“KANNADIG ’

IMBOURC'H

 

Niverenn 29         Stagadenn da niverenn 9 Imbourc'h rummad nevez            2004

 

Breizh en he Darempredoł Etrekeltiek abaoe 1945

.


Ar pennad-mań n’eo nemet un alberz eus ur studi hollekoc’h da sevel war istor an Emsav en amzer a-vremań. Studiet e vo amań ar pouez o deus bet an darempredoł etrekeltiek e Breizh, hag ivez, ret eo henn anzav, o diskar. Studiet e vo ivez dreist-holl istor div gevredigezh a bled gant al liammoł gant hor breudeur tramor : ar C’hendalc’h Keltiek war an dachenn sevenadurel, hag ar C’hevre Keltiek war an dachenn bolitikel. Un nebeut aozadurioł all a vo studiet war an dro.

 

Ar C’hendalc’h Keltiek

An orin

 

  E-touez an aozadurioł a zo c’hoazh anezho ez eo an hini koshań. Adalek an XIXe kantved e voe aozet Kendalc’hioł etrekeltiek : e Y Fenny (Kembre) e 1838, e Sant-Maloł e 1867, e Dulenn e 1901, e Din-Edin e 1907, e Glasc’ho e 1921…Un troc’h zo bet gant an Eil Brezel-Bed, Kendalc’hioł ’zo bet  diouzhtu war-lerc’h avat. Ret eo notenniń ar pouez o doa al liammoł etrekeltiek en Emsav an amzer-se. Pa oa heskinnet an emsaverien e Breizh da heul skrapadeg Allard-Le Gorgeu (diskar-amzer 1944) e oa war un dro ur stourmadeg er wask  tramor evit o difenn, evel da skouer er Baner ac Amserau Cymru. Dileuridi an Eisteddfod, diouzh o zu, a zeue da stadań an traoł e Breizh etre an 22 Ebrel hag ar 14 Mae 1947. Emsaverien rediet da guitaat o bro a gave repu e broioł keltiek all, e Iwerzhon pergen. E-touez ar re vrudetań e c’heller menegiń Roparz HEMON, Remont DELAPORTE, Neven An HENAFF, Alan HEUSAFF…Ar C’hendalc’hioł etrekeltiek a groge adarre e Dulenn e 1947, e Bangor e 1948…

Kendalc’h Keltiek Etrevroadel

hag e

 Skourr Breizh

 

E Kendalc’h 1949, e Bangor adarre, e voe mouezhiet un dezvad nevez, arveret betek neuze. Hiviziken e vez dalc’het bep bloaz, war un danvez resis, ur C’hendalc’h Etrekeliek, a bep eil e pep hini ar 6 vro geltiek. Evel-se e voe dalc’het e Breizh  e Landreger war “Ar broioł keltiek hag ar gumuniezh europat” (1962), e Felger (1968), e Naoned war “Gwirioł sevenadurel ar bihanniveroł” (1974), e Lannuon war “Stad ar yezhoł keltiek” (1981), e Roazhon war “lec’h ar yezhoł keltiek er vuhez a-vremań” (1985), e Lesneven war “Europa 1992 hag ar broioł keltiek” (1989), en Oriant war “Gwirioł mab-den hag ar broioł keltiek” (1995), e Roazhon e 2001…Ur C’huzul Meur a vode, e deroł 1951, ur Rener (Una Ni Fhaircheallaig), ur C’hadoriad (R. Morton NANCE), ur Sekretour Meur (Oscar Mac Uillis), un Teńzorier Meur (Mac Giolla Phadraig) ha 12 dileuriad kaset gant ar Skourrioł broadel (2 zileuriad evit pep bro).

War-un dro e oa aozet e pep bro ur “Skourr” broadel. War an ton bras e voe savet Skourr Breizh ar C’hendalc’h Keltiek, krouet eta da geńver Kendalc’h Bangor (1949). Da gentań, gwir eo, e oa chomet ar Skourr dinerzh a-walc’h betek deroł 1951 : e miz Genver 1951 ne voe nemet ennań ar 6 ezel meneget da heul. D’an 10 a viz C’hevrer 1951, erfin, e voe savet un dezvad oc’h aozań Kuzul Broadel, pe Boellgor, ar Skourr, gant Roparz HEMON evel Kadoriad-Sekretour (Kadoriad betek 1963), Ivona GALBRUN evel teńzorierez, ha 4 ezel all : G. BERNIER, Per DENEZ, Erwan TYMEN ha Yann KERLANN. Roparz HEMON ha Per DENEZ a oa war an dro dileuridi ar Skourr e Kuzul Meur ar C’hendalc’h Keltiek Etrevroadel. Bez e ranker bezań brezhoneger evit emezelań er Skourr. Bep bloaz e voe aozet hiviziken diouzh un tu un Emvod Broadel, pe Emvod Meur (an hini kentań d’ar 1ań a viz Eost 1951 e Roazhon), ha diouzh un tu all ur Vodadeg-Vloaz (an hini gentań d’an 3-4 a viz Du 1951 e Gwengamp). Enni e voe dilennet ur C’huzul Broadel  nevez (ennań 12 ezel), ha dreist-holl spisaet obererezh ar Skourr, en ur aozań 7 strollad lec’hel : Treger (sekretour : Per EVEN), Bro-Wened, Kernev (sekretour : Per DENEZ), Leon (sekretour : Ronan HUON), Naoned, Roazhon ha Bro-C’hall (sekretour : Y.E. BERTHOU). N’eus ket ken anezho avat. Emvodoł reoliek e voe aozet e pep strollad lec’hel. Divizet e voe diouzh un tu all sevel 4 c'hreizenn-studi : “Brezhoneg en Ti” (Sekretour : KERLANN), “Geriadur” (Sekretour : R. HUON), “Deiziadur” (Sekretour : P. DENEZ) hag “Emglev an Tiegezhioł”, krouet a-raok, met hag a ranke labourat diwar bremań a-unan gant ar Skourr (Sekretour : P. DENEZ). Erfin e voe savet "Ar Bed Keltiek", renet gant Roparz HEMON, kannadig kefridiel ar Skourr evit e rummad kentań (Du 1951-Kerzu 1958), ha da c’houde kelaouenn dizalc’h dioutań, tost outań avat (Genver 1959-Mezheven 1971), a-raok bezań staget ouzh Al Liamm. E-pad ur mare, er bloavezhioł ’1960, ez eus bet ur c’hanadig all, anvet Skourr Breizh ar C’hendalc’h Keltiek. N’eus hiziv an deiz kannadig ebet ken a-berzh ar Skourr avat. Ur pouez bras en deus kemeret buhez ar Skourr en Emsav e-pad bloavezhioł, rentaoł-kont fonnus diwar-benn e obererezhioł embannet e lies kelaouenn, ha darvoudoł a-bouez a c’hoarvezas ennań. Da skouer ez eo da geńver Bodadeg-Vloaz ar Skourr dalc’het e Gwengamp e miz Du 1957 e voe savet Kuzul ar Brezhoneg. Kemmet eo bet evel just, abaoe ar prantad-se, ar skipailh a ra war e dro (Per DENEZ o tont da vezań Kadoriad goude Roparz HEMON e 1963, heuliet d’e dro diwezhatoc’h gant Riwanon KERVELLA ha bremań gant Yann GWILHAMOD, tra maz eo Loig CHAPEL Sekretour abaoe ar bloavezhioł ’1970. An obererezh ivez a zo kemmet, hep bezań dre ret izelaet evel m’en tispleg Loig CHAPEL (sellout ouzh ar pennad-kaoz). Gwir eo ez eo deuet war-wel aozadurioł all abaoe krouidigezh ar C’hendalc’h Keltiek…

 

===================================================

Pennad-kaoz gant Loig CHAPEL, Sekretour Skourr Breizh ar C’hendalc’h Keltiek ha Sekretour ar gevredigezh Breizh-Kembre (aterset gant Rafael URIEN e Montroulez d’an 10 a viz Meurzh 2004)

RU : Da gentań, piv oc’h c’hwi ? Abaoe pegoulz e pledit gant Skourr Breizh ar C’hendalc’h Keltiek ? Pe yezh keltiek a anavezezit ?

LC : Loig CHAPEL on, breutaer e Montroulez. E darempred on aet gant ar C’hendalc’h Keltiek da geńver Kendalc’h Naoned, dalc’het e 1974, ha da c’houde ar C’hendalc’h-se on deuet da vezań Sekretour Skourr Breizh… Evel yezh keltiek e komzan ar brezhoneg hepken…Tro ’m eus bet da zeskiń traoł bihan eus ar c’hembraeg, n’anavezan ket anezhań avat…

RU : Bez e c’hellit kinnig un tamm ar C’hendalc’h Keltiek ? Ha bez' e c’hellit diskouez petra eo e balioł, hag an diforc’hioł a zo etrezi hag ur gevredigezh all anavezet ivez, ar C’hevre Keltiek ?

LC : A-raok an Eil Brezel-Bed e oa dija darempredoł stank etre ar broioł keltiek, troc’het gant ar brezel, da c’houde avat eo bet savet ur gevredigezh nevez, “Kendalc’h Keltiek Etrevroadel” hec’h anv. Evit kregiń e rae ar C’hendalc’h Keltiek war-dro un tamm pep tra a sell ouzh an darempredoł etrekeltiek, evel ar sevenadur, ar politikerezh, an dańs, ar sonerezh hag all, met goude ez eo bet arbennikaet an traoł, dre ma plede ar C’hendalc’h Keltiek hiviziken war-dro ar sevenadur hepken, tra ma oa ar C’hevre Keltiek o plediń gant ar politikerezh…Goulenn a ra ar C’hendalc’h Keltiek a-wezhoł traoł digant ar bolitikourion ha ne blij ket atav dezho, met ne glask ket mont d’ober politikerezh e-unan.

RU : Just a-walc’h, alies e klever ez eo sevenadurel obererezh ar C’hendalc’h Keltiek, tra ma ’z eo politikel hini ar C’hevre Keltiek…Ha koulskoude ez eus a-wezhoł danvezioł-studi er C’hendalc’hioł Keltiek evel “Europa 1992 hag ar broioł keltiek” da skouer…ha n’int ket dodennoł kentoc’h politikel ?

LC : Nann ! Ar politikerezh ’zo ar stourm evit kaout ar galloud hag evit bezań dilennet, ar pezh ne ra ket ar C’hendalc’h Keltiek…Koulskoude e vez komzet eus traoł tost ouzh ar politikerezh, ha n’int ket politikel avat…Da skouer pa vez komzet eus ar skolioł evel Diwan ez eo traoł e pled ar bolitikourion ganto –mat pe fall-, n’int ket politikel avat…Mod-all, pep tra ’zo politikel, evel ar buzhug e-barzh an douar, da skouer ! Pep tra a c’hell bezań politikel peogwir e sońj d’ar bolitikourion ez eo politikel pep tra e pledit ganto, hag e pledont gant un tamm forzh petra…Arbennikaet eo bet an obererezhioł etre ar C’hendalc’h hag ar C’hevre.

RU : Hag e c’hellit diskouez un tamm buhez diabarzh ar C’hendalc’h hag e Skourr Breizh ? Penaos e vez aozet ar skipailh a ra war-dro ar C’hendalc’h Keltiek, e live etrevroadel hag e live broadel ? Pet den a zo e-barzh Skourr Breizh ? Pet den a ya dre vras d’ar C’hendalc’hioł Keltiek ? Hag ez eo peurvuiań an hevelep re ? Aozet e vez ar beajoł?

LC : Ur burev etrevroadel ’zo, renet gant ar Skosadez Christine MAC KAY. Ar skourr a zegemer ar C’hendalc’h e-unan a zibab danvez-studi ar C’hendalc’h hag a ginnig d’ar burev etrevroadel a c’hell reiń e sońj hag a c’hellfe nac’hań. Graet e vez er C’hendalc’hioł gant yezh ar vro, gant saoneg ivez siwazh…Er wezh diwezhań e oa ar C’hendalc’h Keltiek e Breizh, e Roazhon e 2001, e oa binvioł-troidigezh, met er broioł all n’eus ket…E live broadel ez eus ur burev e penn ar Skourr, ennań Yann GWILLAMOD evel Kadoriad, Loig CHAPEL evel Sekretour, Yann TALBOD evel Teńzorer, ha Bernez AN NAIL evel dileuriad er burev etrevroadel. Un 30 bennak a izili ’zo er Skourr…Evit ar pezh ar pezh a sell ouzh ar C’hendalc’hioł Keltiek ez eo hervez ar bloavezhioł…Er bloaz-mań da skouer e vo en Enez-Vanav, ha ne vo ket kalz a Vretoned da vont…Tud ’zo  a ya alies evel-just, ha koulskoude ez eus tud nevez ivez bep bloaz…Kemmań a ra un tamm memestra. Pep hini a ya d’e du, daoust deomp bezań klasket…Met an dud a zeu eus un tamm forzh pelec’h ; re ziaes eo aozań ar beajoł eta. E obererezh diabarzh Skourr Breizh e vez arveret ar brezhoneg hepken.

RU : En ur lenn ar c’helaouennoł kozh hag ar re a-vremań e seblant bezań war an diskar an darempredoł etrekeltiek. Gwezhall e seblante bezań ar C’hendalc’hioł Keltiek darvoudoł a-bouez en Emsav, rentaoł-kont fonnus embannet, ha bremań er c’hontol menegoł dister a-walc’h…Hag e kav deoc’h ez eus un diskar ?

LC : Tamm ebet, er c’hontrol ! Aozadurioł pe obererezhioł nevez ’zo bet savet, evel ar C’hevre Keltiek pe Gouel Etrekeltiek An Oriant evel-just, met ivet reoł all evel Gouel Etrekeltiek ar Fińvskeudennerezh, Gouelioł-Mor Etrekeltiek, hag ur “Gevredigezh ar Berukennerien Geltiek” zoken !…Neuze, gwanaet eo bet ar C’hendalc’h Keltiek, ha ne vod ket ken pep tra, a-drugarez d’ar berzh o deus graet aozadurioł all avat

RU : Ha bremań, evit ar pezh a sell ouzh ar Gevredigezh Breizh-Kembre…Div gevredigezh ’zo a-benn ar fin, unan e Breizh, “Kevredigezh Breizh-Kembre”, hag unan all e Kembre, “Cymdeithas Cymru-Llydaw”, a embann Keleier Breizh-Newyddion Llydaw[1]…Perak n’eus ket kentoc’h ur gevredigezh hepken, daou skourr enni ? Klevet ’m eus e oa “Breizh-Kembre” kentoc’h tuet war-zu an darempredoł armerzhel ha kenwerzhel, tra ma oa “Cymru-Llydaw” tuet war-zu ar sevenadur hag ar yezh…Hag ez eo gwir, ha perak ?

LC : E Breizh ez eo da gentań ur bodad eus kuzulioł-gevellań ha darempredoł etre kźrioł ha ne ra ket kalz war-dro ar sevenadur, tra ma ’z eo e Kembre dreist-holl ur gevredigezh a ra war-dro ar sevenadur hag ar yezh. Brud fall ’zo bet lakaet d’an Emsav sevenadurel e Breizh en Eil Brezel-Bed, tamallet da vezań faskour –ar pezh n’eo ket gwir-, hag en abeg da se o deus kalz tud aon d’ober war-dro ar sevenadur, ar pezh n’eo ket stad an traoł e Kembre, hag eno e vez gwelet mat ar sevenadur.

RU : Hervezoc’h, piv ’zo a re niverusań : ar Vrezhoned o deus desket ar c’hembraeg, pe ar Gembreiz o deus desket ar brezhoneg ? Hag hervezoc’h e oar un tamm Yann Vreizhat petra eo Kembre ? Peseurt diforc’hioł  a zo a-benn ar fin etre ar Vreizhiz hag ar Gembreiz ?

LC : Un tamm muioc’h a Gembreiz ’zo o c’houzout ar brezhoneg eget Brezhoned o c’houzout ar c’hembraeg. Ar Vreizhiz ne anavezont ket kalz Kembre, peogwir n’eo ket un enezenn evel Iwerzhon a anavezont kalz muioc’h, evel Bro-Skos ivez…Met Kalz Kembreiz ’zo ivez ha ne ouzont ket pelec’h emań da vat Breizh… Disheńvel eo bet neuz ar stourm e Breizh hag e Kembre, peogwir o deus ar Gembreiz stourmet mat, e-lec’h lakaat bombezennoł droch e forzh pelec’h, oc’h ober traoł bihan met o vrudań kalz ar pezh a raent, o tistujań panelloł-hent da skouer dirak an holl, tapet gant ar polis ha gwelet mat e vezent, ha n’eo ket evel amań e lec’h ma vez lakaet bombezennoł da darzhań gant tud ha n’int gwelet mat gant den ebet, oc’h ober traoł kuzh rak an aon o deus… Er c’hontrol e Kembre e vez graet traoł bihan hep kaout mezh… ha tud ’zo a zo bet kaset d’an toull-bac’h evit traoł munut… en o zouez e oa a-wezhoł tud veur, anavezet mat evel maered pe gargidi… Un diforc’h ’zo etre speredoł ar Vreizhiz hag ar Gembreiz. E-touez ar Vreizhiz ez eus pe al lodenn vrasań oc’h ober netra, pe un nebeut anezho oc’h ober kalz re…Ret e vefe kentoc’h ober traoł bihan met traoł mat…

RU : Evit tremen da draoł all, hag ez eus ivez ur Gevredigezh Breizh-Kernev-Veur ?

LC : A zo bet, met n’eo ket padet kalz a gav din…Met dre ar C’hendalc’h Keltiek ez anavezan kevredigezhioł eus Kernev-Veur evel-just…Souezhet eur gant ar Gerneveuriz a zo o vont war-raok marteze muioc’h eget ar Vreizhiz. Un nebeut a dud hepken ’zo o komz ar c’herneveureg, met memestra int deuet a-benn da sevel ur banniel anavezet bremań ez-kefridiel ; a-wezhoł a vez lakaet war diez-polis, hag anavezet eo ar c’herneveureg evel ur yezh gant Breizh-Veur, ar pezh n’eo ket ar brezhoneg gant Frańs…

 

Dalc’het eo bet er bloaz-mań ar C’hendalc’h Keltiek e Porzh-Erin (Enez-Vanav) d’an 12-17 a viz Ebrel 2004 war an danvez-studi “Maouezed Keltia en Istor”. Er bloaz a zeu e vo dalc’het e Bro-Skos. E Breizh e vo dalc’het e 2006 e Karaez, war an dodenn “An arzoł-kaer er vuhez pemdeziek er broioł keltiek

 

Evit mont e darempred gant Skourr Breizh ar C’hendalc’h Keltiek : Sekretouriezh : 5, Hent Berlioz 29600Plourin-Montroulez - celtcong@bretagnenet.com "http://www.evertype.com/celtcong/cc-home-br.html"

"http://www.celtcong.bzh.bz"

 

 

Ar C’hevre Keltiek*

 

E 1961 eo e voe savet ar C’hevre Keltiek gant ar Brezhon o chom e Iwerzhon Alan HEUSAFF hag ar C’hembread Gwynfor EVANS, a-benn arbennikaat ar stourm war an dachenn bolitikel. Embannet en deus bet ar C’hevre e sońjoł da gentań er gelaouenn Celtic News (e saozneg penn-da-benn), eus 1963 da 1973. Abaoe ar bloavezh-mań e vez embannet ez-mareadek ar galaouenn CARN, e saozneg hag e yezh pep bro geltiek. Heńvel a-walc’h eo aozadur ar C’hevre ouzh hini ar C’hendalc’h, gant diouzh un tu ur renerezh etrevroadel, a zo e Gadoriad an Iwerzhonad Cathal Ó LUAIN hag e Sekretour Meur hag Argomzer ar Manavad Bernard MOFFATT, ha diouzh un tu all Skourrioł broadel, re ar 6 bro geltiek evel-just, met ivez skourrioł e Bro-Saoz hag e Stadoł-Unanet, hag ur Skourr etrevroadel. Prantad pouezusań buhez ar C’hevre keltiek a zo an Emvod-Meur Bloaziek, e pehini ez eo embannet mennadoł war a bep seurt dodennoł o sellout ouzh ar broioł keltiek, ha dalc’het a bep eil e pep bro keltiek, er wezh diwezhań e Dulenn hag e miz Gwengolo a zeu e Kernev-Veur, tra ma vo dalc’het e 2005 e Breizh. Er Skourr Breizh ez eus bet evel-just meur a Sekretour abaoe krouidigezh ar gevredigezh. Goude Charlez AR GOV, betek 1965, ez eus bet Even GWALEREG, eleze Erwan VALLERIE, Ronan TREMEL, Jakez DEROUET ur wezh kentań, Jorj ABHERVE-GWEGEN, Yann BOUESSEL DU BOURG, Youenn KRAFF, hag hiziv an deiz, evit an eil gwezh, Jakez DEROUET. Un 70 bennak a lennerion eus Carn a zo e Breizh, kalz nebeutoc’h a dud o kemer perzh e emvodoł ar Skourr avat. E-pad ur mare a zo, er bloavezhioł 1980, e oa embannet ur C’hannadig a-berzh Skourr Breizh ar C’hevre Keltiek, e galleg hag e brezhoneg, "Kannadig Keltia" e anv. Ret eo notiń memestra ez eo ar saozneg yezh ar C’hevre el live etrevroadel, hag ar galleg e Breizh, dre maz eo niverusoc’h ar c’hallegerion eget ar vrezhonegerion, er Skourr Breizh.

 

*Trugarekaat a ran Jakez DEROUET, bet aterset ganin e Kemper d’ar Merc’her 31 a viz Meurzh 2004, en deus va harpet da sevel ar pennad-mań.

 

KevreKeltiek : http://www.manxman.co.im/cleague

Sekretour Skourr Breizh : Jakez DEROUET

10, ar Verouri-Nevez, 29700 Ploveilh

 

===================================================

Gouel Fińvskeudennerezh ha Skinwel

ar Broioł Keltiek:

 

Savet eo bet ar gevredigezh-mań e Inizi Gall, e Bro-Skos, e 1980. Evel an div gevridigezh meneget a-us e vez dalc’het ar Gouel-mań a bep eil e pep bro geltiek. E Dundee eo bet dalc’het re bloaz-mań d’an 31 Meurzh-3 Ebrel. E Bro-Skos ez eo staliet sez ar gevredigezh

 

Kedelloł : http://www.celticfilm.com.uk/

Keleier Breizh-Newyddion Llydaw : Jacqueline GIBSON, 5 Clos Thesbis, Aberystwyth, Kembre.

"http://www.cymru-llydaw.org.uk"

 

Teuliad savet gant Rafael URIEN


 


Notennoł Politikel              gant  Youenn Olier



Kudenn bolitikel ar sioc'hanerezh

 

E-barzh niverenn diwezhań Kannadig Imbourc'h e oa bet embannet daou bennad e sigur ar sioc'hanerezh. O lennet em boa hep teurel re a evezh outo hag hep bezań souezhet gant an danvez anezho, o vezań ma ouien e oant bet savet gant kristenion. O tivizout avat dre zegouezh gant degemererion eus ar C'hannadig ha ne oant ket kristenion e veizis e oa bet ar re-mań feuket hag anoazet gant ar mennozioł a oa displeget enno, dreist-holl dre ma lakaent e kont lezennoł e talvoud diwar vremań en darn-vuiań eus broioł ar C'hornog ez-kristen (hep kontań, eveljust, meurriezoł, impalaeriezhoł, lakaomp, evel Sina maz eo ar sioc'hanerezh enni un ensavadur a-berzh-stad a redi ar merc'hed da ziforc'hań goude bezań lakaet er bed daou vugel).

Tro am eus bet pellzo, a gav din, da embann ur pennad o tennań d'ar c'hraf mań. N'em eus ket mui sońj resis eus pezh a skriven neuze ; me 'gav din e oan bet degaset da verat ar gudenn-se o komz eus Simone de Beauvoir a oa brudet-kenań d'ur mare, e Bro-C'hall dreist-holl na petra ! Setu, o vezań ma oa bet kont en diviz am boa renet gant ur c'henduad d'ar sioc'hanerezh eus kristenion a vefe a-du gant ar pleustrerezh-se, pe, da vihanań, a zamantfe dezhań, e klaskin dezrevell va savboent war an destenn-mań.

Gouzout a reer a-walc'h ez eo bet erverzet al lezenn o tennań d'an diforc'hań e Bro-C'hall evel ur c'hounezadenn eus an emsav benevelour er riez-se, ha rak-se e fell din ensellout ar gudenn dreist-holl diouzh ur sellboent politikel ha n'eo ket an hini deneliezhek, mar karit, a zo disheńvel-krenn. Evel m'em boa merket, mouezhiet hag embannet eo bet lezenn 1973 e Bro-C'hall dindan ur gouarnamant eus ar gostezenn dehou, evel ma lavarer, nemet dindan levezon ul luskad kefredel enframmet e-unan en emsav kleizelour araogelour gall, diwanet eus ar brizh-dispac'h gall eus 1968. Stadet em eus avat, a-c'houdevezh, e oa bet degemeret penn-da-benn savboentoł an emsav gall-se gant lod stourmerion vrezhon, diwanet er bloavezhioł c'hwegont, ha da gentań holl, gant UDB hec'h-unan. Se a verkan dre m'en em c'houlennan a-wechoł ha gouest eo an emsaverion da vagań ur preder orinel evel broadelourion (pe gristenion vrezhon a-wechoł) ; anzav a ran em bez douetańs lies a wech, hogen se a zo un afer all, forzh penaos.

Deomp avat d'ar gudenn hec'h-unan hag a denn da c'houzout, a-benn ar fin, hag entuań a c'hell ur c'hristen gant ul lezenn o reizhwiriekaat ar sioc'hanerezh. Evit respont d'ar goulenn hervez ar poell e ranker skarzhań an arvez trivliadel a roer d'an afer-se gant an div gostezenn, ne vern penaos, estrenvan ar merc'hed dougerezed en desped dezho hag estrenvan ar groueell e teur e vamm a venner drouklazhań, ha na c'heller na prouiń nag imbroudiń na muzuliań, hogen a faltazier evit reiń koustiańs fall d'ar vuntrerion, ar pezh o laka, evel maz eo kaer gortoz, da fuloriń kentoc'h eget da brederiań, ha nebeutoc'h c'hoazh da vagań morc'hed.

Lavaromp diouzhtu : arguzenn ar boan pe an estrenvan n'int ket arguzennoł dre m'en em harpont war un dangorelezh hegemm ha berrbad a-wechoł. Unan a c'hello klask en em lazhań dre ma hańvalo e vuhez dezhań d'ur mare bezań dic'houzańvus ; mar bez saveteet goude un arnod c'hwitet d'en em zistrujań, ha mar bez harpet gant tud vat a-c'houdevezh, e vo stad en den-se o vevań pelloc'h.

Kemeromp degouezh ar wallerion, hini ar vaborgederion en o zouez. Lavarout a raio ar re-se deoc'h ez eo ken kriz ha ken dic'houzańvus o estrenvan gant an ezhomm o gwask ma rankont reiń e walc'h d'o anien anez treiń sod ; evit tec'hout diouzh o estrenvan eo e sevenont o zorfed enta.

Skouerioł all a c'hellfed reiń. Daoust ha ne zlefed ket aotren an helazherezh, n'eo ket hepken d'ar glańvourion dibare a c'houlenn, lakaomp, evit tec'hout diouzh diwaskoł 'zo, hogen ivez d'ar re o deus da blediń gant bugale brednammet, pe gozhidi ken brednammet all, na c'heller kaout darempred ebet ganto, hag a vez o reuziań enta ouzh un estrenvan didalvez a-grenn peogwir n'eus pare ebet da c'hortoz da vredkleńvedoł 'zo?

Gouzout a reer e vez barnet ar wallerion hag ar vaborgederion dre ma vresont gwirioł un nouez denel o tagań ur bugel pe ur vaouez. An dalc'h, enta, e par ar sioc'hanerezh, ez eo gouzout ha bez' ez eo ar groueell un nouez denel. Kenduidi ar sioc'hanerezh a lavar pe ez eo ar groueell ur seurt krign-bev o deus ar merc'hed ar gwir d'en em zistrobań dioutań evit kenderc'hel da vevań ur vuhez aesoc'h eget na vefe a-hend-all, pe n'eus a nouez denel nemet diorreet e vefe ha gouest da ren e-unan ur vuhez denel.

Tenn eo degemer ur bennaenn a seurt-se. Ma plegfed d'henn ober e rankfed darbenn ne vefe mui an diskianted dibare, ar re a zo tizhet en o c'hozhni gant kleńved Atzheimer, lakaomp, nouezoł denel hag e vefe reizhwir o distrujań peogwir e sammont ar gevredigezh en aner a-grenn. Gwir eo ez eo bet helazhet seurt klańvourion en Alamagn dindan ar renad kenelwerinat hag ivez, e-barzh riezoł 'zo evel Sveden e-pad meur a zek vloaz, a-raok ha goude ar brezel diwezhań.

Sklaer a-walc'h eo koulskoude n'eo ket degouezh ar c'hroueelloł heńvel ouzh hini an dismantroł-tud-se, ha n'o devo biken, adal maz int kraouiet en o c'hleńved buhez denel ebet ken. Un tonkadur a zo stag ouzh ur groueell, adal deroł e engehentadur, hag an tonkadur-se eo, en hon amzer a lezenneladur ar sioc'hanań, a zo distrujet dre ziviz un den all oc'h emellout dre e rezid hag dre e frankiz e-unan, e pep kiriegezh enta, e pevar-ugent dre gant eus an degouezhioł. Gwechall e oa disheńvel an traoł, eveljust. Dibaot e oa ar ganedigezhioł direizhwiriek ; ur c'heverreuz a oa anezho ha ken strafuilhet e oa ar merc'hed dougerezed dre wallzarvoud ma oa teńvalaet o meiz hag o skiant, a-wechoł, pa ziforc'hent, dreist-holl gwechall eveljust, se a adlavaran, hag asur eo em spered e tlejed bezań digospekaet un emzalc'h a seurt-se, a oa barnet gant ar stad forzh penaos, evit arbennoł n'o doa netra da welout gant ar feiz eveljust.

Lavaret em eus alies ez eo bet ar stourm evit lezennelaat ar sioc'hanań ur gadoberiadenn, e-touez re all, renet gant kenduidi ar brederouriezh arnevez evit diverkań aspadennoł diwezhań ur bedveizadur relijiel henvoazel, diazezet war un diskulierezh a-berzh un Doue trehontel embreget dre hanterouriezh ur bobl dilennet, yuzev, kristen pe vuslimat. Ne gredan ket enta ez eo gwirion ar bruderezh santimantel kaset en-dro d'an arvez deneliezhek a glasker gwiskań d'an emgann politikel-se. Evit gwir, a-c'houde maz eo bet mouezhiet al lezenn e Bro-C'hall e 1973, ez eo bet lamet an arbenn trivliadel a roed d'ar stourmadenn. Rak-se ivez o deus atebeion an Iliz katolik en Alamagn sońjet, goude maz eo bet mouezhiet al lezenn en o riez, ne dalveze ken ar boan d'ar gristenion perzhiań er c'huzulioł ensavet evit lakaat ar merc'hed d'emouezań ouzh ster grevus an ober a vennont kas da benn. E devoud, ar peurliesań, en holl riezoł m'emań dezvelaet ar sioc'hanań, ez eo evit abegoł a aezentez hag a gletadurezh, mar geller lavarout, e tibab ar merc'hed, dimezet pe get, sioc'hanań, e-giz pa ne vije pouez na ster gant hevelep kammed, lakaomp, evit navgont dre gant anezho.

Evel m' em eus evezhiet alies, kadoberiadenn ar sioc'hanań da zezvelaat a zo ereet strizh ouzh ur stourmaden all renet atav gant kenduidi ar brederouriezh arnevez, an hini a zo bet kaset da benn dindan talbenn an dieubidigezh revel, - dirollerezh a vefe ar ger dik, evit gwir, hepmui - ur stourmadenn a ya en-dro abaoe dibenn ar brezel diwezhań, hogen dreist-holl, a-c'houde brizh-dispac'h gall 1968, un tebet dieubidigezh enta graet ganti eus arver ar rev un drammgaezhiadezh e-touez re all, e-tal hini an alkol hag ar butun. Marteze o deus an denion ezhomm drammoł evit disońjal ez int denion, tonket dezho an ankou hag an distrujidigezh, da welout, hogen ne zlefent ket klemm neuze ma klańvont ha ma varvont diwar o arverań, gant ar c'hiroz, ar c'hrign-bev pe an hadep. Skrivań a ran: ne zlefent ket, rak a-benn ar fin, ez int tud reuziet gant ur stuzegezh hollveziadel en hor c'hevredigezhioł, a zo bet sammet warno, dre ma n'eus kevredigezh dazeilat ebet gouest d'o dedennań ha d'o degemer abaoe maz eo aet an Iliz da get evel pobl diles. Trueziń a ran ouzh ar geizh-se touellet gant ar sofisted a zo e penn ar galloud en holl riezoł, hag ar re-mań ivez torfetourion peogwir ez int kiriek d'o diwaskoł ha d'o marv, evito da vezań, a-hend-all, tud a vertuz a bep hent, enframmet ervat er gevredigezh ; bezit asur : n'eus ket anezho kaezh tud.

Ur wech lavaret se, ne gredan ket ez eus tu da gemm al lezennoł oc'h aotren ar sioc'hanań. Hor c'hevredigezhioł europat kempred, er c'hevandir-mań koulz hag en hini Nevez, a zo kevredigezhioł dizoue, ha klotań a ra al lezennoł-se gant diazezoł prederouriezhel o stuzegezh.

Ar gristenion en hor riezoł kornogat n'int mui nemet ur bihanniver ; n'int ket zoken ur maeskenel peogwir e fell dezho bezań kevanet ouzh ar gevredigezh dizoue m'emaint klenket enni. Hogen an nebeudig anezho o deus miret bepred ar feiz, unan dre gant eus ar boblańs, n'o deus na kentel nag absolvenn da reiń d'ar re na lodont ket o feiz ; bras a-walc'h eo ar re-mań evit gouzout pezh a reont, ha n'o deus nemet sammań holl riskloł o difeiz er bed-mań koulz hag er bed all.

Estrenion omp, ni kristenion ? Moarvat, ha gant Roparz Hemon, e Breizh, e c'hellomp lavarout ez omp diwar vremań, div wech estren en hor bro, evel Brezhoned, evel brezhonegerion, hag evel kristenion. Hejomp kuit enta ar boultrenn diwar hon treid, hervez ali an aviel ; deomp d'ar gouelec'h evit ar mare, o klask ennań hent un douar nevez.

Ne lavaran ket eveljust e ranker disfiziout diouzh an holl stourmadegoł a vez renet evit gwellaat stuz divezel ar gevredigezh, war zigarez o defe holl ur pal politikel dirgel. Sońj a zo c'hoazh eus ar stourmadeg a-enep d'ar barn d'ar marv, ma c'helle an holl kemer perzh enni. Daou dra am eus kavet iskis e par ar stourmadegoł-se evelato ; da gentań, n'he deus ar stourmadeg a-enep d'ar barn d'ar marv broudet er C'hwec'hkogn luskad poblek ebet nag angerz ebet ; ha d'an eil, n'eus ket bet sońjet biskoazh er riez-se ren ur stourmadeg a-enep d'an enluerezh rediek, a ra eus nep piv bennak a zo un danvez drouklazher. E sigur an enluerezh-se e oa tu dreist-holl da lavarout : "Nous sommes tous des assassins !" Kalz angerzekoc'h eo bet ar stourmadeg evit lezennelaat ar sioc'hanerezh. Perak ? Klaskit ur respont. Ar pezh a zo diac'hin er stourmadeg-se eo ne oa biskoazh anv eus an danvez-buhez a oa da zistrujań, a c'helle bezań hini un den-meur pe ur sant, koulz hag hini un torfetour pe ur muntrer. Daoust ha difennet e vefe en em sońjal hag ober goulennoł zo ? Se a gredfed a-walc'h a-wechoł.

 

Youenn Olier

 

Notenn : Er bloaz 2001 ez eo bet savet ar pennad-mań.


 


An Heuliadoł d'an Dieubidigezh Revel



Fellout a rafe din lavarout ur ger bennak war un arvez eus kudenn ar sioc'hanerezh, pe eus he heuliadoł, ha n'eo ket bet meret gant Youenn Olier en e "Notennoł Politikel" ; ar sioc'hanerezh a lavaran, hogen hag a zo liammet dre vras gant an tebet dieubidigezh revel.

Evit d'ur gevredidigezh, d'ur sevenadurezh dreistpadout hag en em zioren kantreol e fell dezho bezań stabil pe d'an nebeutań chom hep gouzańv re a strońsadoł, rak buan a-walc'h e tiwan enni kudennoł hag a zeu, ken buan all, da vezań diziluziadus. Kemeromp da skouer : kudenn ar C'hefioł Gledemdenn[1] e Bro-C'hall ; ar reizhiad dibabet en derou-holl a zo bet an hini dre zasparzhidigezh, da lavarout eo, paeet e vez an emdennidi gant skodennoł ar re a labour (an oberianted). Bez' e c'hell arc'hwelań hevelep reizhiad gant ma chomfe stabil a-walc'h an dregantad emdennidi e keńver niver ar skodennerion. En derou ez ae mat an traoł ; bez' e oa, lakaomp, 4 pe 5 skodenner evit un emdennad, bremań ez eus war-dro 2,5 skodenner evit 1 emdennad, ha warc'hoazh e tigresko c'hoazh niver ar skodennerion e keńver an emdennidi war pezh a lavarer, ha neuze ez en em gavomp gant kudenn ar wastell da lodennań : gant muioc'h a dud eget rakwelet ha gant an hevelep gwastell e vo bihanoc'h lodenn pep hini, pe neuze e vo ret kaout ur wastell vrasoc'h evit chom hep krennań war lodenn pep hini. Perak hevelep emdroadur ? Evit un darn vat ez eus aze araokadennoł bras ar vezekniezh hag a zo kiriek eus an dra-se ; hiraet kalz eo bet goanag-bevań keitat an dud - war-dro pemzek bloaz bennak ouzhpenn abaoe un hanter kantved - hag er c'heit-se ez eo bet izelaet, ouzhpenn, oad an dud evit mont war o leve. Goude-se n'eo ket diaes kompren e savfe aze ur gudenn, hogen hag a c'hellfe bezań diluziet, memestra, gant ur skoliad daouzek vloaz desket gantań un tamm jedoniezh. An arbenn all d'ar gudenn a zo koazhadur frouezhusted ar c'houbladoł ; betek neuze ne oa ket bet santet re ar gweredoł anezhań, rak ez eo ret d'ur rummad-tud tremen evit henn stadań, met bremań maz eo krog rummad baby-boom ar goudevezh-vrezel da vont war e leve e vez doujet d'an heuliadoł. Dleet da veur a wezher ez eo koazhadur ar frouezhusted ; anavezet mat eo lod anezho daoust dezho chom hep bezań anzavet ent kevredik ; sklaer eo, da skouer, n'eo ket estren eus an dra-se pleustrerezh gwitibunet an hilastalerezh hag ar sioc'hanerezh ; e kenstur gant an dra-se e kil an tiegezh henvoazel ensavadekaet gant an dimeziń relijiel ha trevourel e gounid ur stumm hebleg, hogen muioc'h berrbad, a genannezerezh, e-lec'h a vez kantverzet alies ganedigezh ur bugel evel ur riskl andarbennadus. En diwezh, un niver war-gresk a vaouezed en em ouestl d'o buhez vicherek a-raok genel bugale, met diwezhatoc'h e c'hanont, nebeutoc'h a vugale o deus peurvuiań.

An hevelep gweredoł a vez kantaezet gant un ensavadur all, ma vez lorc'h enno gant ar C'hallaoued, eus ar "C'hedskor" e fell din komz, gwir donell Danaļdezed ma vezont atav war glask diskoulmoł evit stouvań he strad ; klask a reont krennań war an dispignoł eveljust, evel hini ar mezegadelloł da skouer, meneget da gentań-penn atav gant ar meziennoł, hogen, biken ne vez kel eus paouez da baeań ar sioc'hanadennoł gant ar C'hedskor, pa n'eo ket ur c'hleńved, kaout bugale. War bep pakad sigaretennoł e vez skrivet bremań : "butuniń a lazh", rak e ouzer pegement e koust aroueliań ur butuner taget gant ur c'hrign-bev, hogen, war ar pakadoł stevelloł, ma vez graet forzh bruderezh er meziennoł, ne gredan ket e vefe skrivet :"fouzhań a lazh", koulskoude, ken ker mar n'eo ket muioc'h, e koust mezegaduriń un den tapet gantań an HADEP, hep kontań ma vez distrujet e vuhez alies, ha reoł all dre gontammidigezh..

Kement-mań holl en dije gellet bezań bet rakwelet gant ar bolitikerion a-raok dezho kemer disentezioł ha mouezhiań lezennoł hor c'has end-eeun d'an emlazh en Europa, hogen emaomp e demokratiezh, hag er werinveliezhoł, preder pennań nep politiker a zo strivań da c'hounit e addilennidigezh tostań hag evit se, arabat c'hoari ar re gKassandras, hogen kentoc'h mont a-du atav gant e zilennva galloudel.

 

E diouer erziwall, ha na vezań rakwelet pezh a dlee c'hoarvezout, e c'heller bepred kemer diarbennoł evit reizhań ar saviad da-c'houde, hag evit pezh a zo kel anezhi amań, ober en diwezh ur politikerezh genelouriezhel evel, da skouer : skoazellań ar mammoł tiegezh o reiń dezho ur gopr mammel, evel maz eo bet graet e Bro-Swedenn, mar ne fazian ket, e lec'h o c'has e pep degouezh etrezek marc'had al labour, emen ez eus bepred un dic'hwel padus, hogen, se ne vefe ket kavet politicaly correct gant al lobby benevelour, na gant ar c'hedveno kennebeut, kenteliet ma vez dizehan gant ar meziennoł.

Nann, an diskoulm kinniget gant hor politikerion a zo atav an hevelep hini : an enbroerezh eus tud eus an trede-bed, Azia pe Afrika, evel maz erbede un danevellskrid eus Rannad Poblańs Aozidigezh ar Riezoł Unanet er bloaz 2000 ; evit derc'hel keńverioł-bremań etre oberianted ha dioberianted e rankfe ar pemzek bro eus ar Geduniezh Europat derc'hel digor he dorioł da 159 milion enbroidi, ac'han da 2025 : 44 evit Bro-Alamagn, 26 evit Italia, hag hepken 23 evit ar C'hwec'hkogn ... Un tammig reuz en doa graet an dra-se er metoł politikel d'an ampoent, hogen buan e voe tavet war an dra-se. Koulskoude, oc'h ober e vad eus e donedigezh e Bruksell d'an 29 a viz Gwenveur 2004 evit degemer ar priz Sakharov 2003, deroet dezhań gant Parlamant Europa, en deus Kofi Anann, sekretour-meur A.R.U., adlavaret c'hoazh mennadoł an ensavioł bedelour  ma hańval bezań an argomzer anezho evit an enbroerezh en hor c'hevandir kozh, oc'h adkemer an arguzennoł anavezet : ret-mat eo an enbroerezh evit Europa dre m'o deus an Europiz nebeutoc'h-nebeutań a vugale, koshaat a ra he foblańs hag emań o tigreskiń, pezh a zedenn peorion eus peurrest ar bed. Hogen, evit diwall diouzh reizhiad mafiaek an dreizherion, hag hini an dungoulennerion-repu, ez eo ret krouiń gwir boellodeoł enbroerezh reizhek ; neuze e fell deomp ur gwir genober etrevroadel. War ar c'hannaded hag a oa o c'hortoz ul lid evit rentań gouvri da Sergio Vieira de Mello, derc'houezer arbennik A.R.U., lazhet en ur gwalldaol e Bagdad, d'an 19 a viz Eost 2003, e taolas areizh Kofi Annan ur yenijenn bennak, war pezh am eus lennet. Mard e voe sartaet kannaded an tu kleiz ha tu kleiz-pellań, re ar c'hreiz oc'h asantiń d'ar raklun, re an tu dehou avat o deus klemmet... hogen en dizurzh, ken en doa balbouzet  Hans-Gert Pöttering, kadoriad ar strollad PPE, un tamm divarc'het, neket ur respont war grafadur an enbroerezh, hogen unan war Sakharov. Ur wech ouzhpenn, Europa dizunvanet-holl war ur c'hraf penndalc'hel evit he dreitvevadur a sko war-du ar gwashań diskoulm.

Pezh a zo sur er gobidell-mań, en tu all d'an devoud na vefe mui goude-se eus Europa, an Europa a anavezomp a-viskoazh, ne vefe tamm ebet an diskoulm a c'hortozfemp, rak, mard ez eus ezhomm eus micherourion en Europa, ez eo eus reoł uhelouestek evel e Norzhamerika, ha neket eus darbarerion dizesk ha n'eus ket mui ezhomm anezho ; ar greantioł emen e c'hellfent labourat a zo bet dilec'hiet seulabred etrezek ar broioł, digoustusoc'h an dorn-labour enno. Neuze, ne vefent nemet evit en em verniań muioc'h c'hoazh e bannlevioł reuzeudik ar c'hźrioł bras, e-lec'h e stummfent getoioł tud dilabour, oc'h en em reiń d'an holl drafikoł eneplezenn, ha gant pezh a welomp o c'hoarvezout bremań gant an islamourion oc'h ober o reuz un tammig e pep lec'h, ez eus tu d'en em c'houlenn ha n'omp ket aet seulabred re bell war an tu-se. Ezhomm eus micherourion uhelouestek a lavaren, hogen ezhomm anezho a zo ivez en Afrika pe Azia, evit diorren ar broioł-se ; neuze, klask o dedennań en Europa a vefe emgarantez glan eus hor perzh, dres pezh a vez rebechet ouzh an Amerikaned gant ar C'hallaoued, pa welont o imbourc'herion yaouank mont da labourat er Stadoł-Unanet pe er C'hanada, goude bezań o stummet e-pad bloavezhioł.

An diskoulmoł da gudennoł tudegezhel Europa a zo da gavout ennomp hon-unan, Europiz ; deomp da zigeriń hon daoulagad evit o gwelout, pe da bediń Doue evit dezhań o diskouez deomp. 

 

Yann MIKAEL


:


An Aeled er Bibl



Alies e vez meneget an aeled er Bibl, kenkoulz en Testamant Kozh hag en Testamant Nevez. En ur harpań war ar pezh a zo skrivet diwar o fenn, emaomp o vont da glask respont da zaou c'houlenn : Piv ez int ? Petra a reont ?

 

1 – Piv eo an aeled ?

 

E yezhoł ar Bibl, ar gerioł implijet evit "ael" a zo MALAK en hebraeg hag AGGELOS e gresianeg. An daou c'her-se o deus an hevelep ster: "an hini kaset" pe "ar c'hannad". Ar wrizienn Malak a zo e orin anv ar profed Malaki (= va c'hannad).

 

Ar respont klokań d'ar goulenn "Piv eo an aeled?" a zo roet gant Hebreed 1:14, "Ha n’int ket holl speredoł oc’h embregań ur servij, ha kaset evit seveniń ur ministrerezh e-keńver a re a dle resev ar silvidigezh da hźrezh?" Sklaer eo eta penaos int speredoł, boudoł speredel. "Kaset" int, ar pezh a glot mat gant o anv: "kannaded"

 

War a seblant, ez eus lies renkadoł a aeled. Setu anv ar renkadoł meneget (an anvioł a c'hell cheńch un tammig hervez an troidigezhioł):

- An Tronioł (Koloseiz 1:16)

- Ar Mestronioł (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16)

- Ar Prińselezhioł (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16)

- Ar Galloudoł (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16, 1 Pźr 3:22)

- An Nerzhioł (Efeziz 1:21, 1 Pźr 3:22)

- Ar Serafined (Izaia 6:2)

- Ar Cherubined (meneget int alies en T.K., da skouer Geneliezh 3:24, 2 Samuel 22:11, Ezekiel 10:1; en T.N., ez int kavet en Hebreed 9:5)

- An Arc'hael (1 Tesalonikiz 4:16, Jud 9).

 

Bez' ez eus un arc'hael hepken, hag e zere a seblant uheloc'h eget hini an aeled all. Ar wrizienn ARC'H e gresianeg a dalvez "kentań", pe "pennań".

 

Daou ael a zo anavezet dre o anv:

- "Mikael", an arc'hael (Daniel 10:13, Daniel 12:1, Jud 9, Diskuliadur 12:7). Penn-bras lu Doue eo, e anv a dalvez "evel Doue"

- "Gabriel" (Daniel 8:16, Daniel 9:21, Lukaz 1:19-26). E anv a dalvez "Doue a zo galloudus".

 

An aeled a zo speredoł, met e c'hellont kemer stumm un den. Ar skouerioł a zo niverus; setu daou anezho en T.K. ha daou en T.N.: Geneliezh 19:1, Barnerien 6:11, Yann 20:12, Oberoł 12:7. Posupl eo zoken gwelout un ael hep henn gouzout (Hebreed 13:2). Komz a reont yezhoł dezho o-unan, a c'heller komz ivez gant sikour ar Spered-Santel (1 Korintiz 13:1).

 

2 – Petra a ra an aeled?

 

Hervez ar pezh a zo lavaret en Hebreed 1:14, "kaset int evit seveniń ur ministrerezh e-keńver a re a dle resev ar silvidigezh da hźrezh". O gwelout a reer eta o tegas kemennadurioł a-berzh Doue, o kalonekaat hag o frealziń, oc'h aliań diwar-benn an traoł d'ober en un degouezh bennak, o stourm ouzh nerzhioł an droug. Ar skouerioł a zo re niverus evit menegiń an arroudoł.

 

Ur galloud bras a zo ganto (Salm 103:20). Kas a reont da benn barn Doue (war Sodom, Jeruzalem, an Asiriz, Herodez), hag e kasint c'hoazh anezhi (Mazhev 13:49, Diskuliadur pennadoł 8 da 16). Bez' e c'hellont ivez foetań an douar evit e evezhiań (Zakaria 1:9-11).

 

Evel-just, e servijont Jezuz hag ec'h azeulont anezhań (Mazhev 4:11, Mazhev 13:41, Mazhev 25:31, Mazhev 26:53, Lukaz 2:13, Lukaz 22:43, Hebreed 1:6, Diskuliadur 22:16).

 

Kinnig a reomp dalc'hmat ur veuleudi da Zoue (Salm 148:2, Diskuliadur 7:11-12).

 

3 – Traoł da c'houzout diwar-benn an aeled

 

O fealded hag o lealded e-keńver an Aotrou a zo peurvat, met krouadurien int eveldomp. Dre-se, difennet eo ouzhimp o azeuliń, ha n'o deus doare ebet eus an doueelezh (Romaned 1:24-25, Koloseiz 2:18, Diskuliadur 19:10, Diskuliadur 22:9).

 

Bez' ez eus aeled hag a zo kouezhet; dilignezet int eta bremań (Mazhev 25:41, 2 Pźr 2:4, Jud 6, Diskuliadur 12:9). Satan e-unan a zo un ael kozh a renk uhel. Kouezhet eo en abeg d'e lorc'h (Izaia 14:4-23, Ezekiel 28:11-19).

 

Sikour an aeled a zo prizius evidomp. Ra welot anezho o seveniń ur ministrerezh galloudus e-pad ho puhez.

Lukaz BERNIKOD


 


« Karc'hariet e oan ha deuet oc'h betek ennon »



D'ar Sul 29 a viz C'hwevrer e voe lidet an oferenn e brezhoneg (evel ma vez graet bep Sul diwezhań ar miz) en iliz Sant Erwan ar Vinic'hi. Sul kentań ar c'horaiz e oa.

C'hoarvezout a rae an deiz a-raok ma kroge prosez hor prizonidi dirak lez-varn arbennik Pariz. Setu perak e voe pedet evito, o terc'hel sońj eus komzoł Jezuz : «Karc'hariet e oan ha deuet oc'h betek ennon».

War un dro e voe pedet evit an holl dud o c'houzańv, ar re heskinet, ar re a stourm peoc'hus evit ur bed reishoc'h.

Un daou ugent bennak a dud o devoa kemeret perzh en oferenn-se. Muioc'h a dud a vije bet ma vije bet gwelloc'h an amzer. N'eus forzh penaos e ouzomp mat eo deuet rouez bremań an dud a zo chomet war un dro Kristenion ha brezhonegerion.

Evit kompren an homelienn graet ganin ez eo mat lenn an testennoł : Levr an adlezenn 26, 4-10 ; St Lukaz 4, 1-13.

 

Doue ar Frankiz

 

Doue a azeulomp hag a rentomp gloar dezhań a zo Doue ar Frankiz, Doue an dieubiń.

Roet en doa ar frankiz d'e bobl Israel. Sklaved e oant e Bro-Egipt, kalet ar vuhez ganto, gwasket gant Egiptiz. Rediet e oant da labourat evit Farao, hep gopr, hep frankiz. Met Doue a zo deuet da gemer perzh en istor ar bobl, ha dieubet en deus tud e bobl dibabet. O lakaet en deus da dreuziń an dourioł ha da gavout o frankiz war o douar, Israel.

Fellout a ra dezhań hon dieubiń ivez bremań, en hor bed-ni, en hon amzer-ni rak dalc'het omp, karc'hariet, prizoniet, zoken mar ne welomp ket an dra-se.

Eus petra enta hon eus ezhomm da vezań dieubet ? daou seurt frankiz a zo da c'hounit, rak daou seurt sklavelezh a bouez war hor choug.

Da gentań ez eus sklavelezh diavaez. En endro ma vevomp ennań ez omp toullbac'het. Gwasket e vez mab-den gant kalz a nerzhioł enep dezhań : nerzhioł an armerzh, nerzhioł an arc'hant bras, met ivez nerzhioł ar politikerezh digalon, didruez, nerzhioł ar galloud a gas da netra gwirioł Mab-den ha gwir ar pobloł da gas war-raok o dazont.

Bez' hon eus da stourm ivez enep da nerzhioł all : pouez pounner ar sevenadurioł bras, sevenadur danvezel ar c'hornog, nerzhioł ar c'healadurezhioł a venn war un dro lazhań an den ha lazhań Doue  e kalon an denelezh.

Ur sklavelezh diabarzh, soutiloc'h, a wask ivez warnomp : ar pezh en em led e kalon pep hini : gwarizi, lorc'h, brasoni, emgarantez, diegi, lontegezh, dic'hlanded. Da bep hini neuze da gas da benn ar stourm warnań e-unan.

Met penaos bezań dieubet ? peseurt binvioł a ro an Aotroł Doue dimp ? Reiń a ra dimp da gentań, pebezh prof kaer ! an reir vertuz a heńch ac'hanomp war-du Ennań hag e Rouantelezh : Ar Feiz, evit ma vo ur ster d'hor buhez.

An esperańs, evit ma vo kalon ennomp da glask diazezań ur bed gwelloc'h ha reishoc'h.

Ar garantez, dreist pep tra, ar vertuz na dremeno biken, nag er bed-mań nag er bed all, evit ma tougo frouezh mat hon holl strivoł.

Fiziout a ra an Aotroł Doue ennomp an teir vertuz-se evit ma poagnimp da sevel ur bed a reizhder, a beoc'h, a wirionez. N'eo ket ar gwallnerzh, ar feulster, an droug a dle trec'hiń, met ar justiz, ar wirionez. Ar gristenion a zo galvet da heuliań komzoł Jezuz Krist en aviel : evurus ar re zous rak dezho e vo roet an douar prometet.

Setu perak ez omp bodet amań evit pediń. Pediń a reomp evit ar re a labour kalonek evit ur bed reishoc'h, gwelloc'h, hag a vez heskinet alies abalamour d'o engouestladenn.

Pediń a reomp evit ar re a labour evit ar re a c'houzańv, en o c'horf pe en o c'halon, en o spered, ar re a zo toullbac'het, an holl brizonidi politikel er bed. pediń a reomp evit hor bro hag an dud a vev enni.

Evel Jezuz klaskomp neuze bezań tud dieub ha sonn dirak ar vuhez. Jezuz a oa bet temptet er gouelec'h gant an Diaoul. Lec'h ar gollidigezh pe hini ar silvidigezh eo ar gouelec'h, ennań e c'heller en em goll, koll ar vuhez wirion, pe, tostaat ouzh Doue ha bezań salvet.

Stourmet ha trec'het en doa Jezuz war an temptadurioł a zo reoł pep hini ac'hanomp c'hoazh en deiz a hiziv, en hon bed a hiziv.

An temptadur kentań eo sońjal, krediń n'eus silvidigezh nemet en traoł danvezel : ar bara, an arc'hant, an deknikelezh.

An eil temptadur eo en em lakaat sklaved, daoulinań dirak an droug, ar gaou, ar fallentez.

An trede hini eo klask kemer plas an Aotroł Doue : krediń ez omp mistri war bep tra, war ar bed, war ar vuhez, war ar re all, war an dazont. Krediń ez omp-ni Doue, ha n'eo ket krouadurion.

Evit diwall mat diouzh an temptadurioł-se heuliomp Sant Erwan, alvokad ha barner. Dreist-holl amań er Vinic'hi m'eo bet ganet. A-hed e vuhez a veleg en deus bet difennet ar re wasket, ar re baour ; klasket en deus ar frankiz evit e vro, klasket en deus lakaat ar peoc'h hag ar justiz etre an dud.

Gant sant Erwan enta, eomp betek kalon, betek kreiz donań hor feiz kristen. Amen.

 

Yann Talbot  


 


Keleier a bep seurt



Ur Romant Istorel war Ar Bonedoł Ruz...

 

Favreau Jacqueline .- Pilhaouer ha Boned Ruz .- 124 p. e ti an Here, Plougastell-Dz 29470.

An 18 vet romant eus rummad "Levrioł Skol Al Louarn eo al evr-mań, mat-tre evit ar grennarded… hag ar re goshoc'h. Kontań a ra un darn eus buhez ur pilhaouer da vare emsavadeg ar bonedoł-ruz dindan ar Roue Gall Loeiz XIV. Bourrus eo da lenn ha reiń a ra un daolenn d'al lenner eus petra c'helle bezań buhez un den diwar ar maez d'an ampoent, paour ha paour-razh a-wechoł, hogen evel hiziv c'hoant gantań karout ha bezań karet, gwellaat e stad hep gwerzhań e ene evit keloł-se.

 

...Hag an Tad Mat

 

Un evezhiadenn evelkent, ar meneg faos eus emzalc'h an Tad Maner d'ar poent-se hag an notenn p. 112 a lavar e vefe bet kaset "gant an Dug de Chaulnes d'ober misionoł e Breizh izel, dezho da bal sachań ar bobl a-du gant ar Roue ha Doue". Ne gredan ket e ranker barn an darvoudoł evel-se, ken prim. Da vihanań e vefe ret skrivań "An dug de Chaulnes a oa laouen gant misionoł an Tad Maner, a rae e seizh gwellań dre e visionoł da zegas ar peoc'h en-dro da ren er vro. E bal a oa avielań, eveljust, hogen sur eo e servije ivez obererezh an Tad Maner d'an Dug ha d'ar Roue". Lenn evit gouzout muioc'h levr an Aotrou Séjourné levrenn II p. 180-183 .

 

=================================================

Ur Gendael E Landeda Diwar-Benn Gwalarn

 

Pemp den warn-ugent a zo en em gavet da zeiz ar votadegoł e Landeda, porzh an Aber Ac’h, da studiań a-gevret darvoud pouezusań an ugentvet kantved e Breizh : ar gelaouenn GWALARN. Aozet e oa gant ABER, kelaouenn vrezhonek a lennegezh.

Dodenn ar gendael a oa : « Gwalarn en e amzer, Gwalarn en hon amzer ».

Ret eo notiń e oa pep tra e brezhoneg e-pad an devezh-se, ur brezhoneg par e live da n’eus forzh peseurt yezh eus hon amzer, gouest da zisplegań kement meizad a zo, hag en devezh-se eta, dreist-holl istor ha skridvarnerezh.

Dudius-tre e oa bet ar prezegennoł : unan gant an Aotrou Coic diwar-benn istor ar brezhoneg. Re hir e vefe displegań kement-tra amań siwazh ! Evelkent en deus diskleriet dichek « Evit ar galleg e ranker gortoz an dekvet kantved evit kavout ul lennegezh bennak labouret ; evit ar brezhoneg n’eus troc’h ebet gant predeneg an enezenn he doa dija ul lennegezh uhel », 2000 vloaz zo eta, ac’hano arz dibar ar c’hlotennoł diabarzh, gwerzioł Taliesin hag an drouized…

Goude-se ez eus bet un displegadenn diwar-benn « Brassell war istor Gwalarn » gant Pierrette Kermoal, a zisklerias da heul R. Hemon « Ar brezhoneg ne rank ket bezań e servij un ideologiezh ha pa vefe ar vroadelouriezh »Fellout a rae dezhań enta krouiń testennoł o defe drezo o-unan un dalvoudegezh lennek bennak, dre forzh labourat warno. Ha deuet eo a-benn.

Un diaraoger en doa : Tangi Malmanche, a zo bet displeget deomp e oberenn a ziaraoger gant « Spered ar Vro »  e 1903. Emili Olier a ginnigas oberenn Youenn Drezen « An dour en-dro d’an Inizi » ha da echuiń e voe studiet romant pouezusań R. Hemon hervez renerez ABER a rene an devezh, « Tangi Kerviler ».-

 

===================================================

 

Ar Vro-Gozh, Kant Vloaz 'Zo

 

Gwall izel eo kouezhet ar spered broadel e Breizh : Den n'en deus klemmet pa voe divizet gant TRI YANN AN NAONED, da geńver an "Nozvezh kletiek" chom hep kanań ar Vro Gozh, tra m'o deus Korsikiz kanet o c'han broadel-int e Pariz an nozvezh, bet aozet ganimp-ni, Bretoned !  Ar perag a gement-se a zo bet roet dichipot gant An TRI YANN war al leurenn : abalamour da brosez an ARB, istor Kever, ne felle ket dezho reiń koad d'hor c'hannań !

Korsikiz, avat o devez kalz muioc'h a vombezennoł egedomp ni e Breizh gant un darn vihan-tre a stourmerien a zo anat-tre ez eo bet gouleviet o frosez ouzh o lakaat da c'hortoz betek pevar bloaz en toull evit o barn dres e-pad an div dro eus ar votadegoł kanton ha rannvro !

Ar bloaz-mań 2004 ma vo lidet kantvet deiz ha bloaz ar Vro Gozh gant ar Vrezhoned gwirion, o deus an Tri Yann, hag en o zouez, na petra 'ta an Aotrou Jossic ex UDB hag er PSF bremań lakaet ar VEZH warnomp, ha kement-se dirak millionoł a arvesterien-skinwel !

 

E Lesneven e fin miz Mae an hini eo e vo lidoł war an ton bras diwar-benn  « ar VRO GOZH », aozet gant Ti ar Vro Bro Leon. Poent eo eta deskiń komzoł ar c'han broadel !

 

T. Gwilhmod

 

Bro Gozh va Zadou

 

Ni Breizhiz a galon karomp hon gwir vro

Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro

Dispont kreiz ar brezel hon tadoł ken mat

A skuilhas eviti o gwad

 

Diskan

 

O Breizh ma bro, me 'gar ma bro

Tra ma vo 'r mor 'vel mur 'n he zro

Ra vezo digabestr ma bro

 

Ar Vretoned zo tud kalet ha krenv

N'eus pobl ken kalonek a-zindan an nenv

Gwerz trist, son dudius a ziwan eno

O pegen kaer ez out ma bro.

 

Breizh douar ar sent kozh, douar ar varzhed

N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed

Pep menez, pep traonienn da'm c'halon zo kaer

Enno 'kousk meur a vreizhad taer.

 

Mard eo bet trec'het Breizh er brezeliou bras

He yezh zo bepred ken bev ha biskoazh

He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz

Dihunet out bremań, ma Breizh.

 

Taldir Jaffrennou, 1904

 

 

Kamp Katekiz

 

Dalc'het e vo er bloaz-mań adarre ur c'hamp katekiz evit ar vugale etre 7 ha 13 bloaz.

E Landreger e vo, eus al Lun 16 a viz Eost betek ar Sadorn 21, klozet gant un oferenn da 17 eur 30.

An holl obererezhioł a vezo e brezhoneg. ret mat eo eta d'ar vugale bezań barrek da gomz mat a-walc'h da nebeutań ar yezh.

Evit enskrivań ar vugale en em lakaat e darempred gant Yann Talbot, rener ar c'hamp ha person Landreger, presbital, 22 220 Landreger , pellgomz : 02 96 92 30 51.

Ar vugale 7-8 vloaz a c'hello komuniań evit ar wech kentań hag ar re 11-13 bloaz ober o disklźriadur a Feiz.

 

E lojeriz ar barrez an hini e vo lojet ha bevet ar vugale. Priz ar c'hamp : 90 euro evit ur bugel, 60 euro evit unan ouzhpenn eus an hevelep tiegezh.

 

Yann Talbot,

Prezidant Emglev An Tiegezhioł

 


 

TTTTTTTTTTTTTTTTTT


Iliav ha Moger pe Feiz ha Breizh


 


Heńvel eo din Breizh ouzh ur voger gozh o kouezhań en he foull, hiziv. Met ne gouezh ket daoust m'emań ar Gall ouzh hon argarzh abaoe 500 vloaz hag ouzhpenn : bez' ez eus warni ouzh he goleiń iliav tev mat ar skourroł anezhań, ken kozh hag ar voger hec'h-unan, o virout outi a gouezhań. An iliav-se a zo disec'het hiziv an deiz, troc'het e skourroł rez an douar gant un emsav digristenaet na wel ket emań o tiskar ar voger pa zistaol Feiz hon Tadoł Kozh ha ganti an Hini a zo "An Hent, ar Sklźrijenn hag ar Vuhez" (Yn 14, 6).

 

Setu aze perak, degouezhet d'er stad vantrus m'emaomp-ni en em gavet evel emsav kristen brezhoneger, distaolet ha gant an Emsav evel kristenion ha gant ar bed evel brezhonegerion hon eus, a gav din, an dlead da lavarout sklaer hag uhel hor gred a vroadelourion - pe a vrogarourion - gristen, oc'h en em stummań e brezhoneg gant Imbourc'h dreist-holl, 'ober kumuniezh' oc'h en em vodań alies, hag Emglev An Tiegezhioł-Kristenion Breizh - ha se a grog gant ur bedenn uvel pemdeziek evit ar Vro en hor yezh, eveljust ! - hogen ivez tuta e-touez ar vrogarourion c'halleger ar re a zo chomet pe deuet da vezań kristenion. Se a skrivan evit merkań mat n'eo ket un idolenn ar yezh evidon : ur benveg ez eo hepken, mat da servijań Rouantelezh Doue pe neuze, ma n'eus ket tu, da zisteurel evel ur benveg dirapar. Gant sikour Doue ha Spered Santel Pantekost ar yezhoł e teuio ar brezhoneg da greskiń gloar Doue evel m'en deus graet abaoe 1500 vloaz. N'eo ket dav bezań niverus-tre evit derc'hel bev ar c'houlaouenn-se (he c'holl avat n'eo ket un dra a c'hellan degemer da vat !), he c'hreńvaat hag reiń tro dezhi da vleuniań en-dro, pa vo deuet un tamm skiant en-dro gant hon fobl.

 

T. Gwilhmod

 


 

 



Dizimez, intańv, intańvez, torrdimezet oc'h ?

 

KEJAŃ : Ur servij eus Emglev an Tiegezhioł (E.A.T. diazezet e 1949) a glask skoazellań ar vrezhonegerien(ezed) da gavout o far o virout ar goulennoł kuzh ha dic'houzvez, eveljust.

 

Skivit Deomp : digoust eo.

Postel : eat@libertysurf.fr

Kergreven 29800 Trelevenez

 

Kasit deomp ivez anvioł ha posteloł pe chomlec'hioł tud a c'hellfe bezań dedennet.

 

Nevez-Amzer ar Yezhoł

hag an HennadelezhiołRannvroel

 

Disadorn 15 a viz Mae 2004 da 15 eur, Leurgźr Breizh e Naoned : emvod da geńver Forom-Bed Gwirioł Mab-Den, aozet gant kźr Naoned hag UNESCO etre ar 16 hag an 19 a viz Mae. Diskeladeg evit diarc'hań gwirioł Breizh : hec'h adunvanidigezh tiriegezhel ha kedanavidigezh he yezh hag he wirioł sevenadurel 

Kedell : ksb.ccb@wanadoo.fr

Titouroł : http://www.kuzul.org

 



KKKKKKKKKKKKKKKKKKKKKK

 


Bez' ez eo "Kannadig Imbourc'h" ur stagadenn da "Imbourc'h Kelaouenn a Studi" hag embannet

eo enta evit "Keneiled Imbourc'h". Skodenn-vloaz : 60 euro, o reiń ar gwir da zegemer bep bloaz

peder niverenn stag outo, ha peder niverenn eus "Kannadig Imbourc'h." Ar skodenn a zo da gas da

Y. Ollivier, 8 leurgźr ar Marchiz, 56230 Kistreberzh. Ar pennadoł evit ar C'hannadig a zo da gas

 dre ar Post da : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 Blaen ; dre ar genroued da :

yann-eliaza@wanadoo.fr ; Moulerezh prevez Keneiled Imbourc'h ; Rener Kannadig Imbourc'h :

 Youenn Olier ; embanner : Yann Mikael. Niverenn-wask : 50015 ; ISSN : 1144 357X.


 



[1] Gledemdenn : gled + emdenn (rente retraite) ; "gled" = rente servie en blé ; adstumm d'ar ger "glad".