KANNADIG
IMBOURC'H
Niverenn 22 Stagadenn da niverenn 2 Imbourc'h,
Rummad Nevez Mezheven 2002
Distro an Euzhc'hlazarded
Dirak freuzadur ar yalc'hsezoł dre ar bed er
mare-mań, hag o vezań ma hańval an orin anezhań dont eus Stadoł Unanet Amerika,
en deus George Bush, e miz Gouhere, diskuliet ar floderion hag a rivin ar
fiziańs, ouzh o envel "avaloł
brein", hag o lavarout eo ret o zennań diouzh ar baner a-raok dezho
pistriań ar banerad en he fezh.
O tennań d'ar c'hontaouerezh ez eo ar floderezh-se,
da skouer e ti Enron, WorldCom... anavezet gant an holl bremań ; hogen an SEC (Securities and Exchange Commission) en deus dizoloet ur c'hant
daou-warn-ugent degont bennak heńvel abaoe derou ar bloaz 2002.
Merk pennań ar strolloł greantel bras-se, kiriek da
freuzadur ar yalc'hsezoł, ez eo o ramzegezh. Kenderc'het en deus bomm ar bloavezhioł dek-ha-pevar-ugent,
kendeuzadurioł evit 9000 miliar a zollaroł US, a verke Newsweek eus an 8 a viz Gouhere, hogen, emań ar meurstrolloł-mań hiviziken, o vont da gouezhań en o
foull, an eil re goude ar re all .
Goubarzhelezh ar gevalaouriezh, a verke a-hend-all
ar Gall Franēois Michelin nevezik 'zo, ez eo bezań un "anadenn
naturel", ur reizhiad, - dre
ma vezer dieub e-keńver hon divizadennoł, - e-lec'h
e vezer ivez atebek dirak ar c'hevranneg, ar goprad, an arval, ha dezho ez eo
ret rentań kont.
Ar strolloł tiegezhel, bras pe vrasoc'h, ar
c'hrennembregerezhioł, a wirieka melestradur o renerion a dost-tre, neket dre
maz eo o arc'hant hepken a veront, hogen ivez dre maz eo o dazont hag a zo er
c'hoari.
Ar gudenn gant ar "ramzed", ez eo ma
tremenont e-biou d'an heuliad gwiriekadurioł-se, en abeg dres d'o ment, pe, pa
n'eo ket a-youl-gaer, pezh a zo gwashoc'h, eo e skarzhont kuit dirazo.
O stadań kement-mań, ez eus, hep mar ebet, un
toullad tud prederiet oc'h en em c'houlenn pegoulz e paouezo an
difaragoelladeg-mań : un toullad a vankerion eveljust, a c'hreantourion, a
embregerion, hogen ivez a arboellerion vihan o deus prenet kevrannoł dre
hantererezh o bankoł, hep kontań ar
vicherourion darbet dezho koll o implij gant freuz-stal ar strolloł-se, pe d'an
nebeutań, gant o adframmidigezh pa vez gwerzhet skourroł 'zo eus o obererezh da
strolloł all, gwelloc'h yec'hed kellidel ganto, hogen war ziviz ne vefe miret
nemet un darn eus ar c'hoskor, pe - gwashoc'h c'hoazh - e vefe dilec'hiet al
labouradegoł trema broioł kalz digoustusoc'h an dorn-labour enno.
Merk pennań hor grez arnevez, ez eo ar ramzegezh en
e frammadurezh : savadurioł ramzel, kźrioł ramzel, bigi ramzel, gourvac'hadoł
ramzel, gouelioł ramzel, armoł a zistrujidigezh yoc'hel, kevredadoł ramzel, hag
all, hag all.... ha paz a a-dreuz an traoł ez eus ivez kolloł ramzel, evel ma
title, n'eus ket pellzo "Valeurs
Actuelles" en he galleg flour : Mégafusions,
Mégabouillons, ha din, e rae an
dra-se sońjal e traoł all, evel da skouer er C'hevredinad Europat, e-lec'h e
ranker taliń ouzh kudennoł a vent ivez.
E Maastricht (Izelvroioł) e 1991, e oant daouzek
penn-stad o terc'houezań daouzek riez evit skoulmań ar feur-emglev brudet, hag
e oar, pep hini ac'hanomp, pegen diaes eo ober arc'hwelań endeo a-gevret,
daouzek bro disheńvel evit pezh a sell ouzh ar politikerezh, an armerzh, an
dezvadurezh, ar gerreizh, ar barnerezh, an enbroerezh, hag all... hep kontań
koust an amaezhiadurezh divent evit ober arc'hwelań kement-se ; ha bremań e
klever digant hor stadrenerion, e vimp, a-benn nemeur, war-dro pemp riez warn
ugent er C'hevredinad Europat. Kement ha lavarout ez eus diaesterioł ouzh hor
gortoz. Seulabred, e keńver an armerzh, e ouzer ez eus digemparderioł anat
a-walc'h, evit pezh a sell ouzh koust ar c'henderc'herezh, etre riezoł 'zo,
n'eus nemet kounań kudenn al legumaj hag ar frouezh etre Bro-C'hall ha
Bro-Spagn. Hogen an dra-se n'eo nemet nebeut a dra keńveriet gant priz an
dorn-labour e broioł Retereuropa (gopr miziek keitat e Roumania : 90 euro),
rivinet maz eo bet o armerzh gant ur reizhiad kevunour. Ne gonter ket endeo ar
strolloł greantel o tilec'hiań o labouradegoł etrezek ar broioł-se, evit an
abeg-mań end-eeun, pegement e vint neuze pa vo bet enkorfet ar broioł-se en
Unaniezh Europat.
En ur sterniad etre unan kreńv hag unan gwan e
sońjer peurvuiań e vo faezhet an hini gwan gant an hini kreńv, hogen aze e
c'hoarvezo ar c'hontrol dre bennaenn al listri o kehentań ha savelenn ar
marc'hadmatań. Al labour a yelo emen e vo digoustusoc'h an dorn-labour, hag ar
re a vo dilabour a raio trouz, ha reuz a vo da c'houde. An doare gwellań da
eeunań ar saviad a vefe digreskiń koust al labour e kormog Europa evit mirout
al labour-se dres, hogen petore c'hweluniad labourerion a asantfe da hevelep
tra ? Un diskoulm all a vefe adsevel klouedoł maltouterezh evit klask
gweskennań war ar reizhiad listri o kehentań, hogen ar C'hevredinad a zo bet
diazezet dres war diskaridigezh ar c'hlouedoł-se.
Desket eo bet dimp o doa steuziet ar euzhc'hlazarded
en abeg d'o ment, ne oant ket evit bevań evel-se gant an denion ; emaint o tont
en dro, dindan ur stumm disheńvel avat, hogen war pezh a hańval o deus
diaesterioł c'hoazh da vevań ganeomp.
Yann MIKAEL
Notennoł Politikel gant Youenn Olier
Sport ha Riezelouriezh c'hall
Un tamm hegaset e oan bet un nebeut mizioł 'zo, o
lenn kazetenn gefridiel Breizh hag ar broioł-krec'h, Ouest- France a fell din lavarout, e derou an hańv enta, da vare Kib Melldroad ar Bed. Bemdeiz war Ouest-France e veze gouestlet pennadoł
hag addisplegoł trivliet da zisoc'hoł ar c'hevezadegoł m'o doa paotred skipailh
Bro-C'hall - Afrikiz du, na mui na maez, an tri-c'hard anezho (n'eo ket aet da get
an drevadennouriezh !) - kemeret perzh enno, bepred gant ar spi o dije an
triliv gourzrec'het er bed a-bezh, a-benn ar fin. Hogen n'eo ket hepken war O.F. e veze broudet ar patrioterezh gall
giz nevez - dizańjeroc'h evelkent en degouezh-mań eget da geńver brezelioł
braouac'hus ar c'hantved tremenet - hogen, e stalioł-kenwerzh 'zo a bleustran
bemdeiz e kźr e oa graet ivez brud, forzh pegement, en-dro d'an darvoud meur a
zlee lakaat Bro-C'hall e renk kentań broadoł an hollved. Stal ar c'higer 'ta,
du-mań, e-kichen an iliz, a oa kinklet penn-da-benn gant tri garlantez, unan
amparet gant melloł-troad, fetichenn-veur ar C'hib hollvedel, un eil garlantez
amparet gant bannieloł an holl vroioł, pe, kentoc'h an holl riezoł a gemere
perzh en abadenn - (sońjal a rit a-walc'h ne oa ket hini Breizh da welout tamm
ebet en o zouez) - hag erfin, penn-da-benn d'ar stal, un trede garlantez, an
hini splannań eus an holl, amparet gant bannieloł gall triliv, an hini en deus
stlaket penn-da-benn da Europa daou c'hant vloaz 'zo, an triliv muiań karet
gant Le Pen ha paotred e strollad, a ra eus ar prantad-se uhelań hini istor ar
galloud gall, - me lavar deoc'h, peadra da dreiń sod d'ur brogarour brezhon
barnet bemdeiz da arvestiń outo.
Gwell a se, hunvre veur ar batrioded c'hall a droas
da voged a-barzh pell, ha n'hor boe ket da advevań e Breizh an hurlink eus
pevar bloaz 'zo, e 1998, pa reas an darfellegezh c'hall he reuz e pep lec'h en
hor bro e-pad ur miz bennak. Gwir eo ivez, en doa servijet trec'h skipailh
Roazhon, e 1965, a gav din, da geńver Kib Bro-C'hall er bloavezh-se, da vroudań
ar vrogarouriezh vrezhon. Sońj am eus ez ae va breur-kaer Alan Louarn da
bourmen e kźr Roazhon o kemer perzh e gourvolez an engroez, hag eńv o tougen ur
Gwenn-ha-Du a n'ouzon pet metrad karrez. Hogen petra fell deoc'h, mat eo ar
vrogarouriezh vrezhon dre ma n'o deus Breizhiz kemeret perzh evel Breizhiz en
Istor diaoulek ar bed arnevez a zo da ziverkań, mar dle ar feiz kristen
bleuniań en-dro war ar c'hevandir-mań un deiz.
Ul lu europat a-benn ar fin ?
Evel bep bloaz he deus ar gazetenn O.F. gouestlet un
toullad pennadoł da abadennoł folklorek ar "Gourzrec'h" bet lidet
e-kreiz an hańv e Koadkidan e-lec'h emań staliet ar Skol-Uhel vilourel c'hall a
St Cyr. War un dro he deus ar gelaouenn embannet danevelloł diwar ur seurt
kendalc'h renet eno gant danvez ofisourion o tont eus skolioł-uhel milourel all
eus riezoł kenezelet er C'hevredinad Europat, hag ar re-mań o c'houlenn e vefe
ensavet an abretań ar gwellań ur c'henlu europat.
Evel m'em eus sońjet atav, ne c'heller ket hepkoriń
an arme en ur gevredigezh bennak, arnevez pe get ; n'em eus abeg ebet enta da
vurutellań keal un arme europat, er c'hontrol. Sońj am eus e oa bet anv endeo e
deroł ar bloavezhioł hanter-kant a sevel ur seurt arme, ur mennad a reas
tro-wenn war wall De Gaulle. Kavout a rae din neuze e vije bet hevelep
ensavadur un araez galloudus evit diskar ar gealiadurezh riezvroadelour arnevez
alaman, saoz, gall, spagnat a zo bet kiriek d'an arnod da zistrujań
broadelezhioł istorel Kornog-Europa, ha peurgent re ar c'henelioł keltiek, ur
gealiadurezh he deus en em harpet war al luoez riezel lakaet en o flomm gant
galloudoł roueel Kornogeuropa. Dre se em eus kavet boz o stadań ez eo frammoł
al luoez-se end-eeun o deus emouezet ouzh ar ret ma oa dont er-maez eus un
istor en deus reuziet buhez remziadoł ha remziadoł a Europiz e-pad kantvedoł ha
gwastet, marteze diremed, o stuzegezh peurgent dre an enluadur dre ret a rae
eus ar yaouankizoł galvet d'an armeoł ur seurt
a sklaved, hag int dalc'het er stad-se e-pad bloavezhioł ha bloavezhioł
eus o buhez.
N'ouzon ket penaos o deus an danvez ofisourion renet
o frederierezh a-zivout an arme europat da zont. Gwir eo n'eus ken kalz a ster
gant an amrizh luoez riezel a gentaou, evel ma oa anezho er c'hantved tremenet.
Ar stadvroadoł a oa difennet ganto neuze o deus kollet, er pleustr, o
dishualded. Ar renkadoł henvoazel a framme anezho kant vloaz zo a zo aet da
get, war un dro gant ar feiz kristen ; n'eus ket mui a sevenadurioł hag a
stuzegezhioł awenet ganti, erlec'hiet
maz eus bet outo ur c'hultur danvezelour etrevroadel a vez skignet e pep lec'h
dre levezon hollvedel ar riez amerikan hollc'halloudek, ken e c'heller sońjal
n'eus ket mui a ziforc'h etre stuzegezh an Amerikaned hag hini Europiz ar
C'hevredinad.
Div gudenn a sav enta dirak kenduidi un arme europat
kevredin. Daoust ha difenn a reont ur stuzegezh europat a-ziforc'h - awenet,
avat, gant peseurt prederouriezh - pe neuze, evel hini ar Stadoł-Unanet, netra
nemet lazoł armerzhel, hag un demokratiezh vojennel.
En degouezh-mań, dres, n'he defe mui an arme kefridi
speredel ebet eveljust, ha n'he defe mui en he c'harg nemet ur roll
kalvezel-rik, bepred a seurt gant hini al lu amerikan, tonket ma vefe d'an holl
vrezelioł a vefe renet ganti en amzer da zont tennań d'ar brezelioł a zo bet
kaset da benn en Irak pe en Afganistan. En un degouezh a seurt se ez a ar
pennpouez gant ar galvezoniezh, ha da get ez a roll an dud a hiniennoł war an
dachenn, ha da netra o niver, peogwir ez eo emgefreekaet an armoł hag an implij
anezho.
Moarvat em eus-me hunvreet a-wechoł, e sigur Breizh,
eus un arme a vefe heńvel ouzh hini Swiz, un arme a emzifenn-rik hag a vefe war
un dro ur skol a geodedouriezh , da reiń d'ur bobl an tu da beurbadout en he
hennadelezh. Hogen, dres, ne c'heller ampennań un arme a seurt-se nemet en ur
riez kevreadel republikan adal an deroł evel maz eo Swiz end-eeun, ur vro
vihan, digreizennet a-grenn ar galloud enni.
Ar Stuzegezh Milourelour
E riezoł-diazez Kornogeuropa, Bro-Saoz, Bro-C'hall,
Spagn, Alamagn, Italia (an div riez-mań stuziet diwar skouer an teir c'hentań)
ez eo kenwasket a-grenn ensavadur ar roueelezh ouzh hini ar virourelezh, houmań
azonet peurgent dre an emroelezh, ar fealded hag al lealded rik ouzh nouez ar
roue, hemań fiziadour ar galloud doueel a-berzh an Arloz abaoe grez Kustantin
en Europa, nemet en ur gevezań outi atav ; embregadur ar galloud-se,
a-hend-all, a zo bet aroueziet a-viskoazh, en holl gevredigezhioł-se, dre un
arliderezh mennet da zarluniań ar Veurded Doueel end-eeun. Alese arouezennegezh
an holl wiskamantoł ha turubailhoł lugernus a wisker d'ar re a zo perzhiek e
galloud doueel ar stad, alese ivez pouez al lifreoł livek a zougont gant lorc'h
ha fouge, en holl gevredigezhioł gwitibunan, plumachennoł skolidi St Cyr o
tennań da re ar vrezelourion a Nevez-Winea, (anezho, sańset, gouezidi), alese
dispakadur ar medalennoł war vruched ar vilourion arveret kenkoulz en armeoł
kevunour - gant soudarded an URSS, re gentaou, ez ae ar maout er par-se - hag
en armeoł "kevalaour", an holl ganmoederezh-se o vezań liammet ouzh
ur patrom a haelded denel a zo kanmeulet ha gourlaezet en ur film kozh eus an
etrevezh-brezel diwezhań a oa anvet "La
Grande Illusion" en anv ar "c'hoari tek".
Un Distro-Prezeg
Amań e karfen ober un distro-prezeg war an
diac'hinad en em ziskouez er grez arnevez atav, er C'hwec'hkogn peurgent, etre
an arwarzh romantel a lakaer e kont an talvoudoł milourel hag uhelvennad ar
vertuzioł a zo kinniget da bleustriń warno gant an Aviel, evel maz int
displeget e-barzh oberenn Sant Fransez a Sal "An Nor d'ar Vuhez
deol". Gouzout a reer a-walc'h e kaver e-touez frammoł al lu gall, -
moarvat e-touez re luoez a Gornogeuropa, - izili eus tiegezhioł hengounel tuet
d'an Iliz ha d'ar feiz kristen, da nebeutań d'ar vuhezegezh vat, hep na vefe
degaset an izili-se gant an tuadur-se da vont kalz en tu-hont d'ur pleustradur
a-ziavez eus ar relijion gristen. Evit gwir, diempret a-grenn eo koustiańs
tebet kristen an dud-se, hag int oc'h en em zougen evel tud a feiz hag a enor
er gźr, hag o sentiń a-hend-all, a-wechoł, ouzh urzhioł kriz, dizenel, diskiant
ar galloud m'o deus en em ouestlet dezhań korf hag ene (kv. Aljeria). Un nebeut
bloavezhioł 'zo, em boa kemeret perzh e obidoł ur breur-kaer a-berzh va gwreg,
hag en em gavet e oan e-tal ofisourion dereziet uhel a-walc'h eus al lu gall, a
zlee bezań kristen, d'am sońj, nemet a oa o komz eus gouennlazhadegoł ar Rwanda
en ur stumm kalvezel-rik a rae da unan douetiń ha denion pe amprevaned a oa eus
ar re a oa bet sujet dezho (gwir eo ez eus pilpouzerezh ha digizidigezh-rik
gant ar re a ra van da euzhiń outo). Hogen, daoust ha n'eo ket tonket ur seurt
diempradur speredel d'ar gristenion a zilez a-grenn ar sońj da sevel ur bobl
gristen ha da labourat hepken eviti ?
Echuiń a ran an distro-prezeg-mań. Gwir eo en deus
fellet d'an ensavadur milourel gall, d'ur mare e Bro-C'hall, bezań unan
divezel-meurbet. Ret e oa bet d'am zad kaout aotre e holourion evit dimeziń
gwechall gozh. Hogen hep komz eus an ofisourion, en em c'houlennan ha kalz a
gristenion a zo c'hoazh e metou an isofisourion a hiziv, anezho kalvezourion
rik ; hogen e metou an ofisourion en em c'houlennan ivez ha lec'h a zo ennań
evit krisrenion wirion.
Stuzegezh an Danvez Ofisourion
Emaon o lenn er mare-mań eńvorennoł Reun ar C'halan
e-barzh niverenn diwezhań Al Liamm,
hag eńv o kontań penaos en doa-eńv heuliet kentelioł ar c'hlas-prientiń d'ar
Skol St Cyr e 1946, en ul Lise e Breizh. Anzav a ran ez on bet batet ha
bezivet-mik gant stuzegezh izel, nay hag amoet an danvez ofisourion a heulie
kentelioł ar c'hlas-se e-pad ar brezel end-eeun, ha na oa ket uheloc'h o
bredrez eget hini sorc'hennidi ar c'hevezadegoł
mell-droad, hag int stultennet gant koun ur gevezadeg vrudek gounezet
gant o skipailh daou-ugent vloaz a-ziagent, emgann Austerlitz, a fell din
lavarout.
E gwirionez ez eo bet reuziet istor Bro-C'hall gant
diviz ar roue gall Charlez VII da ensevel un arme diastal en e rouantelezh ;
anat e oa ne oa ket sturienn Janed Ark "Doue servijet da gentań" e
sturienn eńv, rak n'eo ket evit saveteiń nag harpań ar gristenezh eo en doa
savet an arme-se anat eo (ha ne gomzan ket eus ar Pragmatique Sanction). Ha petra sońjal ouzhpenn, eus Loeiz XIV o
reiń al lec'h kentań en e bolitikerezh d'ar brezelioł impalaerelour, da
savidigezh ul lu a yeas da batrom da hini Prus, ha da framm da hini an
dispac'herion c'hall, evel ma pourchasas arme ar C'hzar framm an arme ruz.
Kenderc'hel a ra an hengounelourion a bourchas bepred sternioł d'al lu gall, da
gehelań un den kriz ha digoustiańs, Loeiz XIV, hep koustiańs kristen ebet atav,
o reiń skouer fall d'e lez ha d'e sujidi, herouezer-brezel ha torfetour-brezel,
hervez termenadur a roer d'ar gerioł-se hiziv, dre ma vennont kehelań un Istor,
ha n'eus anezhań nemet azeuladur an idolennoł.
Peseurt roll d'un arme ?
Kompren a ran en em c'houlennfe kendereoł zo peseurt
roll a c'hellont kaout er gevredigezh arnevez pa n'eus ket mui a bobl c'hall
eget a bobl vrezhon (hep komz eus an envroidi, n'eus unvaniezh stuzegezhel ha
speredel ebet etre ar C'hallaoued) pa n'eus ket c'hoazh a bobl europat, hep ma
vefe tu da c'houzout petra e vo ar bobl-se warc'hoazh, a chomo amzalc'het ouzh
ar bobl amerikan forzh penaos.
Kalz pouezusoc'h e vefe sevel ur bobl nevez - un
argerzh a c'hell padout kantvedoł - eget difenn pobloł n'eus ket mui anezho, pe
n'eus ket c'hoazh anezho, ha na oant pe na vint ket da zifenn forzh penaos,
marteze.
Diwan korbellet adarre
Diwezhat a-walc'h en deus ar C'huzul-Stad e Pariz
roet d'anaout e zisentez a-zivout enframmadur "Diwan" en Deskadurezh
Vroadel C'hall ; e-kreiz an hańv, gant ar spi moarvat ne vije ket taolet pled
ouzh e vestaol, p'emań Breizhiz evel holl Europiz gant o ehanoł en deus graet e
wall.
Un niver a aozadurioł hag a stolladoł politikel o
deus ersavet ouzh ar c'heloł-se, an darn-vuiań anezho evit sevel o mouezh
a-enep da zisentez ur poellgor a reol ar Stad c'hall penn-da-benn hep bezań
atebek dirak ar geodedourion. Evelato em eus taolet meiz ouzh un embannadenn
a-berzh al "Libre Pensée du
Morbihan", devoded ar Republik
gall, - lavarout a reer din e kaver er gronnad-se izili eus strolladoł eus an
tu kleiz pellań evel LCR pe a seurt-se - a gav dispar an diviz kemeret gant
arc'hveleion ar relijion c'hall, bourc'hizion barizian an nevetpoellgor a
ziwall gant kement a evezh da feiz reizhkred an Iliz c'hall.
Eveljust n'em eus addispleg ebet d'ober da hevelep
diskleriadenn, nemet ez on souezhet evelkent o stadań ez eo braouac'het an
dud-se gant ar sońj eus an droug a c'hellfe ober Diwan kaezh d'o Iliz santel.
Marteze e vo arvarus Diwan warc'hoazh evit ar gealiadurezh c'hall, gant ma pado
avat ; ha dres, e framm an Deskadurezh Vroadel C'hall eo he deus an nebeutań
chańs d'ober berzh ha d'en em ledań, o kefleuniań ar gefridi he deus sammet en
deroł, daoust ma 'm eus kavet stourmerion o lavarout ne vije ket ken aes an
tuta skolidi ma chomfe ar skolioł brezhonek er par prevez.
Hogen daoust hag ar pal pennań ez eo evit Diwan
kreskiń niver ar skolidi ar buanań ar gwellań ? Ne gav ket din, rak anat
a-walc'h eo n'eo ket gouest reizhiad ar skolioł "Diwan", gant ar
souberezh yezhel zoken, da vrezhonekaat ar vugale evit ar mare. Bugale vihan am
eus e skolajoł Diwan, a ya e brezhoneg ouzhin evel maz eont ouzh o mistri,
nemet a ya e galleg ouzh o mignoned, evit abegoł a bep seurt, hag a zo sklaer
a-walc'h : er gźr, gant o zud, ne reont nemet gant ar galleg ; a-wechoł e
teuont eus tiegezhioł lieskenel, aljeriad an tad, en un degouezh, saozez ar
vamm en un degouezh all, o komz saozneg ouzh he merc'h er gźr ; en un tiegezh
all e teu an tad hag ar vamm eus ar broioł-krec'h, hogen an tad hepken a zo
deuet a-benn da zeskiń ar yezh a-walc'h evit he c'homz didenn-kaer. Goulakaat a
ran enta e ra an darn-vuiań eus skolidi ha skoliadezed Diwan gant ar galleg pa
gejont er-maez eus o skolioł hag o skolajoł, nemet ar re a zeufe eus tiegezhioł
emsaverion enouestlet er stourm broadel.
Moarvat n'eus ket d'en em chalań dreist muzul en
abeg d'ar c'hwitadenn-se da welout. N'emań Diwan nemet en e zeroł, ha bremań
maz eo aet da get an teodyezhoł penn-da-benn o deus ar stourmerion ar
beurbadelezh dirazo, hag evel an Aotroł Doue e c'hellont lavarout : Amzer 'zo.
E-pad an hanter eus o buhez o deus kredet ar stourmerion deuet d'an emsav e
deroł ar goudevezh-brezel diwezhań, e oa o striv evit mirout ar yezh ur
redadenn diouzh an eurier. Rak, klevet e oa ne vije tu ebet da adsevel ar yezh
maz afe ar rannyezhoł da get. Diwan en devo, da vihanań, diskouezet ar
c'hontrol : aes eo deskiń brezhoneg da vugale arallyezh, aesoc'h eget n'eo bet
deskiń galleg d'ar bloc'h brezhoneger eus kant vloaz 'zo ; hag int harpet gant
hollc'halloud ar Stad C'hall n'o deus kroget ar skolioł gall da efediń nemet
hanter-kant vloaz war-lerc'h diazezidigezh ar re gentań en hor bro. Hogen, ret
eo kompren ivez n'o deus ket trec'het ar skolioł gall drebenn da hollc'halloud
ar Stad hepken, hogen dreist-holl dre ma kehentent ur gealiadurezh a oa hini ar
patrioterezh gall republikan, ur seurt relijion a intras hag a esmolas ar feiz
kristen, relijion orin ar Vrezhoned, a-benn ar fin, harpet gant ar meziennoł en
dekvedoł diwezhań.
Dre se ne gredan ket e c'hello ar brezhoneg trec'hiń
hep bezań stag ouzh ur mennad politikel bennak, ha n'eo ket hepken hini ar
vroadelouriezh vrezhon. Lakaomp, e vefe tu da sevel emberr, ur riezvroad
vrezhon, daoust hag ar riezvroad-se a vefe disheńvel diouzh an hini c'hall ? Ne
vefe ket eveljust. Neuze perak adsevel pe sevel ur riezvroad vrezhon gant ur
yezh arbennik, pa ne vefe diforc'h ebet etrezi ha Bro-C'hall ?
Moarvat e reer dave er stourm evit ar yezh d'ar
werin he deus komzet brezhoneg er c'hantvedoł tremenet, ha d'he stuzegezh.
Hogen, n'eus forzh penaos aet eo da vat da get ar werin-se, da gentań ; ha d'an
eil, gant ar feiz kristen e oa awenet ar stuzegezh-se ; ha dres emań ar feiz
kristen o vont da get diwar herr ivez er mare-mań. Ma vennomp adsevel ar yezh e
tleomp he stagań ouzh ur mennad istorel penndalc'hel. Mar n'omp ket gouest enta
da vurutellań istor ar riezvroad c'hall er grez arnevez a-c'houde 1400, hag
hini Kornog dre vras en hevelep grez, ez eo koulz deomp dilezel ur stourm evit
ar yezh ha n'en deus mui ster na talvoudegezh ebet. Mar ne glask ket ar
vrogarourion vrezhon ur ster nevez d'o emgann kantvedel e troint o-unan d'ur
bagad istrogelled o c'hoariellat gant ur stultenn amoet, hag an Emsav - evel an
Iliz hec'h-unan - d'ur boutikl gant ur glad-kenwerzh hepmuiken. Lezomp paotred
ar gallaoueg hag an trefoedoł da vont e breskenn gant o zammig sorc'henn. Gwell
eget se o deus an emsaverion da ober. Da gentań, embann o deus d'ober ez eo
brezhoneg yezh Breizh kevan, er reter koulz hag er c'hornog, hag ivez ar
broioł-krec'h en hengeltiegva a fell dezho ivez terriń gant sevenadur an tebet
sklerijennoł. Mar ne zeu ket ar brezhoneg er-maez eus al ledenez-mań evit
kehentań ur bedveizadur nevez e troio d'un albac'henn ma vo heuget outi a-barzh
pell kement hini en devo pledet ganti, ha steuziań a raio, ha da viken ar
wech-se.
Er skolioł Diwan e ranker, a-gefridi hag hervez ar
reolenn c'hall, reiń kentelioł a "Instruction
Civique" d'ar skolidi, evit o lakaat da berzhiań e buhez ar geduniezh
politikel c'hall. En abeg d'an arnodennoł kefridiel n'eus ket tu, marteze, da
zioueriń ar c'hentelioł-se. Hogen da vihanań, e tlefe bezań roet ivez d'ar
skolidi, kentelioł a geodedouriezh vrezhon, o teskiń dezho istor an Emsav, o
lakaat anezho da anavezout oberenn Meven Mordiern - biskoazh ned eo bet
adembannet abaoe 70 vloaz e b-Prederiadennoł
diwar-benn ar yezhoł hag ar brezhoneg ; e pep klas ivez e rankfe oberennoł
Roparz Hemon bezań studiet, e-lec'h barzhonegoł Anjela Duval, a oa, koulskoude,
ur vroadelourez vrezhon (hogen talvoudusoc'h eo evelato oberennoł rener Gwalarn eget he re), ha da gentań, na
petra, hini an oberenn diazez "Ur
breizhad oc'h adkavout Breizh".
Moarvat e chom Diwan ur stourmadenn c'hoanagus,
hogen a zle bezań kaset da benn war hent hag e framm an Emsav. War an
divoud-se, dres, hor bo tro da zistreiń.
Le Pen hag e drec'hadenn c'hwitet
Diwezhadik eo evit ober en diskar-amzer un addispleg
da zarvoudoł c'hoarvezet en deroł-hańv, hag a roas c'hwezennoł yen da rummadoł
zo a C'hwec'hkogniz.Anzav a ran e oan bet souezhet gant niver bras ar mouezhioł
tapet gant ar babaou a-gentaou en drovezh kentań eus an dilennadeg, evit an
Arlevier e Bro-C'hall, met ne c'hellan ket lavarout e oan nec'het da vat gant
se, rak anat a-walc'h a oa n'en doa ar paour-kaezh Le Pen chańs ebet da dapout
ar maout en eil tro, ha moarvat e ouie e-unan ne vije ket evitań a z"divine surprise" an eil
gwech. Ar gentel am eus tennet hepken eus an darvoud ez eo pegen pouezus eo
levezon ar meziennoł evit brudań tudennoł ar politikerezh. E devoud, ar re-mań,
evito da livań Le Pen evel ur babaou pe un euzhvil, a ziskoueze anezhań
memestra, hag evel maz eo buhezek ar paotr ha skogus e zoareoł, e tedenne ar
genduegezh, - e-giz Marchais gwechall - seul vui ma oa bet heskinet ha
gwallgaset gant paotred ar wask hag ar yoc'hstlenn kefridiel end-eeun. Setu, a
bep seurt c'hwec'hkogniz o deus mouezhiet evitań, dreist-holl riezelourion
c'hall eveljust, o dije mouezhiet a-hend-all ken gwazh all, evit Chevenement ha
Mégret, hogen ar re-se, anezho
"marc'hegourion trist o figur" n'o doa chańs ebet e-skoaz dezhań,
eveljust. En em c'houlenn a ran, a-benn ar fin, ha ne denno ket degouezh Le
Pen, da hini ar Jeneral Boulanger, a oa bet tost dezhań bezań dilennet da
impalaer ar C'hallaoued, ouzhpenn kant vloaz zo dre m'en doa ul lifre rikamanet
eus ar re gaerań, hag eńv a-c'haol war ur marc'h gwenn a ouie fringal eus ar
bravań.
Kement-se evit lavarout ne gredan ket ez eo bet
dleet gourzrec'h berrbad ar babaou d'e steuńv politikel, hogen d'ar meziennoł o
doa brudet ar skeudenn anezhań, evel paotr an urzh, ha dres a-drugarez d'ar
sokialourion peurgent, e oa bet lakaet da bennskod d'ar stourmadeg , an urzh da
ziazezań en-dro e Bro-C'hall. Setu avat : Le Pen a venne bezań ur pout war an
dachenn-se, ha ret eo lavarout, pa brezege war an destenn-se e oa kalz
nerzhusoc'h ha kendrec'husoc'h e gomzoł hag e don eget ne oa re e gevezerion,
Jospin peurgent, a seblante bezań ur paotr jentil a bep hent. Petra fell deoc'h
pa vez anv a lakaat urzh ez eo gwell kaout ur babaou eveljust ; lakaomp en dije
karet Hue, ar c'homunour, c'hoari ar roll-se, n'en dije bet chańs ebet d'ober
berzh, pa denn kentoc'h d'ur c'horrig a liorzh eget d'un diktatour skrijus e
vouezh (rak-se ivez ne dizhas, allaz, nemet 3,5 % eus ar mouezhioł bec'h warnań
: e-pelec'h emań klodoł ar PCF eus tri-ugent vloaz zo ?).
Tu a vefe, moarvat da genderc'hel gant an
addisplegoł-mań diwar-benn dilennadegoł an Arlevier e Bro-C'hall en deroł-hańv
diwezhań. Klask a rin hepken, avat, ar wech-mań, reiń va ali diwar-benn an
emzalc'h o deus an emsaverion pe ar vrogarourion vrezhon da gaout e-keńver ar
strollad gall anvet "Front
National", ha se a rin dre ma 'm eus gwelet bannieloł Gwenn-ha-Du
a-wechoł e-touez bannieloł triliv da geńver diskeladegoł eus ar strollad-se, ha
lennet a-wechoł dre amań skritellołigoł peget gant izili ur strollad brezhon a
venn bezań broadelour brezhon, Adsav, emichańs (se a c'houlakaan, rak ne oa ket
sinet ar skritellołigoł-se).
Kavout a ra din e ra ar stourmerion-se an hevelep
fazi ha diazezerion an UDB daou-ugent vloaz, eleze, kemer perzh adarre e
hengounioł ha stourmadennoł politikel gall e framm ar c'hwec'hkogn. Pal an
Emsav n'eo ket tizhout ar sokialouriezh e par ar C'hwec'hkogn, ur sokialouriezh
c'hall forzh penaos, na saveteiń ar ouenn wenn pe ar "sevenadur kornogat"
bepred er C'hwec'hkogn, hogen, hepken adsevel hor yezh, he ledań en hor bro
penn-da-benn, hag en tu all dezhi zoken, en ur grouiń ur vroad nevez el
ledenez-mań, ur vroad a garfen e vefe kristen, hogen na vo ket harpet sur-mat
er par-se gant luskad na strollad kornogelour ebet. Atav ez eo bet temptet lod
brogarourion vrezhon da gemer perzh e kroaziadegoł zo ha n'o deus netra da
welout gant ar pal a zo lakaet d'an Emsav. Faziet eo bet endeo hiniennoł anezho
o stourm war-eeun evit Europa nevez ar genelwerinelourion alaman (un dousennad
bennak anezho) koulz hag ar re a venne bout perzhiek er groaziadeg evit an
tebet demokratiezhoł e-pad ar brezel (ken dister all o niver) pe, dres, paotred
an UDB a lakae ur seurtanvet sokialouriezh a-raok ar vroadelouriezh vrezhon.
Dav eo lavarout d'ar re a vefe dedennet da vont gant
hentoł dall a seurt-se ez eo Breizh re vihan, ha kalz re vihan niver ar
vrogarourion vrezhon, forzh penaos, evit ma vefe dalc'het kont anezho hag eus
ar skoazell o defe degaset da seurt kroaziadegoł gant an herouezerion anezho.
D'an emsaverion a vefe manet kristen e lavarin
ouzhpenn : n'eus netra da c'hortoz digant al luskadoł dehouelour dre vras evit
dazont hag emled ar feiz kristen. Boas eo al luskadoł-se, me 'oar, da ober dave
da gelennadurezh an Iliz, nemet en ur bismigat hec'h emzalc'h dirak kudennoł zo
a gevredigezh pe a stuzegezh. Hogen, n'eus forzh penaos, kavout a ra din e vije
bet emell an Iliz mallusoc'h, skogusoc'h, ha kalz muioc'h da c'hortoz, en ur
grez, dres, ma oa kreńv he feiz hag he levezon, evit kendaoniń ar galloudoł a
voe kiriek neuze da lazhadegoł euzhus ha diskiant ma kollas milionoł a vadezidi
o buhez diwar o fouez, da geńver ar brezel-bed kentań, da skouer, oc'h
eskumunugań ar re a gemere perzh er galanaz, lakaomp, eget ned eo hiziv en ur
gevredigezh deuet da vezań estren a-grenn ouzh ar feiz kristen, hag hi
dic'halloud, p'emań o tizeriań gwashoc'h-gwashań bemdeiz ken e c'heller
lavarout e vo steuziet a-grenn a-benn ugent vloaz, hep spi ebet a adsav peogwir
n'he devo ket komprenet zoken peseurt arbennoł a vo bet d'he diskar.
Al luskadoł dehouelour, avat a gav din, o deus
meizet an Iliz a-viskoazh evel servijerez ar Stad nemetken, ha n'eo nemet
a-geńver d'he lazoł eo e prizont roll kevredigezhel an Iliz e par an divezelezh
hag ar speredelezh. Kealiadurezh ar "Front
National" a gav he sichenn en ur c'heal eus ar gevredigezh hag eus ar
Stad a zo awenet gant ar brederouriezh arnevez ha tezennoł an dispac'h gall,
roll ar Stad o vezań, diouzh an tezennoł-se, kevanań enni holl gedelfennoł ar
gevredigezh (alese ar pouez roet gant paotred ar strollad d'ar banniel triliv,
evel arouezinti ar riezelouriezh c'hall gwriziennet e doueeladur istor ar vroad
c'hall santel).
N'ouzon ket ha dont a ray da wir an hurlinkoł a
geverreuz hag a zrouziwezh a faltazier e sigur Europa aloubet gant tredebediz.
Abaoe meur a zek vloaz e klevan anv eus hevelep gwallziouganoł, gant tud a laka
savidigezh Europa kiriek da gement gwalleur a c'hell c'hoarvezout er
c'hevandir-mań.
Padal, - ma kemeromp ar c'hraf-se, da skouer, -
savidigezh Europa, n'eus forzh pehini e vefe, hon dieub diouzh ar
chaovinouriezh c'hall arrizhelour, hag evit pezh a zo, a-hend-all, eus
argollusted poblańsoł arallouenn hag arallstuz, e vefe arabat d'ar gristenion
koll ho fenn ; ret eo dezho chom spiswel, ha diwall da vezań perzhiek ha
kengiriek, hep merzout hag hep mennout dezho, zoken, marteze, e galanazoł a
zoare gant ar re bet sevenet gant ar genelwerinelourion alaman da geńver ar
brezel diwezhań.
Mar tlefe c'hoarvezout hevelep keverreuzioł, ez eo
ret-mat gouzout ne vo tu ebet da herzel outo dre lezennoł ha diarbennoł all a
nep seurt.
Klasket o doa ar Romaned e dibenn an impalaeriezh
embann dezvoł evit parraat ouzh diskar o riez. Arnodet o deus ivez en em renkań
gant ar varbared a aloube tiriegezh an impalaeriezh er C'hornog, o reiń ar
geodedelezh dezho evit o enframmań en o Stad. Kement-se n'en deus servijet da
netra. Roma hag he galloud a zo bet islonket daoust da bep tra. Dre an
distruj-se avat he deus gellet ar feiz kristen bezań ledet e pep lec'h war ar
c'hevandir-mań, dres, dre ma n'o doa hen Kornogiz mammvro, pe gentoc'h,
mammstad ebet da zifenn.
Abaoe an azginivelezh dreist-holl he deus ar
baganiezh lanvezhet en-dro. Beuziń a raio hep dale ar gristeniezh kent en ur
C'hornog deuet da vezań ur garnel, dre m'en devo kollet ar feiz kristen. Hogen,
dres evel ma lavare Roparz Hemon, gwell o deus an emsaverion d'ober eget
"harpań mogerioł ur garnel".
Youenn Olier
Notenn : Ne gav ket din e ve
argollus lanvezhiad ar poblańsoł arallstuz en Europa dre maz eo digulturekaet
ar poblańsoł-se. Moarvat e kemerint stuzegezh Europiz paganaet er remziad a zeu
ha n'o devo ket muioc'h a vugale egeto.
Kriz e vo
ar Goańvezh Tudegezhel en Europa
0Berlin, a-zivout ar c'hudennoł tudegezhel ma rank
Europa talań outo. Aozet e oa bet ar gendael-mań dindan paeroniezh Johannes Rau
Kadoriad Republik Kevreadel Alamagn, ha Jacques Chirac Arlevier ar Republik
Gall, hogen tud eus meur a riez europat o deus kemeret perzh enni, rak, tizhet
eo Europa a-bezh gant an hevelep divigad tudegezhel. Dindan dregantad keitat
nevezidigezh ar rummadoł en em gav frouezhusted Europiz (2,1 bugel dre vaouez)
; nemet 1,39 en Alamagn ; 1,9 er C'hwec'hkogn, hogen dleet eo an dra-se er
riez-mań da greskidigezh an enbroerezh, afrikat pergen ; gwashoc'h eo c'hoazh e
broioł kreisteiz Europa : 1,29 bugel dre vaouez e Bro-C'hres, 1,18 en Italia
hag e Spagn. O kemer sol war sifroł a vremań ha mar ne vez ket un ersav evit
kemmań ar saviad-se o devo kollet holl vroioł ar C'hevredinad Europat etre 50 ha
55% eus e boblańs ac'halen da 2100, nemet Iwerzhon. Ne vo en Alamagn nemet 35
million a annezidi, hervez komzoł Herwig Birg, kelenner e Skol-Veur Bielefeld,
gant un dregantad uhel a dud kozh o tifenn o spletoł enkerzet. Nebeutoc'h a
vugale a dalvez nebeutoc'h a dud oberiant evit diogeliń paeamant al leveoł ha
stummoł all ar gevarzhelezh. Hiziv an deiz ez eo ret arboellań 20% eus ar
c'horvoder evit kaout ul leve par da 70% hor gopr, e 2050, war ziazez ar sifroł
bremań e vo ret arboellań 46 %. Hervez tud ar gendael ez eo anavezet abegoł don
koazhidigezh ar boblańs en Europa :
"Er gevredigezh rakgreantel e oa ar vugale an
diogeladurezh-buhez evit ar gerent, koulz e keńver ar c'hleńved hag e keńver ar
gozhni ; kemmet eo bet pep tra gant diazezidigezh an armerzh arnevez ha pezh a
yae gantań : ar gwarez kevredigezhel. Etre daou benn an deiz e oa dieub ar re
yaouank, ezhomm ebet ken d'ober war-dro o c'herent aet kozh ; hiviziken e vezo
sammet ar gefridi-se gant ar Stad, hogen ezhomm ebet kennebeut a vugale niverus
rak ar Stad a sammfe an hevelep kefridi e keńver ar re yaouank pa vefent aet
kozh d'o zro".
N'eo ket gaou an doare-mań da welout an traoł, hogen
abegoł all a zo en tu all da ziatebekaidigezh an hiniennoł. Prezegennoł emgar
hag hedonour a zo bet atodet war ar marc'had abaoe tost da zaou ugent vloaz -
sońjit er bloavezhioł c'hwegonteizhat - war zigarez dieubidigezh an dra-mań, an
dra-se, ar merc'hed, an heńvelrevourion ; da heul ez eo deuet linkradur an
tiegezh gant an torr-dimeziń aesaet-kenań, ar bilulenn hilastaliń, ar
sioc'hanerezh ; gwelet hon eus o vleuniań doareoł-bevań dazeilat, ha karantez
an nesań oc'h en em dreuzfurmiń euzhus en ur c'hemmesk a emgasoni hag a
estrengarouriezh divent.
Daoust hag ez eus tu da eilpennań an tuadur-mań ?
Kement-mań, a c'houlennfe adal bremań, un ersav divent, ha gant an ersav-mań ur
galonegezh ha na hańval ket ar pobloł europat bezań barrek da gaout evit ar
mare. Ret e vefe kaout stadrenerion spiswel ha darev da lavarout ar wirionez,
ha da daliń ouzh ar gorventenn a vefe distignet gant o c'homzoł. Ret e vefe
kaout kefredourion na vefent ket intret gant ar bongoelioł amezat ; bez' ez eus
diouto, zoken e Breizh, hogen, arlezekaet ez int. E pep keńver, e vefen
souezhet o kavout kalz anezho e touez an dud a Iliz pa n'o deus lavaret tost
netra da geńver lezennekadur ar sioc'hanerezh, hogen hag a vourr ober war dro
an enbroidi dirgel, tunanvet brokus "dibaperioł", ha digeriń frank
dezho dorioł hon ilizoł, hag int muslimiz evit an darn vrasań koulskoude.
An enbroerezh dres, setu pezh a vefe an diskoulm
evit darn, pezh a zo bet kuzuliet nevez 'zo da skouer gant tud an A.R.U (ONU)
evit saveteiń Europa diouzh ar goańvezh tudegezhel. Lakaet er-maez ar fed e
vefe muslimiz, hep mar ebet, an darn vrasań eus an enbroidi-mań, pezh a rivinfe
da vat kavell ar bed kornogat ha kristen dre heulret, ne vefe mui a Europa
wirion, un diriegezh bennak ne lavaran ket, annezet gant poblańsoł nevez. Bez' e vefe ar wech kentań
en istor ar bed ma welfed pobloł oc'h asantiń d'en em zistrujań a-gevret, evit
lezel ar plas didenn-kaer, hep stourm, da bobloł all arallouenn¹. Pa sońjer, da
skouer, ez eo difennet an doare-mań d'en em dennań diouzh an enkadenn-se gant
tud anvet amvevadelourion ; tud hag a vez a-hend-all o tiskeladegiń kerkent, e
sigur ma vefe direnket da skouer, un tebet amprevan gant savidigezh ur gourhent
evel maz eo c'hoarvezet un nebeut bloavezhioł zo er Sarthe, ken e voe harzet ar chanter e-pad ur bloavezh d'an
nebeutań, ne c'hellan ket chom hep sońjal e servij dezho ho tebet
amvevadelouriezh da gafunań traoł all
a-grenn, disheńvel penn-da-benn.
-----------------
¹Bez' e c'hellfe kement-mań ober da lod sońjal el
loened-krigner bihan anvet lemming o
vevań er broioł hanternozel hag a ya d'en em veuziń a-vil vern er mor pe er
stźrioł, a vare da vare, met evito, hervez an arbennigourion, e c'hoarvez an
dra-se paz int re niverus, ha rouez ar bevańs evit an holl, pezh n'eo ket an
degont evit an Europiz, pell ac'hano.
Donwal
Gwenvenez
Oferenn Sant Loup Gwengamp
Va breudeur ha va c'hoarezed kristen.
"Embannit
ar c'heloł mat d'an holl Grouadelezh" eme Jezuz d'e ebestel, war lerc'h E Adsav
(Mk, 16, 9-20).
Sant Loup, a lidomp e ouel hiziv, eskob hag avieler,
en deus bet gouzańvet evit se digant e genvroidi hag an dud uhel. D'ar mare ma
tremene ar Franked eus ar baganiezh d'ar feiz kristen, war-dro ar 6vet ha 7vet
kantved. Evel eskob Sens en deus tremenet e eskobelezh oc'h embann ar c'heloł
mat daoust da bep skoilh. Hag e vrud a zo deuet betek ennomp e Breizh.
("Wolf" a oa e anv german, "Bleiz" neuze e brezhoneg).
Embann keloł mat Jezuz-Krist n'eo ket roet d'an
eskibion, beleion, misionerion ar broioł pell hepken.
An holl gredourion a zo kaset e park bras ar bed
evit hadań, c'hwennat, eostań ; kement hini en deus ar Feiz a resev ar garg-se
digant Hon Salver.
Met ar Feiz, hor Feiz Kristen, eus pelec'h e teu
dimp ? N'eo ket bet ijinet, krouet ganimp.
Dont a ra betek ennomp dre desteni ar re o deus
bevet ha kredet a-raok dimp. Ar Feiz a zeu dimp diwar gwelout ha klevout. Fides ex auditu. Tennań a reomp hor mad
eus ar Gristenion o deus bevet a-raozomp hag o deus legadet dimp pezh o doa
resevet, degemeret o-unan. Evel se e tremen ar Feiz a rummad da rummad, a
gantved da gantved.
Met, n'eo ket un dra anat bezań kredourion hiziv an
deiz. Bezań kristen a hańval da galz bezań iskis, diamzeret, un dra echu.
Gwechall kennebeut ne oa ket aes. Sellomp ouzh
pennad Aviel Sant Mark un tamm pishoc'h.
An unnek n'o deus ket kredet da gentań. Ne fell ket
dezho krediń, pe n'o deus ket fiziańs en testenioł roet dezho. Ne gredont nag
er merc'hed nag e keneiled hent Emmaus a zisklźr koulskoude o deus gwelet an
Aotroł adsavet.Ret eo bet enta da Jezuz en em ziskouez dezho. Neuze o deus
kredet.
Bezań kredour a zo trec'hiń war an digredoni, an
douetańs. Ha peadra a oa da chom hep krediń. Ne oa ket aes degemer ur c'helou
ken sebezus.
Hag ar re-se na gredent ket (Jezuz a rebech outo o
digredoni) int hag a zo bet karget da avielań ar bed a-bezh.
Ni ivez, d'hon tro, a zo karget da embann an Aviel
d'ar bed. Henn ober a raimp ur wech trec'het ganimp war hon digredoni, hon aon,
hon douetańs, hol laoskentez.
Petra hon eus da embann d'hor c'henvroidi, ar
Vrezhoned, peseurt keloł mat reiń dezho ha penaos ?
Hemań : da gentań, omp karet gant Doue, an holl
grouadelezh, an holl dud. D'an eil, omp salvet gant an Aotrou Krist, salvet eus
hon dallentez, salvet eus ar marv. D'an trede, omp santelaet gant ar Spered
Santel ha sklerijennet gantań evit bleniań mat hor buhez.
Efedus e tle bezań enta ar c'helou mat evit hon
amzer.
Speredoł fall ha faos a zo da argas, doareoł sońjal,
doareoł ober kontrol da vad Mab-Den. Spered ar bed kontrol ouzh Spered an
Aviel.
Penaos avielań ? Un doare nevez, ur yezh nevez, a zo
ret dimp kavout evit an avielerezh. Lakaat komzoł Doue da vezań bev ha
komprenadus evit tud hon amzer.
Neuze, nerzh hon Aviel hon dieubo eus pep droug, eus
pep aon, eus pep gaou.
Nerzh an Aviel a zo barrek da reiń ar pare d'an
eneoł koulz ha d'ar c'horfoł. Kalzig tud en dro deomp a zo klańv e stumm pe
stumm, hep gouzout dezho. Gras Jezuz a c'hell reiń dezho ar pare.
Embann an Aviel, ar c'heloł mat, a zo evit ar bed
a-bezh.
N'eo ket hepken an holl vroioł, hag hon hini,
Breizh, en o zouez, met ivez an holl rummadoł : pep oad, kozh ha yaouank, pep
micher, labourerion a gorf hag a spered, pep renkad, tud uhel pe tud izel, pep
sevenadur ; hag eveljust e pep yezh.
An Aotroł a chom ganimp evit ar mision-se. N'hon
dilezo ket. Labourat a ra ganimp. Reiń a ra sinoł dimp. Sinoł an amzerioł. Ha
barrek e vimp d'ho c'hompren ? Ra vo Spered Doue ganimp evit intent ervat sinoł
an Aotroł evit hon amzer. Amen !
Yann Talbot, Person Landreger
Pegeit etre an Neńv hag an Douar
"Krediń a ran e dasorc'hidigezh ar
c'hig".
Ar c'hig, er Bibl, n'eo ket hepken ar pezh a anvomp
"hor c'horf". Bez' ez eo kement a zo douarel hag istorel, ha
kement-se eo a vo nevesaet, adkrouet, treuzfurmet, neuznevezet. "Gant va c'hig eo e welin Doue"
eme Job er Bibl. "N'eus nemet ar
pec'hed hag ar marv na vo ken anezho", a gelenn St Paol. 1 Kor 15, 26,
28, 53. Reizh eo enta merkań e kendalc'h ar bed-mań er bed da zont, met gant un
troc'h etrezo.
Arabat ankounac'haat : O krouiń ar bed e wel Doue
ez eo mat.
A holl viskoazh ez eus bet daou demptadur kemparzhel
o c'hourdrouz ar Gristenion :
1°, Klask sevel ar Baradoz war an douar, (evel ma
klaskas ober ar Varksourion betek nevez 'zo). Strishaet e vez neuze ar goanag
kristen d'ar vuhez er bed-mań o reiń da grediń e teufe Rouantelezh an Neńvoł er
bed-mań evel m'emań. Siwazh ! N'eo ket ar Baradoz a zo deuet d'ar re a
bleustras an hentenn-se : un ifern ne lavaran ket.
Gwir eo hon eus da stourm evit ar justis, ar peoc'h,
an eurvad er bed-mań. Met onest eo eus perzh ar c'hristen lavarout ne vo ket
peursevenet an trec'h er bed-mań, evel ma ro da grediń Testoł Jehovah da
skouer. E gin-kaer, n'eo ket evit an douar, nag an Istor, nag ar bed-mań, eo
graet mab-den.
2°, Diouzh an tu all e vezer temptet gant an
tec'hout, gant disońjal an douar evit tizhout gwelloc'h an Neńv. Kontrol eo an
dra-mań d'ar grouidigezh "Doue a
welas e oa mat ar Grouadelezh" ; kontrol eo da Emzenadur Doue "Mab-Doue, e Lavar, a zo en em c'hraet
Kig (kreud) ha bevet en deus en hon touez" ; kontrol eo d'ar garantez "kement ho pezo graet d'an hini bihanań
eus va breudeur, ez eo din ho pezo henn graet", "Me (Doue) a chom ganeoc'h betek diwezh ar bed".
An neńv digig-se, meizel, ijinel, n'en deus na kig,
nag eńvor, na buhez. N'eus ster ebet d'an Dasorc'hidigezh, adsav ar c'horfoł
neuze, mar ne vez ket dasorc'het ar
c'hig. Mar n'en deus an eurvad prometet netra da welout gant va istor, gant
hini va breudeur, n'em eus netra d'ober gantań.
Daoust ha pleget ez eus bet, en hor mare d'an daou
demptadur-se ? Moarvat, dre ma ne brezeger ket ken war ar finvezioł diwezhań,
ha da gentań penn er c'hatekizerezh. Ne oar ket an dud, en un doare sklaer ha
diogel, da belec'h emaint o vont. Dre ziouer a c'hoanag e rankont leuniań ar
goullo, ha dizarbenn o anken gant goanagoł douarel war verr dermen, pe gant
hunvreoł baradozel kleuz.
En tu all d'ar marv ez eer tre en un amzer ha n'eo
ket hini an douar, nag hini n'eus forzh pe blanedenn pe steredenn.
Paol Kalvez
Briegezh ar Pobloł
An Eskob gall Bossuet eo a gomz eus
"dreistbriegezh ar beorion". Ezhomm bras a oa d'henn ober er
"c'hantved meur" gouez d'ar C'hallaoued - hag a oa meur evit un
nebeut uhelidi hag a gave reizh-kenań o finvidigezh hag o brientoł, hag ivez,
peurgent, evit ar roue Loeiz XIV a selle outań e-unan evel an heol o reiń
sklerijenn ha buhez d'e holl sujidi ! Rak an dud vat-se, madelezhus alies evit
ar beorion, ne gomprenent ket e oa dav dezho ouzhpenn-se, enoriń an dud paour, dougen bri dezho, o c'harout evel skeudennoł
bev Jezuz-Krist, ha paouez a sońjal ez int o-unan a uheloc'h briegezh egeto.
Hag en hon amzer-ni ! Daoust ha n'eus ket ezhomm eus
hevelep prezegennerezh diwar-benn dreistbriegezh ar beorion, pa vez anv ganeomp
a vrezelioł reizh hag a emelladurioł dengar a bep seurt er broioł paour evel
Irak, Kosovo, Afghanistan, Afrika, hag all... ! En em gavout a reomp
dellezekoc'h eget ar paour kaezh tud-hont, pinvidikoc'h - pezh n'eo ket un
talvoud - , desketoc'h war betra, furoc'h - furnez ar bed - madelezhusoc'h ivez
; bez' e vez neuze ganeomp un doare aotrouniezhus da ober vad dezho, e-lec'h
sellout outo evel hor mistri, ha mistri o-unan war o diorroadur dezho.
Paol Kalvez
Divankadurioł
da ober en niverenn a Studi 2 , Rummad nevez :
Pajenn 22, eil dil., 3e lin., ret
eo lenn 1984, eveljust, ha n'eo ket 1974. Marcel Klerg en deus kenlabouret gant
Imbourc'h etre 1980 ha 1982. E ambrouget em boa e Kembre er bloaz-se, da geńver
gweladenn ar Pab.
Pajenn 82, linenn gentań, lenn : "he
gwalc'h d'o c'halon".
Pajenn 96, linenn diwezhań, lenn : "an
neb a zo bet dantet".
A-zivout ar brezhoneg
Lennet am eus, war Al Liamm, niv 329, ur lizher digant an Ao. Allain, pajenn 96.
Feuket on, ur wech ouzhpenn, gant diouer a skiant-vat tud zo, a fell dezho
mirout ar gwenedeg, an holl teodyezhoł all, ar brezhoneg "yac'h" (da
lavarout eo poblek), ar brezhoneg en dazont ... hag an holl palioł-se a-gevret.
Nevez brezhoneger ez on ha deskiń a ran ar brezhoneg
evel ur yezh all. C'hoant am eus da zeskiń UR YEZH hepken, gant ur yezhadur hag
ur reizhskrivadur, met n'eus ket tu d'henn ober. Ret eo din deskiń, en desped
din, meur a stumm evit ur ger, meur a zoare da skrivań hep menegiń an
distagadur dizingal. Gouzout a ran, hervez F. Favereau "... yezh Treger
... a zo ur gwir brezhoneg, kenkoulz ha hini Leon, Kernev ha Gwened ..."
Meur a vrezhoneg a zo, enta, ha mat an holl anezho. Meur a Vreizh a zo marteze?
Din, ez eo anat daou dra :
- N'ez eus dazont ebet evit
un dastumad a brezegoł pe drefoedachoł. Ret eo kaout ur yezh
"kefridiel" pe "lennegel".
- Ar brezhoneg a zo war e
ziskar. D'am meno n'eo ket Bro-C'hall hepken kiriek d'an dra-se, met ivez an
holl Vrezhoned, en amzer tremenet hag en amzer a-vremań.
Reizhskrivadur
Perak n'eus ket tu da
skrivań an hevelep ger en hevelep doare ? An Ao. Allain a skriv : skwer (skouer), e vehen (e vefen), heni
(hini), roiń (reiń), dishańval (disheńvel) h.a.
Teodyezhoł
Anat eo, bez' e c'hell bezań
e Breizh, evel e broioł all, meur a rannyezh pe a deodyezh tra ma vo ur yezh "kefridiel" hag ur yezh hepken
evit an holl Vrezhoned. Hep ar yezh nemeti-se, un dastumad trefoedachoł ne vo
birviken ur yezh veur ha da get ez aio (damdost eo echu gantań). An Aotroł
Allain a skriv en ur seurt gwenedeg. Evit piv? Pegement a dud a zo o komz ar
gwenedeg-se ? Mar n'eus ket kalz, perak skrivań: get, ennoń, ąrnezhoń, hor beus, genin, endan, doc'h, implez, eeunik,
roant, gete, diviziń, kroueiń, h.a. h.a.
Souezhusat tra ! Skrivań a
ra An Aotroł Allain : "ken bruzunet eo ar brezhonegva hirio
an deiz ..." met e seizh gwellań a ra evit e vruzunań muioc'h c'hoazh
o tiwall an holl barlantoł.
Yezh yac'h
Alies e vez meulet ur
"yezh yac'h", kontrol d'ur yezh desket, skrivet, lennet, kimiek ha me
oar me. Petra eo ur yezh yac'h ? Yezh ar vrezhonegerien a-vihanik ha n'o deus
biskoazh desket ar yezhadur, ar reizhskrivadur, pe brezhoneg ur gźriadenn all,
e-lec'h n'o deus hec'h annezidi lennet netra e brezhoneg? Kemerit ur galleger
a-vihanik ha n'en deus desket ar yezh nemet war varlenn e vamm ha gant e
genseurted. Distagań a ra : "Bonbé,
chčs pas moā! Merdalor."
Hag ur yezh yac'h eo al
lavarenn-se? Perak e vije "yac'h" hevelep tra e brezhoneg ?
An Aotroł Allain a skriv : "ret-grońs eo krogiń dre ar gomz hag ar
c'hlevet, ha donet ąrlerc'h hepken d'ar skrivań ha d'al lenn." Penaos
en deus desket saozneg, an Aotroł Allain? Paour kaezh brezhoneg ha n'eo ket mat
a-walc'h evit bezań desket evel ur yezh all, dre skrid. (an distagadur a
c'hellfe bezań gwellaet da c'houde).
Troiou-lavar
Pep yezh he deus he
zroioł-lavar. He finvidigezh ez int met ne reont ket ar yezh ; ar yezhadur an
hini eo a ra ar yezh. Eus div lavarenn: "dek
vloaz on" ha "dek vloaz am
eus", unan a zo dereatoc'h eget eben, met d'am meno n'eo ket ur torfed
ober ur fazi. Koulskoude, bez' ez eus yezhourion, da skouer J.C.Miossec hag a
ziskleri : ... ur torfed eo lavarout
"demat" (brav an amzer), mat eo ar soubenn ? mat eo (n'eo ket fall), hag all (ha re all c'hoaz)...
Perak ne vije ket ar brezhoneg digor da n'eus forzh pe lavarenn mard ez eus
doujańs ouzh ar yezhadur?
Jord Havelka
Pempiz ha Peńpeń
Daoust ha "Pempiz"
e brezhoneg ha "Peńpeń" e
mitaweg a vije bet eus an hevelep ger orin ?
Edon oc'h adlenn "Evezhiadennoł
war c'heriadur R. Hemon" gant F. Kervella, Skol 1963, pa voe dedennet
va evezh gant ar ger "Pempiz",
e-lec'h ma ro F. Kervella an deskrivadur e galleg : "grande oenanthe des ruisseaux", hogen, oc'h ouzhpennań
an notenn-mań da heul : "ha neket
"ciguė" - bet kemmesket ganti avat el levrioł dre m'he deus houmań
brud da vezań kontammus. Delioł ar
pempiz pe korz-dour n'int ket
kontammus, n'eus nemet ar wrizienn dezhi stumm pemp biz hag a vefe.
Kerkent, e teu war va spered un dra diogel din d'an
nebeutań : ez eo "pemp biz" orin
ar ger "pempiz". Hogen,
a-hend-all, o vezań maz anavezan ar blantenn-mań - bez' ez eus ur wazh-dour o
tremen e penn pellań hol liorzh hag a-hont ez eus atav eus plantennoł a
seurt-se o kreskiń - e kounan sklaer anv ar plant e mitaweg(¹), eleze "peńpeń".
Bez' ez eus tu da skrivań an anv-se en un doare disheńvel,
tostoc'h ouzh skrivadur ar galleg : "pempin"
da skouer, ha skrivet evel-se e tenn muioc'h da b-"pempiz" c'hoazh ;
tu 'zo da ijinań ivez, ez eo "peńpeń"
nemet ur doare anv-moumounań, deveret eus ur stumm koshoc'h eus ar ger hag a
vije bet "pempih" lakaomp,
un dilerc'hiad eus ar brezhoneg komzet amań gwechall gozh(²), hag, oc'h
adlavarout silabenn gentań ar ger, eleze "pem-
pem-" e vije deuet da vezań "peńpeń",
rak gwallvrud a ya gant ar plant-se.
Hor c'herent, war ar maez, a lavare deomp e oa ar plant-se kement ha pezh a oa
anvet "ciguė" e galleg, ha
neuze e oa kontammus tre ; o tisklźriań an dra-se deomp, gwir pe c'haou e vefe,
e oant diogel d'an nebeutań n'ez ajemp ket d'ober war o zro, ni ar re
yaouankań, rediet da ziwall ar saout e pradeier e-lec'h ma kreske a-wechoł ar
plant-se. Koulskoude, ar re goshań en hon touez, ar re hag a dostae d'o femzek
vloaz hag o doa desket muioc'h egedomp, digant paotred koshoc'h egeto c'hoazh,
a gonte traoł all. Gouzout a ouient bremań e oa endalc'het ar sapre pistri e
gwrizienn ar plant-se, rak redek a rae
końchennoł gwrac'h kozh, penaos e oa bet marvet trumm ar gwaz-mań-gwaz, goude
bezań debret ur soubenn legumaj aozet gant e wreg, mesket ganti en o zouez ur
wrizienn "peńpeń".
Kement-mań diskouezet uheloc'h, a gadarna ac'hanon
evit haeriń ez eo ar ger mitawek "peńpeń"
ur ger deveret diouzh "pempiz" :
ar c'hemmesk gant ar "ciguė", ha
gwrizienn gontammus ar pempiz, a gaver deus an daou du. Hogen bremań : petore
ger reizh a chom evit treiń "ciguė"
e brezhoneg ? Gant geriadur Roparz
Hemon & Ronan Huon evit "ciguė"
e kaver kegid ha kraban, met evit treiń pempiz ha kegid e galleg e kaver "ciguė"
evit an daou ; ur ger deveret diouzh al latineg "cicuta" eo "kegid"
hep mar ebet, pezh a zo kadarnet gant ar ger "chagud" dastumet gant Gregor Rostren ; evit "kraban" ez eus, d'am sońj, an
hevelep keal ha gant "pemp biz"
hag e tle bezań evit envel an "oenanthe"
kentoc'h eget ar "ciguė". Gant
"Grand Dictionnaire
Franēais-Breton" F. Vallée, e
kaver evit "ciguė" : kegid, pemp(b)iz, krabanad, chagud (Greg.),
met er "Supplément" e
c'houlenn F. Vallée lemel "pemp(b)iz"
; a-hend-all evit "oenanthe" e
ro "louzaouenn-ar-pemp(b)iz.
Yann MIKAEL
¹ Mitaweg : ger ijinet ganin evit
envel ar galloweg arbennik etre stźr-Liger ha stźr-Winun, diwar anv an
tolead-mań roet dezhań gant tud Bro-Wened, da lavarout eo : "Bro-Mitaw". Perak an anv
kevrinus-mań ? Marteze un distresadur eus "Namnetia"
( bro an Namnediz) o tont da vezań "Nammetia"
Ž "metia" Ž
"mitaw", pe, en un doare kalz eeunoc'h,
diwar anv ur soubenn anvet "mitaw"
hag a vourre debriń gwechall, war ar maez, tud ar c'horn, hag a oa graet
gant krampouezh gwinizh-du, krazet mat ha tomm, soubet e-barzh chistr
c'hwek
² Arabat ankounań n'en deus
steuziet ar brezhoneg e Bro-Naoned nemet e derou an ugenvet kantved hag e
dachenn diwezhań a zo bet al ledenez Vazh-ar-Groazig, hag an daou zen diwezhań
o komz c'hoazh brezhoneg Bazh a-vihanik a zo marvet war-dro 1960, setu perak ez
eus un toullad gerioł brezhonek hag a zo
chomet er mitaweg, en ur stumm distreset eveljust, evel "bėghen", (buzhugenn), "dėrwen" (drev), "trenchon"
(trichin, trechon), "gouj"
(gwiz), "tarjė" (tarzhań), "karikell" (karrigell), "jarzč" (jarzerell,
jarjerell), "gōrė" (gourein,
gwriat), "gorwėy" (gorad), "heńnoch" (hanochenn), "ańvąy" (anaf), "teńna" (tanav), hag all...
Santoc'hadig fentus.
Ur wech e oa e Breizh, un Person kozh en ur barrez
vihan war ar maez. A c'hiz kozh e oa ar beleg-se hag o vezań ma ne oa ket kalz
a dud en e barrez, ne oa ket kalz a vugale kennebeut, e c'helle ober ar
c'hatekiz d'an holl anezho, hep bezań skoazellet gant mammoł-katekiz evel ma
vez deuet ar boaz un tammig e pep lec'h bremań maz a war zigreskiń niver ar
veleion.
Ober a rae ar c'hatekiz enta, hogen diouzh ar c'hiz
kozh, pa lavarfe tud zo : "diouzh an hengoun" ; da skouer, e teske
d'ar vugale penaos en doa an Aotroł Doue krouet ar bed e-kerzh c'hwec'h devezh
hag er seizhvet e tiskuizhas, pezh a zo aroueziet c'hoazh hiziv gant ar sizhun "seizh hun", ha pa gonte
penaos e oa bet krouet gantań hor c'herent kentań, Adam hag Hava, hag istor mantrus o bugale kentań Kain hag
Havel, e tigore bras an holl vugale o divskouarn hag e selaoue anezhań bamet ken e ao un dudi evit
ar beleg kozh ; an holl vugale a lavaran, nemet unan avat, unan ha ne oa ket
ganet er vourc'hadenn, eus ar gźr vras e teue evel e gerent kargidi eus ar
stad. Un deiz ma oa kentel katekiz adarre, ha ma oa an Aotroł Person oc'h
atersiń ar vugale evit gwelout ha dalc'het mat o doa war o eńvor pezh en doa
desket dezho er gentel gent ma oa bet anv dres enni, eus krouidigezh Adam hag
Hava, setu bugel ar gźr vras hag a zouge un anv brav diouzh ar c'hiz, Kevin, o
sevel e viz er vann da c'houlenn komz :
- Aotroł Person ! Aotrou Person !
- Petra a zo Kevin ?
Va zad a lavar n'eo ket a-du ganeoc'h a-zivout hor
c'herent kentań ; lavaret en deus din e
tiskennomp eus ar marmouz.
Setu un evezhiadenn hag a oa dic'hortoz, ken ez
eilgerias an Aotroł Person diouzh an doare da heul : "Va faour kaezh
Kevin, gouzout a ran e c'hell c'hoarvezout traoł a seurt-se a-wechoł, hogen
aferioł tiegezh ez eo kement-mań, hag evel pep afer tiegezh, e tle da hini
sellout nemet ouzh da diegezh".
Yann Gouer
Envorennoł un Dibourc'her
D'ar sul-se, pemp a viz Mae, e oan bet pedet, evel boaz, da zibourc'hań ar mouezhiadennoł en ur burev eus kreisteiz ar vourc'h, karter St Lawranz, karter an hachelemoł. Pezh a zo dedennus el labour-se ez eo e c'heller a-wechoł dizoleiń gerioł pe gomzoł berr fentus skrivet gant an dud war ar paperennoł-mouezhiań, hag en deiz-se a oa kalz diouto, pezh a roe da grediń e vefe ar sulvezh-se devezh ar souezhadennoł ; seulabred, war pezh a hańvale, o doa mouezhiet an dud er burev-mań, a-du dant an hini ha ne roer ket e anv, evit 12-13 % anezho ; hopala !
Echu an dibourc'hadeg er burev-se ez is d'ar Maerdi gant an dibourc'herion all, doare da welout penaos edo kont gant ar burevioł-mouezhiań all, hag aze e welis e oa tud oc'h ober dremmoł hir evel un devezh dilevenez ; petra a oa c'hoarvezet ? Netra evit ar mare, hogen un nebeut sifroł skrivet war ur banell e kreiz sal-degemer ar maerdi a roe da c'houzout d'an dud pezh a oa marteze da c'hortoz. War ar banell-se ne oa skrivet nemet disoc'hoł burev St Emilian, unan eus teir farrez Blaen, o skeiń war ar c'hreisteiz hag e c'helled lenn kement-mań : Chirac : 82, Le Pen : 62, Jospin : 42, pe gant pep hini : 22%, 17%, 11%. Ha setu unan eus va c'hendibourc'herion o tiskleriań: "Petra avat a ra da dud St Emilian evit mouezhiań ken-se evit Le Pen?"
Goude-se e voe skrivet disoc'hoł all, un tammig disheńvel, gwelloc'h pe falloc'h, se oa hervez, pa zeuas ur sekretourez eus ar maerdi o kemenn keleier mantrus he doa bet dre ar pellgomz, Jospin a vefe skarzhet kuit adal an drovezh gentań ; mantridigezh ! Kuitaat a ris ar maerdi da zistreiń d'ar gźr evit sellout diwezh an abadenn ouzh va skramm skinwel ; evit ar peurest e oar pep hini ac'hanoc'h petra zo c'hoarvezet er sizhunvezhioł da heul.
Er sulvezh da c'houde, e tivizjomp, gant va gwreg, mont d'an oferenn en iliz St Emilian ; tamm ebet avat evit klask gouzout perak o doa tud ar barrez-se mouezhiet ken-se evit al loen fall ; nann, bez' e oa dre ma oa un BSHB (bodadeg suliek hep beleg) en iliz Blaen, ha ne blij ket deomp seurt bodadeg. Oc'h ober hent avat, en em c'houlenned petore sarmon e rafe ar beleg, rak, gouzout a ouiemp o doa roet an eskibion alioł grońs d'ar fideled : arabat mouezhiań evit al loen fall-se, hag a glask arverań komzoł ar Pab evit touellań an dud. Tud zo a lavar n'he deus mui an Iliz levezon ebet, ha, da skouer, ne vije servijet netra d'an Iliz sevel he mouezh a-enep d'al lezennoł oc'h aotren ar sioc'hanerezh ; al loen fall en doa-eńv prometet evelato e torrfe al lezennoł torfedus-se mar befe dilennet, hogen hon eskibion n'int ket tud da vezań antellet ken aes-se ; karout a reont gwelloc'h harzhal gant ar bleizi. Komz a reas ar beleg en e sarmon eus erbedadennoł an eskibion eveljust, hogen gant gerioł goloet, gant aon na vije bet re a vouezherien fall en iliz ! Tro a voe deomp avat bezań sklerijennet un tamm war gevrin St Emilian. Bez' e oa deuet da vezań ur seurt keoded-hunva evit tud a oa betek nevez zo c'hoazh o chom e bannlevioł Naoned, Orvez, pe St Hermelan, e-lec'h e vez un toullad enbroidi oc'h ober o reuz dizehan, evel lakaat ar c'hirri da zeviń, ha kalz traoł all spontusoc'h c'hoazh. P'o deus gellet an dud-se, dastumet ganto ur yalc'had gwenneien, o deus lakaet sevel un ti dezho, met tamm ebet er bannlevioł milliget-se, war ar maez ne lavaran ket, e Gregam, Izarig, Pasklez, St Emilian. Bremań e c'hellont bevań sioul ha seder gant o bugale, hogen n'o deus ket ankounac'haet ar vuhez a renent a-raok, ha ne fell ket dezho bevań a-nevez traoł heńvel, ha neuze e vouezhiont evit al loen fall, hag o deus emichańs kontet o gwalleurioł kent d'o amezeien nevez hag o deus mouezhiet d'o zro, evelto.
Yann-Vari an Dibourc'her
Bez' ez eo Kannadig Imbourc'h ur stagadenn da "Imbourc'h Kelaouenn a Studi"
Koumanant d'ar C'hannadig : 5 euro ; ("Imbourc'h Kelaouenn a Studi" trimiziek : 15 euro ; gant an holl stagadennoł, oberennoł ha kannadig : 40 euro). Ar pennadoł evit ar C'hannadig a zo da gas dre ar Post da : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, 44130 Blaen : dre ar genroued da : yann-eliaza@wanadoo.fr ; Moulerezh prevez "Imbourc'h" ; Rener Kannadig Imbourc'h : Youenn Olier ;
Pennskrivagner : Yann Mikael - Niverenn CPAPP : 50015 - Niverenn ISSN : 1144 357X