“KANNADIG ’ IMBOURC'H

 

Kelaouenn  E.A.T.    Priz : 2 €   Niverenn 47    Eost - Gwengolo - Here 2006

 


Breizh, Frańs hag ar Bed

 


War niverenn 44 Kannadig Imbourc’h ez ersaven ouzh troidigezh c’hallek Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh. Un nebeud resisadurioł a ouzhpennin amań, ha dreist-holl e ledanain va savboent eus un arvez yezhel rik d’un dremmwel kevredigezhel ha politikel.

 

Evit kenderc’hel war ar vurutelladenn boulc’het ganin eus emzalc’h Roparz HEMON a-zivout ar galleg ez ouzhpennin fraezh ne oa ket Roparz HEMON a-enep ar galleg evitań e-unan, a-enep e impalaerouriezh ne lavaran ket. En An Aotrou Bimbochet e Breizh[1], da skouer, e prizie kalz an Aotrou Kerlaban ar sevenadur gallek…hini ar “C’hanada” (eleze hini Kebeg e gwirionez) da vihanań, hini “ur bobl yac’h, oberiant, kalonek”, enebet ouzh spered brein Gallaoued Frańs.

 

Kraf ar yezhoł n’eo e gwirionez nemet un elfenn –dister drezi hec’h-unan– eus an emzalc’h a rankomp ren a-fet hor brezhonelezh hag ar meizerezh a rankomp kaout eus ar bed diavaez a zo en-dro deomp.

 

Eeun eo e gwirionez kraf ar brezhoneg, ha n’hon eus ket da ezteurel ar goulenn diot “petra a rankomp ober e brezhoneg” nag ar respont ken diot all “Mennet omp da gomz eus pep tra e brezhoneg”. Ar gudenn a vefe kentoc’h “petra a rankomp ober ?” pe “eus petra omp mennet da gomz ?”. Met anat a-walc’h eo evidomp n’hon eus ket da c’houlenn e petore yezh e rankimp  ober…Padal ez eo ken anat all n’eo ket diorreet c’hoazh hor yezh –ha drezi e gwirionez hor c’humuniezh hag hor c’hevredigezh– evit ober ganto en un doare ken natur ha ma ra n’eus forzh petore pobl digabestr, kement-se a-raok pep tra a-fet kevredigezh ha zoken bred ha kevred. Mard eo anat en hor youl n’eo ket ken anat d’e seveniń er pleustr, henn gouzout a reomp kalz re…Perak ne c’hellomp ket henn ober ken aes ha se ? Dre ma ’z eo gennet hor yezh ha –ma ’z eus unan anezhi !– hor c’hevredigezh vrezhon gant ur yezh c’hallek hag ur gevredigezh c’hall hollvezant en-dro dezho. Pelec’h emań an dalc’h neuze ? Dre m’emaomp gennet evel-se ez eo hor yezh hag –en tu-hont dezhi– hor meizerezh breinet gant ar galleg hag ar bed a zo kaset gantań. Alese ar sabir a rankomp gouzańv –psikologiezh, fotokopioł, asurańsoł…– ha n’eo nemet un azon eus ar sujidigezh m’emaomp d’ar gevredigezh aloubus hag intrus. En tu-hont d’ar yezh hepken emań an droug : suj omp d’ar gevredigezh-se, pezh hol laka da briziań an traoł e-keńver dezverkoł ar gevredigezh-se, ha bezań bepred lakaet d’ober daveoł d’ar gevredigezh-se : zoken en ur farsal, ober goap pe en ur bismigań, ober dave d’ar politikerezh gall, pe d’ar pezh hon eus resevet a-berzh ar gevredigezh-se, da skouer –evit kemer ur skouer tennet diouzh hor metoł deomp, ur bomm tennet diouzh Lavar 11–, “Mais ą quoi ēa sert que KIS i’ se décarcasse”, dave d’ur bruderezh gall evit ur merk pebr…Anat eo ez eo naturel evit pep hini ac’hanomp kaout da zezverkoł fonnusań ar re a zo re ar gevredigezh a zo en-dro deomp, ha n’eo ket se a zo da rebech. Pezh a rebechomp avat eo an emzalc’h a gemer ar stad-se evel reizh, pe –da vihanań– evel didec’hus da viken, gant un emzalc’h plegus. Ret eo deomp stadań an dra-se, n’eo ket evit asantiń dezhań, evit e nac’hań ha stourm ouzh an techoł-se ne lavaran ket ! Ez pleustrek, penaos e rankomp kemer penn ar gudenn ? Evit komz fraeshoc’h, petra eo ar pep pouezusań : sevel hiniennoł brezhon –eleze brezhonegerion dezho ur meizerezh dibar– hag a savo da c’houde ur gevredigezh vrezhon, ez naturel, pe er c’hontrol sevel da gentań ur gevredigezh vrezhon, a savo hiniennoł brezhon ? Disterat goulenn, ken dister ha goulenn piv oa ar re gentań etre ar yer hag ar vioł. An daou zo ken diziouerus ha kenglotus an eil ouzh egile. Anat eo ez eo hiniennoł brezhon a savo ur gevredigezh vrezhon. N’eus ken met sellout a-hend-all ouzh enep-skouerioł evel gallegerion a zesav o bugale e galleg hepken, o kas anezho d’ur framm “brezhonek”, Diwan e anv, da gejań gant bugale all ha ne reont ivez nemet gant ar galleg er gźr, hag a gred e vo graet anezho dre vurzhud tud dezho ar brezhoneg da yezh naturel…Ken anat all eo e vez stummet an hiniennoł –a-fet bred– , evit ul lodenn vras, gant ar gevredigezh ma vevont, diwar elfennoł enganet er penn kentań. Hor meizerezh eus ar bed –hag ar binviji yezhel a servij deomp d’e ezteurel– a dennomp diouzh ar gevredigezh-se. Bredel ha kevredadel eo ar gudenn war an dro[2]. Evit bastań an elfenn gentań –sevel hiniennoł dezho ur meizerezh brezhon– e rankomp kenderc’hel ha peurechuiń an irvi boulc’het gant Gwalarn ha Roparz HEMON da gentań, gant SADED ha Gwion ETIENNE er bloavezhioł c’hwegont da c’houde : kinnig un deskadurezh klok dezhi da bal goleiń holl dachennoł hor gouiziegezh : pezh a ouzomp a rankomp gouzout e brezhoneg. Evit an eil elfenn –sevel ur gevredigezh vrezhon– e vefe mat aozań digarezioł da skoulmań darempredoł etrehiniennel, en-dro da zoareoł liesseurt –prezegennoł war zodennoł a sell ouzh hon amzer kempred, pezhioł-c’hoari, pe digarezioł “skańvoc’h” e sell diduamantoł evel festoł-noz. Hag evel-just e rank bepred an daou arvez-se bezań stag-grońs an eil ouzh egile : pouezań en deskadurezh ouzh talvoudegezh kevredigezhel pezh a zo kelennet, chom war an evezh ma vo savet an obererezhioł meneget en ur yezh dereat, gant tud stummet a-zevri evit se eta.

 

Daoust ha bevennet eo hon embregadenn gant harzoł Breizh hepken, oc’h ober fae ouzh ar bed ? Nann, evel-just ! Pa vennomp bezań ur bobl dieub ez kevredel hag ez bredel e talv an hevelep tra hag evit an Alamaned, ar Japaniz, ar Vec’hikaned pe an Aostralianed bezań dieub. Ha, koulskoude, ar re-se n’o deus ket da zremmwel nemetań Alamagn, Japan, Mec’hiko pe Aostralia. Roparz HEMON, amań adarre, en doa diskouezet splann an hent : ret eo deomp sellout ouzh ar bed evel Brezhoned, ha n’eo ket dre hanterouriezh ar galleg hag ar skeud a’r bed a ro deomp Frańs. Alese ar ret m’emaomp da anavezout ar bed en doare dizalc’h-se, ha neuze da sevel studiadennoł a bep seurt diwar-benn holl vroioł ar bed. Alese ivez ar ret m’emaomp da zeskiń yezhoł all, ar muiań a c’hellomp. Bezomp fraezh, ha komzomp didro : ur vro enni nebeutoc’h eget 4 milion annezad ne c’hell ket ober gant ar brezhoneg hepken, pa ne c’heller ket goulenn grońs digant neb estren en defe c’hoant daremprediń Breizh evit abeg pe abeg – kenwerzh, diplomaterezh, touristerezh…– deskiń brezhoneg. Evit ar vuhez pemdeziek ha diabarzh e rankomp ober gant ar brezhoneg, ha gantań hepken. Evit an darempredoł diavaez, avat, e rankomp ober gant ur yezh “vras”, hag ar yezh-se –plijet pe get– ne c’hell bezań nemet ar saozneg, yezh ar c’henwerzh etrevroadel, ar stlenneg, an darempredoł diplomatek…Un dever eo eta – evit d’hor brezhonelezh gellout diorren digabestret diouzh ar galleg ha diouzh Frańs – da bep hini ac’hanomp ober ar striv da zeskiń pe beurzeskiń saozneg.

 

Ha Frańs, en afer-se ? Pep bro, pep sevenadur, o deus o flas e sevenadur ar bed, ha Frańs evel ar re all. Evel Roparz HEMON ha ne oa ket – hel lavaret hon eus a-us– a-enep ar sevenadur gallek ennań e-unan, n’omp ket kennebeut dre ret a-enep Frańs hag ar sevenadur gall ha gallek. Pezh a c’hoarvez e Frańs, Istor pe Lennegezh Frańs a rankomp anavezout, evel re n’eus forzh petore bro all. Pelec’h emań ar gudenn eta ? Evel re n’eus forzh petore bro all, emaon o paouez lavarout. Ket nebeutoc’h moarvat. Ket muioc’h kennebeut avat. Ret eo deomp anavezout Frańs evel maz anavezomp hon amezeion europat –Breizh-Veur, Alamagn, Italia, Spagn, Norge, Rusia, Hungaria… –. Ret eo deomp anavezout Frańs evel ma anavez ivez Frańs Breizhveuriz, Alamaned, Italianed, Spagniz, Norgeiz, Rusianed, Hungariz…Na nebeutoc’h, na muioc’h. Amań ivez, komzomp fraezh ha didro. Evel m’hon eus merket endeo omp gennet gant ar yezh hag ar sevenadur gallek, ha ne c’hellomp ket sellout ouzh ar galleg evel ouzh n’eus forzh petore yezh all[3].

Ma tigoromp ur skingomzer pe ur skinweler e kavimp hogos sur ar sevenadur gallek. Ma lennomp ar gelaouenn gentań pe al levr kentań a gavimp e c’hellomp bezań ken sur e vo emichańs e galleg. Hag anzavomp ivez e tibabimp diouzh hor youl vat – mar ne lakaomp ket harzoł d’hon techoł naturel – al levrioł, kelaouennoł, chadennoł skingomz pe skinwel gallek-se, zoken m’hon eus tro da zibab reoł saoznek pe alamanek, pa ’z eus ac’hanomp – ne gredan ket faziań kalz amań – evit an holl ac’hanomp gallegerion a-vihanik, pa ’z eo aesoc’h evidomp lenn pe selaou galleg. Anez deomp chom evel m’emaomp bremań beuzet gant ar galleg e rankomp eta sevel stankelloł a-benn herzel ouzh al lanv gallek. Etre an traoł all a rankomp sevel diwar-benn broioł all ar bed, savomp dornlevrioł Istor, Lennegezh, Douaroniezh, Politikouriezh Frańs, lennomp anezho, ha mat pell ’zo ! Estreget-se, evit ar re vennetań ac’hanomp, paouezomp a sellout ouzh ar c’helaouennoł pe ar skinwel gallek, a selaou ar skingomz gallek. Paouezomp ivez da emellout en obererezhioł c’hweluniadel pe bolitikel gall, eleze a gemer perzh er gevredigezh c’hall. Gouzout a ouzon pezh a vo eilgeriet din kerkent : plijet pe get emaomp enframmet er gevredigezh c’hall, ne c’hellomp ket sellout ouzh ar politikerezh gall evel ouzh politikerezh ar broioł all p’emań hon tonkad hag hor buhez pemdeziek e dalc’h divizoł gouarnamant Pariz. Gallout a reer kompren an arguzenn-se, ha n’eo ket disol, hogen kompren a rankomp ivez an antell hol laka da vezań lodennek er gevredigezh trec’h diwar zigarez d’en em zigabestrań diouti. O nac’hań emellout er gevredigezh c’hallek e rankomp eta dispenn un touell dalc’hus e metoł ar Mouvement Breton, hini ar gevredigezh (en unander) a vefe e Breizh, a oa bet brezhonek gwezhall e “Breizh-Izel”, a oa bet gallekaet a-grenn hag a rankfemp neuze advrezhonekaat. Ret e vo hep mar advrezhonekaat Breizh, met a-raok henn ober e rankomp – distreiń a reomp d’ar c’hraf meneget a-us – sevel ur gevredigezh vrezhon kempoell distag diouzh ar gevredigezh c’hallek, he lakaat da greskiń ha da c’holeiń tamm ha tamm ar gevredigezh vreizhat. Disrannour eo hon embregadenn eta, n’eo ket hepken en e ster melestradurel rik – pezh a vefe berrboell a-grenn, mard eo evit hańvalout ouzh an “Iwerzhoniz” dizalc’h ez melestradurel hogen lodennek penn-da-benn er gevredigezh hag er bed kevredel saoznek  –, dre ma vennomp da gentań en em ziframmań diouzh ar gevredigezh c’hallek ha sevel ur gevredigezh vrezhon dirazi ne lavaran ket. Darempred ebet gant ar gevredigezh c’hallek a zo e Breizh eta ? Eo, ur wezh bezań enframmet ni-hon-unan evel kevredigezh distag avat, a-benn lakaat perzhiaded ar gevredigezh c’hallek-se da emezelań tamm-ha-tamm – hag ez hiniennel – en hor c’hevredigezh nevez[4].

 

Rafael URIEN

 

 



Notennoł war an Darvezadoł



Breudvell[5]  Regensburg

 

Goude gobidell ludresadennoł ar profed Moc'hamed, setu tro ar pab Benead  XVI da vezań taget evit komzoł tamallus en dije lavaret a-enep an Islam, hag ur wech ouzhpenn ez eo aet ar bed muslimat e belbi ; ar pennadoł o tezrevellań diskeladegoł  taer ar Vuslimiz eus Maroko betek Indonezia ha diskleriadurioł o renerion relijiel ha zoken politikel o deus leuniet pajennoł ar c'helaouennoł e-pad ur pemzektez.

Bez' e oa da heul ar brezegenn a reas ar pab e skolbenn Regensburg (Bavaria) d'an 12 a viz Gwengolo 2006, dirak ur selaougelc'hiad[6] a zerc'houezerion eus ar skiant - kelennerion hag imbourc'herion -, hag eno e komzas evel ar c'helenner douevoniezh maz eo bet, kouviet en ur skolbenn vras. Er brezegenn-se e oa anv dreist-holl eus an darempredoł etre ar feiz hag ar meiz, hag eus ar retvez  da chom hep strishaat ar meiz da hentennouriezh[7] ar skiantoł, intentet en he ster strishań.

Da boent loc'hań e zisplegadenn, en doa Benead XVI adkemeret un arroudenn tennet eus ur vreutadenn eus ar pevarzekvet kantved etre an impalaer buzantat Manuel II Paleolog, anavezet evit e ouiziegezh, hag ul lenneg persat a-zivout ar ganttroidigezh dre heg, hag a zo e kalon brezel santel an Islam, da lavarout eo an djihad.

Arguzenn an Impalaer a oa : emań ar feiz o tont eus an eneńv poellek ha neket eus ar c'horf. Hogen, a-raok dont d'ar c'hraf-mań, an Impalaer, o tremen dreist an diforc'hadoł jubennadur a oa endeo d'an ampoent  e-kreiz an Islam, en doa deraouet da dagań e gendivizer en un doare taer souezhus, gant ar c'homzoł-mań : « Diskouez din hepken petra nevez en deus degaset Moc'hamed, ha ne gavi nemet traoł fall hag dizenel, evel e urzh da skignań, dre ar c'hleze, ar feiz a brezege ». N'eo nemet da c'houde ar menegadur-se - a voe kavet "feuls" a-walc'h gant ar pab -  ma tispleg an Impalaer perak ez eo diboell an doare-se da skignań ar feiz dre ar feulster.

Bez' e loc'h enta prezegenn Benead XVI diwar an divizadenn-se etre daou lenneg, an eil Muslimad hag egile Kristen, evit difourkań war adhaeridigezh[8] an ezhomm mallus hiziv eus ur c'hendiviz gwirion etre ar sevenadurioł hag ar relijionoł. N'on ket me, evel-just, evit barn intrudu ar Pab war ar gudenn-se, hag e gwirionez ez eo gwelloc'h d'an dud, d'ar pobloł, kendivizout etrezo eget ober brezel, hogen gant hevelep doare ober ez eo tebet, gant pep hini, degas war an daol kement hag ar re all, da ober an hanter eus an hent evit tostaat ouzh ar re all, ha da gentań-penn, marteze, da eztaoliń fraezh ez eo mennet da gendivizout diwidre, kement evit e vad dezhań hag evit mad ar re all, hag an dra-se, ret eo henn lavarout, n'eo ket anat atav gant lod anezho.

War ar poent diwezhań-mań em eus bepred war va spered pezh a lavare an Aotrou 'n Eskob Giuseppe Bernadini[9], Arc'heskob Smyrna (Turkia) e kerzh un eskebvod dalc'het e Roma e 1999, a-zivout ar c'hejadennoł etre Kristenion ha Muslimiz - a vez, forzh penaos, aozet atav gant Kristenion - ha ma c'houlennas un deiz ur perzhiad kristen ouzh ar Vuslimiz o perzhiań, perak ne vefe ket aozet ganto, d'an nebeutań evit ur wech, kejadennoł a seurt-se, ha ma voe respontet dezhań : « Perak e vefe ret deomp henn ober ? N'hoc'h eus netra da zeskiń deomp ha n'hon eus netra da zeskiń diganeoc'h".

Evel ma weler ez eo bepred ar Gristenion a fell dezho kendivizout - dres evel ma vezont ar re nemeto oc'h ober keuziadezh[10] - hag an dra-se abaoe Goursened Vatikan II pergen, met, war pezh a hańval e servij dreist-holl ar c'hejadennoł-se da "amuser la galerie" evel ma lavar ar C'hallaoued, hag e keit-se ar Vuslimiz a oar kas war-raok o fezhioł-gwerin war c'hoari gwezboell ar bed, pezh a voe anzavet divezh zoken gant an hevelep Muslimad ma komze an Aotrou 'n Eskob Guiseppe Bernadini diwar e benn e 1999, pa ziogelas e kerzh ur gejadenn all : "Bez' e aloubimp ac'hanoc'h a drugarez d'ho lezennoł demokratel, bez' e kabestrimp ac'hanoc'h a drugarez d'ho lezennoł kravezel ".

Evit skeudenniń splann a-walc'h ar c'homzoł diwezhań-mań e c'heller menegiń pezh a zisklerias ar c'horonal Khadafi, arlevier Libya, nevezik zo, peogwir e oa d'an 10 a viz Ebrel 2006, e kerzh Kendael Tombouktou (Mali), aozet gant "Aozadur Islamek evit an Deskadurezh, ar Skiantoł hag ar Sevenadur" ; setu e c'homzoł : « Bez' e tle an holl dud dont da vezań muslimat. Hiziv an deiz, amań e Tombouktou, e reishaomp an istor. 50 milion a Vuslimiz hon eus en Europa. Bez' ez eus merkoł a destenieka e roio Allah deomp un trec'h bras en Europa : hep klezeier, hep fuzuilhoł, hep aloubidigezh. Bez' e raio an 50 milion a Vuslimiz Europa ur c'hevandir muslimat eus houmań. Enlusket[11] eo Turkia, broad vuslimat, gant Allah hag emań oc'h aotren dezhi dont tre er C'hevredinad Europat. Bez' e vo neuze 100 milion a Vuslimiz en Europa. Emań Europa o tiwaskań hor striventuadelezh[12], dres evel Amerika. An dibab he deus : dont da vezań muslimat pe diskleriań ar brezel d'ar Vuslimiz ».

Tud zo a lavaro : « Ya, hogen an holl dud a oar ez eo Khadafi un den un tammig diskiant, boazet da c'hourbann traoł a seurt-se. Ya ! A c'hell bezań ! Hogen, pennoł bras all eus ar bed muslimat a oa ivez da gendael Tombouktou ha n'o deus ket dislavaret komzoł Khadafi. Evel-se e welomp ez eus an diforc'h bras etre ar bed kornogat hag ar bed muslimat Mar bije bet ur rener stad eus ar bed kornogat o tiskleriań traoł heńvel diwar-benn ar bed muslimat lakaomp, e vije bet kerkent un c'harmadeg vras er meziennoł evit e zislavarout, hag er bed kornogat da gentań-penn, en abeg d'ar politicaly correct[13] evel-just, met, evit ar bed muslimat, ez eo disheńvel an traoł, rak n'em eus kavet komzoł Khadafi nemet en ur gazetenn eus ar gwask digemplegour[14] ha minorelet.

 

Ersav ar bed muslimat ouzh komzoł ar Pab e Regensburg - ha ne oant ket war-eeun e re dezhań, ret eo henn c'houverkań ur wech ouzhpenn, peogwir e oa ar frazenn tamallet-se tennet eus ar seizhvet breudvell etre an impalaer buzantat hag ul lenneg persat, ha se ken kozh hag ar Grennamzer - a zo bet evel pa vije bet gevier euzhus pezh a oa bet lavaret gant ar Pab, pezh ne oa ket, hogen o respont evel m'en deus graet ar bed muslimat e tegase e gwirionez ar brouenn e oa gwir pezh a oa diskleriet er frazenn-se, rak ne voe ket nemet diskeladegoł trouzus gant ar straed muslimat : seizh ilizoł a voe taget e Gaza hag e Kizjordania, ha kement all en Nijeria ; ul leanez italiat a voe lazhet war he gwele ospital gant ur strollad bezenourion[15] somaliat, hep komz eus derc'henn[16] ar pab devet gant Muslimiz en Indez, hag all.... E kalz a vroioł e voe kargidi kefridiel oc'h ambroug ar straed o taeriń ouzh ar Pab, en o zouez rener aferioł relijiel gouarnamant Turkia. Pa sońjer e tle Benead XVI gweladenniń ar vro-se emberr ez eus tu d'en em c'houlenn petore degemer a vo graet dezhań, seul vui maz eo bet enebet ar pab, ouzhpenn-se, ouzh trevont Turkia er C'hevredinad Europat, met gant ar pab e tle bezań miret war e sońj darwantadoł[17]  sevenet a-enep beleien katolik nevezik zo e Turkia : an Tad Andrea Santoro drouklazhet en iliz Trebizonda e miz C'hwevrer hag ar beleg gall P. Brunissen, person parrez, kontellataet e miz Gouhere : peadra da ziskouez d'an Turkiz gant piv emań ar feulster hag ar gevier, hogen, kement gwirionez n'eo ket mat da vezań lavaret, siwazh, rak gellout a ra gloazań an hini ma sell outań, hag hemań a c'hell tagań d'e dro, seul taeroc'h maz eo ur gloaz a lorc'h..

E derou pabiezh Benead XVI e lavared edo o tispenn roudoł Yann-Baol II, met a-benn ar fin e hańval emań kentoc'h ar pab nevez oc'h adsturiań[18] tamm ha tamm lestr sant Pźr.

Ger-stur Yann-Baol II a hańval bezań bet : bezań gwelet mat gant pep hini, ha gant ar Vuslimiz etre reoł all, seul vui ma oant a-du gantań evit pezh a selle ouzh an diforc'hań bugale, pezh n'eo ket divat. Bez' e tegemere anezho bep bloaz  evel-just en devezhioł bedel evit ar peoc'h en Asizi hag un deiz ma voe profet dezhań levr ar C'horan gant Irakiz e pokas dezhań dirak an holl, pezh a drubuilhas memestra Kristenion ar Reter-Nesań a anaveze mat-tre  petra oa bezań dhimmied en o broioł.

Pa voe adeiladet moskeenn Roma, hag a vefe an hini vrasań er bed war pezh a lavarer, ne voe ket Yann-Baol II a-enep evel-just, met en eskemm en dije gellet goulenn ouzh pennadurezhioł Arabia Saoudat, da skouer, ma ne vefe mui sellet evel un torfed lidań un oferenn gristen en o bro, hep komz eus sevel un iliz-veur er Mekka, - evit petore Kristenion forzh penaos - met ur chapel bihan a c'hellfe bezań, memestra, rak un toullad kristenion a labour en Arabia en-dro d'an tireoul, ijinourion, kalvezourion, met ivez darbarerion evel ar Filipiniz hag a zo kristen evit an darn vrasań. Pa voe digorlidet moskeenn Roma e voe levenez vras er bed muslimat, sońjit 'ta : brasań moskeenn ar bed e kźrbenn ar Gristenezh, pebezh trec'h ; ken entanet e voe gant se lod feizidi Kairo, kźrbenn Egipt, da heul prezegennoł o imamed maz ejont da blantań an tan en ilizoł ar C'hopted (kontet eo an dra-se gant M. Alkader en e levr "Le vrai visage de l'Islam" ), iskis doare da drugarekaat ar C'hristenion evit o damantegezh.

Kement-se a zle bezań gwelet gant ar Vuslimiz, war skouer Khadafi, evel blenfrouezh[19] an trec'h da zont : Europa o kouezhań en o c'hrabanoł evel ur frouezh azv, ha setu a-daol trumm ur Pab nevez o klask dihuniń e worzheg[20] morgousket - a zo da gentań-penn en Europa, arabat henn disońjal -  o terriń evel-se skeudenn un trec'h aes ha tost evito, un hunvre a ginnige dont da wir en diwezh, hag e fellfe deoc'h ne vefent ket kounnaret goude-se : biskoazh kement all !  

 

Fatwa  ouzh Redeker

 

N'eus ket bet taolet ur fatwa war ar Pab memestra, rak ur "pesk re dev" e vefe, hogen, war ur c'helenner bennak ez eus tu da deurel unan. Setu pezh a zo c'hoarvezet d'ur c'helenner gall, Robert Redeker diouzh e anv,  o kelenn ar brederouriezh en ul lise tost da dToloza, da heul ur pennad eus e bluenn embannet er gelaouenn Le Figaro d'an 19 a viz Gwengolo 2006. Talbenn ar pennad : Face aux intimidations islamistes que doit faire le monde libre ? e-lec'h e rae eus ar C'horan levr ur feulster biskoazh gwelet ha ma teskrive ar "profed" Moc'hamed evel ur preizhataer drailher Yuzevion ha lieswreger, pezh a zo barrletaat[21] evel-just evit n'eus forzh pe Vuslimad.

Adal ma voe embannet ar pennad e pennfollas ar gobidell : tennet e voe ar Figaro diouzh e lec'hioł gwerzh e Tunizia hag en Egipt da skouer, hag ar chadenn skinwel Al-Jazira (Katar) a skignas ersav ar Cheikh egiptat Youssef Al-Qaradawi, prezidant kuzul Europa evit ar fatwaoł.

Kalz nec'husoc'h evit R. Redeker : deznaouet e voe dre e sinadur er gelaouenn evel kelenner lise, hag e tegemeras begozhoł a varv war e wikefre pellgomz e-keit ma oa skignet e chomlec'h war veur a lec'hienn eus al luskoł[22] djihadour. En un nebeut deizioł ez eo deuet un eil Salman Rushdie enket e-pad pell, pe Theo Van Gogh drouklazhet e miz Du 2004, en ur straed en Amsterdam. Kuitaet en deus e diegezh, e labour, gwarezet eo gant paotred an DST hag evezhiet dalc'hmat eo ouzh e di gant an archerion. Ne gousk ket muioc'h eget div nozvezh en hevelep lec'h, e ti mignoned dezhań ; en ur gźr e tle bevań bremań evel un SDF. En un dazaters[23] skignet gant Europa 1 e keuz Robert Redeker d'an diouer a ersavioł diouzh perzh c'hweluniadoł ar gelennerion ha mavdiernezh an Deskadurezh. Un tammig  diwezhat ez ersavo memestra ar c'hweluniad SNES evit kendaoniń ar begozhoł.

D'an 30 a viz Gwengolo, Gilles de Robien, mavdiern gall an Deskadurezh Riezel en deus komzet outań avat, dre e bellgomzer hezoug, evit asuriń anezhań eus e skoazell, hogen oc'h ouzhpennań : o vezań ma oa kargiad en dije gellet en em ziskouez evezhiek, kerreizh, fur e pep degouezh. Setu a-walc'h un emzalc'h skouer eus ar republikaned c'hall hag a zo dibleg e keńver ar Gristenion evit pezh a sell ouzh ar bri da zougen da lezennoł ar Republik santel c'hall, hogen leun a zamant hag a gomprenidigezh pa vez anv eus Muslimiz ; ha d'ar mavdiern e vefe tu da gas an dorzh d'ar gźr en ur c'houlenn outań : « Gant piv e vije bet mat en em ziskouez evezhiek, bezań kerreizh ha fur e pep degouezh, mar ne vije ket bet ar bolitikerion da gentań-holl, pa o deus lezet c'hwec'h milion a Vuslimiz da zont er C'hwec'hkogn e-pad daou ugent vloaz, oc'h ober lezennoł zoken, evel hini an adstrollań tiegezhel, a aesaas o donedigezh, o lezel da zont zoken kalz tiegezhioł lieswreger, paz eo difennet al lieswregiezh gant lezennoł ar Republik ? Daoust da gomzoł an arlevier gall Chirac a gav dezhań ez eo gwriziennoł Europa ken kristen ha muslimat ez eo ar Gristeniezh he deus graet Europa, he spered hag hec'h unded hag ez eo ivez pezh a sońj ar pab, ha daoust m'emań oc'h en em zigristenań e vez sellet bepred outi evel ouzh ar bloc'h kristen-skouer, ha da gentań-penn gant ar Vuslimiz o-unan, pa anvont ac'hanomp "ar Groazidi", hag pa reont ivez gant ar ger arabek "roumi"  evit envel kement Kristen pe Europad a zo, pezh a dalvez "an hini a zo gant Roma". Neuze mar ne vefe ket nann europat er C'hwec'hkogn hag en hor c'hevandir kement hini eus ar feizidi nevez-se, ne vefe ket kement a gudennoł ganto, ha ne vefe ket ezhomm zoken a bennadoł er c'helaouennoł evit diskuliań an dańjer o tont, ha ne vefe ket ezhomm kennebeut a daoler fatwaoł. Ar mesaer-deńved mat ne lez ket ar bleizi da zont en e zańvadti, digarez ouzhpenn da chom hep kouviań anezho da zont ennań.

 

Yann MIKAEL



Piv ez omp ?



Yac'h ha santel eo gouzout piv ez omp. Anavezout hor pivelezh, hon hevelebiezh, hor personded, hon hennelezh. Hor bezań don a zo prizius ouzh daoulagad an Aotrou. Eń hag a c'houlenn diganimp, war an hevelep tro, chom hep mirout ouzh ar re all da vezań ar pezh ez int. Ha diouzhtu ez a va sońj davet ar paotrig tapet o vrezhonegań er porzh skol ha kastizet, mezhekaet ha kemplezhet.

 

Met, bremań, petra a ya d'ober hor pivelezh. Gant petra eo fardet ? Evel evit pep den, ez eo hor pivelezh an hini roet dimp gant ar "skeudennadur a Zoue" a zo ac'hanomp. N'eus forzh piv a zo skeudenn e Grouer. Ret eo avat mont pelloc'h. Anat eo ez eo an tir breset ganimp annezet gant katoliked e-pad 1500 vloaz.

 

Anat eo ez eo hor pivelezh ar pezh maz eo, ar pezh  ma tlefe bezań, gant penngredennoł, darboelladoł[24], lidadurezhioł, ritualioł, pompadoł, savadurioł, kaerderioł Iliz Pźr. Graet eo hor personded gant ar speredelezh tarzhet eus Roma, met deheńvelaet ganimp-ni, a-hed an Istor. Kalvar Jeruzalem a zo deuet da vezań kalvar Gwimiliav.

 

Eus an hennelezh-se e oa anv gant Paol VI, o tiskleriań, e 1969, e Kampala : "Bez' e c'hellit ha bez' e tleit kaout ur gristeniezh afrikat". An hevelebiezh avat a zo kristek, da lavarout ez eo hini un den pe un denez badezet e Marv hag  e Dasorc'h hor Salver, o vevań er Spered glan gant e holl roadoł. Hon hevelepted n'eo ket ar pezh a ijin ar faltazi, ar pezh a c'hoanta pep hini, met an hini kinklet gant mein prizius an Iliz.

 

Ar Feiz kristen hepken a c'hell stummań hor pivelezh-ni, tudennoł a Vreizh. Dimp-ni da zerc'hel mat d'ar pezh a oa, d'ar pezh a zo ha da genderc'hel. Rak bez' ez omp ar pezh hon eus gwelet, klevet, meizet, prederiet war hor glenn. Dimp-ni d'en en ziwall diouzh ar pezh a zo kamm er pezh a gouezh eus ul lec'h all.

 

Ur bivelezh all a dlefe, Breizhiz maz eus ac'hanomp, a dlefe en em skoulmań gant hor pivelezh a ikonenn a Zoue. A dlefe en em deuziń gant hor pivelezh kristek. Hor breizhadelezh an hini eo. Da lavarout eo lies gwriziennoł hon dervenn. Pa vez diframmet digant un den e wrizioł, eme ur c'hrennlavar bosniat, ez eo an den-se kendaonet da  zisec’hiń, rak evit kreskiń ha bleuniań, an den a zo ezhomm dezhań a wrizioł, n'eo ket a dorroł.

 

Hag, amań, diogelomp start ez eo hor yezh bouedenn hor breizhadelezh. Ur yezh pinvidik maz eus unan, klokaet, arnevesaet dalc'hmat - ret eo - evit displegań kement a zo war an douar evel en Neńv. Ur yezh o reiń o ster d'hor savadurioł, d'hon nevedoł, d'hor c'horolloł, d'hor gouelioł, d'hor sonerezhioł, d'hor boazioł. Setu perak e chom dilavar greunvaen hor santualioł pa vez kanet enno : "Trouver dans ma vie ta présence... Tu es le Dieu des grands espaces..." Eneoł hon hendadoł a skrij peogwir n'en em gavont mui er gźr dre-se. Gwir eo n'int bet morse er gźr, rak a-viskoazh eo bet drastet, mazavet, gloazet hor pivelezh.

 

Victor Hugo a lavare: "Huroniz Penn-ar-Bed a gomz an hevelep yezh ha per-douar Kernev" . Met, hiziv an deiz, n' eus ket brasoc'h enebourion d'hon hennadelezh eget ar re ned a ket o rannyezh pelloc'h eget o fri ha fri o amezeion. Setu perak hor pivelezh kravezel ha breizhel a zo brallet, strońset dizehan gant kealioł, mennantezioł, youloł enebet. Reverzhi ar peurunvanded louet hag ar standur hollvedel a ziskar ar pivelezhioł. Se n'eo ket reizh ouzh daoulagad Arloz an disheńvelderioł.

 

Setu perak dimp-ni d'en em zizober diouzh kement tra a ra gaou ouzh ar pivelezh hag a zo hon dervenn. N'en em lezomp ket d'en em goll en traezhennoł. Ned omp ket ur verc'hodenn holen a deuz er meurvor. Gwechall, e veze lavaret : "Ar vuoc'h a rank peuriń e-lec'h m'eo staget". Ouzhpennomp : "Ha pa vefe treut ar geot". An deiz all, er skinwel, e kleven ur paotr moldaviat, dreistsperedet - ar c'hentań en ul lise gall, o tiskleriań : "Paour eo Moldalvia... Ne c'hellfen mui en em ober du-se..." Pegen mantrus ! Pegen mantrus ivez gwelout emdennidi c'hall o vont da echuiń o buhez e skeud ar moskeennoł er Maroko

 

Dieubet evit mat diouzh hengounioł o hendadoł, daoust hag hor c'hempredidi a vije muioc'h breurel, muioc'h habask, muioc'h dispaket eget o diaraogerion ? Ha gouzout a reont piv ez int ha da belec'h e fell dezho mont ? Dimp-ni eta da zizoleiń ar perlezennoł a uhelbriz douaret en hon hźrezh hag ar pinvidigezhioł dreistkred kinniget dimp ganto. Dimp-ni da vagań hon hevelebiezh gant an teńzorioł meurdezus-se.

 

Ar prederour brudet Vladimir Yankelevitch a lavar : "An torfed gwashań a c'hellfe bezań graet a-enep ur bobl ez eo diframmań digantań he eńvor, rak neuze ne oar mui he anv na deiziad he ganedigezh. Unan eus ar gwashań kleńvedoł-spered eo chom hep distreiń d'ar gźr, rak n'ouzomp mui lavarout piv ez omp hag e pelec'h emań hon annez".

Berr-ha-berr, dispakomp bleunienn hor pivelezh kristen e liorzh hor breizhadelezh.

 

Ar Bigouter



Galloud hag Arc'hant



Bewech ma klevan ur politiker eus an tu kleiz o kendaoniń skloufoni ar gevalaourion war don an diouganerezh, e c'houlennan ouzhin ma-unan hag-eń e kred evit gwir ez eo enorusoc'h anken ar glaskerion galloud eget c'hoantegezh ar glaskerion arc'hant, pe hag-eń e ra van da grediń hepmuiken evit c'hoari e zammig sant. N'eus ket a drede bezuster, anat. Den ebet ne brient un dispac'h evit distreiń war-lerc'h d'ar gźr ha bevań diglod er republik sokialour nevez : pep stourmer kleizat a zo, dre dermenadenn, un danvez perc'henn eus un tammig galloud en urzhaz da zont.  E-touez izili ur strollad politikel, ez eo hemań an diforc'h nemetań etre ar stourmerion hag ar re n'int nemet mouezhierion. Neb a ya d'ar stourm dispac'hel a c'hortoz ur garg a "komiser ar bobl" d'an nebeutań-holl. Ne vefe ket kalz a ster, forzh penaos, gant reiń nebeutoc'h a sikour da "savidigezh ar sokialouriezh" war-lerc'h  bezań bet labouret start evit "distrujań ar gevalaouriezh" (gwir eo kement-se ivez, mutatis  mutandis, evit ar faskouriezh pe forzh pe kinnig all da gemm ar gevredigezh en he fezh. Ne bouezan amań war ar sokialouriezh nemet peogwir n'eus ket a emsav yoc'hel faskour e Brazil hiziv an deiz).

E pep stourm dispac'hel, neuze, e kaver dre ret an anken a ya gant ar galloud, ha ret eo bezań kriz-dizenel pe dall-nay evit tremen hep gwelout ez eo mil gwech distrujusoc'h an entan-se eget ar sec'hed a binvidigezh. Houmań, forzh pegen difetisaet e vefe gant jedadennoł an armerzherion, a vez atav enni ur stradad  danvezel - tiez, boued, dilhad, binviji - a ra anezhi ur mad talvoudus drezań e-unan, a c'haller tennań joa dioutań hep teurel evezh ouzh ar builhentez pe an dienez en-dro deoc'h. Ur galloud avat n'eo netra mar ne c'hall ket kreskiń - Nietzsche en doa komprenet mat-tre an dra-se. Anatat tra : bezań pinvidik  a zo ren war an traoł a-benn ar fin, forzh peseurt stumm arbennik a vefe roet d'ar binvidigezh gant doare ar gevredigezh. Bezań galloudus a  zo ren war an dud. Un den pinvidik, mar pinvidika e amezeion ivez, ne baouraio ket evit keloł-se ; ur galloud avat, ma vez galloudoł all par dezhań, a ya da get diouzhtu. Ar binvidigezh a gresk dre liesaat ar mammennoł anezhi ; ar galloud, dre natur, a gresk dre vihanaat frankiz ar re all. Evit krouiń ur Stad-poliser, ezhomm ebet reiń muioc'h a armoł d'ar boliserion : a-walc'h eo ijinań ul lezenn a zifenn ouzh an dud all kaout armoł.  N'eo ket dre dapout gwirioł nevez eo e troer da c'hrońsvelier, dre gas da get gwirioł kozh ar bobl ne lavaran ket.

 Ret eo bet da veiz mab-den tizhout ul live dindan-naturel koulz lavaret evit ma c'hellfe ur brederouriezh - pe un dra bennak damheńvel - lakaat seurt atalad[25] ken anat war an tu gin, ha klask en dienez mammenn ar binvidigezh, er galloud politikel mammenn ar c'hevatalded.

An hollveliouriezh, unan eus merkoł-anaout  pennań an ugentvet kantved, ne voe ket un taol dichańs pe ur fazi a stur war hent an hunvre demokratel : ar fiziańs emlazhus e santelezh ha kefridi-kevatalaat  ar galloud politikel eo en deus kenderc'het an disoc'h-se, a c'hall pep hini gwelout gant e zaoulagad bev hiziv an deiz : ar gevatalded armerzhel ken prometet n'eo ket degouezhet, met a-hend-all eo kresket an diforc'h a frankiz etre al levierion hag ar re leviet, betek ur poent n'o dije ket kredet hunvreal ennań taerań tiranted an henamzer. Julius Caesar, Atila pe Genghis Khan a souzfe heuget pa vefe graet anv dezho eus enluadeg hollek pe eus un tu da spiań kaozioł o holl sujidi. En amzer-vremań, al levierion a glask dija  penaos  rakluniań[26] doare-bevań ar rummadoł da zont. Galloud-distrujań an diaouled n'eo mui a-walc'h dezho : galloud-krouiń an doueed a fell dezho kaout ivez.

 

Unan eus fazioł-meur spontusań hon marevezh eo e vez sellet ouzh un den a glask mont da binvidik hepmuiken evel ouzh un den diyac'h, kazimant un torfedour, tra ma tremen ur c'hlasker-galloud evit ur skouer kaer a vadelezh,  idealouriezh ha karantez ouzh an nesań. Ur c'hantved a boell evel-se a huch d'an neńvoł diskenn ur Stalin pe un Hitler dezhań.

Olavo de Carvalho

 Lakaet e brezhoneg gant Ewan Delanoy, embannet evit ar wech kentań e Jornal Da Tarde, dindan an titl Dinheiro e Poder, d'ar 16 a viz gwengolo 1999.

ADDISPLEG

 Daou pe dri dra a c'haller ouzhpennań d'ar mennozhioł displeget a-us. Evel-just n'eus ket a zisparti krenn-ha-krak etre arc'hant ha galloud, hag en hor marevezh ez eo bet kemmet kenań keal ar binvidigezh gant ar greanterezh, a genderc'h madoł vil ha berrbad a ratozh-kaer. Met gwir eo, feiz, e c'hall an arc'hant (roet gant ar Stad c'hall) bezań talvoudus evit ar stourmerion vrezhon ; digant ar galloud gall avat ne c'hallont kaout nemet enebiezh. Evit ar pezh a sell ouzh ar "fiziańs er galloud politikel", n'eo ket ken diskiant-se : K. Guyonvarc'h a zispleg deomp penaos er gevredigezh keltiek kozh "frouezhusted ar maouezed hag al labour-douar a oa dindan atebegezh eeun ar prińs ha den all ebet". Ar pezh a zo a-dreuz neuze hiziv an deiz n'eo ket fiziańs ar bobl er galloud (un dra hollnaturel ha dizistrujadus forzh penaos, e "pep lec'h ma kaver un unanenn brasoc'h eget ar familh"), met ar pezh a vez gortozet eus ar galloud.

E.D.

.



Enor d'hor Re Varv

 


Mare an Hollsent a zo ur mare m'eo boaz ar Vretoned da enoriń o zud kar aet da anaon[27]. Ur guchennad a zo aet diouzhomp nevez 'zo. Marteze e c'hello hini pe hini eus lennerien ar C'hannadig skrivań hiroc'h diwar-benn hini pe hini eus ar re emaon o vont da venegiń :

 

An Tad Kalvar.

 

Douaret eo bet d'an 8 a viz Eost e domani an Eudisted "La Roche du Theil" e kichen Reudon, rak eudist e oa, un urzh beleien diazezet mat gwechall er c'horn-se a Vreizh uhel (An eskob Clément Guillon, eskob Kemper ha Leon a zo genidik a Blesei, a zo bet e penn an urzh-se a-raok mont da eskob). Kelenner war ar Fizik hag ar Gimiezh e oa bet ivez e skolaj Sant Marzhin Roazhon, a zo atav war anv an eudisted hiziv an deiz. E anavezet am eus dreist-holl tregont vloaz 'zo pa lide ingal an oferenn e brezhoneg e chapel ar skolaj-se, ha p'hon degemere en e sal klas da bakań ur banne tomm bennak, un digarez da varvailhat ha da eskemm keleier etre perzhidi an oferenn-se.

Desket en doa brezhoneg ha dont a rae a-benn da skrivań ur sarmon e brezhoneg bep sul. Skriverezet e oa ha, daoust ma ne oa ket gouest da gomz ervat ar yezh, hor boa, a drugarez dezhań tro da gaout an oferenn vrezhonek ha sizhuniek nemeti evit Breizh a-bezh.

Ur broadelour e oa met n'en doa ket kemeret er stourm a-hent-all. Aluzenner skaouted Europa e oa bet e Roazhon ivez ha war atiz Yann-Gristof Bouessel du Bourg e oa bet klasket reiń lańs en-dro d'ar SKAOUTED BLEIMOR, pergen oc'h embann ur c'hannadig, "Sturier Kroaz Hent", a gav din. Aet e oa war e leve e ti e c'hoar e Porzh'n Avaloł e penn-pellań Ledenez Ruis, dres a-us d'ar Porzh kozh e-lec'h em boa klasket adskoulmań darempredoł gantań, en aner. Seblantout a ra e vuhez bezań bet dister e keńver an obererezh breizhek, met e gwirionez a drugarez dezhań eo ez eus bet ur gumuniezh vrezhonek kristen e Roazhon e-pad 20 vloaz bennak. Ha dreist-holl n'eus oberenn pouezusoc'h ebet - a vefe gouest an den da seveniń - eget lidań an Oferenn, evel ma lavar ur c'hantik bennak, a gav din.

 

An Dimezell Keilhe pe Queillé

 

E penn-kentań miz Here eo aet da Anaon. Hec'h obidoł a zo bet lidet e Gwengamp er Penniliz. Brezhoneg a zo bet a-drugarez d'un nebeut emsaverien gristen eus ar gźr-se. Mat e vefe dezho klask skrivań ur ger bennak da embann da enoriń ar vaouez-se he deus stourmet penn-da-benn he buhez evit hor yezh, ha pergen war-dro Embannadurioł AL LIAMM. Kristenez vat e oa ivez : ezel e oa eus "Ar Bedenn evit ar Vro" hag eus "Unvaniezh Speredel Breizh" Maodez Glanndour a weler war al luc'hskeudenn  a lakaomp amań, bet kaset deomp gant Nouela Louarn eus Roazhon, a voe kemeret e-pad ur retred evit ar merc'hed yaouank e 1946, da lavarout eo 60 vloaz a zo. Goude e timezo lod tra ma chomo re all dizimez : er renk kentań e penn an tu dehou emań Janed Keilhe, tra m'emań Vetig An Dred (a zimezo gant Frańsez Kervella) er penn all, Nouela Olier a zo e kreiz (c'hoar Youenn Olier a zimezo gant Alan Al Louarn) hag Ivona Martin a-dreńv an eil adalek an tu dehou. Ma c'hoarvez gant unan anavezout tud all war al luc'hskeudenn ra skrivo deomp...

 

Maloł Jestin

 

D'al lun 30 a viz Here e voe lidet er Folgoad obidoł Maloł Jestin, goude ur c'hleńved hir. He anavezet mat am eus dre ma laboure e Skolaj-Lise Sant Jozef Landerne, eveldon. Ur stourmerez evit ar brezhoneg e oa, o stourm dizehan gant he gwaz Yann Jestin (eil vaer Lesneven ezel eus Kevredigezh an dilennidi vrezhonegerien). Ouzhpenn kentelioł brezhoneg el Lise e rae war-dro "KAN AR BOBL" evit Bro Leon, Ti ar Vro Bro Leon, an oferennoł brezhonek, ha war dro kant tra all, diglod alies, e park ar brezhoneg.

 

Dre ma oant holl izili eus familh ar vrezhonegerien emskiantek ez eo un dever deomp enoriń anezho amań, pediń evito ha derc'hel sońj anezho evit hor c'hennerzhiń war hon hent, a zo bet o hini en hor raok.

Abalamour da se eo bet divizet gant EAT-Imbourc'h ha Kristenion Breizh pediń o izili hag ivez an holl a gavo mat dont d'un emgav e Kistinid, da geńver eil deiz ha bloaz tremenvan Youenn Olier. Ur banne kafe a vo kinniget goude an oferenn.

Evel maz eo reizh ober hervez al lezennoł e vo dalc'het war-un-dro emvod bloaz EAT-Imbourc'h.

Tepod Gwilhmod

 

Sul 17 a viz Kerzu 2006  e Kistinid

15 eur Oferenn deiz-ha-bloaz

Youenn Olier

16 eur Banne kafe e ti Person Kistinid

Emvod Meur E.A.T.

 



Meneger Deizlevrioł Youenn OLIER

Etre 1945 ha 1966



Abred-kenań,  p'edo krennard c'hoazh, en doa kroget Youenn OLIER da skrivań e zeizlevr. Diwarnań e voulas kaieroł liestennet dindan dalbenn "O sellout war va c'hiz", a gont e vuhez adalek e c'hanedigezh e 1923, betek dibenn ar bloaz 1942[28]. Ar bloavezhioł 1943 ha 1944 a yeas da ober levrennoł all, heńveldoare, liestennet bepred war anv "Gevred", da lavarout eo gantań e-unan en e c'hav straed Burloud e Roazhon etre ar bloavezhioł 1967 ha 1970[29]. 

Goude-se e kendalc'has da voulań e eńvorennoł e stumm levrennoł bihanoc'h A5, war anv "Imbourc'h" ar wech-mań. 26 levrenn a zeuas neuze er-maez gantań ingal. Ar prantad-se eus e vuhez eo danvez ar meneger a reomp anv anezhań amań, da lavarout eo etre 1945 ha 1966. Setu amań da heul, adarre, roll al levrennoł-se :

 

- Deizlevr ur mizvezh brezel

Genver-C'hwevrer 1945, 66 p. (adembannet)

- War-lerc'h 40 bloavezh

C'hwevrer Here 1945, 308 p.

- Adsav , deizlevr here 1945

Here 1946, 318 p.

- Ur bloavezh e Konk-Kerne

Here 46-Here 1947, 332 p.

- Deizlevr ur miz Dulenn

Gouhere-Eost 1947, 80 p.

- Ur bloavezh e Kemper

Eost 47-Genver 48, 192 p.

- Ur bloavezh e Kemper

Genver-Eost 1948, 196 p.

- Ur bloavezh e Pondivi

kentań lodenn Gwengolo-Kerzu 1948, 114 p.

- Ur bloavezh e Pondivi

eil lodenn Genver-Gouhere 1949, 210 p.

- Ur bloavezh e Lannuon

kentań lodenn Gouhere-Kerzu 1949, 160 p.

- Ur bloavezh e Lannuon

eil lodenn, deizlevr ar bloavezh 1950, 223 p.

- Ur bloavezh er broioł-krec'h

kentań lodenn deizlevr 1951, 232 p.

- Ur bloavezh er broioł krec'h

eil lodenn, deiz Levr 1952, 278 p.

- Distro e Breizh, Gwened

kentań lodenn, deizlevr 1953, 202 p.

- Distro e Breizh Ploermael

eil lodenn, deizlevr 1954, 248 p.

- Distro e Roazhon,

deizlevr ar bloavezh 1955, 228 p.

- Distro e Roazhon,

deizlevr 1956 ha 1957, 310 p.

- Ur bloavezh a reuz

deizlevr ar bloavezh 1958, 184 p.

- Ur brezel o kenderc'hel

deizlevr ar bloavezh 1959, 198 p.

- O treuziń ar gouelec'h

deizlevr ar bloavezh 1960, 200 p.

- Gourlenn, deizlevr ar bloavezh 1961, 368 p.

- Ur bloavezh oc'h echuiń, 1962, 286 p.

- Un dispac'h o c'hwitań, 1963, 310 p.

- O klask hentoł nevez, 1964, 254 p.

- Amzer an emdouell, 1965, 266 p.

- An Hent-Dall, 1966, 196 p.

Da lavarout eo 6000 pajennad. Lod a zo diviet pe dost siwazh[30]. E 2004 eo ez embannas Youenn Olier levrenn ar bloaz 1966, hogen amzer en doa bet da skriverezań e gaieroł betek dibenn ar bloaz 1970 ha zoken da aozań un eil doare d'e envorennoł kentań : "O sellout war va c'hiz".

 

Goude 1966 ha betek an diskar amzer 2004 avat, e chom dizembann e Zeizlevr, da lavarout eo, well-wazh, 40 levrenn 200 pajennad bennak pep hini anezho da vihanań !

 

Ne vint ket embannet a-raok pell a-walc'h moarvat, evit meur a abeg, bepred an hevelep re : re nebeut a labourerion, re nebeut a arc'hant, re nebeut a skoazell (ha skoazell ebet ken a-berzh ar "Rannvro") ha re nebeut a goumananterion ! Un abeg all a zo avat, a ranker menegiń evelkent : ar mare eus buhez Youenn OLIER etre 1967 ha 1974 n'emań ket pell tre diouzhimp c'hoazh, ha ne felle ket d'an aozer diaezań den ebet o reiń da c'houzout d'an holl, dre e zeizlevr, e desteni hag e veizadur eus an darvoudoł a reas o reuz d'ar poent-se en Emsav. Termal a rae eta da voulań al levrennoł a oa prest.

 

Trugarez vras da zDenez Goasguen da vezań kaset da benn ar meneger-mań. Dibabet en deus eta sevel deomp ur roll eus an dud hag eus an aozadurioł eus an Emsav a vez graet meneg anezho gant Youenn OLIER en e zeizlevrioł etre 1945 ha 1966.

Merzet e vo diouzhtu ez eus anv alies-tre eus an hevelep tud, re e diegezh (ul lodenn o kemer perzh eveltań en Emsav) ha re an Emsav, hini ar yezh pergen.

 

Ur vengleuz ez eo Deizlevr Youenn OLIER evit istor an Emsav, abalamour d'ar munudoł a ro, evit ur prantad ma oa eń oberiant bras evel diazezer An Avel, Avel An Trec'h hag ar strollad politikel broadelour a yae d'o heul, e bennadoł fonnus a skrivas el Liamm (pergen burutellerezh war al lennegezh vrezhonek), goude-se ar perzh bras a gemeras e Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion, Strollad An Deskadurezh Eil Derez hag Emsav Stadel Breizh, er bloavezhioł dres a-raok miz Mae 1968…

 

Moarvat n'eo ket disi ar meneger a zo bet klasket fardań da dennań un implij gwelloc'h eus ar mengleuz-se. Alies e ranko Yann Furcher klask e meur a roll an anvioł a garfe studiań pishoc'h. Ra ouezo eta e ranko klask a-wechoł al lezanv pe ar stumm gallek, pe c'hoazh, alies-tre, ur stumm brezhonekaet eus an anvioł. Emichańs ivez n'eo na klok na difazi an tammig meneger-mań !

 

Evel-just ez eo mat lenn an Deizlevr penn-da-benn ha n'eo ket hepken a dammouigoł troc'het, , dieneet, didammet an eil diouzh ar re all, rak bez ez eo ivez istor un den a zigor deomp dor e spered hag a zispleg deomp e vuhezadur eus an darvoudoł, e santimant diwar-benn ar filmoł a wel pa 'z a d'ar fińvskeudenndi a-wechoł gant e wreg  - evel forzh piv ! - , pe er gźr ouzh ar skinwelerez, diwar-benn ar romantoł niverus a lenn e brezhoneg, e kembraeg, gouezeleg, saozneg, alamaneg, galleg, gresianeg kozh !... Ur sońj talvoudus bennak a dennor bepred eus ar prederiadennoł niverus-dreist a gaver en e Zeizlevr, da heul re Meven Mordiern war "Gwalarn" un tammig… Bez ez eo deizlevr un den a zo bet bepred war-un-dro o klask ar wirionez, un den test oc'h arvestiń ouzh darvoudoł 'zo, hag ivez, un den oberiant en Emsav a weler, da skouer o c'hoiń e romantoł, ha pergen, etre 1955 ha 1966, Enez Ar Vertuz.

 

Tepod Gwilhmod

 

Kavout a c'heller Meneger deizlevr Youenn Olier etre 1945 ha 1966" war lec'hienn Emglev an Tiegezhioł http://kannadig.chez-alice.fr/. Neb a garfe resev ar meneger dindan stumm ur fichennaoueg dindan Word a c'hell hen goulenn diganeomp.

 

 

Kemennadenn

 

Yann Talbot, person Landreger abaoe miz Gwengolo 2001 a gemenn deoc'h en deus bet ranket war c'houlenn an eskopti reiń e zilez eus e garg a berson.  Kaset eo kuit eta. N'eus bet roet abeg resis ebet d'an disentez-se a-berzh ar pennoł bras. Tu a zo da sońjal marteze eo bet kavet ar person re domm e galon ouzh ar vro, ouzh ar bobl, ouzh he yezh. Tu a zo deoc'h ivez da lavarout ho sońj d'an eskopti war an darvoud-se.

Adalek miz Here e vo Yann Talbot o chom e presbital kozh Brelevenez e-kichen Lannuon met ne vo karg ebet dezhań en eskopti. Ar frankiz a gavo avat da zisklźriań fraezh ar pezh a sońj diwar-benn an Iliz hag ar Vro.

 

Yann Talbot  Presbital kozh Brelevenez

22300 LANNUON  ' 0296480551

Atodenn :

 

Skrivet hon eus a-berzh EAT d'hor mignon ha d'an eskopti rak kengred omp gantań en enkadenn m'eo bet lakaet enni. Gwall vrouezet e vo an holl vroadelourion gant emgav Yann Talbot, ha n'eo ket ar re gristen hepken. Ha ret-mat eo disklźriań fraezh an dra : gall eo framm an Iliz e Breizh ha gwiroc'h-gwirań eo ar fed-mań a feur ma steuz gwir bersonelezh hor Bro war zouar Breizh. Ha n'eo ket degouezh an Iliz hepken : an holl frammoł a zo evel-se : an Deskadurezh Vroadel a zo gall ivez !

Setu eta, evel ma skriv Yann Talbot, e vo aesoc'h dezhań lavarout e sońj dre ma ne vo ken kement e dalc'h ar Framm. Maodez Glanndour en doa dilezet abred pep spi da sevel er Framm (anv a oa bet e c'hellfe bezań bet anvet da eskob rak studioł en doa graet e Roma) o chom e parrezig Louanneg. Evel-se en deus gellet treiń ar Bibl ha sevel un oberenn lennegel.

Yann n'eo ket un den da chom hep ober netra kennebeut, daoust pegen hejet eo bet. Kenderc'hel a raio da blediń gant an obererezhioł an Emsav ha, daoust ma n'eo ket bet karget ent kefridiel eus se, da harpań, ez-prevez da vihanań, ar vrezhonegerion gristen da vevań o feiz en o yezh : lidań an oferenn e brezhoneg n'eo ket difennet c'hoazh moarvat, gant eskopti Sant Brieg

 

Evel-se d'ar sadorn 28 a viz Here e oa tost da gant a dud, 15 bugel en o zouez, en oferenn lidet gantań e chapel Sant Pźr ar Rusked e Lannuon. Ra yelo brezhonegerion Treger e darempred gantań eta evit kemer perzh en abostolerezh emań Yann o klask kas da benn : oferennoł gant bodad al liderezh e brezhoneg en eskopti St Brieg ha Landreger, evel-just, met ivez bodadegoł gant E.A.T. gant Breuriezh Sant Erwan, badeziantoł ha katekizerezh e brezhoneg...


 


Mererezh :

12 € eo ar skodenn emezellań da EAT, a ro ar gwir da resev Kannadig Imbourc'h. Talet e vez e penn-kentań ar bloaz (pemp kasadenn da vihanań). Ar chekenn a zo da gas war anv EAT pe Imbourc'h da : E.A.T., c/o Yann MIKAEL 12 straed René Giraud 44130 BLAEN - Roll an niverennoł pe oberennoł n'int ket c'hoazh diviet a c'heller kaout o skrivań pe war : http://kannadig.chez-alice.fr/ .

Skridaozerezh

Ar pennadoł a zo da gas da : yann-eliaza@wanadoo.fr, pe dre ar Post da rener Kannadig Imbourc’h : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 BLAEN.  Ar pennadoł ne engouestlont nemet ar re o deus skrivet anezho. Moulet ez-prevez gant an embanner :  Emglev an Tiegezhioł. Kergreven - 29800 Trelevenez - ISSN : 1144 357X



[1] Roparz HEMON, An Aotrou Bimbochet e Breizh, Gwalarn 3, Diskar-Amzer 1925 ; 3de mouladadur, Hor Yezh, Lesneven, 1990, p. 14-15

[2] Lenn pergen ABANNA, “Broad ha stad”, Ar Vro 17 (C’hwevrer 1963)/26-32

[3]  Lenn pergen a-zivout ar c’hraf-se Pierrette KERMOAL, “Hon lennegezh er bed”, Aber 15, Nevez-Amzer 2004, p. 67-90, hag arroudenn “Treiń hon lennegezh e galleg” er pennad “Angerzh ar Vretoned vat”, Aber 20, Hańv 2005, p. 252-255

[4] Diwar-benn mennad krouerion Skol an Emsav e 1969 e tanevelle Youenn OLIER kement-se : “Klevet e oa e tlee ar gevredigezh vrezhon-se kreskiń tamm-ha-tamm betek goleiń penn-da-benn ar gevredigezh vreizhat arallek er vro-mań…” (Imbourc’h 49, 31 Genver 1974, p. 19)

[5] Breudvell : controverse.

[6] Selaougelc'hiad : auditoire.

[7] Hentennouriezh : méthodologie pratique.

[8] Adhaeridigezh : réaffirmation.

[9] Meneget en Osservatore Romano, niv 43 eus ar 26 Here 1999.

[10] Ober keuziadezh : faire repentance (hervez ma voe diskleriet un deiz da skouer gant Yann-Baol II)

[11] Enluskań : mobiliser pour agir.

[12] Striventuadelezh : prosélytisme.

[13] Da skouer, ar re gentań o kavout abeg e komzoł ar pab a voe  meziennoł europat : ar gwazva alaman DPA, ar Frankfurter Allgemeine Zeitung, ar gelaouenn italiat La Repubblica, La Libre Belgique, hag all...

[14] Digemplegour : anticonformiste.

[15] Bezenour : milicien.

[16] Derc'henn : effigie ; image représentative.

[17] Darwantad : attentat.

[18] Adsturiań : redresser la barre.

[19] Blenfrouezh : prémices.

[20] Gworzheg : tropell ; adsavet diwar "gorheg" eus brezhoneg Ledenezioł Bazh ha Rewiz, hevelep ger hag ar c'hembraeg "gwartheg" ("cattle" e saozneg).

[21] Barrletaat : blasphémer.

[22] Luskoł : mouvance, hervez Youenn Olier

[23] Dazaters : interview.

[24] Darboelladoł : diarvaroł, kendrec'hidigezhioł.

[25] Atalad : équation.

[26] Rakluniań : programmer.

[27] Marteze e vefe reishoc'h skrivań "d'an anaon" evel ma ra Plougestelliz, rak mont a ra an ene da gaout ar re all, an Anaon.

[28] "O Sellout war va c'hiz", levrenn 1 1923-1937, 122 p. ; eil levrenn 1937-1940, 160 p. ; trede levrenn : Gouere 1940- Here 1941, 162 p. ; pevare levrenn : Here 1941 – Mezheven 1942, 104 p. ; pemvet levrenn : Mezheven 1942 – Kerzu 1942, 106 p. .

[29] Deizlevr brezel bloavezh 1943, 192 p. hag hini 1944 : 180 p.

[30] ar re all, da lavarout eo an darn vrasań a c'heller prenań o sellout ouzh lec'hienn Imbourc'h pe o skrivań deomp.