Gwerz Kilhog Dirinonn War un ton anavezet "Pell 'zo di..."
Diskan : Kot, Kot,
Kot, Kot, 'me ar c'hilhog, Cholori 'zo dindan va zog !
1.
Tud an Argoad, C'hwi Arvoriz,
Kernividi, Plougastelliz,
Paotred bro-Leon, ha Tregeriz,
Klevit galc'har Dirinonniz !
2.
E Dirinonn, war an dorgenn,
Un iliz kaer en em astenn,
Warni un tour dantelezet,
Gant ur c'hilhog kurunennet.
3.
Na brav e oa gant e gribell,
Ruziet ouzh ar pevar avel,
E c'houg un tammig daoubleget :
Kalz pouez a zo war e spered !
4.
E vrasañ lorc'h, n'eus da nec'hiñ,
Re sklaer ez eo ha difazi,
N'eus digarez da enebiñ,
E lost ! E lost, kaerañ hini !
5.
Savet sonn war e benn a-dreñv
Rak ar gwrizioù 'dle bezañ kreñv,
Al lost a gromm, m'eo un dudi,
Pep ya er vro he deus avi !
6.
Stampet start war e gilhoroù,
Dispont dirakan darvoudoù,
Diwallet gant e zivaskell,
E seblant stourm ouzh pep avel.
7.
Se n'eo nemet ur c'hentañ gwel !
Ar wirionez 'zo disheñvel :
Furnez an amzer hel lavar,
Preder ar c'hilhog eo ar yar.
8.
Mard eo savet war beg an tour
Eo 'vit gwelet, eñ, ar gedour,
Holl yer ar vro, a vilionoù,
E kement korn eus ar maezioù.
9.
Eus Ploñger betek Landreger,
E Kraozon, e Gwineventer,
E Sant-Nouga, Lokeginer,
Bras eo rouantelezh ar yer.
10.
Yer ruz, yer gwenn, yer brizh ouzhpenn,
Divesker gwenn pe tried melen,
Dozverezed, yer da lardañ,
'Zo e wragez, na petra 'ta !
11.
Hor c'hilhog, lemm e zaoulagad,
A zo bepred o toullbapat :
"Daoust ha va yer en em zalc'h mat,
pe lec'h a zo da c'hrozmolat ?"
12.
Gant Dirinonniz e klever
D'an nav warn ugent a c'henver,
Er bloaz tri ha pevar ugent
e c'hoarvez an darvoud divent
13.
D'an devezh-se e Landerne,
E Brest hag e Kemper-Kerne,
Saverien yer en dienez
A youc'h d'an holl o faourentez.
14.
Yer o redek dre ar ruioù,
Gwallgaset gant an otoioù,
Pluñv o nijal en avelioù,
A bep tu klemm hag hirvoudoù.
15.
Dismegañs veur war ouenn ar yer,
Merk disesper al labourer,
Yer marv, displuñv, diniver,
a zo zo krouget ouzh ar voger.
16.
O welet seurt torfed euzhus,
D'an holl galonoù ken doanius,
Kounnar e roue ar gilheien,
A wel pep tra eus e dorgenn.
17.
Treiñ ha disreiñ war e ibil,
Dereat ne ve mont war e gil,
Ar c'hilhog d'en em zifretañ,
'vit kas sikour d'an abretañ.
18.
D'ar mare siwazh e tiroll
War Dirinonn un avel foll :
Lost ar c'hilhog 'zo diframmet,
War an iliz emañ kouezhet
(kasit mar plij daveennoù ar c'hanaouennoù
anavezit etre Ar Faou ha Landerne)