“KANNADIG ’ IMBOURC'H

 

Kelaouenn Daouviziek         Priz : 2 €        Niverenn 40          Meurzh-Ebrel  2005

 


Da Heul Disentez ur Politikerezh Yezhel evit Breizh

 


Nevez 'zo ez eus bet mouezhiet un disentez a-bouez gant "Kuzul Rannvro Breizh" diwar-benn politikerezh yezhel. An holl, betek-henn, a zo savet a-du gant brokusted ar politikerezh-se, daoust ma n'eur ket sur e vefe lakaet an holl arc'hant a vo ezhomm d'e gas da benn e kellidsteuńv da zont ar C'huzul Rannvro. Komzoł kaer a zo bet, hogen da heul e rankint bezań lakaet da wir, ha sed ar pep diaesań.

Mat e vo seurt politikerezh evit ar brezhoneg, moarvat, hogen peadra a zo da vezań nec'het gant an diskleriadur mezhus a lavar n'eus gant ar re o deus divizet ar politikerezh-se tamm c'hoant ebet "da zistagań hor c'harr diouzh Pariz". Seurt diskleriadenn ne rankfe ket bezań en ur skrid war ur politikerezh yezhel : lu eo, ha reiń a ra da gompren mat pegen prederiet eo kannaded ar Rannvro da chom hep tremen da emrenerion zivalav ! Kement-se a verk anat, pa sońjer mat, ez eo er c'hontrol galvet pep yezh da c'houlenn frankiz politikel evit ar re o c'homz, hogen hor politikerezh yezhel-ni gant Kuzul Rannvro Breizh a chomo jentilik eta er rez yezhel ha sevenadurel oc'h evezhiań da vont re bell ganti gant aon da zisplijout d'hor mistri a Bariz !

Ur c'hraf eus testenn "Politikerezh yezhel ar Rannvro" a zo nec'hus : pouez a ro ivez d'ar galloweg, a vez lakaet par d'ar brezhoneg. C'hwezh ar "pollitically correct" a glever aze. Eus an tu kleiz pe eus an tu dehou, an holl a zo savet a-du.

 

Petra sońjal diwar-benn ar galloweg ?

Moarvat e oa ret reiń dor-zigor d'ar galloweg a-benn kaout ur vouezhiadeg "a-unvouezh". Hogen d'am sońj ne c'heller ket lakaat ar brezhoneg par d'ar galloweg. Meur a abeg a zo da gement-se.

- Doujańs a ranker da gaout ouzh ar c'hallowegerion. Ur yezh a-vihanik a c'hell bezań, da skouer, evit lod. Er par-se, ez eo ret merkań ne vez mui savet bugel ebet e galloweg abaoe pell 'zo. Reizh eo, evelkent, eveljust, e vefe stad ha lorc'h en dud o deus bet an dra-se da hźrezh digant o zud, a-vihanik pe get zoken. Plijadur o devez, lod anezho, sklaer eo, oc'h ober gant o farlant pa c'hellont, diouzh m'o devez tro d'en ober, gwech-ha-gwech all. Hogen beuzet int en ur mor a c'halleg, ha n'int ket gouest da ober dalc'hmat gant o galloweg genidik evit ar vuhez-pemdez a vremań, ha nebeutoc'h c'hoazh pa vez anv a zanvezioł kempleshoc'h, na dennont ket d'ar gevredigezh plouezel a-wechall ma oant bet ganet enni. 

- E keńver istor. Klevout a reer difennerion ar galloweg o lavarout e komzomp-ni ur yezh alouberion, hogen n'eus bet brezel-aloubiń ebet, hag ar galloweg n'eo ket difluket diwar ar galianeg met diwar ar gallo-romaneg, da lavarout eo yezh an alouberion roman. Ar c'hallowegerion o deus dilezet o yezh keltiek da zegemer yezh o mistri, ar Romaned. E-keńver istor c'hoazh, betek nevez 'zo ne oa levr ebet e galloweg. War an dekmiliadoł a levrioł (relijiel dreist-holl) a zo bet embannet ha lennet adalek ar 15vet kantved betek bremań, n'eus hini ebet e galloweg. Na katekiz, nag Aviel, na stumm ebet eus ar  Bater pe eus an Ave zoken ! Ar galleg an hini eo yezh lennek ar c'hallowegerion eta. N'eus ket a lennegezh c'hallowek evit gwir. N'eus nemet tammoł traoł bihan, kontadennoł dre gomz evit beilhadegoł, un nebeut kanaouennoł, ha setu aze fin d'ar roll.

 

- Ar gallowegoł a zo war o zalaroł, an holl anezho. Evel evit ar brezhonegoł poblek, ar pezh a chom anezho - truilhoł -, ez eus ur bern teodyezhoł gallowek. Galloweg trowardroioł Sant Brieg a zo disheńvel diouzh hini Roazhon, Néant sur Yvel, ar Mitaweg etre Liger ha Gwilun, pe c'hoazh diouzh parlantoł galloweg Bro-Raez hag Anjev, en tu all da harzoł Breizh. Klask a reer o unvaniń, a-dra-sur, hogen, betek-henn n'eur ket deuet a-benn d'en em glevout, na war un doare-skrivań, na war ur galloweg unvan. N'eus ket a c'halloweg unvan. E brezhoneg ez eus unan.

 

- N'eo ket gouest ar galloweg da gevezań ouzh ar galleg. Ar brezhoneg avat, a zo. Pell bras emań Yann galloweger diouzh e gazeg war ar poent-se. N'en deus ket ar chańs dispar da gaout, evel e brezhoneg, embannennoł fonnus hag o sevel a bell a-wechoł, hag un hengoun diazezet mat bremań abaoe ur c'hantved , mennet da zisplegań kement tra en hor yezh, betek ar jedoniezh, ar fizik, hogen ivez an drabedoniezh, ar ardamezouriezh ivez, da skouer !  Diziraezus a-grenn eo seurt uhelbal e galloweg.

Roparz Hemon eo en deus diskouezet ez eo gouest ar brezhoneg da vezań benveg ur sevenadur nevez a zo da grouiń penn-da-benn. Ur yezh lennek ez eo ar brezhoneg. Ar galloweg n'eo ket.

 

- Peseurt raktres politikel a zo gant emsav ar galloweg ? Ni, stourmerion evit ar brezhoneg, a gompren mat-tre e c'hellfe tud 'zo sevel o c'hein da zifenn ha da reiń un dazont d'o yezh-int. Kement-se a reomp avat dre m'hon eus-ni ur raktres politikel evit ar brezhoneg n'eo ket diazezet hepken war ar fed m'hor befe desket ar yezh war barlenn hor mamm, nann. Ar braz ac'hanomp o deus desket pe addesket brezhoneg, ur brezhoneg a zo bet roet dezhań ur stumm unvan, gouest da zisplegań pep tra, a drugarez d'hon diaraogerion, dreist-holl Vallée ha R. Hemon. Spisaet eo bet ivez ster don hor stourm gant Meven Mordiern, Roparz Hemon ha Youenn Olier. Ne gaver ket seurt preder e-touez ar C'hallowegerion. "Dre ma fell dimp eo ma ouzomp brezhoneg" : a-youl-gaer eo hon eus graet anezhań yezh hor spered. Rak gant ar brezhoneg e tistaolomp hźrezh Bro-C'hall hag e vennomp adkemer hźrezh sevenadur kentidik ar re o deus savet hor broad da sevel ur Vreizh vrezhonek el ledenez-mań. Da heul Roparz Hemon "Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh", ez eo galvet hor yezh, hervezomp, da lakaat da vleuniań e Breizh ur gevredigezh nevez, diforc'h mat he fatrom diouzh hini an droc'herion c'houzoug ha jakobined a bep seurt o deus lakaet o c'hrabanoł war hor bro abaoe keid-all. O komz brezhoneg e tistaolomp dreist-holl beli Bro-C'hall war hor buhezioł hag e labouromp da sevel ur Vreizh doujadus ouzh an holl.

 

Aze e c'hello unan sońjal ez eus un dislavar, peogwir e vennomp a-benn ar fin argas ar galleg diouzh hor bro : ne seblant ket an dra-se bezań "doujadus d'an holl". Kinnig a reomp un hent, ar brezhoneg, da vont war-zu ur pal hogen dre heg ne vo ket graet. Kement-se ne vefe ket doujadus d'an holl. Dre gaer e vo graet, ne lavaromp ket. Evel-se e ranker kompren lavarenn vrudet Roparz Hemon : "Ar galleg eo karr an ankoł e Breizh". Ret eo kompren mat ne reomp ket eus ar yezh un idolenn hogen ur benveg, traken, da zegas un adnevesaat el ledenez-mań, ur gevredigezh nevesaet don. Ar Vretoned a skoulmo en-dro gant o yezh diwar an hoal-vat a welint enni, pe ne raint ket. Diskouez a ranker  ne c''hell ket seurt nevezadur dont dre ar galleg, dre maz eo sanket ha breinet e wrizioł gant an "Dispac'h Gall" hag "ar Sklerijennoł", a zo pimpatrom ar stadoł arnevez a gaver dre holl war ar voullzouar, hollveliek, an holl anezho. Sevenadur ar brezhoneg n'he deus bet biskoazh a stad vac'hom;  n'he deus ket kemeret perzh e istor gwadsec'hedik ar stadoł arnevez, ha setu aze hor chańs.

Ha perak ne rafe ket ar c'hallowegerion kemend-all e reter ar Vro ? Ret eo stadań, lakaet e vefe bet gouest ar galloweg da verań holl dachennoł ar vuhez, pezh n'eo ket, evel hon eus gwelet, n'eus mennad resis ebet a-berzh paotred ar galloweg war ar poent-se eus an obererezh politikel : n'eus aozadur gallowek ebet o c'houlenn ma vefe savet ur gevredigezh hollc'hallowek ha dizalc'h diouzh Pariz, eus Pordig da Borneizh. Dic'hallus n'eo ket, da welout, hogen diaes-mat e vefe d'hor sońj kavout izili gredus evit ur seurt raktres, pa n'eus ket trawalc'h a "gevala" gant an danvez-emsav-se, nag e keńver live-yezh, nag e-keńver istor, nag e-keńver pep tra. Mankout a ra dezho Brezhonegerion a seurt gant Arzhur, Sent diazezerion hor Bro, Gwiomarc'h, Nevenoe, Alan Varvek... hag ivez re all, tostoc'h deomp, o deus labouret kement park ar brezhoneg ha Spered ar Vro : Kervarker, Tangi Malmanch, Meven Mordiern, Yann-Vari Perrot, Roparz Hemon, Langleiz, Stivell, ha, nevez aet d'an Anaon : Youenn Olier. Gouzout a reer pegen a-bouez eo bet en hon Emsav ar "Barzhaz Breizh", sonadegoł Stivell, pe c'hoazh barzhoneg brudet Morvan Lebesque "La découverte ou l'ignorance"....

 

Ha petra sońjal diwar-benn

ar gwenedeg ?

Keit ha m'emaomp ganti e karfen klask resisaat ivez degouezh ar 'brezhonegoł' ha pergen brezhoneg Gwened. Imbourc'h en deus moulet kalzik levrioł diwar ar rannyezh-se - ha kavout a ra deomp n'eus nemedomp oc'h ober - a zo diforc'h-mat diouzh peurrest ar brezhonegva ha gwelout a reer muioc'h mui kelennerion wenedour mennet start da gelenn e "gwenedeg". Kement-mań a gas anezho da gemm emglev reizhskrivadur 1941 peogwir ez eo diaes-mat ober gant an doare-skrivań-se pa venner derc'hel da zistagań e doare unan eus an isrannyezhoł brezhoneg diniver – a Vro-Wened pe a lec'h all – o deus disleberet mui-ouzh-mui dalc'hmat. An holl a zo war o zalaroł a-benn bremań, peuzvarv ez int evit gwir, evel da skouer war ledenez Ruiz pe war enezenn Eusa.

An evezhiadennoł a gaver uheloc'h evit ar galloweg a c'heller ober evit ar gwenedeg ivez, evit un darn. Bez e c'heller lavarout ez eus kement a ziforc'h etre brezhonegoł ar C'h L T hag ar gwenedeg hag e vez etre spagnoleg ha portugaleg da skouer.

Pinvidik eo ar gwenedeg : labourioł nevez embannet gant Youenn Olier diwar oberennoł gwenedek a ziskouez pegen talvoudus eo evit ar brezhoneg unvan – lennek – an troioł-lavar, ar gerioł, ar yezhadur a zo alies skańvoc'h e gwenedeg eget e KLT. Sońjal a ra din eta e rank an holl vrezhonegerion n'eus ket Gwenedourion anezho klask perc'hennań ar pinvidigezhioł-se evit brasań mat ar brezhoneg penn-da-benn. Hogen ne gavan ster politikel ebet – unan kantaezel a ranker doujań outań e kement ha maz eus tu a-hend-all, eveljust, dre gomz pergen – pa nac'her tostaat e vrezhoneg a orin rannyezhel ouzh ar brezhoneg unvan. N'eus ket anv ganeomp e vefe dilezet evit keloł-se pinvidigezhioł don ur rannyezh orin, ar c'hontrol eo, eveljust. Hogen, o nac'h pinvidikaat ar brezhoneg a vremań gant perzhioł  dreist ar gwenedeg, pe c'hoazh o nac'h tostaat hor rannyezhigoł treut ha dic'hizet ouzh ar brezhoneg unvan en ur bed a zo o treiń buan, dre skrid da vihanań, e virer ouzh hor yezh a dizhout ar pal politikel hon eus merket uheloc'h : krouiń ur gevredigezh nevez hag hollvrezhonek. O chom gant rannyezhoł hepken ne vo savet netra ha ne c'hellod ket dioueriń ar galleg da yezh pennań. Peseurt Breizh avat, ent-resis ? Netra nemet lakaat Breizh brezhonek da vezań a vo dija un nevezadur hep e bar, hor redio da ijinań eviti perzhioł disheńvel mat diouzh patrom ar gevredigezh c'hall pe danvezelour a weler dre holl.

Sońjal a ra din e vije reizh d'ar Wenedourion nac'h seurt raktres evit Breizh, ma vijent e sońj reiń da vro Wened ur yezh dezhi hec'h-unan evel ma karje paotred ar galloweg sevel unan evit Breizh Uhel ha pelloc'h e departamantoł ar Mayenne pe Anjev, hag arc'hań a-benn ar fin krouiń broadelezhioł nevez e Bro-Wened hag unan all e krec'h ar Vro : "Gallezia ?" Hogen seurt mennadoł politikel da zisrannań er par politikel Bro-Wened pe "C'hallezia" diouzh Breizh pe diouzh Bro-C'hall, n'eus den a gement en dije e embannet, na klasket sevel ur strollad politikel da gas seurt mennadoł da benn.

 

Bezań brezhon eo komz brezhoneg

Kemm a ra ar bed er mare-mań, ha kemm buan ! Diskaret a-grenn eo ar gevredigezh plouezel a wechall, e lec'h ne oa ket kreńv a-walc'h ar skol hag ar Stad da lakaat an dud da zilezel yezh o hźrezh. A-benn 30 pe 50 vloaz e rakweler e vo steuziet an drederenn eus yezhoł ar voull-zouar : 2000 yezh a zo o vont da get war verr-dermen. Ar yezhoł a zreistbevo war-lerc'h an diskar spouronus-mań a vo ar re o devo tizhet en em ziorren a-zoare hag a vo deuet a-benn da gendrec'hiń o c'homzerion ez eo o interest-int adperc'hennań (skouer Israel) pe derc'hel gant o yezh, daoust pegen bras e vo, muioc'h-mui, hoal ar saozneg er c'hevandir-mań, da skouer. Ar c'hoant da chom en e vro, da labourat enni, da sevel enni ur gevredigezh dezhi ur patrom-diorren hoalus, kempouez, a zo d'am sońj an abeg pennań a reizhabeg ar stourm evit hor yezh hag hor broadelezh. E Breizh ez eo ar brezhoneg maen-korn hor broadelezh. Ar galloweg pe ar gwenedeg n'int ket.

 

Diwar gement-se holl eta, e kav din n'eo ket bet spiswel a-walc'h ar stourmerion vrezhon o reiń harp da arc'hadurioł paotred ar galloweg, o lakaat ar galloweg par d'ar brezhoneg er raktres a bolitikerezh yezhel nevez divizet. Arvar bras a zo da welout ar brezhoneg nac'het outań en em ziorren e Breizh Uhel en abeg d'ar galloweg, da enkań hor yezh hepken er "brezhonegva", kornog ar vro, e-lec'h e ouzer mat-tre ez eo bet dilezet gant darn vrasań ar boblańs. Dre-se e c'heller lavarout ez eo steuziet a galz an diforc'h a vezer boas da ober etre "Breizh Uhel' ha "Breizh-Izel".

Ar vrezhonegerion a zo tonket dezho diskleriań uhel ha fraezh ez eo ar brezhoneg tra an holl Vrezhoned, ha pa vefent e Klizun pe en Eusa (e-lec'h m'eo marv mik ar yezh a-benn bremań, se am eus meneget dija, evel e Breizh uhel) o chom, peogwir o deus c'hoant lakaat da vleuniań el ledenez-mań ur gevredigezh nevez na vennont ket sevel war diazezoł heńvel ouzh re Bariz. Ar brezhoneg a c'hell genel ar gevredigezh-se. Ar galloweg n'hell ket.

Bez' hon eus da reiń un heuliadenn vat da istor hor bro, o skoulmań en-dro gant hor yezh, gwrizienn donań ha surań hor bro : ur yezh kreńv – didrefoet, yaouank – azasaet diouzh an amzer-vremań – ha leun a entan da adsevel an Den e Breizh.

Tepod Gwilhmod

 

Notenn :

"Brezhoneg poblek" a fell d'ar ranndir B4 kaout !

Dre ziv wech ez eus anv eus "Brezhoneg Poblek" en destenn bet mouezhiet gant Kuzulierion Ranndir ar pevar departamant. Derc'hel d'ar brezhoneg poblek (anv a zo eus pinvidigezh ar soniadoł, taolioł-mouezh, hag all...) ne gas ket ur yezh war-raok en ur bed a zo o vont war vihanaat, evel hon eus gwelet uheloc'h. Ma ! Gwashoc'h 'zo c'hoazh : gant diazezadur ar "Centre Régional du Livre" e Kemper (notomp diwar dremen n'eus bet kinniget doare brezhonek ebet d'an aozadur-se, na skriv nemet e galleg en e genskriverezh gant an embannerion vrezhonek) e vo termenet 'politikerezh-embann ar rannvro', da lavarout eo... da biv e vo roet skoazell evit an Embann. Dija hon eus resevet ul lizher a-berzh ar Rannvro a nac'h sikour IMBOURC'H : deizlevrioł Youenn Olier a oa bet roet un tammig skoazell evit o embann betek-henn ne vezint ket skoaziadet, nag an embannadurioł o tennań d'ar gravez, peogwir ez eo kravez ! Klevet hon eus ez eus diaesterioł gant PREDER ivez, a zo bet nac'het outań ur skoazell evit 16vet levrenn LAVAR. Hogen gwir eo e oar an holl ez eo a-du PREDER hag IMBOURC'H gant ar brezhoneg arnevez evit dont a-benn da zisplegań kement meizad a zo, e-lec'h chom hepken gant dilhad re enk alies, ha bruzunet, ar brezhonegoł a anver "poblek".



Bonreizh Europa : a-du pe a-enep ?



Ur c'hrafadur hag a ro tro d'ar gelaouennerion  duań paper er mare-mań er C'hwec'hkogn, d'an danevellourion skingomz ha skinwel prientiń skignadennoł arbennik ha da bolitikerion 'zo mont e breskenn, ez eo ar vouezhiadeg eus dibenn miz Mae evit asantiń pe zisteurel Bonreizh Europa, seul vui ma teu anatoc'h-anatań, hervez ar c'honoc'hoł disheńvel graet lerc'h ouzh lerc'h war c'houlenn ar meziennoł, e c'hellfe ar maout mont gant dalc'hidi an "nann", peogwir ez eo aet o niver en tu all da 50% evit ar mare.

Piv a zo a-enep d'ar Vonreizh-se ? Daoust hag ez eus ur poltred-rizh eus an dalc'hiad eus an "nann"? Daoust hag ez int kentoc'h eus an tu dehou eget eus an tu kleiz pe e gin kaer ? Evit komz heńvel ouzh ar wirionez, ez eo ret mat lavarout e vezont kavet un tammig e pep lec'h.

Da gentań-penn ez eus Kristenion, drouklaouen ma ne oa ket bet meneget gwriziennoł  kristen Europa er Vonreizh-se, seul vui ma voe bet lamet ar meneg anezho war c'houlenn ar C'hallaoued - retvez al laikelezh -, ha dreist-holl gant an Arlevier J. Chirac, eńv hag en deus diskleriet n'eus ket pell e oa ar gwriziennoł kravezel-se ken muslimat ha kristen ; koulskoude, mard em eus sońj mat, en arme c'hall e-pad brezel Aldjeria, pa veze dasparzhet delodoł-brezel d'ar soudarded, e oa delodoł anvet "europat" ha delodoł all anvet "muslimat" ; evit petore abeg diouzh ho sońj ?

D'an eil ez eus ar re ne fell ket dezho gwelout Turkia dont tre en Europa, daoust ma vez lavaret hag adlavaret dezho dizehan gant ar bolitikerion n'he deus Turkia netra da welout gant ar Vonreizh, hogen kazh skaotet a zouj an dour yen, evel ma lavar ar C'hallaoued.

Bez' ez eus ivez o sevel a-enep evit abegoł disheńvel, ur bern tud all eus strolladoł a bep seurt, da skouer hini an emveliegourion, betek ar venevelourion drouklaouen gant ar fed ma ne vez ket meneget er Vonreizh ar gwir evit ar merc'hed da sioc'hanań ; ha setu o tont war wel ur strollad nevez o kreskiń dizehan, hini al labourerion, bed al labour evel ma lavar lod, micherourion, implijidi, gounideion, hag all... Rak gant Feur-emglev Maastricht, o doa ar bolitikerion prometet dezho peoc'h, labour, fonnverzh, ha setu ma teu dilec'hiadurioł, dic'hwel ha digresk ar goproł, ha nevez 'zo holl, ar sturiadur Bolkenstein a aotrefe da n'eus forzh petore embregerezh europat dont da labourat er C'hwec'hkogn hervez lezennoł ha goproł he bro-orin ha neket hervez reoł Bro-C'hall, en ur ger, falloc'h eget an embregerezhioł gall. Biskoazh kemend-all ! Koulskoude, daoust hag ar sturiadur Bolkenstein n'eo ket un doare "remake" eus pezh a veze graet, n'eus ket pell, gant degas enbroidi o tont eus Afrika pe Azia, evit ober an tebet labourioł na felle ket d'ar C'hallaoued ober, pa ne oa nemet mistri du-mań na felle ket dezho paeań trawalc'h ar vicherourion c'hwec'hkognat evit o sammań ?

Gant gobidell Bolkenstein e vefe tost ankounac'haet gobidell Turkia, hogen, kelaouennerion 'zo, a oar soubań o fluenn er pod-liv mat. Da skouer, er sizhuniegenn c'hall Valeurs Actuelles niv. 3560, 18-24 C'hwevrer 2005, en ur pennad talbennet "Turquie, le Sas de l'Orient" e tedenn Emmanuel Razavi evezh al lenner war ar fed ma n'he deus Turkia, danvez-ezel Europa, reolerezh ebet war he harzoł, daoust dezhi bezań amezek da naozelloł ar sponterezh islamour maz eo Siria, Irak hag Iran. Gant ur c'helaouenner all ez eo aet an den betek Kilis, dremm all Turkia, war harzoł Siria, 1200 km diouzh Istanbul, da wiriekaat war al lec'h. 500 m a-raok ar post gladvonn, e lezjont o c'harr a-hed ur c'hleuz, evit kerzhout war o fouez e-barzh lanvad an demenidi, e-touez Irakiz hag Iraniz ; kerreizhour ebet ne zeuas da wireziń o hennadelezh, daoust ma oa koulskoude diouto e pep lec'h, hogen ac'hub e oant o vutuniń hag o tivizout etrezo. Er post siriat evel er post turkiat e rene an hevelep lez-ober. Endra ma tivizent gant ar valtouterion pe ar gerreizhourion e tibune an enbroerion dirak an norikell, a boan ma vezent reolet. Ar c'harbedoł a dremene ivez difrae. Hini ebet ne voe harzet e-pad an div eurvezh tremenet ganto war al lec'h. Hag ar c'helaouenner, war zigarez ober deomp prederiań, a gloze e bennad evel-se : « A-benn un nebeut bloavezhioł ez aio Unaniezh Europa betek Siria, betek ar post turkiat-se : Kilis ! ».

Oc'h adlenn ar pennad-se, e teuas war va eńvor un arroudenn eus "best-seller" an Amerikan Tom Clancy, The Teeth of the Tiger, lennet ganin en e droidigezh gallek, e-lec'h e lavar ar skrivagner diwar-benn ur sponter islamour - unan eus tudennoł e romant -  ar c'homzoł-mań, pajenn 130 : « Pegen iskis e oa dezhań merzout, e oa e broioł kristen Europa, e c'helle en em santout tost da vat e surentez. En em gannet o doa ar Vuslimiz lies gwech a-enep dezho, ha tost e oant bet d'o zrec'hiń e meur a zegouezh. Digor d'an estrańjourion e oa ar broadoł-se en un doare hogos emlazhek, hag un ijin, zoken dister, a oa trawalc'h evit dont-tre en o diventelezh, ha tost da vat, ijin ebet, gant m'o defe arc'hant. An dud-se a oa ganto un boullder ken emzistrujus ma toujent da zismegań ar re a oa darev d'o welout, int hag o bugale, lazhadekaet hag o sevenadur distrujet penn da benn ».

 

Yann MIKAEL  

Nevezc'herioł :

Bonreizh : constitution ; Krafadur : sujet de discussion  ; Skignadenn : émission TV, radio ; Konoc'h : sondage d'opinion ; Meziennoł : les médias ; Poltred-rizh : portait-type ; Delod-brezel : ration de guerre ; Emveliegour : souverainiste ; Benevelour : féministe ; Fonnverzh : prospérité ; Naozell : sanctuaire, espace inviolable ; Kerreizhour : policier ; Emlazhek : suicidaire ; Muslimat : musulman ; Gladvonn : frontičre ; Hennadelezh : identité.


 


Ivona Martin (1907 - 2005)



Setu aze c'hoazh unan eus lennerion fealań IMBOURC'H o vont d'an Anaon, nebeut war-lerc'h Youenn Olier. D'ar Meurzh 8 a viz C'hwevrer ez eo aet diouzhimp Ivona, d'an oad a 97 bloaz. Lidet eo bet he obidoł e Sant Jozef ar Piler-Ruz e Brest d'ar Yaou da heul, diouzh ar beure : nebeut a dud eus an Emsav o deus gellet kemer perzh el lid, siwazh.

E Minic'hi Landreger d'ar Sul diwezhań eus miz C'hwevrer, e voe lidet an oferenn evit repoz he ene, da heul ur vuhez hir ha oberiant evit ar brezhoneg.

 

E 1980 eo e ris anaoudegezh ganti, e Brest, en Oaled Sant Erwan. Gant va c'harr-tan e renten servij dezhi pa c'hellen. E 1986 e roas skoazell bras din dre m'en em gavis dilojeiz hag hep arc'hant, o labourat e burevioł-kreiz Diwan abaoe daou vloaz evel kadnac'hour. Lojet e voen marc'had-mat-tre gant he breur straed Dixmude a drugarez dezhi en un tiig daou bezh koantik a c'hiz kozh. Un deiz zoken e kinnigas din 2000 lur e bilhedoł dre ma ouie e pe stad edon : gwerzhet em boa va c'harr dre ziouer a wenneion. Nac'h a ris, dre lorc'hentez moarvat, hogen kalz a vad a reas din he jestr dre ma ouien a-benn neuze e c'hellfen kontań war he skoazell m'am befe ezhomm. Kavout a ris fred e Pariz a-benn ar fin ha bloaz war-lerc'h en em gavis en-dro e bro Leon, o chom e Beuzid-Konogan Landerne hag ez adkavis Ivona, bepred 24 straed Poull-ar-Bached. Degemer mat a rae din bepred. War he dor e oa peget ur skritellig dislivet gant an amzer "Butun ebet amań mar plij !" . Ur ranndi bihan kinklet brav he doa, gant ul livadur o tiskouez Anjela Duval, he mignonez vras, harpet ouzh ur c'hleuz, o labourat, souchet he fenn. Te a ginnige din rak te a eve dalc'hmat, un te a brene en ur stal arbennik straed Jean Jaurčs. Ne zebre ket a gig er gźr : legumaj ha frouezh hepken a yae ganti. Bale kalz a rae ivez, dre m'he doa karr-tan ebet. Daoust dezhi kaout ur c'hein kromm-spontus hag a-bell 'zo (me 'gav din e oa c'hoarvezet ganti en he yaouankiz ha barnet en doa ar mezeg ne vevfe ket pell !), he deus gellet bevań hir amzer diwar magadur yac'h, hag embregerezh korf, na pa ve ken evit kerc'hat he lizhiri, rak er pevare solier, hep saverez edo o chom.

 

Din-me e oa ur seurt "mamm-gozh" eta, un ael-mat. Kalz a varvailhoł a zo bet etrezomp hogen, evit gwir, n'anavezan ket mat he buhez. Brezhonegerion a oa he zud, eus kostez Lambaol Wimilio. Ur sońj kaer, blaz ar baradoz warnań, a zalc'he eus he vakańsoł-skol du-hont e maezioł Landivizio, a oa hollvrezhonek da neuze. Kontań a rae din e oa bet hoalet gant ar yezh abred kenań en he bugaleaj, hogen ranket he doa deskiń anezhi a-nevez, rak ne oa ket bet savet e brezhoneg, moarvat dre ma oa he ziegezh o chom e kźr.

Gant Roparz Hemon he deus kejet. Ar gejadenn-se a zo bet a-bouez bras en he buhez, eveljust. He danevell eus an darvoud-se a oa fromus en he genou, ha tro am eus bet d'he c'hlevout meur a wech diganti. Kontań a rae he doa gwelet un den "kozh" (Roparz Hemon a oa eus ar bloaz 1900, seizh vloaz koshoc'h egeti enta), hag hi yaouank-flamm - peseurt bloaz resis, n'ouzon ket, war-dro ar bloaz 30 moarvat - straed ar C'hastell e Brest, e ti Sant-Ildud, a oa anavezet evit pourchas levrioł brezhonek. Roparz Hemon en doa roet dezhi da gompren e oa re sammet gant al labour hag hi, brokus, ha diwar-skańv, m'am eus komprenet mat, he doa kinniget dezhań he skoazell. Nebeut war-lerc'h ez eas Roparz Hemon d'he c'haout ouzh dorikell ar "Société Générale", ma laboure hi eno, ha dre an norikell e roe Roparz Hemon labour da Ivona, d'e sikour war-dro ar gelaouenn "Gwalarn".

Ur vignoniezh vras hag ur c'henlabour daou-ugent vloaz a groge. Traoł bihan da gentań : adskrivań chomlec'hioł, sekretouriezh, ha tamm-ha-tamm traoł all. N'ouzon ket muioc'h. Moarvat he dielloł, bet fiziet e KUZUL AR BREZHONEG, a c'hellfe reiń ur banne sklerijenn resisoc'h war he c'henlabour gant diazezer GWALARN.

Goude ar brezel e reas war-dro sekretouriezh ar gelaouenn AR BED KELTIEK, gant Roparz Hemon da bennskrivagner, harluet en Iwerzhon. Skriverezań a reas evitań miliadoł a bajennadoł, a veze moulet goude-se gant ar beleg Jakez Ducamp, diazezer SKOAZELL VREIZH a-hend-all, war liestennerez skolaj Sant Jozef Ar Releg.

A-bouez bras eo bet "ABK" e buhez an Emsav, daoust d'e stumm-moulań dister, a gaieradoł bihan. Dont a reas er-maez etre 1959 ha 1971.

Ivona n'he deus ket skrivet kement ha ma c'hellfed krediń. Ur stourmerez e oa da gentań penn. Anavezet e oa gant an holl ha brokus e roas eus he arc'hant hag eus he amzer ivez. Unan eus reizherion SKOL OBER e oa ha kentelioł a rae ivez en he ranndi er bloavezhioł diwezhań. Prenań a rae div skouerenn eus kement tra a veze moulet en hor yezh. Evit sikour, rak gouzout a rae pegen diaes eo gwerzhań levrioł brezhonek. Ne oa ket dimezet ha dre-se e oa aesoc'h dezhi kemer perzh er stourm, o vezań ma n'he doa na gwaz na bugel da ober war o zro. Divugel e oa hervez ar c'hig, hogen bugale ha bugale-vihan niverus he deus bet dre ar spered. Sellout a ran outi, en merket em eus endeo, evel ur vamm-gozh, mamm-gozh stourmerion ar brezhoneg, bepred aze, youlek, da vroudań kement tra mat evit hor yezh.

E buhez OALED SANT ERWAN Brest e kemeras perzh adalek an deroł (1969), straed Berthelot e karter Sant Marzhin. Kadoriadez an Oaled e oa bet adalek 1989 hag e-pad daouzek bloaz. Dont a rae ingal d'ar beilhadegoł miziek a veze aozet, o tegas ganti maouezed all, brezhonegerezed a vihanik o chom e Brest. Marianig Irvoas da skouer, a zalc'he ur stal krampouezh e koc'hu ar Piler-ruz, ur vaouez distagellet-mat ha diseurt kenań he doare. E Kelc'h-Studi brezhonek ar Bibl e kemere perzh ivez, bepred en OALED SANT ERWAN, renet gant Maoris Ar C'hollo. Eno e keje neuze gant Youenn Souffes-Despres, ar re Huon, ha stourmerion all. Kemeret he deus perzh ivez er stourmadenn da gaout un Oferenn vrezhonek e Brest. Warni e c'helled kontań bepred.

 

Ur gristenez gredus e oa Ivona Martin. Emezelet he doa da skouer e oberenn Maodez Glanndour, "Unvaniezh Speredel Breizh" ha pergen he doa gouestlet pediń evit ar Vro en hor yezh. Bemdez. Ul levrig dister a oa bet moulet dindan dalbenn "Ar Bedenn evit ar Vro", a vez graet gantań dalc'hmat hiziv an deiz gant hiniennoł 'zo. E.A.T. a zo en he c'herz ur guchennad skouerennoł eus an oberenn-se, a c'hellomp pourchas d'an neb a c'houlenno.

Diwezhatoc'h ez eas ingal da vodadegoł KRISTENION BREIZH, kaset gant Youenn Souffes-Despres peurliesań, a yae d'he c'hlask en he ranndi. Kemer a reas perzh er beajoł d'ar broioł keltiek meur a wech. Meur a hini a anaveze e metou Emsav gouezeleg Iwerzhon pergen, an tiegezh O Tuama en o zouez, hor boa gwelet neuze meur a wech en daou du eus mor Breizh. Mignonez vras e oa da Roisin "gozh" O Tuama he doa desket mat-tre hor yezh.

E devezhioł-studi KRISTENION BREIZH e pedemp gant al levr-pediń embannet gant Jozef Lec'hvien, "Pedenn An Iliz", ofisoł ar beure, kreiz an deiz, ar gousperoł hag ar c'homplidoł. Hag an oferenn, eveljust. Kement-se e-pad pemzek vloaz bennak, etre 1978 ha 1993. Ur plac'h a bedenn e oa, hag ar bedenn eo a brize dreist pep tra e bodadegoł KRISTENION BREIZH.

Komz a raemp kalz ivez, o reiń keleier diwar-benn buhez an Emsav hag an darvoudoł e Bro-C'hall, er bed, hag en Iliz. Dre ma oa unanet start an izili gant ur vignoniezh hirbad, gant ar feiz hag ar garantez-vro ivez, e c'helle pep hini dispakań e sońj diwar-benn pep tra, hep aon rak bezań barnet pe zistaolet gant ar re all. Keuz bras he devoe pa n'hellas mui mont d'ar bodadegoł-se e-lec'h e klaskemp a-gevret chom feal da Zoue ha spiswel dirak darvoudoł n'hon oa krog ebet warno, dreist-holl Breizh o tivrezhonegań hag ar feiz o tizeriań. Gant briwerc'h an esperańs hon eus pedet gant feiz a-gevret, gant karantez e-pad an devezhioł-studi-se, e Kistinid, Plouneour-Menez ha Gwengamp.

IMBOURC'H a zo bet levezonet don gant ar bodadegoł-se, evel em eus merket er C'hannadig Imbourc'h diwezhań em fennad diwar-benn Youenn Olier. Ur broud e oa d'ar gelaouenn. Da heul embannadur "Porzh An Ifern" da skouer, e c'heller lenn er gelaouenn lizhiri a-berzh Ivona. Ne oa ket ken desket ha Roparz Hemon hogen diskiblez e oa dezhań penn-da-benn. War dachenn ar relijion e plije dezhi Dom Elder Camara, an eskob araogour eus Amerika-Latin. Bepred e oa dedennus ar gaoz, hag ur wech an amzer e kounae he stourmoł war he labour gant he c'hweluniad, war-dro SOS Amitié, hag Anjela, eveljust.

 

War an diwezhadoł en he c'hasen da arvestiń ouzh ar pezhioł-c'hoari brezhonek a veze kinniget, pe he c'hasen da bourmen, da zebriń du-mań da skouer. Gwall zoaniet e oa, anat eo, gant ar c'havailh a-enep Roparz Hemon ha pergen gant divadezadur Skolaj Diwan ar Releg.

An daou vloaz diwezhań a zo bet diaes dezhi dreist-holl e-keńver yec'hed, evel ma oa kaer gortoz. Pounner-glev e oa a-bell 'zo hogen a-drugarez d'ur benveg en he skouarn ne oa ket ar gwashań : aet e oa he gweled da fall, hag he memor ivez, ken e oa souezhus a-wechoł. He fenn a oa ganti evelkent hag e c'houlenne diganin lenn dezhi  lizhiri resevet ganti, pe bennadoł 'zo na zeue ket a-benn da lenn. Chom hep gellout lenn a oa ur gwall amprouadur eviti, rak a-hed he buhez he deus lennet kalz.

 

Emań he bez e bered Sant Marzhin Brest, tost da hini Roparz Hemon ha da hini Youenn Souffes-Despres, daou genstourmer kalonek evit ar brezhoneg, evelti.

Joa d'he ene !

Tepod Gwilhmod


 


Welcome in Brittany



Nevez ’zo edon o varvailhat, en TTB, gant ur paour kaezh Gall, 100 % eus Bro-Bondi, hag o chom e-kichen Baod, hag a glemme abalamour da aloubadeg heugus Kreiz-Breizh gant ar Saozon. Dre m’am boa lavaret dezhań e pleden gant obererezhioł brezhonek en doa respontet din e oa - evel-just ! - a-du gant ar brezhoneg, a-raok ouzhpennań kerkent e oa memestra hegaset gant an istrogelled a venn lakaat o bugale e skolioł evit deskiń traoł e brezhoneg hepken, ha - gwashoc’h c’hoazh ! - a ra gant ar brezhoneg hepken er gźr. Ha d’o c’heńveriań gant an estrenion “all” a saotr “e” vro : “C’est comme ces Angliches, comme ceux d’ą cōté (dave a rae da dud a gomze saozneg en hor c’hichen en tren), qui nous emmerdent et nous envahissent ą Baud et restent entre eux et ne parlent que l’anglais ą la maison”. Gant ar vezh ! sońjit ’ta ! Tud ha ne gemeront ket ar boan da zeskiń ar galleg e Breizh ! Ne oa ket ar wezh kentań e kleven pe e lennen sotonioł a seurt-se diwar-benn ar Saozon. Ha ne oa ket ar wezh diwezhań kennebeut. Ur prantadig goude e lennen e n° 2 Combat Breton (rummad nevez), eus Here 2004, an hevelep diskan : ar Saozon, bosenn nevez Breizh…ar Saozon, a bren tiez tud ar vro…ar Saozon a nac’h en em gemmeskań gant tud ar vro dre ma komzont saozneg hepken…

 

Bremań am befe c’hoant gouzout un dra bennak, memestra : pelec’h edo –ha pelec’h emań– an holl vouezhioł brogarour-mań pa veze –ha pa vez – prenet tiez gant gallegerion ? Re a saozneg a glever bremań e Kreiz-Breizh ? Ha n’int ket direnket tamm ebet gant bezańs ar c’hallegerion… Abaoe bloavezhioł ha bloavezhioł e vez prenet tiez gant gallegerion, e vez mestroniet kedvuhez ar vro gant gallegerion…ha netra ! N’on ket gwall souezhet a-berzh hor C’hallaoued lec’hel…un tamm displijusoc’h eo a-berzh tud a embann difenn Breizh, ar brezhoneg…

 

    Displijet eta ? Ket penn-da-benn, henn anzav a ran. Mantret evel-just ma teu da vezań diaesoc’h-diaesań evit ar Vrezhoned prenań tiez en o bro. Plijet-meurbet avat o welout gallegerion argaset eus hor bro gant ar Saozon…Un ti prenet gant ur Saoz ? Unan ha vo ket prenet gant ur galleger da vihanań…Ar saozneg oc’h astenn  e Breizh ? Gwell a se ! Setu un takad nebeutoc’h evit ar galleg…Gwir eo, lodenn vrasań ar Saozon a zo e Breizh a gav dezho bezań prenet un ti en “a beautiful French region”. Ret eo deomp stourm a-enep dezho eta. N’int ket gwashoc’h eget ar c’hallegerion evit se avat… Diouzh un tu all e kredan zoken e c’hellfed lakaat un nebeut Saozon da anavezout dibarded Breizh, hec’h istor ha perak ket (na petra 'ta) da zeskiń ar brezhoneg. Gant ul labour poellek e c’hellfemp ivez zoken tuta Saozon ’zo en hor stourm, hag o lakaat da stourm a-enep ar c’hallegerion…

 

    Bevet Breizh dieubet diouzh ar c’hallegerion, gant harp ar Saozon mard eo ret !

 

Rafael URIEN

 



Prederouriezh e Sigur Avi



E-touez santimantoł mab-den ez eo an avi an hini kuzhetań, n'eo ket hepken peogwir ez eo an hini disprizusań, met ivez peogwir emań e orin er stourm diziskoulm etre an heug a vager ouzhor an-unan hag  an aon rak seblantout "fall" dirak ar re all ; evel-se e chom an ene etre daou, o komz en diavaez gant mouezh al lorc'hentez hag en diabarzh gant mouezh ar fae, hep tizhout morse unanded an ton hag ar mennad, a zo merk-anaout anat ar wirionded.

 

Kement ha ma ouzon, n'eus el lennegezh etrevroadel tudenn ebet a zegemer e avi, nemet "niz Rameau", gant Diderot; brastreset kalz re vuan  eo meizad un dudenn a-seurt-se avat evit klotań gant ar wirionez. Memes mod, "Den ar Riboul" Dostoievski ne lak plegoł e galon war ar paper nemet peogwir e kred dezhań ne vezo lennet gant den. Gallout  a reer anzav kasoni, mezh, aon, re a jourdoul, tristidigezh, c'hoantegezh ; morse avi avat. Avi anzavet ne vefe mui avi ; diouzhtu e drofe da gevezerezh didro pe da zilezerezh klok ha kaset betek ar penn. An avi eo ar santimant nemetań a gav e voued er fed bezań kuzhet.

 

Avius e teu un den da vezań pa zilez ar spi da dennań joa eus  madoł c'hoantaet gantań peogwir e sońj dezhań ez-kuzh n'eo ket dellezek anezho. N'eo ket diouer ar madoł drezo o-unan eo a ra poan dezhań; diouer an dellez hag an enor stag dezho, ne lavaran ket. Eleze e dech da ober fae war ar madoł-se, da zistrujań anezho pe da lakaat drevezadennoł truezus en o lec'h, en ur ober van prizout ar re-se muioc'h evit  ar re a-raok. Hag en traoł a guzher d'ar re all, just a-walc'h, en em zispak ar c'hlokań an avi.

 

Kalz stummoł kuzherezh a zo, hogen an avi kentań eo an hini a bled gant madoł speredel, peogwir ez int difetis ha digorfel, barrek neuze da vroudań en un den avius ar santimant a ziberc'henniezh-se a ra anezhań er vuhez pemdeziek ur c'hendaonad d'an ifern. Ar binvidigezh danvezel hag ar galloud bedel ne vezont morse ken pell ac'hanomp ha ken digomprenadus evel mignoniezh Abel ouzh Doue, a ra da Gain dic'hoanagiń, pe dasparzherezh kevrinus ar varregezh, a ra mezh d'an dud bresk o spered, zoken pa vezont pitaod ha dezho ur plas mat er gevredigezh. War-dreńv avi a live izel e vez atav avi speredel.

 

Kemm a ra an avi speredel a zanvez avat hervez ar marevezhioł. An oadvezh vodern, hervez a vez displeget gant Lionel Trilling e Beyond Culture (1964), "a zo an hini kentań ma  kaver enni kalz a dud o klask ur berzh arzel uhel ha klok, hag a ya d'ober, en o c'hwitadur, ur renkad diberc'hennet, ur proleterva eus ar spered".

 

Pa gemm an danvez e rank kemm an doare da guzhat ivez. Petra eo ar "proleterva eus ar spered"-se nemet renkad an dispac'herion, evel ma verke dija Otto Maria Carpeaux (A Cinza do Purgatório , 1943). Adal an dispac'h gall, an  emsavoł ideologel yoc'hel o devez atav kavet o renerion e brasniver an hanter-kefredourion trenk o spered. Heuget ouzh al labour-dorn pe douar gant an deskadurezh bet roet dezho er skol, dic'houest da dizhout ar c'hlod lennegel pe arzel abalamour d'an distervezh stank warno evel ar vosenn, petra a chome dezho neuze ? An darsav. Hogen un darsav graet en anv an distervez ne c'hellfe ket chom en e sav, anat. An hini nemetań a vennas ober un dra a seurt-se, gant un hegredikted emlazhus, a voe just a-walc'h "niz Rameau". Evel pa vefent bet kenteliet gant hemań, e komprenas ar re all e oa ret kaout maskl ur stourm nobl bennak. Ar re baour pe wasket a servijfe da gement-se. Na naturel eo d'un dispac'her gouelań gant truez ouzh ar rummadoł-se tra ma vez o stourm ouzh an establishment, ha na naturel eo dezhań gwaskań anezho gwashoc'h kerkent ha tizhet ar galloud gantań. N'eus nemet un doare da gompren kement-se :  n'eo ket o foan  danvezel a frome anezhań, e boan-bred dezhań e-unan hepken ne lavaran ket. Gwirioł ar re baour eo an dramm teogus a aotre d'ar c'hefredourien-se leuniań o spered gant emdouelloł e-leizh e sigur gwir abegoł o ober. Sed aze reuzc'hoari diabarzh an avi speredel, a ro d'he lavar un nerzh-fromań badaouus , evel ma verke  W. B. Yeats diwar-benn ebestel an droug (sl. "The Second Coming" ha "The Leaders of the Crowd" e "Michael Robartes and The Dancer", 1921).  N'eus santimant gwirion ebet a c'hellfe bezań eztaolet gant kement a fulor ruz evel ar c'hoariva darfellek-se.

En un doare fentus a-walc'h, grand guignol an dispac'hoł arnevez ne zeu ket diwar ar re nebeut a dud aotreet d'ober arz, hogen, er c'hontrol, diwar ar re a dud : pa voe digoret dorioł ar oberioł arzel uhel d'ar renkadoł paour hag etre eo e voe lieskementet a-vilionadoł an niver a arzerien c'hwitet, evel ma oa kaer gortoz, siwazh.

 

"Darsav ar yoc'hoł" e ra José Ortega y Gasset anv anezhi a glot rik gant kement-mań : n'eo ket gant uheladurezh ar sevenadurezh kinniget d'ar re baour eo, gant dizemokratelusted ar varregezh ne lavaran ket. An avi disoc'het diwar se a vage kasoni ouzh ar madoł nevez-tapet zoken; seul zemokrateletoc'h e oa ar re-se, seul zidizhusoc'h  e seblantent  bezań d'an eneoł : eleze ar c'hlemm hollek a-enep "sevenadurezh ar vegenn", just-a-walc'h d'ar mare ma ne oa mui houmań brient ar vegenn.

 

Ortega a voe tamallet dezhań ez-diabeg a-grenn bezań ur "begennour" abalamour da se. Hogen Erik Hoffer, micherour deut da vezań kefredour-meur dre labour kalet, en deus skrivet

 ivez pajennadoł helavar war tro-spered an dispac'herien, "brizh-prederourion beg-bras, aktourion c'hoariva... bevań a reont buhezioł difrouezh ha didalvez, n'o deus na doujańs outo o-unan na fiziańs enno o-unan; emdouell an "traoł bras" a ro aon dezho..." (The Ordeal Of Change, 1952).

 

Neuze, lennerion, arabat deoc'h bezań souezhet pa welit e penn an "emsavioł kevredigezhel" tud eus ar renkad etre pe uhel bet tapet ganto o farchoł er skolioł-meur kerań. Pa vefent emsavioł tud paour e gwirionez, e chomfe digemm goulennoł ar strolladoł-se : bara, un tachadig douar, un ti, digeriń  mengleuzioł pe labouradegoł, peadra da reiń labour d'an dud. Hogen an toull e kalon un dispac'her, "toull du" an avi speredel, a c'houlenn euvriń pep tra ha ne c'hall degas netra, a zo ken don hag islonk an ifern. Ar bed a-bezh ne vefe ket a-walc'h evit stankań an toull-se. Ha neuze, goulenn didro ha fur madoł eeunań ar vuhez, spi  ar braz eus izili ar strolladoł-se er penn-kentań, a vez atav foeńvet ha distummet a-benn ar fin, dre intrudu ar renerion, en ur c'houlenn grońs d'an hollved da gemm en un doare trumm ha diskiant, en un doare "dispac'hel". Hag e freuz ha reuz an dispac'hoł e vez dalc'hmat aberzhet goanagoł  ar re baour da glod ar renerion en diwezh.

 

Olavo de Carvalho

 

Lakaet e brezhoneg gant Ewan Delanoy, embannet evit ar wech kentań dindan an titl  "Dialética da inveja" e Folha de Sćo Paulo, d'ar 26 a viz eost 2003.

 


 


Ar Bed e Kańv



Anaoudek-bras e rank bezań ar Vrezhoned ouzh an den santel-se, a zo bet ar Pab kentań e istor an Iliz o tont da Vreizh. E Keranna d'an 20 a viz Gwengolo 1996 e oa bet graet un degemer c'hwek ha brezhon dezhań, a drugarez d'un nebeut stourmerion vrezhon a felle dezho e zegemer evel Brezhoned , ha n'eo ket evel tud eus "Kornog Bras Frańs". An Aviel a oa bet kanet kaer-tre en hor yezh hag Hon Tad Santel en doa distaget e brezhoneg pozioł Santez Anna da Nikolazig :

 

"Iwan Nikolazig, n'ho pet ket aon" !

 

N'ho pet ket aon ! Al lavarenn-se a oa bet klevet endeo e 1978 pa oa bet diuzet da vezań Pab da heul Yann-Baol Kentań. Daoust ma seblant bagig sant Pźr, iliz Jezuz-Krist, bezań en argoll war ur mor diroll, an tammig lavarenn-se, distaget dindan lusk ar Spered Santel, a zo bet ur skoazell vras-tre evit milionoł a dud dre holl er bed.

Ur pab troet ouzh ar c'helenn e oa (kelenner e oa bet en e yaouankiz) ha kelc'helennoł niverus en deus gourbannet da reiń un anaoudegezh donoc'h eus ar feiz, hag ivez pergen, d'am sońj, da verkań al liamm strizh a venne derc'hel etre feiz ha meiz. Hor mignon Jil Ewan a zo bet moulet diwar e bluenn gant Imbourc'h un dastumad ouzhpenn 300 pajennad a destennoł a-bouez war an divoud-se tri bloaz 'zo.

N'eus ket bet tu betek-henn moulań hini ebet eus e Gelc'helennoł en hor yezh, siwazh. Lod a zo bet troet, gant Jozef Lec'hvien pergen. Ur skrid a-bouez hepken a zo bet moulet : "Kemennadur ar Pab a-benn devezh meur ar Peoc'h 1989 diwar-benn ar minorelezhioł"¹

 

"Me zo Anna Mamm Mari"

 

Deol e oa ar Pab d'an Itron Varia. Kement-se a zo diaes-mat da zegemer evit an darn vras eus ar gatoliked europat a-benn bremań o vezań m'emań eo hi o skeudenniń talvoudoł a vez stourmet outo ha diskaret dizamant gant ar yoc'hstlenn andoueat a ren e pep lec'h. Peseurt talvoudoł ? Hini ar c'hlask eus ar wirionez, ar c'hlask eus al liamm etre ar meiz hag ar feiz ("Mari a vire an holl draoł-se hag a brederie warno en he c'halon" Lukaz 2, 19), hini a werc'hted, hini an emouestl, hini ar familh, hini ar briedelezh ivez eveljust hag all... Aet eo Yann-Baol II betek ouzhpennań 5 mister nevez d'ar 15 dizenez hengounel eus ar chapeled ! Sur-mat ez eo bet merket e vuhez speredel ivez gant ar gwalldaol a zo bet graet dezhań d'un 13 a viz Mae, deiz-ha-bloaz emziskouezioł Fatima. Gronnet gant pedenn Mari Mamm an Iliz, e seblant Yann-Baol II bezań bet gwarezet hag heńchet ganti en e vuhez diabarzh hag a abostol eus ar feiz.

 

"An Aotrou doue a fell dezhań ma vezin-me enoret amań"

 

O vezań m'omp enkorfet en ur vro e tle hor feiz bezań gwriziennet don en hor stuzegezh pemdeziek. Un den gwriziennet div wech e oa Yann Baol II, sonn en e gilhoroł er Feiz hag en ur sevenadur polonat a glote gant ar Feiz. Dre-se e oa Brogarour Yann-Baol II, brogarour ur bobl gwasket gant ur renad estren ha digristen, ur renad a zo kouezhet en e boull a drugarez dezhań evit ul lod kaer, dalc'homp mat sońj eus se ! ar  Rideoz houarn a zo bet diskaret e 1989, ha da heul ez eo bet diskaret kealiadurezh ar gomunouriezh e Rusia hec'h-unan.

Hogen, hep ar feiz kristen, a ro kement a gred da stourm evit an Den, a ro nerzh kalon a-walc'h da dud 'zo da zont da vezań sent dre aberzhań o buhez o-unan, hep ar feiz kristen, daoust ha kavet o defe Poloniz an nerzh da sevel o c'hein ? Daoust ha Yann-Baol II n'eo ket ur sant e-unan ? Sur-mat ez eo, ha salv ma tenno ar Vrezhoned kentel diouzh e skouer evit meizań n'eus hep brezhoneg Breizh ebet, moarvat, hogen hep Feiz ivez, rak hep ar feiz, da lavarout eo o lakaat Doue a-gostez eus buhez ar gevredigezh, an Den e-unan eo a vez lakaet a-gostez, en noazh ha dibourc'het, dizifenn, dirak ur bed re-heńvel ouzh hini Enez Ar Vertuz.

 

Tepod Gwilhmod

 

¹ Stagadenn da Imbourc'h niverenn 226, a c'heller c'hoazh pourchas o skrivań deomp evit un euro.


 


Levr Diwezhań Jean Ollivro



Emań Jean Ollivro o paouez lakaat embann ul levr e galleg "Digedvenoioł Breizh", "Les Paradoxes de la Bretagne". Hunvreal a ra ar Vreizhiz en ur vro n'eo ket an dirvoud, hervezań. "He adperc'hennań a rankont", "ar Vreizhiz a c'hell krouiń o fatrom-kevredigezh" emezań c'hoazh. Diskleriań a ra ivez emań "liammet start kempennadur douaroniezhel ar vro gant he fivelezh".

Da lavarout eo, se a ouzhpennan : Patrom-kevredigezh Breizh da zont a zo liammet start gant ar yezh. Mar fell da Jean Ollivro sikour ar Vreizhiz da grouiń ur patrom kevredigezh evit Breizh e rankfe eta merań kudenn ar yezh. Hogen ne ra ket. Ha ma n'eo ket ur Vreizh vrezhonek eo en deus c'hoant da sevel enta, e rankfe aliań ar Vreizhiz da zivadezań an holl anvioł-lec'h brezhonek da reiń dezho anvioł gallek da "berc'hennań o bro", da lavarout eo en o yezh a vremań, ar galleg.

Ar gudenn benndalc'hel-se a vez lezet a-gostez a-grenn gantań. N'he gwel zoken. Sed aze e zigedveno ! Rak, ma kemerer da skouer an anvioł-lec'h, Breizh a vije nebeutoc'h Breizh ma vije lammet diouti kement anv-lec'h brezhonek a zo da aesaat d'ar Vreizhiz "adperc'hennań o bro". Rak evit "adperc'hennań ur vro" e ranker he merkań gant ar yezh a reer ganti, da lavarout eo pe ar galleg pe ar brezhoneg, dibab a ranker.

"Krouiń ur patrom kevredigezh evit Breizh" ? Mat-tre ! Ar patrom-se a rank bezań brezhonek pe ne vo ket brezhon : gall ha gallek e vo, ha breizhek e galleg d'ar gwellań. Un fazi a ra aze Jean Ollivro dre ma ne ra ket a ziforc'h etre "Breizhiz" ha "Brezhoned". N'eus diforc'h ebet e galleg evit an daou c'her-mań. Evitań "est breton qui vit en Bretagne". Kement-se n'eo ket gwir tamm ebet. Ur bern Breizhiz n'int ket Brezhoned : emaint o vevań en ur ranndir a zo "Breizh" e anv douaroniezhel, huńvreal a reont en ur vro gwelloc'h, se 'zo gwir, hoalet int gant an aergelc'h a zo bet krouet el ledenez-mań gant hor gourdadoł, netra nemet dre soniadoł an anvioł-lec'h hag an istor a zerc'houezont, santout a reont emaint war dir ur vro a zo brav bevań enni, dont a reont a galon vat da chom enni da glask ar pezh na gavont ket er gevredigezh a vremań... hogen evit lakaat ar vro-se, "ar patrom-kevredigezh" da vezań evit gwir, e ranker distagań e garr diouzh Pariz ha komz yezh ar vro a venner sevel.

 

Yann Maneguen



En hon Donderioł, Meur a Liv ?



E niverenn 22 miz genver 2005 VIDA NUEVA, Alberz Iniesta, bet eskob-eiler Madrid, a skriv :

 

"Darn, karadek dre amań a ra ac'hanon ur c'hatalanour. Gwir-bater eo mar fell d'an unan lavarout ez on mignon d'ar bobl-se, d'he douar, d'he yezh, d'he stuzegezh. Kement-se ne vir ket ouzhin a vezań ivez spagnolour,  europaour ha, ma vije tro, betek bedelour, keodedour eus ar bed. Seul vuioc'h a dud a lakaer er galon, seul vuioc'h a zalc'her enni. Pep tra en e lec'h, pep hini en e di, ha Doue e ti an holl.

Nag evel keodedour, na, kent-se, evel kristen, n'hellan ket lakaat em fenn, e vije, da skouer, fall evit Spagn ar pezh a zo mat evit Katalonia hag e vije mat evit Spagn ar pezh a zo fall evit Katalonia. Hevelep tra a c'hallfe bezań lavaret a zivout emrenerezhioł ha rannvroioł. Kavout a ra din en deus ar reizhiad emrenerezhioł roet disoc'hoł mat evit an holl, o luskań ar spered-krouiń hag emvri pobloł disheńvel. War an dachenn-se avat, ar gomz ned a ket hepken gant ar feiz.

En Euzkadi ez eus broadelourion hag ez eus ouzhpenn disrannerion. Hervez ar feuradegoł ned a ket an hanter eus ar vroad ganto, daoust dezho sevel uhel o mouezh, peogwir e c'hallont, hep ezhomm ebet a warded.

Ouzhpenn an hanter eus ar Vazkiz a zo bonreizhourion (constitucionalistas), met n'eus ket tu dezho da gomz o vezań m'en em santont gwasket dindan begozh (gourdrouz) ar c'hunujennoł pe ar gwalldaolioł enep o madoł pe o buhezioł. En diwezh, ur bihanniver a zo broadelourion anezho, disrannourion ha sponterion, o komz gant nerzh garv ar pistolennoł hag ar bombezennoł.

Seurt kefridi n'emań ket en diavaez eus ar baskouriezh, a sell ouzh gwirioł mab-den, a zo bet difennet adal ar Magnificat betek ar Goursened diwezhań ha Katekiz An Iliz Katolik.

Da vare Franco, da skouer, e lavaremp e tlee ar gristenion ha pergen ar bastored bezań mouezh ar re zivouezh, ar pezh a lakae un tamm mat a skoilhoł, a gudennoł, a arvarioł, gant bac'hadurioł, telloł-kastiz pe c'hourdrouzoł a varv.

Setu perak, pa sav pastored Euzkadi o mouezh da zifenn ar re a zo bevennet, ned eont ket pelloc'h eget o c'harg. E gin, gant nerzh kristen emaint o seveniń o dlead o tifenn ar gwirioł denel, o vezań lavar ar re zilavar, izili ur bobl tavedekaet ha mac'homet." (Troet diwar ar spagnoleg)

 

Ur c'hataloniad eo eta an eskob-se, ar pezh ne vir ket outań da vezań mil tra all. N'ouzon ket ha mat eo seurt emzalc'h. D'am meno, kement ezel bev eus ur boblad ne c'hall ket bezań ezel bev eus ur boblad all. Kement-se ne vir ket ouzh an den pe an denez-se da vont da soubań, d'en em binvidikaat, da gutuilh e vel en ur sevenadur all. Bepred gant bri ha doujańs. Met, da gentań avat, ha dalc'hmat, dont da vezań ar pezh ez omp abaoe hor c'havell, d'ar poent maz omp bet gwriziennet. Er bedelouriezh a-vremań gwriziennoł bresk ha diwar-c'horre a ziskar den ul lec'h, den ur vro. Ha pa n'eus ket anezhań, penaos 'ta e tarempredo ervat, hep gaou, bedoł all ?

E-sigur Euzkadi , ne gred ket an den a iliz-se diskleriań n'eus diskoulm ebet peogwir ez eo ar vroad-se disheńvel-krenn diouzh ar pezh a zo e stern ar Stad spaniat. Siwazh, annezidi a zo etre harzoł milvloaziek ar genel-se hag a sońj dezho, evel amań, e Breizh, e c'heller debriń e div laouer. Setu perak ez eus bec'h bras o tizhout ar baran (fanatisme), an trelaterezh, o voustrań, oc'h heskinań, o lazhań. N'eo ket a-walc'h d'an Iliz ha da v/Madrid kendaoniń hep kompezań an hent, ar buanań ar gwellań. Eveljust ma venn d'an ETA staliań, dre ar gwallnerzh, ur Stad marksour en darnig-se eus ar bed, a-walc'h a ifernioł eus al liv-se a zo bet hag a zo war ar voullzouar.

 

Ar Bigouter



Keleier a  Bep  Seurt



Buhez Emglev An Tiegezhioł

 

Emgav bep Sul diwezhań ar miz e Landreger war-lerc’h an oferenn vrezhonek. E-pad ar goańv e vez lidet da 17 eur 30 hag e-pad an hańv da 18e 30. Mizioł par : iliz ar Vinic’hi-Landreger ; mizioł ampar : iliz-veur Landreger. Oferennoł ha keleier all diwar-benn ar brezhoneg en iliz :

http://groups.yahoo.com/group/brezhonegeniliz

===================================================

Setu amań al lidoł brezhonek a zo bet tro-dro da BASK, e bro Landerne dreist-holl (evit ar pastelloł bro all e vije bet mat kaout keloł ivez)

 

Sadorn 12 ha 19 a viz Meurzh : evel boaz, oferenn e Trelevenez da 20 e 30 evel bep Sadorn.

Sul 20 a viz Meurzh, Sul ar Bleunioł, Oferenn da 9 e 30  e Sant Tomaz Landerne

Sizhunvezh Santel e Trelevenez : Merc'her 23 lid a binijenn ; Yaou 24 Gamblid Ar Goan Ziwezhań ; Gwener (25) Ar Groaz : an holl  lidoł se a vo da 20 eur 30.

Noz veilh Sadorn Fask, d'ar 26 da 21 e 30 Tantad dirak iliz Trelevenez(Badeziantoł e-pad al lid)

Sul Fask : da 17 eur 30 en iliz-veur Landreger (Sul diwezhań ar miz)

Bresk eo kement tra a vez e brezhoneg : war dachenn ar relijion ivez. Dav eo eta klask reiń da c'houzout en-dro deomp ar pezh a vez graet.

 

An Testamant Nevez e Kerneveureg

 

N’eus ket pell ‘zo, e-pad an hańv diwezhań ez eo bet moulet un droidigezh eus an Testamant Nevez e Kerneveureg, a-berzh Arc’heskob Kźrgent (Canterbury) hag eskob Truro, a zo kadoriad « Churches Together » e Kernev-veur, un aozadur e-lec’h ma kaver ivez eskopti katolik Plymouth. Un araokadenn istorel eo an oberenn-se enta, a c’hell bezań talvoudus d’ar vrezhonegerien a garfe deskiń yezh Kernev-veur o lenn an « Testament Nowydh ».

 

ENEZ AR VERTUZ

Romant a skiant faltazi gant Youenn Olier

674 p. Moulet e ti Cloitre Landerne

45 euro franko.- kasit ho chekenn da :

E.A.T. Kergreven

29800 TRELEVENEZ

80 skouerenn gwerzhet d'an 2/4/05

 

Gerioł dibaot arveret en niverenn-mań :

Darfellek : hystérique ; Darsav : révolte, rebellion ; Kelc'helenn : encyclique ; Digedveno : paradoxe, ivez: Diac'hinad ; Dirvoud : réalité quotidienne, réel concret ; Penndalc'hel : essentiel, fondamental ; Derc'houezań : représenter ; Begozh : menace ; Kellidsteuńv : budget ;  Kantaezel : affectif ; Trabedoniezh : métaphysique.


 


Mererezh

10 € eo ar c'houmanant, a vez talet e penn-kentań ar bloaz (pemp kasadenn da vihanań). Kaset e vo deoc’h ouzhpenn niverennoł da zont ar gelaouenn a studi hag an oberennoł klok distag diouzh ar C'hannadig, a vo da dalań bep m’o resevot, nemet e kemennfec’h deomp n’hoc’h ket evit o degemer.

Rakprenań a c’hellit o kas 60 € da aesaat al labour-merań.  Ar chekennoł a zo da gas war anv EAT pe Imbourc'h da : E.A.T., Kergreven 29800 TRELEVENEZ eat@libertysurf.fr 02 98 15 10 72.  Roll an niverennoł pe oberennoł n'int ket c'hoazh diviet a c'heller kaout o skrivań pe war :

http://kannadig.chez.tiscali.fr/  .

Skridaozerezh

Ar pennadoł a zo da gas da : yann-eliaza@wanadoo.fr, pe dre ar Post da rener Kannadig Imbourc’h : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 Blaen.  Ar pennadoł ne engouestlont nemet ar re o deus skrivet Anezho. Moulet ez-prevez gant an embanner :  Emglev an Tiegezhioł. ISSN : 1144 357X