“KANNADIG ’ IMBOURC'H

 

Kelaouenn  E.A.T.         Priz : 2 €        Niverenn 42          Gouhere-Eost  2005

 


Brezel  ar  Bedoł

 


Brezel ar Bedoł[1]

Setu maz eo bet saouzanet-mik ar bed kornogat adarre. Edo pennoł bras ar riezoł ar muiań diorreet – ar re binvidikań mar kavit gwelloc'h, anvet ivez G 8 – oc'h en em vodań e Gleneagles e kichen Din-Edin e Bro-Skos, evel ma reont bep bloaz, en ul lec'h disheńvel avat, evit kendaelań a-zivout kudennoł ar bed hervez o zoareoł-int da welout an traoł, pezh na blij ket d'ar re a anver an Arallbedelourion[2], a zeu bewech, niverusoc'h niverusań, da ziskelaat[3] o enebiezh ouzh ar mennozhioł-se, en un doare feuls ouzh feuls ; setu perak e oa bet bodet en-dro da lec'h emvod ar G 8 miliadoł a gerreizhourion[4] vreizhveurat evit bevennań trevonnadoł[5] an diskelaerion tagnous-se. Ac'hanta ! Bez' ez eo d'ar mare-se, ma oa buket holl gameraoł ar meziennoł[6] bras war an darvoud etrevroadel-se, m'o doa Islamourion dibabet seveniń gwalldaolioł marvus-kenań e London, d'ar 7 a viz Gouhere, er strolldezougoł[7], ken er riboulstraen[8] hag er c'hirri-boutin. Graet e oa bet ar gwalldaolioł-se evit lazhań ar muiań gwellań a dud – dreist da 50 den lazhet ha war-dro 700 den gloazet - evel e Madrid warlene hag e New York e 2001, ha kement-mań a-benn skogiń ar c'hedveno kornogat, ha spontań an dud. Kerkent, eveljust, o doa an holl stadrenerion bodet e Gleneagles - ha Tony Blair da gentań-penn, Tevezeg[9] Breizh-Veur, o paouez bezań dilennet evit an trede gwech ha kadoriad nevez ar Geduniezh Europat - kendaonet ar gwalldaolioł barbarek-se ha diskleriet e oant mennet da unaniń o holl strivoł evit stourm a-enep d'ar sponterezh. Diwar an taol-se o doa ar C'hallaoued adlonket o droukrańs a-enep d'ar Saozon, ar Saozon-se ma oa o paouez mont ar maout gant London, o c'hźrbenn, e-lec'h gant Pariz evit aozidigezh C'hoarioł Olumpek 2012 ; n'eo ket brav skeiń war un enebour gloazet !

 

Stourm a-enep d'ar sponterezh

Diskleriań an dra-se a hańval din falvezout tagań nemet an araez, ar gwered, e-lec'h an arbenn, ar penndevoud. Evit ar bed muslimat e vez sellet muioc'h mui ouzh ar bed kornogat (anvet ivez gant tud Al Kaļda - e gaou avat - : ar Gristenion, ar Groazidi, hogen ivez an "difeiziezh"[10] hag a vefe ur vroad hepken, hervez an Islamourion) evel devouder pennań an hollvedelouriezh, hag a fell dezhi gounit ar bed muslimat-se d'he mennadoł, ouzh e c'hourzhtreiń[11], ouzh e lakaat dindan gazel-gae, gant he demokratiezh, he gwirioł mab-den, hag he c'hevatalded etre gwaz ha maouez. Hogen, an Islam, dihunet da vat abaoe un hanter kantved d'an nebeutań, dre c'hras an didrevennadur, pouez e boblańsoł niverus, ha pinvidigezh an tireoul e kondon ar broioł muslimat, evit un darn vat sur-mat, ez eus gantań ivez mennadoł hollvedelour en un doare bennak. Daoust ha ne vez ket anv a-wechoł gantań eus "Broad an Islam"  ? Hag o vezań maz eus gantań, en e bennaennoł, diforc'h ebet etre stad ha relijion, pezh a anvont "Charia", ne c'hell  bezań nemet kevezerezh, evit chom hep lavarout kenstok, etre an Islam hag ar bed kornogat, hag evit lod un digoll da gemer.

Kalz disheńvel eo an traoł 'kostez ar bed kornogat. Abaoe an didrevadennadur[12], o deus adkavet pe gounezet kalz broioł muslimat, bet mestroniet ergentaou gant riezoł Europa evel Bro-C'hall, Bro-Saoz, Bro-Spagn, an Izelvroioł, ... o dizalc'hiezh, hag evit darn, skarzhet kuit war an hevelep tro an Europiz a oa staliet war o ziriegezh. Ar skouer gwellań a zo marteze ar milion "treid-du", skarzhet diouzh Aldjeria. E keveskemm e vije bet reizh ma vije distroet d'o bro an Aldjeriz, - Tuniziz pe vMarokiz ivez - staliet er C'hwec'hkogn, hag un toullad e oant endeo, deuet da labourat er greanterezh evit al lod brasań. A-benn ar fin, tost den ebet diouto n'eo distroet d'e vro, hag e gin-kaer, kantmiliadoł a Vuslimiz all o deus kendalc'het da zont, a-wechoł kalonekaet gant politikerion berrwel ha mistri greanterezh ken berrwel all, gant maouezed ha bugale niverus d'o heul, betek dont da vezań pemp pe c'hwec'h milion er C'hwec'hkogn, daou pe dri milion e Breizh-Veur, un dregantad uheloc'h c'hoazh en Izelvroioł - hogen gwir eo ez eo bihanoc'h ar riez-se - ; hag en Alamagn, Spagn, Italia, e kaver traoł heńvel...

Kement-se holl, hep ket a var, a  vez sellet outań gant ar broioł muslimat evel ur gwander hervez o gweledigezh-int eus ar bed, ul laoskentez a-berzh ar bed kornogat deroer kentelioł a-hend-all, seul vui ma klever lavarout bremań : Europa ne ra mui trawalc'h a vugale - bez' e lazher anezho dre o sioc'hanań - piv a baeo evit hor gledemdennoł[13] da zont? ezhomm bras hon eus a enbroidi !

- N'ho pezet ket aon, a skrign an Islamourion en o barv du, klevet hon eus, dont a reomp war ho skoazell, ha zoken, emaomp seulabred aze ! Met, digarezit ac'hanomp, n'eo tamm ebet evit dont da vezań Europiz all eveldoc'h, prederiet a-raok pep tra gant ho kletadurezh, ho plijadurezhioł, hoc'h ehanoł prizius hag ho kweturioł lufrus, nann avat, hogen evit ober eus Europa un Douar eus an Islam. Ne vo ket diaes d'henn ober : bri ne zougit mui d'ho relijion hoc'h-unan ; skoazellań a rit ac'hanomp endeo da sevel moskeennoł en ho kźrioł bras ; bez' e lezit ac'hanomp ober hor bruderezh brezelgar en ho keodedoł, evel e Finsbury Park da skouer, e kreiz kźrbenn Bro-Saoz, el "Londonistan" brudet, ha kemend-all e kalz kźrioł all ; ho kunujenniń a reomp, deviń a reomp ho kirri-tan kaer hag a ra ho lorc'h : lavarout a rit deomp e komprenit hor c'hounnar hag e c'houlennit, zoken, pardon ouzhimp, ken aes eo tremen lost al leue en ho kenou, pezh a ziskouez splann ned oc'h nemet kiier[14]-choukant na zellezont ket kement a zoujańs !"

Setu braslun[15] ur saviad evel ma c'hellfe empentiń, aes a-walc'h, unan bennak war selaou un tammig ouzh an darvoudoł a c'hoarvez er bed, ha dreist-holl en Europa abaoe ur pergont bloaz bennak ; bez' o dije gellet an traoł emdreiń kantreol, ar Vuslimiz o kenderc'hel da zont hep ober trouz, en ur gaout bepred bugale kalz niverusoc'h eget an Europiz. Un deiz e vije bet o niver brasoc'h eget niver ar gwir Europiz - pezh o deus raksantet a-walc'h an Izelvroiz -  hag ent-demokratel - gant "gwir an douar" e-lec'h "gwir ar gwad" evel er C'hwec'hkogn - e vijent bet ar vistri ; met ar remziadoł yaouank n'o deus ket kement a basianted hag ar re gozh, fellout a ra dezho kaout ar wastell a-raok dezhi bezań poazh, mar geller komz evel-se ; darbennomp avat, en deus ar brezel en Irak hag en Afghanistan a-raok, gweredet evel un blivaer[16] pe un azblivaer.

Met, bez' e c'heller en em c'houlenn koulskoude, mar ne zougo ket darvoudoł London  frouezh all estreget ar re emań o oberourion o c'hortoz diwarno ? Bremań, goude ar gwalldaolioł-se, goude re Madrid, ez eo dihunet ar c'hi europat a gouske, hag ur c'hi dihunet ha dibikouzet a c'hell buan tagań d'e dro. Un nebeut eurvezhioł goude ar gwalldaolioł e tilestre e London arbennigourion eus riezoł pennań Europa hag eus ar Stadoł Unanet, gant o zeuliadoł. « Alies hon eus ezhomm bezań taget evit dont da vezań sirius» a verke Stefano Dambruoso, uhelań reizhaour[17]enep-sponterezh italian betek warlene. Dibaot eo un enluskidigezh[18] ken ec'hon ha ken buan goude ur gwalldaol. Ezteurel a ra malluster ar saviad hag emouezerezh un diskleriadur brezel graet ouzh ar C'hornog, seul vui ma voe gwalldaolioł all, a c'hwitjont dre chańs avat, div sizhun goude, d'ar 21 a viz Gouhere, e London bepred, hogen, e Charm El Cheikh, kouronktrev19 brudet en Egipt, darempredet-tre gant Europiz : 89 den bennak a voe lazhet e-kerz an noz etre an 22 hag an 23 ;  gwalldaolioł gant kirri antellet ; 9 Europad a oa e-touez ar wallreuzidi.

Hollret eo seurt kenobererezh kerreizhourel etrevroadel, hogen, mar ne vez kemeret nemet diarbennoł kerreizh ne vo ket dirouestlet bev20 ar gudenn ; gortozet e vez gant kalz Europiz, a gav din, diarbennoł politikel, lezennoł re laoskidik da gemm ha da gentań-penn lakaat da dalvezout, stricto sensus, ar re a zo mat endeo, e-ser an enbroerezh da skouer. Tud 'zo  a lavaro evel am eus klevet : « Met, keodedourion breizhveurat e oa an dozerion21 bombez, ganet e Breizh-Veur, enframmet mat er gevredigezh vreizhveurat ; ne oant ket estrenion ! »  Kentoc'h meiz22, abeg muioc'h! Gwelout bugale tud deuet da Europa evit kaout ur vuhez dereatoc'h eget en o bro orin, hag a lazh ar re o deus aotreet dezho kaout gwelloc'h stuz : bez' ez eus aze un dra bennak hag a zo aet a-dreuz ; klaskit ar fazi !

Magomp goanag avat, ma tigoro a-benn an diwezh an darvoudoł marvantrek-se daoulagad pobloł ar C'hornog war ar riskloł ouzh o begozhiń war verr dermen, na vefe nemet evit ar bri a zleer dougen d'an dud bet lazhet, ma talvezo d'ur vad bennak ar buhezioł kollet-se, dre zallentez renerion bolitikel ha na hańvalent ket bevań, betek-henn, en ur bed dirvoudel23.

 

Yann MIKAEL                        

----------------------------------------------

19 Kouronktrev : station balnéaire.

20 Bev ar gudenn : le fond du problčme.

21 Dozerion : poseurs.

22 Kentoc'h meiz : ą plus forte raison ; (geriadur Vallée).

23 Dirvoudel : réel concret.


 


Ar  Bed  o  Treiń



Evel ma rae Youenn Olier gant e "Notennoł Politikel" ez eo mat derc'hel da gas en-dro ur "preder" war-eeun en hor yezh, un "imbourc'h", da reiń hor sońj diwar-benn ar bed o treiń, en Emsav, e Breizh, er C'hwec'hkogn, en Iliz hag er bed dre vras.

 

Kavout a ra din ne c'heller ket goanagiń un dazont skedus d'hor yezh ha d'hor broadelezh da heul ma ne glasker ket, doare pe zoare, degas da Vreizh, war un dro gant ar yezh, ur patrom kevredigezh nevez e-keńver an hini a anavezomp endeo e galleg.

Rak evit petra 'ta cheńch yezh – kement-se eo a ginnigomp d'an dud e Breizh, neketa, daoust ma ouzont holl galleg - ma n'eo ket evit cheńch kevredigezh war-un-dro ? Kement-se a seblant din bezań ur wirionez a ranker lavarout en-dro alies, na pa ve randonnerezh, pa weler ne vez ket roet en un doare splann bepred ar ster-se d'ar stourm evit ar brezhoneg. Ar ster-se a zo koulskoude an hini a zo bet e penn-kentań emsav Gwalarn pa oa paeroniet gant Strollad Broadel Breizh. Ne oa ket ar politikerezh tachenn emgann ar gelaouenn Gwalarn, hogen ur ster politikel anat a oa d'he obererezh. Politikerezh a zeu eus ar gresianeg "Polis", a dalvez "Kźr". Ar Politikerezh eta a denn da gement-tra a c'hoarvez er gevredigezh, ha pergen, na petra 'ta, ar yezh a vez graet ganti. Roparz Hemon en doa dieubet Breizh en e spered met a leze an dachenn bolitikel da dud all evit en em ouestlań e-unan d'al lennegezh : sevel ul lennegezh da lakaat hor yezh par d'ar yezhoł "meur". Netra nemet ar mennad-se a oa ur mennad politikel sklaer hag anat, en ur ger : broadelour.

 

Nann, ne vez mui klevet en "Emsav" a vremań an dud o reiń d'ar stourm evit ar yezh ur ster broadel, a "zieubidigezh vroadel", a lavarfe tud "Emgann", m'o defe graet eus ar brezhoneg yezh diabarzh o strollad. Ar re a c'hellfed sońjal ez int gwir hźred Gwalarn en deiz a hiziv, da lavarout eo dreist-holl Al Liamm, KEAV ha Kuzul Ar Brezhoneg a chom "neptu" abaoe ur pennad mat, ha n'eo ket lavarout drouk diwar o fenn henn diskleriań amań : ur stadadenn n'eo ken, a ranker ober, dielfennań ha kompren.

N'ouzon ket re vat pegoulz ez eo c'hoarvezet ar c'hemm-se, met anat eo e chom hiziviken Al Liamm, da skouer, war dachenn al lennegezh rik, en ur reiń bepred, avat, un heklev en he "Notennoł" eus kement-tra a denn d'ar yezh. KEAV a seblant torret e lańs gantań, pa chome, betek nevez 'zo, rak n'eo ket gwir ken, al lec'h nemetań ma c'helled bevań e brezhoneg hepken. Pell-bras emań ar mare ma veze goulennataet e KEAV kenstriverion an "Trec'h" war istor hor bro ... hag he dazont ! Kuzul Ar Brezhoneg a seblant bezań troet d'un embregerezh karget eus melestradur kelaouennoł 'zo, Al Liamm, Al Lanv hag eus o ziez embann, ha re all (An Alarc'h), ha n'eo ket bet klevet a-walc'h d'am sońj mouezh an aozadurioł-se, kevredet e Kuzul Ar Brezhoneg, pa voe adc'hraet da Roparz Hemon ar prosez en doa gounezet goude ar brezel, kement-se war atiz skol-veur Vrest hag ar PSF, gant ar pal da zivadeziń skolaj Diwan Roparz Hemon.... ha lakaat ar skolioł Diwan dindan ar Stad C'hall.

 

Ur rebech all, stag ouzh an hini kentań, a c'heller ober d'Al Liamm ha da gKEAV : ar pouez a roont d'ar "rannyezhoł", gant skridoł Yann Gerven da skouer, pe gant ar rummad kentelioł uhelań a vez kelennet e Skaer. Kement-se, avat, a zo en em gavet dre ma vez ur pouez-mouezh divalav a-wechoł gant tud 'zo, ha ganin-me da gentań-penn, ur yezh disneuz un tamm a-wechoł, lesanvet "Roazhoneg", ur gunujenn flemmus maz eus. Ha gwir eo ez eo merket an "emsav" gant ur seurt "si dibardon" p'emań an darn vrasań eus izili "emsav Gwalarn" goude ar brezel tud bet desket ar yezh ganto, war bouez nerzh o youl hepken, diwar al levrioł hepken alies, "troc'het diouzh ar bobl", ha n'eo ket "war barlenn o mamm". Meuleudi dezho a ranker ober er c'hontrol, p'o deus, int-i, daoust d'an diaesterioł bras, klasket deskiń ar yezh, gwellań ma c'hellent : tud evel Pźr Denez, Ronan Huon, Youenn Olier. Hepto ne vefe ket klevet tamm brezhoneg ebet hiziv e Breizh, p'o deus hadet ha troet an douar, en deus roet frouezh o striv : rummad "Skol An Emsav", "Diwan", ar CAPES, Skol Uhel Ar Vro, ar panellerezh brezhonek, hag all.

 

Hogen gwir eo, e 1925 ha war-lerc'h, ne veze ket roet kement-se a bouez d'ar pouez-mouezh en Emsav. Kavout a ra din avat e vez techet lod da reiń re a bouez dezhań hiziv an deiz, p'emań ar bed o treiń ken buan : un doare unvan da zistagań en em ziskouez tamm-ha-tamm e-touez ar re a ra gant ar yezh e bedig-bed ar yezh a vez bremań studiet, kelennet, moulet, skignet war ar gwagennoł skingomz ha skinwel, ha war ar genrouedad, pe e vefent en Eusa pe e Sine o chom, ha se a zo gwir ivez evit an troioł-lavar : e 1935 e lavare Roparz Hemon "Ul lavarenn vat a zo mat evit an holl, pe eus Eusa e teufe, pe eus Sine". Goveliet en deus ur yezh unvan gant e genlabourerion : se e oa ar pep mallusań. Etre taluad e oa aet da get ar yoc'h brezhoneger ha n'o deus ket gellet mirout ouzh "chadenn ar yezh" a derriń dindan lanv ar gevredigezh c'hallek oc'h en em ledań dre holl en tiegezhioł. Nag ar rannyezhoł ? E par al lennegezh e rannont ar yezh. He gwanaat a reont. Pezh a zo d'ober eo kemer ar pep gwellań e pep hini anezho a-raok dezho mont da get, didammet diniver dindan seulioł ar galleg a-feur ma ya an amzer e-biou.

 

Neuze 'ta ez eus evel ur gemplezh en Emsav a vremań, ur seurt binim a zo bet lonket, a laka kablus ar paour kaezh emsaverion da vezań bet desket ar yezh drezo o-unan, evel-seik, par m'o deus gellet, hep anavezout ur rannyezh, e-lec'h bezań bet he desket "war barlenn o mamm", pe da vihanań "gant ar bobl"... Peseurt brezhoneg a fellfe deoc'h a vije komzet gant bugale ur Bigouter hag ur Bempoulladez o chom e Roazhon ? Ar rannyezhoł n'int mui eus hon amzer-ni.

Ret mat eo adlavarout, bepred diwar-benn ar rannyezhoł, n'eo ket kablus e doare ebet emsav ar yezh adalek 1925 hag e warlerc'hidi. Emsav Gwalarn ne oa nemet un nebeut kantadoł a gefredourion : ne c'helle ober netra, forzh penaos, a-enep bruzhunadur ar yezh e rannyezhoł diniver. Hini Feiz ha Breiz a chome pennasket gant an eskopti, gant koumananterion o koshaat hag o tigreskiń, ha dreist-holl dizesk war o yezh lennek, ha setu holl.  "Chadenn ar yezh" etre ar rummadoł-tud a zo bet torret gant ar bobl hec'h-unan, rediet ma oa da vont war ar galleg gant ar servij soudard, ar skol, an Iliz zoken evit un darn... Berr-ha-berr : ar yoc'h brezhoneger en deus dilezet dilhad re enk ar rannyezhoł brezhonek da wiskań hini ar galleg dre ma n'en doa ket da zibab. Ar pod-pri a-enep ar pod-houarn.

Goude ar brezel n'edo ket ken an "avel a frankiz" o c'hwezhań evit ar brezhoneg : neuze 'ta, etre 1945 ha 1976, ez eus bet 30 vloaz a "zezerzh" (evel ma skriv e-barzh BREMAŃ Pźr Denez, bremań kadoriad Kuzul Ar Brezhoneg, da geńver tremenvan Youenn Olier), hag an dezerzh-se a zo bet treuzet gant nebeut a dud. Meuleudi dezho adarre ! N'eus ket da azeuliń ar rannyezhoł evel doueoł sakr, nann.

 

En e levr "Desevel bugale e brezoneg" en doa Mikael Madeg dielfennet pizh un 60 tiegezh bennak o doa klasket sevel o bugale e brezhoneg e-pad ar prantad diaes-se. An darn vrasań o doa c'hwitet, evit a bep seurt abegoł. Unan anezho eo eveljust e oa "danzeet" ar yezh alies, "diempret" diouzh ar vuhez wirion, a oa dreist-holl e galleg er-maez eus ar familh, ha zoken en diabarzh, pa ne oa nemet an tad pe ar vamm a felle dezhań pe dezhi ober gant ar yezh, ha pa ne ouie ket alies an tad hag ar vamm-gozh a vrezhoneg, pe neuze e ouient, hogen hepken ur brezhoneg mil bell diouzh ar stumm lennek...

 

Ur c'hempouez ez eus da gavout hiziv : istor emsav ar yezh a ya war-zu ur yezh unvan daoust da "chadenn eus ar yezh" da vezań bet torret ur poent 'zo bet. Gloazet don eo bet hor yezh gant an troc'h-se etre brezhoneg paour hogen saourus "ar bobl vrezhoneger" a zo steuziet bremań, hag  hini, divalav, a-wechoł, an 10.000 bugel a vez skoliataet er roudadoł divyezhek. Evel a skrive unan nevez 'zo war ar genrouedad : "amzervezh Maria 'r Prat ne zistroio ket". Hini Pźr Jakez Helias kennebeut. Hini Roparz Hemon a zo aet e-biou ivez hogen ar mennad politikel a chom an diazez nemeti d'hon Emsav : ar brezhoneg a zo tonket dezhań mervel pe mennout kemer plas ar galleg e Breizh. Neuze 'ta, neb a glemm diwar-benn an "Diwaneg" ra strivo gant Diwan da wellaat yezh ar vugale-se, tammig ha tammig, rak dazont ar yezh a zo ganto : n'eus na mar na marteze da gement-se.

 

Un notenn c'hoazh ouzhpenn da glozań war ar c'hraf-se diwar-benn hźrezh Gwalarn en amzer vremań : kealiadurezh an divyezhegezh a zo en em ziskouezet en emsav dres da vare kudennoł bras arc'hant Diwan er bloazvezhioł 1984-85. A-benn kreskiń niver ar skolidi (500 d'ar poent-hont) ne voe mui lakaet ar pouez war ar spered broadel a-benn kreskiń niver ar skolidi, hogen war talvoudegezh an divyezhegezh eviti hec'h-unan (digorded spered, deskiń gwelloc'h ar yezhoł...). Kement-se, d'am sońj, a verk un troc'h don gant hźrezh Gwalarn.

E 1984, pa voe digoret e Brest-Kerinou ar skolaj kentań, e voe roet dezhań da anv "Roparz Hemon" gant anaoudegezh vat, ha bodadeg veur Diwan Plistin ar bloavezh-se a vouezhias degemer reizhskrivadur 1941, lesanvet "peurunvan - ZH" da reizhskrivadur nemeti evit emsav Diwan penn-da-benn. Er mareoł-se eo ivez e voe un disrann e diabarzh Skol An Emsav gant stourmerion "Stourm Ar Brezhoneg" (SAB) a oa alies tud tost da Emgann, da lavarout eo broadelourion diskleriet. Tuadur nevez an Emsav adalek ar bloavezhioł-se a voe klask dispontań ar bolitikourion a-benn kaout ...skoaziadoł evit ar skolioł hag an embann dreist-holl : n'eo ket ur rebech adarre eus va ferzh, rak ret eo bevań, neketa, met ur stadadenn a ranker degemer evel m'emań.

 

Div gentel a dennan eus ar stadadenn emaon o paouez dezrevell : da gentań ez eo anat d'an holl en deus graet berzh stourmad SAB war ar panelloł hent dre ma veze diskouezet ur youl dibleg diouzh un tu ha tud barrek ha 'sirius' diouzh un tu all (Diwan ha pezh a roio Ofis ar brezhoneg goude, a oa c'hoazh dindan beli Skol uhel ar Vro d'ar poent-se). Eil kentel : forzh peseurt hent a vefe bet dibabet gant renerion Al Liamm pe KEAV pe KAB pe c'hoazh Al Lanv pe Bremań (a zo kemmet he fenngadouriezh-embann, pa oa gwechall 'kazetenn ar stourmoł e Breizh' istitl he zalbenn), netra nemet komz hag ober war-dro ar brezhoneg unvan (abeg kentań degemeridigezh ar skritur ZH a zo e kinnige ur reizhskrivadur hepken evit Breizh a-bezh) da heul Roparz Hemon, a zo un ober politikel dija, a sko war-zu an tu mat. Salv ma ouezo tud all war dachennoł all ober kemend-all ha diskouez ar youl politikel-se da lakaat hor yezh da vevań : ar strollad evel "AĻ 'TA", da skouer, a implij ar fent hag ar souezh evit manifestiń difeuls war an hentoł, a-du gant ar brezhoneg. War an dachenn bolitikel-rik avat, ez eus ezhomm eus tud kalonek a-walc'h da arc'hań evit ar Vrezhoned ar gwir... da dremen hep ar galleg.

Yann Maneguen

.


 


Etre  Stalin  ha  Madonna



Aloubadegoł douaroł-gounid ha manifestadegoł heńvelrevidi : peseurt liamm a zo etre ar prezegennoł war an naonegezh hag ar gadaliezh ?


Brizh-sevenadur hor yoc'hstlenn devot a adlavar deomp bemdez hag ingal, dre gomz ha dre skrid, penaos an dienez o kreskiń a ra d'hor c'hevredigezh bezań war-nes dispac'hań. Ar c'heal-se, ker pouezus pa ranker dibab evit pe kannad mouezhiań, ha ken efedus evit reiń marc'had-mat un aotrouniezh-diouganerion sakramantel d'ar re a addispleg an darvoudoł war ar skinwel, ar c'heal-se a lavaran, n'eus nemet un draig a-dreuz gantań : n'en deus netra da welout gant ar wirionez. An dienez n'emań ket war greskiń tamm ebet er mare-mań e Brazil, hag an dienez kreskus, en tachadoł maz eus bet anezhi evit gwir, n'he deus biskoazh kenderc'het[19] dispac'h ebet.

 

Da gentań, ez eus war-dro kant milion a Vraziliz hiziv er rummadoł etre, mat pe dreist (a-fet arc'hant). Hag an 8% pe 9% a dud paour-razh a chom, a vez diskoachet gant ar renabloł etrevroadel pilpous o zivrierezh evit reiń koustiańs fall deomp, ne reont nemet diskouez e c'hall ur vroad, galloud hag ijin ganti, tennań eus an dienez e-kerz daou-ugent vloaz 30% eus he foblańs - gwelloc'h disoc'h eget re an holl New Deal-oł hag an holl Raktresoł Pempbloaziek anavezet.

 

Da eil, an dispac'hoł ne c'hoarvezont morse er vroioł a ya o armerzh war ziskar ; ne ziwanont ket eus ar baourentez, eus ar binvidigezh ne lavaran ket. Evit komz fraeshoc'h, e c'hanont e-lec'h ma kaver pinvidigezh war-un-dro gant ur galloud re greizennet.


Meskaj an daou re-se ne c'hall ket chom pell hep tarzhań : kresk ar mekanik amaezhiadurel, gwirel ha deskadurel maget gant tailhoł uhel a grou ur rummad nevez burevourion ha kefredourion; ha pa welont o c'halloud o kreskiń e vezont broudet gant hunvre ar galloud diharz. Ar rummad-se, a denn ar brasań gounid eus an darvoudoł, eo an hini a ren hag a ra an dispac'hoł. Pa gompren an dud-se n'eo mui ret dezho doujań ouzh an dud pitaod, ouzh an dud brudet pe an ouzh an hengounioł, pa gomprenont e c'hallont ez-voutin berzań, spontań, tamall, mac'hań, e c'hoantaont kaout muioc'h : kemer, dismantrań, fuzuilhań a fell dezho ober ivez.


Evel-se e voe e Bro-C'hall, e Rusia, e Sina, e Kouba. Un dispac'h a vez atav dispac'h ar breizherion nevez a-enep d'o sujidi, na vezont morse hesent a-walc'h. Ar re a vez souezhet o welout kargidi ha lenneion dreist-holl e tu kleiz Brazil e-lec'h dic'hladeion[20], ne ouzont ket ez eo bet evel-se a-viskoazh tu kleiz an dispac'herion. Tu kleiz an dic'hladeion a zo ennań kempennelourion[21] hepmuiken, evezhiek, doujus ouzh an traoł kozh.


Ouzhpenn gwelout ez eo faos ar mennozh meneget ganin e penn-kentań ar pennad-mań, e c'haller kompren ivez perak e vez heweloc'h-hewel an dienez er c'helaouennoł, daoust dezhi bezań war zigreskiń. An dienez eo ar reizhabegadenn sirius nemeti a c'hallfed kavout evit cheńch tu d'ar bed. Hepti n'eo mui gwall hoalus prezegenn an dispac'herion.


Hollret eo ober bruderezh dezhi neuze. Paz afe da get, ne chomfe mui d'ar re a venn adsevel ar bed nemet brizh-digarezioł lu ha dister : tabutachoł etre gwaz ha maouez, etre amezeion disheńvel o ouenn, klemmichadennoł tud ne zeuont ket a-benn da dennań o gwalc'h a blijadur eus an orged, ha me oar-me peseurt restachoł diot all a servij d'ar c'hefredourion-dispac'herion er broioł pinvidik da ober kempouez tamm pe damm d'an diouer a ster gant o emsav eno. Hogen hiziv an deiz n'eo Brazil nag ur vro holl binvidik nag ur vro gwall bell diouzh ar "Bed Kentań"  a c'haller hunvreal ennań gant  luksigoł[22].


Abalamour da se e chom kefredourion-dispac'herion ar vro-mań etre daou. Horjellań a reont etre doare Joćo Pedro Stedile ha doare Marta Suplicy[23], etre Stalin ha Madonna, etre aloubadegoł douaroł-gounid ha festoł gay : ne ouzont mui petra goulenn, bara evit ar re o deus naon pe ur barrad gadaliezh evit ar re a zo dija pep tra en o c'herz.

 

Olavo de Carvalho

 

 

Lakaet e brezhoneg gant Ewan Delanoy, embannet evit ar wech kentań en Época, dindan an titl De Stalin a Madonna, d'an 8 a viz Gouhere 2000.

 

ADDISPLEG

 

Marteze e vo bet enoeet lod gant ar pennad-mań, n'eo ket orinel e zoare, hogen evidon-me n'eo ket fall dispenn ur wech ouzhpenn ar sofisterezh a wel ul liamm etre ar baourentez hag an dispac'h, hag a eilpenn neuze roll ar baourentez hag ar binvidigezh. Kement-se a zegas sońj din eus komzoł Tocqueville : "Beajet kalz am eus, hag atav eo bet skoet va spered gant kement-mań : er broioł brudet evit bezań paour eo e kaver ar c'hevredigezhioł klokań ha diorreetań, gant ur plas da bep hini ; er broioł brudet evit bezań pinvidik eo e kaver ar muiań a bilpouzerezh, a lakizion hag a zifallaj er gevredigezh ... " Marteze e talvezfe an evezhiadenn-se evit keńveriań Breizh a-wechall ouzh Bro-C'hall. Neuze, e-lec'h dedennań an douristed da zont da welet Breizh pe klask lakaat Breizh da vezań lodek en ur gouarnamant bedel pe europat a vefe pelloc'h c'hoazh e greiz eget Pariz, e rankfe an emsaverion vrezhon ledań ar brud ez eo Breizh ur vro paour ha dizedennus, peadra deomp da vezań ankounac'haet gant ar “breizherion” a bep seurt.

 

E.D.


Notennoł war un danvez-Armerzhouriezh vreizhek  



Danvez ar pennad-mań a zo klask ha tu ez eus da empennań evit Breizh da zont un doare armerzh disheńvel diouzh ar gevalaouriezh-rik pe ar gevalaouriezh a-berzh-Stad a vez o ren e Frańs. Me 'gav din e c'heller.

 

Da gentań e karfen ober ur meneg bennak eus istor armerzhel Breizh abaoe pemp kantved. Anat eo d'an holl re a oar un nebeut sifroł ez eo bet gwall hejet ar c'hilhog gall e-pad an amzerioł-se : betek dindan ren Louis XIII e oa brav an traoł. "Merc'h henań an Iliz" e oa bro-C'hall, ar vro pobletań en Europa ha dreist-holl ar binvidikań, a galz ! Pinvidik e oa Breizh ivez, en amzervezh Franēois Iań, Roue Frańs, pa stagas hor bro ouzh e hini e 1532. Lavaret en doa e oa Breizh "Bro-Berou evit Frańs". D'ar mare-se eo e voe savet nouspet chapel hag iliz kinklet kaer, gant mein benet anavezet dre holl : maen melen Logonna ha maen louet Kerzanton Loperc'hed, ken aes da gizellań. Hogen ar binvidigezh-se a chome diazezet war al labour-douar dreist-holl (al Lin, ar C'hanab...) ha n'en emziskouezas ket ur vourc'hizelezh troet da vont pelloc'h eget an enporzhiań-ezporzhiań a gementadoł bihan a-walc'h. An aliesań, zoken, ne rae ar Vretoned nemet dezougen en o "bagoł" (rak n'eo ket listri bras an hini o doa peurvuiań) marc'hadourezh perc'hennet gant kenwerzhourion a lec'h all. Ne oa ket kalz a c'honidegezh eta war an dezougerezh dre vor-se, dre ma ne oa ket ur gwir genwerzh.

 

Skouer Pźr Francheville

Un den evel Pźr Francheville, deuet eus bro-Skos gant Izabo a Vro-Skos pa zimezas gant an dug Frańsez Kentań a Vonforzh en em roas diouzhtu d'ar "Business", da lavarout eo, enporzhierezh gwin Bourdel, diazezadur gonidegezh an holen e traoń ar Mor-bihan e Ledenez Ruiz (Truskoad), met buan ivez e kavas aes sammań kargoł a-berzh ar Stad Vrezhon hag evel-se e teuas a-benn da vezań anvet Senechal Ruiz. E vab a reas kemend-all. Setu aze un tiegezh, eta, a vefe bet gouest da sevel ur c'hevala bras-tre ha d'e bostań e-barzh ur c'hreanterezh bennak, ar wiaderezh lakaomp, pe neuze gwellaat al labour-douar, sevel bigi pe me 'oar-me. Er c'hontrol, daoust m'o doa kroget da ober arc'hant dre ar c'henwerzh, e voe prenet douaroł ha chom a reas pinvidigezh ar familh-se diazezet war al labour-douar hengounel, ar prestoł war gampi hag ar c'hargoł a-berzh-stad, a rumm da rumm, betek dibenn an naontekvet kantved (pevar c'hantved !).

P'emaon ganti, etre Landerne ha Montroulez e veze kavet ur seurt pinvidigezh brasik a-walc'h, gant brezhonegerion an taol-mań, a vez anvet "ar Juloded", peizanted pinvidikaet diwar an "Aour glas", gounidegezh al Lin, a veze gwiadet hag ezporzhet betek Bro-Saoz[24] ha betek bro-Spagn zoken (ar ger "Creas" e spagnoleg ar mare-se a ra dave d'ar ger "Krez"= roched e brezhoneg ar mare-se). Gant Loeiz Elegoet int bet studiet. Dimeziń etrezo a raent, eveljust ha pinvidik a-walc'h e vefent bet da arc'hantaouiń ur greanterezh bennak evel ar "Société Liničre" e Landerne met n'o deus ket graet : gwelloc'h o deus kavet chom mistri war ar maez eget dont da chom e kźr, tachenn ar vourc'hizion c'hall. Dispriz o doa an eil evit ar re all, forzh penaos. Ar rummadoł all a Juloded a gavas gwelloc'h mont war micherioł enorusoc'h eget ar greanterezh : mezeion, loenvezeion. Marteze ivez dre ma ne oa ket ken risklus ? Diaes eo gouzout...

 

P.T.T.

"Petra eo P.T.T. ?" a c'houlennas va amzezeg diganin un deiz pa gonten dezhań pegen fall eo an armerzh e Bro-C'hall, dinerzhet a-grenn dre benn da levezon ur stad kreizennet spontus, dezhi "fonktionnerion" a vil vern, evit oberiantizoł a vefe kaset gwelloc'h da benn gant embregerezhioł prevez : Ar Post, Ar Pellgomz, An Tredan, Renault, ar skol zoken ! Chom a ris boud gant e c'houlenn : "Petit Travail Tranquille" emezań, en ur zic'hargadennań. Arabat krediń, abaoe keit-all, ne vefe ket spiwel an dud dirak fedoł ken anat... Aze 'mań : perak en defe Pźr (de) Francheville dalc'het gant e hent kentań pa c'hellas bezań lakaet da nobl, ha sammań kargoł uhel ha diriskl "dindan ar Stad" (gant an dro-lavar-se eo e vez troet e brezhoneg-pobl ar ger amaezhiad-fonctionnaire). Ha bezań dindan ar Stad, e Frańs, a dalvez bevań disoursi, er-maez eus gwirvoud an armerzh gwirion. "Petit Travail Tranquille" a dalvez "bevań diwar an tailhoł" a-benn ar fin.

Nebeut war-lerc'h, e dibenn ar 17vet kantved, e voe lakaet da reolenn an doare-se, stadel, a-berzh Stad, da ren armerzh Frańs, a voe anvet "Colbertisme". Ken abred-se, avat, gant Richelieu, e oa sklaer e oa mennet ar Roue da ziazezań ur galloud dir war an armerzh e Frańs. Ur Stadrenerezh a-benn ar fin, a voe kendalc'het gant an Dispac'herion ha Napoleon gozh e-unan.

An doare-se da empennań an armerzh a gaver dre-holl e istor Bro-C'hall. Peseurt diforc'h ez eus etre Colbert o tiazezań "Labouradegoł" brudet, skoaziadet gant arc'hant an tailhoł, hag an SNCF, pe ar Post a vremań. Nebeut a dra : ar stad eo a chom kred hag a vir ouzh an embregerezhioł-se da respont en doare gwellań da ezhommoł ar marc'had. Colbert a zifennas zoken prenań en estrenvro ha treiń a reas an armerzh war-zu ar c'hevandir, kreizennet-mik e Bro-Bariz. Raktal avat e paouezas ar Saozon ha broioł all hanternoz Europa da brenań marc'hadourezhioł diganeomp dre ma nac'hemp hiviziken prenań o re diganto. Neuze e teuas Breizh da vezań evel penn un hent dall hag e voe rivinet ar porzhioł mor niverus hor boa, evel Rosko, Perroz-Gireg, Keriti Penmarc'h, Konk-Leon... Napoleon gant e "Blocus continental", a beurechuas da rivinań hor bro, da heul Colbert.

 

Diwar lenn Enez Ar Vertuz

O prientiń adembannadur Enez Ar Vertuz em eus meneget dija e oan bet souezhet un tamm gant un arroud eus ar romant, a bled gant kudenn an armerzh. War zigarez deskrivań penaos ez ae ar gevredigezh en-dro war al Ledenez er bloaz 3017 e kont deomp Youenn Olier kement-mań :

 

"Kerneost, domani eontr Maria, breur henań Urien a oa tachenn orin an tiegezh, al lignez-se kentoc'h, ha legadet e veze d'ar mab henań a rumm da rumm. Gireg, siwazh, breur henań Urien enta, a oa chomet dishźr e-unan goude bezań kollet e bried abred a-walc'h. "C'hwi 'oar," eme Lansoc'h, "ez eo perc'hennet douar al Ledenez gant ar Stad hervez ar gwir ha n'o deus ket ar brevezidi aotre d'ober kenwerzh gantań, na da brenań na da werzhań. Un dra sakr eo an douar, a zo d'ar bobl hepken. En arbenn a gement-se e vez miret bevezerezh digerz[25] an tachennoł-se d'ar memes gouenn a rumm da rumm. En ur stumm enta ez eo perc'henn ivez an tiegezh peogwir ne c'hell den nag ar Stad hec‘h-unan lemel digantań bevezerezh e dachenn".

 

Tro em eus bet goude-se da brederiań un tamm war an arroudenn-vihan-se eus ar romant. Daoust pegen direizh e seblant kement-se e sońj din bremań n'eo ket ken direizh-se reiń un douar d'ur mab henań, daoust ma talv kement-se lakaat lodenn ar vugale all da zigreskiń.

E "Bro ar Sklerijennoł, an Egalite hag ar Frankiz", e seblant kinnig Youenn Olier bezań diamzeret a-grenn ha direizh. Hogen, daoust ha n'eo ket direizh ivez e rankfe al labourerion douar, a rumm da rumm, adprenań an douaroł digant o breudeur ha c'hoarezed ? Daoust ha doujet e vez, a gav deoc'h, er bed a hiziv d'ur c'hempouez etre ar C'hevala hag al Labour, a-benn reiń e chańs da gement hini a venn embreger, lakaat e nerzh hag e ijin en un obererezh ? Kalz a labourerion-douar e Breizh ne c'hounezont ket ar SMIC, daoust dezho da vezań perc'henn war o douaroł ha war stlejerioł hag ardivinkoł koustus-kenań... Penaos 'ta reiń un dazont d'al labourerion-douar e Breizh pa vez ken diaes mont war ar vicher ?

Ar c'hinnig a ra Youenn Olier a laka ac'hanon da sońjal ivez e dezvad an unpenniezh e Frańs gwechall : ar Roue ne oa ket perc'henn evit gwir war ar Frańs ; ur berc'hentiezh digerz eo en doa : an hevelep tro-sońjal ez eo e gwirionez eta, nemet emeur aze e live ar politikerezh ha n'eo ket hini an armerzh. Kalz a vad a zeu diwar seurt doare da empennań an armerzh : aesoc'h e vefe d'an den en em lakaat war e gont ; tud ar vro a vefe aesoc'h dezho chom ha labourat er vro da heul o zud ; adpostet e vez aesoc'h ar gounidoł ivez peogwir n'eus ket a gevrannegourion !

 

En ur sellout en-dro din em eus meizet o doa ar Vretoned klasket ijinań o-unan un armerzh a denn un tamm da ginnig Youenn Olier : Evel-se ez a en-dro OUEST-FRANCE da skouer, a zo kabestret gant ur gevredigezh hervez lezenn 1901 nebeut an izili enni, hag an izili-se a vez "Kendibabet" gant an izili all, liammet gant ar familh Hutin pe Desgrées du Lou. Heńveldra evit ar stalioł Leclerc, a vez renet bremań gant Michel Leclerc, da heul e dad, dre hanterouriezh ur gevredigezh 1901. Tu ez eus da sevel ur roll hir-mat e Breizh – hiroc'h a galz eget forzh pelec'h all er C'hwec'hkogn  - eus ar frammoł en em gav war lez ar gevelaouriezh klasek. MUTOUEST, Kef Kengredit Breizh, Kef Labour Douar, COOPAGRI, COOPERL, CECAB, ULAMIR, UBAPAR, ADMR, Amitiés d'Armor, Genźts Blancs... hogen ivez en Emsav : Diwan, Al Liamm, COOP BREIZH (kabestret gant Kendalc'h)... :  Kevredigezhioł 1901, Kevelourioł, Kefioł-Kenskoazell, kalz ne vern : ar pezh a gont a chom bepred bezań gouest da ober labour vat daoust d'un diouer a gevalaoł prevez. Rak e Breizh, er-maez eus an noblańs, estreget paramantourion 'zo en Naoned pe e Sant Maloł, n'eus ket bet a binvidigezh vras dre ma n'eus ket bet a reveulzi c'hreantel, hag e par an Emsav n'eus ket kalz a dud pinvidik. Hiniennoł  a vez kavet (an Itron Meherenc de St Pierre, da skouer , pa glaskas reiń he maner e Menez Kamp Spezed, pe c'hoazh Chevillotez e Lokronan-Leon, a sikoure Strollad Broadel Breizh, daou zen diwar an noblańs ivez, na petra 'ta !), met diaes eo deomp empennań ur gevalaouriezh oc'h harpań an Emsav. E-pad ar brezel e oa bet kavet eta un nebeut tud prest da skoaziań an emsav (ha pergen Jacques Guillemot a zegasas arc'hant da gellidań ar gelaouenn "La Bretagne" ha da brenań "La Dépźche de Morlaix", gant Yann Fouere da bennskrivagner). Langleiz, goude ar brezel, a savas un gwir embregerezh gant arc'hant a oa dezhań, met mat eo merzout en doa roet d'ar c'hevredad un anv a ra dave d'ur spered a genlabour : ar BALB a ra dave d'an ensavadeg a-enep ar roue a rivinas hor Bro, hag a oa ur "Vreuriezh", "Breuriezh Al Levrioł Brezhonek". Ret eo stadań, avat, n'eo ket niverus an dud vrokus-se en Emsav, met kement-se n'eo ket souezhus dre ma n'eus ket a vourc'hizelezh binvidik niverus en hor bro.

 

Tud ez eus en Emsav a vez prederiet gant ar gudenn-se eus an Armerzh e Breizh, hag an Armerzh a garfemp da gaout evit ar Vreizh a garfemp da sevel. Lenn a c'heller da skouer e-barzh AL LANV pennadoł talvoudus diwar-benn ar c'hevelourioł e Bro Euskadi, pe c'hoazh, ur pennad bennak o kinnig da ensavadurioł an Emsav sevel un SCI kentoc'h eget kenderc'hel da baeań ur feurm (Oaled Diwan Treglonou a zo perc'hentiezh un SCI kabestret gant Diwan hogen rouez kenań eo seurt skouerioł siwazh). Emgann, ur poent 'zo bet en doa kinniget mont war an dachenn-se o kinnig d'an dud prenań lodennoł ur c'hevredad a oa e bal sikour an dud d'en em lakaat war o c'hont e Breizh, da grouiń o labour e Breizh... hag e brezhoneg. Tro-wenn a reas an taol arnod-se dre ma oa re nebeut an dud prest da lakaat o arc'hant en un embregerezh a seurt-se...

Kement-se avat a oa ugent vloaz 'zo. Marteze seurt kinnigoł a rafe muioc'h a verzh bremań, pa weler gant "Produit en Bretagne", an "Institut de Locarn", e c'hell bezań liammoł, interestoł, etre amkanioł an Emsav ha bed an embregerezhioł e Breizh ; gwelout a reer tud all o vodań pennoł embregerezh brezhonegerion, da skouer e metoł ar skolioł Diwan ; ur gevredigezh evel "Keit vimp bev" a c'hopr un toulladig brezhonegerion yaouank en ur embann kelaouennoł brezhonek evit ar vugale ha, nevez 'zo, ur sizhunieg a zeu a-benn da gaout arc'hant a-berzh stalioł evel hini ar C'hef Labour-douar da embann o bruderezh... Pazennoł war-raok eo. A-feur maz erru skolidi ar rouedadoł brezhonek e bed al labour e teu ar mare da gregiń da vat e tachenn obererezh pouezus an armerzh.

Tepod Gwilhmod


 


Katekiz an Iliz Katolik



An Dreinded Santel e kelennadurezh ar feiz

 

Reiń a reomp amań da heul un darn eus "Katekiz an Iliz Katolik", a zo bet troet penn-da-benn en hor yezh gant an Aotrou Lec'hvien, a drugarekaomp evit al labour hir ha pouezus-mań.

 

Savidigezh ar gelennadurezh

war an Dreinded

249 - Ar wirionez diskuliet war an Dreinded Santel a zo bet , adal an derou, ar wrizienn eus ar feiz bev en Iliz, dreist-holl dre ar Vadeziant. He diskleriadur a gav e reolenn ar feiz vadeziantel, displeget er prezegerezh, er c’hatekizadur hag e pedenn an Iliz. Diskleriadurioł a-seurt-se a gaver endeo e skridoł an ebestel, evel testeniet er salud-mań, adkemeret e liderezh an Eukaristiezh :” Gras an Aotrou Jezuz Krist, karantez Doue hag unaniezh ar Spered Santel da vezo ganeoc’h-holl (2 Kor 13,13; 1 Kor12,4-6; Ef 4,4-6).

 

250 - E-kerz ar c’hantvedoł kentań he deus klasket an Iliz displegań reishoc’h he feiz en Dreinded, koulz evit donaat he meizerezh hec’h-unan eus ar feiz hag evit he difenn enep ar fazioł ouzh he distresań. Setu pezh a reas ar Senedoł kozh, harpet gant labour teologel Tadoł an Iliz ha skoazellet gant santad ar feiz er            bobl kristen.

 

251 - Evit diskleriań dogmenn an Dreinded, he deus ranket an Iliz diorren un termenadur piaouel gant skoazell naouadurioł deuet eus ar brederouriezh : “solwez”, “nouez”, “gouzerez”( hupostasis) “darempred” h.a. N’he deus ket evit-se sujet ar feiz d’ur furnez denel met roet ur ster nevez, dibar, d’ar gerioł-se galvet da dermeniń hiviziken ur mister dilavarus,” en tu-hont da gement a c’hellomp meizań gant muzul denel.”

 

252 - An Iliz a ra gant ar ger “solwez” (troet a-wechoł ivez dre “anien” pe dre “natur”) evit merkań bezoud Doue en e unanded, an termen “nouez” pe “gouzerezh” evit envel an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel en o diforc’h gwirion etrezo,             ar ger “darempred”evit spisaat ar pezh a ra an diforc’h an eil e-keńver egile.

 

Dogmenn an Dreinded Santel

 

253 - An Dreinded a zo Unan. Ne anzavomp ket tri doue, met un Doue hepken en teir nouez (person) : an “Dreinded kennatur” (Sened Kźrgustentin). An nouezoł en Doue ne genlodennont ket an douevelezh unel, met pep hini anezho a zo Doue anterin :”An Tad a zo pezh ez eo ar Mab, ar Mab, ar pezh ez eo an Tad, an Tad hag ar Mab ar pezh ez eo ar Spered Santel, d.l.e. un Doue hepken dre natur”

“Pep unan eus an teir nouez a zo ar gwirvoud-se, d.l.e. solwez, anien pe natur Doue”.

 

254 - An nouezoł en Doue a zo disheńvel kenetrezo e gwirionez. Doue a zo unel met nann digenvez” “ Tad”, Mab”, “Spered Santel”, n’int ket hepken gerioł o verkań doareoł ar bezoud douevel, rak evit gwir ez int diforc’h an eil diouzh egile :” An hini a zo ar Mab n’eo ket an Tad, hag an hini a zo Tad n’eo ket ar Mab, nag ar Spered Santel n’eo ket an hini a zo an Tad pe ar Mab”. Disheńvel int an eil diouzh egile dre o darempredoł orinel :”An Tad eo a c’han, ar Mab eo a zo ganet, ar Spered Santel eo an hini a zeu anezho”. Unanded Doue a zo triat.

 

255 - An nouezoł douevel a zo e darempred kenetrezo. Peogwir ne rannont ket an unanded douevel, an diforc’h gwirion etre an nouezoł a zalc’h hepken en darempredoł e-keńver ar re all :” En anvioł an nouezoł, an Tad a zo e-keńver ar Mab, ar Mab e-keńver an Tad, ar Spered Santel e-keńver o-daou; pa gomzer eus an teir nouez-se en ur sellout o c’heńveriadurioł, e kreder koulskoude en un natur hepken pe solwez. “ Pep tra end-eeun a zo unan (enno) e-lec’h n’eus ket enebiezh a geńveriadur”. “ En arbenn d’an unanded-se, an Tad a zo anterin er Mab; anterin er Spered Santel; ar Mab a zo anterin en Tad, anterin er Spered Santel; ar Spered Santel a zo anterin en Tad, anterin er Mab “(Sened Firenza 1442).

 

256 - Da Gatekizidi Kźrgustentin, S. Gregor a Nazianza, anvet ivez an “Teologour” a ro ar berradur-mań eus ar feiz en Dreinded :

 

A-raok pep tra, mirit din an endod mat-se a vevan hag a stourman evitań, hag a fell din mervel gantań, a ra din gouzańv an holl drougoł ha disprizout an holl blijadurioł : fellout a ra din lavarout : an diskleriadur a feiz en Tad hag er Mab hag er Spered Santel. He fiziout a ran deoc’h hiziv. Dre ar feiz-se emaon o vont bremaik d’ho splujań en dour ha d’ho sevel dioutań. He reiń a ran deoc’h da geneilez ha da batronez ho puhez a-bezh. Reiń a ran deoc’h un Douevelezh hag ur C’halloudegezh hepken, o vezań Unan en Tri hag o terc’hel an Tri e doare diforc’h.

Douevelezh hep disparelezh a solwez pe a natur, hep derez uheloc’h pe izeloc’h da lakaat a-us pe a-is....gant tri divevenn an natur divevenn. Doue anterin pep unan sellet ennań e-unan...

Doue o zri sellet a-gevret...N’em eus ket kroget da sońjal en Unanded maz on soubet e splannder an Dreinded. N’em eus ket kroget da sońjal en Dreinded maz on adkroget gant an Unanded....


 


A-zivout ar pennad : Trefoedachoł ar vro



Lennet am eus gant plijadur e niverenn diwezhań Kannadig IMBOURC’H, e c'hell nep den a skriv er c’hannadig-se diskleriań e sońj evel m'emań, hep aon da vezań distaolet.

Me a fell din diskleriań n’on ket a-du gant komzoł Ao Cavaillé a-zivout trefoedajoł ar vro.

Da gentań ez implij an  Ao Cavaillé gerioł hep reiń dezho ur ster resis da bep hini anezho, pe ar ster o deus evitań. Gerioł evel : Saozneg kenwerzhel, yezh, trefoedaj, yezh rannvroel, yezhoł diwar an enbroań, stlabezyezh, brizhyezh, teodyezh, sevenadur h.a., h.a.

An holl barlantoł war an douar-mań n’int ket kevatal, anat eo. Bez ez eus yezhoł "meur" gant ur yezhadur, ur geriadur hag ur reizhskrivadur stabil ha doujet gant an holl. Ul lennegezh puilh abaoe kantvedoł (ha n’eo ket ul lennegezh "komzet" hepken), skolioł a bep seurt h.a.

Bez ez eus "yezhoł" n’int ket stabil, hep yezhadur, na reizhskrivadur, na lennegezh.Bez ez eus ivez "yezhoł krenn" etre an div seurt yezhoł meneget a-raok. Marteze ne ra diforc’h ebet an Aotrou Cavaillé etre an holl yezhoł ?

Petra eo yezhoł diwar an enbroań ? (me zo un enbroad) Bez' ez c'hell bezań ur yezh "veur" evel ar saozneg pe ar ruseg ; bez ez c'hell bezań ivez un trefoedaj bennak na vez komzet nemet en ur gźriadenn eus Kabilia. E-skoaz ar galleg, yezhoł an enbroidi n’int ket holl heńvel na kevatal.

Anat eo, da nebeutań evidon, un enbroad, ma’z eus c’hoant gantań chom hep deskiń yezh ar vro a zo o vevań enni, e vefe gwelloc'h dezhań chom en e vro orin. Evit e vugale, penaos kaout ur vicher, penaos kaout diplomoł, penaos gounit o bara en o bro nevez hep deskiń yezh o bro nevez ?

Un enbroad a rank ivez en em ober ouzh sevenadur e vro nevez, peotramant perak dont da chom enni ? Bez ez eus broioł gant sevenadurioł iskis : kaout meur a wreg, lazhań an eil egile h.a.  Ma’z eus c’hoant ganto chom stag ouzh ar sevenadurioł-se perak kuitaat o bro?

Jord Havelka



Un Eskob Nevez e Gwened



Gouzout a ouied abaoe un nebeut mizioł e oa klańv an aotrou 'n eskob Matelin Gourvez, hogen, forzh penaos, o vezań m'eo eus ar bloaz 29, en doa kinniget e zilez d'ar Pab, evel maz eo merket e mellad 401.1 Gwir an Iliz katolik ("An eskob, tizhet gantań an oad a bemzek vloaz ha tri ugent, a zo pedet da ginnig e zilez eus e garg d'an Tad Santel ar Pab, a intento ouzh se goude bezań ensellet diwar-benn an holl zegouezhioł").

Chom a raio avat en e garg evel melestrour abostolek betek ma teuio e warlerc'hiad da sammań e garg ez-wiriek.

Un eskob yaouank a-walc'h an hini a zo bet anvet, an aotrou Raymond Centčne, bet ganet e 1958 e bro Berpignan, e Banyuls. Katalanegerion eo e dud, gwinieger e dad evel e dadoł-kozh abaoe meur a rummad.

Studier eo bet war ar gwir ha skrivet en deus un dezenn a zoktorelezh war henvoaz ar priediń pe Gwir henvoazel ar familhoł e Prińselezh Andorra  « casa andorrana », e 1987. Ar bloaz-se eo ez eas da gloareg e kloerdi Tolosa ha neuze e Skol-veur pabel sant Gregor Roma etre 1989 ha 1994. Parchet e voe neuze doktor war doueoniezh ar speredelezh (a zo e zanvez studi diorreadur pleustrek ar vuhez speredel, dre sellout a dost penaos e vez kemmet an den gant ar vuhez e Doue. Kement-se a empleg dre ret studiań don al lavar argelel[26], ster ar c'horf, ar vuhez kantaezel[27], ar frankiz speredel ha levezon ar metou sokial… ur mell tachenn diaes meurbet labourat warni !).

Distroet diouzh Roma war-lerc'h e studi en deus bet tro da sammań meur a garg abaoe : dreist-holl war-dro toullbac'hidi Perpignan, ar skaouted, ur barrez e kźr, aluzenerezh ur skolaj, kańsellerezh an eskopti, da lavarout eo hervez mellad 483.3 ar Gwir kanonek e oa un doare noter pe sekretour kefridiel a Iliz, evit buhez diabarzh an eskopti….

Ezel eo ouzhpenn-se eus bodad ar guzulierion en e eskopti abaoe 2003[28], da lavarout eo en deus graet war-dro melestradur an eskopti e 2003 ha 2004 pa ne oa eskob ebet war sez Perpignan, evel maz eo merket e mellad 502.2 Gwir an Iliz ("...(ar bodad-se eo) a zalc'h plas an eskob da c'hortoz"). Ar skiant-prenet-se en deus e lakaet barrek da vont da eskob eta.

 

Ul liamm ez eus etre bro c'henidik ha bro nevez an Aotrou Centčne : sant Visant Ferrer an hini eo, a oa katalanad a orin... hag a voe klevet en o yezh gant an dud e kźr Wened pa yeas eno da brezeg a-raok dezhań mervel ha bezań beziet e diabarzh an iliz-veur. Ar brezhoneg e oa ar yezh-se : ar "Pantekost" vihan-se, ar burzhud eus "Donezon ar yezhoł"-se a-berzh ar Spered Santel, a zigoras evel-se marevezh un adavieladur don eus hor bro, a zisoc'has war "misonoł Breizh" an Tad Maner daou gantved hanter war-lerc'h.

 

Klevet hon eus e vefe deuet mat-a-walc'h d'ar c'humuniezhioł nevez" ('Adnevezadur') hogen ivez d'ar gatoliked stag mui pe vui ouzh ritual sant Pius V n'int ket aet da heul disentidigezh an Aotrou Lefebvre e 1988 : leanezed Pont-Kalleg da skouer. Salv ma ouezo eta ar Spered Santel sklerijennań an eskob nevez evit ma c'hello degas ur gwir adnevezadur en Iliz e Bro Wened hag e Breizh a-bezh da heul, ma vezo degemeret a-benn ar fin an holl zoareoł da chom feal da Zoue o reiń degemer d'an doareoł kozh ha d'ar re nevesań o deus douget frouezh  e eskoptioł all... Salv ma servijo adarre hor yezh hag hor sevenadur da adavielań hor bro, ha kenderc'hel evel-se an erv boulc'het gant an aotrou Gourvez en doa embannet daou vloaz 'zo ul lizher-eskob kaer war an divoud, siwazh avat hep nemeur a araokadennoł bras, diouzh a ouzomp, peogwir ez eo steuziet kuit a-bell 'zo ar bobl vrezhoneger kristen a ziwar ar maez.

Ur restad bihan-bihan a dud a chom avat, gallegerion an holl anezho, a c'hell kompren, mar plij gant Doue, n'eo ket ken sod-se cheńch yezh evit cheńch ar bed.

T. Gwilhmod.

===========================================

Embannadurioł Imbourc'h  :

 

AN NOR D'AR VUHEZ DEOL

Kas  a reomp al levr 344 pajennad-se d'ar goumananterion fealań a-gevret gant ar c'hannadig-mań, dezho da gas 30 euro kerkent ha resevet. Degemererion all ar C'hannadig a garfe kaout an oberenn a-bouez-se a speredelezh, bet lakaet e brezhoneg gant Yuenn Olier, a rank skrivań d'he goulenn.

 

MENEGER DEIZLEVR YOUENN OLIER

1945-1966

Un adniverenn all d'ar c'hannadig emaomp o prientiń, a vo enni dreist-holl meneger deizlevrioł Youenn Olier bet moulet gant Imbourc'h. Karout a rafemp ivez embann pennadoł a-berzh hol lennerion da heul o lennadur eus "Enez Ar Vertuz" : trugarez d'ar re a raio.


Traoł  a  Bep  Seurt



AR CMB oc'h ober "rackett"

Adalek ar c'hentań a viz Gouere e kemer ar CMB ("Kef Kengredit Breizh") mizoł 'kontdalc'hegezh" evit pep kont-red hiniennel. Sevel a ra ar mizoł nevez se da 30 euro war ur bloaz (daouzek gwech 2,5 euro ar miz). Ma vez keńveriet ar CMB gant Kef Labour-douar Penn ar Bed da skouer, e weler n'emań ket ar CMB e-touez ar bankoł marc'hadmatań ken (sellout war al lec'hienn http://www.testepourvous.com  da skouer). Daoust pegen hoalus ez eo ur c'hevalaouriezh diazezet war gevelourioł (Coopagri, Kerbio Brest), Kevreoł kenskoazell (CMB, Kredit Labour-douar, Mutouest...) pe gevredigezhioł hervez lezenn 1901 (Ouest-France, Leclerc, Diwan, pe c'hoazh CARBU, ur c'harrdi kevredigezhel nevez diazezet e Lokeńvel...) e c'heller lavarout hep kaout aon da faziań ez eus lod o deus kollet spered o diazezourien.

Mat e vefe d'ar stourmerion vrezhon digeriń ur c'hont er C'hredit Labour-Douar, rak marc'hadmatoc'h eo hag ouzhpenn ez eo bravoc'h o chekennaouegoł brezhonek nevez embannet ganto.

Neb a lenno, ra ouio n'eo ket ken ar CMB un ti-bank a-ziforc'h e Breizh.

Mizoł kontdalc'hegezh : frais de tenue de compte ; Kevelouri : coopérative ; Kef-Kenskoazell : mutuelle.

 

 

Kinnig Labour

Emań ar gevredigezh Kentelioł an Noz (44) o klask un den karget a ziorren. Kefridioł : merań, kenurzhiań, buhezekaat ha diorren ar gevredigezh. Barregezhioł : brezhoneg lennet, skrivet ha komzet. An den a zleo bezań emren, intrudu hag urzh gantań, gouzout ober gant an urzhiataerezh, en e aes evit daremprediń an dud, mennet gant diorren ar brezhoneg el Liger-Altantel. Live bachelouriezh + 2. Aotre-bleniań B. Lec'h labour : Naoned. Kevrat implijad-yaouank (CDI), 35 eurvezh, labour d'ar sadorn mintin. Kas ur CV hag ul lizher da : gKentelioł an Noz, Pierre-Emmanuel Marais, 10 straed ar Bourget 44000 Naoned." Kentelioł an Noz, Pellgomz : 02 40 20 39 74 http//wwwbretonnantes.org

 

Emvod Bloaz Emglev An Tiegezhioł

 

Holl izili E.A.T. a zo pedet da zevezh-emgav hor c'hevredigezh, d'ar Sadorn 20 a viz Eost e
Landreger.


10.00 Emgav er presbital, 4 straed Sant Andrev.
- Gweladenn an Iliz-veur.
12.30 Pik-nik e liorzh ar presbital
14.00 Emvod- reoliek EAT ha baleadenn war an aod.
17.30 Oferenn en iliz Sant Erwan er Vinic'hi.
18.30 Gwin a enor e sal ar gumun.

Katekiz d'ar vugale a vo tu da ober en devezh, diouzh ma vo goulennet, ha da reiń ar Vadeziant, da reiń ar gomunion evit ar wech kentań pe c'hoazh d'ober z ziskleriadur ar feiz.

Evit-se e rank ar familhoł mont e darempred gant Yann Talbot, Prezidant E.A.T ha Person, 4 Straed sant Andrev 22220 Landreger. Pellgomz : 02 96 92 30 51. Pelleiler : 02 96 92 92 46.

 

10 euro eo ar skodenn emezellań da EAT, a ro ar gwir da resev "Kannadig Imbourc'h". Ma teuit eta d'an Emvod bloaz d'an 20 a viz Eost, kasit ur ger pe bellgomzit da Yann Talbot pe gasit ur postel eat@libertysurf.fr

 

Listenn-skignań war ar genrouedad evit kaout keleier ingal (meret gant EAT):

http://groups.yahoo.com/group/brezhonegeniliz

 

 

Errata :

Niv. 40 : n'eo ket e bered Sant Varzhin ez eo bet beziet Ivona Martin hogen e bered Sant Mark, e Brest bepred..

Niv. 41 : E pennad "Merenn e-tal Blaen" pajenn 8, notenn 11, lenn : "gladbeliezh" ha neket "gladbetiezh" evit kevyezhań "suzeraineté" 

 


 


Mererezh

10 € eo ar skodenn emezellań da EAT, a ro ar gwir da resev Kannadig Imbourc'h. Talet e vez e penn-kentań ar bloaz (pemp kasadenn da vihanań). Kaset e vo deoc’h ouzhpenn niverennoł da zont ar gelaouenn a studi hag an oberennoł klok distag diouzh ar C'hannadig, a vo da dalań bep m’o resevot, nemet e kemennfec’h deomp n’hoc’h ket evit o degemer. Kas a c’heller 60 € en a-raok da aesaat al labour-merań. Ar chekenn a zo da gas war anv EAT pe Imbourc'h da : E.A.T., Kergreven 29800 TRELEVENEZ  eat@libertysurf.fr 02 98 15 10 72.  Roll an niverennoł pe oberennoł n'int ket c'hoazh diviet a c'heller kaout o skrivań pe war :

http://kannadig.chez.tiscali.fr/ .

Skridaozerezh

Ar pennadoł a zo da gas da : yann-eliaza@wanadoo.fr, pe dre ar Post da rener Kannadig Imbourc’h : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 Blaen.  Ar pennadoł ne engouestlont nemet ar re o deus skrivet anezho. Moulet ez-prevez gant an embanner :  Emglev an Tiegezhioł. ISSN : 1144 357X



[1] Brezel ar Bedoł : drevezet em eus amań talbenn romant skiant-faltazi H.G. Wells skrivet e 1898, maz eus bet tennet ur film dioutań e 1953 (sevener : Byron Haskin) hag ur remake gant Spielberg hevlene ; amań avat n'eus ket anv eus Meurzhidi.

[2] Arallbedelourion : altermondialistes, da lavarout eo danvez-bedelourion ivez, hogen eus ur seurt disheńvel.

[3] Diskelaat : manifester, rendre manifeste.

[4] Kerreizhour : un policier ; kerreizhourel : policier a.g.

[5] Trevonnad: débordement.

[6] Meziennoł : les média.

[7] Strolldezougoł : transports en commun.

[8] Riboulstraen : métro, subway , ivez : buzhugstraen.

[9] Tevezeg : premier ministre.

[10] Difeiziezh : mécréance, hervez an Islam, el lugan islamour : la mécréance est une seule nation.

[11] Gourzhtreiń : subvertir.

[12] Didrevadennadur : décolonisation.

[13] Gledemdenn : pension de retraite.

[14] Kiier : liester "ki" e brezhoneg Bazh-Gwenrann.

[15] Braslun : schéma.

[16] Blivaer, azblivaer : activateur, réactivateur.

[17] Reizhaour : magistrat dans l'ordre judiciaire

[18] Enluskidigezh : mobilisation en vue d'agir.

[19] Kenderc'het : produit, a.g.v.

[20] Dic'hladeg : prolétaire.

[21] Kempennelour : réformiste.

[22] Luksigoł : luksoł bihan

[23] Notenn gant an troer : Joćo Pedro Stedile a zo unan deus renerion meur ar Movimento dos Sem Terra, (un emsav  kouerion dizouar) a aoz an aloubadegoł douaroł-gounid a vez graet anv anezho e istitl ar pennad-mań. Marta Suplicy a zo ur politikerez bet maer Sćo Paulo etre 2000 ha 2004, he deus tapet brud dre reiń alioł gadal e abadennoł poblek evit ar maouezed war skinwel Brazil.

 

[24] lenn e-barzh pezh-c'hoari Shakespeare "Herri IV", Arvest III, Diviz 3. Anv ez eus eus 'shirt' Daoulaz (dowlas) hag eus re an Holland .

[25]  Digerz :usufruit

[26] Lavar an argeloł : le langage symbolique.

[27] Kantaezel : affectif.

[28] collčge des consulteurs