“KANNADIG ’

IMBOURC'H

 

Niverenn 28         Stagadenn da niverenn 8 Imbourc'h rummad nevez            2004

 

Ur Yezh Divro, ar Sorabeg

 


E penn-kentań miz Genver ez eus bet skignet war ar bempvet chadenn skinwel ur film war saviad iskis ar sorabed, en em gav dreist-holl e bro vBrandenbourc'h, e gevred an RDA gozh, war harzoł Polonia ha Tchekia. 50.000 ez eus anezho hepken, strewet dre al "Land" penn-da-benn, en deus lakaet o yezh war an hevelep live hag an alamaneg hervez al lezenn, hogen er pleustr, eveljust, ez eo beuzet-mik ar sorabegerien e meurvor an alamanegerien hag e reont o-unan gant an alamaneg peurvuiań en o darempredoł sokial er-maez eus an tiegezh hag eus ar relijion..

Evel e Breizh ha Breizh Izel peurgent ez eus un nebeut skolioł sorabek a-berzh stad ... met poan a zo evit derc'hel ar skolioł-se en o sav hag e weler stourmerien o sevel o c'hein, met re nebeut, dres evel e Breizh. Kerent 'zo eta a grog en o barroł-livań da... adlivań o skol bublik dre ma n'eus ket arc'hant a-walc'h a-berzh ar Stad evit ar sorabeg.

Katoliked gredus ez eo ar sorabegerien betek vremań. Marteze dre m'o deus gouzańvet yev ar gomunisted n'eo ket bet breinet c'hoazh da vat o buhezioł gant an danvezelouriezh pragmatek ma vevomp soubet e-barzh abaoe 60 vloaz hag ouzhpenn ? Bugale niverus ez eus peurvuiań en o familhoł, ha se a zo daou dra liammet o laka mat a-ziforc'h diouzh an alamanegerien. Ur pardon bras e sorabeg o devez bep bloaz ma kemer perzh ennań ur pemp mil bennak a dud. E Breizh din da c'houzout ez eus c'hoazh un oferenn vrezhonek derc'hent pardon ar Folgoad, ar vodadeg vrasań a vrezhonegerien, o tont evel brezhonegerien, a vez e-pad ar bloaz, ha n'eus ket mil anezho ; un nebeut dekadoł a emsaverien en o zouez hepken.

An dud a zo bet gwelet er skinwel a oa katoliged gredus, niverus o bugale ha stourmerien entanet evit o yezh daoust ma lavarjont un dra dic'hortoz : bro Alamagn ne oa ket o bro, hervezo. N'eus ket alamaned anezho. O douar n'eo ket o douar dezho. War zouar an Alamaned emaint, met se n'eo ket tra-walc'h dezho da zilezel o yezh, o istor, o sevenadur a-ziforc'h. Ur bobl vihan dizouar eo, beuzet e mor an alamaneg. Hogen katoliked ez int hag ar bivelezh-se a zo un harp bras evit an darempredoł etre an tiegezhioł sorabeger all. N'eo ket un afer dezho bezań o chom en ur gevredigezh a zo estren dezho dre ma talc'hont da vevań etrezo ha dindan beli an Iliz katolik.

Evit gwir, e-touez an 50.000-se n'eus ket 5000 a gement a vefe emskiantek ha darev da stourm evit chom pezh ez int, met ar re a stourm ne stourmont ket evit un "divyezhegezh" asotet ha touellus egizdomp-ni e Breizh ; ne lavaront ket "o deus ar gwir" pe n'ouzon ket peseurt sarmon c'hoazh. Nann. Lavarout a reont hepken ez int pezh ez int hag ez eo mat evito bezań evel-se etrezo : katoliged gredus, niverus o bugale, diforc'h mat o doareoł-bevań diouzh hini an alamanegerien. En o bleud en em gavont ha ne c'houlennont nemet chom pezh ez int en ur vro n'eo ket dezho rak slaved ez eus anezho ha n'eo ket germaned.

Ouzhpenn ar relijion gatolik bezań un elfenn a-bouez tre eus o istor, eus o yezh hag eus o sevenadur, eveldomp-ni-hon-unan, ez eo ret-mat merkań evelato ez eo da gentań gwirionez o feiz, eveljust ! An emsav sorabek avat n'en deus ket distaolet e orin istorel stag ouzh ar relijion gatolik, en ur vro luterian ha germanek, ar pezh a zo bet graet gant hon emsav deomp-ni siwazh. Troc'het da vat eo al linenn istorel a dreuz ar c'hantvedoł. Istor Breizh a zo un darn eus ar gristeniezh evit 90 % eus he foblańs - pobl vihan ar maezioł - betek... drouklazh an Aotroł Perrot, a c'heller lavarout.

Neuze 'ta, mar bijen indezad da skouer e vije mat, en anv ar wirionez, disteurel un darn vras eus ar relijion du-se, o virout hepken un arliv sevenadurel ha gwiskań ar relijion gatolik hag ar feizoniezh hellazek a ya ganti dre ret (en abeg da istor an Iliz na c'heller ket diverkań...) hag gant an Tadoł eus an Iliz. Ur seurt "sklźrijennadur" eus va sevenadur e vefe, ur gwiskadur e vefe ha n'eo ket un "tabula rasa", evel ma vezer techet d'ober en Afrika pe e.... Breizh. Ma ! Hogen en hon degouezh e klot gwirionez hag istor en un doare ken don ha kozh ! Penaos 'ta ez eus tud e Breizh a gred, eveldomp-ni labourat da sevel "ur Vreizh Nevez" hogen unan digristen, troc'het diouzh he gwrizioł donań ha koshań, hag a glot gant ar wirionez ouzhpenn-se. Dre ma ne welont ket ar wirionez-se, a zo padal "sklaer evel daoulagad an naer" ! Kavout a ra dezho e c'heller sevel ur Vreizh Nevez hep ar feiz katolik. Me 'respont dezho e c'heller, ya, bez e c'heller, hogen n'eus ster ebet d'ar stourm-se : koulz eo sevel ar Vreizh-se e galleg, aesoc'h e vo dezho. Ni a fell deomp oc'h ober gant ar brezhoneg adskoulmań gant hon istor, un istor a zo santel abaoe 1500 vloaz. Ra zeuio hor Sent kozh hag ar re nevez d'hon heńchań ha d'hor skoueriań !

 

T. Gwilhmod


1-    .


Notennoł Politikel              gant  Youenn Olier



Al Laļkouriezh

 hag

an "Nation Franēaise"

 

E deroł va redad a skrivagner brezhonek em boa skrivet evit "An Avel" hag "Avel an Trec'h" un toullad pennadoł, a voe hini pe hini anezho pouezus a-walc'h evit dazont an emsav, da skouer, an hini a ouestlis da gudenn an doare-skrivań. E devoud e oa bet dilezet ar "zh" e 1945 gant ar skrivagnerion, da vihanań, ar "zh" a oa arouezenn ar brezhoneg peurunvan hag a oa bet degemeret gant an holl skrivagnerion abaoe miz gouhere 1941. Pezh a venne ar re a zistaole ar peurunvan e oa dinac'hań ar vroadelouriezh vrezhon gant ar spi e c'hellfed evelato mirout ar brezhonegoł anvet poblek, ur spi diskiant ha disteriek evel ma voe aes din diskouez. Darbennet e voe en-dro gant ar stourmerion mennad ar vroad vrezhon hag ar yezh peurunvan ha nemeti ar vroad-se, un darvoud a voe e deroł un hir a arvell etre ar vroadelourion yaouank hag ar gostezenn rannvroelour ha na venne ket lakaat e kont pennaenn penndalc'hus an "Nation Franēaise" erverzet evel pobl unvan dilennet ar sevenadur arnevez.

Koulskoude em boa skrivet pennadoł all a oa pouezus er rummad skridoł am boa skrivet e 1945-46. Unan, en o zouez, a oa da destenn dezhań al "laļkouriezh" e-giz m'he c'hompren ar "C'hallaoued" evel diazez an "Nasion" krouet ganto a-c'houde ar prantad a reont anezhań ar "Révolution Franēaise". Kavout a rae din e oa a-du gant ar pennad an emsaverion o doa e lennet ; hag e devoud ne zegemeris biskoazh lizher ebet oc'h enebiń ouzh ar mennozioł a oa displeget ennań. Souezhet e voen enta o stadań ne oa ket bet adembannet ar pennad-se en dastumad eus ar pennadoł-se a voe moulet gant ar gelaouenn "Preder" war-dro ar bloavezh 1960. Pa 'm boa merzet ar mank-se em boa graet ur goulenn bennak din, hep bezań chalet dreist, o sońjal hepken ne felle ket da rener ar gelaouenn diaezań hini pe hini eus al lennerion pe zisplijout dezho, rak kavout a rae din e oa a-du ganin evel an holl. Moarvat, ma 'm bije sońjet en doa hemań nac'het embann va fennad dre ma ne glote ket ar mennozioł displeget ennań gant e re em bije diwallet muioc'h ; hogen ne raen ket, rak kavout a rae din e oa hemań ur c'hristen eveldon hag e tlee d'unan a seurt-se bezań lodek em c'hredennoł.

E gwirionez e kaven abeg el laļkouriezh c'hall dre ma rae d'ar Stad c'hall, ar riezvroad c'hall treiń d'un aotrouniezh speredel o kevezań ouzh hini an Iliz hag oc'h en em lakaat dreist dezhi. Padal, termenet hag ampleget e oa an dragerc'hegezh-se gant istor ar galloud gall penn-da-benn a-c'houde ren Fulup-Kaer hag ar mare m'en doa ar roue gall Herri IV graet van da dreiń da Gatolig. Moarvat, ken dre ziegi ken dre gredenn en doa embannet hemań an "Edit de Nantes" nemet a oa diazezet war ur bennaenn diezpleg : penaos ne oa ket ar gravez, nag ur wirionez bennak, ar pep pouezusań evit e sujidi a oa e berc'hentiezh hogen, hepken, dres, bezań e sujidi ha sujidi leal outań, piaouet gantań, hervez ar chemedenn vrudet : "cujus regni cujus religio". Dre-se avat e oa diazezet relijion ar galloud politikel evel ma oa bet ensavet seulabred er broioł protestant, ha, peurgent e Bro-Saoz adal embannidigezh an "Act of Supremacy" gant ar roue saoz Herri VIII e 1532.

Gwir eo e vo ret gortoz betek 1791 evit ma vefe gourbannet "Bonreizh Trevourel ar Gloer" bet sinet, notomp-se, gant ar roue Loeiz XVI. Hogen keal an "Nation Franēaise", azonus eus kealiadurezh ar Republik gall en em ziskouezas didrouz ha kalz abretoc'h e lez ar roue gall e-unan. Implijet eo ar c'herienn "Nation", "Notre Nation" e-barzh skridoł Bossuet e-unan, hag e eńvorennoł St-Simon ivez, gant ar ster a wiskas gant mistri an Dispac'h Gall ur c'hantved war-lerc'h. Dre-se e oa faziet ar chouanted e Breizh pa lavarent e vennent difenn ar Roueelezh a-enep d'an "Nation" ; kant vloaz a-ziagent e krede ar "C'hallaoued" endeo en ur bobl riek a oa an "Nation" end-eeun, ha klask a rae ar jeneral gall dispac'hel Batteux e 1791 damesa ar Chouanted en-dro da Gistreberzh dre ma oant "de mauvais sujets", sujidi fall d'ar Roue Loeiz XVI eveljust. Forzh penaos, en e raog, e kemere ar roue gall Loeiz XIV e c'hourdad, tebet ar roue David da batrom ; bez' e oa en e servij gouizieion helennek a rae o seizh gwellań da brouiń e tiskenne-eńv eus David war-eeun. Da lavarout eo, unanet e oa en e nouez ar veliezh politikel hag an Aotrouniezh Speredel.

Distaolet e oa dre-se tezenn St Eosten diwar-benn an div Geoded, a oa bet dinac'het da gentań gant ar brotestanted. An dezenn-se eo a oa penndalc'hel e diazezadur ar brotestantiezh ha n'eo ket an ijinadennoł a feizoniezh o doa da amkan kentań ha pennań diemprań an Iliz evel kevredigezh  a-ziforc'h evit hec'h ademprań en amgant ar galloud politikel lec'hel. E devoud n'o doa ket ar riezelourion c'hall da vare o dispac'h, klasket diouzhtu diverkań pep koun eus ar feiz kristen, nag ar sevenadur hag ar stuzegezh stag outi, hogen o deveizań diouzh diazezoł ur sevenadur hag ur stuzegezh nevez digristen krouet gant ar galloud politikel. Kement-se a ziskeir penaos en deus gellet Voltaire reiń brud d'ur skrivagner kristen, a oa e anv Pascal, a vije chomet dianav panevetań hag a vije bet enebet ouzh e vennozioł a-grenn m'en dije bevet en e amzer ; a-walc'h e oa da Voltaire diren talvoudegezh e oberenn d'ar yezh ha d'ar pleusk anezhi.

Evit gwir, ijinet eo bet al laļkouriezh, da lavarout eo, gourlaeziadur ar galloud politikel hag ar riezelouriezh gant Voltaire en e oberenn "Le Sičcle de Louis XIV. En oberenn-se en deus kinniget Voltaire ur patrom d'ar riezvroadoł evel Bro-Saoz, Spagn, Rusia, ha d'o mistri en Europa penn-da-benn. Skridoł ha na oant bet meizet gant an aozerion o-unan nemet evel diduamantoł, gant Racine ha Moličre da skouer, a zo bet dibradet da vriegezh ar Skriturioł Santel, hag an aozerion anezho, enoret evel pa vijent bet diouganerion ; ha se a zo bet gwir a-zivout Racine, renaviet e oberoł gantań ha Moličre erverzet evel eztaoler ar furnez, herouezer ar relijion kefridiel lealour ha poellek ; ha barnet e voe dre se ivez ar relijion gevanelour ha kevrinelour. An arvell a reizhfeizoniezh en-dro d'ar jańzeniadegezh a voe un digarez evit diframmań betek keal ar relijion, ar roue o vont betek gourc'hemenn distrujań kouent Port-Royal, repu ar Jańzenidi, hep ezhomm ebet, hag ivez ouzhpenn kalvar Pont-ar C'hastell, un diviz a ziskouez pegen arloupet e oa ar roue gall hag ar frammoł politikel a oa ouzh e harpań dre vras, a-enep d'ar gravez hag a-enep d'an Iliz a-benn ar fin. Arabat e oa na vefe diempradur ebet etre ar Stad hag an Iliz, pep iliz parrez o tont da vezań an ti-a-dolerańs reolet a-dost gant ar galloud politikel deuet da vezań an Iliz hec'h-unan. Arabat eo souezhiń o stadań e voe termenet an talvoudoł lennegel ha sevenadurel er c'hantved war-lerc'h gant ar gefredourion c'hall a selle ouzh ar seitekvet kantved gall evel ar "Grand Sičcle", a oa a-du evit lezel ar feiz kristen d'ar werin dizesk ha chatalek, na oa ket dav prezeg dezhi ar wirionez hag ar furnez a oa da vezań miret d'ur vegenn sklerijennet, ur vegenn a oa unan gant ar vourc'hiziezh hag an dud a c'halloud.

E gwirionez, pezh a c'hoarvezas e Bro-C'hall er c'hantvedoł-se a denn d'ar pezh a c'hoarvezas e Breizh-veur er XVIvet kantved. Dinodiń a reas en div diriegezh-se pobloł nevez ha n'o doa netra da welout gant ar pobloł kent, evel ma oa steuziet dirak an impalaeriezh otoman, an impalaeriezh vuzantat a oa bet trec'het, distrujet hag amsavet ganti, nemet e oa c'hoarvezet ar reveulzi-se e Preden er XVIvet kantved hag er C'hwec'hkogn da heul un argerzh hir, ha diheverz koulz lavaret. Moarvat o doa an dispac'herion c'hall meizet mat pegeit ez ae ar pal o doa lakaet dezho, peogwir e tlee ar republik diazezet ganto bezań deroł ur grez hag un amzer nevez ; ha dre m'o doa meizet kement-se o doa diverket an deiziadur kristen kent hag ijinet unan nevez o teraouiń gant ar bloaz 1 eus ar Republik. Dre ma teuas Napoleon kentań e penn ar galloud adal deroł an XIXvet kantved ha dre ma felle dezhań derc'hel kont eus stuzegezh hag ersavioł ar yoc'hoł gwerinel evit degas ar peoc'h en impalaeriezh diazezet gantań e tilezas mestr ar galloud gall ar reveg-se hag amzeriń a glaskas evit trec'hiń aesoc'h, ha distreiń diouzh an darsav ar re a oa enebet ouzh ar reveulzi. Hogen, ret mat eo anzav, e oa ur republikan gall eus Napoleon goude m'en devoe, zoken, staliet an unpenniezh en-dro en e c'hounid er riez c'hall e 1802 ; da lavarout eo, disteurel a rae Napoleon dreistbeli an Iliz war ar galloud politikel, ur gredenn a ziskouezas o lakaat dezhań e unan ar gurunenn a impalaer war e benn en ur ziren ar Pab d'ar roll a zremmour pe da vevel en e servij.

Eveljust e c'heller en em c'houlenn perak eo deuet ar Republik gall da vezań ken direlijiel ha dreist-holl ken digristen adal an deroł, ken taer en hec'h andeoliezh, pezh n'eo ket bet riezoł demokratel arnevez all eus Europa, evel Bro-Saoz. An abeg pennań eus kement-se a zo bet, moarvat, ar brezelioł renet dindan an anv a chouanterezh e broioł eus kornog rouantelezh Vro-C'hall bet manet kristen evit difenn keal ar gristeniezh, ur c'heal en deus, er c'hontrol a viskoazh, lakaet da euzhiń dalc'herion ar galloud gall bodet e Pariz en dro d'ar Rouaned c'hall, ha d'ar Republik gall war-lerc'h. Gourbannadur "Bonreizh Trevourel ar Gloer" eo a voe kiriek da emsavadegoł ar Vrezhoned adal 1791, evel maz eo bet diskouezet gant Frańsez Marker, el levr en deus gouestlet da zeroł emsavadeg ar chouanted e reter Bro-Wened, a zo bet embannet gant Imbourc'h. N'eo ket enta difenn ar Roueelezh a oa pal an emsavidi gentań evel renad politikel, ne oa an amkan-se nemet un tu da dizhout ar pal pennań a oa adsevel ar gristeniezh. Ret eo gouzout n'eo ket tagań ar Republik evel renad a venne ober ar gristenion, peogwir ez eus bet kristenion ha beleion eus Iwerzhon a-du gant an dispac'herion c'hall e 1798 evit stourm ouzh galloud ar roue saoz, hogen hepken herzel ouzh loezidigezh pennaenn ar gristeniezh, ul loezidigezh he doa da heuliad sujidigezh an Iliz hag ar gristenion da zreistbeli an "Nasion".

Moarvat ne voe ket mat ar chouanterezh evit ar spered brezhon e Breizh dre ma reas d'ar Vrezhoned kemer perzh en ur brezel diabarzh eus Bro-C'hall. Evelato e voe kenevet atav gant an emsaverion dre ma oa eztaolet gantań frankiz sońjal ar werin e Breizh, ha kavet mat e voe, zoken, tro pe dro, gant brogarourion vrezhon ha ne oa mui kristenion anezho.

An emzalc'h-se, koulskoude, a voe dilezet ha dinac'het gant izili ar strollad ESB, e dibenn ar bloavezhioł '60, ma oa bet kevanet outań aozadur SADED. Desket e oa d'ar skolidi droukvarn ar chouanterezh, dre ma oa "kilstourmerion" eus an emgannerion anezhań. Gouzout a ran ne oa ket a-du gant ar sellboent-se unan eus ar gelennerion a reizhe poelladennoł-istor skolidi an aozadur-kelenn, Gwilherm Dubourg, aet da anaon e 1988, hag e oa bet dizornet eus e garg en abeg da-se. Ret eo anzav e oa an diviz-se kemeret gant renerion an aozadur-kelenn reizhpoell a-walc'h, adal ma tegemered pennvonioł ar Riezvroad arnevez. Eztaolet e vez ar wirionez gant ar galloud a ro korf d'ar bobl, hag houmań a zo unan gant ar galloud emziskouezet en un den pe en ur muianiver bennak.

Ret e vefe resizań ne oa ket ar meizadur-se eus ar riezvroad arbennik da ESB ; hini ar strollad UDB e oa ivez, hag eńv bet diazezet e 1964, tri bloaz a-raok ESB, ha mennout a rae ar stourmerion deuet d'an emgann e dibenn ar bloavezhioł '50 dispenn roudoł dispac'herion an FLN a oa deuet a-benn da sevel ur stad en Aljeria ha da vezań an unstrollad a-berzh-stad. Diouzh ar c'hiz e oa an dispac'hoł marksat en amzer-hont. Moarvat an emsavioł dispac'hel pe araogelour nevez a zalc'he kont eus an aotrouniezhoł speredel, gant maz asantjent da vezań kabestret ha sujet d'ar galloud politikel, rak hemań a zeroe, evel ma kare, an titl-se a aotrouniezh speredel d'ar skrivagnerion ha d'an arzourion dre vras a oa emroet a-grenn dezhań.

Moarvat e c'helle ur seurt patrom kevredigezh aesaat ar stourm evit adsevel ar brezhoneg evel yezh arnevez, hag evit "ademprań" ar gevredigezh vrezhon dre vras. Hogen da beseurt priz ? Da gentań un dispac'h gwadek a seurt gant hini Aljeria ha ne oa ket gallus kas da benn e Breizh ha ne oa ket anezhi tamm ebet un drevadenn, daoust da luganoł UDB en e zeroł. Ha d'an eil, re a bouez a oa gant an Iliz e Breizh evit m'he dije asantet d'ur meizadur eus ar gevredigezh en dije graet anezhi matezh ar galloud politikel, evel er riezoł protestant eus deroł ar grez arnevez, pe dezhi asantiń da vont da get. War ar marc'had, ha dres er bloavezhioł '60, e oa an Iliz o tizeriań. Moarvat, hep henn anzav, e kemere ar strolladoł brezhon nevez an digarez-se evit sammań he roll hag he c'hefridi. Hogen neuze n'he dije bet ar Vreizh nevez a vije bet savet diwar ur framm stadel brezhon, netra da welout gant ar bobl gristen staliet el ledenez-mań a-c'houde 1500 vloaz ; ret e vije bet lezel a-gostez an anv Breizh ha reiń dezhi an anv a Emsavia, lakaomp, en dije klotet gant ar gwirvoud. Hogen dreist-holl dizeriadur an Iliz ha steuziadur ar feiz kristen a lakae ur gudenn all da sevel evit an emsaverion istorel manet kristen : o gwir vro a zo ar Vreizh istorel a zo bet a-viskoazh unan gant gwerin gristen hor maezioł, miret ganti ar wirionez kravezel, dres dre maz eo bet dalc'het er-maez eus istor dinevet ar riezoł bourc'hiz arnevez. Moarvat en deus skrivet ur stourmer brezhon eus rummad ar bloavezhioł '60 e oa roll an emsav lakaat Breizhiz da heuliań e brezhoneg an hent istorel heuliet gant ar riezvroadoł arnevez en Europa ; hogen, dres, an hent-se a oa bet heuliet ganto seulabred dre ar galleg. Koulz e vije bet anzav neuze n'en doa an emsav pal ebet, nemet hini lakaat Breizhiz da zont da vezań ... Gallaoued - pezh e oant dija, forzh penaos - ... dre ar brezhoneg.

An dalc'h evit an emsaverion da zont eo gouzout hag o deus da sevel e Breizh ur riezvroad-Iliz dre ar brezhoneg, diforc'h diouzh an hini c'hall, nemet heńvel-mik outi (lakaomp e vefe gallus !) pe ez eo Breizhiz ur skourr eus ar bobl gristen hollvedel hag hollveziadel a anver an Iliz, hag ez eo Breizh un oaled dezhi.

 

Youenn Olier.          



Amzer an Danvougerion Danvariat



D'an 2 a viz C'hwevrer, goude bezań sellet ouzh an abadenn skinwel Thalassa war ar chadenn F3, a-zivout an Inizi Feroe, - pezh am boa kavet deurus kenań - e kliken, un tamm dre zegouezh, war ar chadenn F2, emen e oa kinniget un abadenn all anvet "Aux Frontičres du Fantastique" (War Harzoł ar Boemerezh). En abadenn-se e komzed da gentań eus krouadurioł fińvskeudennerezh, hanter-den hanter-loen evel an dud-vleiz da skouer, ganet diwar awen ar sevenerion, hogen, derc'houezek eus aonoł ha hunvreoł dec'hmegelezh strollel hor sevenadurezhioł ; en eil lodenn e oa anv eus an ardivinkoł denel, maz eo "Frankenstein" an henrizh anezho, lakaomp, krouadennoł graet gant an den, arloup maz eo da azteurel kempleshań ardivink a zo : eńv e-unan.

Hag e raed an aters-mań : daoust ha koll e reolerezh war an euzhviled engehentet gantań, n'eo ket, evit an ijiner bedoł faltaziek, ar riskl brasań, ha war an divoud-se e voe komzet, peurgetket, diwar-benn ar film amerikan "Blade Runner". Dodenn ar film-se a zo tost da vat kement-mań : E deroł ar XXIań kantved an Tyrell Corporation en deus aotreet d'ar robotegezh mont el lankad Nexus : pleuskidigezh boudoł galloudel, hevelep gant an den, hag anavezet dindan an anvad "Replikant". An denelidiged Nexus-se o deus un nerzh hag ur mibinder dreist da re an eiadoniourion o deus o c'hrouet ha ur meizerezh kevatal d'an nebeutań. E gin, n'o deus ket a santadennoł, a sennoerioł, hogen tamm ha tamm, e c'hellfent kaout diouto, setu perak ez eus bet rakluniet ur vevenn da vuhez pep denelidiged, ur vevenn kentenskrivet e-barzh o nodeg eiadoniel.

Arveret eo ar Replikanted Nexus evel dorn-labour evit an trevelloł dańjerus da geńver ergerzh ar planedennoł all.  N'eo ket se a zisplij kement d'an denelidiged, riskloł ar vicher ez eo, lakaomp, hogen disfiziańs an denion en o c'heńver, peogwir o deus rakluniet deiz o marv, - pevar bloaz hepken evit un Nexus eus ar 6vet rummad - hag un deiz e c'hoarvez ur gilverzadeg gwadek en un drevadenn eus an egor, 5 Nexus a skrap un egorlestr hag a lazh o dalc'herion ; o fal : tizhout an douar, mont da welout mestr an Tyrell Corporation ha rediań anezhań da hiraat o buhez. Kerkent ez eo bet diskleriet eneplezenn o bezańs war an Douar, hag endalc'hek da boan marv. Roet eo bet urzh d'ar brigadennoł Kerreizh arbennik, an unvezioł "Blade Runner", d 'o lazhań kerkent ha deznaouet.

N'ouzon ket perak, met an dra-se he deus graet din sońjal, mui pe vui, e pezh a c'hoarvez e Bro-C'hall hiziv an deiz, gant ar Vuslimiz. Bez' e c'heller darbenn ez eo bet galvet an enbroidi nanneuropat, gant kalz muslimiz en o zouez, evit ober labourioł zo ha ne felle ket ar C'hallaoued ober - klevet hon eus ar rimadell-mań nouspet gwech, ha gwir eo evit ul lod - hogen, lavarout ne felle ket dreist-holl d'ar vistri paeań al labour poanius-se en un doare dereat da vicherourion ar vro, a zo ken gwir all ; ha ken gwir all ivez : ar bolitikerion hag o deus ar ger "demokratelezh" leizh o genoł n'o deus ket goulennet ouzh an dud genidik hag e oant a-du gant kement-se.

Koulskoude, en tu all d'ar wirionez-mań ez eus ur wirionez all d'am sońj ; evit kolezidi skarenn ar Sklerijennoł, ar wir Republikaned gant un "R" bras, megedidi gwirioł Mab-den (ar re lorc'h enno bezań genidik eus mammvro gwirioł Mab-den), e oa aze ur goulzusted da dapout krog enni, un diskoulm da gemm. Da c'houde 200 vloaz a renad republikan laļkour ne oant ket deuet a-benn da ober eus pep C'hwec'hkognad ur Republikan laļkour skouer, ur feizad eus an Iliz gall santel, unan ha disrannadus ;  bez' e oa c'hoazh kilstourmerion er provińsoł ar muiań distro, kristenion aheurtet en o brizhkredennoł diamzeriet, tud hag a zinac'he an aviel nevez kinniget brokus dezho koulskoude, gant "panem et circenses" war ar marc'had, tud hag a vouezhie fall pa veze dilennadegoł, o tiskar ul labour a hir-amzer, ha da adober bep tro. Hag a-daol trumm, setu tud nevez o tont eus kornioł paourań ar bed, tud ha ne c'hellfent nemet dougen bri dezho, hag a ouezfe lavarout trugarez dezho ; ma tizhomp o c'hatekizań evel ma tere, int hag o bugale a zeuio niverus, rak o gwragez ne c'hinont ket evit kaout diouto, - e-gin-kaer d'ar gwragez europat kouezhet en toull-trap hor boa prientet dezho, hag o deus asantet kerkent da sioc'hanań - mar deuomp a-benn enta, a lavaran, hor bo gwir Republikaned laļkour e-leizh hag a vouezhio evidomp pa vo dilennadegoł, hag ar galloud a chomo etre hon daouarn da viken.

Daoust hag ez eo ober politikerezh-faltazi sońjal ez eus bet Gallaoued Republikan "pur-jus" oc'h ober hunvreoł a seurt-se : ober eus n'eus forzh piv, o tont eus n'eus forzh pelec'h er bed, ur Gall Republikan laļkour, peogwir e weler diouto hogos bemdeiz er mare-mań, o tifenn ar mennoz-se en abadennoł skinwel, abaoe m'o deus c'hwitet war o zaol gant ar Vuslimiz-se ha ne fell mui dezho c'hoari ar re Nexus, ha nebeutoc'h c'hoazh ar vugale niverus o deus bet. Etre pemp ha c'hwec'h milion ez int bremań er C'hwec'hkogn, war pezh a lavaront o-unan ; desket o deus mat-tre digant o mistri an demokratelezh, hag a zo lezenn an niver, hag an doare mat d'hec'h arverań en o gounid, e stern ar Republik gall, hi hag he deus graet, a-hend-all, lezennoł evit kastizań pe d'an nebeutań diwerc'hekaat ar re a gredfe lavarout e vo aze un dańjer a-benn nemeur. Pezh a zo fentus memestra, gant hor Republikaned laļkour, pa fell dezho, da skouer, berzań ar ouel islamek er skolioł, ez eo ar skoazell a c'houlennont, zoken digant ar Gristenion a chom c'hoazh, en anv an tebet laļkelezh a vefe da zifenn pa raent diouti n'eus ket pellzo, un arm¹ a-enep d'an hevelep kristenion, ha pa gavent mat-tre, n'eus ket pell ivez, donedigezh ar Vuslimiz-se evit digreskiń pouez ar Gristenion, ha pa veze gourbannet lorc'hus e oa an Islam eilvet relijion Frańs. Ur gwir c'hoari tanvougerion² danvariat, a-benn ar fin.

Etre Nedeleg diwezhań ha Kalanna, ma 'm eus sońj mat,  em eus lennet ur pennad-stur war Ouest-France, emen e klaske ar c'hevaoter anezhań ar perag hag ar penaoz eus ar c'hwitadenn-se gant ar Vuslimiz, perak ne oant   ket bet enteuzet er Republik evel kalz enbroidi all (Europiz ?) hag e lavare ne oa ket bet pouezet a-walc'h war an araezioł evit o enframmidigezh. Aon am eus a-walc'h, n'eus ket aze ur gudenn  a araezioł, ur gudenn a gementad hag a sevenadur re zisheńvel, ne lavaran ket, etre ar vro o degemere hag an dud nevez-se o tont ; ne c'heller ober berzh gant hevelep enteuzidigezh nemet gant un niver bihan a dud ha war hir dermen.

 

War dro 1880, en doa lavaret Mari-Juli Jahenny, ar welourez eus Blaen, e teufe Bro-C'hall da vezań evel moc'hamedat ; daoust ha n'emań ket war an hent da vezań ; n'eus ket pellzo, n'ouzon mui petore imam en deus lavaret : a-benn ugent vloaz e vo deuet Bro-C'hall da vezań ur republik islamek ; gant pezh a zo er mare-mań, daoust hag an dra-se ne c'hellfe ket c'hoarvezout ; ur frealz avat evit hor Republikaned arloupet : bez' e vefe ur Republik !

 

Yann Mikael

Notennoł :

 

 ¹ Laļcité et tolérance n'ont jamais fait bon ménage. Historiquement, la laļcité fut un combat féroce contre l'Eglise, sa dogmatique, ses institutions, ses traditions, ses ordres, ses congrégations, son outil pédagogique. In "Le Credo de Denis Tillinac, p. 30, Valeurs Actuelles, niv. 3509, 27 C'hwevrer 2004.

 

² Atav em eus kavet un tammig lu ar ger "pomper" e brezhoneg, ha zoken e galleg ar ger "pompier", eilet bremań gant ar ger "pompičre" evit ar merc'hed, setu perak ez arveran amań ar ger "tanvouger"; tu a vefe avat da sevel "tanour" war skouer ar ger kembraek "tanwr, taniwr", tost d'ar ger saoznek "fireman" ("feuerwehrmann" en alamaneg).

 :


Dielloł an Emsav : E Chapel Koad-Kev



Prezegenn Oferenn an 12 a viz Kerzu 1954.

 

Bennozh a c'hellan lavarout d'an Aotroł Doue da vezań va aotreet da zont amań, war ho kalvadenn vadelezhus da reiń deoc'h va harp evit paeań d'an Aotroł Perrot dle ar Bleun Brug en e geńver. Rak bras e chom va lod-va-unan en dle-se, abaoe an deiz ma ne anavezis e varv klodus nemet pa edo dija e relegoł war hent ar chapel-mań. Mard eo kerse, en ur c'hiz, na vije bet gellet kavout d'ober al lid-mań nemet ur paour kaezh beleg a renk izel, beuzet e chastre al labour-parrez hag e mor ar galleg, un dra gaer eo evelato e c'hellfemp en em unaniń a galon, pell diouzh ar c'homzoł lorc'hus hag an orbidoł diwirion dirak bez ur beleg hag a zo chomet atav paour hag izel ha troet e galon d'an holl reuzeudion. Kaeroc'h eo bet deomp c'hoazh tańva ar frealz hag al laouenidigezh da c'hellout kas d'hon Tad eus an Neńv, dre zaouarn ur beleg, an Aberzh peurvat a dle, maz eus ezhomm c'hoazh, diboaniań hor madoberour hag e gas marteze pelloc'h betek Bro beurbadus mibion Doue, gounezet gantań en em ginnig en aberzh anezhań e-unan evit Bro varvel e dadoł. Seul vrasoc'h a-se, a gav din, e tle bezań ar virvidigezh a lakaimp a-gevret el lid-sakr-mań, ma n'eus ket anezhań hepken un testeni a anaoudegezh vat a-berzh Kevredigezh ar Bleun Brug e-keńver he diazezour, met ivez un digoll – mezhek c'hoazh, gwir eo, met talvoudus evelato – a-berzh an Iliz Santel hag a-berzh pobl ar Vretoned.

N'eo ket meuleudioł emań an Aotroł Perrot o c'hortoz diganeomp amań. N'eo ket kennebeut da glevout meuleudioł en e enor omp-ni deut amań. N'eo ket deuet c'hoazh evitań amzer ar veuleudi hag an eńvoradegoł klodus a-berzh an dud. Hag ar pezh omp-ni deuet d'ober amań eo pediń evitań hag en em gennerzhań gant e skouerioł.

Ur wech meneget e spered, digor d'an anaoudegezhioł donań, d'ar c'hudennoł pouezusań, d'ar mennozioł uhelań ha da bep seurt kened speredel pe zoueel, e chom ganeomp dreist-holl skeudenn ur beleg breizhat, dispar e vadelezh abostolek hag e galonegezh santel.

Madelezh an Aotroł Perrot a souezhe ar gristenien – dister, a-wechoł – o deveze tro da vezań degemeret gantań ken brokus. C'hwekter an degemer, an aked da zivinout ezhommoł disterań e ostizien, ar boan kemeret da sevel a-wechoł beure-mat, da dommań un dra bennak d'ur beajour mall warnań, ur fae seder war an arc'hant hag an anaoudegezh vat, n'oant nemet an tu diavaez eus ar galon-se prest da skuilh he madelezh war ar re fall koulz ha war ar re vat. Piv lavaro gant pebezh karantez a dad en deus douget e-pad trizek bloavezhiad trubuilhus, samm an daou viliad hanter a eneoł fiziet ennań, hep kontań ar re-holl en em ginnige dezhań a-gleiz hag a-zehou ? Er barrez-mań, ken reuzeudik e pep keńver d'ar mare ma teuas enni, e c'houzańvas a bep seurt dismegańsoł, dreist-holl en amzer maz edo mezvet an dud gant trec'h ar "Front Populaire". Morse ne vagas an disterań kasoni ouzh tud poan dezho o vevań ha dalc'het en un doare gwidreüs meurbet etre krabanoł an droukspered. Ouzh ar fallagriezh ec'h enebas dre an drugarez. Piv a nivero an holl vadoberoł a-bep seurt en deus bet tro da hadań war ar brugeier-mań, dreist-holl e-pad ar brezel ? Morse ne reas an disterań fińvadenn evit en em zizober diouzh e samm, n'eo ket hepken en abeg d'ar sentidigezh, met dreist-holl en abeg d'ar garantez a vage ouzh kenvroiz reuzeudik. Krediń a c'heller lavarout diwar e benn ar pezh a lavar ar Skritur Sakr diwar-benn ar garantez hec'h-unan : "Pep tra a zigareze, pep tra a grede, pep tra a espere, pep tra a c'houzańve" (1 kor. 13, 4-7.)

Met ar vadelezh disheńvel-se ne rae ket an disterań gaou ouzh e fealded d'ar wirionez ha d'ar gwir. Hag ar fealded-se a viras gant un nerzh-kalon hag a zo souezhusoc'h c'hoazh eget e vadelezh. Nerzh an Aotroł Perrot a oa un nerzh speredel, da lavarout eo un nerzh-ene lakaet e servij un dlead, n'eo ket hepken e-keńver an Iliz, met ivez e-keńver Bro Vreizh.

N'eo ket bet an Aotroł Perrot e-unan o karout hag o servijań hor Breizh. Met e zellid eo bezań komprenet perak e heulie an hent-se, bezań kendalc'het gantań hep fallaenn ebet, bezań kouezhet warnań didamall hag habask. Unnek vloaz 'zo abaoe, ha n'eo ket digoret c'hoazh o daoulagad nemet d'un nebeudig tud ! Abred-kenań en deus an Aotroł Perrot anavezet unanded vev Pobl ar Vrezhoned ha gouestlet e vuhez a-bezh d'ober anezhi ur bobl kristen ha breizhat war un dro. Daoust ha bez' edo ar gwir gantań pe n'edo ket ? Ne vo ket didalvez marteze henn displegań amań e-kichen e vez.

Morse n'eus bet kement a ezhomm hag en hon amzer da embann unanded an denelezh ken war dachenn an natur ken war hini an dreistnatur, ha da brezeg etre ar pobloł un unvaniezh diazezet war ar gwir. An unvaniezh-se a zo un dra vat evit ma teuio an eskemm etre ar pobloł, eus ar madoł korfel hag eus ar re speredel, da lakaat an denelezh a-bezh da vont war-raok etrezek ar blanedenn merket dezhi gant Doue. Met an unvaniezh-se ne dle ket mont, evel ma kreder re alies betek kendeuziń ar pobloł an eil en eben. Un unvaniezh mekanikel ha diwar heg ne dalvezfe nemet da baouraat ar pobloł an eil diwar goust eben ha da vagań taolioł dislealded ha diemglevioł gwadus, evel ma welomp bemdez. Mad an denelezh, en enep da se, a c'houlenn ma vije-hi rannet etre pobloł, gouest da zispakań o ferzhioł hag o galloudegezhioł dibar ha digor d'an eskemm reizh ha karantezus kenetrezo. Pep pobl he deus he rusk hag he c'hefridi a-berzh Doue ha pobl ebet n'he deus ar gwir d'en em lezel da vezań diskaret, na da ziskar re all.. Mennoz an Aotroł Doue eo hennezh, hep mar ebet : hini an Iliz ez eo ivez, evel ma vije aes henn testeniań dre gomzoł ar Pab Pi XII.

Aes eo gwelout dre-se penaos e teu kement hini a labour evit mad gwirioł e bobl da labourat war an hevelep tro evit mad an denelezh a-bezh, ha pegen diskiant e vije krediń ez eus enebiezh etre ar garantez-vro hag ar garantez dleet da gement den a zo.

Aes eo gwelout ivez perak eo un dlead da bep den a skiant, ha muioc'h c'hoazh da bep kristen karout e bobl hag he lakaat e stad da seveniń ar gefridi merket dezhi gant Doue e tiegezh ar pobloł. Ur gourc'hemenn eo a-berzh Doue.

Ouzh sked ar gourc'hemenn-se, miret gant an Aotroł Perrot en un doare ken skouerius betek an devezh diwezhań, eo e rankomp kompren an dalvoudegezh sakr a voe d'ar brezhoneg hag e c'her-stur "Hep brezhoneg, Breizh ebet !". Evitań ar brezhoneg eo an ene a dle skoulmań kenetrezo izili Pobl ar Vrezhoned hag ar benveg speredel n'eus nemetań o tereout ouzhimp. Pet ha pet all eus e genvreudeur o deus karet ar brezhoneg, savet gantań traoł talvoudus ha lezet abred ar bluenn vreizhek da gouezhań diouzh o dorn ! Kerkent ha m'o deus meizet n'oa tu ebet da virout ouzh an implij pemdeziek eus hor yezh da vont war zisteraat hag e oa ret, evit ma virfe ar Vretoned o yezh, sevel, kelenn ha lakaat en implij ur yezh nevesaet, dereadekaet ouzh ezhommoł an amzer vremań, ar skrivagnerien-se, ar re anezho a oa beleien dreist-holl, o deus kilet dirak ar stourm a oa da ren : rak ne gomprenent ket da betra e talvezfe.

An Aotroł Perrot a gompren : anaout a ra ar Vrezhoned gant o reuzeudigezh skrijus. Ne fell ket dezhań e chomfent emzivaded.

Mennout a ra o mirout en ur Bobl evel war barlenn ur vamm, e-lec'h ma sunint ur vuhez yac'h e pep keńver hag e lec'h ma teuint gouest da skignań en-dro dezho ha dre ar bed kened speredel ha dreist-douarel, da c'hortoz mont da arvestiń ouzh Eienenn divent pep kened, an Dreinded Sakr.

Met anat e oa dezhań, evel maz eo da bep den a skiant, ne vije biken ar Vrezhoned ur bobl din eus ar sevenadurezh degaset gant ar gristenion keit ha na zeufent ket, war an tachennoł speredel ha relijiel, d'en em zizober muioc'h-mui diouzh ar "french way of life", diouzh an doare parizian da vevań. N'eus tu all ebet d'ur bobl da vezań ur bobl, pegen kalet bennak e c'hell bezań ar wirionez-se. N'eus tu all ebet kennebeut da lakaat holl izili ur bobl – ha n'eo ket hepken un dibab dister anezho – d'en em ziorren ervat, evit brasań klod o C'hrouer. Hag ar benveg n'eus nemetań diouzh doare  da gas al labour-se da benn eo ar brezhoneg. Ar brezhoneg eo hor yezh, a-raok pep hini all. Heptań hor Pobl ne c'hell nemet mont, tamm-ha-tamm, da get ! Hep Brezhoneg, Breizh ebet !

Setu aze ar mennozioł diazez en deus an Aotroł Perrot dalc'het dezho diblegus. Klevout a rae gant e genvreudeur, a-wechoł, hag hen c'hlevet em am eus va-unan er gador-brezeg, e oa a-walc'h, evit bezań ur Breizhad mat, bezań ur c'hristen mat. Se a oa reiń d'an anv a Vreizhad un dalvoudegezh ha ne oa diazezet na war an Istor, na war an arouezioł niverus a ziskouez ez eus c'hoazh ac'hanomp ur gwir bobl. Ar pezh a zo gwir eo ne c'heller ket bezań ur C'hristen peurvat ma ne glasker ket bezań ur Breizhad gwirion. An Aotroł Perrot en deus embannet ar gwirionezioł-se war a bep seurt tonioł. Ha n'eo ket souezh en dije diskouezet a-wechoł kalzig c'hwervoni dirak dallentez ha digasted kement a dud desket. Ne oa ket evit kompren ar pleg enep-natur kemeret gant e genvroiz.

Met n'eo ket bet fallgalonet. Stourmet en deus, nerzh all ebet dezhań nemet e vadelezh hag ar wirionez, arm all ebet gantań nemet e chapeled. Ha kouezhet eo dindan un dorn heńchet hag armet gant an droukspered e-unan.

Piv 'zo bet klasket tizhout ennań, ar beleg pe ar Breizhad, pe an eil hag egile ? Maz eo ar beleg hon eus ur merzher. Maz eo ar Breizhad hon eus adarre ur merzher rak war ar poent-mań adarre, abalamour d'e fealded da lezenn Doue eo bet diskaret ha diskaret dizifenn. Pehini pe bere bennak eo an abegoł o deus bountet an drouklazherien d'o zorfed, an droukspered, anat eo, en deus klasket tizhout ar beleg feal ken e-keńver an Iliz, ken e-keńver e Vro. Mervel abalamour d'ar Feiz pe d'al lezenn gristen a zo bezań merzher.

Gant ar mennozioł-se em c'halon eo e kinnigan ar Sakrifis Santel hag e taoulinan war bez an Aotroł Perrot karet, hep gouzout petra 'vije da ober, pe bediń evitań pe bediń anezhań.

M. ar C'hollo, Beleg

 

Notenn gant ar C'hannadig : War bajenn gentań dornskrid ar brezegenn-mań e c'heller lenn diwar zorn an Aotroł ar C'hollo e-unan :"An displegadenn-mań a zo ur skouer eus ar fazioł peurzivent a c'hell bezań graet a-wechoł. "13/ 6 /1967"… Trizek vloaz war-lerc'h enta e notenne hor c'heneil pebezh fazi spontus a zo bet graet gant eskibien ha kloer eskopti Kemper ha Leon a-zivout "Abostol Feiz-ha-Breizh".


Kristenion en Emsav



Ha Brezhonegerion en Iliz

 

"C'hoant ho peus e komzfe ho pugale da vat brezhoneg ?

Evit ma vo doujet yezh hon Tadoł-kozh, yezh ar Vro ?", setu aze penaos e krog un trakt nevez moulet gant Emglev An Tiegezhioł a zo ur gevredigezh a gaver roud anezhi kalz a-raok he disklźriadur e Prefeti Naoned. Adalek 1949 ez eus anv anezhi gant Alan Al Louarn. Chomet eo E.A.T katolik a spered daoust da emdroadur ar speredoł. Ur gevredigezh "neptu", hec'h anv "A.B.E.G." (Ar Brezhoneg Er Gźr) a oa bet savet diwezhatoc'h hogen n'oa ket padet pell. E.A.T. a glask bodań tiegezhioł brezhonek, tadoł, mammoł, mignoned dizimez, tud kozh, beleion, leanezed.. a-benn o harpań war hent ar brezhoneg. Ul liamm a gensikour  hag a vignoniezh evit ma chomo pe ma teuio da vezań ar brezhoneg yezh an tiegezh ha yezh ar vugale. War a bep seurt tachenn e c'hell labourat E.A.T. eta  e park ar brezhoneg : darempredoł etre ar familhoł, katekizerezh, troidigezhioł, beajoł etrekeltiek, embannadurioł, darempredoł gant an eskibion, hag all…

 

Oferennoł Brezhonek

 

Dres, evel a ouzer, ez eo gwall izel eo niver an oferennoł brezhonek abaoe un toullad mat a vloavezhioł, ha dizale e vo gwashoc'h c'hoazh o vezań n'eus mui nemet ur rummad tud abaoe 40 vloaz a zo da vezań avielet e brezhoneg, an emsaverien kar-o-yezh an hini eo, ha setu holl, hor c'henvroiz o vezań bet lakaet holl da c'hallegań ouzh o bugale dre gaer pe dre heg.

 Evit Nedeleg e oa skignet un oferenn war "Radio Frańs Breizh-Izel diouzh Landreger, en-dro d'an Aotroł Yann Talbod, prezidant EAT a-hend-all hogen diaes eo bet kas an traoł en-dro o vezań ma n'eus ket a skipailh frammet a emsaverion gristen e tolead Landreger. Bez' ez eus anezho, un nebeudig, met n'int ket boas a-walc'h da lidań ingal e brezhoneg.

E iliz Trelevenez ez eus bet unan ivez, gant kalz a dud deuet a-ratozh-kaer, a-wechoł eus a bell (Brest, Plouenan, Kernev-veur zoken !…) , evel boas.

Setu amań bremań penaos emań kont e Penn-ar-Bed evit an oferennoł en hor yezh :

- Bep sadorn noz da 8eur 30 e Trelevenez

- Bep sul kentań ar miz da 10 e 30 er chapel tro-kein iliz veur Kemper

- Bep "trede sul ar mizioł ampar" (!!!) e Sant Tomaz Landerne da 9 eur 45 (d l e : 18 01 04 ha 21 03 04)

- e Plouenan da 10 30 d'ar 25 01 04

- e Kastell da 10 30 d'ar 14 03 04

- e Sibiril da 10 30 d'an 18 04 04

- ar Pemp sul e miz mae er Folgoad

- anv a zo da lidań "un oferenn ar miz" e bro Landivizio

- derc'hent sul an Dreinded e Rumengol da 6 eur, ar bloaz mań d'ar 5 a viz mezheven.

- derc'hent sul ar pardon er Folgoad (eil sul a viz Gwengolo) da 6 eur noz

N'hellan skrivań nemet evit Penn-ar-Bed siwazh : ra lavaro deomp tud ar rannbarzhoł all, peurgent re Wengamp, An Alre ha Roazhon !

Emglev An Tiegezhioł en deus skrivet da eskob Kemper ha Leon da heul lizher-eskobel an Ao. Gourvez, eskob Gwened a ya tre a-du gant avielerezh an Emsav, a-benn ar fin, o skrivań e lizher e "ZH", doare-skrivań an "Nazied", evel ma vez klevet adarre, o venegiń an Aotroł Perrot, mar plij !, ha dreist-holl, ar pouezusań eo moarvat, oc'h erbediń krouiń ur greizenn avielań brezhonek e Keranna-Wened.

Respont ebet gant eskob Kemper ha Leon evit ar poent avat. Gouzout a reer ez eus ur "gomision" , a ya en-dro e galleg, a zo sańset ober kinnigoł d'an eskob a-zivout "yezh ha sevenadur Breizh". Evit gwir n'eus ezel ebet eus E.A.T. a vije ezel eus ar "gomision"-se ha ne seblant ket an eskob nag e vikeled gwall chalet gant avielerezh an Emsav evel maz eo an Aotroł Gourvez.

E Penn-ar-Bed ne seblant ket a-bouez ar gomision-plouz-se n'en em vod ket alies a-walc'h hag a zo gwall glouar ouzh ar yezh forzh penaos. Anv a vez a oferennoł "o treiń" ('tournantes' e galleg, daoust ma c'hell diskouez ar ger-mań e galleg ur ster gwall zivalav e banlevioł 'zo !), oferennoł, 'keta, a vez lidet ur wech ar miz pe se e pep parrez an tolead parrezioł kenstrollet : tolead Daoulaz, hini Landerne, hini Plouziri... Ma ! Se a vez graet evit ar galleg hag evit ar brezhoneg ez eo ar memestra daoust ma ouzer ervat ne bado ket an doare-se da ober dre ma tigresk spontus niver ar veleien "war an dachenn". Dizale eta ne vo kavet beleion nemet er C'hźrioł : Landerne, Landivizio, Brest, Lesneven…

Dre ma n'eus ken a oferennoł gallek d'ar Sul e Sant Tomaz Landerne hon eus goulennet eno un oferenn BEP SUL ha d'un EUR DEREAT, e Kźr Landerne eta, a-benn ma c'hello an  tiegezhioł a fell dezho mont d'an Oferenn bep sizhun evel ma c'houlenn an Iliz, ar pezh n'eus ket tu d'ober gant an oferenn ingal nemeti ez eus : hini Trelevenez en em gav kalz re ziwezhat d'ar sadorn, ouzhpenn dezhi bezań lec'hiet fall, pell diouzh ar c'hźrioł, e-kreiz ar maezioł.

Anv a zo gant "ar gomision" a sevel kentelioł katekizerezh e liamm gant sevenadur Breizh ha da sevel kantikoł nevez adarre ; mat-tre hogen d'hor sońj ez eo tremen poent kinnig ul lec'h hag un eur dereat d'ar vrezhonegerion emskiantek.

Setu aze evit Penn ar Bed : da re Roazhon, Gwened ha Gwengamp d'hor c'helaouiń mar plij o skrivań d'ar c'hannadig ; henn azgoulenn a ran rak strewet evel maz omp n'eus tamm kenurzhierezh ebet ; ha, gwelloc'h c'hoazh, ra lakaio ar re a c'hell o anv war ar roll-skignań http://groups.yahoo.com/group/brezhonegeniliz/ evit reiń keloł ha resev digant ar re all. A-bouez-tre eo reiń da anaout petra a vez graet hag e pelec'h.

Neb a fell dezhań kinnig un aergelc'h kristen d'e diegezh pe dezhań e unan a RANK en em stagań ouzh ur stroll brezhonek kristen bennak : n'eo ket a-walc'h koumanantiń da Imbourc'h. Ret eo pediń ha bevań a-gevret, ingal hag e brezhoneg.

Ra skrivo an dud eta da EAT, Kergreven 29800 Trelevenez evit labourat da vodań un tamm an tiegezhioł brezhonek kristen !

 

T. Gwilhmod, evit E.A.T.


 


Prezegenn Nedeleg Oferenn ar Pellgent er Vinic'hi



Va Breudeur ha va C'hoarezed Kristen

 

Kemenn a ran deoc'h ur c'heloł mat ! Moarvat emaoc'h o sońjal emaon o vont da lavarout deoc'h eo bet ganet Jezuz ! Met, kement-se a ouzoc'h abaoe pell 'zo. Ur gwirvoud kaer eo ha n'eo ket gwell nevez ken... Ar c'heloł mat a fell din kemenn deoc'h a zo disheńvel-mat :  fenoz, ni holl bodet amań en iliz Sant Erwan ar Vinic'hi ez omp heńvel ouzh Mari, Jozeb hag ar bastored, ar vesaerion.

Sellomp enta pishoc'h ouzh gwirvoud an nozvezh Nedeleg kentań e Betlehem daou vil vloaz 'zo, hag ouzh hini an noz-mań.

 

1 - En em lakaet int a-gostez.

Degouezhout a ra Mari ha Jozeb er gźrig vihan a Vethlehem..., met nag a dud ! Mare an niveradeg e oa, gourc'hemennet gant an impalaer Kaesar-Augustus. An holl familhoł a oa ganto gwrizioł, tost pe bell diouzh kźr Vethlehem, an holl diegezhioł o doa evel hendad unan bennak eus familh ar roue David - hag e-leizh a baotred hag a verc'hed en doa bet - an holl dud-se a ranke dont da vezań niveret pe gontet e kźrbenn ar rannvro ma oant o tont : ha kement-se a rae ur mor a dud, un engroez !

Joa d'en em adkavout holl a-gevret, kaozeadennoł trouzus, laouen, kriadennoł ha klemmichadennoł ar vugale !! Ne dlee ket bezań sioul, peoc'hus !!

An ostelioł, an tavarnioł, an ostalerioł mui pe vui gwall vrudet, hag ar sal gumun (boutin) peurleun, leun-chouk, trouzus hag un tamm mat godisus : leun-kouch e oa e pep lec'h.

! Eveljust, lezenn an degemer - ul lezenn santel anezhi, ne bermete ket da argas unan bennak - dreist-holl ur plac'h o tougen ar vuhez enni, - ur plac'h dougerez - ; en em stardań a raed un tamm muioc'h, setu holl. Met Sant Lukaz a skriv, gant elevez, ne oa ket a blas evito. Komprenomp ne oa ket tu, en abeg d'an dud berniet an eil e-kichen egile, da gavout an disterań tamm plas a oa ezhomm evit bevań en un doare dereat ha klet mister, kevrin dibar ar c'hanedigezh - ha pebezh ganedigezh ! degemer er sioulder hag en deneridigezh Mab Doue e-unan.

Ha neuze, Mari ha Jozeb o deus kuitaet ar gźr trouzus ha birvidik evit kavout repu en unan eus kevioł krevier a gaver c'hoazh e Bro-Balestina war an torioł-mein-raz m'eo savet Bethlehem warno. Mari ha Jozeb a zo en em lakaet a-gostez evit bevań, tremen, ar mare bras-se, ha deuet eo ivez d'o gwelout tud a veve en distro : ar bastored, ar vesaerion. Kement-se a zo bet tremenet da goulz an Nedeleg kentań daou vil vloaz 'zo.

 

2.   Ni ivez zo en em lakaet a-gostez.

Ha ni neuze en noz santel-mań petra a reomp, daou vil vloaz war-lerc'h ?

Abaoe meur a sizhunvezh, en hor c'hźrioł, hor parrezioł, hor c'hźriadennoł eo deuet ar vuhez da vezań diroll. Abaoe un nebeut devezhioł ez eo aet an traoł war follaat c'hoazh : traoł da brenań amań, profoł da zibab, un adkoan nedeleg da aozań. Fenoz, en tiez-debriń hag en ostalerioł, ar "boestoł-noz" a vo leun a dud enno : ret e vo bet goulenn plas en a-raok, pe e vo ret chom er-maez. Darn a raio dispignoł mat, ha dizurzh da heul. Darn all a zo aet er menezioł da skiań : ha tabut, tousmac'h er porzhioł-houarn evit kemer an trenioł, ha stanket an hentoł gant ar gweturioł...

Nozvezh a reuz hag a dousmac'h, a dourni, a dodion enta gant taolioł leun a voued a bep seurt, evel ma klaskfe lod eus an dud en em vouzariń, ha kargań o c'horf evit chom hep klevout ken klemmoł ha poanioł ar bed : ar brezel, an naon, ar c'hleńvedoł.

Met ni, evel Mari, Jozeb hag ar vesaerion, a zo en em lakaet a-gostez, er maez al lec'hioł a cholori hag a safar, evit en em adkavout amań ur pennad amzer, en un aergelc'h a bedenn, a breder, a levenez habask, seder, evit bevań a-gevret ar gouel-mań gant kantikoł, evit en em unaniń a-gevret en-dro d'an hevelep kevrin, ar memes mister : degemer Jezuz, prińs ar peoc'h a zeu davedomp, ennomp, hiziv evel bemdeiz, e kalon pep hini ac'hanomp hag e kreiz ar bed. Ken kaer eo, ha laouen, rannań an hevelep Feiz, an hevelep esperańs. Ken kaer eo, ha laouen, joaius, kanań gant ar memes gerioł oberoł dreist an Aotroł Doue !

Neuze e lavaran deoc'h : fenoz, ni-holl a zo heńvel ouzh Mari, Jozeb, hag ar vesaerion !

 

3)  Un tiegezh bras, dezhań e luskadoł.

Un tamm dre-holl er bed, milionoł a gristenion a zo o vevań o vevań an hevelep darvoud, hag o kanań ar memes mister. E broioł 'zo eo ar goańv evel amań, e broioł all, eo an hańv. E broioł 'zo ar peoc'h, e broioł all ar brezel hag ar gwalleur.

A-benn nebeut amzer, en ur gomuniań ouzh korf  hon Salver Jezuz, e vo bevet an unvaniezh-se gant muioc'h a dan c'hoazh : ar memes Jezuz a resevimp.

Hag evel-se ne reomp nemet ur familh bras-divent : familh santel bugale Doue, ur familh hag a vev mareoł 'zo e kreiz ar bed evel an holl dud, ha mareoł all en em laka un tamm a gostez, distro diouzh ar bed evit en em sońjal, prederiań, gwelout sklaer ar pezh ez eo, ha lidań misterioł bras ar Vuhez hag ar Feiz a siell hec'h unaniezh hag he dibarelezh.

Eürus ez omp da vezań paotred, merc'hed, bugale, a oar bezań bamet c'hoazh dirak an traoł kaer ha gwir, ha kaout preder gant pezh a ra don-donań buhez mab-den.  Amen.

 

Yann Talbot

 Person parrez Landreger.Iliz Sant Erwan ar Vinic'hi, d'ar 24 a viz Kerzu 2003; Oferenn ar Pelgent, Noz an Nedeleg ; Skignet war-eeun gant Skingomz Radio Bleu Breizh Izel, Kemper


 


Du-mań, Du-hont, er Bed


 


Adam

Tennań a ra an Aotrou Doue Adam eus al loenegezh evit ober anezhań ur boud speredel, (kenderc'hel a ra d'henn ober e pep den). Hogen Adam (ha pep den) a lak e berzhioł speredel e servij e loenegezh : e-lec'h o lakaat e servij e vuhez speredel ez en em ro d'al labour gwellaat e stad danvezel dre ar ouiziegezh kentoc'h eget dre e anaoudegezh karantezus eus Doue.

« Klaskit da gentań Rouantelezh Doue, hag ar peurrest a vezo roet deoc'h ouzhpenn ».

 

Indezeuropeg

8.000 bloaz'zo, en Anatolia (e-kreiz Turkia bremań) eo e vije bet komzet ar yezh a zo deuet diwarni 144 yezh anavezet etre Bro-Indez hag Iwerzhon. (Bretagne hebdo 31.12.03).

 

Pedenn war ar boued

« Kement tra bet krouet gant Doue a zo mat, mar debrer anezhań en ur drugarekaat ; rak santelaet e vez pep tra gant komz Doue hag ar bedenn ». (Komzoł an Aotrou Doue e kentań lizher sant Paol da dTimozeos 4, 4-5).

 

Troļdigezh

« Al labour-treiń an testennoł-liderezh eus al latineg da yezh ur bobl n'eo ket ul labour-krouiń, met reiń d'an dud en o yezh un destenn feal ha reoliek eus an embannadurioł latinek diles ». (La Croix, 24.10.03).

 

Prezegerezh

« Gwelloc'h eo tevel ha bezań, eget komz hep bezań. Mat eo kelenn, ma ra an hini a gomz ar pezh a lavar ». (Sant Ignatios Antiokeia, e Lennadennoł pemdeziek, Imbourc'h 299-300, p. 32.

 

Talvoudegezh ar bremań

« Munutenn war-lerc'h munutenn, milionoł a vunutennoł a ya da ober ur vuhez-den war an douar. Bevit ent-peurvat pep munutenn, ha santel e vo ho puhez ». (Kardinal Van Thuan, eskob viétnamat bet 13 vloaz en toullbac'h).

 

Butuniń

Perak e krog ar grennarded da vutuniń ? Peurliesań eo dre ma ne gred ket lod anezho en em ren en un doare disheńvel diouzh o c'hamaladed, pe dre ma fell da lod all diskouez ez int endeo goured.

Ha padal eo en oad krenn e klasker startaat e bersonelezh dre chom hep ober evel ar re all.

 

Ar wirionez

« Ne drec'h ar wirionez nemet drezi hec'h-unan ». (Tad G. Cottier, feizoniour ar Pab, e La Croix 12.10.03)

 

Niver an dud lakaet er bed

Hervez gouizieien'zo e vije bet ganet 106 miliard a dud war an douar abaoe ar bloazioł -65.000 kent Hor Salver. Da neuze ne oa anezho nemet ur 600.000 bennak. E-tro ar bloazioł -40.000 KHS e oant 6 million. Gant al labour-douar er bloazioł -5.000 e oant 250 million e deroł ar marevezh kristen. Daou c'hant vloaz'zo e oant I miliard, ha bremań 6 miliard. (Population et sociétés, no 394, ha Commentaire no 101).

 

Lezenn-Stad war Gredenn ha Relijion

Stad Bulgaria ne anavez nemet an Iliz Reizhvriek hepken evel Iliz ar vro (Lezenn an 19 a viz kerzu 2002). Ar geodedourion all (Katoliked ha Protestanted, 2,5%, Islamiz, 12%, h.a.) a rank goulenn un aotre evit bezań anavezet hag oberiań. (Service Orthodoxe de Presse, Pariz).

Ar pezh a c'hell kemm ma teu Bulgaria en Unvaniezh Europa.

 

Poutin

« Va fal a zo lakaat Rusia e bed ar C'hornog, hag evit-se kas ivez war-raok an adunvaniezh etre kristeniezh Moskov hag hini Roma, dre m'eo ar gristeniezh sichenn ar sevenadur hag an hevelebiezh kornogat ». (Da geńver e weladenn d'ar Pab d'ar 5 a viz du 2003). « N'eus netra brasoc'h evit an Iliz eget servij ar vammvro ». (D'ar 24 a viz gwengolo e New-York. Ar pezh a seblant lakaat Doue e servij Kaesar, hag ar relijion da simant politikel e keoded an dud.(An Iliz er bed, 1ań trim. 2004).

 

Paol Kalvez

 

 

Kendalc'h Keltiek 2004 E Enez Vanav an hini eo e vo dalc'het ar C'hendalc'h ar bloaz-mań, e-pad ar Sizhunvezh Santel (12 a viz Ebrel-17 a viz Ebrel). An danvez anezhań a vo diwar-benn ar maouezed e istor ar broioł keltiek. Digant Skourr Breizh ar C'hendalc'h e c'heller goulenn titouroł (5 str. Berlioz 29600 Plourin Mz pe o vont war www.celtcong.bzh.bz). En Imperial Hotel Porzh Erin e vo graet pep tra. 250 lur saoz a ranker rakjediń dre vras evit ar bod hag ar predoł war ar plas.

 

 

Ur c'hamp katekiz a vo graet e Landreger gant Emglev An Tiegezhioł sizhunvezh diwezhań miz Eost. Ezhomm 'zo eus sikour tud a bep seurt evit ar gegin, an evezhiań, ar c'hatekizań. Tu a zo dija da c'houlenn titouroł : Person Landreger Presbital 22 220 Landreger 02 96 92 30 51.

 

 

Degemennadenn d'ar Gristenion brezhoneger

Oferennoł e brezhoneg e Landreger

hag er Vinic'hi

 

Sul 28 a viz Meurzh,  Iliz-veur Landreger - 17 eur 30

Sul 25 a viz Ebrel, Iliz ar Vinic'hi - 17 eur 30

Sul 16 a viz Mae, Iliz ar Vinic'hi - 8 eur (Pardon St Erwan)

Merc'her 19 a viz Mae, Iliz ar Vinic'hi - 8 eur (Pardon ar Vinic'hi)

Sul 30 a viz Mae, Iliz-veur Landreger - 18 eur 30 (Pantekost)

Sul 27 a viz Mezheven, Iliz ar Vinic'hi - 18 eur 30

Sul 25 a viz Gouhere, Iliz-veur Landreger - 18 eur 30

Sul 29 a viz Eost, Iliz ar Vinic'hi - 18 eur 30

Sul 26 a viz Gwengolo, Iliz-veur Landreger - 18 eur 30

Sul 31 a viz Here, Iliz ar Vinic'hi - 17 eur 30

Sul 28 a viz Du, Iliz-veur Landreger - 17 eur 30

Sul 26 a viz Kerzu, Iliz ar Vinic'hi - 17 eur 30

 

 

Sevel Tiegezh

Dizimez, intańv, intańvez, torrdimezet oc'h ?

 

Kejań : Ur servij eus "Emglev An Tiegezhioł" (E.A.T. diazezet e 1949) a glask sikour ar vrezhonegerien(ezed) da gavout o far o virout ar goulennoł kuzh ha dic'houzvez, eveljust.

 

Skrivit Deomp : digoust eo. Kergreven 29800 Trelevenez. Postel :  « eat@libertysurf.fr ».

Kasit Deomp Ivez Anvioł ha posteloł pe chomlec'hioł tud a c'hellfe bezań dedennet.

 


 


KKKKKKKKKKKKKKKKKKKKKK

 


Bez' ez eo "Kannadig Imbourc'h" ur stagadenn da "Imbourc'h Kelaouenn a Studi" hag embannet

eo enta evit "Keneiled Imbourc'h". Skodenn-vloaz : 60 euro, o reiń ar gwir da zegemer bep bloaz

peder niverenn stag outo, ha peder niverenn eus "Kannadig Imbourc'h." Ar skodenn a zo da gas da

Y. Ollivier, 8 leurgźr ar Marchiz, 56230 Kistreberzh. Ar pennadoł evit ar C'hannadig a zo da gas

 dre ar Post da : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 Blaen ; dre ar genroued da :

yann-eliaza@wanadoo.fr ; Moulerezh prevez Keneiled Imbourc'h ; Rener Kannadig Imbourc'h :

 Youenn Olier ; embanner : Yann Mikael. Niverenn-wask : 50015 ; ISSN : 1144 357X.