo da lenn ha da adlenn) e welomp e chom tud e Breizh, hag int niverusoc'h niverusań, a zo mennet da zispenn roudoł Roparz Hemon : dieubiń ar Spered dre c'hoveliań ur yezh yaouank, bev ha kreńv. Evel kristenion e vo mat ober al labour-se evit ma vleunio el ledenez-mań ur sevenadur doujus ouzh pep den.

 

Yann Maneguen



Apeirokalia



Evel ma  anver "deskadurezh uhel" hiziv an deiz ar pezh n'eo nemet al labour-prientiń da micherioł paeet gwelloc'h, e sońjer neuze, gant gwir abeg, eo gouest forzh pe hinienn yac'h da resev an "deskadurezh uhel"-se. Ez eo  direizh an holl begennouriezhioł[20] er par-se, zoken pa  zeuont eus an dichańs hepmuiken. Padal, ma komprener gant an droienn-se "deskadurezh uhel" an trec'h war harzoł kefredel ar metoł en-dro deor, tizhidigezh ur wel uhel eus an hollved, kefleunidigezh ar barregezhioł speredel uhelań e mab-den, ez eus e kalz deskarded un emharz personel a stanko an hent dezho abred pe ziwezhat, hag  abalamour da se e chomo an "deskadurezh uhel", er ster kreńv ha neket   amaezhiadurel ar ger, brient ur bihanniver.

An emharz-se, a-drugarez Doue, n'eo na armerzhel, na kevredigezhel, na gouennel pe bevoniel e natur. Evel ar c'hrign-bev pe an tabutoł etre priedoł, ar walenn-se a zo rannet damingal hervez ar renkadoł, ar ouennoł pe ar reizhoł. B'ez ez eo ar fed nemetań a c'hallfe servij da ziazezań ez-just ur vegennouriezh bennak, met just a-walc'h n'eus ezhomm ebet eus ur vegennouriezh a seurt-se, rak an natur a ra dija an holl labour, ken n'emań ket ar re emharzet evit meizań ar pezh a vez kollet ganto, hag e vezont laouen zoken gant o lod ; evel-se ez eus un harmoniezh  peurvat etre an nebeut a oar hag ar brasniver na oar ket, un harmoniezh gwarantet gant ar pellder didreuzadus etre an daou.

An emharz a ran anv anezhań n'eo ket danvezel pe muzuliadus gant sifroł. Tud an Deskadurezh Vroadel ne ouzont ket ez eus anezhań ha ne vez ket entalet e jedadennoł an IDB (Indeks Diorroadur Broadel) . Padal ez eo anavezet abaoe muioc'h eget daou milved, hag ez eus un anv dezhań, ha gwelet e vez diouzhtu gant ur poell gourdonet a-zoare, ken aes hag an diforc'h etre noz ha deiz.

Ar C'hresianed a rae apeirokalia anezhań. Talvezout a ra kement ha "diouer a skiant-bevet eus an traoł kaerań".  Ar ger-se a arvered evit lavarout penaos un hinienn a rafe diouer dezhań, e-pad mareoł pouezusań e stummidigezh, fromadennoł a vroudfe ennań ar c'hoant don da gavout ar gened, ar mad hag ar wirionez, ha ne c'hallfe biken intent ar c'haozioł etre ar ouizieion, forzh pegen barrek e vefe war dachenn ar skiantoł, al lennegezh pe ar brezegoniezh.  Platon a lavarfe ez eo prizoniad an den-se er c'havarn. Aristotelez, kalvezeloc'h e zoare, a zisplege penaos pal al  lidoł n'eo ket reiń ur gelennadurezh peurzermenet en a-raok, met lezel ur merk don war an eneoł. Neb a anavez, e prederouriezh Aristotelez, kefridi dizioueradus ar merkoł-se lezet gant ar gweladennoł war an ene, a gompreno eo pouezus-kenań  ar c'heal-se : ar merkoł a zegas urzh ha sklerijenn. Hepto e vez hejet dihejet ar meiz gant liested diharz an titouroł degaset gant ar skiantoł, ha dioueriń a reer al liamm arouezel etrezo, a ra  ar pont etre an difetis hag ar gwirvoud ; ar poelladoł a vez kollet en ur c'hoadeg dallus jedadennoł goullo, anvioł  pompadus d'an diouiziegezh.

Anat eo avat e c'hall ar gweladennoł-diabarzh a ra Aristotelez anv anezho bezań degaset gant traoł all estreget al "lidoł" e ster strizh ar ger. Ar c'hoariva hag ar varzhoniezh ivez a c'hall digeriń an eneoł d'ul lanv eus a-us. Ne c'haller ket nac'h talvoudegezh ar sonerezh er par-se - lod sonerezhioł atav -. A-wechoł e vez a-walc'h arvesterezh an natur, un degouezh a netra, pe zoken, evit hiniennoł 'zo, ur santimant a garantez, pa vez unanet gant ur c'halvedigezh divezel kreńv ( dalc'hit sońj eus Raskolnikov dirak Sonia e Torfed ha Kastiz) da zieubiń an ene deus ar c'havarn hag an apeirokalia.

 Peurliesań avat, fromadennoł donań un den e-kerzh e vuhez a gas anezhań davet ur pal kontrol-mik d'an hini meneget gant Aristotelez. Rak ar pezh a gont er weladenn-diabarzh-se eo ne c'haller ket dispartiań enni ar wirionez, ar mad pe ar gened. Eus Platon da Liebniz, an holl brederourion dellezek eus an anv-se o deus gourbannet ha pouezet war unanded an tri anv-se eus ar Boud. Hag amań e tiskouez ar gudenn he fri, tudoł : kalz tud n'o deus biskoazh bevet ur fromadenn ne vefe ket dispartiet enni, gant islonkoł dileuniadus, ar gened, ar mad hag ar wirionez. An dud-se a zo kouezhet warno an apeirokalia   hag en o zouez emań lod eus ar c'hefredourion brudet a ya d'ober empennourion ar bed a hiziv.

Niver ar c'houzańverion-se a seblant bezań tonket da greskiń, siwazh. E 1918 dija, Maks Weber a verke, evel unan eus merkoł-anaout pennań ar marevezh e oa ganet enni, koll unanded an talvoudennoł kravezel, arzel ha poellel. Ar mad, ar gened hag ar wirionez a bellae an eil diouzh ar re all ha diouzh ar c'hreiz a-holl-dizh, ha "An talvoudennoł uhelań o deus kuitaet ar vuhez foran,  ha kavet goudor e bed trehontek ar c'hevrinourion pe e breuriezh an darempredoł eeun a zen da zen ... N'eo ket dre zegouezh ne gaver hiziv nemet en iskevredigezhioł a netra, en darvoudoł personel rik, un dra bennak heńvel ouzh  pneuma   an diouganerion, a beurleunie ar c'humuniezhioł en o fezh gwechall, evel un tangwall ..."

An daou gastell-kreńv diwezhań evit an talvoudennoł uhel a ra Weber anv anezho  ne voent ket pell da gouezhań en o foull : ar vuhez kevrinel, peurguzhet gant lanv ar brizh-ezoterouriezh en deus laeret e lavar hag e vrud, he deus en em vuret en didrouz, kuit da vezań kontammet gant glabouserezh ar Baganed. Ar vuhez prevez, pulluc'het gant firboucherezh ar stlenn, gwallet gant emellerezh ar Stad, deut da vezań dafar da emziskouezerezh darfellek hag iriennoł-divrudań, diberc'hennet eus he yezh gant korvoerezh ideologel ha kenwerzhel he arouezioł,  n'eus mui anezhi e gwirionez.

 Holl lennegezh an XXvet kantved a eztaol an dra-se : da gentań an "dizarempred" etre an egoioł, ha war-lerc'h steuzidigezh an ego e-unan : an emzistruj en tudennoł pe e stumm an oberoł. Kalz dour a zo beret dindan ar pontoł abaoe Weber avat. E dibenn ar milved-mań, buhez kevrinel n'eo mui nemet poelladennoł etimologiezh evit empennoł yezhoniourion ; buhez prevez n'eo mui nemet  darempred kreudel etre div hinienn n'en em anavezont ket an eil egile, dre hanterouriezh un tamm kaoutchoug. An teir zalvoudenn meur, a oa diliamm hepmuiken, a zo bremań enebourezed evit mat. Ar gened, a oa estren d'ar mad hepmuiken, a zo bremań mennet fall ha start. Ar mad a zo pilpous, nay ha brizh-santimantel. Ar wirionez a zo vil, sot ha dic'hoanagus. An arzoł a gan klod ar sunerion-gwad, marv an ene, ar fallagriezh diharz, ar par o sankań e vrec'h e fraez[21] ur par all. An divez n'eo mui nemet hon tamalladennoł taer ha dic'halloud pa welomp hor gwalldechoł er re all, unanet gant lezobererezh eus an divergondań seurt ganeomp hon-unan. Ar wirionez n'eo mui nemet keidenn stadegel ur gumuniezh gouizieion peurwerzhet holl d'ar vuhez bedel.

Gant kement-se-holl neuze, e c'hoarvez ur gwir burzhud pa dec'h unan bennak e-pad un eilenn diouzh toullbac'h plom an apeirokalia, hag ur burzhud ouzhpenn pa zistro an hinienn-se d'an hurlink a reer "buhez pemdeziek" anezhań hep kemer ar bed all bet spurmantet evit un huńvre a netra, na rank ket bezań meneget ez-foran.

Netra avat na vir ouzh ur skrivagner a sevel un oberenn evit  krakveverion peńse speredel an XXvet kantved, gant ar spi ez eus anezho ha ne vefe ket re vihan o niver. Gronnet gant unvaniezh ar boutin hag ar ouezeri, ar re-se a c'hall c'hoazh meizań ez eus war-dreńv o sońjoł hag  o spioł didest ur wirionezenn solutoc'h eget rac'h ar "gwirvoud" a vez taolet warnomp gant siell ar gumuniezh skolveurel hag ar Food and Drugs Administration. Ne skrivan nemet evit lennerion a seurt-se, ha gouzout a ran ne vo ket muioc'h anezho e-touez al lenneion eget e-touez ar re baour pe dic'halloud.

Olavo de Carvalho

Lakaet e brezhoneg gant Ewan Delanoy, embannet evit ar wech kentań e Bravo!, niverenn 1, miz du 1997.



Leunder ha Goulloder



Nevez 'zo, e Bavaria, Benead XVI a lavare "ne gouezher ket er goulloder, da bred ar marv". Lenn a reomp evelato e daoulagad an darn vuiań eus ar re a vev pe a varv en hor c'hichen darboellad[22] ar goulloder, an netra diwezhań. Ar bezoud denel a vije ur bezoud loenel gwellaet, na vije da c'hortoz nemet an dibenn anezhań. Un dibenn krenn, diwezhel evit ur vuhez dinodet eus an netra ha tonket da zistreiń d'an netra.

 

An netra war an douar-patatez-mań hag an netra d'hon tremenvan, ur rampadenn en nihilouriezh ; "nihil" ger latinek o talvezout an netra, an anvoud. Mar kredan e wintin, un deiz, er goulloder, e tiruilhin, un deiz, en netra, ez eo anat n'eus bet ster ebet gant va buhez, diboell e oan, di-ster, dispered, da lavarout eo foll.

E gwirionez, kalz speredoł kempred a zo saouzanet gant an dic'hoanag, ar wazhwelouriezh[23], an anken. Goulloded ar vuhez eo a eztaol goulloded ar marv. An diforzhded[24] gravezel a-vremań, tremenvan hor parrezioł, steuzidigezh ar veleion, a zo arouezioł kreńv goulloder diabarzh an den kempred. Pet ha pet eus hor badezidi gevredouriel a seblant chom hep krediń en ur vuhez da zont. « N'eus netra goude ar marv, emezo, marteze a-walc'h ez eus un dra bennak...» Hag e varver dinec'h ha disoursi. An danvezelourion a bep seurt bleud a zo kenwallerion er goullo-se. Mougań a reont an eneoł dindan o fluńvegoł pounner.

Ya, a-walc'h eo sellout ouzh an dud en o buhez pemdeziek evit deventań[25] ar goulloder islonkel a sankont ennań, en ur sellout e lec'h all pe ouzh o begel. Alies, koulskoude e vez braouac'het an dud gant sońj an dazont. Ne reont seurt avat evit tostaat ouzh an Doue Bev. Serriń a reont o daoulagad evit chom hep gwelout. Serriń a reont o daoulagad ouzh gweledigezhioł an Neńv ha stouvań a reont o divskouarn ouzh kanennoł an Aeled.

Yann-Baol II, e 1991, a lavare e oa kevredigezh an ampoent en Europa "kevredigezh ar goullo". Hag ar C'hoar Emmanouela, hini Kairo, a zisklerie bezań trelatet muioc'h gant goullo hag amsteriegezh tud ar C'hornog eget gant truegezh an Trede-Bed. Oc'h ober he zalaroł emań hor c'hevredigezh. Ur skouer nemetken : an advaberezh[26] bugale gant paradoł[27] heńvelrevour ("gay"). Nag a vuhezioł, hiziv an deiz, en hor metoł, goullo eus ar pep penndalc'hel. Goulloded-bevań an hini eo. Goullo speredel hor bed-ni. Goullo diwar ur reuzidigezh  vredoniel, meizel ha kantaezel[28].

 

E prantad-mań an Istor, e varv an den dre ziouer a vagań spi e goubeizh[29] kristen ur Baradoz Trielezhek. Mervel a ra zoken, evit gwir, gant emlazhioł a vilieroł. Klask a ra stivelloł dour bev ha ne gav nemet dour-gwern, saotret. E c'hoanagoł denel hepken ne gasont nemet d'an angwalc'h[30], d'ar gerseenn, d'ar baradozioł kevanaozet.

En em ober a reer ouzh ur vuhez sodellek, brizhvoaz, a glasker kargań well wazh gant bitrakoł betek an dibenn, a sońjer bezań an netra. Pa wana ster ar Gwir Doue, en un tu bennak, ar goulloder boudel ne c'hell bezań leuniet nemet gant arrizhoł[31]. Hogen an idolenn, ez-biblel, ez eo an netra a zo anezhi er Skriturioł, traoł kleuz, dibourvez diouzh gwirionez, didalvez evit ster ar vuhez.

 

Den an XXIvet kantved a oar kalz traoł ; ar pep retań avat a ra diouer dezhań. Hogen, ar pep retań eo urzh divezel Gourc'hemennoł Doue, an Dekarc'heb[32] hag ar Gwenvidigezhioł a framme ar c'hevredigezhioł e broioł ar c'hornog hag a zo bremań diempret. Ac'hano, an ezhommoł diroll, an dizurzh o liesaat, ar plijadurioł dister ha skortwel o fonnusaat : an drammoł, an alkool, ar rev diroll, ar sport mac'hveliek[33], ar sonerezh baranegus[34], rave-partieoł ar parkeier-poubellenn, ar sportvaoł leun-kouch a feulselourion[35] darfellek[36],  an dic'hastań en tiez-dańs.

Anv ez eus neuze da werc'helaat, d'en em gas-da-benn, da zibab e stumm bevań, da vezań mat en e vleud, - bevań a ran evel ma plij din ! -, da ober diouzh e benn... E gwirionez, ez eo an emgarantez un dra vat ! Rak un deiz, e tiriboulin er goullo. Moarvat ez eo ar c'houlz da zegas sońj eus al lavarenn a beurechu Levr Yona : « Ninve 'zo enni kant ugent mil den n'anavezont nag o dehou, nag o c'hleiz ». Hiziv, raktal, bukomp war ar pep retań !

Petra, en diwezh, a ro lusk d'am buhez ? Daoust hag ez eo dispennadur klok va boud ? Va fulluc'hidigezh skrijus, pe ez eo va leunder en un Doue hag a zo Tad, Mab hag Awen C'hlan,Tantad a garitez. Ac'hanta! Bezomp devriek[37] ! Ganet a netra, met galvet gant an Aotrou Doue d'ur bezoud peurbad, ned omp ket krouet evit adkouezhań en netra. "Doue, eme Levr ar Furnez (2/23), en deus krouet an den evit an divreinusted".

Pep hini ac'hanomp a zle gouzout n'eus ket eus an netra evit an den, met ur beurbadelezh a eurvad ... pe a gerse.

Ar Bigouter

 



A-zivout ar pennad « Breizh, Frańs... »  (Niv. 47 Imbourc’h)

 


Marteze e c’hellan  ober un nebeut evezhiadennoł a-zivout ar pennad a-us, gant Rafael Urien. N’on ket, evel-just, a-enep emrenerezh Breizh e mod pe vod, met n’on ket kennebeut a-enep ar gwirvoudoł evel int.

Istor ur vro n’eo ket ar pezh hon eus c’hoant da c’hoarvezout, istor ur vro a zo ar pezh a zo c’hoarvezet hag a c’hoarvez, pe e plij deomp pe ne blij ket.

Ar galleg a zo bet implijet e Breizh a-viskoazh, da vare an duged kement ha goudevezh. Furchal a c’heller en dielloł; e galleg int. Ar gallaoueg komzet e Breizh a zo ur seurt galleg ha n’eo ket ur seurt saozneg pe hungareg.

Neuze, ar galleg a zo ul lodenn eus istor Breizh, ul lodenn eus he fersonelezh. Perak nac’hań an dra-se? A-hend-all, hiziv an deiz, ar galleg a zo implijet gant an holl Vretoned gwitibunan. Gwelloc’h e vefe dezho ankounac’haat ar yezh daonet-se, deskiń ar saozneg, da ober petra estreget divroań da Vro-Saoz pe Stadoł Unanet? Marteze ar galleg a zo o vervel, evel ar yezhoł nann-saozneg, met n’eo ket marv c'hoazh.

Daoust hag ar spered Gallaoued Frańs a zo brein tout ? Moarvat, ez eus Gallaoued a spered brein, met bez ez eus ivez Gallaoued arall. Un drederenn eus annezidi Paris a zo Breizhiz pe vreizhat a orin. Lod anezho a zo pennoł bras, uhel kargidi ar riez gall, politikourien ha me oar me. Y-V Le Penn a zo breizhat pe n’eo ket ?  Bez' ez eus ivez kalz enbroidi a bep seurt. D’am meno, n’int ket holl brein. E Breizh, n’ez eus den ebet a spered brein ?

Ar gerioł «  psikologiezh, fotokopioł h.a. » n’int ket galleg. Etrevroadel int ha degemeret e meur a yezh, ar saozneg en o zouez.

Bro-C’hall ne c’hell ket bezań lakaet war ar memes pazenn evel all broioł all. Bep Breizhad, pe dost, a zo e darempred gant Bro-C’hall, dre e chomlec’h, e labour, e studioł e gerentiezh h.a. Pegement a zarempredoł gant ar Japaniz, ar Vec’hikaned, an Aostralianed, an Hungariz h.a.?

“Eeun eo e gwirionez kraf ar brezhoneg” a zo er skrid Rafael Urien, met n’eo ket eeun d’am meno. Ar brezhoneg a zo bruzunet e meur a rannyezh, parlant, trefoedaj... Bez ez eus Bretoned enebet grońs an eil ouzh egile war ar c’hraf-se. E n'eus forzh pe gazetenn pe levr e c’heller lenn pennadoł ha n’int ket aozet hervez ar memes yezhadur. Kelennerien skol-veur, yezhoniourien ha stourmerien evit ar brezhoneg ne seblantont ket kompren : ar yezh-se, kuit da vervel, a zle bezań unanet. Ur yezhadur, ur geriadur hag ur reizhskrivadur hepken evit an holl e Breizh! An dra-se n’en deus netra da ober gant Bro-C'hall. Ur gudenn vrezhon rik eo.

Evit echuiń, un evezhiadenn diwezhań . Lennet am eus e YA ! en ur pennad gant an Ao Le Meut (e gwenedeg): « [...] votadegoł a zo bet ur yoc’h anezho...abaoe daou gant vloaz hag ar Vretoned o deus votet...Ar vonreizh diwezhań, hini ar 5vet Republik a voe voted gant al lodenn vrasań eus ar Vretoned e 1958. Breizh a zo e-barzh Bro-Frańs dre youl ar Vretoned ivez…»

Traoł fetis a zo da ober neuze, amań e Breizh.

  

Jord Havelka

 

Addisplegoł gant rener ar gelaouenn

 

Trugarekaat a reomp hor mignon evit e evezhiadennoł, ha lod anezho n'int ket diwir, met re serzh (ą l'emporte-pičce) ez int hag un hir a vreutadenn a c'houlennfent evit kendaelań war o divoud. Rafael Urien n'eo ket evit respont war-eeun d'ho pennad rak sklaer a-walc'h eo e bennad. Koulskoude, evit pezh a sell ouzh un nebeut krefen, e c'hellan reiń va sońjoł.

 

Ur yezh unvan : mard eo bruzunet ar brezhoneg e meur a rannyezh hag isrannyezh betek bezań disleberet e trefoedachoł, o deus ar Vrezhoned, se zo sur, o c'hiriegezh en dra-se,  hogen, paz eus bet Brezhoned emskiantek o klask an unvanidigezh yezhel gant Roparz Hemon ha skrivagnerion Skol Walarn da skouer, he deus stourmet ar Stad c'hall evit distruj al labour pouezus-se goude an eil brezel-bed, ha ken gwir all eo ez eus bet Breizhiz o deus roet an dorn d'an enebour, siwazh.

 

Ar galleg a vefe ul lodenn eus personelezh Breizh : ne gredan ket, rak ez eo ar galleg a ra deoc'h bezań Gall, ha setu perak he deus graet ar Stad c'hall he seizh gwellań evit diwriziennań ar brezhoneg diouzh kalon ar Vrezhoned, hag ar Vreizhiz a skoazell anezhi en distruj-se, a dle en em santout gall a-raok pep tra, hag e ro se muzul an traoł.

 

Breizh a zo e-barzh Bro-Frańs dre youl ar Vretoned ivez : bez' e kavan diwir ar frazenn diwezhań-mań,  rak, feur-emglev 1532 a zo bet asantet, se zo gwir gant ar Vrezhoned, hogen dre an nerzh hepken, en ur mare ma oa Breizh dinerzhet a-grenn : « Goulennit an unvaniezh pe e vo bepred brezel etre Breizh ha Bro-C'hall betek ma vint evit plegań ». A-hend-all ar Vrezhonelezh n'eo ket un afer a Zemokratelezh. Istor Breizh e galleg a zo istor Bro-C'hall hag evidomp-ni evel evit Roparz Hemon ha Youenn Olier, Breizh gwirion ne vev nemet dre an Emsav brezhonek a zo egin kentań ar gevredigezh vrezhon a vleunio warc'hoazh diwar hor strivoł, goanag hon eus.     

Yann MIKAEL

 



Levrburutellerezh : Les Celtes et la Parole Sacrée

 


Anavezet mat eo Yvan Guehennec gant lennerion Imbourc'h, pa oa houmań "Kelaouenn a Studi", dreist-holl paz embannas e oberenn : "Geriadur kevredin ar yezhoł predenek" (Imbourc'h 2002). Kembraeger ampart, e savas ivez : "Kembraeg evit ar Vrezhoned" embannet gant Preder e 1997. Gant  "Les Celtes et la Parole sacrée" (Ar Gelted hag al lavar nevet) un oberenn e galleg ez ergerzh un domani all : hini "hendraouriezh ar yezhoł keltiek" evel m'henn displeg Yann Lukas e-barzh O.F. eus an 30-05-2006, o lavarout n'eo ket ul levr ma vo lennet gant an holl dud e-pad an hańv oc'h ober gralig war un draezhenn. Ya ! evel-just, hogen, oc'h arvestiń ouzh lod gweledvaoł pe dremmwelioł kaer hor bro, ne lavaran ket, rak e toug, darn anezho anvioł a vez kavet o orin kevrinus, disleberet a-wechoł, gant un alc'hwez a gaver e levr Yvan Guehennec. Skrivań a rae hemań din : « Pinvidikaat hon yezh gant ur gerva arnevez o tonet eus an henyezh, sed ar pal eus va gwezh ». A-du krenn ez on gantań evel ma oa Youenn Olier a arvere miliadoł a c'herioł nevez en e skridoł. Tud zo, enebet ouzh ar brezhoneg arnevez, a lavar ez eer bep tro da pesketa ar gerioł nevez-se er c'hembraeg ; gwir eo evit un darn, met, forzh penaos, ar gerioł-se a oa kevun d'an teir yezh predenek, hag an darn vuiań a oa er brezhoneg krenn. Diouzh un tu all e klever alies, digant tud itiket gant ar c'hemmeskadurioł: « Gerioł o tont eus an diavaez ne c'hellont nemet pinvidikat ur yezh »; planedenn ar brezhoneg er par-se ne c'hell nemet dislavarout an dra-se : un toullad gerioł gallek amprestet gant ar brezhoneg n'o deus graet nemet skarzhań kuit gerioł brezhonek rik a adkaver bremań o studiań ar c'hrennvrezhoneg, ha studiadenn Y. Guehennec henn diskouez deomp, ha war un dro e ro an tu d'ar rummadoł kelt a-vremań meizań gwelloc'h n'eo ket bet torret o liammoł gant ar rummadoł kozh eus an hen amzer kelt, dre al lavar nevet-se dres, a adkaver o treuzvevań er yezh a-vremań daoust dezhi bezań emdroet un tammig a-wechoł e keńver ar ster orin, da skouer el lavarenn "Penaos emań ar bed ganeoc'h", ar ger "bed" a vefe kentoc'h da gompren amań : "hanvoud", "buhez", pezh a adkavomp e-barzh gerioł evel "birviken" (bithviken > bizhviken), "gwenvidik", "betek"... Implijet em eus em pennad diwezhań (Kannadig 47) ar ger "gworzheg" evit "tropell" ; treuzvevet en deus ar ger-se e brezhoneg ledenezi Vazh ha Rewiz, ha zoken er mitaweg (galloweg etre Liger ha Gwinun) ; ne zisplegan ket deoc'h emdroadur ar ger-se, lezel a ran deoc'h ar blijadur d'henn dizoleiń e levr Y. Guehennec.

Yann MIKAEL

 

Les Celtes et la parole sacrée, 335 paj. 28 €, Editions Label LN, c/o Christophe Derbré, 16 rue de Gouranou 29830 Ploudalmeze.

 

 

Kemennadenn : Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoł lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal "Kevredigezh Vrezhon". "Kevredigezh Vrezhon" a venn eta krouiń ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioł liesseurt :  displegadennoł mareadek war dodennoł lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, obererezhioł all a bep seurt a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioł keltiek all.

Emvodoł kelaouiń: Kinnig "Kevredigezh Vrezhon" ha  displegadenn Istor-1 : "Un damsell ouzh istor Europa (gant Rafael URIEN), e Kemper, tavarn Ceili (korn straed Aristide Briand/straed ar Réguaires) d’ar Sadorn 27 Genver 2007 (14e30) hag e Gwengamp, kreizenn sevenadurel Roparz Hemon (leurgźr Verdun) d’ar Sadorn 10 C’hwevrer 2007(14e30)

Mard oc’h deuriet gant an embregadenn, ha pa n'hallfec'h ket dont da Gemper pe da Wengamp, deuit e darempred ganeomp dre gas ur valad da  :

kevredigezh-vrezhon@online.ie .

 

 

Devezh Emglev An Tiegezhioł e Kistinid ar sul 17 a viz Kerzu 2006

 

Daoust pegen diaes eo mont war an hentoł yen ha gleb e kreiz ar miz "Kerzu" e oa deuet izili ha mignoned d'an devezh aozet gant Emglev an Tiegezhioł evit pediń evit diskuizh eneoł Eliaza Mikael, gwreg karet, hegarat bepred, Yann Mikael (aet diouzhomp bloaz 'zo) hag hini Youenn Olier (1923-Kerzu 2004), ar stourmer hirdalc'hus, an tad a familh karet, ar skrivagner hag ar prederour puilh, ar mignon feal, ar c'hristen gredus.

Lidet e voe an Oferenn gant e vignon bras Marsel Blanchard, person Kistinid, a gejas gantań oc'h ober e gońje e 1945, a gevret gant Youenn Craff. Ur banne tomm a voe diskennet da bep hini a raok kimiadiń, rak berr eo an deiz e miz Kerzu, hag hir an hent da vont d'ar c'hźrioł bras pa loc'her eus Kistinid !

Yann Talbot a zilezas e garg a Gadoriad E.A.T hag a voe lakaet da "g/kadoriad a enor" a-benn diskouez dezhań anaoudegezh vat Emglev An Tiegezhioł. Me a seveno ar garg a Gadoriad, tra ma chomo Nadine va gwreg Teńzorierez, ha Yann Mikael Sekretour nevez ar gevredigezh e karg eus ar C'hannadig.

 

Tepod GWILHMOD

 

Un devezh all a zo aozet en-dro d'ur banne

bloaz-nevez hag ur wastell eus ar Rouaned e  KergrevenTrelevenez d'ar sul 7 a viz Genver (15 eur): un digarez all da skoulmań liammoł a vignoniezh e diabarzh emsav

Emglev An Tiegezhioł.

Nedeleg Laouen ha Bloavezh Mat

d'an holl ha d'ho re !

 

"Brezhonegeniliz"  evit 2007

 

Lod a skriv deomp da lavarout ne dalv ket ar boan en em skuizhań evel ma reomp da zastum ar muiań ma c'hellomp titouroł war an obererezhioł kristen e brezhoneg.

Goulenn a reont skouerioł a efedusted, rak e bed an efedusted emaomp, neketa. Hama ! a-drugarez Doue ne da ket an had penn-da-benn en dreog.

Unan eus ar C'hanada a skrive deomp o lavarout pegen laouen e oa o selaou abadenn ar Sul e Brezhoneg. Unan all, gwallgontant, e oa chomet e fri war ar gloued evit un oferenn kemennet ganeoc'h ha bet nulet hep gouzout deomp. Alies mat e vez unan bennak o vont d'un oferenn kemennet ganeomp : kemeret eo ar pleg. "Messeinfo" a zo evit ar c'hallegerion ha "Brezhonegeniliz" evit ar vrezhonegerion enta.

D'ar sadorn 30 a viz Kerzu, gouel an Tiegezh Santel, er Rusked Lannuon da 18 eur e oa leun kouch ar chapel, ha ne oa ket plas evit an holl da azezań. Da sadorn diwezhań ar miz hepken en em gav an oferenn-se lidet gant Yann Talbot, pa rank ur c'hristen mont bep sizhun d'an Oferenn hervez gourc'hemennoł an Iliz. Tu a zo da sońjal avat ne zeufe ket an holl ma vefe lidet bep sizhun. Ur banne a vez kinniget d'ar fideled da heul an oferenn : un digarez mat da greskiń al liammoł etre an dud en-dro d'an Oferenn vrezhonek.

 

Tepod GWILHMOD

 

- d'ar Sul 7 a viz Genver  Gwastell ar Rouaned, dominoioł ha banne bloaz nevez kinniget gant Emglev An Tiegezhioł, adalek 14 eur 30 e Kergreven Trelevenez (an hent kentań a zehou o tiskenn war-zu an Treoł-Leon), evit netra. Enskrivadur etrearfaouhalanderne@aliceadsl.fr pe 0298251072.

- d'ar Sul 21 a viz Genver, 3de Sul an Amzer Voas C, Sant Tomaz Landerne da 9e 45

 - d'ar sadorn 27 a viz a viz Genver, 4re Sul an Amzer voas C er Rusked Lannuon 18 e

- d'ar Sul 18 a viz C'hwevrer, 7vet Sul an Amzer Voas C, er VOUSTERUZ (Gwengamp) 10e30

- d'ar Sul 18 a viz Meurzh e Koadoud hag e Logivi-Plougraz, da 10e30

- d'ar sadorn kentań a viz Ebrel, Beilhadeg e penn-iliz ar Folgoad etre 8 eur ha 9 eur hanter noz, evel warlene.

- d'ar sadorn 7 a viz Ebrel, Nozveilh Pask e iliz Trelevenez

- d'ar Sul 29 a viz Ebrel, e Keranna-Wened, Pirc'hirinded ar Vrezhonegerion, da 11 eur (Sul diwezhań miz Ebrel bep bloaz).

- d'ar Meurzh kentań a viz Mae, Pardon sant Gwenole Landevenneg (divyezhek)

- d'ar sadorn 2 a viz Mezheven, Pardon an Dreinded Rumengol. Oferenn vrezhonek da 6 eur noz.

Kerzhadeg diouzh an noz etre Trelevenez ha Rumengol. titouroł : 0298251766 Minihi Levenez

- d'ar 26 a viz Gouere, da 9 eur er C'hloestr Keranna-Wened, Oferenn Santez Anna patronez Breizh.

Oferennoł lidet ingal (diouzh a ouzomp hepken : n'hon eus keloł ebet diouzh Roazhon, Gwidel, Kemper, Roudoualleg, Kastell, Lesneven ha Landivizio e-lec'h e vez oferennoł ingal pe a-wechoł. Trugarez d'ar re a gas keleier deomp !)

 

e Trelevenez bep sadorn da 6 eur noz etre an Hollsent ha Pask ; da 20 eur 30 goude Pask betek an Hollsent. Bep Merc'her da seizh eur nemet kard.

e Landerne bep Sul sadorn ar mizioł ampar e sant Tomaz da 9 eur 45.

er Folgoad : derc'hent eil Sul miz Gwengolo da 18 eur ; "Pemp Sul" : Sulioł miz Mae ha Yaou Bask

e Lannuon bep sadorn diwezhań ar miz da 6 eur noz e chapel Sant Pźr ar Rusked.

 

 

Abadennoł kristen e brezhoneg

war ar skingomz :

=) Radio Sklaerded (eskopti Sant Brieg & Landreger) FM102.1 pe FM98.8: Abadenn ar sadorn da 9 eur

=) Radio Kernev 90.2 hag Arvorig FM 91.7 (ha war ar genrouedad : http://radio.stalig.com): Abadenn ar Sul da 9 eur (Aviel ar Sul, sarmon ha kantikoł) d'ar sadorn (derc'hent) e vez skignet da 18 e ar memes abadenn

=) Radio An Aodoł (eskopti Kemper) : Pedenn an deiz, bemdez da 8 eur 30 nemet d'ar Sadorn 7e 25 ha d'ar Sul 7 eur 45.

 

 

Pa zegemerot an niverenn-mań eus Kannadig Imbourc'h e vo deraouet endeo ar bloaz 2007, sońjit, mar plij, da gas ho skodenn 12 € evit adkoumanantiń. Trugarez en a-raok !


 


Mererezh

12 € eo ar skodenn emezellań da EAT, a ro ar gwir da resev Kannadig Imbourc'h. Talet e vez e penn-kentań ar bloaz (pemp kasadenn da vihanań). Ar chekenn a zo da gas war anv EAT pe Imbourc'h da : E.A.T., c/o Yann MIKAEL 12 straed René Giraud 44130 BLAEN - Roll an niverennoł pe oberennoł n'int ket c'hoazh diviet a c'heller kaout o skrivań pe war : http://kannadig.chez-alice.fr/ .

Skridaozerezh

Ar pennadoł a zo da gas da : jean-mariemichel@neuf.fr , pe dre ar Post da rener Kannadig Imbourc’h : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 BLAEN.  Ar pennadoł ne engouestlont nemet ar re o deus skrivet anezho. Moulet ez-prevez gant an embanner :  Emglev an Tiegezhioł. Kergreven - 29800 Trelevenez - ISSN : 1144 357X



[1] Impalaouriezh : "impalaerelouriezh" mar kavit gwelloc'h, met ur ger gwall hir eo.

[2] Trinerezh : traitement.

[3] Barrdouget : paroxysmé, porté au paroxysme.

[4] Testenn prezegenn Yann-Baol II a zo bet embannet e-barzh Imbourc'h niv.312, C'hwevrer 1996, troet gant Paol Kalvez, diwar un destenn e galleg e niv. 41 eus L'Osservatore Romano, ha tennadoł eus Vatikan City. 

[5] Pep kenfeur en e reizh : toutes proportions gardées.

[6] Islinennet ganin.

[7] Pajenn 52 Imbourc'h niv. 312.

[8] Dreistelaet : lakaet dreist pep tra.

[9] Unkenelek : monoethnique.

[10] Rinidikted : barregezh da virout ur rin, ur sekred.

[11] Gourijinekaet : sophistiqué.

[12] Gourbeliegezh : souveraineté.

[13] Kellider : financier.

[14] Kenvoz : consensus.

[15] Lenn Robert Stinnet : Day of Deceit, The truth about FDR and Pearl Harbor

[16] Kodianiań : concilier.

[17] Lenn Deirdre Manifold : Fatima and the great conspiracy, troidigezh gallek Editions Téqui, p.112-113.

[18] Ur gomz hepken a wirionez he deus muioc'h a bouez eget an hollved en e bezh. A. Sojenitsyn

[19] Leiavekaet : minorisé.

[20] begennouriezh : élitisme.

[21] fraez : anus.

[22] Darboellad : certitude.

[23] Gwazhwelouriezh : pessimisme.

[24] Diforzhded : indifférence.

[25] Deventań : prendre la mesure.

[26] Advaberezh : adoption, la pratique.

[27] Paradoł : couples.

[28] Kantaezel : affective.

[29] Goubeizh : goanag kristen.

[30] Angwalc'h : frustration.

[31] Arrizh : idole.

[32] Dekarc'heb : le Décalogue.

[33] Mac'hveliek : totalitaire.

[34] Baranegus : fanatisant.

[35] Feulselour : personne brutale.

[36] Darfellek : hystérique.

[37] Devriek : sérieux.